{"id":5527,"date":"2018-11-08T00:27:08","date_gmt":"2018-11-07T23:27:08","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=5527"},"modified":"2025-08-13T15:23:25","modified_gmt":"2025-08-13T13:23:25","slug":"kredenn-genvevan-vreizhek-anjela-duval-jakeza-le-lay","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kredenn-genvevan-vreizhek-anjela-duval-jakeza-le-lay\/","title":{"rendered":"Kredenn-genveva\u00f1 vreizhek Anjela Duval \u2013 Jakeza Le Lay"},"content":{"rendered":"<p style=\"text-align: right;\"><em>Ar Vretoned a zo tud a galon.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: right;\">Maodez Glanndour<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">&nbsp;<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Pa lennan oberenn Anjela Duval en em lavaran ma-unan&nbsp;: se an hini eo al lennegezh vrezhonek. Un tammig souezhus e c\u2019hell beza\u00f1 an evezhiadenn-ma\u00f1 met, da\u2019m so\u00f1j, eo barzhoniezh Anjela Duval ur skouer vat eus al lennegezh vrezhonek a-vrema\u00f1.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ne glaskin ket er pennad-ma\u00f1 termeni\u00f1 al lennegezh vrezhonek, re risklus e vefe sevel ur c\u2019helennadur war ar poent-se hep menegi\u00f1 oberenno\u00f9 all. O studia\u00f1 barzhoniezh Anjela e vez santet aes, koulskoude, he feiz er gumuniezh vreizhek hag a zo don. Setu aze marteze mel he barzhoniezh hag an hini eo a respont d\u2019ar brezegenn skolveuriek a-vrema\u00f1&nbsp;: petra eo ul lennegezh vroadel ? Ur goulenn poellek eo evel-just&nbsp;: daoust hag-e\u00f1 eo trawalc\u2019h skriva\u00f1 e brezhoneg evit kenderc\u2019hi\u00f1 ul lennegezh vreizhek ? Pe daoust hag-e\u00f1 eo breizhek ul lennegezh savet e galleg pe en ur yezh all ? Un dael gozh eo, met digor atav ha digoroc\u2019h c\u2019hoazh hiziv eget na oa dec\u2019h en abeg d\u2019un ideologiezh nevez e-ke\u00f1ver lenne- gezh&nbsp;&nbsp; ar&nbsp;&nbsp; broio\u00f9&nbsp;&nbsp; bihana\u00f1,&nbsp;&nbsp; hini ar <em>\u00ab&nbsp;m\u00e9tissage textuel&nbsp;\u00bb<\/em>\u2026<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Barzhoniezh Anjela Duval a ginnig deomp prederia\u00f1 un tammig diwar-benn ster al lennegezh ha, resisoc\u2019h, diwar-benn ster ul lennegezh vroadel.<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>N\u2019eo ket a-walc\u2019h rei\u00f1<br \/>\n<\/em><em>Ret eo en em rei\u00f1.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Evel-se e komze Anjela Duval. Ar frazenn-se a oa en unan eus he c\u2019harto\u00f1sado\u00f9 paperio\u00f9, gant ur roll krenn-lavario\u00f9 nevez-ijinet ganti, ha diwar ar ger-stur-ma\u00f1 eo bet savet he buhez evel e c\u2019hellimp gwelout a-dreuz hec\u2019h oberenn lennegel.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Dre ma tiazeze he flanedenn war an hevelep doare-so\u00f1jal e c\u2019heller lakaat da wir e klaske Anjela beva\u00f1 e donder an trao\u00f9&nbsp;; ar pal ganti&nbsp;: servijout ar bed a oa en he zro, hec\u2019h amezeien, he c\u2019herent hag he bro.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Douget d\u2019al lennegezh, eo deut da Anjela ar c\u2019hoant skriva\u00f1. Ne oa ket un dra anat er mare-se pa oa ar galleg oc\u2019h erlec\u2019hia\u00f1 ar brezhoneg : e peseurt yezh neuze e c\u2019hallfe beza\u00f1 skrivet he barzhoniezh&nbsp;? Savet e brezhoneg, o veva\u00f1 dre ar brezhoneg ne vefe ket bet poellek dezhi skriva\u00f1 en ur yezh all. Koulskoude e oa ret da Anjela en em lakaat da studia\u00f1 yezh he zud, na ouie ket skriva\u00f1, daoust dezhi beza\u00f1 hini he c\u2019halon. Labour ouzhpenn dezhi \u00ab&nbsp;goude trevell ken danvezel&nbsp;\u00bb<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/eur-marzhus\/?lang=bz\" target=\"_blank\" rel=\"noopener\">*<\/a>. Un dibab he doa graet ar varzhez, ha ne oa ket an hini aesa\u00f1 met an hini a glote ar muia\u00f1 gant he zemz-spered, he brogarantez hag a zo ken splann en hec\u2019h oberenn :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>(\u2026) War va dremm kozh skarnilet <\/em><br \/>\n<em>\u2019Lenner poanio\u00f9 va Bro<\/em><br \/>\n<em>Va Breizh-din trevadennet <\/em><br \/>\n<em>O stourm ouzh ar maro. (\u2026) <\/em><br \/>\n<em>Hogen va Breizh a garan <\/em><br \/>\n<em>Outi em eus Truez<\/em><br \/>\n<em>Pa n\u2019hellan he redima\u00f1 <\/em><br \/>\n<em>Gant va foan, va Buhez (\u2026)<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/dirak-va-skeudenn\/?lang=bz\" target=\"_blank\" rel=\"noopener\">*<\/a><\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ur wech kroget ganti da skriva\u00f1 e brezhoneg, e oa la\u00f1set Anjela Duval war hent ar stourm&nbsp;: stourm evit savetei\u00f1 he yezh hag he bro. Klask a raio atav komz evit he c\u2019henvroidi, displega\u00f1 o zrivliadenno\u00f9 a c\u2019hoanag pe a zigoanag, o levenez hag o glac\u2019har, da l\u00e2ret eo o buhez Breton hag a c\u2019hell beza\u00f1 start da veva\u00f1 keit ha ma vez kudenno\u00f9 politikel er vro. A-drugarez da varzhonego\u00f9 zo evel <a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/ar-vistri\/?lang=bz\" target=\"_blank\" rel=\"noopener\">\u00ab&nbsp;Ar Vistri&nbsp;\u00bb<\/a>, pe <a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/a-galon-hag-a-spered-derchent-ar-prosez\/?lang=bz\" target=\"_blank\" rel=\"noopener\">\u00ab A Galon hag a Spered \u2013 Derc\u2019hent ar prosez&nbsp;\u00bb<\/a>, pe c\u2019hoazh <a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/gwin-ruz\/?lang=bz\" target=\"_blank\" rel=\"noopener\">\u00ab Gwin ruz \u00bb<\/a>, e vez santet fromo\u00f9 Anjela e-ke\u00f1ver he bro hag he fobl, hag evel-se e teu oberenn Anjela da veza\u00f1 ur seurt testeni eus hec\u2019h amzer. Ha diskuliet aes eo an dianav dre ar from :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>Lonk. Lonk \u2019ta ! Lonk hardizh <\/em><br \/>\n<em>Lonk betek dislonka\u00f1<\/em><br \/>\n<em>Ar marc\u2019hadour gwelien ruz <\/em><br \/>\n<em>En deus ezhomm da veva\u00f1 <\/em><br \/>\n<em>Lonk. Ya, lonk dizamant<\/em><br \/>\n<em>Ha disoursi <\/em><br \/>\n<em>Eus da gozhni.<\/em><br \/>\n<em>Ar Stad c\u2019hall, te \u2019oar,<\/em><br \/>\n<em>A zo brokus e-ke\u00f1ver da seurt.<\/em><br \/>\n<em>&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; \u2014 Pa ne vi mui evit lonka\u00f1,<\/em><br \/>\n<em>&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; Pa ne ri mui \u2019met dislonka\u00f1,<\/em><br \/>\n<em>&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; Goude beza\u00f1 peurlonket da stal<\/em><br \/>\n<em>&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; E vezi kaset du-hont<\/em><br \/>\n<em>&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; (D\u2019an ti dizon)<\/em><br \/>\n<em>&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; War gont ar Stad c\u2019hall. (\u2026)<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/gwin-ruz\/?lang=bz\" target=\"_blank\" rel=\"noopener\">*<\/a><\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Setu neuze seurt barzhonego\u00f9 a vez kavet en oberenn Anjela hag a ziskouez mat penaos e kemere ar varzhez perzh e kudenno\u00f9 he bro.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Kinnig a ra deomp, en ur mod neuze, ul lennegezh gouestlet, hag a-drugarez da se e vez santet he c\u2019hredenn genveva\u00f1. Homa\u00f1, ha hi kre\u00f1v, rak beva\u00f1 a ra Anjela en hec\u2019h amzer, unanet start gant he c\u2019henvroidi, a vanfe skort koulskoude ma ne rafe ket diouzh ur vent dreistdouarel, pezh ne glotfe ket gant mennozhio\u00f9 ar varzhez a Vro-Dreger hag he deus kalz a azaouez evit hec\u2019h henaourien.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">He c\u2019hredenn genveva\u00f1 a vez santet ivez dre he c\u2019hoant kenderc\u2019hel war hent he zado\u00f9-kozh. Alies-tre e vez kaoz eus se en he barzhonego\u00f9, pa zegas so\u00f1j eus he zud pe eus Bretoned a-wechall \u2014 anvio\u00f9 stourmerien pe sent, hag all, a vez meneget. Neuze ez a Anjela dreist he c\u2019hredenn en ur yezh hag en ur bobl kempred, hag a zo ret koulskoude, evit rei\u00f1 pouez d\u2019an hengoun a zispleg un temz- spered breizhek.