{"id":5518,"date":"2018-10-15T21:54:20","date_gmt":"2018-10-15T19:54:20","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=5518"},"modified":"2025-08-13T15:25:46","modified_gmt":"2025-08-13T13:25:46","slug":"war-hent-anjela-ivona-martin","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/war-hent-anjela-ivona-martin\/","title":{"rendered":"War \u00ab\u00a0hent\u00a0\u00bb Anjela \u2013 Ivona Martin"},"content":{"rendered":"<p style=\"text-align: right;\"><em>Peut-\u00eatre qu\u2019un jour cela surviendra pour vous que tout ce qui fut fatigue,<br \/>\n<\/em><em>d\u00e9cevance ou blessure sera cr\u00e9ateur.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: right;\"><em>L\u2019Exode, <\/em>Jean Sulivan<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">&nbsp;<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Lakaet on gwall nec\u2019het evit komz eus Anjela. Darempredo\u00f9 ingal ha stank hon eus bet e-pad ugent vloaz, eskemmet hon eus kantado\u00f9 a lizhiri, hag en holl, tremenet em eus mizvezhio\u00f9 e Trao\u00f1-an-Dour. Penaos avat, nemet chom \u00ab&nbsp;war-c\u2019horre&nbsp;\u00bb a rafen, lavarout piv e oa, pa chom-hi c\u2019hoazh ur c\u2019hevrin evidon e meur a ge\u00f1ver, ha marteze eo re abred klask hen ober&nbsp;?<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Planedenn pep den a zo raktreset, d\u2019am so\u00f1j, daoust da se avat libr e chom. Kroazhento\u00f9 a gavo Anjela, hi ivez, war he hent, ha ret \u2019vo dezhi dibab. Na kriz dibabo\u00f9 zo&nbsp;: bresa\u00f1 ur galon o wada\u00f1 \u2014&nbsp;div&nbsp;\u2014 ha kenderc\u2019hel hep ur sell war he c\u2019hiz, divizet ar choaz, kousto-pe-gousto, da vat ha da viken. Pa grogas pennh\u00earez Trao\u00f1-an-Dour da vont gant he mignonezed d\u2019ar pardonio\u00f9, gouelio\u00f9 yaouankiz, ivez d\u2019ar frikoio\u00f9, diouzhtu e voe fred en-dro dezhi. An daoulagad du-se, regezenno\u00f9-he\u00f1vel a danflammas meur a galon. A-vec\u2019h m\u2019he doa triwec\u2019h vloaz, ma teue lizhiri stank o c\u2019houlenn, doujus-tre, \u00ab&nbsp;aotre da zarempredi\u00f1&nbsp;\u00bb. Lizhiri fentus, teneraus ivez, skrivet gant poan er yezh na gomzent morse, skrivet gant bizied boazetoc\u2019h da zerc\u2019hel krog en ostilho\u00f9 eget en ur bluenn. Ur wech e skrivent, div, pas muioc\u2019h ma ne veze ket mat ar respont. Hini ne blije, dreist-holl d\u2019ar vamm<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Nemet unan. Unan a voe aotreet da skriva\u00f1 ha da zont. Anjela he doa neuze naontek vloaz. Ar paotr, is-ofiser yaouank er morlu a veze alies en diavaezvro. Al lizhiri a zeue eus Aljer, Oran, Toulon, Brest, lizhiri tanflammet, gwrezus, o rebech a-wecho\u00f9 d\u2019ar responto\u00f9 beza\u00f1 \u00ab&nbsp;re glouar&nbsp;\u00bb&nbsp;! Daou vloaz e padas an eskemm-lizhiri. Anv a veze ganta\u00f1 alies eus o dazont. Nann, ne oa ket enna\u00f1 danvez ur c\u2019houer. Chom er morlu ? Gouzout a rae e c\u2019helle pignat uhel (hag e raio) met beva\u00f1 pell eus ar g\u00ear n\u2019eo ket ur vuhez. Arc\u2019hant en doa, ha ma kemerfent ur c\u2019henwerzh ?<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Setu ur c\u2019hroazhent, Anjela. Eur an dibab.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">\u00ab&nbsp;Nann&nbsp;\u00bb \u2019vo ar respont. Da vat. Da vat, met ne vo ket hep glac\u2019har, ha pa savo barzhonego\u00f9, seizh vloaz ha tregont goude ec\u2019h anzavo&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>E korn va c\u2019halon zo ur gleizenn <\/em><br \/>\n<em>\u2019Baoe va yaouankiz he dougan <\/em><br \/>\n<em>Rak siwazh, an hini a garen<\/em><br \/>\n<em>Ne gare ket \u2019pezh a garan. <\/em><br \/>\n<em>E\u00f1 na gare nemet ar c\u2019h\u00eario\u00f9 <\/em><br \/>\n<em>Ar morio\u00f9 don, ar broio\u00f9 pell <\/em><br \/>\n<em>Ha ne garen \u2019met ar maezio\u00f9<\/em><br \/>\n<em>Maezio\u00f9 ken kaer va Breizh-Izel.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Koulskoude, ne voen ket kendrec\u2019het, ne gredis morse avat ober ur goulenn. Perak, e gwirionez an \u00ab&nbsp;nann&nbsp;\u00bb-se, a so\u00f1jen ? Truez ouzh he zud aet war an oad, ar vamm bepred dinerzh, ha kla\u00f1vidik an tad, torret e gorf diouta\u00f1 dre forzh labourat, bec\u2019h beva\u00f1-bevaik. D\u2019ar mare-se, surentez ebet, retred ebet evit al labourer-douar. Marteze ivez, memestra, al liamm don-se etrezi hag an douar ? \u00ab&nbsp;An douar a zo \u2019vel un eil korf din&nbsp;\u00bb, a lavare alies.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Chom a raen diskredik. Ha setu, p\u2019edon e Trao\u00f1-an-Dour goude he marv, o renka\u00f1 hag o klenka\u00f1 he holl bapero\u00f9, hervez e oa bet erbedet ouzhin ganti, hep strani\u00f1, aes kompren, er c\u2019hrignol yen-sklas, setu ma kouezh va daoulagad war ur brouilhed, war tu-gin ur golo-lizher. Ar respont marteze ?<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Pell ouzhin ar garantez divuzul, rak evel ma frailh ar fusto\u00f9 gant ar gwin o virvi\u00f1, redek a ra ar garantez-se raktal d\u2019an argoll.<br \/>\n<\/em><em>Degas din ar Garantez fresk ha glan evel ar glav a vennig an douar sec\u2019hedik hag a leugn podizi pri an tiegezh.<br \/>\n<\/em><em>Degas din ar Garantez-se a glask \u2019n em goll betek strad ar Boud hag ac\u2019hane tarzha\u00f1 \u2019n ur sev diwelus a-hed skourro\u00f9 gwezenn ar Vuhez.<br \/>\n<\/em><em>Degas din ar Garantez a dalc\u2019h ar galon en ul leunder a beoc\u2019h.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Diwezhatoc\u2019h e lavare : \u00ab&nbsp;Serrit un nor, dek a zigor.&nbsp;\u00bb Eviti e vefe ret skriva\u00f1&nbsp;: kant da nebeuta\u00f1.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">An tad a varvo e 1941. Anjela \u2019oa en he c\u2019hwec\u2019h vloaz ha tregont. An holl vec\u2019h warni. Ar vamm d\u2019he zro a yelo da Anaon e 1951. Ha setu ar maread te\u00f1val o tont da vat. Dorojo\u00f9 a zigor koulskoude e kroazhento\u00f9 zo. Ur voereb a ginnigas dezhi ur plas \u2019vel merourez en un ti-repoz evit tud skuizh e Perroz. \u00ab&nbsp;Nann&nbsp;!&nbsp;\u00bb E 1953 hag e 1958, daou lizher a zeu digant daou labourer-douar. Brud ar plac\u2019h zo aet betek enno, ha goulenn a reont beza\u00f1 degemeret evit ober anaoudegezh. Unan a lavar war don an dizesper&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Klevet em eus emaoc\u2019h hoc\u2019h-unan o terc\u2019hel menaj, he\u00f1vel eo evidon ama\u00f1, hag aet on skuizh gant ar vuhez-ifern-se. Ma ne resevan respont mat ebet a-raok miz Mae e werzhin tout pep tra, feurm hag all.