Ar balan

Balanegi burzhudus va bed bugel ma tirañsen diouzhoc’h an aour a-varlennadoù. Ar bleuñv trellus ma tastumemp a sac’hadoù, ni bugale ar skol, evit Sul ar Sakramant ! Pelec’h int tremenet ? Drouklazhet evel inosanted santel gant ar mekanikoù diaoulek… Drouklazhet evel kement tra n’eo ket profitus, eme an deknokrated. Evit an aotrounez-se avat, eo « profitus » ar seurt dismantroù.

Balanegi madelezhus a roas bod ha repu d’ar Chouanted gwechall. Balanegi benniget a roe ken brokus danvez d’an dudigoù d’ober toennoù war o lojeiz, tiez ha krevier loened. A roe danvez tan d’an teroueroù paour ma save enno nebeut a goad. A roe danvez skubellennoù d’an dud diwar ar maez ha zoken da dud ar bourkoù ha da zarn eus kêr. Rak mont a rae, hervez klevet, ar beizanted da werzhañ skubellennoù bezv ha balan en kêr ha d’ar sitreadoù na daolent ket a valan. Istimet e oa ar balan evel gor gant ar fornierien ha dreist-holl gant ar wastellerien er c’hêrioù evel Lannuon, da skouer — ar bezv ivez, hervez. N’ouzon ket re vat evit pe abeg.

Em yaouankiz ‘oa stank ar balanegi. E pep menaj, dre amañ, e veze dalc’hmat ul lodenn douar dindan balan, an douaroù skañv ha diaes da zaremprediñ. Ret-mat ‘oa kaout balan evit an toennoù. Na bade ket keit un doenn-valan hag un doenn-blouz. Met re vihan ‘veze ar plouz alies er feurmioù bihan evit diouerout a-walc’h da deiñ. En glas pe hanter-weñvet ‘veze implijet ar balan-to. Graet am eus alies ar vicher krennañ balan d’an toer. Gant ar falz da zrailhañ keuneud war ar pigos ‘veze troc’het ar begoù, bod ha bod, ha graet fagodennoù kempenn anezho. An treuñchoù ‘veze adamarret ivez ha berniet evit bezañ devet dre bep ma veze ezhomm. Tan nerzhus-kenañ a ra ar balan. Met arabat eo dezho bezañ louet pe na bader ket gant c’hwezh kreñv ar moged. Ha koulskoude ‘veze graet implij evel louzoù gant moged balan glas evit ober d’ar saout koeñvet glaourenniñ ha poursat, ar pezh o sikoure da zigoeñviñ.

Merzet am eus ivez ez eo sot-nay ar c’hezeg kozh gant ar balan dreist-holl pa vez bleuñv enne. Pa dremenont a-rez ur bod balan e trammont ur c’henaoued en ur dirañsañ ar bleuñv pa c’hellont. O anien ! Gouzout a ra al loened gwelloc’h eget an dud petra a zo mat evit o yec’hed. Ha setu : er balan zo un dourenn anvet « spartein » hag a vez implijet evit kleñvedoù ar galon.

Ar gwenan avat n’eont morse war ar bleuñv balan. N’int ket mat d’ober mel. D’al lapined eo mat reiñ ur wech an amzer bodoù balan da grignat. Ar c’honikled gouez a grign kalz ar balan bihan.

Daoust ha bez’ zo un nerzh hud bennak ivez er balan ? Perak e touge an dud a soursie eus dimezioù, ur vazh-valan ? Perak eo gant ur bod-balan ‘veze foetet ar peur- liesañ ar vugale ? Perak ‘veze plantet bodoù balan glas e-touez ar c’haol-pome pa  zeue chapelouzed warne ? Ha perak ivez ‘veze foetet delwenn santez Radegond gant ur bod-balan pa na zegase ket ar pare d’ar c’hlañvour a ‘n em erbede outi ? Anavezet ‘m eus em yaouankiz un amezeg deomp a yae da Radegonda da c’houlenn ar pare d’e wreg gouliet. Klevet ‘m eus bet anezhañ o kontañ d’am mamm e kasfe gantañ, emezañ, ur bod balan da foetañ ar santez. Me hag a oa desket din ez-vihanik kaout un doujañs vras evit ar sent a veze gwall estonet ha droukskoueriet end-eeun gant ur seurt prepoz… Ar pezh on sur ne oa ket talvezet d’an Teo foetañ Radegonda. Marvet ‘oa e wreg, Doue d’o fardono tout bremañ.

Met evit distreiñ war ar balanegi, setu penaos e c’hoarveze. Ar balan ‘veze tennet gant un trañch-displantañ, ledet ur pennad amzer da weñviñ. Amarret neuze gant kevreoù dibabet e-touez ar bodoù munut hir ha gwevn. Graet am eus alies ar jeu- se. Savadellet ‘veze neuze ar fagod pa vezent reutaet un tamm ‘n ur weñvin.

War-lerc’h ar balan ‘veze hadet ed-du ar bloaz kentañ war gozh, sañset. An eil bloaz, segal en distro-gozh, d’an trede, kerc’h. Ha goude ‘veze lezet adarre ar park da reiñ balan, a save o-unan e-touez an ed (dre natur an douar, a lavare ar re gozh). Ral ‘oa lakaat traoù hañv na foenn er balanegi. Ur red-ed ha balan a bep eil.

Pa eo bet dilezet ar produiñ balan, dre m’en doa kollet ar balan o abeg bezañ, ret eo bet traezhañ ha temziñ solut ar balanegi ha pell eo bet dalc’het ar balan bihan da ziwan en trevadoù hadet. Pell-amzer a vir an had-balan o galloud kellidañ.

Ur wech all, mar plij gant Doue, e kontin deoc’h un istorig fentus, « Istor ar balan gwenn ». Re ziwezhat on fenoz rak div nadoz va orolaj a zo o krapat etrezek an hanternoz.

 

23 a viz Gouere 1973

Print Friendly, PDF & Email