{"id":5695,"date":"2018-11-24T15:53:59","date_gmt":"2018-11-24T14:53:59","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=5695"},"modified":"2025-08-13T15:20:00","modified_gmt":"2025-08-13T13:20:00","slug":"ar-soudard-kozh-naig-rozmor","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-soudard-kozh-naig-rozmor\/","title":{"rendered":"Ar \u00ab soudard kozh \u00bb \u2013 Naig Rozmor"},"content":{"rendered":"<p>Anaout a raen Anjela Duval dre he skrido\u00f9 abaoe pell zo, rak aketus e vezen da lenn kement tra embannet diwar he fluenn, dre ma prizen he barzhoniaj ha ma toujen d\u2019he menozio\u00f9. Tamm-ha-tamm avat e kreske ma c\u2019hoant da vont d\u2019ar \u00ab&nbsp;feunteun gozh&nbsp;\u00bb da glask, evel pet ha pet all, ur banne dour fresk, ha pemp bloaz zo bet en ha\u00f1v dremenet, setu me gant va mignonez war hent Trao\u00f1-an-Dour. Degouezhet \u2019oamp eno war-dro kreisteiz hag evel ma ne felle ket deomp mont da afronti\u00f1 anezhi en he zi da boent ar pred, \u2019oamp staget da zebri\u00f1 un tamm hon-unan war ul letonenn, da c\u2019hedal an eurvad da erruout ganti\u2026 ken ha dibaouez gwelet o tont war-zu ennomp ur vaouez gozh, ur boned du war he fenn ha chas bihan war he seulio\u00f9\u2026 Anavezet hor boa diouzhtu Anjela&nbsp;!<\/p>\n<p>\u00ab Ac\u2019hanta, emezi, en ur dostaat, c\u2019hwi zo gant ho lein ? (Marteze he doa lavaret \u00ab&nbsp;gant ho merenn&nbsp;\u00bb.)<br \/>\n\u2014 Ya, \u2019maomp<br \/>\n\u2014 Eus a belec\u2019h oc\u2019h-c\u2019hwi ?<br \/>\n\u2014 Eus a Rosko, eme me.<br \/>\n\u2014 Ha\u00f1 ! Neuze marteze c\u2019hwi \u2019anavez Naig Rozmor&nbsp;?<br \/>\n\u2014 Me an hini eo, Anjela !<br \/>\n\u2014 O va Doue ! Deus tostoc\u2019h din !&nbsp;\u00bb Digeri\u00f1 a reas frank he divrec\u2019h da\u2019m starda\u00f1 war he c\u2019halon ken a oamp dirollet da ouela\u00f1 hon-div.<\/p>\n<p>Tremenet ar from kenta\u00f1, Anjela a ziskl\u00earias krak-ha-krenn&nbsp;: \u00ab&nbsp;Mat&nbsp;! Evit hiriv, peogwir out deuet da\u2019m gwelet, eo echu va dervezh. Deomp da vizita\u00f1 Trao\u00f1-an-Dour.&nbsp;\u00bb Hag hi d\u2019hon hencha\u00f1 dre he rouantelezh. Dorn-ha-dorn, koulz lavaret, hon eus graet \u00ab&nbsp;hent an ametist&nbsp;\u00bb. Dastum a rae deomp bozado\u00f9 diouto, kutuilh a rae evidomp godellado\u00f9 krao\u00f1-kelvez. Diskouezet he deus deomp he farkeier dre o anv&nbsp;: ar Poullanko\u00f9, Ogell-ar-C\u2019hoad, Park-an-Drilh\u2026 Komz a rae diouto gant teneredigezh, gant lorc\u2019h pe gant nec\u2019hamant evel ur vamm pa gomz eus he bugale. Bet omp o vale a-hed al Leger ha ne ouie mui, dre ar sec\u2019hor a rae en ha\u00f1vezh-se, nemet glaourenni\u00f1 e disheol ar gwez bras, darn anezho war-nes mervel gant ar sec\u2019hed. Klevet e veze Anjela oc\u2019h huanadi\u00f1 war o sikour. Klemm a rae ivez dirak an tachenno\u00f9 brav gwerzhet d\u2019an estren&nbsp;: \u00ab&nbsp;Ha\u00f1 ! \u2019lavare, petra \u2019chomo ganeomp, ma c\u2019heller gwerzha\u00f1 an douar da forzh piv&nbsp;? Da belec\u2019h e yelo hon re&nbsp;?