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Sur mat, glac\u2019haret \u2019voe Anjela, ar respont avat a voe \u00ab&nbsp;nann&nbsp;\u00bb. Egile a gomze eus e atant kaer, eus e gezeg- ko\u00f1kour, eus e ostilho\u00f9 modern, a lavare e oa anezha\u00f1 un den speredek ha labourer\u2026 oc\u2019h ouzhpenna\u00f1&nbsp;: \u00ab&nbsp;Taol evezh ouzh da gozhni&nbsp;!&nbsp;\u00bb Braba\u00f1ser&nbsp;! \u00ab&nbsp;Nann&nbsp;\u00bb, \u2019vel-just.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">D\u2019ar mare-se, koulskoude, e oa krog-mat dija an dispac\u2019h bras war ar maez. E-doug dek vloaz \u2019vo skubet an doareo\u00f9 kozh. Ret kreski\u00f1 pe mont da get. A dra sur, harpet hag oc\u2019h harpa\u00f1, danvez \u2019oa en Anjela evit ober kenkoulz ha forzh piv, ha gwelloc\u2019h eget meur a hini. Desket he doa ar vicher \u00ab&nbsp;war ar bern&nbsp;\u00bb gant he zad, ha heuliet tri bloaz-pad ar skol dre lizher aozet gant \u00ab&nbsp;Unvaniezh Sindikado\u00f9 Labour-douar Penn-ar-Bed hag Aodo\u00f9 an-Hanternoz&nbsp;\u00bb. Da genta\u00f1 e voe div wech, da eil ur wech.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Spiswel a-walc\u2019h e oa evit gouzout ne c\u2019hellfe, gant m\u2019he defe c\u2019hoant, kemer perzh ebet er reveulzi vras o tont \u2019vel ul li\u00f1vadenn, o skuba\u00f1 ar re vihan hag ar re wan. Gouzout a rae n\u2019helle gedal netra digant den&nbsp;: kredad ebet evit ur vaouez deuet war an oad, dezhi un tammig atant gant douaro\u00f9 treut hag ostilho\u00f9 fall diamzeret.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Sed an dibab koulskoude. Graet, digor bras he daoulagad, hep touellerezh. Test e vo eta. Gouzout a ra ez eo ret kemma\u00f1 kalz trao\u00f9&nbsp;: met, buan, gant he santerezh lemm e kompren emeur o trailha\u00f1, o tis- penna\u00f1 talvoudegezhio\u00f9 dibriz e korf hag e ene he bro. Gant heug e wel un idolenn : an arc\u2019hant gwisket ganta\u00f1 maskl an araokaat, d\u2019e heul, ar redi da greski\u00f1, da vont pelloc\u2019h muioc\u2019h-mui, ha siwazh da veza\u00f1 muioc\u2019h-mui sklav ivez.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Petra \u2019c\u2019helle avat, nemet drailha\u00f1 he brid dirak an disoc\u2019h&nbsp;: ar maezio\u00f9 o c\u2019houllonderi\u00f1, o trei\u00f1 da c\u2019houez, pe da blaenenn diboell, pe o vont etre daouarn an estren. Ar yezh disprizet, o vont da netra. Drailha\u00f1 \u2019rae he brid, sur, rak n\u2019eo ket un da\u00f1vadez sentus ha nay a oa war an hent merket dezhi, un ebeulez ouez ne lavaran ket, prest bepred d\u2019ober ul lamm-treuz pa sante un dorn o klask tos- taat evit kregi\u00f1 en he moue. Poent eo din konta\u00f1 penaos e ris anaoudegezh gant Anjela Duval ha poent lezel anezhi da gomz. E 1958, an Ao. Dubourg, beleg-skolaer er C\u2019hozh-Varc\u2019had, a oa te\u00f1zorier ar gelaouenn viziek <em>Ar Bed Keltiek, <\/em>Roparz Hemon o veza\u00f1 penn-skrivagner, ha me, sekretourez. E miz Gwengolo e kasas din ur ger :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>An Dim. A. Duval a c\u2019houlenn degemer A.B.K. Troet eo gant ar brezhoneg, ha lennet he deus Gwalarn gwechall. Koumanantet eo da Barr-Heol. Iskis eo un tammig, ne guita Trao\u00f1-an-Dour war zigarez ebet, hogen, skoazella\u00f1 a ra ur studier yaouank evit deski\u00f1 lenn ha skriva\u00f1 brezhoneg.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Mat ! D\u2019an 13 a viz Genver 1961 e resevis ul lizher digant an dimezell. E galleg, ur galleg glan, mistr, diamzeret, divoas, anat. Un niverenn a vanke dezhi, dianket. Respont a ris e brezhoneg. Echu etrezomp gant ar galleg.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">D\u2019an 20 a viz Gouere 1961 e skrive din :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Kas a ran deoc\u2019h priz va c\u2019houmanant, hag un nebeud ouzhpenn, ma vije ho polontez degas din ur baperenn-vruderezh bennak. Ama\u00f1 war ribl ar st\u00ear Leger e vez kalzik a-walc\u2019h a douristed, zoken aotrounez vras eus o gwelout. Atav e komzan brezhoneg oute, hag al lodenn vrasa\u00f1 anezhe a respont er memes yezh. Pa doullan kaoz gante en em gavan un tamm dibourvez war gudenn Breizh hag ar yezh. Ma \u2019m bije ur paper bennak war an trao\u00f9-se e vije marteze talvoudus evit an Emsav.<\/em><\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Marteze pa\u2019m bezo dastumet va zamm eost en em lakain da skriva\u00f1 deoc\u2019h diwar-benn stad ar brezhoneg en-dro da vro Plouared, nemet dall ha mezv e ven gant va labour rak va-unanik on o terc\u2019hel menaj. Mil boan am eus o skriva\u00f1 e brezhoneg, moarvat e ran e-leizh a fazio\u00f9 ?<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Al lizher a voe embannet war <em>A.B.K., <\/em>un notenn digant Roparz Hemon da heul&nbsp;: \u00ab&nbsp;Nann, an Dim. Duval ne ra ket e-leizh a fazio\u00f9. Dibaot eo lenn brezhoneg ken brav hag he hini.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Santout a ris aman un dra bennak espar, ha me da respont&nbsp;: \u00ab&nbsp;Alies e rakprenan, evit sikour, div niverenn eus pep levr brezhonek, koumanantet on da ziv niverenn eus <em>Al Liamm, <\/em>abaoe ar penn-kenta\u00f1. Sed ama\u00f1 roll al levrio\u00f9 a c\u2019hellan dioueri\u00f1 evidoc\u2019h, lavarit din pere n\u2019anavezit ket hag e kasin anezho deoc\u2019h.&nbsp;\u00bb Ouzhpenn, aet \u2019oan betek ti Ronan Huon, gant va roll o lavarout&nbsp;: \u00ab&nbsp;Mar plij, gwelit ma c\u2019hellit ober un astenn, me gred e talv ar boan.&nbsp;\u00bb Ha Ronan da rei\u00f1 din un nebeud all, en o zouesk <em>Lennegezh <\/em>Abeozen.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Respont (14 a viz Gwengolo 1961) :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Ret mat eo din plega\u00f1 da lavarout deoc\u2019h n\u2019em eus ket lennet nikun eus al levrio\u00f9 zo war ar roll hoc\u2019h eus lakaet \u2019n ho lizher. En gwirionez, nebeut a-walc\u2019h a levrio\u00f9 brezhonek am eus lennet dre n\u2019am bije ket aez da brena\u00f1. N\u2019eus forzh pere \u2019ta a raio kalz a blijadur din. Degasit din mar plij trao\u00f9 fentus dreist-holl, rak e so\u00f1j on da bresti\u00f1 anezho en-dro ama\u00f1 da dud yaouank hag a ran ma holl bosupl evit c\u2019hwezha\u00f1 \u2019n o c\u2019hreiz un tamm brogarantez evit hon Breizh.