An Alc’houez Aour

I
Me ‘an’vez ur c’hastell
Savet ‘kreiz ar c’hoadoù
Zo kuzhet ‘n e dourell
Ar c’haerañ teñzorioù…
II
Prennet e chom an nor :
An alc’houez aour kollet.
Taolet eo bet er mor
Gant tud diskiantet…
III
Gant un alc’houez estren
Klasket digeriñ ‘n nor
Bepred eo chomet prenn
Ret kaout an alc’houez aour…
IV
Teñzor, ijin ar Ouenn
Barzhaz ha Lennegezh
‘Chomo kuzh da viken
P’eo kollet an Alc’houez…
V
Kelted dispont ha taer
O deus splujet er mor
Kavet an alc’houez kaer :
Digor dor an teñzor…
VI
Hag holl deñzorioù Breizh
Zo dispak er c’hastell
Gant alc’houez aour ar yezh
Digor eo an dourell…

20 a viz Mezheven 1964



   




« »