{"id":2827,"date":"2017-10-24T01:35:04","date_gmt":"2017-10-23T23:35:04","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2827"},"modified":"2025-08-13T15:23:26","modified_gmt":"2025-08-13T13:23:26","slug":"meinigou-kizellet-corinne-ar-mero","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/meinigou-kizellet-corinne-ar-mero\/","title":{"rendered":"Meinigo\u00f9 kizellet &#8211; Corinne ar Mero"},"content":{"rendered":"<p>\u00ab Rouez, ya, rouez-meurbet, e seblant beza\u00f1 ar merc&rsquo;hed troet da skriva\u00f1 barzhoniezh \u00bb a skrive Klerg e 1973 <sup>1<\/sup>. Herveza\u00f1 e oa ken donezonet ar merc&rsquo;hed hag ar baotred e-ke\u00f1ver barzhoniezh, nemet marteze ar merc&rsquo;hed ne gredent ket lakaat pezh a santont war ar paper. Me ne gav ket din e vije nebeutoc&rsquo;h a verc&rsquo;hed \u00ab troet da skriva\u00f1 \u00bb barzhonego\u00f9. Un afer degouezhio\u00f9 eo, e-barzh ur gevredigezh roet, ma c&rsquo;hallont ober pe get. N&rsquo;haller ket l\u00e2ret e vijent bet brou- det da skriva\u00f1, barzhonego\u00f9 pe trao\u00f9 all, romanto\u00f9, studiadenno\u00f9 ha kement zo, betek nevez &lsquo;walc&rsquo;h zo marteze.<\/p>\n<p>Evit pezh a sell deus Anjela Duval e so\u00f1j din he dije gellet chom mut, evel kantado\u00f9 a vaouezed all o doa kalzik a drao\u00f9 da l\u00e2ret ivez moarvat. Evit ur vaouez a zo bet embannet he skrido\u00f9, pet ha pet o deus bet skrivet en kuzh, perlezenno\u00f9 koulz ha trao\u00f9 didalvoud marteze, met chomet dizanav forzh penaos ? Ma &lsquo;c&rsquo;h eo deut Anjela a-benn da skriva\u00f1, ha da veza\u00f1 embannet, eo liammet an dra-se gant darvoudo\u00f9 he buhez. Met pere resis ? Penaos e oa bet kudennet ar fedo\u00f9, neudenno\u00f9 he buhez, betek lakaat anezhi da gavout gant he c&rsquo;hreion, \u00ab bihanik tra \u00bb <sup>2<\/sup>, ar benveg &lsquo;oa o klask dreist pep tra da gana\u00f1 gerio\u00f9 he c&rsquo;halon ?<\/p>\n<p>Sell aze pezh zo souezhus gant Anjela, bet chomet betek he femp bloaz ha hanter-kant hep skriva\u00f1 mann ebet, goude beza\u00f1 hunvreet, bihan-bihan, dont da veza\u00f1 \u00ab une petite po\u00e9tesse \u00bb <sup>3<\/sup>. Techet e vezan, koulskoude, da leuskel a-gostez buhez ar skrivagnerien, ar re a vroust o dent bemdez, a ra tri fred ha me &lsquo;oar <sup>4<\/sup>. Met pa &lsquo;vez&nbsp; kaoz&nbsp; deus&nbsp; barzhoniezh&nbsp; &lsquo;c&rsquo;h eo ur gont all. Ar barzh a gomz diouta\u00f1 da genta\u00f1-penn. E\u00f1 eo e dudenn benna\u00f1, gant e so\u00f1jo\u00f9, e c&rsquo;houlenno\u00f9, e c&rsquo;hoanto\u00f9. En em c&rsquo;houllet &lsquo;m eus meur a wech &lsquo;blam da betra he doa dibabet Anjela skriva\u00f1 barzhonego\u00f9, kentoc&rsquo;h evit romanto\u00f9. Pezh n&rsquo;he deus ket bet l\u00e2ret dimp gwech ebet.<\/p>\n<p>Er barzhonego\u00f9, muioc&rsquo;h c&rsquo;hoazh evit er romanto\u00f9, pe er c&rsquo;homzo\u00f9-plaen, ne vez ger ebet lakaet aze dre zegouezh. Pep hini a vez dibabet, choazet, sellet a-dost, distaget, santet, lakaet da lufra\u00f1 e-kichen ar re all. Ha da bep hini e vez kavet ur plas, a vo e hini dezha\u00f1 &lsquo;metken. N&rsquo;he deus ket bet displeget Anjela penaos e save he barzhonego\u00f9, din da c&rsquo;ho\u00fbt. Tout pezh a ouier eo pevare e lakae anezhe war baper. Met diwar ar papero\u00f9 he deus laosket war he lerc&rsquo;h e c&rsquo;haller so\u00f1jal e save anezhe en he fenn, keit ha ma veze o labourat he douaro\u00f9 <sup>5<\/sup>. Memestra, pa weler follenno\u00f9 zo,&nbsp; &lsquo;lec&rsquo;h ma kaver stummo\u00f9 \u00ab kenta\u00f1 \u00bb barzhonego\u00f9 zo, n&rsquo;haller ket ijina\u00f1 n&rsquo;he dije ket graet al labour kizella\u00f1 ar gerio\u00f9-se.