An dibab

Da gentañ, eus ar voudenn,
Ar sistr gwellañ ‘deu ‘r-maez.
War c’horre ‘sav ar c’hoaven
War ur bodezad laezh.
Hor faltazioù koantañ,
Eus grignol hon eñvor,
A dap ar peurliesañ,
Da gentañ toull an nor.

[1962]







« »