Doureier

Glav war Vreizh. Glav
Noz deiz, hep arsav.
Hep tav
Beuzet an douar.
An here en arvar.
Touflezioù aet da boulloù
Hentoù don da ganolioù
Ar wazhig da froud.
Boud er saonenn
Fromus an daolenn !
Savet en e wele meur
Al Leger du
A led a bep tu
E zourioù koeñvet
Melenet
Gant pri ar porzhioù lous ;
Dour melen-rous.
Herr war ar stêr.
Ar skluz a froum.
Fru ha spoum
A sav en aer.
Ar prad zo ul lenn.
Ar vilin un enezenn.
Gwern ar ribloù distroadet,
Stouet :
Gwernioù bagoù stradet…
War ar Pont Kozh roman
E beder bolz mein
Bepred divrall
(Labour gwechall !)
Daou den a ziviz dinec’h :
— Dont ‘ray emezo an eoged war grec’h
Pesketaerien
Laouen.

Chandelour 1965

Print Friendly, PDF & Email