Hentoù

Hent bihan ha hent bras
O ‘n em groaz
Gwenodenn a dreuz an Hent-Karr
… Steuenn hag anneuenn
Ar vuhez :
Levenez ha glac’har.
E pep kroazhent :
Skritell-stur pe… galvar.

18 a viz Mae 1970





« »