{"id":5385,"date":"2018-09-04T09:25:13","date_gmt":"2018-09-04T07:25:13","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=5385"},"modified":"2025-08-13T15:22:47","modified_gmt":"2025-08-13T13:22:47","slug":"feiz-anjela-ivona-martin","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feiz-anjela-ivona-martin\/","title":{"rendered":"Feiz Anjela \u2013 Ivona Martin"},"content":{"rendered":"<p style=\"text-align: justify;\">N\u2019eo ket aes, n\u2019eo ket posupl zoken komz eus feiz neb piv bennak, se zo liorzh kuzh pep hini. Anjela zo bet goulennataet meur a wech gant hema\u00f1 pe henhont, he lezel a rin eta da lavarout hec\u2019h-unan he so\u00f1j.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Koulskoude, karout a rafen taolenna\u00f1 e berr gomzo\u00f9 an aergelc\u2019h-se hag a zo bet hini he bugaleaj hag he yaouankiz.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Pa zeu Anjela Duval war an douar d\u2019an 3 a viz Ebrel 1905, emeur c\u2019hoazh war ar maez en ur mare difi\u00f1v a-walc\u2019h, ur mare a bado hep kalz a gemm betek ar brezel diwezha\u00f1.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Abred, ar bennh\u00earezig a glevo hag a zesko ar bedenn, mintin ha noz, ar benedisite a-raok pep pred. Selaou a raio Buhez ar sent goude koan er goa\u00f1v, mont a raio d\u2019an ofiso\u00f9 d\u2019ar bourk d\u2019ar Sul, d\u2019ar pardonio\u00f9 tosta\u00f1 gwech an amzer. Erwan Duval ha Fran\u00e7oise Olivier a zo tud a feiz don. Skoet int bet kalet, kollet o deus daou vugel, ur mabig, ur plac\u2019hig daouzek vloaz. Anjela a glevo alies diganto koulskoude&nbsp;: \u00ab&nbsp;Doue ar Mestr&nbsp;\u00bb, ha, digant tud a vez bemdez-c\u2019houlo\u00f9-deiz o poania\u00f1 hep distag&nbsp;: \u00ab&nbsp;Al labour zo pedenn.&nbsp;\u00bb Ivez \u2019vel tud n\u2019o deus ket amzer da \u00ab&nbsp;oremuzat&nbsp;\u00bb&nbsp;:<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Ur bedenn verr a sav d\u2019an ne\u00f1v<\/em><br \/>\n<em>An hini hir a sach a-dre\u00f1v.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">An holl ouelio\u00f9-berz a veze lidet a-hed ar bloaz, o verka\u00f1 ehano\u00f9 plijus, digarez ivez d\u2019un tamm disternia\u00f1.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Netra eeunoc\u2019h eget ar vuhez-se. Da eizh vloaz, Anjela a yelo d\u2019ar skol d\u2019ar gouent e Tregrom. Deski\u00f1 a ra galleg, yezh estren-mat dezhi, ha buan e vo devet gant ar c\u2019hoant gouzout muioc\u2019h-mui. Abred d\u2019he daouzek vloaz e chom er g\u00ear, alies avat, pa c\u2019hell, e tistro d\u2019ar skol. Betek en he c\u2019hozhni e komzo gant karantez ha douja\u00f1s eus he skolaerezed.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Pep tra en-dro d\u2019ar grennardez kizidik, he spered lemm, a zo evel ul levr digor&nbsp;: plant, gwez, loened, douar, prado\u00f9, oabl, lavaret \u2019vefe ne rafe nemet unan ganto. Dre cha\u00f1s evidomp, un deiz \u2019zeuio ma kemero ur bluenn evit lavarout ar santerezh don he deus eus an natur.