E Traoñ-an-Dour Anjela e kav pep hini e damm bara – Riwanon Kervella

Ar joanig gof ruz zo o neizhañ tost d’ar wazh, gwech pintet war ar spern gwenn a-dal d’ar c’hraoù, gwech all o kanañ war ar c’harr-bout lezet da vreinañ e-kichen ar bern keuneud, a ra kofadoù gant ar bruzunajoù skubet war-lerc’h tremenidi niverus an deiz.

Evit an evned all, ‘vez un tañva deus ar mouar — n’eo ket an drez a vank war kleuzioù stank ar menaj —, an had deus al lann gallek a glever o strakal gant an tommder kentañ a ya gante laouen, hag ivez c’hoazh o lod deus ar rezin du ha put a darev bep bloaz er winienn harp ouzh an ti, en e wellañ goude ar rev kentañ.

Evit priñsed niverus ar rouantelezh vihan, Stur, Fousou, Fionn, Triskell,  Saded  ha re all c’hoazh ankounac’haet ganin o anvioù bremañ, bara sec’h trempet el laezh, restachoù soubenn hag eskern da lipat ha… karantez — e-leizh — a-berzh Itron an Domani. Evit he zrugarekaat ur sotelamoutoñ bennak hag un todion har- zhadennoù pa erru gweladennerien.

Peuriñ en disheol hag er gwasked evit ar saout laezh hag an annoarezed, amañ e kresk uhel ha niverus ar gwez kistin, faou, onn, derv, skav hag ivez ar gwez kraoñ hag avaloù bet imboudet war ar c’hleuzioù.

Evit ar gazeg Sibel, skoazellerez feal al labourerez-douar, foenn ha kerc’h ha kaozioù flour war-lerc’h un devezhiad labour tenn.

Evit Chouchenn ha Ledaw e chom al logod a dichañsfe dezhe tostaat re ouzh ar greun malet, an avaloù-douar pe ar paper berniet er c’hrignol.

En eskemm d’un tamm skoazell ‘kerzh labourioù kalet an hañv, ar foenn, an eost pe ar potaj, e kav amañ studierien, kane- rien, tud lemm o fluenn bod ha boued speredel ; ur yezh yac’h ha pinvidik, fent ha kizidigezh, sioulder ar maezioù ha dreist-holl ar glaouiadennoù a gennerzh neb a stourm.

Digor an nor ivez d’an hini a glask tapout krog e kudennoù an divroañ, an endro, adsav ar sevenadur. Un tañva o deus deus dour an eienn ; ma kasont gante al louzoù d’ar gêr, ar pare, siwazh, n’eo ket asur bepred.

Eus Traoñ-an-Dour ez a alies e sac’h paotr al lizheroù, pennadoù, barzhone- goù, kaieradoù eus an druilh. Maget mat ha brav ‘vez Barr-Heol, Ar Bed Keltiek, Al Liamm ha nouspet hini all gant skridoù tapet c’hwek ha lakaet war baper diwez- hat diouzh an noz, war amzer laeret d’ar c’housk.

Da Draoñ-an-Dour e teu alies kazeten- nerien, skingomzoù ha skinwelioù a bep seurt bro, a bep seurt yezh, dastumerien gerioù, tennerien poltridi, betek saverien o fri : keit ha ma ya ar vilin en-dro, kram- pouezh a vez evit lod zo ! Mamm-gozh frealzus ha karantezus evit ar re yaouank sparlet  du-hont  er  gêr  vras  en  ur vro estren, evelti e kasont war-raok stourm ar frankiz, dibleg. E penn an torgosoù, Anjela, e c’heller gwelet a-wechoù bran- koù ha skourroù yac’h. Dichonkadennoù Traoñ-an-Dour o deus kresket fonnus e meur a liorzh ti tud ho pro, a drugarez deoc’h.

Hañv 1999

Print Friendly, PDF & Email