Da Vugel on

Sev all ebet n’am eus sunet
Na taolet troad war douar all
‘Met da hini, va Breizh din-me
Sev all ebet n’am eus sunet
Morse flastret an douar gall
Me ‘gred ‘on-me bugel dit-te
Sev all ebet n’am eus sunet
Na taolet troad war douar all.

8 a viz Meurzh 1969

Print Friendly, PDF & Email