Avaloù

Emañ Herve e beg ar wezenn
A fraoñv, ‘n un dourni avel foll,
Rak hejañ ‘ra herr-dra-ma-c’hell,
Ma kouezh, ‘vel ur barrad grizilh ramz
‘N ur dazlammat gant trouz polotennoù
An avaloù ruz-marellet.
A ruilh gant ar bantenn,
An eil dreist egile
‘N ur c’horoll pennfollet.
Betek sol ar c’hleuz.
‘Lec’h ma stokont… badaouet.

22 a viz Here 1962



 


« »