<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>(\u2026) Ur Bobl unvan o tiskenn <\/em><br \/>\n<em>eus te\u00f1valded ar Ragistor<\/em><br \/>\n<em>O kantren dre ar Bed<\/em><br \/>\n<em>War-lerc\u2019h skeud hec\u2019h Hu\u00f1vre <\/em><br \/>\n<em>O klask ar Gwenva-se peurbadel<\/em><br \/>\n<em>Zo bet atav Kredenn ar Gelted (\u2026)<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/kelted\/?lang=bz\" target=\"_blank\" rel=\"noopener\">*<\/a><\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Siwazh, an doare-ober-se alies-tre a vez komprenet evel un doare kozh da welout ar vuhez, da l\u00e2ret eo un doare varv, ha dreist-holl pa vez anv eus he zud aet d\u2019an Anaon, pe eus ar beizanted :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>(\u2026) Tud didalvez emezoc\u2019h <\/em><br \/>\n<em>Tud diseven a lavarit<\/em><br \/>\n<em>Tud disoursi, a gred deoc\u2019h ? <\/em><br \/>\n<em>Ne reont mui netra<\/em><br \/>\n<em>Nemet pourmen war o zraktor <\/em><br \/>\n<em>Pe \u2019n o c\u2019harr-tan<\/em><br \/>\n<em>Hag all, hag all, hag all <\/em><br \/>\n<em>Ha plip plap plap ! (\u2026)<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/er-maez\/?lang=bz\" target=\"_blank\" rel=\"noopener\">*<\/a><\/em><\/p>\n<p>Heulia\u00f1 hent hon tado\u00f9-kozh a oa er c\u2019hontrol, evit Anjela, kemer awen, ijin, emglev en hengoun, hag ivez kemer kentel diwar furnez ar re-se :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>(\u2026) Ha perak n\u2019em boa ket graet va mad <\/em><br \/>\n<em>Eus krennlavar fur va zad ? (\u2026)<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/glaz\/?lang=bz\" target=\"_blank\" rel=\"noopener\">*<\/a><\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Dre forzh klask beza\u00f1 feal d\u2019an hengoun, e vez kejet gant speredelezh ar vro. Barzhoniezh hag oberenn Anjela a zo skouerius war ar poent-se. An tri-c\u2019hard eus he barzhonego\u00f9 a zispak trivlio\u00f9 eus ar soutila\u00f1 :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; <em>Fenoz deiz-ha-bloaz da varv<\/em><br \/>\n<em>&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; Ar bempvet warn-ugent !<\/em><br \/>\n<em>&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; A, va mammig karet. Karet atav <\/em><br \/>\n<em>&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; Kement en Tu-hont \u2019vel \u2019oas en Tu-ma\u00f1<\/em><br \/>\n<em>&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; Dreist ar Bez. Dreist an amzer <\/em><br \/>\n<em>&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; Er Peurbad.<\/em><br \/>\n<em>Un Eur c\u2019hoazh. Un eur goude hanternoz <\/em><br \/>\n<em>Un Eur c\u2019hoazh e fell din gortoz<\/em><br \/>\n<em>&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; \u2019N ur bedi\u00f1. \u2019N ur e\u00f1vori\u00f1. <\/em><br \/>\n<em>Evel bep bloaz n\u2019hellan repoz. <\/em><br \/>\n<em>Da heuilh a ran en da Galvar <\/em><br \/>\n<em>Ha me ouzh troad da Groaz, <\/em><br \/>\n<em>Semplet em glac\u2019har ken bras. <\/em><br \/>\n<em>A ! Gwelout da boan o steuzi\u00f1 !<\/em><br \/>\n<em>&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; Da zremm o tont lugernus<\/em><br \/>\n<em>&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; \u2019Vel e Goursav. (\u2026)<\/em><a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/rozenn-ar-stourm\/?lang=bz\" target=\"_blank\" rel=\"noopener\"><em>*<\/em> <\/a><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Evel he zud, evel tud he bro, e kendalc\u2019h Anjela war hent ar feiz, n\u2019he deus ket c\u2019hoant da derri\u00f1 ar chadenn, hini ar feiz kristen, an hini a ya dreist \u00ab d\u2019ar gomz ha d\u2019ar meiz \u00bb<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/ar-vistri\/?lang=bz\" target=\"_blank\" rel=\"noopener\">*<\/a>. Hag atav e tro he c\u2019halon ouzh ar C\u2019hrist pe ar Werc\u2019hez evit displega\u00f1 he foanio\u00f9, evit