<\/p>\n<p>&lsquo;Blam da se eo &lsquo;c&rsquo;h on bet o furchal en he barzhonego\u00f9, o klask mont da heul ar gerio\u00f9 he doa hadet evel kement maen bihan. Chomet on gant he barzhonego\u00f9 kenta\u00f1, da l\u00e2ret eo un hanter-kant bennaket bet skrivet etre 1961 ha 1963. Enne e kaver, a gav din, danvez hec&rsquo;h oberenn holl, pe tres an danvez-se, ha dreist-holl responto\u00f9 d&rsquo;ar goulenno\u00f9 a raen tuchant\u2026<\/p>\n<h5><span style=\"font-size: 14pt;\">An&nbsp; dle<\/span><\/h5>\n<h5>Pouez ar re varv<\/h5>\n<p>Pa lennan barzhonego\u00f9 Anjela e kav din ec&rsquo;h int bet skrivet gant ur vamm. Ha hi divugel, &lsquo;mit-hu, keuz ganti nompas beza\u00f1 ganet bugel ebet, ha <em>mouest he malvenno\u00f9 <\/em><sup><em>6 <\/em><\/sup>gant ar so\u00f1j-se. Koulskoude e oa bet mamm he zud, mamm ar stourmerien, mamm an holl en ur mod, muioc&rsquo;h c&rsquo;hoazh evit ur vamm-gozh, ar roll-se roet ganti d&rsquo;unan all (evel ma vo gwelet tuchantik).&nbsp; Sellomp a-dost deus&nbsp;\u00ab En koun eus va zad \u00bb. Ur skeudenn a ro er barzhoneg-se deus he zad, a zo hini ur <em>mabig daoulagad glas-gwer (Va zad &lsquo;oa&nbsp; ar mabig-se !). <\/em>Ne so\u00f1j ket din e vije kalz a dud a ginnigfe o zad gant ur skeudenn a seurt-se. Pelloc&rsquo;h e komz deus he ferzh gant he zud : <em>O sikouret am eus da veva\u00f1.\/ Gant va labour\/ Sederaet un tamm o buhez\/ (Gant va diboellacho\u00f9)\/ Graet war o zro &lsquo;n o c&rsquo;hle\u00f1ved\u2026 <\/em>Ama\u00f1 e kavan un heklev deus ar c&rsquo;hargo\u00f9 o devez an dud e-ke\u00f1ver o bugale, ha n&rsquo;eo ket ar c&rsquo;hontrefed. Ma n&rsquo;he doa \u00ab ganet mab ebet \u00bb, e oa bet mamm he zud. Petra en doa lakaet anezhi da asanti\u00f1 kaout ar perzh-se gante ? Tammo\u00f9 deus ar respont a gaver c&rsquo;hoazh er memes barzhoneg, a&nbsp;ziskouez dimp penaos e oa bet un dle dezhi chom gante, hi, ar <em>verc&rsquo;hig,\/ Dishe\u00f1vel deus eben\/(\u2026)\/ <\/em><em>Taer, <\/em><em>amsent ha pennek, <\/em>e-skoaz daou vugel all aet da Anaon en he raok, daou vugel c&rsquo;hlan. Charlez da genta\u00f1, <em>Na reas nemet tremen !\/ Gant sae wenn e vadeziant\/ E retornas d&rsquo;an Ne\u00f1v. <\/em>Start e vefe beza\u00f1 glanoc&rsquo;h, ha koulskoude e oa bet Maria-Adela, Maia. <em>Hag ar verc&rsquo;hig-se &lsquo;oa fur,\/ Ha koant, ha seder, ha speredek,\/ Hag e oa Heol he zud,\/ Ha goanag o c&rsquo;hozhni.\/ (\u2026)\/ Un ene ken kaer <\/em><sup><em>7<\/em><\/sup><em>. <\/em>Pouez an daou vugel aet da Anaon a oa war he chouk dezhi, a veve gant glac&rsquo;har he zud war ar pemdez. Penaos n&rsquo;he dije ket ar plac&rsquo;hig en em santet kablus da veza\u00f1 bev ? Beva\u00f1 &lsquo;rae en un tiegezh e-lerc&rsquo;h ma veze gouelet d&rsquo;ar re varv \u2014 hag <em>Un dra n&rsquo;hellas morse gouza\u00f1v:\/ Gwelout he mamm o ouela\u00f1.