Dic’hrad

Piv da vage ? Lavar din…
P’az poa-te riv ha naon du !
Piv da vage ? Lavar din…
Gant minvig gwenn hag ed-du !
Bremañ, labous, ‘laerez din
Va flamboez, va rezin du…
Piv da vage ? Lavar din
Er goañv p’az poa naon du ?

10 a Here 1963



 


« »