{"id":2829,"date":"2017-10-24T01:50:26","date_gmt":"2017-10-23T23:50:26","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2829"},"modified":"2025-08-13T15:22:47","modified_gmt":"2025-08-13T13:22:47","slug":"eun-oberenn-a-bouez-braz-anjela-duval-kan-an-douar-per-vari-mevel","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/eun-oberenn-a-bouez-braz-anjela-duval-kan-an-douar-per-vari-mevel\/","title":{"rendered":"Eun oberenn a-bouez braz Anjela Duval, Kan an Douar &#8211; Per-Vari Mevel"},"content":{"rendered":"<p>N&#8217;emaom ket e-touez ar re-ze a ra dalh- mad meuleudi da gement linenn a vez gwisket \u2014 pe treuzwisket \u2014 e brezoneg. Setu perag on-eus muioh a frankiz evid lavaroud pegement a vad a zonjom eus Barzaz Anjela Duval, <em>Kan an Douar<\/em>, pegen entanet om bet ouz e lenn, ha pegen uhel e lakaom al leor-ze el lennegez vrezoneg. D&rsquo;or meno eo ar gwella tra bet embannet abaoue hanterkant vloaz d&rsquo;an nebeuta. Par eo \u2014 ha poueza a reom or homzo\u00f9 \u2014 da <em>War en deulin <\/em>Yann-B\u00ear Kalloc&rsquo;h, aliez gwelloh zoken. Disliou ha divlaz e vo kavet en e-gichenn an darn vrasa euz ar barzonegou bet strewet ama\u00f1 hag ahont. Bez&rsquo; &lsquo;z eus gand <em>Kan an Douar <\/em>eur stumm hag eur muzul all.<\/p>\n<p>Di\u00eaz eo renta kont euz eur bennoberenn ken pinvidik, ken doun awenet ha ken leun a gaerder. Eun dra hepken a vefe da lavared d&rsquo;an dud :&nbsp; \u00ab Lennit&nbsp; hag&nbsp; e weloh ! \u00bb Bez&rsquo; ez eus evelato en dastuma- denn-ma\u00f1 danvez meur a studiadenn&nbsp; evid ar re a raio wardro ol lennegez. Ha brema\u00f1 e vo red mad, da gement kelen- ner a zo, studia gand e skolidi d&rsquo;an nebeuta eun dibab euz ar barzonego\u00f9- ma\u00f1. O lenn hag o adlenn a ranker, evel pep oberenn veur, rag n&rsquo;eo ket en eur wech e hellfer suna ar boued, al likor a zo ebarz. Alia a ran stard kement hini a lavar eo prederiet gant amzer da zont ar&nbsp;brezoneg, d&rsquo;en em lakaad dioustu da lenn <em>Kan an Douar <\/em>ha d&rsquo;ober bruderez endro deza\u00f1. Paeet e vo founnuz euz ar boan a gemero, hag eun dever eo, rag eun druez e vefe ma chomfe eun oberenn ken talvouduz e kelh striz eun nebeud brezonegerien ampart.<\/p>\n<p>Daoust ha ma lavar Anjela Duval n&rsquo;eo ket he micher sevel gwerzennou war baper, dre ma skriv anezo \u00ab war groc&rsquo;henn noaz ar Vro \u00bb, gand he binvio\u00f9 labour en he farkeier dindan ar pevar amzer, ez eus outi e gwirionez eur varzez awenet dreist hag eur skrivagnerez a ouenn vad, unan a vicher, dezi eun doare outi heh-unan da zevel barzonegou. Gouzoud a ra selled ha liva : sellet ouz pep tra gand daoula- gad skl\u00ear, evel eur bugel estlammet o tizolei ar bed, ha tizoud a ra, a-dre\u00f1v spurmanto\u00f9 boutin ar vuhez pemdezieg eur vuhez all kuzet, kevrinuz ha spere- del. Kompren a ra, dre ma vev bepred en o zouez ha ma kar anezo, yez al labou- sed, al loened, ar plant hag ar bleu\u00f1v :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>Selaou kentoc&rsquo;h a ran<\/em><br \/>\n <em>An trao\u00f9 eget an dud\u2026<\/em><\/p>\n<p>Unanet striz eo hi, dre nerz liammou ar galon, ouz pep tra krouet, hag intent a ra, evel ma lavar ar Barz gall, \u00ab le lan- gage des fleurs et des choses muettes\u2026 \u00bb ha beteg klemmou ar boudou bihan flas- tret dindan treid pounner an dud !