Foar Vikael Lannuon

Dibret ‘oa o marc’h gant an div verc’hig da vont da foar Vikael. Mall bras ganto o welet an deiz-se o tostaat. Prometet ‘devoa o mamm pep a « baiplu » nevez dezho a-benn ar goañv da vont d’ar skol. Un tamm dilhad ‘devoa ezhomm ivez ha pep a c’halochoù. Ret ‘vije ‘ ta mont da Lannuon gant ar merc’hed, un tamm brav a hent avat, met d’ar c’houlz-se ‘oa mat an dud war o zreid. Un amezegez da Mamm-gozh a dlee mont ivez gant he merc’h Lizig d’ober ar memes ampledoù. Setu ma rejont hent asambles an div vamm hag an teir verc’h.
Pa ‘devoa graet o c’hoñversoù, prenet pep a « baiplu » d’ar re vihan, pep a votoù lêr plañchodet, ha graet ur sell eus priz al loened war ar Foarlac’h ‘voent aet da debriñ un tamm soub ‘n un ostaliri vihan e ru Landreger, bara hag amanenn ‘oa aet ganto eus ar gêr. Mamm-gozh ‘devoa paeet ar soub hag eben ar c’hafe da lonkañ o bara. Neuze ‘voent prest da retorn, met an teir vihan a faote dezho chom da sellet eus ar stalioù ha diskenn war ar c’hae da welet ar « c’hurioziteoù ». Frañsoazig, an hini a dlee bezañ diwezhatoc’h va mamm, hag he c’hoar Janig ‘voe ar wech kentañ dezho da vont da Lannuon, met Lizig ‘oa bet meur a wech gant he mamm hag a ouie an doareoù e kêr.
Setu ma lâras ar mammoù a-benn ar fin : ar re-mañ zo barrek da ‘n em denn e kêr o-zeir, deomp d’ar gêr ha lezomp anezho da sellet eus an traoù ur pennad. Kaout a-walc’h a raint hent ar gêr ha bezañ zo amañ ur bern tud eus Tonkedeg. Dont a raint da heul tud eus o anaoudegezh. Bon, hag ar mammoù d’ar gêr, lorc’h er merc’hed moarvat pa ‘devoa bet aotre da chom da vale plasennoù Lannuon hag ouzhpenn arc’hant en o godelloù, pep a dri gwenneg. Se ‘oa ur fortun : unan ‘vit prenañ ur bara bihan a-raok dont d’ar gêr, unan da brenañ per da derriñ o sec’hed hag unan all da brenañ kraoñ-poullig.
Ar re-mañ ‘oa teir gañfantenn gant o « farapluioù » nevez hag o brid war o moue moarvat !… Hola ! Ya, met gant ar bres da sellet eus an traoù iskis-se tout na wele ket hon merc’hed an heol o tiskenn en dremmwel, ha kouezhañ ‘ra buan an noz koulskoude a benn gouel-Vikael. Ken a weljont paotred ar stalioù o pakañ o marc’hadourezh hag an dud o tanavaat war ar plasennoù, neuze e teuas ar soñj dezho da glask ivez hent ar gêr.
