Karolina ar Wern

D’am mignonez Anna

 

— Arabat deoc’h krediñ, tudoù, eo ar Garolina-mañ ur vaouez hollvrudet… N’eo ket hini Monako, na hini Kennedy, n’eo nag un Dugez, nag ur Briñsez nag ur Varkizez. N’eo ket ur gaerenn bet dibabet da bried gant ur Roue pe un dijentil-nobl pe un den gradet uhel. N’eo ket ivez ur steredenn sinema nag ur ganerez dispar — gwir eo neuze ho pije hec’h anavezet a-raok din, rak me ne ran ket nemeur a van ouzh seurt pompinelloù, nemet bez’ vefe gante brezhoneg ‘vel-just. N’eo ket kennebeut va C’harolina harozez ur romant a garantez, na Rouanez ar Vretoned e Becon-les- Bruyères.

Nann. Kavet ‘m eus ar gañfantenn-mañ e korn va lanneg kuzhet dindan ar raden ; ha tamm c’hoant ebet dezhi dilodañ ac’hane. Evit priz ebet ne vije distroet d’ar gêr hec’h-unan. Ret-mat ‘oa bet din dougen anezhi.

Dougen anezhi, a lâran-me ivez, emezoc’h ? Ac’hanta ya, gwir mat eo am eus he douget, hi Karolina ar Wern. O ! n’he deus ket enebet ouzhin na lâret netra ; ha n’emaon ket bet brevet ouzh he dougen ivez. N’eo ket ponner tamm ebet. Asa ! a soñjit, petra an diaoul eo ho kañfantenn ? Bugel, paotrezig, krennardenn, plac’hig yaouank, penn-fall pe betra ? Ma feiz ! Krennardenn eo c’hoazh ‘michañs. Un nebeu- dig eo kresket abaoe ‘m bo he c’havet ul lun vintin el loch du-mañ. Fionn o harz- hal outi ken a findaone. Ken souezhet ar c’hi ha me ; ar wech kentañ dimp da en em gavout gant Karolina. Ne ouezen hec’h anv end-eeun. N’ouezen ket zoken ‘oa anezhi. Ha n’oa ket hi gouest da reiñ disklêriadur ebet din peogwir eo-hi mut, siwazh dezhi.

Ha petra ober outi ? Souchet ‘oa he fenn hag hec’h izili ganti dindan he mantell, ur vantell arruz, tev ha gwasked. Kinniget ‘m boa dezhi un tamm bara. Netra d’ober. ‘Oa ket marv gant an naon. Diskoach a rae he fenn a dammigoù, met Fionn a zilam- me da harzhal outi fentus, kerkent ha ma spurmante he daoulagad, evel c’hoant dezhañ da c’hoari ganti. Doan am boa ‘raje poan dezhi : a-hend-all n’am boa ket amzer da chom da sellout ouzh o abadenn…

Setu me o tougen anezhi d’al liorzh rak klevet am boa e plije glazur da seurt dime- zelled : emañ-hi aze war ar bern… Ha me war-dro va loened : foenn d’ar saout, kerc’h d’ar yer ha d’al lapined. Ha dao da c’horro, da silañ al laezh ha da gas ar podadoù d’ar blasenn em c’harr-bihan. Poent bras. Paotr al laezh a dremen abred : arabat d’an den bezañ re sot gant e wele !

— Bo, kent c’hwezhañ ‘n tan, ez is d’al liorzh da welout petore kareoù a rae an hini vihan : skampet ‘oa. Kavet ganti ur wenodenn en drilh. Goude treiñ ha distreiñ mil gwech, he c’havis souchet e-touez ar raden a-grap kleuz an amezeg a sko war ar veurjez. Seblantout a rae kousket. « Kousk ‘ta, mar karez, emezon, me zo o vont d’am dijuniñ. Goude ‘vo gwelet. »

Morse n’he gwelis goude : mignonezed ‘oa deut du-mañ goude kreisteiz. Kontañ ‘ris dezho an neventiz. « O ! emezo, c’hwi zo graet ur bourd deoc’h. Honnezh zo bet degaset aze e-fed an noz marteze eus a bell. »

Ni hon-teir da glask. En aner. « Ma feiz ! gwazh a se, emezon. Evit seurt dimezelled ne vez ket direnket jandarmed na pomperien : lezomp anezhi da glask he chañs. »

Teir pe beder sizhun goude edon o troc’hañ melchon glas e Park-an-Drilh — ar 715 evel ma lavar va amezeg nederlandad, an hini am eus graet un trok eus an dachenn- mañ evit un ogell stok en e zouaroù — ya, sede bremañ planedenn ar parkoù : koll o anvioù, alies leun a varzhoniezh evit kemer niverennoù ar c’hadastr.

Edon ‘ta o troc’hañ melchon. Ar chas o fuketal en-dro din. Fionn a fiche he lost hag a save he fav. Tres he doa. Ur c’honifl a soñjis. Me ‘falc’he bepred. Met setu Fionn o harzhal ‘n un doare iskis. ‘Oa ket ganti ur jiboez ordinal, anat ‘oa. Gant va falc’h ez is goustad war he zu.