&nbsp;\u00bb Souezhus eo pegen lijer \u2019oa d\u2019ar poent-se&nbsp;! En hon raok e veze e trao\u00f1 diribin an torgenno\u00f9, ha c\u2019hoazh e kave amzer en ur vont, da estlammi\u00f1 dirak daou labousig o turiat ar soul pe dirak un neizhiad merien. \u00ab&nbsp;Sell \u2019ta, emezi, ar re-ma\u00f1 n\u2019eus ket a c\u2019houel ganto eveldomp-ni, ha\u00f1&nbsp;?&nbsp;\u00bb Santout a rae ivez c\u2019hwezh an douar o leski\u00f1 dindan re a dommder hag adarre e c\u2019houza\u00f1ve. Sur on, abaoe sant Fra\u00f1sez a Asiz, n\u2019eus bet den evelti o karet an natur hag he c\u2019hrouadurien.<\/p>\n<p>Pa c\u2019houlennen diganti daoust ha kompren mat a rae brezhoneg al Leonadez ma oan, e responte en ur c\u2019hoarzhin&nbsp;: \u00ab Feiz, ma ne rafen ket\u2026 Brezhoneg ledan evel a zo ganez&nbsp;!&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p>War-lerc\u2019h ur bourmenadenn zudius hor boa ranket mont en ti da zebri\u00f1 merenn-vihan asambles. Ne oa ket bet pell o c\u2019hwezha\u00f1 tan en oaled nag o lakaat dour er gastolorenn zu war an trebez, da ober deomp kafe mat. Diaes avat e kave, dre ma so\u00f1je ne oa ket brav a-walc\u2019h he bolenno\u00f9 d\u2019hon resev. Paourkaezh Anjela&nbsp;! D\u2019ar poent-se ivez, n\u2019ouien ken ab\u2019lamour da beseurt abeg, e vanke ar sukr, a-vec\u2019h ma chome ugent tamm en he boest&nbsp;! \u00ab&nbsp;Aze ema\u00f1 tout, emezi true- zus, emicha\u00f1s e vezo a-walc\u2019h evit merenn\u2026 \u00ab&nbsp;Na vezit ket chalet, a respontas dezhi va mignonez, me ne zebran ket a sukr. Setu warc\u2019hoazh e tegasin deoc\u2019h dre ar post ur bakadenn gant ar pezh a chom diouta\u00f1 em zi.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p>N\u2019em eus ket kredet goulenn diganto pehini eo bet an e\u00fcrusa\u00f1, pe va mignonez o kas he sukr, pe Anjela ouzh en resev. Diouzh va zu em eus bet ar blijadur da gas dezhi bolenno\u00f9 gant laboused-mor warno, evit ma talc\u2019hfe so\u00f1j diouzhin.<\/p>\n<p>Evel ma ne ehane ket da zegas boued war an daol, bara c\u2019hwezhet eus Tregrom, amann, fourmaj, kouigno\u00f9 hag all, em boa lavaret dezhi a-benn ar fin&nbsp;:<br \/>\n\u00ab&nbsp;Paouezit, Anjela, c\u2019hwi a vezo skuizh, trao\u00f9 a-walc\u2019h a zo ama\u00f1 pell zo.&nbsp;\u00bb Met ne ehanas nemet pa c\u2019hellas respont din&nbsp;: \u00ab&nbsp;Mat, debrit&nbsp;! Brema\u00f1 ema\u00f1 war an daol kement tra a zo en ti.&nbsp;\u00bb Na laouenna\u00f1 merenn&nbsp;! Debret em eus a galon vat, sikouret bep an amzer gant he chas hag a zo bet d\u2019ar wech war o lod e Trao\u00f1-an-Dour.<\/p>\n<p>Diwar an dervezh-se \u2019oa graet ar skoulm etrezomp. Skriva\u00f1 a raen dezhi abaoe beb tro m\u2019am beze un dra bennak a-bouez da gonta\u00f1 pe un ali da c\u2019houlenn. Respont a rae ac\u2019hanon atav&nbsp;; a-wecho\u00f9 zoken e lavare trao\u00f9 din ha mat a rae marteze\u2026 Forzh penaos ganti em bije gouza\u00f1vet pep tra, rak he oad hag he furnez a roe aotre dezhi da c\u2019hourdrouz pa veze ret ha bez\u2019 e ouie en ober gant sevended, hep feuki\u00f1 na gloaza\u00f1.