Imboudañ

Barr-Heol a zo ur gelaouenn sevenadurel. Met bez’ ez eo un doare « magazin », ma vez kavet e-barzh traoù liesdoare. Ha lavarout a ra ar Rener ‘vefe mat kaout c’hoazh traoù all : sportel, micherel, lakomp ivez diduamantel.

Ma, setu deut soñj din klask an tu da gomz eus imboudañ. Pemp bloaz hag hanter- kant zo da nebeutañ emaon oc’h ober gant an diduamant-se. Rak evidon n’eo ket ul labour, met un diduamant, ur blijadur.

N’eo ket gant va zad, Doue d’e bardono, am boa desket imboudañ ; ne ouie ket ar jeu. Un devezhour kozh, amezeg ha mignon d’am zud eo en doa desket din an taol- micher-se.

Ha, ma feiz ! N’oufen ket lavarout pet plantenn am eus dic’hoûget abaoe ; ar peur- vuiañ aval-red pe aval-spern, an eil anv hag egile ‘vez roet d’ar plantennoù avaloù- put-se ‘vez kavet er c’hoadoù pe war ar c’hleuzioù. Gwech ivez plantennoù avaloù prenet ha na broduont ket mat, ‘vez tu da imboudañ warno seurtoù all hag a brodu welloc’h pe o devez gwelloc’h kalite.

Met estreget avaloù ‘m eus imboudet evel-just ; war spern-gwenn ‘m eus laket : koper, per, mesper… Gwelloc’h eo mesper-gouez ha koper-gouez d’ober treid eget ar spern-gwenn, met n’int ket stank. Tu zo ivez da blantañ boutadennoù ha zoken skourroù dichonket mentet-mat, hag imboudañ warno, p’emaint gwriziennet-mat, ar seurtoù ‘vez c’hoant.

Suroc’h eo an taol da zont da vat pa anavezer emzalc’h ar c’hoad emeur e-sell da zimeziñ asambles, da lavarout eo, ret eo ma vefe an troad hag ar c’hrefenn (imbou- denn) e sev d’ar memes mare. Ma vez an troad e sev abretoc’h eget ar bod-nevez ‘vo techet da deurel boutadennoù izeloc’h eget an imboudenn.

Ma vez er c’hontrol ar bod nevez e sev abretoc’h eget an troad, eo risklet da sec’hañ, an dra zo sklaer.

Mat eo ivez troc’hañ ar bodoù ur pennad a-raok ar c’houlz da imboudañ hag o lakat en douar en aer-enep (lezel dizolo ar beg), ha kemer diwar skourroù bet frouezh warno dija ha n’eo ket ar boutadennoù druz-se a vez graet outo e galleg « gour- mands ».

Bremañ prientomp hon dafaroù hag hon darbaroù. Rak n’eo ket a-walc’h mont hep e grog da besketa !

1° : Pri-douar + pell + dour evit ober un doare mastik da bakañ en-dro d’an obera- tadenn.

2° : Bandennoù (pilhoù solut a-walc’h) ha fisel da bakañ ar pri-mastik.

 

3° : Un heskenn da droc’hañ ar skourroù.

4° : Ur gontell da galfichat an imboudenn ha da blenañ troc’h an heskenn, m’eo solut a-walc’h ar gontell eo mat da faoutiñ ar skourr.

5° : Ur morzhol da skeiñ war gein ar gontell d’ober ar faout.

6° : Un ibil-koad gant ur penn tevoc’h gouest da c’houzañv bout skoet warnañ gant ar morzhol, hag ur penn plat evel ur gizell da zerc’hel digor an troc’h.

7° : Ur skabell pe ur skeul, hervez uhelder an troad emeur o labourat warnañ. 8° : Ur besel da zougen an dafaroù-se.

An oberatadenn kentañ : troc’hañ, hep chaokat an troad, en uhelder m’eo tev a-walc’h evit lakat daou vod ; pe mar deo ur wezenn vras tri pe bevar bod, met neuze ne vez ket faoutet. Neuze ‘vez imboudet dindan ar bluskenn « greffe en cou- ronne » e galleg. Ar faout a dle kaout 4 pe 5 kantimetrad ha ret eo teurel pled ha chom a ra un neudenn goad bennak er faout. Alies ‘vez tro gant ar c’hoad ha ne vez ket naet ar faout.

Lemel an neudennoù gant beg ar gontell kent plasañ an imboud, hemañ kalfichet plat a dle bezañ keñver-ha-keñver gant pluskenn an troad : « cambium » ouzh « cam- bium ». Lemel neuze gant evezh bras an ibil a zalc’h digor ar faout ha pakañ ar poupig : un dornad pri, ar vandenn hag ar fisel.

Ha Doue d’o c’hresko bras !

Notennoù

  • Ar c’houlz gwellañ eo an nevez-hañv. Miz Ebrel evit an avaloù ; fin Meurzh evit ar per ; deroù Meurzh evit ar mesper, pe gentoc’h, hervez ar
  • Mat-tre eo imboudañ koper war spern-gwenn pa vez c’hoazh moan an troad ha gant un imboudenn hepken, ha se tost d’an douar 2-3 droatad ; pa vez deut hir a-walc’h adimboudañ gant per war ar c’hoper.
  • An treid aval-red a ya da galz koshoc’h eget an treid diwar had pe vountadennoù.
  • Gwechall, ‘hervez, e veze imboudet e-tal an tan. Un troad tennet eus ar c’hoad pe ar c’hleuz a veze graet da noz an oberatadenn warnañ ha plantet antronoz…
Print Friendly, PDF & Email