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ha war an hevelep lizher :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Me \u2019so\u00f1j penaos ur gwir Vreizhad ne c\u2019hell ket beva\u00f1 hep e yezh. Mouga\u00f1 \u2019rafe abred. Unnek eur hanter noz eo ha skuizh-marv on, daoubennet e-pad an deiz gant teir gwech re a labour. Koulskoude em bije kalz trao\u00f9 da gonta\u00f1 deoc\u2019h diwar-benn ar brezhoneg en-dro din. Erru eo kont ganta\u00f1 \u2019vel gant ar gwinizh e kostez Lannuon&nbsp;: erru eo leun a \u00abvelgerc\u2019h&nbsp;\u00bb <\/em>(folle avoine)<em> da l\u00e2ret eo leun a c\u2019herio\u00f9 gallek pe drefoet dre ziouer a studi war ar yezh.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ha c\u2019hoazh :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Me \u2019garfe \u2019n em gaout un deiz ivez war leur ar rod evit gellout sikour eus ar reuz. Met siwazh, re gozh on, na welin morse Breizh dishual\u2026 er bed-ma\u00f1 da vihana\u00f1.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Chom a raen skodeget. Penaos e c\u2019helle ur vaouez en oad, o veva\u00f1 en digenvezded, war ar maez, pell a bep lec\u2019h, kaout menozio\u00f9 ken resis diwar-benn ar yezh hag ar vro&nbsp;? N\u2019anaveze eus an trao\u00f9 skrivet nemet un nebeudig niverenno\u00f9 eus <em>Breizh, Barr-Heol, Ar Bed Keltiek. <\/em>Al lizher kenta\u00f1 bet skrivet e brezhoneg ganti a oa ar respont d\u2019am hini&nbsp;! C\u2019hoarzhin a reas pa lavaris kement-ma\u00f1 diwezhatoc\u2019h. \u00ab&nbsp;Ar ouenn a ra tenn&nbsp;\u00bb, emezi. \u00ab&nbsp;Pa voe distrujet Monumant ar Vezh e Roazhon e 1932, ma zad a voe mil laouen, ha zoken, goude, bez\u2019 e veze o klask war ar c\u2019helaouenno\u00f9 petra o dije graet c\u2019hoazh.&nbsp;\u00bb Va Doue !<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Kas a ris eta daou vell pakad levrio\u00f9. Gwelout a ris, goude, ne oa e gwirionez en he ser nemet <em>Geriadur <\/em>Vallee, <em>Buhez ar Sent <\/em>hag un nebeud pajenno\u00f9 louedet eus <em>Ar Pevar mab Emon.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Respont evit ar pakad kenta\u00f1, 23 a viz Gwengolo 1961&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Resevet em eus ar bakadenn levrio\u00f9 dimerc\u2019her. Mil bennozh dac\u2019h. Un dudi eo bet eviton gwelet poltredo\u00f9 penno\u00f9-bras ar brezhoneg, rak, evel-just eo levr <\/em>Lennegezh ar brezhoneg<em> eo am eus digoret da genta\u00f1, mall bras ganin ober anaoudegezh gant hon skrivagnerien. Pell e oan eus so\u00f1jal \u2019oa ken niverus hon barzhed hag hon skrivagnerien, ha ken puilh o obero\u00f9. Un tamm muioc\u2019h a lorc\u2019h a zo ennon dija o veza\u00f1 breizhadez\u2026<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Respont evit an eil pakad, 4 a viz Here 1961&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Daleet em eus d\u2019ho trugarekaat eus ar bakadenn levrio\u00f9 am eus resevet hanter ar sizhun dremenet. Me a lavar deoc\u2019h ne oa ket al lorc\u2019h holl e Pariz en deiz-se, ha \u2019n em gavet \u2019oa skrap war al levrio\u00f9 raktal ma voent dispaket.<\/em><\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Tud a oa ganin an deiz-se o tenna\u00f1 patatez, deuet d\u2019am sikour en askont ma prestan dezho va c\u2019hazeg ur wech an amzer. Prestik a-walc\u2019h e vije manet ar pred da zebri\u00f1 pa erruas ar pakad. Paotr al lizhero\u00f9 en deus kemeret an<\/em> Istor Breizh,<em>ur paotrig, <\/em>Marvailho\u00f9 al loened, <em>ur paotr yaouank, <\/em>La langue bretonne et ses combats<em>hag ar romant bihan godell. Ar paotr kozh, tapet ganta\u00f1 va lunedo\u00f9 diwar gorn an daol, a goma\u00f1sas gant <\/em>An Tornaod. <em>Dont a rae madik a-walc\u2019h ar brezhoneg ganta\u00f1, hag e\u00f1 poan dezha\u00f1 o lenn galleg. Bennozh Doue deoc\u2019h\u2026 h.a. Kroget em eus da lenn <\/em>Evidon va-unan. <em>Dedennus ha kaer-spontus e kavan ar varzhegezh-se. An Ao. Ronan Huon a zo d\u2019am meno ur barzh awenet dreist, tener, flour hag er memes amzer, don ha nerzhus. <\/em>Alanig an tri Roue<em>a gavan koant-tre.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">He lizhiri \u2019oa bet embannet war <em>A.B.K., <\/em>hag Anjela da souezhi\u00f1. Lizher eus ar 7 a viz Du 1961 :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Manet \u2019oan batet, evel \u2019ve l\u00e2ret ama\u00f1, m\u2019am bije gouveet peseurt tonkadur en dije bet va lizher diwezha\u00f1 em bije treset anezha\u00f1 un tamm gwelloc\u2019h.<\/em><br \/>\n<em>Mar don ken troet gant ar brezhoneg avat, n\u2019eo ket evit klask brud, rak gouzout ervat a ran pegen dister ez on, met dre garantez evit va Bro.<\/em><br \/>\n<em>Unan eus ar baotred yaouank a roan dezho trao\u00f9 brezhonek da lenn a zo brema\u00f1 e strollad ar Beilhadego\u00f9 hag en deus degaset ar rener d\u2019am c\u2019haout. Stad zo em c\u2019halon o veza\u00f1 \u2019m eus gellet sikour anezho.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">War niverenn C\u2019hwevrer 62 <em>A.B.K. <\/em>e voe embannet he barzhoneg kenta\u00f1, \u00ab&nbsp;Hiziv ez eus 100 vloaz&nbsp;\u00bb, e koun he zad. Hag Anjela da skriva\u00f1, d\u2019ar 7 a viz C\u2019hwevrer 1962 :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Esmaet on bet gant ho lizher \u2019vit ar beure. Biken n\u2019am bije me kredet kinnig ur seurt skrid d\u2019un den ken uhel ha ken pouezus hag an Ao. Roparz Hemon&nbsp;! Met, ma kav dezha\u00f1 ez eo mat, gwell a se \u2019ta va Doue !<\/em><br \/>\n<em>Ur pennad amzer zo e l\u00e2ren ouzhin va-unan a-wecho\u00f9&nbsp; ha daoust hag ez eo tra onest din derc\u2019hel da beuri\u00f1 e park ar brezhoneg hep ober taol labour ebet e- barzh kammed&nbsp;?<\/em><br \/>\n<em>Karout a rafen a dra sur arat va zamm erv war dachenn ar yezh met siwazh, re nebeut a deskamant am eus ha re nebeut a amzer vak\u2026<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Fellout a rae din diskouez kammedo\u00f9 kenta\u00f1 Anjela, met bez\u2019 e c\u2019hellfen kenderc\u2019hel, panevet eo ret krenna\u00f1, koulskoude.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Lizher eus an 12 a viz Meurzh 1962 :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Bennozh d\u2019an Ao. Ronan Huon evit beza\u00f1 prizet va zamm labour, e\u00f1 eo e gwirionez an hini en deus digoret din dor ar gwerzenno\u00f9 dieub, n\u2019am boa gwelet biskoazh netra e brezhoneg er stumm-se a-raok \u2019m eus lennet Evidon va-unan.<br \/>\nMe avat n\u2019em eus gellet ober nemet an tammo\u00f9 houarn gwenn-ma\u00f1 : \u00ab Suilh-raden \u00bb ha \u00ab Rosa Canina \u00bb. Trao\u00f9 dister. Sentet em eus avat eus an Ao. Roparz Hemon : skrivet em eus lizhero\u00f9 brezhonek bep tro p\u2019am eus kavet va zu.