sevel he goulenno\u00f9. Evel-se ez eo livet hec\u2019h oberenn gant gerio\u00f9 relijiel, n\u2019he deus ket aon implijout anezho evel ma kar hed- ha-hed he barzhoniezh&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>Itron Varia Vreizh karet <\/em><br \/>\n<em>Mirit ar Feiz d\u2019ho Pretoned <\/em><br \/>\n<em>Ha grit ma kavo pep hini <\/em><br \/>\n<em>Labour ha bara \u2019n hor Bro-ni<\/em><br \/>\n<em>&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; Breizh a c\u2019houza\u00f1v <\/em><br \/>\n<em>&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; Mamm druezus<\/em><br \/>\n<em>Bezit \u2019vidomp madelezhus. (\u2026)<\/em><a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/itron-varia-vreizh\/?lang=bz\" target=\"_blank\" rel=\"noopener\"><em>*<\/em><\/a><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Diwar ur barzhoneg a seurt-se e c\u2019heller kompren gwelloc\u2019h perak e ra Anjela ul liamm etre ar feiz hag he bro. Lemm he spered hag eeun he c\u2019halon, e c\u2019houlenn reizhded e-ke\u00f1ver pep krouadenn doueel. Aze ez eus, moarvat, ur veizadurezh hag a ginnig deomp ur brederiadenn diwar-benn emdroadur spered mab-den.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Nerzh he speredelezh a laka bed an ne\u00f1vo\u00f9 da veza\u00f1 treuzwelus, e dostaat a ra ouzh hon bed-ni, ha se zo un arouez breizhek a gaver e lennegezh vrezhonek ar c\u2019hantved-ma\u00f1 ha, da skouer, gant Kervarker, Tangi Malmanche, Maodez Glanndour, ha kavet dreist-holl er bobl vreizhad betek brema\u00f1.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Peurliesa\u00f1 e vez santet ijin ha dibarded ul lennegezh vroadel dre speredelezh pe an diouer a speredelezh eus ur vro-ma\u00f1-bro, peogwir \u2019vez displeget dre ar speredelezh donder menozio\u00f9 ur bobl, ha dreist-holl dre daou dem&nbsp;: hini ar marv hag hini ar garantez. Met gwir eo, ar speredelezh-se a zo lakaet brema\u00f1 en arvar gant ren an danvezelouriezh. Neuze e chomo ar yezh muioc\u2019h-mui ar mod efedusa\u00f1 da ziforc\u2019ha\u00f1 ul lennegezh vroadel ouzh unan all.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Kre\u00f1v eo kredenn-genveva\u00f1 Anjela Duval en hec\u2019h oberenn lennegel : da genta\u00f1 war un ahel a-blaen dre dibab yezh he bro evit skriva\u00f1 ha dre ar c\u2019hoant komz diwar he fenn, hag ivez war un ahel a-blom dre ar pouez a vez roet d\u2019an hengoun pe, mod pe vod, d\u2019an Istor ha d\u2019ar speredelezh. Diwar se e c\u2019heller lavarout eo he barzhoniezh ur var- zhoniezh vreizhek.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Intentet e vo diouzhtu Anjela koulz gant ar stourmerien ha gant ar bobl, sur a-walc\u2019h peogwir n\u2019he deus ket skrivet na komzet gant he spered nemetken, met dreist-holl gant he c\u2019halon dener skl\u00earijennet gant ur feiz vev hag ar from-se eo an alc\u2019hwez efedusa\u00f1 evit stourm evit ur vro ha, war an dro, evit gwirio\u00f9 mab- den. Met a-drugarez ivez d\u2019he fersonelezh kre\u00f1v eo deut a-benn da embann fraez he menozio\u00f9 don, hag ivez da veza\u00f1 dibleg e-ke\u00f1ver tud zo :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>C\u2019hwi ken du ho kalon<\/em><br \/>\n<em>Dindan ho mantilli gwenn kran <\/em><br \/>\n<em>C\u2019hwi ken goullo ho kalon<\/em><br \/>\n<em>A bep truez kristen <\/em><br \/>\n<em>Dindan ar groaz aour fin <\/em><br \/>\n<em>A dougit war ho peultrin <\/em><br \/>\n<em>Er-maez !<a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/er-maez\/?lang=bz\" target=\"_blank\" rel=\"noopener\">*<\/a><\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Bez \u2019eo hollvedel oberenn Anjela Duval, peogwir eo diazezet he barzhoniezh war ar from ha n\u2019eo ket war ar ouiziegezh hag ar furm nemetken.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ke\u00f1veriet gant oberenn Anjela Duval savet e yezh he bro, digant ur varzhez he doa perc\u2019hennet sevenadur he fobl, e c\u2019heller lavarout eo ar <em>\u00ab&nbsp;m\u00e9tissage textuel&nbsp;\u00bb<\/em> un diskoulm dibrizius evit neb a gar e vro. Er c\u2019he\u00f1ver-se ez eo Anjela Duval ur roc\u2019h e-kreiz un avel-stourm, un tour-tan evit sklaeria\u00f1 hon tu-zont.