\/ Teuzi\u00f1 &lsquo;rae he c&rsquo;halon! <\/em>Ama\u00f1 c&rsquo;hoazh e klevan gerio\u00f9 ur vamm dirak he bugel o ouela\u00f1, pa n&rsquo;eo ket ar vugale a glask frealzi\u00f1 o zud peurvuia\u00f1\u2026<\/p>\n<h5>An dibab<\/h5>\n<p>Dleet e oa dezhi paea\u00f1 evit ar prof \u2014 ar vuhez \u2014 a oa bet laosket dezhi, ha hi ken dibarfet. Dav &lsquo;oa dezhi miret ouzh he mamm a veza\u00f1 male\u00fcrus. N&rsquo;he dije ket gellet mont kuit, gant an aon e chomfe <em>goullo <\/em>he <em>c&rsquo;halon dezhi <\/em><em><sup>8<\/sup>. <\/em>E \u00ab Barzhoneg meur \u00bb e sav Anjela roll ar so\u00f1jo\u00f9 a c&rsquo;haller dispaka\u00f1 en ur barzhoneg. He so\u00f1jo\u00f9 dezhi e oant, a gav din, ar re de\u00f1val deus un tu : <em>so\u00f1jo\u00f9 an Dispi, an Anken, ar C&rsquo;hwervoni ; <\/em>ar re sklaer deus an tu all : <em>so\u00f1jo\u00f9 ar Spi, ar Garantez, an Hunvre, al Levenez. <\/em>Hag e-touez ar so\u00f1jo\u00f9 du e veneg ivez <em>so\u00f1jo\u00f9 ar Binijenn. <\/em>Dre zegouezh ? Meur a wech hon eus bet tro da lenn penaos n&rsquo;he doa ket bet c&rsquo;hoant da zimezi\u00f1 &lsquo;blam d&rsquo;he zud, met din da c&rsquo;ho\u00fbt, n&rsquo;eus den &lsquo;meti o tisplega\u00f1 ken sklaer dimp &lsquo;blam da betra n&rsquo;halle ket kuitaat anezhe. Bez&rsquo; he doa d&rsquo;ober war-dro an h\u00earezh ivez, e plas ar paotr aet da Anaon. Moarvat ne oa ket gwall zishe\u00f1vel roll ar merc&rsquo;hed en he spered deus pezh a veze so\u00f1jet gant an dud d&rsquo;ar mare-se, pa veze kontet ar baotred bet ganet en un tiegezh, ha laosket ar merc&rsquo;hed a-gostez : <em>C&rsquo;hwec&rsquo;h breur a zeuas war e lerc&rsquo;h,\/ (Hep konta\u00f1 ar merc&rsquo;hed) <\/em><em><sup>9<\/sup>.<\/em><\/p>\n<p>Un dra all c&rsquo;hoazh a lakae anezhi da nac&rsquo;ha\u00f1 kuitaat he zi, moarvat, met deus se n&rsquo;eus ket kalz a roudo\u00f9, nemet marteze en ur barzhoneg drolik, \u00ab Lellig \u00bb. Piv eo al Lellig-se, he deus kement a zisfiz <em>&lsquo;ke\u00f1ver ur Bed treitour:\/ Chomet eo hec&rsquo;h-unanig, Hep pried na karour ? <\/em>Keit ha ma oa chomet Anjela gant he zud, oc&rsquo;h ober war o zro, he doa gwelet he mignonezed o vont kuit. Buhez ur plac&rsquo;h d&rsquo;ar mare-se a oa, dre vras, euredi\u00f1 ha mont da heul e bried. E c&rsquo;haller en em so\u00f1jal un tamm : petra &lsquo;vije deut hon danvez barzhez da veza\u00f1, ma vije bet dimezet hag euredet evel ar re all, evel he c&rsquo;hamaladezed a gozh ? Met ne oa ket bet, abalamour da zarvoudo\u00f9 diaes he buhez. Aet e oa gant un hent all, ha l\u00e2ret&nbsp;\u00ab Kenavo \u00bb da Albertinig, tonket da <em>&lsquo;heuilh ar pried karet\/Da c&rsquo;hounit bara &lsquo;r maez ar vro\/Ha [hi] &lsquo;chom &lsquo;lec&rsquo;h ma [&lsquo;oa] ganet\/He\u00f1vel eus ur wezenn-derv.<\/em><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<h5>An diwaskadenn<\/h5>\n<p>Eno, e Trao\u00f1-an-Dour &lsquo;oa he gwrizio\u00f9, ar re a lakae anezhi da chom en he sav, a roe ur pal d&rsquo;he buhez : ober war-dro ti he zud. Chom eno a oa miret al liamm he doa bet gante. Go\u00fbt a reer penaos ne blije ket dezhi che\u00f1ch plas da drao\u00f9 ar re varv, gant an aon ne chomfe mann ebet dioute ken <em>(Met na &lsquo;m eus biskoazh kredet\/ Kemma\u00f1 dezhi he lerc&rsquo;h\/ Betego\u00fbt&nbsp;<\/em><em>&lsquo;vije bet marvet\/ Ha ne chomfe mui netra ganin-me\/ Eus ar pezh a oa bet dit <\/em><sup>10<\/sup><em>). <\/em>Met gant ur pal a seurt-se e tibabe ivez an digenvez. He zud-bugale aet kuit e oa tremenet ar c&rsquo;houlz da euredi\u00f1. E 1951, ur plac&rsquo;h 46 vloaz &lsquo;oa ur plac&rsquo;h yaouank kozh <sup>11<\/sup>. Startoc&rsquo;h &lsquo;oa dezhi so\u00f1jal euredi\u00f1, pezh na vije ket bet gwir evit ur paotr <em>(Chom a reas da benn-menaj\/ Gant e vamm inta\u00f1vez.