Ar gazeg kozh

Douce à l’écurie,
Bonne à l’attelage
(Embannadurioù Paysan Breton)
Skuizhañ ‘ra ar gazeg kozh o vezañ re gorvoet. Re fall-vaget. Re skourjezet.
Skuizhañ ‘ra o klevout aliesoc’h komz eus heiz eget eus kerc’h !
Hep morse ur ger prop, na morse ur flouradenn. Nag ur jestr a anaoudegezh vat evit he servij feal.
Hi ar wellañ kazeg ! Dont a ra da fallgaloniñ. Sevel a ra enni kasoni.
Dont a ra da daeriñ. Dont a ra da enebiñ, da skeiñ, da rual, da dantañ.
Re-gaset eo bet. Ha treñket eo he gwad.
« Breizh » eo anv ar gazeg-se…

6 a viz Meurzh 1978

Print Friendly, PDF & Email