Glav kaouled

Juluan a renke bezañ bet ganet ar Sadorn da noz goude ar c’hampouezh. Godig avat, e wreg, a oa sur a-walc’h eus al Lun ar beure, ha gwidreüs ha karget a itri- koù. Met kaer he devoa ober skol da Juluan, ‘oa ket gouest d’en lakaat da serriñ e c’henoù. Ret-mat ‘oa dezhañ kontañ e damm doare da gement hini a wele. Hogen, an holl en goar ervat, a-benn tapout logod eo ret bezañ sioul.
Un deiz bennak, ‘n ur vont d’e labour deus ar mintin a gouezhas Juluan war ur yalc’had aour, pell zo abaoe, rak bremañ na vez ken klevet komz eus aour, moar- vat eo aet hon bro da baour !… Juluan a retornas d’ar gêr e-lec’h derc’hel gant e hent, da c’houlenn digant Godig petra ‘felle ober eus ar yalc’had-se ? Godig avat ‘oa sot gant an arc’hant ha sotoc’h c’hoazh gant aour, met siwazh Juluan na c’hou- neze nemet daouzek gwenneg bemdez o tevezhiata hag hi Godig, kaer he dije nezañ er gêr, na dape kammed he eizh kwenneg. Temptet bras ‘oa sur-mat da virout an teñzor, daoust ma lavare he c’houstiañs dezhi ne oa ket mat se ; an hini ‘oa perc’henn d’ar yalc’had-se ‘oa nec’het emichañs hag ul laeroñsi ‘oa chom hep he rentañ. Kontañ ha merkañ ‘rae Godig ar pezhioù aour ha gwelet a rae evel en un hunvre kaer an holl draoù a c’hellfe kaout gante. Ha sioulaat a rae a-dammoù mouezh he c’houstiañs… Ya ! Met Juluan ‘oa ket ‘vit tevel war netra. Hennezh ne vankje ket da gontañ gant pres ha hast petra ‘n devoa kavet ; hag achu neuze da hunvreoù soulaouret Godig, hag ouzhpenn ur foñsad mezh da gouezhañ warne pa vije diskuilhet an dro !…
Ur soñj ifern a dremenas ‘vel ul luc’hedenn a-dreuz he spered. Juluan ‘oa o turlu- tañ en-dro d’an daol, ront e zaoulagad evel avaloù put, o sellout ouzh ar pezhioù aour ; ankouaet gantañ mont d’e labour evel-just. Godig a reas ur sell a gorn etre- zek Juluan ‘n ur lâret dezhañ :
« O ma Doue ! Juluan, petra zo c’hoarvezet ganet-te ? Te’ vat zo ruz da glipenn, melen da zaoulagad ha glas da fri !… Te ‘renk bezañ o vont d’ober un c’hleñved bras bennak : gwellañ tra eo dit eo retorn d’az kwele ha me ‘dommo dit ur banne traoù kreñv.
— Feiz ya ‘vat, eme Juluan, ‘n em santan ket war ma zu mat er mintin-mañ, ec’h an da sentiñ diouzhit, Godig kaezh. »
Godig ‘oa gant se, hag e lakaas ur skudellad sistr da virviñ, sukret mat hag un takad mat a « win-ardant » e-barzh. Pa oa didanet un tamm al louzoù a evas Juluan ur volennad vat (Godig he doa miret ur banne eviti ivez) hag a vanas kousket ha diroc’hal a rae evel ur broc’h. « Boen, eme an hini gozh. Ur gwell apotikerez am bije graet, met n’eo ket se eo tout, deomp dezhi bremañ tre ‘mañ Juluan oc’h ober e hun. »