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ama\u00f1 e c\u2019hoarvez ur cha\u00f1s dispar gant Anjela. Ul lizher o rei\u00f1 gourc\u2019hemenno\u00f9 kaset ganti da <em>Varr-Heol <\/em>a zo embannet war niverenn Kerzu 62. Echui\u00f1 a ra evel-hen&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Met\u2026 daoust ha c\u2019hwi ne vezot gwelet biken war an tu-ma\u00f1 ivez, ama\u00f1 em c\u2019hichen ez eus daou baotr yaouank hag a zo sorc\u2019hennet pell zo da gomz ganeoc\u2019h. Jan-Pol ha Gustav Bourdonnec\u2026<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ma \u2019z eus unan mailh war ar brezhoneg eo sur-mat person Bulien, an Ao. Klerg, rener <em>Barr-Heol, <\/em>e-ke\u00f1ver ar yezh, pismigus, figus, chaseour didruez kement bomm-lavar kamm, kement fazi zo\u2026 Dont a reas da Drao\u00f1-an-Dour, gant kenitervezed Anjela eus Bulien. Saveteet ! Pebezh kelenner ha pebezh skoliadez !<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">D\u2019ar 5 a viz Du 1962, Anjela a skriv din&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Domaj eo na voe ket deuet kentoc\u2019h an Ao. Klerg, e gentelio\u00f9 a zo bet talvoudus din. Stank-stank avat eo e sil. Na dremen nemet ar greun fin dreza\u00f1, ha me lavar deoc\u2019h va skrido\u00f9 brezhonek zo aet kalz anezho da bailhoro\u00f9. Met ar pezh \u2019n deus roet kalon din eo \u2019n deus prometet retorn.<br \/>\nAn Ao. Fanch Danno zo bet ivez e Trao\u00f1-an-Dour en deizio\u00f9 all. Ema\u00f1 oc\u2019h aoza\u00f1 ul levr kanaouenno\u00f9. E\u00f1 a ra ar muzik. Un den leal a seblant beza\u00f1.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Hiviziken, ha betek an niverenn diwezha\u00f1, pennado\u00f9 ha barzhonego\u00f9 digant Anjela a vo bewech war <em>Barr-Heol. <\/em>Deski\u00f1 \u2019ra buan ar skoliadez, d\u2019ar 14 a viz Here 1963 e skriv :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Kas a ran deoc\u2019h teir barzhoneg bet o reizha\u00f1 e Bulien. N\u2019int ket reizhet evit gwir, rak an Ao. Klerg a respont&nbsp;: ar barzhonego\u00f9 a zo mat-tre. Desket hoc\u2019h eus ho micher an dro-ma\u00f1. Daoust ha bez\u2019 e vefe gwir ar gaou-se mutu&nbsp;?<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ya, \u2019vel-just !<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ar pennado\u00f9 a lakaan ama\u00f1 zo holl diwar-benn ar yezh, met al lizhiri a gonte dreist-holl he buhez pemdeziek reuzeudik, ha karet koulskoude. Goude un aridennad trao\u00f9 o trei\u00f1 da fall, loened pe trevado\u00f9, div linenn : \u00ab&nbsp;Ne vern. Evit ankouaz va zrubuilh me a skriv brezhoneg bep noz.&nbsp;\u00bb Ha pelloc\u2019h&nbsp;: \u00ab&nbsp;Ama\u00f1 ema\u00f1 ar vizer war varc\u2019h evel a l\u00e2re mamm. Paour ar c\u2019horn kena\u00f1, ha me ar paoura\u00f1 e-barzh\u2026&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">D\u2019an 19 a viz Mae 1963, mignoned din, daou bried yaouank, Maggy ha Rojer Guillou a ginnigas mont da gas da Anjela an dekvet niverenn ha tri-ugent eus <em>Al Liamm <\/em>hag un nebeud niverenno\u00f9 eus <em>Gwalarn <\/em>am boa prientet eviti, ha kinnig dezhi dont da bardona\u00f1 da Landreger ganeomp. Goude, deuet mat da Anjela, \u2019pad seitek vloaz e voent ingal va blenierien \u2019trezek Trao\u00f1-an-Dour.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Respont fall avat (17 a viz Mae 63) :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Karet em bije mont da S. Erwan avat, met allas&nbsp;! N\u2019eo ket va loened am harzfe na va foan-gein ivez daoust m\u2019on erru un tamm nec\u2019het ganta\u00f1. Met va \u00ab&nbsp;moteur&nbsp;\u00bb zo fall adarre. Gwan eo chomet abaoe marv va mamm garet, Doue d\u2019he fardono. Kre\u00f1vaet eo bet koulskoude gras d\u2019ar brezhoneg.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ma ! tremen a rejomp un devezh plijus-kena\u00f1 ganti, pebezh degemer laouen, graet he doa krampouezh ha poazhet ul lapin gant prunaoz. Na brav e kaven an ti, naet, urzhiet, prenn an arrebeuri hag o c\u2019houevr o lufra\u00f1, an daol hag ar banko\u00f9 hir puret a-zoare hag ar mell boked e trao\u00f1 an diri, al leur skubet pizh. Mont a rejomp d\u2019ober tro ar parkeier, d\u2019ober ur valeadenn a-hed al Leger. Maggy a reas un dro war gein Cyb\u00e8le ar gazeg. Evit ober enor deomp, Anjela he doa lakaet he c\u2019hoef, ha kemeret e voe un nebeud luc\u2019hskeudenno\u00f9.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">D\u2019ar 26 a viz Mae 1963 e skrive :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Krog on evel just da lenn <\/em>Al Liamm. <em>Kont eo ganin avat evel gant ar saout pa dicha\u00f1s dezho mont da laerezh&nbsp;: galloupat a reont ar park a-dreuz hag a-hed o klask pelec\u2019h \u2019vefe ar gwella\u00f1. Gant va spered bugel (Mamm a l\u00e2re din n\u2019am bije ket ar c\u2019hras da gouezha\u00f1 em eil bugaleaj, p\u2019eo gwir n\u2019ajen kammed er-maez eus va hini kenta\u00f1) on dedennet kena\u00f1 gant Veig Trebern ha \u00ab&nbsp;Paotr tev&nbsp;\u00bb. Ar pennad diwar-benn Sohier am eus lennet war e hed. En-dro da Vari Sent Abanna zo un tamm \u00ab&nbsp;herm\u00e9tique&nbsp;\u00bb, a gavan. Lennet em eus e istor gant ar skoliata e vugale e brezhoneg\u2026 Feiz, n\u2019o deus ket da \u00ab vlagi\u00f1 \u00bb sur, <\/em>paotred skritur ar Skol-veur<em> [islinennet gant Anjela], ma n\u2019o deus ket gellet c\u2019hoazh stumma\u00f1 un ensellour gouest da gontrolli\u00f1 labour brezhonek bugale an oad-se&nbsp;!<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">(An abeg roet d\u2019an Dr Etienne evit nac\u2019h outa\u00f1 skoliata e vugale e brezhoneg \u2019oa ne vefe enseller ebet gouest da wiria\u00f1 e labour !)<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Kaset e voe dezhi al luc\u2019hskeudenno\u00f9. Tremenet e oamp bet dre zindan ur pont a zo a-us d\u2019an hent-houarn, dre ur riboul te\u00f1val. Tapet \u2019oamp bet Anjela ha me e genou ar riboul, hi, gwisket e du, me e gwenn. Fromet e voen o lenn he lizher 2 a viz Eost 1963.<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>An hini a garan ar muia\u00f1 eo e toull ar pont bras, aze hoc\u2019h eus an aer da veza\u00f1 bet ouzh va c\u2019herc\u2019hat en de\u00f1valijenn. An hini a zegas so\u00f1j eus sant Erwan a garan kemend-all, rak c\u2019hwi, e filhorez hoc\u2019h eus graet em andred un tammig burzhud ivez\u2026<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E gwirionez, a-hed hent te\u00f1val Anjela edo ar Ragevezh-Meur o lakaat ul lutig bep a vare da skl\u00earijenna\u00f1 evit ur pennad, dezhi da vont pelloc\u2019h\u2026 E miz Kerzu 1963, kouezha\u00f1 \u2019ra kla\u00f1v-bras ha nouet eo ar Gwener kenta\u00f1 a viz Genver 64 (pezh a roio deomp ar barzhoneg kaer \u00ab&nbsp;Beaj e bro ar brum&nbsp;\u00bb). Azalek neuze, a vareado\u00f9 stank he do gwall frapado\u00f9.