Feñch ha Mai-Louiz

Pa dimezas Feñch da Vai-Louiz ne oa ket bet kalz a didamper, nann, yod a oa bet da lein deiz an eured ‘vel an devejoù all, rak en desped d’e dud ‘oa dimezet Feñch, ur mab a di. Mai-Louiz ‘oa merc’h ur gwiader ha perc’henn netra, met ur plac’h dilu ha dir war he fas.
En amzer ma lâran dac’h e oa peurvuiañ an ozhac’h a vije mestr en ti. Nemet Mai- Louiz na intente ket an traoù er stumm-se. Divizet he devoa eus Feñch penaos pep hini a lakaje eus e gostez ha na vije ket ar memes hini a raje an holl blegennoù ; mat ‘oa se da Feñch, hag an intent a badas ur c’hrogad.
Savet gante un tamm ostaliri war ar maez hag un ti-forn, a damm da damm e sav- jont ur stal darempredet mat ; met Feñch a blije dezhañ tañva ar boutailhoù ha zoken diroudañ hiniennoù da regaliñ e gamaladed. Mai-Louiz a groze, a stourme, ha trouz ha bec’h ha chao e-barzh al loch.
A-benn ar fin ha Mai-Louiz kuit !… Pa na oa ket, emezi, a voaien da zont a-benn eus Feñch. Lakat a reas un toullad dilhad ‘n ur sac’h war he chouk ha « tius » hag en henchoù !… ‘n ur ober ‘bep seurt soñjoù. Pevar bugel ‘oa dija. Na ouie ket kaer etrezek pelec’h mont. Ur gintervez he devoa ‘kostez Bear, nemet na oa ket o c’hor- toz Mai-Louiz d’arruout er stumm-se war he c’hein, pell ac’hane !
Ober ‘rê tammoù diskuizhadennoù gant he sac’had du-mañ du-hont, pa gave un ti bihan bennak war ribl an hent ha peurvuiañ ti ur baourez kozh bennak, hag a gonte he zammig doare.
Gwech ‘vije roet ton de’i : « Feiz ‘vat neuze sur, mar boa kont evel-se, ‘peus graet mat o karzhañ, me am bije graet eveldoc’h ivez ‘vat, bremañ ‘welo !… »
Gwechoù all ‘vije dizaliet ha roet neubeut a don d’he c’haoz : « O ma na oa ken ‘met se ‘vat !… Me am eus tremenet gwashoc’h pikoù ‘vit se ha n’am beus biskoazh soñjet karzhañ kuit. » « Petra ? Mont er giz-se diwar-dro ho pugale hag ho loened ? Propoc’h ‘vefe deoc’h retorn sur ! »
Ar gaoz-se na blije ket kaer da Vai-Louiz rak he c’halon ‘oa chomet er gêr ha bis- koazh na devoa graet he c’hont da dremen hep retorn, c’hoant hepken de’i da reiñ ur gentel da Feñch.
Da serr-noz e tigouezhas e ti he c’henitervez, ha da gontañ he c’haoz adarre. ‘Seblante ket houmañ ‘vat roiñ kalz a don da Vai-Louiz. Bepred ‘oa lojet ; nemet abred ‘oa diskwelet dei ‘oar skuizh ganti.
Ha Feñch n’arrue ket d’he c’hlask, moarvat en devoa klasket da gentañ e ti he c’ha-maradezed war-dro !…
Mai-Louiz, mall ganti da retorn d’ar gêr, na c’houlenne ket plegañ koulskoude, peo- tramant, gouez de’i, eo achu ganin dont a-benn eus Feñch. Ret eo din leuskel ane- zhañ da heugiñ ur pennad gant e streuvell, hag ar gomerezed a renko da gaout d’en zikour.
Un devezh… daou devezh… a dremenas evel-se en daoust hag en gortoz ; gant he bugale ne oa ket ken nec’het-se rak Feñch ‘oa un tad mat. Met daou dra ‘oa war he spered : ur vamm-wiz da glodañ hag he mouchouer stamm nevez-flamm ‘devoa ankouezet e-pign eus penn he gwele-kloz. An trede deiz Feñch n’arrue ket bepred… Ma, ‘me Vai-Soaz, sur a-walc’h n’eo ket deut da gompren dezhañ etrezek pelec’h on deut…
Ret eo din reiñ da c’houzout dezhañ. Ma lakafen skrivañ dezhañ ha ‘m eus kavet labour da gannañ e kouent Bear. Degas din daou vugel, ar daou vrasañ, a vezo bevet ha skolaet war varc’had ma labour, ha me ‘vezo paeet eizh real bemdez. Evel-se bepred e ouvezo pelec’h e ran ma demeurañs.
Graet ‘oa an taol raktal. Ha kerkent ha resevet he lizher gant Feñch, hag eñ o tapout hent Bear evel-just, nemet ne oa ket da gas ar vugale da Vai-Louiz, a c’hel- lit krediñ, d’he fediñ da retorn, ya !… Stad vras ‘oa e kalon Mai-Louiz o welout Feñch oc’h arruet, met ret ‘oa de’i ober un tamm bihan a « gomedi », pe ne vije talvezet netra he zec’hadenn.
Pediñ ‘reas Feñch e wreg da zont d’ar gêr gantañ.
« Petra ? D’ar gêr ? eme Vai-Louiz, n’in ket laouen ! Me ‘m eus kavet labour amañ. Degas din un hanter eus ar vugale… rak te, sakrebie lonker, n’eus ket a voaien da zerc’hel bara ganit.
— O Mai-Louiz ! Ma fried santel, retorn d’ar gêr ha me ‘cheñcho.
— Biken ken war da dro, eme Vai-Louiz, pa n’eus kont ebet d’ober ganit !…
— O Mai-Louiz kaezh ! En anv Doue ! Abalamour d’ar vugale !…
— Teneraat a rez ma c’halon, Feñch, pa gomzez en anv Doue, nemet un dra a divi- zan kent retorn : ret-mat e vezo dit sentiñ dalc’hmat !
— Hag e rin, me ‘raio an holl blegennoù, met deus d’ar gêr ganin. »
Ha feiz ! setu int kontant o-daou… An dro-mañ ‘vat ‘oa Feñch a dougas ar sac’had war hent an distro. Ar genitervez eus he c’hostez ‘oa stad enni ivez o tisfoarañ eus Mai-Louiz. Hag ar vugaligoù a grias gant al levenez ‘n ur lammat da bokat d’o mamm hag a oa ivez daeroù en he daoulagad, ‘c’hellit krediñ.
Mai-Louiz moarvat he devoa bet a bep seurt soubennoù goude c’hoazh, rak Feñch ‘oa pell eus bezañ ur sant. Hag a-benn he devoa savet seizh bugel diwar o foan hag o labour (d’ar mare-se ne vije ket a sikourioù evit sevel bugale) ‘oa bet tenn an traoù alies. Met ar sorc’henn mont kuit ‘oa bet distoket diouti, daoust penaos ‘vije kont gant an doa- reoù, rak gwelet ‘devoa sklaer ‘oa c’hoazh gwelloc’h ar gêr evit an « ti kuit ».
[1961 ?]

Print Friendly, PDF & Email