E Prad ar Rinier

Houidi gouez o gouzoug glas
Douryer lentik o mentell rous
O voueta sioul war c’hlann ar wazh
A darnij d’an disterañ trouz
E-touez ar raoskl e korn ar skluz
Ar yer-dour a red da ‘n em guzh
An houad gouez a spluj en dour
E lamm ‘vilzamm ar melezour
A vildorr skeudenn splann al lenn
A freuz dameuc’h ar c’hogus gwenn
Gwernioù uhel an elo sonn
O vrallañ goustad en aezhenn
Ha damskeud ar Pont Kozh romen
Etre an haleg hag an onn.

Chandelour 1968

Print Friendly, PDF & Email