<\/p>\n<p>E <em>Kan an Douar <\/em>e kemer pep tra eun ene, eur vuhez kuzet, ar hreion zoken, hag ar follenn wenn o hortoz ar skritur. Divizoud a ra Anjela Duval, evel pa vefent migno- ned, gant al laboused, ar spern du, ar balan, ar brug. Eur marz\u2026! Liva a oar en eun doare dispar taolennou ar m\u00eazio\u00f9 a gar, taolennouigou kentoh, e barzonegou berr : an noz sioul, avalou azo o ruilhal beteg ar hleuz, eun devez dorna, eur vuoh o taskiriad \u00ab geot hag hu\u00f1vreo\u00f9 \u00bb, kirri koz dilezet, astennet ganto o divreh evel en eur bedenn, emgann ar houmoul arnev\u2026<\/p>\n<p>Hag aliez ar pez a wel he daoulagad a deu da veza en he faltazi arouez eun dra bennag kuzetoh, evel an deliou sec&rsquo;h, da ge\u00f1ver Gouel an Ollzent, a seblant beza war an dour \u00ab ur morad eneo\u00f9 \u00bb, o horoz treuza ar skulz. Eun dudi eo evid al lenner digouezoud gand he\u00f1veladuriou souezus, evel eur gistinenn en he bleu\u00f1v, o tont da veza : \u00ab \u2026 ur gwispon ramz bet soubet er c&rsquo;hoaven \u00bb. Ha diouz an taolen- nou-ze e sav eur mor a frond, ha kleved a reer endro dezo sonerez, beuregan, bangor pe sumfonienn ar m\u00eaziou.<\/p>\n<p>Buhez an douar, ar peder amzer o tremen a zihun e klaon Anjela Duval e\u00f1voriou a bep seurt, trivliadennou fromuz, don ha tener. An hiraez hag an hirnez a gouez warni, pa zo\u00f1j en he zud, en he migno- ned aet da Anaon. Poueza a ra warni an amzer o vond e-biou, ar hle\u00f1ved, ar gozni, ar baourentez, ar skuizder, dispriz an dud lorhuz ha droch, digomprenusted ar vourhizien. Neuze e tro ar barzoneg da&nbsp;&nbsp;&nbsp; veza&nbsp;&nbsp; eur&nbsp;&nbsp;&nbsp; brederiadenn&nbsp;&nbsp;&nbsp; pe &nbsp;eur bedenn\u2026 <em>In Memoriam<\/em>.<\/p>\n<p>Koulskoude n&rsquo;eo tamm ebed Anjela Duval bleniet gand eun dristidigez romantel bennag. Er hontrol. <em>Kan an Douar <\/em>a zo unan a levenez :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>Padal va c&rsquo;halon a zo leun a gan <\/em><br \/>\n <em>Dre ma karan pep Boud.<\/em><\/p>\n<p>Ar han laouen a zav dioustu pa bar an heol, pa zigor an deliou hag ar bleuniou en nevez-amzer, pa advev adarre eur penngoz bennag hanter varo, pa hlaz ar zegal pe ar gwiniz :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>Levenez ha dudi &lsquo;velkent, <\/em><br \/>\n <em>Levenez ar Frankiz<\/em><br \/>\n <em>Kreiz ar maezio\u00f9 gouez <\/em><br \/>\n <em>Gant ar frondo\u00f9 yac&rsquo;h\u2026<\/em><\/p>\n<p>Laouenidigez ar houer ivez an hini eo. Lorh a zo enni da veza labourerez douar, gand he botou-koad tachet, stag ouz douar Breiz,<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>Aberzhidi lorc&rsquo;hus hon Tir, Kouerien !<\/em><\/p>\n<p>N&rsquo;he deus ket a geuz da veza bevet paour ha dieub, pell euz ar h\u00eariou, e-kreiz eur bed mahomet gand ar c&rsquo;hoant gounid arhant, ar grizder, ar plijaduriou danve- zel. Ar feiz ivez, feiz eeun ha didro eur goueriadez, a laka anezi da houza\u00f1v meur a dra hep klemm na termal, ha da zerhel kempouez he spered hag heh ene.