D’ar bladenn argant

Holl Varzhed an Douar a-hed ar c’hantvedoù
O deus da ganmeulet. O Loar !
Kleuzeur hiraezhus er Volz stergannek
Kened an noz e splannded da zigenvez.
Te an hini a laka fiñv er mor
Buhez en hadenn hag ijin er skourr.
Pep marvailher a sav c’hoari gaer
diwar da goust.
Pep hunvreer a sav e gastell
war da gant.
Pep bugel a ra ac’hanout « ar
gleurc’h arc’hant ».
Arabat dit magañ droukrañs
e-keñver ar re o deus kammvac’het
Glanded da Gevrin
Rak da ganañ ‘ray c’hoazh ar Barzh
war gement ton,
en amzer da zont…

Gouere 1969

Print Friendly, PDF & Email