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">An amzer a dro. Divizet he deus Anjela chom gant he c\u2019herent ha harpa\u00f1 o c\u2019hozhni. An tad a varvo e 1941, Anjela he deus c\u2019hwec\u2019h vloaz ha tregont, ar vamm a yelo da anaon dek vloaz goude. Bloavezhio\u00f9 a stourm hag a zispi dirazi pa chom hec\u2019h-unan, o keina\u00f1 war un tamm douar treut ha paour\u2026 prest da sanka\u00f1 en dizesper. Met kre\u00f1voc\u2019h eget pep tra ema\u00f1 enni ar feiz-se o tougen anezhi er mareo\u00f9 gwasha\u00f1.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Diwezhatoc\u2019h, pa zigoro dirazi, estlammet, ur bed a-bezh, dre hanterouriezh ar yezh-se ken karet ganti, e chomo sebezet, bamet dirak kaerder \u2019pezh a zo bet skrivet e brezhoneg, ha hi ivez a zeuio d\u2019he zro da zegas he lod. Eus \u2019pezh he deus bevet, gouza\u00f1vet, poaniet, karet, kredet, netra ne vo kollet evel ma tisplego er barzhoneg \u00ab&nbsp;Eil bugaleaj&nbsp;\u00bb. Gwelloc\u2019h egedon e lavaro deoc\u2019h he so\u00f1j, an notenno\u00f9 da heul a zo tennet eus goulenno\u00f9 bet graet gant R. Laouenan, Ch. Brunel, eus he lizhiri, he skrido\u00f9, he barzhonego\u00f9.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Ar garantez am eus douget a-viskoazh evit an douar a zo deuet din, a gredan, eus donder an amzerio\u00f9. Va c\u2019herent eus an daou du a rumm da rumm, a-hed va lignez, a zo bet labourerien-douar. Abaoe ma oan bihanik, kemeret em eus perzh en holl labourio\u00f9. Va digarezit. Techet on da lakaat micher al labourer-douar dreist d\u2019an holl vicherio\u00f9. Pell emaon da gaout mezh eus va micher daoust da c\u2019hoaperezh meur a hini. Met karout a zo alies gouza\u00f1v. Ha gouza\u00f1vet em eus. Em c\u2019horf stag bepred d\u2019al labourio\u00f9 kalet. Em spered ivez. Gouzout a raen o choaz chom ama\u00f1 da drei\u00f1 an douar treut-ma\u00f1 e tivizen war un dro choaz ar baourentez, tostik-tre d\u2019an dienez. Ne vern. Gwriziennet e oan ama\u00f1, met digollet on bet.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Poan \u2019m eus bet, mes ivez ur joa : n\u2019eo ket roet d\u2019an holl labourerien beza\u00f1 dre hanter gant Krouer ar Bed. Ar c\u2019houer en e barkeier a genlabour gant Mestr ar Vuhez. Ema\u00f1 en ur greizenn vev : plant, loened. An Douar e-unan a zo leun \u2019vuhez, enna\u00f1 ez eus un nerzh hag a dreuzfurm pep tra. Penaos e kar an den difeiz an douar ? N\u2019ouzon ket. D\u2019am so\u00f1j e garantez a zo dibarfet. Dirak kement a garantez, e hini n\u2019hell beza\u00f1 nemet dister ma ne gred ket en Hini en deus krouet lezenno\u00f9 fur an natur.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>An douar a zo evidon ul levr divent, e bajenno\u00f9 o trei\u00f1 bemdez. N\u2019eus ket daou zevezh he\u00f1vel. Chomet on feal d\u2019ar feiz am eus resevet digant va c\u2019herent. Brema\u00f1, pa ne c\u2019hellan mui diblas, heulia\u00f1 a ran an oferenn er radio. Pa n\u2019em boa ket c\u2019hoazh a bost, kemer a raen va levr oferenn e brezhoneg. Chomet on feal d\u2019ar bedenn. Fizia\u00f1s bras am eus e sent Breizh, sant Erwan \u2019vel-just ! Va zad en doa ar brasa\u00f1 douja\u00f1s evit e baeron. Pedi\u00f1 a ran ivez santez Anna. Ar Werc\u2019hez a zo tost-tre ouzhin, ouzh va buhez ha va c\u2019hudenno\u00f9. Gwelout a ran enni ur vaouez hag he deus anavezet poanio\u00f9 buhez pemdeziek an dud vihan.