<\/p>\n<p>Gouzoud a ra ouspenn Anjela Duval c&rsquo;hoarzin, ober fent, flemma aliez \u2014 hep fallagriez evelato \u2014 dre m&rsquo;he-deus tro- spered lemm h goapa\u00fcz tud Bro-Dreger. Diskouez a ra, da skwer al laboused, he mignoned braz, en eun doare fromuz ha fentuz war eun dro (\u00ab Koraiz an Evned \u00bb, p.146), ha gourdrouzet e vezont ganti pa &lsquo;z int dihrad pe laer. An dud ivez a vez graet goap outo, ha n&rsquo;eo ket hep abeg : ar re yaouank ska\u00f1v-benn, dizo\u00f1j ha brell, ar weladennourien tregasuz a zebr dezi heh amzer vak, blenerien ar hirri- tan pennfollet, an douristed o tond, hervezo, da glask ar peoh war ar m\u00eaz, padal ne hellont beva nemed e kreiz todion an tranzistored. Hag ar goap-se a deu da veza awechou kounnar ruz ha fulor e-ke\u00f1ver ar pinvidik orgouilhuz,&nbsp; ar&nbsp;\u00ab Ro\u00f1fled \u00bb, an Alouberien o plava war ar Vro hag o kinnig flastra an dud paour.<\/p>\n<p>N&rsquo;eo ket avad hepken evid kana kaerder ar m\u00eaziou, ar balan alaouret, ha diskl\u00earia trivliadenno\u00f9 heh halon eo e skriv Anjela Duval. Eur hefridi a zigas deomp ivez <em>Kan an Douar<\/em>, menoziou euz an amzer- vrema\u00f1 da bleustri warno, \u00ab hadenno\u00f9 e liorzh&nbsp; ar barzh \u00bb evel ma&nbsp; lavar.&nbsp; Ar &nbsp;pez \u00ab ne gav ket plijus \u00bb a zo diskouezet skl\u00ear e kenta barzoneg an dastumad. Ankeniet eo dirag eur bed dirollet, leun a \u00ab spere- do\u00f9 meur hag a galono\u00f9 goullo \u00bb, ur Bed o krena \u00ab gant ar spont rak an Den \u00bb, eur yaouankiz \u00ab o&nbsp; trok&nbsp; levenez&nbsp; &lsquo;vit arc&rsquo;hant \u00bb. Kudennou Breiz eveljust a ra nehamant dezi, pa zo\u00f1j e kement tra a zaotr hag a zistruj korf hag ene ar Vro : ar m\u00eazio dilezet o tistrei da fraost, ar zavaduriou koz dismantret pe gwerzet d&rsquo;an estran pinvidik, ar yaouankizou rediet da vond da glask labour d&rsquo;ar h\u00eariou, digasted eun darn vraz euz ar Vretoned dirag o Yez o vond da goll :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>Met ur Ouenn iz omp-ni &lsquo;ta ? <\/em><br \/>\n <em>Hag ur bobl lez-ober !\u2026<\/em><\/p>\n<p>Evid klask dihuna he henvroiz morgousket ha lakaad anezo da veza emskiant, e kav komzou fromuz ha geriou nerzuz eur yez dispar.<\/p>\n<p>Yez he havell, yez he halon hag he spered an&nbsp; hini&nbsp; eo,&nbsp; pinvidik,&nbsp; yah,&nbsp; saouruz &nbsp;ha&nbsp;pobleg. Ya, eur yez pobleg da genta, lakaet da dalvezoud en eun doare ampart meurbed. Ne vez kavaet ama\u00f1, nemed eur wech bennag, gerio\u00f9 nevez ijinet gand an dud desket, red ober ganto moarvad awechou er yez-pl\u00ean, med a laka barzonegou a zo da veza ken zeh ha ken displijuz. Dibabet he-deus Anjela Duval an hent mad, a gred eom, an hini eo bet atao on hini, ober gand eur yez pobleg kempennet. Stank-ha-stank e kaver e <em>Kan an Douar <\/em>geriou an douar, geriou ar vuhez pemdezieg. Ha ganto ema\u00f1 an dasson, an hekleo a rank kaoud komzou beo ar varzoniez wirion. Ar pez ne vir ket tamm ebed ouz an oberourez da ziskl\u00earia, gant kement a arliviou ez eus enno, he menoziou dounna hag he zrivliadennou kizidika.