<\/p>\n<p>Anjela ha me a oa ganet eus ar memes kondon, mezet gant ar memes toaz, douget hon-div d\u2019ar barzhoniaj a zeve deomp hon nozvezhio\u00f9, ennomp \u2019oa ar memes feiz e gouenn ar Gelted. Resevet hor boa ar memes kalon kizidig a boulze ac\u2019hanomp da garet an trao\u00f9 reuzeudika\u00f1 bet krouet&nbsp;: ar re vihan, ar re baour, ar re gla\u00f1v, hag al loened evel-just\u2026 (So\u00f1jit \u2019ta&nbsp;! Pemp ki e Trao\u00f1-an-Dour&nbsp;; graviged, chas ha kizhier oc\u2019h ober o renko\u00f9 e Rozmor, rak du-ma\u00f1 evel du-hont int-i eo ar vistri.) Evelti on bet savet war ar maez, e brezhoneg hag hervez ar memes krennlavario\u00f9, ha koulskoude e oa un diforc\u2019h krenn etrezomp. Perak&nbsp;? N\u2019eo ket diaes da c\u2019houzout.<\/p>\n<p>Da genta\u00f1, Anjela \u2019oa koshoc\u2019h egedon, en oad \u2019oa da veza\u00f1 mamm din&nbsp;; d\u2019an eil, n\u2019eo ket bet loc\u2019het eus Trao\u00f1-an-Dour, ha me, en ur mare eus ma buhez, a zo bet va flanedenn foeta\u00f1 bro. Er mare-se eo torret va c\u2019habestr ha diskolpet tamm-pe-damm va ene. Setu ivez pezh a c\u2019hoarvez gant ar mein pa ruilhont re, pellaat a reont diouzh o stumm orijinel, met chom a reont mein memestra. Da bep hini e donkadur. Evel-se an den n\u2019eo ket graet eus anezha\u00f1 e-unan, met eus ar mil levezon, fall pe vat, gouza\u00f1vet ganta\u00f1 a-hed e hent.<\/p>\n<p>Anjela a gomprene tout an trao\u00f9-se, ne rebeche ket, ne varne ket. A-walc\u2019h \u2019oa dezhi anaout va bolontez-vat ha va c\u2019harantez divuzul evit ma bro hag he yezh.<\/p>\n<p>Distroet on da Drao\u00f1-an-dour da saludi\u00f1 evit ar wech diwezha\u00f1 va mignonez kozh war ar varskao\u00f1 ha da doui\u00f1 dezhi e c\u2019helle konta\u00f1 warnon ivez da gen- derc\u2019hel gant he erv. Melen-aour evel sent an ilizo\u00f9, e-touez an dantelezh gwenn-kann hag ar bokedo\u00f9 bleunio\u00f9 kutuilhet en he farkeier, Anjela a seblante e\u00fcrus. Ha penaos ne vije ket bet&nbsp;? Goude m\u2019he dije dibabet he-unan dervezh he marv, n\u2019he dije ket graet gwelloc\u2019h. Mervel d\u2019an diskar-delio\u00f9, da heul an natur a gare, a oa leal, met mervel e penn miz Du, miz an Anaon, a oa un enor.<\/p>\n<p>Mervel, a lavaran&nbsp;? Daoust hag an natur a varv&nbsp;? Ha petra \u2019dalvez ar ger-se d\u2019ar Gelted&nbsp;? Nebeut a dra e gwirionez, an neuz n\u2019eo ken. Ar vuhez, dindan stumm pe stumm, ne echu morse. Anjela he deus lavaret penaos eo bet kendalc\u2019het da c\u2019houlenn skoazell digant he zud varv ha penaos eo diganto eo he deze ar gwella\u00f1 sikour, gwelloc\u2019h zoken eget digant ar sent a zouje kalz koulskoude. Dezhi d\u2019hon skoazella\u00f1 d\u2019he zro.<\/p>\n<p>Me ivez a gred start e galloud an Anaon gant ma chomer unanet ganto dre liamm divarvel ar garantez, a stag ac\u2019hanomp ouzh tud hol lignez ha tud hor gouenn. Nann, evidomp-ni, Breizhiz, Anjela Duval n\u2019eo ket marv. Aet eo da ziskuizha\u00f1 da \u00ab&nbsp;ur vro welloc\u2019h&nbsp;\u00bb. A-raok kuitaat ar bed-ma\u00f1 he deus hadet fonnus he menozio\u00f9 kaera\u00f1. Deomp da vont d\u2019o medi\u00f1 da Drao\u00f1-an-Dour hag a chomo templ he spered. Eno an neb a ouezo selaou a glevo bepred an douar, he douar, o kana\u00f1 barzhonego\u00f9 marzhus hag en avel, mouezh Anjela, rok a-wecho\u00f9 evel hini ur soudard kozh, o tiskouez deomp an hent.