\/ <\/em><em>Ken &lsquo;voe savet ar vugale.\/ Ha neuze e timezas\/ Gant merc&rsquo;h e amezeg). <\/em>N&rsquo;halle ket konta\u00f1 war peurrest he familh, <em>Rak hini &lsquo;n\u00ea ne gompreno\/Va zamm buhez<\/em> <sup>12<\/sup>. Ne chome nemet an ti bihan, an dienez hag an digenvez. Ha pouez ar re varv, pe ar marv, ponneroc&rsquo;h-ponner.<\/p>\n<h5><span style=\"font-size: 14pt;\">En tu all d&rsquo;an dle<\/span><\/h5>\n<h5>Dorn an ael<\/h5>\n<p>Un diwaskadenn nav bloavezh. Anjela ne gomz ket war-eeun deus ar bloavezhio\u00f9 anken-se <sup>13<\/sup>. Roudo\u00f9 deus ar pezh he doa bevet d&rsquo;ar mare-se a gaver e-barzh he barzhonego\u00f9, en \u00ab Eil bugaleaj \u00bb da skouer, e-lec&rsquo;h ma ra ur seurt bila\u00f1s deus he bloavezhio\u00f9 kent, gant gerio\u00f9 du <em>(pilho\u00f9, truilho\u00f9, drailhenno\u00f9, froudenno\u00f9, sorc&rsquo;henno\u00f9, poanio\u00f9, ka\u00f1vo\u00f9, daero\u00f9) <\/em>: resis a-walc&rsquo;h eo an daolenn. Kinniget eo da Ivona Martin, ur vaouez all, he doa astennet he dorn dezhi. Ur vaouez a ouie, moarvat, petra &lsquo;oa beza\u00f1 hec&rsquo;h-unan, hag he doa komprenet e oa sachet Anjela war hent ar marv gant he re varv \u2014 <em>Pa &lsquo;z aen war-zu va bez, dinerzh ha diseblant,\/ Dija hanter voredet, <\/em>e skrive e \u00ab Hunvre \u00bb. Bez&rsquo; zo ur poltred, a blije kalz da Anjela, e-lec&rsquo;h ma vez gwelet Ivona hag Anjela o tont deus dindan ur pont, o tont deus an de\u00f1valijenn, Ivona gwisket e gwenn hag Anjela e du, an eil o he\u00f1cha\u00f1 eben war-zu ar skl\u00earijenn, o sortial anezhi deus he diwaskadenn <sup>14<\/sup>.<\/p>\n<p>N&rsquo;eus barzhoneg ebet o konta\u00f1 an istor-ma\u00f1, met ar pezh ne l\u00e2rer ket, an trao\u00f9 tavet, a dalvez kement a-wecho\u00f9 hag an trao\u00f9 l\u00e2ret ; ha penaos trugarekaat an hini a salv ho puhez, en ur ziskouez ho pal deoc&rsquo;h ? N&rsquo;eo ket un dra aezet tenna\u00f1 unan bennaket deus un toull ken du ; pet danvez barzhez o deus bet gortozet dorn un ael evel hema\u00f1 ? A-drugarez da Ivona ivez eo, moarvat, ma c&rsquo;hallomp lenn brema\u00f1 gerio\u00f9 lemm ur galon leun a vuhez.<\/p>\n<h5>Fromo\u00f9 mouget ha kan an douar<\/h5>\n<p>Pa l\u00e2ran \u00ab leun a vuhez \u00bb em eus c&rsquo;hoant da l\u00e2ret leun a fromo\u00f9 kre\u00f1v. Un eston eo gwelet penaos e \u00ab sante \u00bb Anjela ar bed gant he femp skiant, gant he c&rsquo;horf a-bezh. Gant he daoulagad \u2014 lennet hon eus bet holl pegen merket e oa bet gant he sello\u00f9 ar re o doa anavet anezhi <sup>15<\/sup> \u2014 e verze holl livio\u00f9 hag arlivio\u00f9 ar bed. Ar gerio\u00f9 o tenna\u00f1 d&rsquo;al livio\u00f9 a gaver stank en he barzhonego\u00f9. Gant he skouarn e ouie selaou an holl drouzio\u00f9 ;&nbsp; ar ger \u00ab selaou \u00bb eo unan deus ar re &lsquo;gaver stank ganti ivez. He daouarn a floure