<\/p>\n<p>Anoiou ar gwez a zon brao d&rsquo;an dious- kouarn :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>Drev-gwenn, koad kren, <\/em><br \/>\n <em>Skav-gwrac&rsquo;h, fav-put, <\/em><br \/>\n <em>Evor, aozilh, bezv gwenn.<\/em><\/p>\n<p>Santout a reom frond yahuz bleuniou ar parkeier gand \u00ab ar roz kamm, ar boued houidi, ar melion, an tule, an tomm- heolig, ar roz ki\u2026 \u00bb. Ta\u00f1vet on-eus ni ivez ar frouez gouez : \u00ab Koper, irin, lus ha babu. \u00bb Ha setu labour kuz ur hreunenn winiz :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>Glec&rsquo;hia\u00f1, kellida\u00f1, diwan, <\/em><br \/>\n <em>Kefia\u00f1, gwarenni\u00f1, koe\u00f1vi\u00f1, <\/em><br \/>\n <em>Dizac&rsquo;ha\u00f1, bleunia\u00f1, <\/em><br \/>\n <em>Bouedi\u00f1, darevi\u00f1.<\/em><\/p>\n<p>Eur blijadur eo ivez digouezoud gand geriou koz, o vond&nbsp; da&nbsp; veza&nbsp; dizo\u00f1jet&nbsp; sur awalh,&nbsp; abaoue&nbsp; m&rsquo;eo&nbsp; bet&nbsp; argaset&nbsp; ar&nbsp;&nbsp; hezeg&nbsp;&nbsp; gand&nbsp;&nbsp; an&nbsp;&nbsp; traktourien, &nbsp;evel&nbsp;\u00ab maen pignaouer \u00bb <em>(montoir)<\/em>,&nbsp; pac&rsquo;hum&nbsp;<em>(entraves)<\/em>, hag all. Setu aze geriou hag e kavo lod ahanom enno c&rsquo;hwez vad or bugaleaj war ar m\u00eaz ! Ampart meurbed eo dreist-oll Anjela Duval evid renta liou hag arliou an oabl hag ar houmoul, an trouz hag an trouzouigou diniver a zav e-kreiz ar zioulder evid dond da veza eur beuregan, eur zimfonienn veureel :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>Fro\u00f1j ar fubu, frao\u00f1v an deil, <\/em><br \/>\n <em>Begeil an oan, blej an annoar, <\/em><br \/>\n <em>Stro\u00f1s an tre\u00f1 ha froum ar c&rsquo;harr, <\/em><br \/>\n <em>Kroz ar skluz ha tourni ar veilh\u2026<\/em><\/p>\n<p>Evid ar pez a zell ouz ar werzaouriez en em gav Anjela Duval en he \u00eaz, n&rsquo;eus forz e pe stumm. Seblantoud a ra anavezoud skridou barzed vraz an amzer vrema\u00f1 (troidigeziou kempenn brao ez eus), hag ober a ra kerkoulz gand gwerzennou dieub, ha gand gwerzennou ingal, kloten- nou reiz enno, \u00ab giz koz \u00bb. Pep hini a hell barn war ar poent-se hervez e c&rsquo;hoant, med asur on e kavo kalz ahanom gwelloh ar stumm-ma\u00f1, an hini \u00ab koz \u00bb, dre ma &lsquo;z eus aze e gwirionez kanaouennou pobl, o hortoz beza kanet. Netra kaerroh, da skwer,&nbsp;&nbsp; na&nbsp;&nbsp; kempennet&nbsp;&nbsp; bravoh,&nbsp; &nbsp;eged&nbsp;\u00ab Lellig \u00bb (p. 147).<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>Me &lsquo;oar perak eo Lellig <\/em><br \/>\n <em>Toullet ken tost d&rsquo;an dour : <\/em><br \/>\n <em>Re verzet gant he Mammig <\/em><br \/>\n <em>Enep ur Bed treitour !<\/em><br \/>\n <em>Arabat deoc&rsquo;h va Lellig <\/em><br \/>\n <em>C&rsquo;hoari re dost d&rsquo;an dour, <\/em><br \/>\n <em>Rak ar rinier, bihanig,<\/em><br \/>\n <em>A zo don ha treitour. <\/em><br \/>\n <em>Arabat eo deoc&rsquo;h Lellig <\/em><br \/>\n <em>Tomma\u00f1 re beg ho lour : <\/em><br \/>\n <em>Rak an tan va bugelig,&nbsp; <\/em><br \/>\n <em>A zo meurbet treitour. <\/em><br \/>\n <em>Arabat eo deoc&rsquo;h Lellig <\/em><br \/>\n <em>Pignat uhel er skourr, <\/em><br \/>\n <em>Barro\u00f9 ar gwez va evnig <\/em><br \/>\n <em>A zo bresk ha treitour.