Ar « moyo »

Glav hag avel a rae ar Sul-se a viz Meurzh. Avel da zigerniaouiñ ar saout. ‘Oa ket stank an dud en iliz ar Sul-se, hag ar person ‘oa skuizhet prim o varvailhat dirak ren- kennadoù kadorioù goullo. Goude kreisteiz, sioulaet un nebeud an avel ha skañvaet ar glav am boa lakaet va saout ur pennad war ar melchon e Park al Leur. ‘Oa ket hir ar c’hrog avat eno. Met ken bihan ‘vez ar boued chatal e miz Meurzh, dreist-holl war-lerc’h ur goañv ken kalet, ken rivinus evel hon eus bet er bloaz-mañ. Me ‘gredfe n’eus ket gwelet ken start all abaoe amzer an ebestel.

Al loened paour treut ha divag etre ar c’hrog hag an diskrog, skuizh o vlêjal dirak ur rastell c’houllo, a gav mat c’hwezh ar melchon, hag a beur gant aked. En ur c’hostez eus ar park ‘oa un dachennad segal glas. Ret ‘voe din ‘ta chom tost da’m saout. Edon o pazeal etre an div dachenn pa grogas Fousou da harzhal. Ar paotrig Herve ‘oa o tont da’m c’haout.

« C’hwi a zo o vesa ? emezañ.

  • Ya ‘ta, paotr bihan, ret eo esa tennañ peoc’h eus al loened-mañ. Prest ‘oan da drelatiñ o klevout anezho o vlêjal hag o vlêjal aze gant an naon. Te avat ac’h eus kouraj o lakat da relegoù er-maez gant ur seurt amzer-mañ.
  • O, eme Herve, n’on ket en sukr, me zo bet en oferenn. Goude on bet e ti Jean- Pierre ha bremañ on deut da welout ac’hanoc’h, ‘oan ket bet un tamm
  • Nann, avat, va faotrig, mad ac’h eus Me ‘soñje ‘vije deut Jean-Pierre hiziv da glask levrioù ivez. Met gant an amzer-mañ…
  • O, dont a ray emberr, emezañ, ha deuet ‘vije ganin panevet ‘oa o teskiñ « moyo ». Moyo ? ? ?

« Sell ! Sell ! Sell ! Briza war ar segal er penn all du-hont. Kae ‘ta te dezhi, Herve, te a zo skañv da droad. »

Ha tius, ha Herve evel un dremedal d’ar penn all, Fousou d’e heul. Briza avat ‘oa aet e koulz vat war ar segal. Rak e-keit ha ma oa Herve o vont d’he diarbenn am boa un tamm termen da glask petra ‘oa ar « moyo »-se. Komprenapl eo : un den en e oad n’hell ket goulenn digant ur bugel petra eo an dra-mañ-dra. Nann, se ‘vefe koll e levezon war ar bugel, koll e istim naet. Soñjit ‘ta ur bugel a gred eo sañset an dud vras da c’houzout an holl draoù. Ne felle ket din plegañ da c’houlenn digant Herve petra ‘oa se, « moyo »… Met e gwirionez ne welen ket tamm ebet petra ‘oa dindan ar ger-se. Ur c’hoari ? Moyo, domino. Ur sport ? Moyo, judo. Ur ganaouenn ? Ur pezh-c’hoari ? Ya, mont a ra Jean-Pierre da c’hoari pezhioù d’ar patronaj, met evit an Nedeleg hepken.

Bez’ ez eus ardivinkoù da vuzuliañ tizh kalz-kalz a draoù. N’em eus ket klevet a vefe hini ebet da vuzuliañ tizh ar soñj. Ar re gozh a lavare penaos al louarn a rae seizh soñj ha seizh-ugent e-keit ma vez o k… at. Marteze me n’am boa ket graet seizh ha seizh-ugent soñj e-pad edo bet Herve o tizarbenn Briza, met meur a c’hou- lenn am boa graet ouzhin va-unan avat hep kaout ar respont.

« Oc’h ober petra ‘oa Jean-Pierre, a lavarez din Herve ?

  • O kopiañ « moyo », emezañ, gwelout a »

Ac’hañ ! Setu me graet ur paz war-raok, e soñjen. Bremañ ‘ouzon eo skritur, met petra ‘r foeltr ? Marteze Jean-Pierre en deus kavet ur ganaouenn pe ur barzhoneg koant hag emañ o tiskrivañ ar skrid da zegas gantañ. Rak dont a ra da gerc’hat va c’helaouennoù brezhoneg pa ‘m bez o lennet.

« Ha diwar betra ‘oa Jean-Pierre o kopiañ ? Gwelet ac’h eus paotrig ?

  • Ya, daou levr brezhoneg ‘oa war an daol gantañ. Me n’ouzon ket lenn brezhoneg. Met unan ‘oa ur gartenn du ha ruz war e c’holo, hag egile ur c’haier bras ‘oa tri “ majuskul ” bras-bras warnañ, A. K… »

Setu me anavezet Ar Bed keltiek ha Barr-Heol. Arsa ! e soñjen c’hoazh, lenn hag adlenn a ran div, teir gwech va c’helaouennoù brezhonek. Ne deu soñj ebet din koulskoude da vezañ gwelet « Moyo » war hini anezho. Biskoazh kemend-all. Komzet ez eus bet e Barr-Heol eus yezhoù estren, « yidich », « kichaoua ». Ha « sango » ? Pelec’h ‘ta em eus gwelet ar ger-se « sango » ? « Sango » ! « Moyo » ! Se ‘dle bezañ yezhoù meuriadoù gouezidi. Met evit petra e vije bet Jean-Pierre o teskiñ ur yezh ouez ? Evit mont da visioner ? Abred avat eo c’hoazh da soñjal se. War Ar bed Keltiek e vez bep miz kanaouennoù ivez, met n’am eus ket soñj eus « Moyo » ebet.

« ‘M eus aon Herve hoc’h eus komprenet fall. N’eo ket “ moyo ” a lavare Jean- Pierre.

  • Eo ‘ta, “ moyo ” brezhonek, erru en devoa skrivet ur bern “ moyo ” war e »

Sant Salver a bed binniget ! En dro-mañ, memes tra, daoust pegen togn eo va spe- red, am eus komprenet. Ober a ran (da vihanañ pa’m bez amzer) ur roll eus ar gerioù uhel, arnevez, diaes pe divoutin. Hag a-geñver an droidigezh a galleg pe e brezhoneg eeun ma c’heller. Ar baperenn a lakan neuze er gelaouenn. Hag eno e kav Jean-Pierre un tamm sikour da lenn ha da gompren ar brezhoneg. Met chom ‘ra c’hoazh meur a c’her dizanvez dezhañ, hag e-unan d’e dro ‘ra ivez ur roll gerioù,  a vez studiet bep tro pa deu da gerc’hat traoù da lenn. Ar gerioù-se eo a anve Herve “ moyo ” (« des mots »). Setu va zud vat ‘m eus tapet ur grad en dro-mañ : kelenner “ moyo ”. Met n’eo ket un eldorado ar vicher avat. Ha neuze, ret eo din anzav, n’on ket c’hoazh gwell akuit va-unan, met hervez doare, gwellañ stumm a zo da zeskiñ eo kelenn. Tapout a ran end-eeun war va bizied ur wech an amzer aba- lamour d’ar « moyo »-se, dreist-holl pa’m bez afer gant rener Barr-Heol ha rener beilhadegoù Treger. An daou aotrou-mañ avat o deus pep a wenterez hag a oar reiñ avel d’ar « moyo ».

[1967 ?]