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">\u2019N em c\u2019houlenn a ran penaos he deus gellet derc\u2019hel da vont\u2026<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Er bloavezhio\u00f9-se, ouzhpenn teir buoc\u2019h, daou bemoc\u2019h, ur gazeg, he doa lapined, yer. Ostilho\u00f9 \u2019veze feurmet evit dorna\u00f1 ha falc\u2019hat. Evit ar peurrest n\u2019oa nemet Anjela, gwech an amzer un devezhour kozh hag ivez kerentiezh Tonkedeg. Neb a anavez al labour-douar a gompren peseurt trevell eo evit ur vaouez he-unan. D\u2019an noz hepken, goude koan, goude graet war-dro al loened, goude poazhet ar podad, e teu eur venniget al levrio\u00f9, ar studi, ar skriva\u00f1, al lizhiri. Ur ret eo eviti skriva\u00f1.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Dija, un nebeud tud a zeu, lennet ganto he barzhonego\u00f9, klevet an Dregeriz o kana\u00f1 anezho er beilhadego\u00f9. Paotred Breuriezh Sant Erwan a grog da zont ingal.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">D\u2019ar 15 a viz Kerzu 1964 e skriv :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Ya, e-sell on da gonta\u00f1 deoc\u2019h va devezh disul. O ! lous-gagn \u2019oa an amzer avat, glav kasaus dibaouez a-hed an deiz, te\u00f1val an amzer evel ur serr-noz. Ac\u2019hanta, daoust da se \u2019oa bet heol e-leizh an ti hag e-leizh va ene\u2026 An heol diabarzh-se a skin ar yaouankiz kristen, ken laouen ha ken bagol, ar re-se hag a doug Breizh en o c\u2019hreiz.<br \/>\n<\/em><em>A-greiz-holl, ur c\u2019harr er porzh. Piv, emezon, a gred lakat e relego\u00f9 er-maez gant seurt amzer ? Ma ! bez\u2019 e oa an Ao. Kalvez ha tri baotr eus Breuriezh Sant Erwan&nbsp;: Yann ar C\u2019horr, Yann ar Minouz ha niz an Ao. Kalvez. Ha c\u2019hoarzh, ha teodo\u00f9 en-dro, ha cholori. Bepred em boa plijadur, sur.<\/em><br \/>\n<em>\u2019N em ginniget \u2019oant da zont da fagodi\u00f1 keuneud. Gwelet \u2019vo diwezhatoc\u2019h. An Ao. Kalvez ivez, emeza\u00f1, en deus desket amarri\u00f1 keuneud. N\u2019eo ket labour ur beleg, a gavan.&nbsp;&nbsp; Efedusoc\u2019h labour e&nbsp;c\u2019hellfe ober war dachenno\u00f9 zo. Ma ! dont a reas koulskoude, ha n\u2019eo ket ur wech.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Eus ospital Lannuon e skrive d\u2019ar 1 a viz Here 1966 : \u00ab An Ao. Kalvez ha tri eus ar Vreuriezh \u2019oa bet disadorn o tenna\u00f1 patatez\u2026 \u00bb D\u2019ar 6 a viz Mae 1965 e skrive dija :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Chomet kla\u00f1v (alies \u2019vez an diskan-ma\u00f1 ganin ur pennad zo), manet labourio\u00f9 preset a-dreuz. Kaset em eus ur ger d\u2019ar Vreuriezh, ha deut zo pevar da zisac\u2019ha\u00f1 ac\u2019hanon. Ha me lavar n\u2019eo ket ober seblant a reont. Eston int akuit, labour peurvat. Ouzhpenn, n\u2019o doa ket an aer da labourat en desped dezho rak seder ha laouen edont evel pemp gwenneg. Un drugar beza\u00f1 d\u2019o heul. Trugarez a c\u2019hellan l\u00e2ret da Yann ar Minouz, Yann-Erwan ar C\u2019horr, Mikael Bothorel ha dreist-holl d\u2019an Ao. Kalvez.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Hag evel-se e voe e-pad meur a vloaz.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Gwazed yaouank a zeue ivez, gwech da rei\u00f1 un tamm skoazell, gwech, pe d\u2019ar Sul, pe goude koan evit toulla\u00f1 kaoz, divizo\u00f9 a bade alies diwezhat, betek hanternoz, un eur\u2026 Tro ha tro e veze Rojer Laouenan, Servat, Loik Kervoas, Y.-B. Piriou, Queinnec ha me \u2019oar pet all, oc\u2019h ober reuziado\u00f9 c\u2019hwennat, pe o sikour war-dro ar foenn, paeet mat gant breutaenno\u00f9 joaus, ha\u2026 taer a-wecho\u00f9, en-dro d\u2019an daol. Ouzhpenn ur miz-pad e roas bod d\u2019ur studier iwerzhonat, Fiac\u2019h o Broim, hag ivez d\u2019ur studier breizhat Marsel Saudreau, tud seven ha plijus ha ne vouzhent ket dirak al labour. Mareado\u00f9 e\u00fcrus eviti.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">War niverenn 121 (1967) <em>Al Liamm, <\/em>Y.-B. Piriou a skrivas ur pennad hir ha plijus-tre&nbsp;: \u00ab&nbsp;Kan ar skrilhed e Trao\u00f1-an-Dour&nbsp;\u00bb.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Diwar neuze, stankoc\u2019h e teuio ar weladennourien a bep seurt, a bep renk.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ur medisin eus Montroulez a zeuas un deiz gant ur mignon, prezidant lez-varn e Naoned, c\u2019hoant ganta\u00f1 e lakaat d\u2019ober anaoudegezh gant ar varzhez brudet. Sed degemer ar varzhez, sec\u2019h ha reut&nbsp;: \u00ab&nbsp;Ret eo beza\u00f1 diaviz evit dont war ar sizhun da stroba\u00f1 ur paourkaezh labourer-douar, beuzet gant re a labour.&nbsp;\u00bb Ar prezidant eo a gontas se, o lavarout&nbsp;: \u00ab&nbsp;Ar gwir \u2019oa ganti ha mat he deus graet rei\u00f1 ur gentel deomp.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Hag evit rei\u00f1 da gompren, sed ur skeudenn eus buhez Anjela, a-vil-vern ez eus eus ar seurt-se en he lizhiri :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Lun da noz, 16\/9\/68.<\/em><\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>N\u2019am eus ket kousket kalz abaoe digwener, so\u00f1jit \u2019ta : Morgan zo chomet kla\u00f1v betek disadorn da hanternoz\u2026 \u2019Oa ket mat he jeu tamm ebet. N\u2019he doa ket gwentlo\u00f9 bras hag al leue \u2019oa prest da vervel pa oa deut war an douar, un hanter eur bet o similha\u00f1 anezha\u00f1 e pep seurt stumm. Chomet eo \u2019benn ar fin, met n\u2019eo ket kre\u00f1v-kaer c\u2019hoazh. Ur mell annoar wenn, hag hi dilokez avat. Morgan a rankin arc\u2019hoazh l\u00e2rout d\u2019ar vutuner [mezeg-al-loened] dont da denna\u00f1 he gwele dezhi\u2026 Pebezh abadenn gant hala\u00f1 ar vuoc\u2019h. \u2019Oa den er g\u00ear ti Savidan [he amezeg tosta\u00f1], aet da goania\u00f1 tu bennak ? Aet on neuze da di Ifig [ur c\u2019houer a oad ganti o chom ur c\u2019hilometr pelloc\u2019h]. Ifig \u2019oa kousket pell a oa&nbsp;; aet eo da Geriel [2 gil. pelloc\u2019h] war e chaosono\u00f9. Re Geriel zo deut tri (hag Ifig) gant an trakteur \u2019vit dont primoc\u2019h. Ha sede ni un trouin&nbsp;! Div blac\u2019h, daou grennard hag ur paotr kozh, hag ur vuoc\u2019h ne\u2019m sikoure tamm ebet. Va Doue, nag a drubuilh war an tamm-pri-ma\u00f1. Hiziv emaint tout \u2019n o c\u2019hraou, ha dec\u2019h memes tra, gant ar glav yen-ma\u00f1. Udine \u2019deus kavet an tu da \u2019n em zistaga\u00f1, ha drailhet ganti ur bern boetrabez e Park-al-Leur tra m\u2019edon o troc\u2019ha\u00f1 geot.