Er c’hoad

War ballenn vlot ar c’hoad
Mont a bazioù voulouz
Azezañ ouzh ho troad
Er brizhheol, en didrouz.
Pell eus tabut an dud.
Selaou sarac’h ho teil…
Ha flourañ a bep eil
Gant va dorn ha va sell…
A vouezh dous ho kervel
A-bouez hoc’h anvioù-hud :
Derv-gwenn. Koad-kren
Skav-gwrac’h. Faou-put
Evor. Aozilh. Bezv-gwenn
Va mil mignonez mut !…

2 a viz Kerzu 1967



 


« »