Ar butuner bihan

An devezh bras hadañ ed ‘oa en deiz-se e ti Anton. Anton ‘oa en alar. Per-Mari o kas ar c’hezeg, c’hwec’h gwaz eus an amezeien o skijañ war-lerc’h an alar dre ma hade Joz : ur plac’h yaouank ken kreñv ha gwaz ebet. Bemdez, pe dost, e-pad an here e veze Joz o hadañ ; ur banerad ed ganti war goubl he brec’h, troñset he brozh ganti ha dalc’het a-dreñv gant ur spilhenn-alc’hwezet : dilhad hir-mat a douge ar merc’hed pa oan yaouank ha landrammus da vale dre an douar nevez-aret.

Ul labour poanius ‘voe an here gant binvioù bihan, dreist-holl en douaroù gleb ha pa veze druz an amzer ; rak, ur wech krog, a rae un amzer gwall fall a-benn ‘vije ret terriñ an devezh. Abred-kenañ ‘vije an dud eus ar beure. Al lodennoù a vije graet en deiz a-raok ar peurliesañ. Kontet ar pazioù a-hed ar park ha rannet etre deir pe beder lodenn, pe deir lodenn hanter. Teir pa vije c’hwec’h gwaz o skijañ, tri a bep tu d’ar blanedenn ; teir hanter pa vije seizh gant ul lodenn doubl, un tamm a bep tu ; ha peder pa vije eizh gwaz, evel en douaroù stard ha gleb.
‘N ur erruout er park e-keit ma vezer o stagañ a denner ‘vit choaz pep hini e lodenn. Ur pennad eus ar c’hleuñ ‘vije plantet un trañch en douar ha pep hini a skoe e gontell serret etrezek an trañch, an hini nesañ ‘roe droed d’he ferc’henn da choaz, hag evel-se betek an hini bellañ. Mestr an devezh ma na vije ket en alar, na oa ket sañset da dennañ, al lodenn dichoaz ‘veze dezhañ. Ar c’hiz ‘oa ‘vel-se.

Lein ‘vije war-dro dek eur hanter, amzer d’ar c’hezeg ha d’an dud da voueta, d’ar wazed d’ober ur c’hornedad ha prest adarre da stagañ pa sone ar c’hreisteiz. Pep hini a gase gantañ e dra : ur choukad ed, sistr, seier kerc’h d’ar c’hezeg a-benn merenn. Merenn ‘vije kaset d’ar park : ur bodezad vat a soub gant loaioù koad plantet ‘n o sav enni tro-dro d’ar bord evel ur gurunenn. Neuze bara ha kig-sall pe amanenn d’ar Gwener, paket ‘n ur selviedenn, ‘n ur baner a c’hiz-kozh. Pa voe koulz merenn ‘voe aet Jeffig da sikour e vamm da dougen ar stal d’ar park. Un tamm paotrig dic’hoarzh ha diseblant a-walc’h a oa Jeffig da welout, met ur pabor bihan kouskoude, karget a itrikoù ‘vel kalz a re all eus e oad.

Er penn gwasketañ d’ar park hag ar muiañ veze gallet e tu an heol ‘vije lakaet ar c’hezeg da zebriñ o c’herc’h, taolet dreist o c’hein ur sac’h goullo pe un tamm kozh pallenn bennak. An dud un tammig pelloc’h a azeze war ar wrimenn e skeud ar c’hleuñ da bakañ soub gant o loaiou koad. Ul lonkadenn sistr, un tamm bara-kig-sall dindan o meud, ur c’hornedad ‘n ur ober ur vlagadenn ha dav dezhi adarre betek noz.

butuner bihan
Monig, gwreg Anton, pa devoa lavaret un nebeud gerioù eus an dud bodet en-dro d’ar soub, ez eas d’ar gêr, poent, emezi, ‘voe diverrañ al labour abalamour ober koan d’ar c’houlz d’an dud ha neuze ur bugel bihan ‘oa ‘n e gavell. Jeffig, emezi, a zigaso ar bodez c’houllo gantañ. Ma van soub, amañ zo daou pe dri gi a beurlipo ar stal. Debret ar soub, krog an dud da zebriñ bara, nemet Brian kozh en devoe graet ur c’hofad soub, emezañ, ken ne rae forzh eus bara hag e oa krog da sachañ war e gorn butun. Setu ma voe klevet ur vaouez o huchal : « Gwersed ! Hastit buan tostaat. — O va Doue ! eme Jos, mamm zo o hopal ! emañ ar gazeg oc’h ebeuliñ sur, lavaret he devoa ‘vije hopet dimp pa vije poent. Deomp tout bete-goût ‘vefe start an traoù. »

