Dilezet !

Tec’het ar perc’henn
Da welloc’h Bro
Er c’harr-ti hanter disto
Eo chomet ar c’hirri-prenn, dilezet
O divrec’h digor, astennet
Davet ur gazeg ne deuy mui
D’o diloc’h alese.

23 a viz Mae 1967

E galleg







« »