Dornskridoù – Ar c’haieroù

Ar c’haieroù dornskrivet gant Anjela Duval bet niverelaet

En 2011, Ronan Koadig – fiziet ennañ dornskridoù Anjela Duval gant Ivona Martin –, e penn Mignoned Anjela, en doa klasket kavet tud ha moneiz a-benn gellet lakaat kaieroù ar varzhez da vezañ niverelaet. Da heul ur c’henlabour etre ar gevredigezh ha Servij dielloù Skol-Veur Roazhon 2, hag a-drugarez da yalc’hadoù espres-kaer roet gant Kuzul Rannvro Breizh, e oa bet gellet lakaat 41 c’haier niverelaet enlinenn en 2013, war lec’hienn levraoueg niverel Roazhon 2 (ar raktres pazenn-ha-pazenn, diell en galleg).

War ar c’haieroù-mañ ‘oa bet skrivet a bep seurt traoù gant Anjela : barzhonegoù savet ganti, soñjennoù, troioù-lavar ha krennlavarioù, danevelloù, kontadennoù… Ne vez ket kavet warne an holl varzhonegoù bet skrivet gant Anjela : paper a gave ‘ba lec’h all !

Lenn ha pellgargañ ar c’haieroù-mañ a c’haller ober war Levraoueg niverel Roazhon 2.
Ha mod-all e c’haller lenn ‘nezhe amañ, kaier-ha-kaier…