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Ne welan abeg ebet da gemma\u00f1 \u2019pezh a zo bet desket din. Ar Feiz a zo un donezon. Koulskoude, gwir eo, ma n\u2019on ket bet tregaset e-pad va yaouankiz gant an danvez kelennet, ret eo din anzav : dre ma teu din un tamm oad e prederian war gredenno\u00f9 relijiono\u00f9 all. En em c\u2019houlenn a ran ha fur eo kredi\u00f1 tout \u2019pezh a vez goulennet diganeomp kredi\u00f1. Neuze \u2019so\u00f1jan gant fent&nbsp;: \u00ab&nbsp;Bo&nbsp;! Sell ouzh ar ouizieien vras, a nac\u2019h hor feiz kristen hag a gred diougano\u00f9 didalvoud\u2026&nbsp;\u00bb<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>An hini ne gred nag e Doue nag en diaoul a gred e forzh petra ; anat eo e rank an den kredi\u00f1 en un dra bennak. N\u2019on na prederour na doueoniour, met evidon, sklaer eo ez eus ur Mestr d\u2019ar vuhez. Chom hep kredi\u00f1 a zo, evit an denelezh, kouezha\u00f1 en izela\u00f1 pazenn, diskenn e renk al loened.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Ar Gelted o deus kredet atav e divarvelezh an ene ha rei\u00f1 d\u2019an den ur vent divarvel n\u2019eo ket e izelaat, er c\u2019hontrol\u2026 Ar gredenn-se a dosta an den ouzh Doue. P\u2019o deus anavezet ar Gelted Mister ar C\u2019hrist, asantet o deus aes d\u2019e gelennadurezh, dre ma klote gant o c\u2019hredenno\u00f9. An Iliz Katolik he deus revevet promesao\u00f9 a zivarvelezh. Sur on e c\u2019heller kavout enni pep tra a zo ezhomm evit en em santelaat ha ren ur vuhez eeun, gant ma vo sentet ouzh he reolenno\u00f9. Gouzout a ran ez eo hejet an Iliz gant \u2019bep seurt daelo\u00f9 ha rendaelo\u00f9, se zo bet a-viskoazh en ur bed a vez o kemma\u00f1 hep ehan war hent an dazont.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>\u2019Vel-just, pep tra n\u2019eo ket parfet en Iliz. An holl veleien n\u2019int ket sent. Me \u2019gred e vijent doujet muioc\u2019h ma tiskouezfent anat pehini eo o stad. Ne gredan ket e vefe mat e timezfent, nemet inta\u00f1v hep karg a vugale e vefent. Pas an dud yaouank. En holl vroio\u00f9, ar beleg, pe ve a-zindan beli ar Pab pe ur rabin, a zo doujet gant an dud a skiant vat, aberzhet en deus e vuhez evit mont da servij e nesa\u00f1. Pa oan yaouank, ar beleg a oa ar \u00ab&nbsp;Mestr da so\u00f1jal&nbsp;\u00bb. Ar c\u2019homzo\u00f9 lavaret ganta\u00f1 en iliz, d\u2019ar Sul, a oa boued speredel d\u2019ar c\u2019houer \u2014 ha na ouie alies na lenn na skriva\u00f1 \u2014 a-hed ar sizhun. Niver ar veleien a ya bepred war rouesaat, ur wall gudenn eo, ret e vo d\u2019an dud dont d\u2019o skoazella\u00f1\u2026 Ar re yaouank n\u2019int mui dedennet gant ar velegiezh, en em zistrei\u00f1 a reont eus ar relijion. Dont a raio un amzer koulskoude ma santint adarre un ezhomm anezhi. \u2019Trezek pehini ez aint, goude beza\u00f1 dilezet an hini wirion ? Ne gomzan morse da genta\u00f1 eus seurt kudenno\u00f9 gant an dud yaouank a zeu d\u2019am gwelout. Hepken pa zigoront ar gaoz o-unan war un dachenn a zo evidon un dachenn sakr. Me \u2019gred eo dishe\u00f1vel evit pep hini an darempred a zo etre un ene hag e Grouer.