Buhez an noz

Biroù ar boan am broud
O virout ouzhin an hun
Gwaskoù an enkrez am nec’h
O virout ouzhin an hunvre
Ar Preder. Ar Bedenn… Padal
Trouzigoù an noz a zastroc’h va enoe :
Strakadennoù munut an etivi en oaled
Oeñsoù mibin ar glav
O stekiñ ouzh gwerenn ar prenestr
Boud an avel en ivinenn rividik
Froñj ur c’harr-nij e gwaremm ar stered
Morzhol an horolaj o c’hoveliañ an Eur
War annev an amzer… Ha
Koroll diroll al logod er c’hrignol
Tra ma rouzmouz ar c’hazh rous : Bilu
Moredet (al luguder !) kollet en e hun ha ‘n e hunvre
‘N e spered bepred skeudenn
E garedig : Gwennig
Ar gazhez vihan vistr,
Koantik ha gwiv e-giz d’un Erminig.

Meurzh 1969







« »