An emsav e kañv

Ur c’hañv bras a zo kouezhet war an emsav un nebeud devezhioù kent Nedeleg ; marv Arzel Even, rener Hor Yezh. Den gouiziek, labourer sioul. Ur gwall goll eo evit Breizh hag ivez ar Broioù keltiek all.

Marvet e-kreiz e oad, pa c’helle ober c’hoazh kement a labour, ma vije plijet gant Doue e lezel gant e familh. E familh hervez ar Ouenn, ar mennozhioù, an Uhelvennad. E familh hervez ar garantez a unvan etreze ar re o deus gouestlet o buhez d’ar Vamm-Vro… Doue d’e bardono ha joa d’e anaon e Baradoz ar Gelted.

Met ur gwaleur n’erru morse e-unan. Nebeut amzer goude e klevis ‘oa klañv an  Ao. Kalvez.

Derc’hent Nedeleg e skrive din, gripet ‘oa emezañ. ‘Oa ket en e charreoù. Met dont a raje betek Traoñ-an-dour, pa c’hallje. Emañ dirazon e gartenn. Na pet kwech ha pet kwech all am eus he lennet hag he adlennet ! — an hini diwezhañ eo bet — hag he mirout a ran evel ur releg santel gant doujañs evit an hini a zo bet ken mat ha ken trugarezus em c’henver abaoe am eus bet ar c’hras d’ober anaoudegezh gantañ.

Meur a wech eo bet gant paotred Breuriezh sant Erwan o labourat e Parkoù Traoñ-an-Dour, ha n’eo ket ober seblant a rae. Met skeiñ e-barzh hag atizañ ar re all. Mont a rae al labour war-raok gante. Ha ken seder, ha ken farsus ma ne veze ket santet ar skuizhder, nag an amzer o tremen. Un devezh benniget e vije an deiz-se : brezhoneg flour gant pep hini. Kanaouennoù dudius ha fentus ha farsoù forzh pegement.

Rannet ‘oa va c’halon p’am boa klevet ar c’heloù glac’harus, spi am boa betek an devezhioù diwezhañ e teuje c’hoazh e-barzh. Goude ‘oa kollet ganin fiziañs e galloud ar vedisined d’en pareañ, am boa bepred fiziañs e galloud Doue d’ober ur mirakl en e geñver. Siwazh… Doue a gave en doa graet e lod er Bed-mañ. Gwir eo seurt tud o devez gounezet dija o devezh da hanter an deiz. N’eo ket din eo da lavarout pegen leun ha pegen talvoudus eo bet e Vuhez, evit Breizh. Ha Breizh a-bezh a doug kañv dezhañ. Ha Breizhiz holl a viro eñvor eus ar Breizhad meur, ar Beleg fur ha santel, an tonton Wanig ken hegarat ha ken karantezus e-keñver ar vugale-se o deus desket gantañ karout o Bro, o deus desket gantañ dont da vezañ tud, gourien e c’heller fiziout enno Dazont Breizh.

Ra vo e Ene kaer e Levenez Doue er Peurbad ha ra dalc’ho bepred da veilh war Vreizh ha dreist-holl war Dregeriz, Tud e Vro c’hinidig.

Ha setu pemzektez hepken war-lerc’h marv an aotrou Kalvez, un drede kañv o skeiñ adarre ar Vretoned. Youenn Drezen ar skrivagner kaer, ar skrivagner ampart, ar skrivagner meur a c’helled lavarout, aet d’e dro da anaon. Doue d’e bardono ha d’e zegemer e-touez e geneiled e gwenva ar Gelted…

Un dudi eo lenn e oberennoù, e varzhonegoù ken meurdezus ha ken balc’h evel « Kan da gornôg » ha « Nozvezh arkus ». E romantoù a zo bremañ un danvez-studi prizius hag e eñvorennoù paket ken brav ha ken akuit e Skol Louarn Veig Trebern. Bep tro pa vez un tamm teñval va soñjoù e tapan ur skouerenn eus Al Liamm ma kaver enni pennad pe bennad eus « Veig », neuze e adkavan adarre blaz vat gant ar Vuhez, daoust d’am foanioù a gorf hag a spered.

Pa oa o tiskuizhañ e Guerche-de-Bretagne goude bezañ bet o pareañ e Pontchaillou en doa skrivet din ul lizher hir. Al lizher nemetañ am eus bet digantañ. Kalz a drubuilhou emezañ ‘oa kouezhet warnañ er bloaz-se. Marv e vamm, e gleñved e-unan hag a bep seurt tregasoù. Spi en doa e teuje da vout ul levr e « Veig Trebern ». Manet eo. Un dro bennak emichañs e teuy e dro, evel m’eo deut tro oberennoù kaer e geneil karet Jakez Riou da vezañ hollvrudet da bell goude e varv. Emaint-i bremañ adunanet o-daou e Bro ar sent kozh gant o c’herent, o mignoned, o c’henvreudeur stourmerien. Doue da reiñ dezho al levenez wenn a bado da viken !

Ha ni daoust d’hon glac’har, kendalc’homp gant an hent o deus toullet dimp. N’eo ket echu al labour. Ne vez morse echu. Pa gouezh ar benveg eus dorn an eil emañ da vout kemeret gant unan all. Ar Vuhez eo !

Ha Breizh a c’houlenn bevañ.

Da viken gant gras Doue ha skoazell Itron Varia Vreizh.

22 a viz C’hwevrer 1972

Print Friendly, PDF & Email