{"id":5561,"date":"2018-11-10T22:55:38","date_gmt":"2018-11-10T21:55:38","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=5561"},"modified":"2025-08-13T15:23:52","modified_gmt":"2025-08-13T13:23:52","slug":"pa-gavan-foenn-ne-debran-ket-a-blouz-yann-ber-piriou","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pa-gavan-foenn-ne-debran-ket-a-blouz-yann-ber-piriou\/","title":{"rendered":"Pa gavan foenn ne debran ket a blouz \u2013 Yann-B\u00ear Piriou"},"content":{"rendered":"<p style=\"text-align: justify;\">Boaz e oamp da vont d\u2019ar vilin-se bep ha\u00f1v pa veze brav an amzer. Degemeret mat e vezemp ha laosket da vont betek ribl ar st\u00ear e-lec\u2019h ma tremenemp eurvezhio\u00f9 laouen, va bugale, o mamm ha me, e peoc\u2019h ar glasvez, an evned hag an dour.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">A-boan diskennet eus ar wetur en deiz-se em boa remerket e oa, e-kreiz ar porzh, un den war an oad o tivizout gant Ad\u00e8le ar vilinerez. Goude beza\u00f1 saludet anezhe e lavaris d\u2019ar vugale&nbsp;: \u00ab&nbsp;Skoazellit ho mamm da gas ar baner piknik hag an trao\u00f9 all betek ar rinier hag arabat mont da neuial, ken na vin arri ganeoc\u2019h.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Va so\u00f1j a oa chom da glakenni\u00f1 div pe deir vunutenn gant Ad\u00e8le da genta\u00f1. Met p\u2019en doa klevet ac\u2019hanon o komz brezhoneg e oa chomet paotr-e-vlev-gwenn sac\u2019het e-kreiz e gaoz. Badaouet mik e oa. E so\u00f1j, avat, a deuas e-maez e c\u2019heno\u00f9 a-daol trumm&nbsp;: \u00ab&nbsp;N\u2019on ket evit kompren e vefe c\u2019hoazh tado\u00f9 sot a-walc\u2019h da gomz ar c\u2019hozh langaj-se d\u2019o re vihan&nbsp;!&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ha me neuze da respont ken reut all e oa tremenet an oad din da c\u2019houza\u00f1v seurt kentelio\u00f9 divergont. Morlivet e oa ar vilinerez gant an nec\u2019hamant. Egile, avat, a zalc\u2019he da vala\u00f1 gros&nbsp;: \u00ab&nbsp;Se zo evel an inosantez a zo bet diskouezet an deiz all da noz en tele&nbsp;! Kana\u00f1 meuleudi da seurt-se a zo ober goap ouzh an dud ha koufoni\u00f1 o gwenneien&nbsp;!&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ar wech-ma\u00f1 eo war don ar c\u2019hrampouz gwinizh am eus kaset Loull d\u2019e doull. Ha reut. Min poan-gof ar vilinerez ne yeas ket war wellaat, evel-just, met dibosubl e oa din lezel kunujenni\u00f1 ur vaouez am boa kement a zouja\u00f1s eviti. Lavaromp e c\u2019hoarveze an dra-se tost da dregont vloaz zo, nebeut war-lerc\u2019h skingasadenn Andr\u00e9 Voisin he doa roet brud da Anjela Duval.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">War-dro 1963 pe 1964 eo em boa graet anaoudegezh ganti, a gav din. Aliet e oan bet d\u2019en ober gant Gwilherm Dubourg a oa rener skol gristen ar C\u2019houerc\u2019had d\u2019ar c\u2019houlz-se. Diouzhtu \u2019m eus komprenet en em gaven aze dirak un neb bennak. Pellik zo, dija, e oa krog da skriva\u00f1 barzhonego\u00f9 war gaiero\u00f9 marc\u2019had mat. O diskouez hag o fresta\u00f1 a reas din. Ha me da adkavout neuze ur bed diabarzh marzhus, he\u00f1vel-mik ouzh an hini a garen. An hini a anavezen abaoe va bugaleaj, gras da\u2019m mamm, ha d\u2019ar yezh a zeskas din.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Buan-tre omp deut da veza\u00f1 gwir vignoned. Bep tro ma teuen en-dro da Vro-Dreger e klasken mont d\u2019he gwelout ha bep tro e vezen degemeret eus ar c\u2019henta\u00f1. Ha komz a raemp neuze e-pad eurio\u00f9 ha c\u2019hoarzhin ivez. Konta\u00f1 a rae din he buhez, he c\u2019harantezio\u00f9, an digenvez spontus a oa bet he hini war- lerc\u2019h marv he mamm. Komz a raemp ivez eus al levrio\u00f9 hag eus ar skrivagnerien a blije dezhi. Nevez zo e oa krog da lenn <em>Ar Bed Keltiek, Barr-Heol <\/em>hag <em>Al Liamm, <\/em>ha diwar ar vagadurezh-se e kreske enni nerzhio\u00f9 dic\u2019hortoz hag evel ur yaouankiz adkavet.