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Miz Mae dispac\u2019hel 1968 a dremenis gant Anjela, dre ret dre ma ne oa tren ebet evit an distro, ha, e gwirionez, ne zifreten ket re evit klask fred, ken kaer e oa ar Mae-se du-hont. Ne lojen ket avat e Trao\u00f1-an-Dour&nbsp;: ar gwele-kloz \u2019oa bet kailharet gant ur foeter-hent, mezv moarvat, bet degemeret dre druez ! Bod e kavis e Milin ar Sant. \u2019Pad miz ne gomzis nemet brezhoneg, ha Doue \u2019oar em boe tro da zarempredi\u00f1 forzh tud, kaset ma vezen da \u00ab serri\u00f1 an ode pella\u00f1 \u00bb, zoken da interamanto\u00f9 ar gerentiezh\u2026<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Nemet gant unan : Van der Erch, un Nederlandad, gwiraour er Parlamant europat, perc\u2019henn da vilin ar Pont-Kozh. Pa zeue er vro ne vanke gwech ebet da zont raktal da saludi\u00f1 Anjela ha da zivizout ganti.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ar wech-ma\u00f1, deut e oa evit ober ur brezegenn da \u00ab&nbsp;Rotary Club&nbsp;\u00bb Lannuon diwar-benn an \u00ab&nbsp;Europ dibarfet&nbsp;\u00bb&nbsp;! Den ne zeuas, ne oa na tren nag eoul-douar. Ni avat, a voe pedet ganta\u00f1 da zont da goania\u00f1, treuz tri fark, n\u2019eo ket un afer. Anjela a seblantas laouen, daoust ma ne respontas ger. War-dro eizh eur noz, o welout edo bepred o furguta\u00f1 er c\u2019hrevier e lavaris&nbsp;: \u00ab&nbsp;Anjela, poent eo marteze en em wiska\u00f1 evit mont d\u2019ar Pont-Kozh&nbsp;?&nbsp;\u00bb Hag hi gant un aer truezus&nbsp;: \u00ab&nbsp;O ! met, me n\u2019in ket, ne welit ket pegen skuizh on&nbsp;?&nbsp;\u00bb Ha, buan, o c\u2019houzout e ouien e oa ur falz-digarez :<br \/>\n\u00ab Me, n\u2019on ket eus an dud-se.<br \/>\n\u2013 Ha, ma ! emezon, fent ennon, o c\u2019houzout e vefe ret din plega\u00f1. Neuze, n\u2019in ket kennebeut, abalamour deoc\u2019h eo ez omp pedet&nbsp;!<br \/>\n\u2013 Ret eo deoc\u2019h mont, re ziseven \u2019ve\u2026 !&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ma&nbsp;! un tamm rendael c\u2019hoazh, evit ar blijadur, ha, dao en hent\u2026 Met en ur lavarout : \u00ab&nbsp;Dont a reot memestra&nbsp;! Kas a ran ganin \u201cKan ar skrilhed e Trao\u00f1-an-Dour\u201d a droin dezho e galleg&nbsp;!&nbsp;\u00bb Pa welas Van der Erch e oan va-unan e c\u2019hoarzhas :<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">\u00ab Ne zeuio ket&nbsp;?<br \/>\n\u2013 Nann, emezon, hervez, n\u2019eo ket eus ho tud.<br \/>\n\u2013 Se a lavar bepred pa vez pedet ganeomp, met un tamm mat ez eo a-us deomp e meur a ge\u00f1ver, ha va mibien a vo merket don gant ar vaouez-se&nbsp;!&nbsp;\u00bb<br \/>\nGoude koan eta, dirak ur mell tantad tan e klevjont betek div eur beure, Y.-B. Piriou o konta\u00f1 Anjela, hep na ve savet c\u2019hoant kousket gant hini.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Tro am boe e-pad ar miz Mae-se, dre forzh mont da \u00ab&nbsp;serri\u00f1 an ode pella\u00f1 \u00bb, da gomz gant kalz tud, chom a raent da gon-ta\u00f1 kaozio\u00f9 gant plijadur, anat. Kaozio\u00f9 a gaven iskis a-wecho\u00f9. Ma lavaris un deiz : \u00ab&nbsp;Me zo souezhet, Anjela, nag a dud a&rsquo;n em zistruj, o vont ouzh ar groug, dre ama\u00f1&nbsp;!&nbsp;\u00bb Chom a reas dilavar, o sellout ouzhin, ha&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">\u00ab Ret beza\u00f1 kalonek\u2026<br \/>\n\u2013 Ha\u00f1 ! emeve. Kalonek, ret beza\u00f1 gwan kentoc\u2019h\u2026&nbsp;\u00bb<br \/>\nIzel ha gorrek ec\u2019h adlavaras : \u00ab&nbsp;Ret beza\u00f1 kalonek&nbsp;!&nbsp;\u00bb Grik ken. Met ennon e save&nbsp;: \u00ab&nbsp;Va Doue&nbsp;! An temptadur-se ivez, Anjela gaezh, ret marteze, evit kompren ar re-ma\u00f1&nbsp;?\u2026&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Dre ma tremene an amzer, al lanv a greske ivez. D\u2019an 3 a viz Gwengolo 1968 : \u00ab&nbsp;Tremen tri c\u2019hant den a zo tremenet abaoe an ha\u00f1v\u2026&nbsp;\u00bb Ha d\u2019an 18 a viz Genver 1971&nbsp;: \u00ab&nbsp;Ouzhpenn 250 a dud en 3 sizhun. Ur vuoc\u2019h kla\u00f1v, e-pad 9 devezh hep diwiska\u00f1 va dilhad. 132 lizher betek-henn ! Ama\u00f1 eo gwashoc\u2019h eget un ifern. Me ne c\u2019hellan mui.&nbsp;\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ne c\u2019hell mui, met bale a ra bepred, ha skriva\u00f1, ha respont d\u2019an holl lizhiri. Kredi\u00f1 \u2019rafen evel ma lavar Rojer Laouenan ez eo en he lizhiri ema\u00f1 ar pep gwella\u00f1 eus he skrido\u00f9. Ne veze mui souezhet na nec\u2019het gant den. Gwelet \u2019m eus a bep seurt en ti-se. Kelenner Skol- veur, alvokad, kouer, medisin, skiantour, chaloni, micherour, den a lezenn, petra \u2019rae\u2026 Kinniget \u2019veze he\u00f1vel dezho, sistr pe gafe, ha mat\u2026 Iskis \u2019oa gwelout tud desket bras, barrek-dreist, pep hini war e dachenn, o tivizout eus kudenno\u00f9 bras ar bed gant ar goueriadez kozh, hag o selaou gant evezh he so\u00f1j.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">D\u2019an 20 a viz Genver 1969 e skriv :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>\u2019Micha\u00f1s hoc\u2019h eus gwelet war ar c\u2019helaouenno\u00f9 skeudenn Wolfgang Dressler, \u00ab&nbsp;Ma\u00eetre de Conf\u00e9rences \u00e0 l\u2019Universit\u00e9 de Vienne&nbsp;\u00bb&nbsp;? Ma ! div wech eo bet e Trao\u00f1-an-Dour. Da genta\u00f1 gant Gwenole ar Menn ha daou vagnetofon, mar plij. An daou boezon-se o doa lakaet ac\u2019hanon da gomz dirak o binvio\u00f9 ! Kaeroc\u2019h, me n\u2019am boa ket bet va lein en deiz-se, ha va saout skuizh o vlejal \u2019n o c\u2019hraou o doa troc\u2019het o c\u2019herdin ha \u2019n em vrochet vil ! Sed ama\u00f1 ur vuhez ! Ma distroet eo an Aotrou bras (1,93 m) disul, gant va c\u2019henitervezed Bulien. Tri rumm a dud all \u2019oa ama\u00f1, ha me &lsquo;lavar deoc\u2019h, &lsquo;oa bras o eston o klevout an Dressler o parlanti\u00f1 e brezhoneg mat ha sklaer&nbsp;!<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Kement-ma\u00f1 betek 1971.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Er bloavezh-se, Rojer Laouenan a he\u00f1chas Andr\u00e9 Voisin, arbennigour brudet, gant gwir abeg, er skinwel gall, etrezek Trao\u00f1-an-Dour. Anjela, goude termal, a asantas kemer perzh en ur film ha respont da c\u2019houlenno\u00f9 A. Voisin. Souezhus \u2019voe berzh an abadenn, bannet d\u2019an 28 a viz Kerzu 1971, hag an dasson he devoe dre Vro-C\u2019hall a-bezh. M\u2019en dije gouezet Rojer peseurt bec\u2019h a sache war e vignonez kozh, kilet en dije sur-mat. Met, nann, petra \u2019dalv\u2026 \u2019pezh a zlee beza\u00f1 zo bet, se, moarvat \u2019oa merket dezhi ivez !