{"id":5544,"date":"2018-11-08T17:57:58","date_gmt":"2018-11-08T16:57:58","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=5544"},"modified":"2025-08-13T15:22:47","modified_gmt":"2025-08-13T13:22:47","slug":"feunteun-gozh-traon-an-dour-fanch-morvannou","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feunteun-gozh-traon-an-dour-fanch-morvannou\/","title":{"rendered":"Feunteun gozh Trao\u00f1-an-Dour \u2013 Fa\u00f1ch Morvanno\u00f9"},"content":{"rendered":"<p style=\"text-align: justify;\">E 1972 e reas ar Fra\u00f1s a-bezh anaoudegezh gant Anjela Duval en un abadenn tele e galleg a oa heh anw \u00ab Les Conteurs \u00bb, kasset en-dro gant Andr\u00e9 Voisin. Dre ar galleg ha dre ar Fra\u00f1s eo e teuas evelse Anjela da veza\u00f1 anavezet en he bro Vreizh (araog ne oa gwraet nemed gant un dornadig tud). Evelse e ouias iwe ar Vretoned e oa e Bro-Dreger ur beisantes kroget da vont war an oad hag a skrive e brezhoneg\u2026 Da vare abadenn 1972, he doa c\u2019hoazh Anjela naw bloaz da chom war an douar, naw bloawezh torr-penn ewiti, rag, warlerc\u2019h abadenn A. Voisin, ne baouesas ket an dud da skriva\u00f1 dezi ha d\u2019ober gweladenno\u00f9 dezi en he menaj Trao\u00f1-an-Dour, parres ar C\u2019houerc\u2019had.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Koulz eo lavared diouzhtu n\u2019he doa Anjela netra da weled gant ur <em>\u00ab vedette \u00bb<\/em> (diaes meurbed ama\u00f1 chom heb ober gant ar ger galleg-se, a vez komprenet diouzhtu, kalz buannoc\u2019h eged ar ger brezhoneg \u00ab esparadenn \u00bb, o talvezoud kement ha <em>\u00ab&nbsp;vedette&nbsp;\u00bb<\/em> er geriadurio\u00f9). Ahanta, ne vern ket kalz ar ger implijet, ar pezh a gont eo roi\u00f1 da intent e oa Anjela ar c\u2019hontrol bew deus ar re a sav brud en-dro d\u2019o anw, diwar-goust ma ouiont skriva\u00f1, kana\u00f1, c\u2019hoari pezh\u2026, hag a zeu, lod anezo da vihanna\u00f1, d\u2019ober o fabor ha da furlukinad war zigarez an tamm brud-se. Bez\u2019 e oa Anjela ur gwir Vreizhades a-ziwar ar maes, ee\u00fcn ha didro, ha chomet e oa beteg he marw ar pezh a oa bet a-viskoazh. En desped d\u2019ar galon aour ha tener a oa en he c\u2019hreis, e oa Anjela, evel meur a vaoues o terc\u2019hel douar pe bet o terc\u2019hel douar, rust un tamm ma karer, ha rust ne oa ket koulskoude\u2026 Lakomp ne ouie netra deus sevended flour ar c\u2019h\u00eario\u00f9, ewiti da gaoud, puilh, delikatiri kisidig tud ar maesio\u00f9, a oar, dindan un diavaes dilorc\u2019h, digori\u00f1 o diwvrec\u2019h hag o c\u2019halon gant ar vrassa\u00f1 teneredigezh. Gouzoud a rae Anjela chom sioul ha tewel pa vese red&nbsp;; gouzoud a ouie iwe diskl\u00earia\u00f1 he santimant fraezh ha spis, beteg beza\u00f1 t\u00e0er ha tost d\u2019ar fulor\u2026<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\"><em>\u00ab&nbsp;Souriez, Mesdemoiselles, souriez de mani\u00e8re \u00e0 ce que vos rides soient bien plac\u00e9es quand vous serez vieilles&nbsp;\u00bb&nbsp;:<\/em> kement-se a lavare, a-herwez, an Itron de Maintenon d\u2019ar merc\u2019hed yaouank, divado\u00f9 med a lignez uhel, fiziet enni e Saint-Cyr. Ne oa ket bet prederiet biskoazh Anjela Duval gant he roufenno\u00f9, na nec\u2019het o klask gouzoud penaos nag e pelec\u2019h e savjent war he bisaj pa\u2019z afe-hi war goshaad. Red eo beza\u00f1 bet gwelet Anjela o selled ouzhoc\u2019h, lunedo\u00f9 ganti war he fri, he sell lemm o vont dreist ar re-ma\u00f1, he gweus isella\u00f1 laosk un tamm o tiskouez he dent, he blew flaket war ar penn gant ur regenn er c\u2019hreis, ha neuse, ar roufenno\u00f9 benniget, roufenno\u00f9 Anjela Duval na oant ket bet stummet e skol Saint-Cyr&nbsp;: pebezh taolenn&nbsp;! Piw lavaro kened iskis Anjela Duval&nbsp;? Anjela ur goantenn&nbsp;? Ya, med kenedus diwar ur c\u2019h\u00e0erder-diabarzh hag a skl\u00earijenne roufenno\u00f9 stank ar vaoues- se, a-boan gwregel, gant he doareo\u00f9 troc\u2019heres-buzhug, bet boaset da labou- rad dindan ar seizh amzer, da gass ar c\u2019heseg ha d\u2019ober war o zro, heb tamm distag ebed diouzh ar c\u2019haleta\u00f1 labou- rio\u00f9, labourio\u00f9 paotred pa vo lavaret mad. En tu all d\u2019un diavaes na seblante ket da lod beza\u00f1 dudius, e vese kavet ur plac\u2019h fin ha delikat, gwregel meurbed, tener ha t\u00e0er tro-ha-tro, ha divinet pere \u2019vese lammo\u00f9 he c\u2019halon, lammo\u00f9 diwe- lus a-dra-sur, med aes o santoud pa vese selaouet Anjela o komz, ha pa vez lennet hiziw c\u2019hoazh ar skrido\u00f9 chomet war he lerc\u2019h.