Ha Godig da dapout ur bodezad laezh trenk kaoulet ha da vont er porzh da stri-bilhañ anezhañ gant he dorn un tamm dre-holl a-stlabez, ‘vel pa vije kouezhet deus krec’h ‘vel glav. Goude a dapas daou ui, o lakaas etre liñselioù Juluan en e wele, harp eus e c’har. Nepell a dihunas ar paotr kozh, hag o santout un dra bennak stok outañ e lâras : « Petra an diaoul zo o herlinkat ac’hanon-me amañ », hag eñ oc’h astenn e zorn ha sachañ daou ui eus a zindan e zilhad wele… « Oc’holla ! avat. Petra, Godig, sinifi zo uioù amañ ?
— Uioù ? eme C’hodig.
— Ya ! sell !
— O ma Doue ! Juluan gaezh, n’eo ket hep mar ‘oa ruz da glipenn vat : sell aze ‘t eus dozvet daou ui… ha panevet da se sur a-walc’h a oas foeltret, rak gwell stum- met fall e kaven a oas. »
Juluan bremañ ‘vel-just ‘oa ‘n em gavet en e charreoù hag en devoa hast da sevel. Arru war doull an nor e welas ar c’haouled war ar porzh. « Petra ‘r foeltrision zo amañ ? emezañ.
— Petra ? eme C’hodig, gwelet a-walc’h a rez en deus graet glav kaouled !
— Hañ ! ‘C’holla ‘vat ! Biskoazh kemend-all, eme Juluan… Ha ma aour, petra ac’h eus graet oute ?
— Bez dinec’h, Juluan ha bez sioul, diwezhatoc’h ‘vo gwelet penaos ‘vezo kont gant se. »
Met an traoù-se holl a eure ur dourni hag ur safar war spered Juluan gozh ken a oa erru hanter drelatet : ar yalc’had aour, an uioù en devoa dozvet, ar glav kaouled, kaer he devoa e wreg lâret dezhañ chom sioul, a renke kontañ e gaoz da gement hini a gave.
Darn a soñje ‘oa peurdroet e gokenn pa glevent traoù ken iskis. Met an hini ‘oa perc’henn ar yalc’h, ma ne reas ket kalz ‘van o klevet komz eus glav kaouled hag uioù Juluan, a savas e zivskouarn pa glevas kaoz ar yalc’h. Hag eñ da di Juluan da glask e beadra. Hemañ ‘vat a anzavas hep poan ar gavadenn met Godig hag a soñje bezañ sur eus he zaol a nac’has evel-just ‘n ur lâret ‘oa sot he faotr kozh. « Ya, emezi, boutonoù ‘n ‘eus kavet, hemañ ne oar ket ken petra a lavar. » Paotr ar yalc’h hag a ouveze pegen gwidreüs a oa Godig a yeas pelloc’h, ha kaset ‘oa Juluan ha Godig dirak al lez-varn. Ne oa ket bet diaes d’ar barner lakaat Juluan da zibun e gaoz, met Godig ne intente ket an traoù evel-se hag e nac’he bezañ gwelet ar yalc’h.
« Ma fried, emezi, Aotrou Barner, ne oar mann ken, ar seurt a soñj a lavar, traoù drol alies. Marteze ‘n ‘eus bet kavet boutonoù ha kemeret anê ‘vit aour.
— Ho, eme Juluan, pa lâran ‘oa aour e oant !
— Pegoulz ‘t eus-te kavet aour ? eme C’hodig.
— Pegoulz ? eme Juluan. Damen, soñj a-walc’h ‘t eus moarvat, an deiz am boa dozvet daou ui ha c’hoazh en devoa graet glav kaouled !
— Hañ ! gwelet a ret hoc’h-unan, Aotrou Barner ! emezi. Evel-se ‘mañ kont gantañ, ha siwazh dezhañ !
— Feiz ya avat, eme ar barner, war a welan n’eus ket da gontañ war ar pezh a lavar. »
Ne ouzon ket peseurt berzh a reas Godig gant he yalc’had aour. Met lâret a vez penaos ar pezh a zeu eus perzh an Diaoul a ya da houarnañ anezhañ ha c’hoazh e van un troad dishouarn gantañ, kaer a vez kavet itrik.

[1961 ?]

Print Friendly, PDF & Email