<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Diouzhtu e krogas al li\u00f1vadenn, hag Anjela da souezhi\u00f1&nbsp;: \u00ab&nbsp;Met petra \u2019vank dezho ? Petra \u2019c\u2019hedont diganin-me, paour e-touez ar re baoura\u00f1&nbsp;!&nbsp;\u00bb Lizhiri a gantado\u00f9, hag ur \u00ab&nbsp;brosesion&nbsp;\u00bb hep ehan. Padout a reas, o vont war greski\u00f1 zoken ; e miz Gouere 1979 e skrive&nbsp;: \u00ab&nbsp;Ouzhpenn 5 000 den zo tremenet ama\u00f1 abaoe penn-kenta\u00f1 ar bloaz&nbsp;!&nbsp;\u00bb Ken ne gredemp mui dont ken alies eus Brest. Hi koulskoude a glaske harpa\u00f1 kalonek, ha degemer a rae, o rei\u00f1 hec\u2019h amzer, he buhez, o kinnig brokus \u00ab&nbsp;boued ar c\u2019horf hag an ene&nbsp;\u00bb. Ha pa so\u00f1jan er predo\u00f9 treut a aoze eviti goude, d\u2019ar c\u2019haloup : soub pe batatez, patatez pe soub\u2026<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Me \u2019gred he doa asantet d\u2019ar reuz, gant mareado\u00f9 kounnar memestra, met ne gase mui \u2014&nbsp;pe nebeut&nbsp;\u2014 an dud da stoupa\u00f1. Rouez eo \u2014&nbsp;daoust hag ez eus&nbsp;\u2014 ar re o deus komprenet pegen poanius eo bet he buhez er mare-se, laouenaet, memes tra a bell da bell gant frankizenno\u00f9 sklaer a levenez. Lizher eus ar 6 a viz C\u2019hwevrer 1972 :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Ama\u00f1 eo kont memes tra bepred, tud bemdez-Doue ha \u2019pad an deiz, n\u2019eus ket tu da bad\u2019. Disadorn oa bet 7 (5 paotr ha 2 blac\u2019h) gant 3 c\u2019helenner eus Bear \u2014 2 vagnetofon. Da noz, R. Laouenan, e vreur, e c\u2019hoar-gaer hag ur beleg (Bivig) eus S.-Brieg gant ur magnetofon adarre. Ar varkizez diouzh ar beure ha Mark.<br \/>\n<\/em><em>Penaos e ran va labour ? Ma feiz, e chom d\u2019ober. Ar saout o vlejal gant an naon hag ar sec\u2019hed, lous brein dindane, ar c\u2019hog o kana\u00f1 da hanternoz gant ar fulor, hep tamm abaoe ar beure ! Ne greden ket, ken eo brema\u00f1, pegement a inosanted \u2019oa war ar bed-ma\u00f1. Rak, ret eo beza\u00f1 diskiant-tre&nbsp;: dont d\u2019ar menajo\u00f9 war ar pemdez da laerezh o amzer d\u2019ar beizanted, pa n\u2019int ket gouest da hanteri\u00f1 gant o labour dija, goude beza\u00f1 \u2019pad an deiz war o zont !<\/em><br \/>\n<em>Dont a rin sot-nay, ma ne varvan ket un deiz gant ar gounnar. Kement a ezhomm am eus a sioulded d\u2019ober c\u2019hoazh un draig bennak war va na\u00f1.<\/em><br \/>\n<em>Ma ! kenavo, Ivona gaezh, ret \u2019vo mervel evit Breizh, deiz pe zeiz, stumm pe stumm. Stourmomp bepred ha pedomp.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Alies al lizhiri a gloze gant&nbsp;: <em>\u00ab&nbsp;O&nbsp;! Beata Solitudo&nbsp;!&nbsp;\u00bb<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Lizher eus an 28 a viz Here 1972 :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Sul da noz<\/em><br \/>\n<em>Ema\u00f1 ar post war Iwerzhon !<\/em><br \/>\n<em>Chomet eo al listri da walc\u2019hi\u00f1. Chomet eo podad ar saout da boazha\u00f1, emaon ken heug ma kouskfen ama\u00f1 eus an daol\u2026 Pebezh devezh adarre&nbsp;! 7 karr-tan asambles er porzh&nbsp;! leun an ti. Ha me, dall ha mezv\u2026<\/em><br \/>\n<em>Tud eus Combourg, eus Pederneg, eus Brelevenez, eus Lannuon, eus Plouared, eus ar C\u2019houerc\u2019had, eus Caulnes, eus an Normandi, eus Tregrom, ha me \u2019oar\u2026 Met petra am eus graet d\u2019an Aotrou Doue \u2019velkent, ma tegas war va choug seurt pratiko\u00f9 ?<\/em><br \/>\n<em>B\u00eatan re \u2019zo memes tra ar vistri-skol ! Che ! pebezh kouezh o deus ezhomm ar re-se.<\/em><br \/>\n<em>Ma ! \u2019vel-se \u2019ma\u00f1 !<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Arabat kredi\u00f1 e veze lakaet an holl vistri-skol er memes sac\u2019h ganti, pell ac\u2019hane ! War bet ha pet lizher e teu anv Erwan Libouban \u2014 brezhoneger ampart hag oberiant \u2014 o vont en tu-hont d\u2019e nerzh\u2026 ha meur a hini all. Ar vuhez-se a bado betek 1978 ! Neuze e kouezho kla\u00f1v-fall, ret vo lakaat ur \u00ab pil \u00bb ha harpa\u00f1 ar paourkaezh kalon. Gwerzhet \u2019vo al loened ha ne viro ken nemet un nebeud yer. Met, e-pad ar bloavezhio\u00f9 poanius, nag a drevell&nbsp;: arbennigourien ar BBC a zeuio dre ziv wech, hag ar film, gwerzhet ganto diwezhatoc\u2019h, a dremeno ivez dre ar Stado\u00f9-Unanet a-bezh. Ivez Skinwel Bro-Velgia ; Skinwel Bro-Suomi a zeuio war-dro hanter miz Gwengolo 81. Sizhun goude, Anjela a yelo d\u2019an ospital evit ar wech diwezha\u00f1. Joa \u2019voe eviti an abadenn diwezha\u00f1-ma\u00f1. Tra souezhus, skipailh ar Finlandiz a oa renet gant un Dregeriadez yaouank (a gomze finneg, ar yezh nemeti etrezo !). Tud sioul anezho, o labourat gorrek, war o na\u00f1 ; goulennet e voe diganin ha digant Gwion Kloareg kemer perzh, ha divizout gant Anjela. Fellout a rae dezho e vefe ur film \u00ab&nbsp;komzet brezhoneg hag istitlet e finneg&nbsp;\u00bb. Pezh a voe graet.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Kerseet e oa Anjela o so\u00f1jal ne vefe den o kregi\u00f1 en arar e Trao\u00f1-an-Dour war he lerc\u2019h. Ar barzhoneg \u00ab Piv ? \u00bb a echu gant :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Feal on bet atav d\u2019 am ger-stur<\/em><br \/>\n<em>\u2014 STOURM A RAN WAR BEP TACHENN<\/em><br \/>\n<em>Va buhez a zo bet ur stourm. Hag e dibenn va amzer<\/em><br \/>\n<em>E dibenn va nerzh E huanadan !<\/em><br \/>\n<em>Piv a gemero va ger-stur<\/em><br \/>\n<em>War va lerc\u2019h ?<\/em><br \/>\n<em>Piv a gemero va armo\u00f9<\/em><br \/>\n<em>Pa gouezhint eus etre va daouarn Pa n\u2019am eus ganet mab ebet\u2026 ?<\/em><\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>(10 a viz Here 1978)<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Geo Anjela ! Mibien zo bet roet deoc\u2019h, ken tost d\u2019ho kalon. Ar bagado\u00f9 feal-se a wazed yaouank a zeue da skoazella\u00f1, met ivez, er goa\u00f1v, goude koan, da zivizout, eurvezhio\u00f9, e-keit ma poazhe ar podad er siminal. Mibien bagol, leun a vuhez, met ivez reo\u00f9 all, mibien ar glac\u2019har, an doan hag an dizesper.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">P\u2019edo war an \u00ab&nbsp;daol \u00bb un deiz, en ospital, ar surjian a lavaras dezhi : \u00ab&nbsp;Arabat beza\u00f1 stignet evel-se, en em lezit da vont, so\u00f1jit en un dra bennak all, en ho chas\u2026&nbsp;\u00bb Hag hi : \u00ab&nbsp;So\u00f1jal a ran em bugale, du-hont e Fresnes.