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\"><em>\u00ab&nbsp;Je suis une vieille fontaine&nbsp;\u00bb,<\/em> he doa lavaret Anjela e-kerzh abadenn Andr\u00e9 Voisin. Diveret ez eus eus ar feunteun-se dour e-leizh, ewid torri\u00f1 sec\u2019hed meur a heni ; ya, o gwalc\u2019h o deus bet forzhig tud eus an dour-se, un dour glan ha yac\u2019hus. Pessort dour&nbsp;? Dour fresk ar garantez-vro hag ar garantez-yezh. N\u2019eo ket divera\u00f1 sioulig a rae an dour-se, med strinka\u00f1 herr ha nerzhus kentoc\u2019h, rag ur stourmeres e oa Anjela, mall ganti roi\u00f1 he ravoltadenn da intent, dreistoll en ur mare ma oa kement a Vreizhis a-du ewid lesel ar brezhoneg da verwel didrous ha da veza\u00f1 sebeliet e peuc\u2019h. Karantez ar yezh hag ar vro, setu ase ar pezh eo bet ger-stur ha pal nemeta\u00f1 Anjela Duval. Ha m\u2019he deus lavaret peisantes Trao\u00f1-an- Dour e oa ur feunteun gozh, kenkoulz all, pe welloc\u2019h, he dije gallet lavared e oa un tan-flamm o redeg a-dreus al lanneg, ha dare da loski\u00f1 peb tra\u2026<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ne oa ket nec\u2019het peisantes Trao\u00f1-an-Dour gant ar preder politikel, na bet stummet kennebeud d\u2019ober dielfennadurio\u00f9 war an tu-se. Bez \u2019e oa Anjela broadeloures, tra k\u00e9n, ha moarvad ne wele da\u00f1jer ebed er vroadelouriezh. Ma talvez ar ger-ma\u00f1, ewid lod tud zo, kement hag en em zastum war o douar, diwallet gant o yezh, kelc\u2019hiet ahendall, war o meno, gant enebourien n\u2019eus nemed kassoni da vaga\u00f1 outo, piw ne wel ket pegen noasus eo ur seurt ideologiezh&nbsp;? Biskoazh n\u2019he deus klasket Anjela Duval mont don e-barzh ur preder diwar-benn ar gudenn-se, hag homa\u00f1 diasez koulskoude. Ama\u00f1 ema moarvad perzh gwan peisantes Trao\u00f1-an-Dour&nbsp;; ur gwander dre vank, ha n\u2019eo ket dre zibab, a-dra-sur. Biskoazh n\u2019he deus bet so\u00f1jet Anjela diveska\u00f1 FLB hag UDB&nbsp;: kement a vese gwraet ewid Breizh hag ewid ar brezhoneg a oa mad, war he meno&nbsp;; ne zeue ket poan-spered dezi diwar gwallnerzh paotred (ha merc\u2019hed&nbsp;?) an FLB. N\u2019eo ket red da vignoned Anjela samma\u00f1 perzhio\u00f9 gwan o c\u2019hariades, hag e c\u2019hallont koulskoude derc\u2019hel da gaoud un istim vras ewid ar pezh a zo bet k\u00e0er en he buhez.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Lod a vez bet test, goude ma ne chom skrid ebed war o lerc\u2019h. He\u00f1vel awalc\u2019h eo un test, ewita\u00f1 da veza\u00f1 den memestra, ouzh ur maen-harz e-barzh ur park, ur c\u2019hoad pe war vord an hent&nbsp;: diskouez a ra war bessort tu mont. Bet eo bet Anjela un test o kennig d\u2019ar Vretoned, mecha\u00f1s, dihuni\u00f1 pelloc\u2019h, ha lakaad o freder n\u2019eo ket hebk\u00e9n gant an ekonomiezh, med iwe, ha da genta\u00f1, gant ar pezh na denn ket d\u2019an danvez, med d\u2019ar galon&nbsp;: karantez ar yezh, karantez ar vro. N\u2019eo ket bet Anjela ur varzhes vras&nbsp;: bez\u2019 ez eo he barzhonego\u00f9 kriadenno\u00f9 ur galon c\u2019hloaset kentoc\u2019h eged oberenno\u00f9 lennegel peurlipet. Rag n\u2019int ket peurlipet : skriva\u00f1 a ra Anjela he gwerzenno\u00f9 evel ur skoliades fur, sentus ha reizh, med ne zeu ket beb tro an awen war he zro. Fromet e vezer ganto memestra, abalamour ma\u2019z int gwirion&nbsp;; nebeud awenet, med gwirion. A-wecho\u00f9 memestra e vezer douget d\u2019ar barados, hag en em laker da bedi\u00f1 assambles gant peisantes Trao\u00f1-an-Dour, da skwer pa skriv :<\/p>\n<p><em>Grit, o va Doue,<\/em><br \/>\n<em>Ma welin va Bro o splanna\u00f1 <\/em><br \/>\n<em>Dishual ha digabestr<\/em><br \/>\n<em>Ha dieubet diouzh ar Vezh.