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Kla\u00f1vidik e oa, siwazh, ha re alies e ranke darempredi\u00f1 ar vedisined. D\u2019an 8 a viz Du 1966 e skrive din&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Tremenet am eus 26 devezh en ospital Lannuon e-lec\u2019h em boa ranket asanti\u00f1 mont pa ne oan mui \u2019vit chom war va zreid. Distro emaon pemzektez zo. Re abred kalz am eus ranket dont eus du-hont. Pell em bije bet ezhomm da chom. Met pa vez an holl strevel war gont an estren&nbsp;!<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Ur medisin a lavar am eus <\/em>\u00ab&nbsp;une tr\u00e8s tr\u00e8s grande fatigue g\u00e9n\u00e9rale&nbsp;\u00bb.<em> En em c\u2019houlenn a ran end-eeun&nbsp;: daoust gant petore danvez on graet evit beza\u00f1 stourmet keit all, eneb labourio\u00f9 ken start, hep distern ebet, na Sul, na gouel, na noz, na deiz koulz l\u00e2ret. N\u2019eo ket hep mar e tilez ar re yaouank ar vicher-ma\u00f1. Ha koulskoude ma vefe priz ar pezh a broduomp un tammig uheloc\u2019h e c\u2019hellfemp tenna\u00f1 hon alan ur wech bennak ha dre se pad<em>\u2019<\/em> pelloc\u2019h.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Gouzout a rae ivez, koulskoude, prena\u00f1 skiant diwar goust an droug.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>An devezhio\u00f9 am eus tremenet en ospital zo bet devezhio\u00f9 benniget evit ar brezhoneg. Graet am eus e c\u2019hellet kredi\u00f1 ar muia\u00f1 posubl a vruderezh evit ar yezh ha deut \u2019oan prim da veza\u00f1 un dra bennak evel ul loen-sirk&nbsp;: ur guriozite a bemp <\/em><em>kwennek. Kement hini a c\u2019hell bale er gambr a zeue da noz en-dro d\u2019am gwele, ha bec\u2019h d\u2019ar brezhoneg. Roet am eus dezho betek ober gant ar muzul frank, met lonka\u00f1 a raent un drugar. Ar c\u2019hla\u00f1vdiourezed yaouank krog dija da glask anvio\u00f9 brezhoneg d\u2019o bugale da zont, a-benn marteze dek vloaz&nbsp;! An aluzenner zo ul Leonard savet tost da di Tangi Malmanche. N\u2019en doa ket kalz istim evit hema\u00f1. Ur maread \u2019oa bet o sellout a-dreuz ouzhin, rak rebechet am boa dezha\u00f1 beza\u00f1, e\u00f1 hag e seurt, kablus eus un torfed a ouennlazh pa dilezont katekiz ha prezegenno\u00f9 e brezhoneg.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Un nebeud mizio\u00f9 goude e kinnige Charlez ar Gall un abadenn a-bezh war Roazhon Breizh. Savet e oa bet diwar \u00ab&nbsp;gKan ar skrilhed e Traon an dour&nbsp;\u00bb, ur pennad am boa embannet e-barzh <em>Al Liamm. <\/em>Ar sonio\u00f9 hag ar barzhonego\u00f9 a voe kanet ha displeget gant Am\u00e9d\u00e9e Prigent, Tinaig Perche, Chanig ar Gall ha me. D\u2019ar Sul da noz e kemere Anjela he fluenn.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Trao\u00f1 an dour. Sul da noz 7.5.67 <\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Kenvroad ha mignon ker,<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Mall am eus da gas deoc\u2019h ur ger a drugarez evit ar joa hoc\u2019h eus roet din hiziv. Unan eus devezhio\u00f9 kaera\u00f1 va buhez eo bet. Bez\u2019 a zo ac\u2019hanoc\u2019h un arzour dispar. Gant un danvez dister hoc\u2019h eus prientet ur pennad displega\u00f1 a seurt n\u2019am boa bet biskoazh ar blijadur da glevout. Bras eo bet va from. Ken ma oa va c\u2019halon war nez sonna\u00f1\u2026 Met n\u2019hellan ket kredi\u00f1 e vefen dellezek eus kement a veuleudi. Ha ma oa un tammig lorc\u2019h ennon n\u2019eo ket abalamour din va-unan, met abalamour d\u2019an holl beizantezed, va c\u2019hoarezed a boan, rak ne vez ket pouezet alies war virit maouezed ar maezio\u00f9 hag a zo ken poanius o micher ha ken kalet o buhez. Ha daoust d\u2019al lodenn vrasa\u00f1 anezho da ren ur vuhez eeun ha direbech gant kalz a galonegezh, n\u2019eo ket bemdez e vez roet un tammig enor dezhe.