Met pell ‘devoa d’ober, ur c’hwistad hent, da deir grennardenn, unnek, daouzek, trizek vloaz, eo teir lev pe teir lev-hanter kentoc’h. Hag o divharigoù ‘oa dija skuizh o tompial e-pad an deiz en o sav en-dro d’ar plasennoù. A-benn ‘voent erru e Bulien ‘oa aet an heol da guzh. Na voe c’hoazh se nemet ul lev, hag erru divi ar merc’hed. Evañ ‘rejont gant palv o dorn pep a vannac’h dour eus feunteun Santez-Marc’harid hag azezañ ur momedig da ziskuizhañ war vaen ar feunteun. Hag adarre en hent ‘n ur ober o zammig kaoz hag en ur flourikañ gant o dornig o farapluioù nevez… Pebezh teñzor burzhudus ! gwashañ tra ‘oa evite : na rae takenn c’hlav ebet en deiz-se, digarez ebet da digeriñ ar « paiplu »… Digoret ‘vijent memes tra ha lakaet ‘n o sav kichen-ha-kichen da vuzuliañ o ment. Ne oa kemm all ebet etrezo nemet liv an dorn kamm : unan gell, unan glas hag unan liv ludu, ar reoù du ne oant mat ‘met ‘vit an dud kozh !…
Ober ‘rae hon merc’hed krogadoù redek, rak erru ‘voe un tamm morc’hed dezho. Tremen ‘rae c’hoazh ur wetur bennak a-biou dezho war an hent, tud hag a anave- zent zoken, ha bet ‘vijent douget ivez sur a-walc’h ma na vije nemet unan, met teir asambles, se ‘oa un afer all. A-benn ‘oant erru e Kroaz-al-Loa-Pellañ ‘oa añje- luz Tonkedeg o son. Daoulinañ ‘rejont o-zeir war sichenn ar groaz da lâret ur beden- nig, tost-tost an dour da zont en o daoulagad. Seizh kardlev ‘oant c’hoazh eus ar gêr ha skuizh-divi. Noz du-dall ‘oa a-benn ‘oant erru e Kroaz-al-Loa nesañ ! Hag ar Wernieg da dremen, ma Doue ! ul lec’h gwall vrudet, dreist-holl en nozvezhioù foar, eno ‘vije laeron kroashent evel ma veze lâret outo. Redek ‘rae hon merc’hed herrañ ma c’hellent o tremen an andred-se. Ha pemp kardlev d’ober c’hoazh en noz teñval… Ha trouz da glevout gant o zud, se zo sklaer.
Met mar boa nec’het an teir vihan, o zud er gêr ‘oa nec’hetoc’h c’hoazh, ar mammoù na badent ket gant an drubuilh. Mont ‘rae an eil da di eben da welet hag erru ‘vije hini pe hini. An tadoù a rae trouz : ret ‘voe, emeze, bezañ sot ! Lezel bugale o-unan keit-se eus ar gêr gant devezhioù evel-se ? Ober ‘rae o zud a bep seurt soñjoù. Marteze int ‘n em gollet ? Kemeret un hent kontrol ? Pe tapet gant ul loen pennfollet pe ur wetur ? Pe c’hoazh laeret gant ar Jipsianed, pe furlukined, pe paotred ar « C’hiviziteoù », ‘vel ‘vez lâret en Treger.
Kaset ‘voe ‘benn ar fin o breudeur, unan eus pep ti, paotred yaouank dispont da glask o c’hoarezed vihan. Erruout ‘rejont a-benn ganto en tu all d’ar bourc’h e- keñver krec’h Santez-Katell.
« Pelec’h ar foeltr… eme ar baotred, ‘oa chomet an teir gaouenn-mañ ? Sed amañ eurioù da deir grennardenn da foetañ hentoù ! An drubuilh hoc’h eus-c’hwi graet dimp tout ! Memes tra !… Bremañ souden e klevfet ur sarmon person kanton gant ho mammoù, kozh klinkennoù. »
Hon merc’hed avat a ouele druz, daoust ma oant koñfortet gant o breudeur d’o heul. Kement a hast ‘oa da zigas ar c’heloù d’ar gêr penaos ‘oa kavet ar vugale, ken ‘voe deut unan anezho, ar paotr Yann hag a oa skañv ‘vel ur gwiñver, d’ar red d’ar gêr a- raok ar re all abalamour da dinec’hañ o zud bepred. Met e-lec’h fest ar vazh e oant e gortoz eo soub krampouezh tomm e korn an oaled eo ‘voe bet degemer ar merc’hed bihan, ha daeroù o mamm ‘voe bet brasoc’h kastiz evito eget bazhadoù.
Mamm en he c’hozhni he deus kontet din an dro alies, rak me ‘lavar deoc’h he devoa dalc’het soñj eus he « faiplu » kentañ. [1962 ?]

Print Friendly, PDF & Email