<\/em><br \/>\n <em>Pa &lsquo;z ae gant he flouzennig <\/em><br \/>\n <em>Da suna\u00f1 ar sistr flour :<\/em><br \/>\n <em>Arabat re !\u2026 va Lellig,<\/em><br \/>\n <em>Ar sistr dous zo treitour. <\/em><br \/>\n <em>Arabat eo deoc&rsquo;h Lellig, <\/em><br \/>\n <em>Kredi\u00f1 er melezour,<\/em><br \/>\n <em>Ar melezour, va c&rsquo;hoantig, <\/em><br \/>\n <em>Zo gaouiad ha treitour.<\/em><br \/>\n <em>Arabat &lsquo;vo deoc&rsquo;h Lellig <\/em><br \/>\n <em>Selaou re komzo\u00f9 flour ! <\/em><br \/>\n <em>Rak ar baotred, va flac&rsquo;hig, <\/em><br \/>\n <em>Zo hedro ha treitour.<\/em><br \/>\n <em>Arabat eo deoc&rsquo;h Lellig <\/em><br \/>\n <em>Selaou morse lidour<\/em><br \/>\n <em>Al lidourien va merc&rsquo;hig <\/em><br \/>\n <em>A zo holl tud treitour. <\/em><br \/>\n <em>Re disfiz eo deut Lellig <\/em><br \/>\n <em>&lsquo;Ke\u00f1ver ur Bed treitour<\/em><br \/>\n <em>Chomet eo hec&rsquo;h-unanig, <\/em><br \/>\n <em>Hep pried na karour.<\/em><br \/>\n <em>Un deiz a varvo Lellig <\/em><br \/>\n <em>Hep keuz na takenn dour, <\/em><br \/>\n <em>Met er Bed all ar paourig <\/em><br \/>\n <em>A gavo ur C&rsquo;harour.<\/em><\/p>\n<p>Gouzoud a ra hoaz Anjela Duval implij ijin ar varzoniez vreizeg en eun doare souezuz, ar pouez mouez, al lusk, ar vogalennou hag ar hensonennou oh ober klotennou diabarz, he\u00f1vel awalh awe- chou ouz giz barzed Bro-Gembre. Ha setu ma klevom evelse, ar brank<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>O skuba\u00f1 hep skuizha\u00f1 toenn louet<\/em><br \/>\n <em>[al&nbsp; loch\u2026 Ar segal graet ganta\u00f1 goap ouzh&nbsp;ar goa\u00f1v\u2026 <\/em><br \/>\n <em>Koroll diroll al logod er c&rsquo;hrignol\u2026 <\/em><br \/>\n <em>Safron ar sardon e kalon ar bleu\u00f1v\u2026<\/em><\/p>\n<p>Setu <em>Kan an Douar <\/em>: ul leor enna\u00f1 awen hag ijin, menoziou ha trivliadennou, pea- dra da vaga or spered hag or faltazi, par d&rsquo;ar gwella dastumadennou barzonegou embannet e Bro-Hall hag e n&rsquo;eus forz pe bro. Ol lakaad a ra da gaoud spi e Tonkadur ar brezoneg. Nann, n&rsquo;eo ket hepken&nbsp;&nbsp; ur&nbsp;&nbsp; \u00ab skrin \u00bb,&nbsp;&nbsp; eul&nbsp;&nbsp; liorz&nbsp; &nbsp;evid&nbsp;\u00ab miroud an hadennou diweza \u00bb, med kentoh eun oberenn digor war an amzer da zond, promesa eun eost nevez.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>N&#8217;emaom ket e-touez ar re-ze a ra dalh- mad meuleudi da gement linenn a vez gwisket \u2014 pe treuzwisket \u2014 e brezoneg. [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2829","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Eun oberenn a-bouez braz Anjela Duval, Kan an Douar - Per-Vari Mevel - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/eun-oberenn-a-bouez-braz-anjela-duval-kan-an-douar-per-vari-mevel\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Eun oberenn a-bouez braz Anjela Duval, Kan an Douar - Per-Vari Mevel - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"N&#8217;emaom ket e-touez ar re-ze a ra dalh- mad meuleudi da gement linenn a vez gwisket \u2014 pe treuzwisket \u2014 e