loen pe blant a gave war he hent, er-maez koulz hag en ti <sup>16<\/sup>. He fri ne laoske ket an distera\u00f1 c&rsquo;hwezh, <em>frond treantus ha mezevellus <\/em><sup>17<\/sup><em>, <\/em>da dremen. Hag evit pezh a sell deus he zeod, gwir eo ne vez ket meneget kement-se blaz an trao\u00f9 er barzhonego\u00f9 kenta\u00f1. An teod a servije da da\u00f1va blazio\u00f9 diniver he yezh karet <sup>18<\/sup>\u2026A-unan e oa gant an douar, an dra-se zo bet l\u00e2ret dija meur a wech. Met penaos ? Ouzhpenn evit beza\u00f1 a-unan gant an douar e oa-hi an douar. Un tamm &lsquo;oa diouta\u00f1. Estroc&rsquo;h evit \u00ab an dervenn gozh \u00bb &lsquo;rae diouti hec&rsquo;h-unan ; a-wecho\u00f9 &lsquo;oa ivez ur radenenn. En \u00ab En koun eus va zad \u00bb e skrive diwar he fenn bugel : <em>Gant he blev gell-kistin-rous\/&nbsp; Hag he daoulagad rous-du\u2026\/ (\u2026)\/ Kreski\u00f1 &lsquo;rae &lsquo;vel ur radenenn. <\/em>Mont a rae pelloc&rsquo;h c&rsquo;hoazh e \u00ab Hirnez \u00bb, skrivet bloaz war-lerc&rsquo;h : <em>A ! Radenenn gell-aour !\/ Arouez an douar krin ha paour\u2026 <\/em>Bez&rsquo; e oa Anjela an douar, pe e elfenno\u00f9, hi a ouie \u00ab radeni\u00f1 \u00bb (piv ac&rsquo;hanoc&rsquo;h a oar ober se &lsquo;vat ?). Ranna\u00f1 &lsquo;rae tonkadur an douar : <em>Pebezh Tonkadur hon hini !\/ Difrouezh ! Dibouez ! Dister ! <\/em>Tremen &lsquo;rae \u00ab Kan an douar \u00bb enni, drezi, ha \u2014 ken pinv\u00eek evel ma oa \u2014 he dije gellet beza\u00f1 mouget ganta\u00f1.<\/p>\n<h5>War-zu ar varzhoniezh<\/h5>\n<p>Gouza\u00f1vet he doa Anjela, &lsquo;blam d&rsquo;al labour, d&rsquo;ar skuizhder ha d&rsquo;ar boan. Met so\u00f1jal &lsquo;ra din ivez e oa deut he nerzh dezhi deus te\u00f1zor ar fromo\u00f9 degaset dezhi gant he skianto\u00f9. Un te\u00f1zor evel hema\u00f1, koulskoude, ne dalvez nemet pa vez roet, er c&rsquo;hontrefed deus an te\u00f1zorio\u00f9 danvezel.<\/p>\n<p>N&rsquo;he doa ket dibabet skriva\u00f1 romanto\u00f9. Ar bed en-dro dezhi he doa ezhomm, marteze, da liva\u00f1 evel ma wele, sante, c&rsquo;hweshae anezha\u00f1. Lemm eo ar fromo\u00f9 a santer gant hon femp skiant, prim-ha-prim e skoont hon spered koulz hag hon c&rsquo;horf. War-lerc&rsquo;h e teu ar preder, hag ar gerio\u00f9 dielfenna\u00f1. Stumm ar barzhoneg a glote gant ar fromo\u00f9, ar skeudenno\u00f9 kre\u00f1v ha prim a deue dezhi. Ha n&rsquo;on ket estonet ivez e vije bet sachet gant stumm an haiku japanat, a ginnig ur skeudenn, ur from kre\u00f1v, hag unan nemetken, gant un nebeud gerio\u00f9. Kan an douar eo kan Anjela, pe kan Anjela eo kan an douar, n&rsquo;eus diforc&rsquo;h ebet, ha n&rsquo;eo ket souezh ma &lsquo;c&rsquo;h eo an titl-ma\u00f1 he doa roet d&rsquo;he dastumad barzhonego\u00f9 kenta\u00f1.<\/p>\n<p>N&rsquo;he doa ket c&rsquo;hoant e vije graet barzhez diouti, a skrive Klerg c&rsquo;hoazh <sup>19<\/sup>. Met penaos rei\u00f1 un anv d&rsquo;ar pezh e oa deut da veza\u00f1 ? N&rsquo;he doa skouer all ebet he\u00f1vel outi, hag ar merc&rsquo;hed a anaveze a veve diwar batromo\u00f9 all. Hi, e-kichen, he doa graet war-dro he zud-bugale hep beza\u00f1 euredet. Met \u00ab un merveilleux secret \u00bb <sup>20<\/sup> he doa, ar gerio\u00f9-ma\u00f1 o kas da so\u00f1j eus ar mod o doa ar merc&rsquo;hed, gwechall, da gaozeal deus ur bugel o tont. N&rsquo;he dije pried ebet \u2014 nemet, marteze, evel ar seurezed, an Doue he doa kred ha feiz enna\u00f1 \u2014, met bugale he dije e-leizh.