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Bennozh Doue warnoc\u2019h ha war ho tiegezh va mignon mat evit ar boan hoc\u2019h eus kemeret da sikour ar bobl a dud n\u2019o deus nemet dispriz evit Fa\u00f1ch Kouer da welout un tammig sklaeroc\u2019h e buhez ar beizanted.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>An Aotrou Klerg zo deut dec\u2019h da glask un tamm danvez evit <\/em>Barr-Heol. <em>Roet en deus din un nebeud kuzulio\u00f9 prizius evel boaz. N\u2019eo ket peurdesket va micher ganin c\u2019hoazh. \u2019Micha\u00f1s \u2019erruo ganin \u2019vel gant an deskard-se en doa devet e c\u2019hlaou araok \u2019oa aet da varichal. Koufonet am eus kalz a danvez evit tenna\u00f1 koulz l\u00e2ret netra vat ebet outo, d\u2019am meno.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Mar plij gant Doue astenn din c\u2019hoazh va buhez, me <em>\u2019<\/em>gred am bo ar blijadur d\u2019ho kwelout c\u2019hoazh em zi paour, un tammig paouroc\u2019h bemdez, pa on rentet ken gwan.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Esper am eus eo mat ho yec\u2019hed ho tri. Solen vihan a dle brema\u00f1 trotal evel ur ganig, ha faouti\u00f1 brezhoneg emicha\u00f1s&nbsp;! Doue d\u2019he bennigo&nbsp;!<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>An Aotrou Danno zo en Aix-en-Provence evit e yec\u2019hed. Desped a rae dezha\u00f1 n\u2019hellje ket klevout ac\u2019hanoc\u2019h o komz hiziv, emeza\u00f1. Erwan Libouban, va niz, a zalc\u2019h stenn bepred war ar brezhoneg. Kalz a skolidi aketus en deus.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Ur frealz eo evit ar re gozh gwelet yaouankizo\u00f9 Breizh o adsevel o fenn hag o \u2019n em zifreta\u00f1 evit gounid frankizo\u00f9 tamm-ha-tamm.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Paotred ar Radio Brezhoneg a zispleg brema\u00f1 hep aon menozio\u00f9 n\u2019o dije ket kredet ober meneg outo brema\u00f1 zo daou vloaz. Mont a ra an trao\u00f9 war araok, ha panevet d\u2019an dizunvaniezh \u2019vefe tizhet ar pal a-barzh nebeut amzer. Na skuizhan ket o varvailhat ganeoc\u2019h met ezhomm am eus a repoz. Va c\u2019haloneka\u00f1 gourc\u2019hemenno\u00f9 deoc\u2019h, va gwella\u00f1 so\u00f1jo\u00f9 d\u2019an Itron Piriou hag un allazig da Solen vihan. A wir galon evit Breizh atav.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Anjela<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Deut \u2019oa mignoned din da selaou an abadenn ha merzet am boa \u2019oa dour en o daoulagad&nbsp;!<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Kanaouenno\u00f9 ar vro a oa bet desket din abred gant va zud pa oamp o chom e Noumea. Kustum e oan d\u2019o c\u2019hana\u00f1 a-wecho\u00f9 da Anjela. Plijout a rae se dezhi. D\u2019ar mare ma oamp o prienti\u00f1 kenta\u00f1 abadenn Beilhadego\u00f9 Treger e miz Here 1959, Roger Laouenan ha me, am boa skrivet ivez un nebeudig pozio\u00f9 evit sacha\u00f1 tud e-barzh sal ar gouelio\u00f9 e Rospez. O c\u2019hana\u00f1 a raen war don <em>\u00ab&nbsp;Si tu vas \u00e0 Rio&nbsp;\u00bb,&nbsp;<\/em>gant Dario Moreno, a oa neuze diouzh ar c\u2019hiz.