Frankiz

Nerzh-hud da anv
A had follentez dre ar Bed !
Evidout ar Pobloù a ‘n em dag.
A ‘n em zifret
A red.
A dec’h, a lazh, a drouklazh
A ‘n em lazh…
Gant lizherennoù aour eo skrivet da anv
War vannieloù ar Broadoù.
Hag e vez engravet er metaloù
Hag er vein.
Sevel ‘ra dit ar Bobl delwennoù meur
Ar Barzh a ouestl dit mil gwerzenn
E pep Boud ac’h eus un amourouz
Da nikun avat ‘n em roez anterin
Nikun na’z anavez
Rak ma n’eus ket ac’hanout.
N’ez eus ac’hanout nemet ur skeud
A-walc’h eo d’hon lakaat holl da folliñ
Da stouiñ, da ginnig dit hor gwazoniezh.
Touellerez ac’hanout !

31 a viz Gouere 1969

E galleg

Print Friendly, PDF & Email