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Ur rebech am eus da ober koulskoude, hag en ran hep marc\u2019hata, ur rebech d\u2019an Iliz Katolik e Breizh&nbsp;: kiriek-bras eo eus diskar hor yezh a zo bet taolet kuit eus an ofiso\u00f9. Un nebeud beleien a zalc\u2019h kalonek, met, \u2019mod all, a-vec\u2019h ma klever ama\u00f1-ahont ur c\u2019hantik bennak evel ma roer un askorn da grignat. Perak e vez ar veleien, a zlefe beza\u00f1 emskiantek, o rei\u00f1 an dorn evit mouga\u00f1 hor yezh ? Daoust hag e sentont ouzh urzhio\u00f9 an eskobtio\u00f9&nbsp;? Met, daoust hag ez int ken sentus-se war bep tachenn ? Ret eo dezho che\u00f1ch o emzalc\u2019h a zo dibardonus. Ma ne c\u2019hellan ket ijina\u00f1 ur Breizh dizoue, n\u2019hellan ket muioc\u2019h ijina\u00f1 ur feiz vreizhek hep ar brezhoneg.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Un dever sakr, ar muia\u00f1 sakr eus an deverio\u00f9 eo legadi\u00f1 d\u2019ar vugale ur yezh, ur c\u2019hultur. H\u00earezh an hendado\u00f9. Ur rummad tud n\u2019eo nemet ur ruilhenn er chadenn. Ret eo dezha\u00f1 treuzkas e zeskamant, e skiant-prena\u00f1 d\u2019ar rummad a yelo pelloc\u2019h, ha nann terri\u00f1 chadenn an heritaj. Kiriegezh ar veleien a zo bras evit \u2019pezh a sell kendalc\u2019h ha buhez ar yezh. Ret e vefe dezho he adimplij en ofiso\u00f9, el lido\u00f9, ma fell dezho chom war hent an aviel, ar c\u2019helc\u2019hlizhiri-meur. Perak klask lakaat tout an trao\u00f9 he\u00f1vel ? Dija, ur fazi eo bet eus o ferzh harpa\u00f1 ar gallekaat, ret e vefe dezho renta\u00f1 enor d\u2019ar brezhoneg en iliz.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Karout a rafen lavarout ouzhpenn e talv pep strivadenn evit difenn ar yezh. Emaomp kaset ar c\u2019hein ouzh ar voger, ret stourm war an holl dachenno\u00f9. Karout a ran kalz ar vugale, reo\u00f9 ar re all p\u2019eo gwir n\u2019em eus hini. Marteze gwechall \u2019m bije karet\u2026 N\u2019eo ket bet va hent, chomet on gant va zud kozh ha n\u2019em eus ket bet a geuz\u2026 Mat eo bet evel-se. Un digoll a vez d\u2019un aberzh\u2026 serrit un nor, dek all a zigor. Ar beleg-ma\u00f1-beleg, al leanez-ma\u00f1-leanez o dije gellet beza\u00f1 ivez tad ha mamm a familh dispar, miret o deus o galloud da garout evit o nesa\u00f1\u2026 Ar c\u2019herent a zle da genta\u00f1-penn ober war-dro o ziegezh n\u2019hellont ket alies prederia\u00f1 ouzhpenn-se, nemet m\u2019o deus ur vuhez diabarzh puilh\u2026<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Truezi\u00f1 a reer marteze va digenvezded. Eus se n\u2019em eus morse gouza\u00f1vet. An devezhio\u00f9 ma ne welan den a zo ur bennozh evidon. Klask a ran neuze adkavout un tamm nerzh, ha va labour a ya fonnus war-raok. Kompagnunezh am eus&nbsp;: va levrio\u00f9, ar vuhez o vervi\u00f1 enno. Karout a ran prederia\u00f1. O&nbsp;! pas war an trao\u00f9 re luziet&nbsp;; evel pep hini koulskoude e c\u2019hoarvez ganin prederia\u00f1 war blanedenn an den. \u00ab&nbsp;Renet e vezomp&nbsp;\u00bb, e lavare Pierre Lhermitte. Kaer en deus an den difreta\u00f1 eus un tu pe un all, kaset e vo \u2019trezek al lec\u2019h ma rank mont. Un tonkadur eo. N\u2019eo ket ar skiant a bermeto dezha\u00f1 tec\u2019hout, koulskoude, gwecho\u00f9, e tosta anezha\u00f1 ouzh Doue. Lakaat a ra ar mister da gila\u00f1, o skl\u00earijenna\u00f1 a daolio\u00f9 \u00ab&nbsp;flach&nbsp;\u00bb.