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Ma teuez da Rospez<\/em><br \/>\n<em>E vi sur da gaout levenez <\/em><br \/>\n<em>Rak eno e vo kanet<\/em><br \/>\n<em>Gant ar re a zo manet<\/em><br \/>\n<em>Brezhoneg en o c\u2019hreiz<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Un drugar hag un digoll a oa dimp youc\u2019hal se a-bouezh-penn e-barzh uhel-gomzer ar wetur hor boa feurmet evit kelaoui\u00f1 Bro-Lannuon a-bezh. Fentus \u2019veze gwelout an dud er parkeier o sevel o fenn, sebedennet gant ar pezh a glevent. Tridal ha c\u2019hoarzhin a rae Anjela bep tro ma gonten trao\u00f9 evel-se dezhi. Selaouerez aketus e oa da Radio Kimerc\u2019h ha c\u2019hoant he doa da glevout ac\u2019hanon e-barzh ar post. Setu ma skrivas din un deiz.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>N\u2019ouzon ket ha plijadur a ray deoc\u2019h, met sede am eus savet un nebeud gwerzenno\u00f9 o so\u00f1jal ennoc\u2019h. O c\u2019haset am eus en-dro d\u2019an Ao. Danno evit gwelout ha tu vefe d\u2019ober ur ganaouenn gant un ton o tereout eus ho mouezh ken kaer. Kas a ran ar brouilhon evel m\u2019am eus e gaset da Danno. N\u2019ouzon ket petra a lavaro-e\u00f1.&nbsp;<\/em>&nbsp; (9 a viz Genver 1968)<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Fa\u00f1ch Danno a reas al labour goulennet. Kaset e voe da Am\u00e9d\u00e9e Prigent. Ha setu penaos ez eas \u00ab&nbsp;Salud va bro&nbsp;\u00bb da ganaouenn-bobl gant Strollad Beilhadego\u00f9 Treger. Sonio\u00f9 all a savas avat evel \u00ab&nbsp;An alc\u2019houez aour&nbsp;\u00bb, \u00ab&nbsp;Ar barzh laouen&nbsp;\u00bb, \u00ab&nbsp;Ar c\u2019hozh paotr yaouank&nbsp;\u00bb, \u00ab&nbsp;Benoni&nbsp;\u00bb, hag all. Gras da Eliane Kabiten, Tinaig Perche, Gi Arc\u2019hant ha Soazig Noblet, darn anezho a zo bet brudet a-walc\u2019h e Bro-Dreger en o amzer. E dibenn 1969 e kase Anjela Duval d\u2019<em>Ar Bed Keltiek <\/em>(miz Kerzu) troidigezh un \u00ab&nbsp;Danevell a vro Arabia&nbsp;\u00bb a ziskouez splann gant peseurt danvez e oa gwiadet he c\u2019hultur hag he feiz.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Ur breur a welas Rabia o treuzi\u00f1 ar straed, ganti en he dorn deho\u00f9 ur skudell leun a c\u2019hlaou ruz-bev, en he dorn kleiz un orsel leun a zour.<br \/>\n<\/em><em>Ar breur a c\u2019houlennas diganti&nbsp;:<br \/>\n<\/em><em>\u00ab&nbsp;Petra a fell dit ober gant kement-se&nbsp;?&nbsp;\u00bb Rabia a respontas e felle dezhi lakaat an tan er Baradoz evit ma ne vije hini ebet biken ken&nbsp;; ha gant an dour lazha\u00f1 tan an Ifern evit ma na vije Ifern biken mui.<br \/>\n\u2014<\/em><em>&nbsp;Hag evit petra e fell dit ober se&nbsp;?<br \/>\n<\/em><em>\u2014&nbsp;Pa ne vennan ket e rafe nikun ar vad evit kaout digoll er Baradoz, na gant aon da gouezha\u00f1 en Ifern, met dre garantez evit Doue, a dalvez kement tra hag en deus ar galloud d\u2019ober an holl vad.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E-pad vaka\u00f1so\u00f9 bras 1971 eo e lakis anezhi da geja\u00f1 gant Paol Keineg en doa c\u2019hoant d\u2019he anavezout ivez. Plijet-bras e voe diouzhtu gant ar paotr. <em>Chroniques et croquis des villages verrouill\u00e9s <\/em>ha <em>Barzhonego\u00f9-trakt <\/em>a oa o paouez dont er-maez e ti P. J. Oswald. Lennet \u2019oant bet diouzhtu gant Anjela a roas he so\u00f1j din war an tomm&nbsp;: \u00ab&nbsp;Barzhonego\u00f9 Paol Keineg zo dispar e brezhoneg. Kalz plijusoc\u2019h eget ar re e galleg. Forzh penaos, me zo evel ar saout. Pa gavan foenn, ne&nbsp;debran ket a blouz.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ansav a reas, koulskoude, he doa bet dudi gant <em>\u00ab&nbsp;Le po\u00e8me du pays qui a faim&nbsp;\u00bb.