Bac’hañ

A ya ! Bez lorc’h ennout
Dreistden an amzeriad atomek
Bez lorc’h ennout ! Trec’h out…
Te eo ar mestr. Chê ! Petore labour !
Bac’het ac’h eus an Tan !
Ha doñvaet an Tredan !
Bac’het an dour !
Bac’het al lavar hag ar son
E kaoued ar skingomz
Bac’het ar skeudenn hag al liv
A-dreñv gwerenn ar skinwel
Bac’het ar sifroù
E kased an urzhierez
Bac’het ar sklêrijenn
A-dreñv moger al Levrdioù
Plantet da vanniel war al Loar
Ha da Enebour en Toull-bac’h
Ha lakaet da Zoue ez kodell
Ya ‘ta. Un dreistden out
Bez lorc’h ennout.
Tra ma vi…

2 a viz Meurzh 1971

Print Friendly, PDF & Email