<\/em><\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>E 1972 e reas ar Fra\u00f1s a-bezh anaoudegezh gant Anjela Duval en un abadenn tele e galleg a oa heh anw \u00ab [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":2,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-5544","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Feunteun gozh Trao\u00f1-an-Dour \u2013 Fa\u00f1ch Morvanno\u00f9 - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feunteun-gozh-traon-an-dour-fanch-morvannou\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Feunteun gozh Trao\u00f1-an-Dour \u2013 Fa\u00f1ch Morvanno\u00f9 - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"E 1972 e reas ar Fra\u00f1s a-bezh anaoudegezh gant Anjela Duval en un abadenn tele e galleg a oa heh anw \u00ab [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feunteun-gozh-traon-an-dour-fanch-morvannou\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:22:47+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"6 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/feunteun-gozh-traon-an-dour-fanch-morvannou\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/feunteun-gozh-traon-an-dour-fanch-morvannou\\\/\",\"name\":\"Feunteun gozh Trao\u00f1-an-Dour \u2013 Fa\u00f1ch Morvanno\u00f9 - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2018-11-08T16:57:58+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:22:47+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/feunteun-gozh-traon-an-dour-fanch-morvannou\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/feunteun-gozh-traon-an-dour-fanch-morvannou\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/feunteun-gozh-traon-an-dour-fanch-morvannou\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Feunteun gozh Trao\u00f1-an-Dour \u2013 Fa\u00f1ch Morvanno\u00f9\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Feunteun gozh Trao\u00f1-an-Dour \u2013 Fa\u00f1ch Morvanno\u00f9 - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feunteun-gozh-traon-an-dour-fanch-morvannou\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Feunteun gozh Trao\u00f1-an-Dour \u2013 Fa\u00f1ch Morvanno\u00f9 - Anjela Duval","og_description":"E 1972 e reas ar Fra\u00f1s a-bezh anaoudegezh gant Anjela Duval en un abadenn tele e galleg a oa heh anw \u00ab [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feunteun-gozh-traon-an-dour-fanch-morvannou\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:22:47+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"6 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feunteun-gozh-traon-an-dour-fanch-morvannou\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feunteun-gozh-traon-an-dour-fanch-morvannou\/","name":"Feunteun gozh Trao\u00f1-an-Dour \u2013 Fa\u00f1ch Morvanno\u00f9 - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2018-11-08T16:57:58+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:22:47+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feunteun-gozh-traon-an-dour-fanch-morvannou\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feunteun-gozh-traon-an-dour-fanch-morvannou\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feunteun-gozh-traon-an-dour-fanch-morvannou\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Feunteun gozh Trao\u00f1-an-Dour \u2013 Fa\u00f1ch Morvanno\u00f9"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/5544","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/2"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=5544"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/5544\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=5544"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}