Ar mesaer bihan

Sede m’eo kouezhet va daoulagad war anv an Ao. M…, kannad SFIO, ha deuet eo war c’horre va spered an darvoudig fentus c’hoarvezet gantañ er Pont-Kozh. Un toullad brav a vloavezhioù zo abaoe. Emichañs ‘oa tost d’ur votadeg, hag an danvez kannad ‘oa deuet da welout maer ar barrez, hag a oa eus ar memes kostezenn gantañ hag unan zoken eus e wellañ harperien.

Goude o lein ‘oa deuet an aotroù maer hag an aotroù M. da aveliñ o fenn d’ar Pont-Kozh war zigarez ober ur barti besketa. Ar paotrig A. ‘oa o vesa e saout en un hent kozh dilezet pell-pell ‘oa, un hent roman. Lavaret en doa e dad dezhañ :
« Diwall bepred ez afe da saout ken er prad, rak, emezañ, ‘m eus aon int bet o laerezh, gwelout a ran eo mac’het ar geot er prad.
— O ! eme ar paotrig, n’eo ket ar saout a vac’h ar geot, ya ar besketaerien !
— Ma, eme an tad, mar gwelez pesketaerien er prad, lavar dezho o devo afer ganin-me. Ur wech krog miz Mae ‘n ‘eus mui ar besketaerien aotre da vont er pradoù. »

Ar paotrig A. ‘oa o c’hoari en-dro d’ar pont pa welas ur wetur gaer o tiskenn grav an Eizh Erv, o plegañ e korn an hent kozh, hag o ‘n em renkañ e bord an hent.
Daou aotroù a ziflukas outi, an aotroù maer hag un aotroù bras all. Goude bezañ lakaet an tan war e vutun ha stignet e walenn besketa, an aotroù maer a dreuzas ar pont da gemer hent-karr ar vilin. An aotroù all, hag a oa M. an danvez kannad, ‘oa o vont war-eeun er prad, prad ar paotrig A. E oa dija un troad dezhañ war an treuz-kleuz pa huchas ar paotrig warnañ :
« Hep ! Da belec’h ez it aze ?
— Da besketa, emezañ.
— Na welit ket zo foenn er prad ? N’emañ ket ken ar c’houlz da vont er pradoù Aotroù ! »

An Ao. M. ne rae ket kalz van evit klevout ar mic’hieg bihan-mañ, fent moarvat en doa gantañ. « Me ‘lavaro d’am zad ! » eme A.
An Ao. M., den seven pe marteze den a benn, a soñjas ‘oa gwell dezhañ koll un dluzh — lakaomp en dije tapet unan — evit na oa risklañ da goll ur vouezh en ur zisplijout da dad ar mousig-mañ. Kilañ ‘reas. A. bihan avat ‘ouie ket d’ar mare piv oa an aotroù-se. Met ‘oa ket manket da gontañ d’e dad d’an abardaez en devoa kaset war ar c’herzhed ur pesketaer a oa o klask mont en e brad. Un aotroù bras, emezañ, dezhañ ur bouk barv hir war e c’hroñj. An aotroù maer ‘oa gantañ, eme A., en e wetur — ur wetur gaer-gaer — ‘oa ket ar sifern ganti ! « O ! eme an tad, hennezh eo sur an aotroù M., e welet em eus o rodeal dre ar bourk gant ar maer, un tamm a-raok lein aze p’edon bet er c’hovel. Ma ! Bez’ out-te ur c’hwil bihan memestra ! Chabous un depute ! » An aotroù M. a zlee soñjal moarvat e oa startoc’h antren en ur prad, a-wechoù, eget antren er Palais-Bourbon !…

9 a viz Du 1963

Print Friendly, PDF & Email