<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Ar Vretoned a zo tud a galon. Maodez Glanndour &nbsp; Pa lennan oberenn Anjela Duval en em lavaran ma-unan&nbsp;: se an hini [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":2,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-5527","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Kredenn-genveva\u00f1 vreizhek Anjela Duval \u2013 Jakeza Le Lay - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kredenn-genvevan-vreizhek-anjela-duval-jakeza-le-lay\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Kredenn-genveva\u00f1 vreizhek Anjela Duval \u2013 Jakeza Le Lay - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Ar Vretoned a zo tud a galon. Maodez Glanndour &nbsp; Pa lennan oberenn Anjela Duval en em lavaran ma-unan&nbsp;: se an hini [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kredenn-genvevan-vreizhek-anjela-duval-jakeza-le-lay\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:23:25+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"9 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/kredenn-genvevan-vreizhek-anjela-duval-jakeza-le-lay\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/kredenn-genvevan-vreizhek-anjela-duval-jakeza-le-lay\\\/\",\"name\":\"Kredenn-genveva\u00f1 vreizhek Anjela Duval \u2013 Jakeza Le Lay - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2018-11-07T23:27:08+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:23:25+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/kredenn-genvevan-vreizhek-anjela-duval-jakeza-le-lay\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/kredenn-genvevan-vreizhek-anjela-duval-jakeza-le-lay\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/kredenn-genvevan-vreizhek-anjela-duval-jakeza-le-lay\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Kredenn-genveva\u00f1 vreizhek Anjela Duval \u2013 Jakeza Le Lay\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Kredenn-genveva\u00f1 vreizhek Anjela Duval \u2013 Jakeza Le Lay - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kredenn-genvevan-vreizhek-anjela-duval-jakeza-le-lay\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Kredenn-genveva\u00f1 vreizhek Anjela Duval \u2013 Jakeza Le Lay - Anjela Duval","og_description":"Ar Vretoned a zo tud a galon. Maodez Glanndour &nbsp; Pa lennan oberenn Anjela Duval en em lavaran ma-unan&nbsp;: se an hini [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kredenn-genvevan-vreizhek-anjela-duval-jakeza-le-lay\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:23:25+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"9 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kredenn-genvevan-vreizhek-anjela-duval-jakeza-le-lay\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kredenn-genvevan-vreizhek-anjela-duval-jakeza-le-lay\/","name":"Kredenn-genveva\u00f1 vreizhek Anjela Duval \u2013 Jakeza Le Lay - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2018-11-07T23:27:08+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:23:25+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kredenn-genvevan-vreizhek-anjela-duval-jakeza-le-lay\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kredenn-genvevan-vreizhek-anjela-duval-jakeza-le-lay\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/kredenn-genvevan-vreizhek-anjela-duval-jakeza-le-lay\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Kredenn-genveva\u00f1 vreizhek Anjela Duval \u2013 Jakeza Le Lay"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/5527","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/2"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=5527"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/5527\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=5527"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}