Balafenned

Gouel edo en Neñv :
Gouel ar C’hinivelezh.
Ar sent o doa profet d’o Rouanez
Ur gouriz hag ur Ouel.
Eus seiz gwenn ar Ouel
‘Oa manet drailhennoù.
Eus voulouz glas ar gouriz
‘Oa chomet tammigoù.
An Aelez o c’hoari gant o sizailhoù aour
O doa fardet ganto balafenned
Balafenned hollwenn,
Ha balafennigoù glas-oabl.
Diwar bondalez an Neñv,
O doa strewet (evit c’hoarzhin),
Bozadoù war-zu an douar.
Kouezhet int — dre zegouezh ? —
War ballenn limestra va melchon e bleuñv.
Eno am eus o c’havet,
Dindan an Heol Kreisteiz
O sunañ gant aked
Kaliroù strizh an toupennoù.

9 a viz Gwengolo 1963

E galleg

Print Friendly, PDF & Email