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Gwir eo ema\u00f1 pep den en ur mod en e zigenvezded. Diraza\u00f1 e-unan. Ne c\u2019hell e gwirionez darempredi\u00f1 a-grenn e nesa\u00f1, ar re all, nemet dre Zoue, gant Doue \u2019ve. Er boan, er c\u2019houza\u00f1vusted e kavo an digenvezted-se. Ar c\u2019hristen a gred e komuniezh ar sent a gavo frealz, rak ma ya war-raok e-unan war hent ar santelezh, sacha\u00f1 a ra reo\u00f9 all d\u2019e heul, er c\u2019hontrol, ma kouezh, ma ya war fallaat, an denelezh a gil ivez. Ret eo d\u2019an dene- lezh kaout tud dreist, tud meur. Ur bobl hag a zo enni seurt tud a zo ur bobl dreist, ma vankont, ar bobl a gouezh izel, dilignezet eo. Anavezet em eus tud kozh dizesk hag o doa amplik kement a dalvoudegezh hag hor \u00ab&nbsp;sorbonnarded vodern&nbsp;\u00bb. Sellet o doa gant evezh ouzh ar vuhez, ha gouzout a raent ober an dibab etre an droug hag ar mad. Hiziv an deiz, droug ha mad a zo kilpennet, pep tra zo plaen.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Rei\u00f1 ur ster d\u2019ar vuhez, n\u2019eo ket aes, gwir eo. Met, just a-walc\u2019h, ar relijion gristen he deus ur vuhezegezh a respont da bezh a glask an den. Ur respont klok. Seblantout a ra din beva\u00f1 el leunded. Ne garan ket so\u00f1jal er marv. Heti\u00f1 a ran e teufe an diwezhata\u00f1 ar gwella\u00f1. War an tamm douar-ma\u00f1, gouzout a ran peseurt buhez am eus, n\u2019ouzon ket petra \u2019vo en tu all. Dre vras, klask a ran chom hep so\u00f1jal e warc\u2019hoazh. Ar pep penna\u00f1 eo leunia\u00f1 mat an devezh. Forzh penaos, ar marv n\u2019eo ket ar fin, an den evit ul lodenn a zo graet evit ar beurbadelezh. Evidon, va zud a zo ama\u00f1, tost ouzhin, bemdez. Ne che\u00f1chan netra en ti, me \u2019gred e rebejfent din, se \u2019vefe, en ur mod, evel lakaat anezho er-maez.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>An emskiant am eus da ober tout \u2019pezh on gouest da ober, da veza\u00f1 em flas, feal d\u2019am zud, d\u2019am bro, a zegas din, \u2019benn ar fin, ur peoc\u2019h diabarzh gwirion. A dra sur, soursio\u00f9 am eus, kudenno\u00f9 a ya war washaat dre ma tigresk va nerzh. Koulskoude en em santan eu\u0308rus. Marteze n\u2019eo ket eus ar seurt eu\u0308rusted a vez anv anezhi peurliesa\u00f1. An eu\u0308rusted-se n\u2019em eus morse anavezet. Pep hini a \u00ab&nbsp;fabrik&nbsp;\u00bb e eu\u0308rusted. Un dra diabarzh eo&nbsp;: peoc\u2019h ar goustia\u00f1s, al labour, ar bara asur\u2026 Ne vagan mui a hu\u00f1vreo\u00f9, an amzer a zo re verr dirazon. Hu\u00f1vreal a ran koulskoude e dazont va bro&nbsp;: ne c\u2019hell ket ar stad a vrema\u00f1 kenderc\u2019hel. Bro-C\u2019hall a gemer hon zud, hon arc\u2019hant, hon finvidigezh. Pep tra. Lakaat a ra e graban war ar re wella\u00f1.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify; padding-left: 30px;\"><em>Dre cha\u00f1s, ar re yaouank a zo krog da gompren eo bet diberc\u2019hennet hor bro. Fazia\u00f1 a reont a-wecho\u00f9, n\u2019ouzont ket bepred dibab an hent mat, c\u2019hoant o deus mont re vuan. Met, hepto, netra ne vefe posupl. Me a zo evit un emrenerezh divizet mat. En deiz a hiziv, n\u2019eus mui bro vihan ebet barrek da veva\u00f1 klozet warni hec\u2019h-unan. Stag-ha-stag eo an holl interesto\u00f9 dre ar bed. Met pep hini a dle chom mestr en e di.<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">D\u2019an 3 a viz Ebrel I976, p\u2019edo o kregi\u00f1 gant he 72<sup>vet<\/sup> bloavezh e skrive \u00ab<em>&nbsp;<\/em>Pedenn evit ur bloaz nevez<em>&nbsp;<\/em>\u00bb.