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Anaout a raen Anjela Duval dre he skrido\u00f9 abaoe pell zo, rak aketus e vezen da lenn kement tra embannet diwar he [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":2,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-5695","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Ar \u00ab soudard kozh \u00bb \u2013 Naig Rozmor - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-soudard-kozh-naig-rozmor\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Ar \u00ab soudard kozh \u00bb \u2013 Naig Rozmor - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Anaout a raen Anjela Duval dre he skrido\u00f9 abaoe pell zo, rak aketus e vezen da lenn kement tra embannet diwar he [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-soudard-kozh-naig-rozmor\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:20:00+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"7 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-soudard-kozh-naig-rozmor\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-soudard-kozh-naig-rozmor\\\/\",\"name\":\"Ar \u00ab soudard kozh \u00bb \u2013 Naig Rozmor - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2018-11-24T14:53:59+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:20:00+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-soudard-kozh-naig-rozmor\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-soudard-kozh-naig-rozmor\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ar-soudard-kozh-naig-rozmor\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Ar \u00ab soudard kozh \u00bb \u2013 Naig Rozmor\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Ar \u00ab soudard kozh \u00bb \u2013 Naig Rozmor - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-soudard-kozh-naig-rozmor\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Ar \u00ab soudard kozh \u00bb \u2013 Naig Rozmor - Anjela Duval","og_description":"Anaout a raen Anjela Duval dre he skrido\u00f9 abaoe pell zo, rak aketus e vezen da lenn kement tra embannet diwar he [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-soudard-kozh-naig-rozmor\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:20:00+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"7 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-soudard-kozh-naig-rozmor\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-soudard-kozh-naig-rozmor\/","name":"Ar \u00ab soudard kozh \u00bb \u2013 Naig Rozmor - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2018-11-24T14:53:59+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:20:00+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-soudard-kozh-naig-rozmor\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-soudard-kozh-naig-rozmor\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ar-soudard-kozh-naig-rozmor\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Ar \u00ab soudard kozh \u00bb \u2013 Naig Rozmor"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/5695","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/2"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=5695"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/5695\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=5695"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}