Breur ar miliner

Dao ! Dao ! war an nor… Aet ‘oa an dud da gousket ur pennadig a oa. Va zad, hag a gouske evel ur broc’h kerkent ha gourvezet en e wele, a zihune ivez gant an disterañ trouz. Ur harzhadenn gant ar c’hi, ha setu eñ kerkent war evezh, dihun-mat. Hag ouzhpenn, netra na rae aon dezhañ nag en noz nag en deiz. Un nozvezh ‘ta ‘oa dihunet a-daol-trumm gant dao-dao war an nor.
« Piv ‘zo aze, emezañ ?
— Me, eme ur vouezh er-maez.
— Piv ? Me ?
— Breur Job ar Pont-Kozh. Kollet va hent ganin.
— Breur Job ar Vilin ? Gortoz ‘ta neuze ! »

Ha va zad da wiskañ e zilhad, ha da zigeriñ an nor… Ur pikol gwaz ‘oa eno, dianav d’am zad.
« N’anavezan ket ac’hanout, a lavaras.
— Breur on da Job ar Pont-Kozh.
— Pehini ‘ta, eus e vreudeur, neuze ?
— Pier, an hini yaouankañ, emezañ.
— Poseve, eme va zad. Mil bell zo n’am eus ket da welet. Met kemmet out kalz, a gavan, avat. Gwir eo, ur bugel ‘oas ken p’on-me bet divroet. Met penaos ‘ta ac’h eus kollet da hent dre amañ ?
— Feiz, emezañ, me n’on ket bet alies war ar roud-mañ. Me ivez zo bet divroet… M’ho pije ar vadelezh da ziskouez an hent din mar plij. Me ‘gred on tost d’ar rinier. »

Va zad ‘oa mignon bras da Job ar Vilin, bet savet gwechall kichen-ha-kichen, du-hont e Tonkedeg. Ur ribitailh vugale ‘oa. Koulz en eil ti ‘vel en egile. Pep hini, deuet en oad, ‘oa bet aet da heul e chañs du-mañ du-hont. Ur joa vras ‘oa bet evit an daou vignon ‘n em gaout un deiz adarre amezeien, o bugale bemdez o c’hoari hag o vont d’ar skol asambles, da vihanañ pa oant erru bras a-walc’h. Rak d’ar mare ma gomzan amañ, n’ae hini anezho c’hoazh d’ar skol. Setu pa lavare an den-mañ ‘oa breur da Job ar Vilin, daoust ma na gave ket ennañ ar Pipi vihan en devoa anavezet du-hont e Tromorvan, ‘oa prest va zad da vont d’e ambroug kerkent war-zu ar Pont-Kozh, dre an hent-karr a gouezh war hent Tregrom nepell ouzh ar vilin.

Teñval ‘oa an noz, ken teñval ha noz Meurlarjez. Elumiñ ‘reas ‘ta va zad al letern ha da gas Pipi war-draoñ. Na rae ket kalz kaoz, hervez, gant va zad. Berr-ha-berr a responte d’e c’houlennoù. Erru e korn ar pont, e-lec’h ma tibouk hent kozh Tregrom evel ma vije o tont a bennbouell eus ar C’hozh-Varc’had, a lavaras ar Pipi da’m zad : « Bremañ va den mat, emezañ, a welan sklaer va hent, n’hoc’h eus ket ezhomm da zont hiroc’h ganin. Trugarez deoc’h. » Hag e serras start e zorn da’m zad, ken a soñje ez ae an eil biz en egile, emezañ. ‘N ur retorn a rae va zad ‘bep seurt soñjoù : « Iskis eo memestra, pebezh kemm a zeu en den pa sav. Biken n’am bije anavezet breur yaouankañ Job en den-mañ… »

Bihanik ‘oan c’hoazh pa vezen kaset gant mamm da c’hervel va zad d’e bred. Gwechoù all ivez, moarvat evit difoarañ diouzhin ur momed, a lavare din : « Kae gant Tata bremañ, bugel, er park-mañ-park emañ, ha kas “Medorig” ganit. Tata ‘vo stad ennañ. » Hag ez aen gant va c’hi du d’ober ur c’hrogad latinat en-dro da’m zad. Er c’heit-se, mamm he dije peoc’h. Met ma vije va zad o labourat er parkoù an tu all d’an hent bras avat, ne vern pegement ezhomm e vije da vont d’e gaout, na voe mann d’ober ganin. Re a aon am bije o treuziñ an hent bras en askont da baotr ar givri. Hemañ ‘oa bet o chom ur pennad e Beg-ar-C’hrav ‘n ur c’hozh ti dirapar. ‘Oa ket diwar saout ar vro-mañ, e-giz ma lavar Tregeriz, ‘ouie ket a vrezhoneg. Bet ‘oa, hervez, implijiad hent-houarn, met ken didalvez ‘oa ken ‘oa bet roet e gont dezhañ. Bremañ ‘veze bemdez o vesa e loened en hent, div pe deir c’havr dreut hag un dañvadez laouret. Eñ da vihanañ e veze en hent, rak e loened marnaoniet a lamme alies a-gleiz hag a-zehoù ‘klask o zamm brif e parkoù an dud. E wreg n’oa anavezet ‘met dindan an anv « Signon ». D’ar mare m’oan-me bugel, holl vaouezed ar vro a douge koefoù, koulz lavaret Sul-gouel-pemdez. Houmañ, itron paotr ar givri-mañ a veze atav en he fenn diskabell, en e « signon » gouez d’an dud. E-giz-se he devoa tapet al lesanv « Signon ».