<\/p>\n<h5><span style=\"font-size: 14pt;\">Mamm an holl<\/span><\/h5>\n<h5>O klask he familh<\/h5>\n<p>War-lerc&rsquo;h beza\u00f1 bet mamm he zud, en ur mod, he doa gallet dispaka\u00f1 ha l\u00e2ret ar garantez a oa enni. Rak ur galon leun a garantez a oa he hini. Memes ma seblant beza\u00f1 simplik ar mod-se da welet an trao\u00f9, e c&rsquo;haller l\u00e2ret e oa bet war-bouez mervel mouget gant ar garantez n&rsquo;halle rei\u00f1 da zen ebet : ar ger \u00ab karantez \u00bb eo unan deus ar re a zeu an aliesa\u00f1-tout en he barzhonego\u00f9. E c&rsquo;haller so\u00f1jal ivez ne vije ket bet deus Anjela Duval barzhez, ma ne vije ket marvet daou vugel kenta\u00f1 he zud. Euredet he dije hini pe hini deus ar re o doa graet o goulenn outi, bet he dije bet bugale ha dezhe he dije roet tout ar garantez a oa enni. Daoust hag-e\u00f1 eo liammet se gant ar <em>faltazio\u00f9 koanta\u00f1, <\/em>o doa tapet <em>Da genta\u00f1 toull an nor ? <\/em>Anjela ne ro ket an alc&rsquo;hwez, met titl ar barzhoneg, \u00ab An dibab \u00bb a c&rsquo;hell he\u00f1cha\u00f1 ac&rsquo;hanomp. <em>Evidon-me, piv a ganfe ?\/ Pa &lsquo;m eus na kar na par\/ A-re on war an douar\/ Gant va c&rsquo;halon goullo\u2026 <\/em>Da l\u00e2ret eo hep hini ebet da garet ? Met n&rsquo;eo ket sur e vije bet trawalc&rsquo;h kaout ur familh \u00ab klasel \u00bb evit ur galon ken leun a garantez. <em>Goullo ? Goullo ? Emezout !\/ Gaou a l\u00e2rez, rak me&nbsp;<\/em><em>&lsquo;oar\/ Eo da galon leun-barr\/ P&rsquo;eo gwir e karez pep Boud <\/em><sup><em>21<\/em><\/sup><em>.<\/em><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<h5>Mamm an natur<\/h5>\n<p>Mamm an holl e oa, ha mamm pep elfenn deus an natur da genta\u00f1. Ar gwez a oa he bugale, hi \u00ab an dervenn gozh \u00bb. Gwelet a rae anezhe evel-se, o livio\u00f9 <em>tener, blizidik ha bresk,\/ &lsquo;Vel ur mennozh o tiwan\/ En spered ur bugel <\/em><em><sup>22<\/sup>. <\/em>Komz a rae dioute evel pa vefent bet merc&rsquo;hed, o welet, da skouer, \u00ab div goantennig \u00bb e div anezhe. Ha titl ar barzhoneg, \u00ab Stultenno\u00f9 \u00bb, ne ray&nbsp; ket&nbsp; gaou ouzhin :&nbsp; petra e vije ar&nbsp;\u00ab merc&rsquo;hed \u00bb-se &lsquo;mod-all ? Komz a rae oute evel ma dije graet ouzh he bugale, evel d&rsquo;an onnenn e \u00ab Nevez-amzer \u00bb : <em>&lsquo;Vel a gari va c&rsquo;hoantenn. <\/em>E c&rsquo;haller menegi\u00f1 an <em>avalo\u00f9 ruz-marellet ivez, <\/em>kap da za\u00f1sal ar jabadao betek beza\u00f1 badaouet <sup>23<\/sup>. Al loened, er memes mod, &lsquo;oa he bugale ivez, ha ne rae gante nemet pezh eo sa\u00f1set ur vamm vat ober gant he bugale, pa c&rsquo;hall : diskouez dor ar bed dezhe ; digeri\u00f1 he dorn ha gwelet anezhe o nijal kuit <em>(Va dorn me &lsquo;zigor,\/Nijet out a-denn-askell), <\/em>ha rei\u00f1 <em>Alc&rsquo;houez ar Frankiz <\/em>dezhe <sup>24<\/sup>. A-wecho\u00f9, evel ur vamm ivez, e komze e plas he bugale hag e l\u00e2re \u00ab ni \u00bb e-lerc&rsquo;h \u00ab int \u00bb <sup>25<\/sup>.