Katig ha Matig

An naontekvet kantved, da vihanañ en hor Breizh-Izel, ‘oa bet hervez va zud kant- ved ar beorien. Tud ar maezioù o devoe mil boan o vevañ : marc’had-mat lous an traoù a dennent eus an douar hag al loened, sikour ebet ‘vit an dud kozh nag ar vugale nag ar re glañv. Ne voe ket difennet al labourer-douar tamm ebet. Ha setu pa gouezhe war an dud chañs fall, gwall reuzioù, kleñved bloavezhioù fall ‘vit an trevadoù, a yae ar stal da stalig abred hag ar stalig da netra. Remed all ebet ‘met mont da glask bara. E-leizh a beorien a rede ar maezioù bemdez. Tud a bep oad, tud kozh, bugale, tud mac’hagnet, mammoù gant babigoù zoken. Paourkaezh tud hep na ti nag aez kalz anezho, o lojañ eus an eil kraou d’egile, eus an eil solier d’eben.
E ti va mamm-gozh hervez ‘oa rekis lojañ ur paour bennak hogozik bemnoz. En un atant eus ar re vrasañ giz Bro-Dreger, er Genkis Vras e parrez ar C’hozh-Varc’had ‘voe ganet ha savet va mamm-gozh betek an oad a eizh vloaz warn-ugent. Ar yaouankañ ‘oa hi eus a seizh bugel : tri baotr ha peder blac’h. O zud ‘voe marvet abred, ar c’hoshañ en devoa c’hwezek vloaz ha mamm-gozh en devoa seizh vloaz pa varvas an diwezhañ eus o zud. Nec’het bras, hervez, ‘oa bet ar familh gant an emzivaded-mañ. Petra ober ? ‘Voent nemet bugale koulz lâret. Gwerzhañ ar stal ha kemer hini amañ hini ahont e-touez ar gerent ? Evel-se ‘voe divizet ober. Pep a blas ‘devoa kavet tout nemet mamm-gozh, an hini vihan seizh vloaz. Ha setu erfin ‘voent bet lezet da derc’hel o feurm, hag a oa ar gwir anezhañ d’o zud (madoù gwir ha font ‘vije kalz gwechall) dindan beli o c’hulator ha gwarez ur c’hoar d’o zad o chom tostik a-walc’h d’ar Genkiz. Hounnezh a servije da vamm d’ar re vihanañ. Ur penn-menaj c’hwezek vloaz gant c’hwec’h all yaouankoc’h !…
Moarvat ‘oa ur menaj tomm o hini. Bepred chomet ‘voent bet fur atav o-seizh hag o zi ‘oa chomet ivez degemerus d’ar beorien evel e bev o zud. Ur bloaz hag hanter-kant n’en devoe ken va zad-kuñv pa voe marvet, ha daou ha hanter-kant bugel, hervez Mamm, en devoa bet dalc’het eus vadez ; bugale peorien ‘vit al lodenn vrasañ. Ne voe ket ‘ta damantus d’e yalc’h.
Dont a rae ‘ta stank ar glaskerien-vara d’ar Genkiz Vras, eus ar re yaouank e vezer hardizh ha seul vui ma roent, seul vui a druanterien a deue d’an ti. Hag evit lakaat ar reoù-yaouank-mañ war o zu mat ha kaout gwelloc’h aluzen, darn eus ar beorien- se a ouie lakaat anezho da c’hoarzhin gant fentigelloù.
Ar peurliesañ ‘veze bara gant ar beorien e-barzh ‘n o bisac’h, bara bet en aluzen e-pad an deiz, p’erruent da goulz koan da glask lojañ ‘ta ‘vije roet dezho ur sku- dell pri da drailhañ o zammoù bara ha trempet dezho gant soubenn domm, da viha- nañ er goañv. E-kerzh an hañv ‘veze graet alies yod ed-du da goan, ha neuze pa veze brav an amzer e tebre an dud o c’hoan er-maez, en-dro d’ar gaoter vras, pep hini gantañ e skudellad laezh trenk hag e loa goad. An holl a debre eus ar gaoter nemet dre soursi eus ar yec’hed an dremenidi dianav hag ar beorien a veze lezet o lod ganto da debriñ goude tud an ti.
Ur wech evel-se ‘voe ur paour kozh, Jakoù, o koaniañ er Genkiz ha manet ‘oa ul lod frank a yod gantañ er gaoter hag ur skudellad vat a laezh trenk ‘voe roet ivez de- zhañ. Lakaat ‘reas e laezh war un tamm mogergleuñ izel ‘oa ‘n un tu d’al leur a-us d’an hent pellik a-walc’h eus ar gaoter. Hag a deue da dapout ul loaiad yod d’ar gaoter hag ez ae da drempañ e yod ‘n e skudell hag a retorne adarre d’ar gaoter. Derc’hel ‘rae da donemonea evel-se. Ar re yaouank-mañ eveljust o devoe plijadur o welout Jakoù o vont eus an eil beñsel d’egile.
« Pell avat, e lârent da Jakoù, hoc’h eus kaset ho laezh eus ho yod avat Jakoù !…
— O, eme Jakoù, ‘n em gaout a raint, ‘n em gaout a raint !… » Fent ha plijadur d’ar reoù yaouank a gave Jakoù sot-mat. ‘Voe ket re sot Jakoù koulskoude, rak pedet ‘oa da retorn adarre da lojañ pa dichañsfe dezhañ dont war eno… « O ‘n em gaout a rin, » eme Jakoù.
Ur wech all ‘voe erruet daou gozh, daou bried : Katig ha Matig. Dall e oe an ozhac’h kozh, e wreg a rene anezhañ. Tenerus, hervez, ‘oa gwelet pegen hegarat ‘voe an daou bried kozh an eil e-keñver egile, hag-eñ pegen kalet oa o buhez a glaskerien- vara, o lojañ eus an eil kraou d’egile pe eus an eil solier d’eben, gourvezet e-touez ar plouz pe ar foenn ha paket ‘n eur gozh vallin bennak. An tiad tud yaouank-mañ a gave tra iskis ar garantez dener-se etre an daou baour kozh evel pa vije ar garan- tez tra ispisial d’an dud yaouank. E-pad an hañv tomm e chome an dud ur penna- dig da didanañ o gwad, poazhet gant an heol berv a-hed an deiz e-kreiz ar parkoù. Azezañ ‘raent ‘ta war ar vogergleuñ izel e skeud un ivinenn gozh e korn al leur da gemer an aer-noz kent mont da gousket. An daou baour kozh-mañ ‘oa azezet ivez nepell eus tud an ti. Kanet en devoa an dall kozh ur sonig bennak ha goude e chomas sioul evel ma teree da lezel tud an ti d’ober o c’haoz, e wreg ‘oa azezet ivez damdostik dezhañ. Ha setu ma veze klevet a-greiz-tout an dall kozh o c’har- miñ gant ur vouezh ankeniet un nebeud :
« Katig ?… Katig ?…
— Petra zo ta Matig ? eme ar vaouez kozh ken hegarat.
— O ! Mann ebet avat ! ‘Met a ra vad da’m c’halon klevet da vouezh, Katig. » N’helle ket karout e bried kozh gant e zaoulagad, peogwir ‘oa dall, met he mouezh dre hent an divskouarn a dassone en e galon, ‘vel ul levenez dispar.
Da hanter-kant vloaz goude e konte Mamm-gozh se d’he bugale gant teneridigezh.

[1962 ?]

Print Friendly, PDF & Email