Bravo da Gervreizh !

Gourc’hemennoù kalonek da yaouankiz vreizhat Pariz evit an abadenn frealzus am boa bet an eurvad da dañva da Yaou da noz 23 a viz Du. Bep noz etre 7 eur 1/2 hag 8 eur e vez ur pennad er radio a anvont « Hit-Parade ». Kanaouennoù dibabet gant strolladoù yaouankiz ar skolioù bras pe oaledoù ar re yaouank hag ar sevenadur.

Ma ! e koulz koan e vez an abadenn-se, hag evel ma vezan ar peurliesañ va-unan, ha dre ma plij din kalz ar c’hanaouennoù e tigoran nozelenn ar voest-sonerezh. O, meur a wech avat, heuget prim-ha-prim gant ar ye-ye-où hag a bep seurt blêjadennoù e yezhoù razh indezeuropat, e troan va nozelenn war an tu gin, rak dousoc’h eo da’m skouarn kan an tan en oaled ha kri-kri va skrilhed. Gwech ha gwech all e tap ganin evelkent tañva ur meuz a-zoare. Setu ma kendalc’han da vezañ war api. N’eo ket bemdez avat e ran ur pred seurt am boa graet dec’h da noz. Aner e vije bet goulenn diganin petore blaz ‘oa war va soubenn. Hag e vije graet gant brignen merion pe neizhioù gwennili, se ‘oa ingal, ha setu perak.

Kerkent ha digor an abadenn, sede kaoz eus Kervreizh. Hola ! en dro-mañ eo arabat koll ur ger. Daoust petra emañ kañfarded Pariz o vont da servijout dimp ? Ma ne vez ket drusoc’h ar peuriñ gante eget ne vez ar peurvuiañ gant yaouankiz kêrioù Breizh, ‘vo poent da unan bennak lavarout o fegement dezhe.

Ma ! tudoù yaouank va Bro, harluet er gêrbenn, n’eo ket ho pegement e klevot ganin fenoz, met ur ger a drugarez evit ar blijadur am boa bet ganeoc’h, rak ganeoc’h e oan a galon hag a spered. Biskoazh abadenn Hit-Parade ebet muioc’h dellezek a veuleudi n’eus bet roet war ar radio !

Peder c’hanaouenn a vroioù kelt tramor. Div e gouezeleg Iwerzhon, unan e gouezeleg Bro-Skos, unan e kembraeg. Kanerien eus hor Bro-Vreizh gant kanaouennoù dereat. Guy Beart : « War Bont an Naoned ». Alain Barrière : « Ar Wezenn Gozh ». Marie Laforêt : « Tom ». Hugues Auffray : « Ha ma ne c’houlan ket ? » Hemañ n’ouzon ket hag-eñ eo Breizhad. Jean Ferrat gant « Ar Menez » a zo bet dibabet en askont ma tenn e ganaouenn d’an divroañ. Hag evit echuiñ, Glenmor gant « Dieu me damne ». Perak ‘ta ur ganaouenn e galleg ? « Kan-Bale Nevenoe » a vije bet da’m meno, un tamm brav kaeroc’h.

Met ankouazh a ran lavarout ar pep bravañ. Pep den yaouank karget da gemenn niverenn ha titl ar ganaouenn a salude paotr an ORTF gant ur frazenn vrezhonek yac’h, un drugar ! Ha va feiz, Gérard a responte ur ger hegarat-tre, hag a c’houlenne end-eeun treiñ dezhañ ar frazenn. Roet ‘oa dezhañ war ar marc’had ur gentelig vrezhoneg. Desket ‘oa dezhañ distagañ Trebeurden e-lec’h Trébeurdin, evel m’emaint boas da lavarout du-hont e Pariz ha zoken e Roazhon… Pinmar ! emezo. It da glask bremañ Pennmarc’h ‘lec’h mar kerot !

En em glevout mat-tre a seblante ober an displeger ha yaouankiz Kervreizh. Ur pennad kaoz end-eeun en doa graet « Milig » hag eñ. Deuet ‘oa Milig er mikro da lavarout kenavo da Gérard. Edo o vont da gemer ar c’harr-nij evit Abidjan, emezañ. Bet ‘oa ivez kaoz eus kas ur voutailhad chouchenn d’an displeger.

Pa lavaran c’hoazh ur wech, un abadenn eus ar plijusañ. Gourc’hemennoù d’an holl Vreizhiz yaouank : yac’h eo chomet o c’halon ha leun a garantez evit ar Vro gozh ha Gouenn ar Gelted. Da hetiñ eo e vefent klevet alies, ha da hetiñ ivez e kemerfe skouer warno yaouankizoù Breizh e pep lec’h ma’n em vodont.

Du 1967

Print Friendly, PDF & Email