Gouel ar Mammoù

Da vamm an holl vammoù
Hiziv gouel ar mammoù
Gouel ar Garantez c’hlan
Ma trid ar c’halonoù
Holl a-unan
… Me zo va-unan,
Va mammoù-me zo holl en Neñv
Va mamm hervez ar gwad,
Va mamm hervez ar spered,
Ha mamm an holl vammoù
Mamm an holl emzivaded
… Em c’halon e sav ur galv
Em c’halon ‘n em sil ur c’hlemm
Daeroù zo war va dremm
Ur vorenn em Ene.
… O burzhud dispar
A-greiz-holl heol a bar
Tec’hout a ra va Anken
Setu yaouankiz en-dro din
Setu Breizhiz yaouank em zi
Barr o lagad a Levenez
Barr o lavar a Garantez
Evit Breizh kozh
O, Mamm an holl vammoù,
Mamm an Hini zo mestr an holl vroioù
Ra vezo ho Pennozh
War Blant yaouank ar Vro gozh

1967

Print Friendly, PDF & Email