Ar pezh a ra din kaout soñj outi eo ma komze galleg. Ha neuze o vezañ ma veze gwisket e mod kêr : na davañjer, na koef, na mouchouer, na pelerinenn. Ul lostenn verr d’he brozh hag ur « c’harako » evel ma lâre mamm. Diwezhatoc’h am eus bet klevet eo-hi, hervez, eo a veve he fried, pe ar seurt a oa, paotr ar givri, gant he buhez diroll. ‘Bep seurt micherioù zo war an tamm pri-mañ. Un tammig plac’h dister ha kuñv da welout edo. Eñ, paotr ar givri ‘oa er c’hontrol kontet un den drouk-kenañ hag an holl a zisfie outañ. Ha, sur on, an deiz ma voe skampet « Signon » hag he lakez eus ar vro ‘oa stad vras en holl mammoù ha priedoù ar c’hontre… Adalek neuze avat, me n’am bije ket aon o vont betek ar parkoù pellañ eus ar gêr gant va « Medorig », pa na oa mui dañjer da gejañ gant Paotr ar givri…

An deiz war-lerc’h ma oa bet breur ar miliner o c’houlenn hent ar Pont-Kozh, edo dichañset da’m zad mont da labourat tost d’ar vilin. Gwelout a reas Job ha sevel a reas kaoz etrezo a-zivout an darvoudig-se.
« Aet eo da vreur d’ar gêr ? ‘Oa ket abred dec’h da noz o vont d’az kwelout avat ! eme va zad.
— Va breur ? eme Job.
— Damen ya. Da vreur ‘oa bet du-mañ dec’h da noz o c’houlenn an hent. Dampred, eme va zad, me n’am bije ket anavezet Pipi ken, dont a ra cheñchamant en dud memestra !…
— Met, eme Job, Pipi n’emañ ket dre amañ, ha n’eo ket bet pell zo ouzh va gwelout. Te a laka ac’hanon gwell estonet avat.
— Asa ! eme va zad. Me zo muioc’h estonet ganit c’hoazh sur ! Peogwir am boa degaset anezhañ betek korn ar pont, aze. Moarvat n’eo ket aet war e benn er rinier evel-kent da c’hras Doue ?… O ! e-sell ‘oan end-eeun da vont betek ar vilin met n’oule ket ez ajen pelloc’h.
— Ma ! biskoazh kemend-all ! Met pa lavaran dit ur wech ouzhpenn, du-mañ n’eo ket bet. Daoust piv eo ac’h eus kemeret ‘vit va breur, emichañs n’eo ket ur « seblant » pe un teuz edo ?
— Evit komz a rae ‘vel un den bev-buhezek bepred, da vreur Pipi, emezañ, ‘oa, ha me ‘lavar dit en doa buhez ha nerzh en e izili, rak gwaskañ kaer ‘rae din va bizied ‘n ur stardañ va dorn, sur !
— Hag a oa petore stumm den ‘ta neuze ? eme Job. »
Ha va zad da reiñ an tres-ardamez outañ da Job. Hemañ ‘oa krog da c’hoarzhin gant korn e c’henoù ‘n ur chench tu d’e chik-butun.
« Dal ‘ta, emezañ. Dont a ra un tamm sklêrijenn din war gement-mañ. Me ‘gred, ya, a anavezan al labous-se, hag e gwirionez n’eo ket gevier tout ar pezh en deus kontet dit. Rak un tamm eo breur din ‘vel-just, miliner eveldon eo. Hennezh, me ‘barife, eo Pipi… ha me oar da belec’h ‘oa o vont. N’eo ket amañ sur, da Veg-ar-C’hrav, ya. Hennezh zo un ostiz da “Signon”. Kollet en devoa e wenodenn marteze o klask troc’hañ berroc’h. En ur c’houlenn an hent d’ar Pont-Kozh ‘oa barrek goude peogwir ‘oa ken d’ober ‘met pignat gant ar c’hrav gozh. »

Va zad ‘oa chomet batet o klevout an doare-se. Rannet etre ar fent hag ar fulor.
« Ma ! emezañ. Biskoazh kemend-all memestra !… Sevel eus va gwele a-greiz an noz, ha mont gant ar gouloù hag al letern da ziskouez an hent da seurt lamponed da vont da welout “Signon”… Leusk hardizh ! ur wech on tapet met gwell fin a vo an neb va lakaio da sevel ken d’e ambroug davet al litresenn-se, pa lâran. »

Job a c’hoarzhe, n’eo ket hep mar gant un taol ken fentus all, hag o klevout va zad o salmenniñ. Ha mamm ‘ta ! Me avat n’am eus ket soñj eus an istor, re vihan ‘oan. Met alies am eus o c’hlevet o kontañ. Ya, mamm, sur, a rae goap eus va zad. Ha pa harzhe ar c’hi e noz a lavare dezhañ : « Poent eo dit klask da letern, aze zo unan bennak o klask an hent da di “Signon”. »

[1962 ?]

Print Friendly, PDF & Email