<\/em> Ha hi neuze da gas deomp e dibenn miz Eost he barzhoneg \u00ab&nbsp;Kounnar ruz&nbsp;\u00bb e koun eus hon devezh e Trao\u00f1-an-Dour. Plijet e voe, ur pennad amzer goude, o resev <em>D\u00e9fense de cracher par terre et de parler breton <\/em>e-lec\u2019h ma oa tri barzhoneg war hec\u2019h anv bet troet e galleg ganin. Un tammig muioc\u2019h a vrud a zeuas dezhi diwar se. Abadenn skinwel Andr\u00e9 Voisin ne reas \u2019met skei\u00f1 eoul war an tan. Hag an trao\u00f9 war washaat pa zeuas <em>Kan an douar <\/em>ha levr Roger Laouenan e-maez. Adalek neuze eo e krogas da resev ur bern lizhero\u00f9 met ivez, siwazh, kalz re a dud a felle dezhe ober anaoudegezh ganti.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Tud a-leizh bemdez evel \u2019n ur sirk, me hag am eus ezhomm sioulded, ken kla\u00f1v ha ma \u2019z on. Dec\u2019h am boa skopet gwad adarre. Poan am eus o chom war va zreid ken. Hag an afer all-se o tourmanti\u00f1 va spered noz-deiz&nbsp;: an hent-karr-se stoufet, 14 miz zo n\u2019hellan ket darempredi\u00f1 al lodenn-se eus va douar, ha distouf ul lodenn all n\u2019hellan ket lakaat al loened da beuri\u00f1.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Brema\u00f1, bep tro pe dost, e klemme abalamour d\u2019an amzer a veze laeret diganti, ken na gredis ket ken tostaat eus Trao\u00f1-an-Dour. Hag-e\u00f1 n\u2019am boa ket ivez degaset betek ar feunteun pirc\u2019hirinerien a vije bet gwelloc\u2019h dezho chom er g\u00ear ? A-benn un nebeud mizio\u00f9 e resevis ul lizher.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Daoust ha bez\u2019 am bo ar c\u2019hras d\u2019ho kwelout c\u2019hoazh ? Lazhet on bet \u2019velkent gant ar bloavezh-ma\u00f1, an dud o tont diehan&nbsp;: ur prosesion (hep na kroaz na banniel).<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">C\u2019hoant he doa, koulskoude, da skoazella\u00f1 kement hini a glaske deski\u00f1 ar yezh.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Daou pe dri deskard a oa deut dija da dremen un toullad sizhunio\u00f9 e Trao\u00f1-an-Dour. Sklaer e oa ar marc\u2019had etreze. Labourat a raent a-hed an devezh e-barzh ar menaj ha gopret diwar se gant boued, bod ha brezhoneg c\u2019hwek. Alese e tiwanas ar so\u00f1j da ginnig ivez un tamm harp a-berzh keneiled din. Anvet e oant Laouig Kervoas, Paol Keineg ha Jil Servat. Jili, e-giz ma lavare Anjela. E dero\u00f9 miz Gouere 1973 e oamp, hag e-pad ur sizhunvezh bennak hon eus poaniet evit ska\u00f1vaat ar bec\u2019h war choug hor mignonez. Ne oamp ket holl dornet dispar met ober a raemp eus hor gwella\u00f1 hag imor vat a-leizh a oa. Un deiz ma oamp o karga\u00f1 teil e-barzh un tumporell ha ma kouezhe forzh plouz flaerius warnomp, e c\u2019houlennas paotr-e-Erminig-Wenn a-daol-tra\u00f1ch&nbsp;: \u00ab&nbsp;Ha gwelet hoc\u2019h eus pegen cheuc\u2019h eo ma chupenn pailhou- rennek ? Bravoc\u2019h eget hini Johnny Halliday, ne gav ket deoc\u2019h&nbsp;?&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ha c\u2019hoarzhadeg da heul&nbsp;! Ne oa netra plijusoc\u2019h eget klevout c\u2019hoarzh Anjela o tirolla\u00f1, ha gwelout luc\u2019hedenn ar fent en he daoulagad. En deiz-se ivez e teuas kazetennerien hek ar gelaouenn <em>Mille routes <\/em>da c\u2019henaouegi\u00f1 dirakomp war digarez skriva\u00f1 ur pennad. Am eus aon, omp bet diseven awalc\u2019h en o c\u2019he\u00f1ver. Diouzh an noz, da vare koan, hon eus savet ur son a-gevret. Anvet e oa \u00ab&nbsp;Son ar bern teil&nbsp;\u00bb. En-dro d\u2019an daol, pep hini a ranke kinnig ur poz. Kanet hon eus evel-se betek an eur da vont da gousket. Eizh koublad a oa en holl ma \u2019m eus so\u00f1j. Ankounac\u2019haet am eus anezho pell zo. Ha mat eo evel-se. Ne gredan ket e vefe ur c\u2019holl bras. Nag a blijadur hon eus bet en deiz-se koulskoude, Anjela, Paol, Jili, Laouig ha me&nbsp;!