<\/p>\n<h5>Mamm he c&rsquo;henvroidi<\/h5>\n<p>Mamm stourmerien ar vro e oa ivez. Heuilha\u00f1 &lsquo;rae o zrubuilho\u00f9, evel ur vamm nec&rsquo;het gant he bugale. Poan he deveze gante hag evite, start e veze dezhi gwelet anezhe&nbsp; harzet ha toullbac&rsquo;het&nbsp;\u2014 pe lazhet memes <sup>26<\/sup> \u2014, int hag o doa respontet d&rsquo;he galv <sup>27<\/sup>&nbsp;a-enep d&rsquo;an \u00ab Alouberien \u00bb. Er barzhoneg-ma\u00f1 e lenner, evit an deirvet gwech <sup>28<\/sup>, ur ger zo nevez-bet rebechet outi beza\u00f1 graet ganta\u00f1, ar ger&nbsp;\u00ab gouenn \u00bb. Go\u00fbt &lsquo;walc&rsquo;h a ra an nen, koulskoude, ne dalv&nbsp; ket&nbsp; ar&nbsp; ger-se&nbsp; ar memes&nbsp; tra&nbsp; en&nbsp; brezhoneg&nbsp; hag&nbsp; ar&nbsp; ger&nbsp;\u00ab race \u00bb en galleg. Da&rsquo;m meno e kaver aze, gant ar ger-ma\u00f1 just &lsquo;walc&rsquo;h, ur brouenn ouzhpenn deus ar pezh a glaske diskouez. Deut e oa an holl voudo\u00f9 bev da veza\u00f1 he <em>familh. <\/em>Evel m&rsquo;hon eus gwelet tuchant, ar gwez, ar planto\u00f9, al loened a oa he bugale. He mibien hena\u00f1 &lsquo;oa ar Vretoned lorc&rsquo;h enne o veza\u00f1 Bretoned, lorc&rsquo;h enne gant o h\u00earezh, gant o zud kent : <em>Va c&rsquo;horf n&rsquo;en deus ket o douget\/Va c&rsquo;halon padal he deus o advabet <\/em><em><sup>29<\/sup>. <\/em>Ur vamm-gozh o devoa holl ivez, stumm ur stultenn dezhi marteze, met ur vamm-gozh speredel e oa da vat : Breizh, he bro ; an hini he doa maget anezhi, ha roet ur pal nevez, ur gefridi nevez d&rsquo;he buhez, p&rsquo;he doa kollet he abeg nemeta\u00f1 da veva\u00f1. Kement-se e kont dimp e-barzh \u00ab Hunvre \u00bb. Er barzhoneg-ma\u00f1 e l\u00e2r ivez penaos eo deut bugale wella\u00f1 ar vro \u2014 da l\u00e2ret eo ar re a gar o bro, evel &lsquo;vez graet \u00ab bugel mat \u00bb ouzh an hini a gar e dud \u2014 da veza\u00f1 he re dezhi.<\/p>\n<h5><span style=\"font-size: 14pt;\">Evit mont pelloc&rsquo;h gant ar ger \u00ab gouenn \u00bb<\/span><\/h5>\n<p>Bras &lsquo;oa he familh hag enni e kaved ivez he breudeur a boan, ar beizanted, he breudeur tramor, \u00ab Gourenerien Kernev Veur \u00bb, ha kendirvi Iwerzhon, hag ar&nbsp;\u00ab ouenn \u00bb-se &lsquo;oa kaoz diouti er barzhoneg-ma\u00f1 &lsquo;oa he familh, splann. Pa gomz deus <em>yezh varzhus he Gouenn <\/em><sup>30<\/sup><em>, <\/em>hi hag a oa bet \u00ab adganet \u00bb, &lsquo;c&rsquo;h eo deus yezh ar familh kelt &lsquo;ni eo e komz. Da&rsquo;m so\u00f1j eo dav beza\u00f1 lennet anezhi fall evit ijina\u00f1 he dije implijet ar ger-se gant ur ster gouennelour. Evel-just ne gredan ket e vefe dre fazi e vefe nevez-bet lakaet ar ger-ma\u00f1 war-wel, en \u00ab oadvezh an diskred \u00bb zo arru warnomp <sup>31<\/sup>. Pezh a lennan-me eo gerio\u00f9 ravolt ur vaouez, ur&nbsp;vamm, o welout tud o taga\u00f1 he familh,&nbsp;hag ar fulor da gregi\u00f1 enni. Evel en ur vamm-loen o tifenn he re vihan. Go\u00fbt a rae petra &lsquo;oa koll unan deus e vugale. Pa lenner ar barzhoneg \u00ab Pedenn \u00bb &lsquo;c&rsquo;haller en em c&rsquo;houll deus pelec&rsquo;h e teue ar ouiziegezh-se dezhi, penaos he doa gallet santout poan ar vamm o welet he bugel marv. Evidon-me n&rsquo;eo nemet ur skouer all a deu da gre\u00f1vaat ma c&rsquo;hredenn. Go\u00fbt a rae &lsquo;blam ma oa-hi ivez ur vamm, bamet gant unan all ken sioul dirak he c&rsquo;hroc&rsquo;hen drailhet. Evit echui\u00f1 da vat gant ar ger \u00ab gouenn \u00bb-se ec&rsquo;h eo gwir e komzas Anjela deus ur ouenn a-is, met eus ar Vretoned an &lsquo;ni eo e komze ha n&rsquo;eo ket deus tud all ! En em c&rsquo;houll a rae hag-e\u00f1 ne dalveze ket he \u00ab familh \u00bb kement ha forzh peseurt familh all. Gwech ebet n&rsquo;he deus skrivet e vije bet ar familh-se&nbsp;\u00ab a-us \u00bb d&rsquo;ar re all, nann. A live gante ne l\u00e2ran ket <sup>32<\/sup>.