An Douar a Gren

… An douar a gren, a gren…
A gren gant anoued ?
A gren gant kounnar ?
Pe gant aon ? Pe gant an naon ?
An douar a gren, a gren
‘Vel ur mezvier ? Pe un ampleged ?
An douar a gren gant ar Spont !
Gant spont rak an Den
Rak gouiziegezh an Den
Rak fallagriezh an Den
An douar a gren, a gren, a gren…

20 a viz Genver 1968



 


« »