<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ingal awalc\u2019h am eus kendalc\u2019het da vont d\u2019he gwelout goude. Solen hag Iwan, va bugale, a blije kalz dezho mont da c\u2019hoari du-hont. Klevout bugale o vrezhonega\u00f1 a oa un dudi dezhi. Lakaet \u2019veze neuze Fousou, Ogam, Felbe pe Fionn, he chas muia\u00f1-karet, d\u2019ober troio\u00f9 sirk dirak daoulagad dispourbellet ar re vihan. \u00ab Deus da ober sotelamouton evit Solen \u2019ta, Fousou. \u2014 Ale, Fionn, gra jentil bihan brav da Iwan.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Gwecho\u00f9 all en em lakae da hopal gant he mouezh skiltr : \u00ab Al louarn&nbsp;! Al louarn&nbsp;! Al louarn&nbsp;!&nbsp;\u00bb Hag ar chas neuze o kas en ur hakial war-lerc\u2019h Alanig, betek ar bern keuneud \u2019barzh al leur.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Daou pe dri deiz goude, pa groge sorc\u2019henn skriva\u00f1 enni, e tisamme he so\u00f1jo\u00f9 :<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Ama\u00f1 eo bepred evel ur foar. Ya, gwell \u2019veze bet din bout tapet seizh vloaz galeo\u00f9 eget kaout ar rest va buhez ampoezonet gant ar stal dud a dremen hag a dorr din va fenn. Ken ma vez va empenn paour muioc\u2019h ha\u00f1val eus ur gaoteriad yod eget eus ur benveg da c\u2019hori\u00f1 so\u00f1jo\u00f9\u2026<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Ma, gwech ha gwech all e teu din kaout dudi evelkent gant tud pouezus. Setu deut bremaik Youenn Gwernig ha Suzig. Ar wech kenta\u00f1 \u2019oa din d\u2019o gwelout. Kanet o deus a-gevret ur gavotenn ha Tap da sac\u2019h. Ha n\u2019eo ket youc\u2019h na c\u2019hwe\u00f1vadenno\u00f9 kazh gweget Silvi Vartan \u2019oa gante, na kennebeut all bla-bla-bla kandidated an Elys\u00e9e.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>An Dr. L. M. \u2019oa bet dilun. Dleout a rae distrei\u00f1 d\u2019ar Yaou. Met siwazh&nbsp;! diriaou, goude kreisteiz eo deut an Tele Belgiat. Pevar den <\/em>\u00ab&nbsp;sympa&nbsp;\u00bb<em> ar pezh zo posubl. Roger Laouenan \u2019oa gante hag Anne Korfeg \u2019oa deut ivez d\u2019ober <\/em>\u00ab&nbsp;supporter&nbsp;\u00bb<em>.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Sa\u00f1set \u2019oant da vont da di Y. Gwernig d\u2019ar Sul araok. Met re verr \u2019oa \u2019n em gavet o amzer\u2026 Ha setu Breizh o c\u2019houza\u00f1v atav introspektourien !!! Evel ma vije bet Breizh ur Vro-nevez-dizoloet-e-Park-ar-Stered ha barrleun a de\u00f1zorio\u00f9 kozh ha nevez ha pep hini o sacha\u00f1 ganta\u00f1 e damm. Ch\u00ea, ya. Nag e vez duet paper brema\u00f1 diwar-goust Breizh hag he sevenadur\u2026<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">War-dro 1979 eo, a gredan, e klaskas Yann Paranthoen mont e darempred ganti. D\u2019ar c\u2019houlz-se e felle dezha\u00f1 enrolla\u00f1 mouezhio\u00f9 brezhonegerien. Ha ni laouen d\u2019e harpa\u00f1, evel-just, Laouig Kervoas ha me. Gouzout a raen ivez e vefe plijet Anjela o keja\u00f1 gant an den a oa brudet dija evit beza\u00f1 savet ar skingomz da renk an arzo\u00f9 kaer. Ar pal a oa lakaat Anjela da gomz ar muia\u00f1 posubl dirak ar mikro. Diwar adselaou an enrolladenn-se, ugent vloaz war-lerc\u2019h, e verzan e vez kemeret kalz re a lec\u2019h gant ar saver goulenno\u00f9. Gwir eo ivez e oa techet hon Duvalenn d\u2019ober responto\u00f9 re verr. Pezh a oa un dizesper evit an dastu- merien kaozio\u00f9 ma oamp. Ne servij ket&nbsp;! Labourat evit ar skingomz a zo ur gwir vicher a ranker deski\u00f1 evel ar micherio\u00f9 all. A-wecho\u00f9, koulskoude, gras da baotr an Enez Veur ha d\u2019e vinvio\u00f9 burzhudus, ec\u2019h adkavomp Anjela en he splannder gant ar from, ar fent, al lusk, an nerzh hag ar saour a ouie lakaat en he lavar.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Siwazh&nbsp;! Mont a rae he yec\u2019hed war fallaat. E penn-kenta\u00f1 1981 e resevis he lizher diwezha\u00f1.