Eil bugaleaj

Da Ivona Martin
E milin an Amzer ‘m eus malet
Pilhoù va yaouankiz.
Holl druilhoù va c’hoantiz.
Drailhennoù va Hunvre.
Froudennoù. Sorc’hennoù.
Ha poanioù. Ha kañvoù.
Holl ‘m eus o distrempet
Gant c’hwezenn ha daeroù.
Ha poazhet an doazenn
E tan-flamm va c’halon…
Graet ganto follennoù,
A ferin : d’o lufrañ
Gant houarn kalet va youl.
Ha warno, me ‘skrivo,
Gant livioù va soñjoù :
Faltazioù diboell
Va eil bugaleaj,
E yezh varzhus va Gouenn…

Mae 1963



 


« »