E-touez ar melchon hir, daou pe dri metr diouzh ar c’hleuz ‘oa va dimezellig war he genoù, un nebeud dislivet he mantell war he c’hein. Biskoazh kemend-all ! Pakañ ‘ris krog enni. Dres e toull-karr ar park nesañ ‘oa va amezeg hag e vab o tibarfoel- triñ penn ar c’hleuz d’ober plas d’an dornerez vras.

« Sellit ‘ta petra ‘m eus kavet me amañ !

  • O ! eme ar mab ‘n ur sevel e gein : Karolina !
  • Karolina ? C’hwi ‘anavez an dimezell-mañ ?
  • O ! ya sur-awalc’h, honnezh eo Karolina ar Kollet ‘oa bremañ zo ur miz bennak.
  • Ma ! setu hi kavet He gwelet am boa c’hoazh, met ne ouien ket piv ‘oa nag eus a belec’h e teue… Daoust ha bez’ ho pije ar vadelezh d’he c’has d’he zud peo- gwir emaint war ho roud, me zo preset evel ma vezan alies.
  • Eo da, emezo, ni zo o vont d’hor merenn. He lezit war hor c’hont.
  • Mat-tre. »

Daou pe dri devezh goude, edon o tennañ patatez e penn Park-al-Leur d’ober plas da c’houstelliñ an ed ‘oa mat da charren. Ha setu Fionn adarre o todioniñ er penn all d’ar park. Un naer am boa gwelet en andred-se pa oan o savadelliñ kerc’h. Daoust ha gwelet he doa Fionn anezhi ivez ?

Gervel a ris va c’hi. Sentus eo ha dont a reas diouzhtu. Met kerkent hag hi o tistreiñ d’ober ar memes son. Ret ‘oa din mont da welout… Karolina ‘oa aze adarre ! Hañ ! Hola ‘vat ! Sed ur c’halouperez amañ ! N’eo morse mat er gêr ? « Bremañ ‘ouzon pelec’h out o chom. Ale, hop ! N’eo ket aze ‘mañ da blas. »

Ha me ganti da di ar Wern. Daou vugel ‘oa o c’hoari e toull an nor. O zud-kozh emezo ‘oa o kousket da greisteiz. Savet ‘oa an Itron pa glevas kaoz. Laouen e seblante bezañ oc’h adkavout he zamm Karolina ha lavaret ‘oa din ur mell trugarez.

Nebeut amzer goude e klevis gant va amezegez ‘oa skampet Karolina adarre ur wech ouzhpenn, ha kaer ‘oa bet furchal an trowardroioù ‘oa kavet ster ebet outi.

Tri miz goude, ankouaet ganin pell a oa istor ar strakell vihan-se ; edon o troc’hañ raden ken a foeltre, el Lanneg. Brav an amzer. Plijus al labour. Frondus an aer. Evurus ar plac’h evel ur roue war e dron. Ar vicher-radeniñ n’eo ket skuizhus-kaer da neb a oar an tu, na d’ar c’horf na d’an empenn. Amzer gaer d’ar faltazi da gan- tren e gwenodennoù an eñvor ha da vagañ hunvreoù.

Erru ‘oan tost d’ar wezenn-avaloù put a veze goloet a uhelvarr, bremañ ne chom mui an disterañ, bod skrapet ma’z int bet betek an delienn diwezhañ, da vareoù an Nedeleg.

A-greiz-holl e stokas beg va falz en un dra bennak dic’hortoz : ur stroñsadenn iskis, un trouzig drol. Ne oa ket ur maen nag un tamm koad, nag un tamm houarn, nag  un tamm darbod. Petra va Doue zo amañ ? Sachañ ‘ris va fichellennad raden gant evezh, ha petra ‘welis ? Karolina ! Adarre Karolina ! Chê, va Doue ! fiñv ebet ne ra, marv eo mutu ? Pe eo kousket ? Ya, morgousket ‘oa.

Asa ! Hag eo me an hini a gav an dimezell-mañ bep tro pa’z a da vale bro ! Ale ! d’ar gêr c’hoazh ur wech all, n’eo ket dre blijadur avat. Rak me zo erru klañv gant ar strakell-mañ oc’h abuziñ din va amzer brizius, foulet evel ma vezan atav gant va labour.

An dro-mañ on bet kouezhet war an aotrou Gwern. Edo ‘vigañgnat un tamm karrdi da lojañ e garr-tan nevez. ‘Oa ket gwall-laouen ‘m eus aon ouzh va gwelet.

« Setu ho Karolina, aotrou. Ar bedervet gwech eo dezhi da vezañ kavet ganin war va domani.

  • Emichañs, emezañ faeüs hag a-boan seven, e fell dezhi mont da zeskiñ brezhoneg ganeoc’h !
  • Ma feiz, ma teu c’hoazh a virin anezhi ur c’hrogad da welout. »

Goude holl marteze ne blij ket da Garolina ar galleg a glev bemdez gant ar Barizianed-se.

Divinet hoc’h eus sur a-walc’h piv eo Karolina… suroc’h eo din lavaret memes tra, kuit deoc’h da derriñ ho penn, pe da faziañ eo Karolina ur… vaot, an holl dre amañ a ra outi Karolina ar Wern.

Ha n’eo nemet ur Vaot !

Doue d’he frezervo !

15 a viz Here 1971