Erc’h Mezheven

Gant aezhennig flour Mezheven
Brañsellat ‘ra an halegenn
He bisigoù o tishilhañ
A c’hournij en avel skañv
Floupadigoù gwenn a zispeg
Eus o zoupennoù dumek.
Ha nij-dinij, ar malzennoù
O korolliñ skañv en Oabl
Zo ken espar hag Hunvreoù.
Pe Erc’h-hañv deut d’ober goap.
Ar bisigoù ‘ra d’an douar
Ur vantellig dum klouar.
En-dro d’an haleg ‘korn ar c’hloz.

14 a viz Gouere 1963



 


« »