Anton a lavaras da Jeffig bihan : « Chom aze te, kañfard, war-dro ar stal hag ar c’hezeg ha diwall eus ar chas, goude ez i da welet ar “chimpolu” bihan. — Ya, ya, eme Jeffig. »

‘Voe ket bet pell an dud oc’h ober o zro, aet mat ‘voe an traoù, un ebeul bihan koant he devoa bet Charlott. « Charlott » ‘oa anv ar gazeg e ti Joz. Pep a vannac’h gwin-ardant d’ar baotred ha dao en-dro d’ar park. « ‘Chomet ket gant ho koan a lavaras Mai da Joz ha d’he breur Ujen, rak me a rank chom war evezh eus al loened-mañ ken a viot erru er ger ha goude ‘vo an holl labour d’ober. »

Pa voe distro an dud d’ar park e kavjont Jeffig war hed e gorf en kostez ar c’hleuñ hep na bu na ba, liv ar marv ‘n e gerc’henn, lezet gantañ ar chas da beurdrailhañ ar rest eus merenn. « Ma Doue ! eme Ber-Mari a oa tostaet da gentañ, petra zo erruet gant Jeffig ? Gloazet eo marteze gant ar c’hezeg ? Pe eo klañv diwar re gofad soub ? Pe re a gig-sall en defe debret p’eo manet e-unan aze ? »

Hijañ ha dihijañ ‘raent Jeffrig met ar paotrig ne rae nemet grognal. Nec’het spontus ‘oant tout gantañ. Per-Mari ‘voe prest da vont da glask e vamm. Joz a lavare mont da glask ar medesin. « Sell amañ ur pardon avat », eme Brian kozh, ‘n ur dostaat ivez d’e dro da hijañ Jeffig.

Daoust hag e voe mouezh Brian kozh a zivatorollas Jeffig ? Setu eñ o tigeriñ e lagadoù glas hag o sachañ e zornig eus dindannañ. Ha petra ‘voe gwelet ‘n e zorn ? Korn-butun Brian kozh !… Pa oa bet hopad d’an dud a greiz merenn, Brian kozh ‘oa dija an tan war e gorn. Kement a hast en devoa bet da vont da heul ar re all ken, e-lec’h mougañ e gornedad ha bountañ anezhañ ‘n e c’hodell, en devoa pozet e gorn war an douar e-lec’h ‘oa ‘n e goazez. Jeffig ‘oa bet tentet gant ar vogedenn vihan c’hlas eus korn Brian hag eñ da sachañ war ar c’horn moarvat, ‘vel ar wazed, ha da sachañ, ken ‘voe aet en tu all. « Labous bihan fall, a lâras e dad Anton dezhañ. Lakaat ur from ar seurt-mañ dimp. Ni ‘soñje ‘oas o vont da vervel. Ha pa ouezo da vamm !… »

Jeffig oa morlivet avat bepred ha c’hoant dislonkañ en devoa. Bet en devoa ‘leizh e gof eus kornedad Brian kozh. « Alo paotrig, eme Anton, gra un tamm kousk aze, sell, hag e tremeno dit, n’eo ket dañjerus da gleñved da c’hras Doue. A-benn emberr ez i da welet ebeul bihan Charlott. »

Krog ‘oa Jeffig da vinc’hoarzhin. Paket ‘voe en chupennoù ar baotred war ur sac’h goullo d’ober un tamm hun. Hag an dud d’o labour adarre, dilerc’het un tamm brav gant Jeffig ha Charlott. Jeffig a lâras goude da Ber-Mari en devoa graet un hunvre koant : ar park emezañ ‘voe leun a voged glas. Kezeg glas gant tapisoù fleuriet war o c’hein, ur roue, ‘vel war levr Per-Mari, gant ur pezh kurunenn graet gant loaioù koad hag ur bern soudarded o c’haloupat a-dreuz ar moged glas. Chas glas ivez, emezañ, ‘voe ‘en em lardañ ‘n e gichen, betek ebeul bihan nevez-vet Charlott ‘oa unan glas ivez. Sed aze un hunvre glas diwar moged-butun, neketa Jeffig ?…

[1962 ?]

Print Friendly, PDF & Email