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>E Trao\u00f1-an-Dour eo trec\u2019h ar goa\u00f1v. N\u2019on ket gouest da domma\u00f1 va izili pa n\u2019on mui evit labourat. Ha danvez tan sec\u2019h n\u2019am eus ket. Muioc\u2019h a voged evit a dan. Pa welan koulskoude ar stal goad zo war douar Trao\u00f1-an-Dour&nbsp;! Siwazh&nbsp;! Na deuont ket d\u2019ar g\u00ear o-unan\u2026 Ha peogwir n\u2019eus mui ur c\u2019hristen a grogfe \u2019n ur vouc\u2019hal&nbsp;! Pebezh bed&nbsp;! Ur bed paper&nbsp;! Ur bed-tele-radio-journalio\u00f9&nbsp;! Piv a lavare&nbsp;: <\/em>un roturier breton vaut deux nobles fran\u00e7ais&nbsp;?\u2026<em> Me a lavar, ur peizant a c\u2019hiz kozh a dalveze ur vagoniad intellektualed\u2026 Siwazh&nbsp;! Dambrest na chomo mui ur gwir beizant e Breizh&nbsp;! Met petra \u2019dalv huanadi\u00f1&nbsp;! Kenavo, mignoned ker, ar blijadur d\u2019ho kwelout c\u2019hoazh er bed-ma\u00f1, mar plij gant Doue&nbsp;!<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 60px;\"><em>A galon evit an Adsav. <\/em><br \/>\n<em>Anjela<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Aet omp, Solen, Iwan ha me betek Trao\u00f1-an-Dour d\u2019an 8 a viz Du, a gav din. Aet omp evit ar weladenn ziwezha\u00f1. Yen-skorn e oa. Digor e oa an nor, met ne oa den e-kichen ar c\u2019horf. En he gourvez \u2019oa war he gwele, juntret he daouarn war he chapeled. Dirak an ti, e-barzh ar porzh, e oa Fousou, Fionn, Bran-du, hag all, o tougen ka\u00f1v. Pleget e oa o fenn gante ha trist e oant, ken e oa ur mantr hag ur glac\u2019har sellout outo. Didrouz e oant ivez. Yudadenn ebet nemet an hini a glevemp c\u2019hoazh en hor memor. Ar yudadenn skrijus a oa gante holl, a-unvouezh, pa c\u2019houlenne o mestrez digante&nbsp;: \u00ab&nbsp;Piv a vo male\u00fcrus pa vo marv Ma\u00f1ma\u00f1&nbsp;?&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Pet gwech hor boa bet c\u2019hoarzhet leizh hor c\u2019horzailhenn gant se, gwechall&nbsp;! Met, n\u2019eo ket c\u2019hoarzhin am eus graet, avat, daou viz warlerc\u2019h, pa \u2019m eus lennet er gazetenn e oa bet laosket holl chas Anjela e-barzh tangwall ur vereuri amezeien, e-lec\u2019h o doa kavet repu.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Tud zo a grog da vervel abred, pell, pell araok o c\u2019houlz. Lavaret e vefe ema\u00f1 nerzhio\u00f9 an Anko\u00f9 o labourat enne kerkent ha ganet. Ne oa ket Anjela eus ar rumm-se.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Homa\u00f1 he doa kavet an tu da chom bev, yaouank ha birvidik betek penn. Amzer awalc\u2019h dezhi, daoust da bep tra, da vounta\u00f1 gwrizio\u00f9, don, e kalon ar re a gare. Amzer awalc\u2019h, ivez, da lakaat he douar da gana\u00f1.<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Boaz e oamp da vont d\u2019ar vilin-se bep ha\u00f1v pa veze brav an amzer. Degemeret mat e vezemp ha laosket da vont [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":2,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-5561","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Pa gavan foenn ne debran ket a blouz \u2013 Yann-B\u00ear Piriou - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"description\" content=\"Mignoned e oa Anjela Duval ha Yann-B\u00ear Piriou. Ranna\u00f1 a ra er pennad-ma\u00f1 un nebeud e\u00f1vorenno\u00f9 deus an amzer tremenet asambles ganti\u2026\" \/>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pa-gavan-foenn-ne-debran-ket-a-blouz-yann-ber-piriou\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Pa gavan foenn ne debran ket a blouz \u2013 Yann-B\u00ear Piriou - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Mignoned e oa Anjela Duval ha Yann-B\u00ear Piriou. Ranna\u00f1 a ra er