&nbsp;\u00bb Hag o kinnig sur-mat he holl boanio\u00f9 evito. Nag int bet bepred war he spered ! Ingal he deus kendalc\u2019het da skriva\u00f1 dezho. Brema\u00f1, ra veilho warno, ra zesko dezho ez eus doareo\u00f9 efedusoc\u2019h, kaletoc\u2019h ivez eget an distruj hag ar feulster, doareo\u00f9 a c\u2019houlenn dalc\u2019husted, emaberzh, labour kalet ha diehan, dic\u2019hopr alies, pe gentoc\u2019h evit gopr a-wecho\u00f9 : diseblanted, goaperezh, kasoni, ha deski\u00f1 bale daoust da bep tra.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">N\u2019hon eus ket echu, sur mat, da zizolei\u00f1 hor mignonez ha da c\u2019houlenn : \u00ab Met perak, Anjela ? \u00bb Perak da skouer he doa dibabet beva\u00f1 er baourentez-rik. Rak un dibab eo bet, dreist-holl er bloavezhio\u00f9 diwezha\u00f1. An tammig retred o tont ingal, un nebeud arc\u2019hant eus ar Sacem, se \u2019oa pinvidigezh eviti ha n\u2019anavezas morse nemet ur yalc\u2019h c\u2019houllo. Resev a rae brokus neb a zeue, buan war an daol : krampouezh, bara, amann, pastez, gwestell, sistr, kafe. Eviti, koulskoude, ez ae bepred ar geusteurenn war dreutaat : dour, soubenn an tri-zraig, pato, boued kafe, a-vec\u2019h livet, peder gwech bemdez, ha mat ! Sa\u00f1set, se \u2019oa \u00ab rejim \u00bb !<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Koun a zegase din a-wecho\u00f9 eus Aotrounien vras zo e Bro-Indez. Savet o bugale, renket o zrao\u00f9, goulennet aotre digant o gwreg ma oa anezhi, e tilezent pep tra. Un tamm lien en-dro d\u2019o dargreiz, ur skudell goad evit goulenn o boued, mont a raent eeun dirazo, dieubet, pe, da nebeuta\u00f1, distaget, en hent davet an \u00ab diharz \u00bb. Marteze Anjela n\u2019he doa ket ezhomm da guitaat Trao\u00f1-an-Dour evit kemer an hent-se ?<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Pezh zo sur, piv bennak ne wel enni nemet ur goueriadez romantel, dezhi ur santidigezh vlizidik pe, washoc\u2019h, ur fals teneridigezh evit ar bleunio\u00f9, ar plant, al loened, hep mui, n\u2019en deus komprenet seurt. Kizidik a dra sur, tener ha madelezhus, digor da bep enkrez ha da bep anken, met prest ivez da vont en egar dirak gevier, falsentez, trubarderezh, laero\u00f1si, klakennerezh toull, sotoni c\u2019hwezhet, diseblanted marvus\u2026 ha prest da stourm outo. War ar c\u2019horf-se, bepred labouret gant ur boan bennak, ur youl dir a rene. Bezet pe vezet, ar Spered eo a c\u2019hourc\u2019hemenne : ret bale etrezek pezh a oa da lavarout pe da ober.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Meneget \u2019m eus ur barzhoneg skrivet war tu gin ur golo-lizher, bez\u2019 e oa warna\u00f1 ouzhpenn, troet ivez diwar Rabindranath Tagore, al linenno\u00f9-ma\u00f1 :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Ma pedan, n\u2019eo ket evit beza\u00f1 diwallet eus an da\u00f1jero\u00f9<br \/>\n<\/em><em>Met evit gellout sellout outo rag-eeun.<br \/>\n<\/em><em>Ha ne c\u2019houlennan ket ma vo koazhet <\/em><em>va foan,<br \/>\n<\/em><em>Met ma vo roet din kalon d\u2019he gouza\u00f1v.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">&nbsp;<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Peut-\u00eatre qu\u2019un jour cela surviendra pour vous que tout ce qui fut fatigue, d\u00e9cevance ou blessure sera cr\u00e9ateur. L\u2019Exode, Jean Sulivan &nbsp; [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":2,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-5518","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>War \u00ab\u00a0hent\u00a0\u00bb Anjela \u2013 Ivona Martin - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/war-hent-anjela-ivona-martin\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"War \u00ab\u00a0hent\u00a0\u00bb Anjela \u2013 Ivona Martin - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Peut-\u00eatre qu\u2019un jour cela surviendra pour vous que tout ce qui fut fatigue, d\u00e9cevance ou blessure sera cr\u00e9ateur. L\u2019Exode, Jean Sulivan &nbsp; [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/war-hent-anjela-ivona-martin\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:25:46+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"35 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/war-hent-anjela-ivona-martin\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/war-hent-anjela-ivona-martin\\\/\",\"name\":\"War \u00ab\u00a0hent\u00a0\u00bb Anjela \u2013 Ivona Martin - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2018-10-15T19:54:20+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:25:46+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/war-hent-anjela-ivona-martin\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/war-hent-anjela-ivona-martin\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/war-hent-anjela-ivona-martin\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"War \u00ab\u00a0hent\u00a0\u00bb Anjela \u2013 Ivona Martin\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"War \u00ab\u00a0hent\u00a0\u00bb Anjela \u2013 Ivona Martin - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/war-hent-anjela-ivona-martin\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"War \u00ab\u00a0hent\u00a0\u00bb Anjela \u2013 Ivona Martin - Anjela Duval","og_description":"Peut-\u00eatre qu\u2019un jour cela surviendra pour vous que tout ce qui fut fatigue, d\u00e9cevance ou blessure sera cr\u00e9ateur. L\u2019Exode, Jean Sulivan &nbsp; [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/war-hent-anjela-ivona-martin\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:25:46+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"35 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/war-hent-anjela-ivona-martin\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/war-hent-anjela-ivona-martin\/","name":"War \u00ab\u00a0hent\u00a0\u00bb Anjela \u2013 Ivona Martin - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2018-10-15T19:54:20+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:25:46+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/war-hent-anjela-ivona-martin\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/war-hent-anjela-ivona-martin\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/war-hent-anjela-ivona-martin\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"War \u00ab\u00a0hent\u00a0\u00bb Anjela \u2013 Ivona Martin"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/5518","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/2"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=5518"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/5518\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=5518"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}