<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>N\u2019eo ket aes, n\u2019eo ket posupl zoken komz eus feiz neb piv bennak, se zo liorzh kuzh pep hini. Anjela zo bet [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":2,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-5385","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Feiz Anjela \u2013 Ivona Martin - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feiz-anjela-ivona-martin\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Feiz Anjela \u2013 Ivona Martin - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"N\u2019eo ket aes, n\u2019eo ket posupl zoken komz eus feiz neb piv bennak, se zo liorzh kuzh pep hini. Anjela zo bet [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feiz-anjela-ivona-martin\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:22:47+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"13 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/feiz-anjela-ivona-martin\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/feiz-anjela-ivona-martin\\\/\",\"name\":\"Feiz Anjela \u2013 Ivona Martin - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2018-09-04T07:25:13+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:22:47+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/feiz-anjela-ivona-martin\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/feiz-anjela-ivona-martin\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/feiz-anjela-ivona-martin\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Feiz Anjela \u2013 Ivona Martin\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Feiz Anjela \u2013 Ivona Martin - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feiz-anjela-ivona-martin\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Feiz Anjela \u2013 Ivona Martin - Anjela Duval","og_description":"N\u2019eo ket aes, n\u2019eo ket posupl zoken komz eus feiz neb piv bennak, se zo liorzh kuzh pep hini. Anjela zo bet [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feiz-anjela-ivona-martin\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:22:47+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"13 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feiz-anjela-ivona-martin\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feiz-anjela-ivona-martin\/","name":"Feiz Anjela \u2013 Ivona Martin - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2018-09-04T07:25:13+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:22:47+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feiz-anjela-ivona-martin\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feiz-anjela-ivona-martin\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/feiz-anjela-ivona-martin\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Feiz Anjela \u2013 Ivona Martin"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/5385","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/2"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=5385"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/5385\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=5385"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}