pennad-ma\u00f1 un nebeud e\u00f1vorenno\u00f9 deus an amzer tremenet asambles ganti\u2026\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pa-gavan-foenn-ne-debran-ket-a-blouz-yann-ber-piriou\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:23:52+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"19 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/pa-gavan-foenn-ne-debran-ket-a-blouz-yann-ber-piriou\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/pa-gavan-foenn-ne-debran-ket-a-blouz-yann-ber-piriou\\\/\",\"name\":\"Pa gavan foenn ne debran ket a blouz \u2013 Yann-B\u00ear Piriou - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2018-11-10T21:55:38+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:23:52+00:00\",\"description\":\"Mignoned e oa Anjela Duval ha Yann-B\u00ear Piriou. Ranna\u00f1 a ra er pennad-ma\u00f1 un nebeud e\u00f1vorenno\u00f9 deus an amzer tremenet asambles ganti\u2026\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/pa-gavan-foenn-ne-debran-ket-a-blouz-yann-ber-piriou\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/pa-gavan-foenn-ne-debran-ket-a-blouz-yann-ber-piriou\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/pa-gavan-foenn-ne-debran-ket-a-blouz-yann-ber-piriou\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Pa gavan foenn ne debran ket a blouz \u2013 Yann-B\u00ear Piriou\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Pa gavan foenn ne debran ket a blouz \u2013 Yann-B\u00ear Piriou - Anjela Duval","description":"Mignoned e oa Anjela Duval ha Yann-B\u00ear Piriou. Ranna\u00f1 a ra er pennad-ma\u00f1 un nebeud e\u00f1vorenno\u00f9 deus an amzer tremenet asambles ganti\u2026","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pa-gavan-foenn-ne-debran-ket-a-blouz-yann-ber-piriou\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Pa gavan foenn ne debran ket a blouz \u2013 Yann-B\u00ear Piriou - Anjela Duval","og_description":"Mignoned e oa Anjela Duval ha Yann-B\u00ear Piriou. Ranna\u00f1 a ra er pennad-ma\u00f1 un nebeud e\u00f1vorenno\u00f9 deus an amzer tremenet asambles ganti\u2026","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pa-gavan-foenn-ne-debran-ket-a-blouz-yann-ber-piriou\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:23:52+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"19 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pa-gavan-foenn-ne-debran-ket-a-blouz-yann-ber-piriou\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pa-gavan-foenn-ne-debran-ket-a-blouz-yann-ber-piriou\/","name":"Pa gavan foenn ne debran ket a blouz \u2013 Yann-B\u00ear Piriou - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2018-11-10T21:55:38+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:23:52+00:00","description":"Mignoned e oa Anjela Duval ha Yann-B\u00ear Piriou. Ranna\u00f1 a ra er pennad-ma\u00f1 un nebeud e\u00f1vorenno\u00f9 deus an amzer tremenet asambles ganti\u2026","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pa-gavan-foenn-ne-debran-ket-a-blouz-yann-ber-piriou\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pa-gavan-foenn-ne-debran-ket-a-blouz-yann-ber-piriou\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/pa-gavan-foenn-ne-debran-ket-a-blouz-yann-ber-piriou\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Pa gavan foenn ne debran ket a blouz \u2013 Yann-B\u00ear Piriou"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/5561","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/2"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=5561"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/5561\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=5561"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}