brezoneg. [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/eun-oberenn-a-bouez-braz-anjela-duval-kan-an-douar-per-vari-mevel\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:22:47+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"11 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/eun-oberenn-a-bouez-braz-anjela-duval-kan-an-douar-per-vari-mevel\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/eun-oberenn-a-bouez-braz-anjela-duval-kan-an-douar-per-vari-mevel\\\/\",\"name\":\"Eun oberenn a-bouez braz Anjela Duval, Kan an Douar - Per-Vari Mevel - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-23T23:50:26+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:22:47+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/eun-oberenn-a-bouez-braz-anjela-duval-kan-an-douar-per-vari-mevel\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/eun-oberenn-a-bouez-braz-anjela-duval-kan-an-douar-per-vari-mevel\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/eun-oberenn-a-bouez-braz-anjela-duval-kan-an-douar-per-vari-mevel\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Eun oberenn a-bouez braz Anjela Duval, Kan an Douar &#8211; Per-Vari Mevel\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Eun oberenn a-bouez braz Anjela Duval, Kan an Douar - Per-Vari Mevel - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/eun-oberenn-a-bouez-braz-anjela-duval-kan-an-douar-per-vari-mevel\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Eun oberenn a-bouez braz Anjela Duval, Kan an Douar - Per-Vari Mevel - Anjela Duval","og_description":"N&#8217;emaom ket e-touez ar re-ze a ra dalh- mad meuleudi da gement linenn a vez gwisket \u2014 pe treuzwisket \u2014 e brezoneg. [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/eun-oberenn-a-bouez-braz-anjela-duval-kan-an-douar-per-vari-mevel\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:22:47+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"11 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/eun-oberenn-a-bouez-braz-anjela-duval-kan-an-douar-per-vari-mevel\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/eun-oberenn-a-bouez-braz-anjela-duval-kan-an-douar-per-vari-mevel\/","name":"Eun oberenn a-bouez braz Anjela Duval, Kan an Douar - Per-Vari Mevel - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-23T23:50:26+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:22:47+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/eun-oberenn-a-bouez-braz-anjela-duval-kan-an-douar-per-vari-mevel\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/eun-oberenn-a-bouez-braz-anjela-duval-kan-an-douar-per-vari-mevel\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/eun-oberenn-a-bouez-braz-anjela-duval-kan-an-douar-per-vari-mevel\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Eun oberenn a-bouez braz Anjela Duval, Kan an Douar &#8211; Per-Vari Mevel"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2829","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2829"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2829\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2829"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}