<\/p>\n<p>\u00ab Ar barzh zo benveg ur wirionez da zizoloi\u00f1 \u00bb, a skrive Milan Kundera <sup>33<\/sup>. Ur wirionez am eus-me santet, en ur lenn barzhonego\u00f9 Anjela. Gwirionez ur bed n&rsquo;am eus ket anavet, ha me desavet en k\u00ear, bed ar re a reer labourerien-douar, kouerien, troc&rsquo;herien-buzhug, keino\u00f9-melchon pe peizanted dioute.&nbsp; Ur bed a ya da goll, ha n&rsquo;on ket evit l\u00e2ret petra &lsquo;vo an hini a gemero e blas. Marteze ne oa ket an holl beizanted evel Anjela. Daoust hag-e\u00f1 int bet spontet kement ha hi gant ar mod nevez d&rsquo;ober gant an douar ha trao\u00f9 an natur, a lazh kentoc&rsquo;h evit ne ro ar vuhez ? \u00ab Naturel \u00bb e oa ar marv he doa darempredet Anjela, poanius a-walc&rsquo;h e oa met ne oa ket da glemm outa\u00f1. En \u00ab Rosa Canina \u00bb, e-lec&rsquo;h ma adkemer un tem kozh, bet skrivet warna\u00f1 en galleg er Grennamzer dija, e tiskouez gant ur frazenn &lsquo;metken, penaos n&rsquo;eo ket ar marv fin an holl drao\u00f9. Ur frazennig a echu he barzhoneg : <em>Met un&nbsp;<\/em><em>all &lsquo;digoro arc&rsquo;hoazh. <\/em>Evit ur vuhez kemeret e vez roet unan all gant an natur. Ha gant an den ? Ne so\u00f1j ket din e vije bet spontet Anjela o welet ar bed o che\u00f1ch. Go\u00fbt &lsquo;walc&rsquo;h a rae petra &lsquo;oa ar che\u00f1chamant, petra &lsquo;oa boudo\u00f9 o leuskel o flas da voudo\u00f9 all. Met tud ha modo\u00f9 d&rsquo;ober zo. Ha ma vez komzet alies deus Doue ganti, ne gomz gwech ebet deus an diaoul, nemet pa gomz deus an den, a gemer buhezio\u00f9 ar re all evel ma vije perc&rsquo;henn warne. <em>Va buhez n&rsquo;eo na din na dit, <\/em>e skrive e \u00ab Krizder \u00bb.Tud evel he zad a save trao\u00f9 a-gempouez gant an natur : <em>Va zad en doa tennet ar vein,\/ A doullado\u00f9, a grogado\u00f9,\/ Eus e zouaro\u00f9\/ (Da ziveina\u00f1 e barko\u00f9) <\/em><sup><em>34<\/em><\/sup><em>. <\/em>Hi a oa unan eus <em>karourien an douar\/ Eus ar rummad-se o vont da get, en doa roet e holl nerzh, e holl vuhez d&rsquo;an douar <\/em><sup><em>35<\/em><\/sup><em>. <\/em>Tud all, liammet gant ar bed nevez o tont, o doa doareo\u00f9 all : <em>Met un diaoul bras gant skilfo\u00f9\/O tont d&rsquo;am dispenn\/Ar bulldozer ruz gant e bal ramzel\/D&rsquo;am sebelia\u00f1 er fozell <\/em><sup><em>36<\/em><\/sup><em>. O den hep elevez !, <\/em>a skrive-hi, petra a vez roet ganta\u00f1 en eskemm d&rsquo;ar vuhez a vez kemeret ?<\/p>\n<p>N&#8217;em eus ket anavet Anjela. Met da&rsquo;m so\u00f1j he doa lakaet en he barzhonego\u00f9 ar pezh he doa c&rsquo;hoant da gonta\u00f1 deus hec&rsquo;h istor, istor he buhez, deus he so\u00f1jo\u00f9, deus he fromo\u00f9, deus he hunvreo\u00f9, deut da wir pe aet da get\u2026 Hag ama\u00f1 ema\u00f1 ar burzhud, n&rsquo;eo ket e vije bet skrivet gant ur vaouez, met e c&rsquo;hallfemp holl selaou he c&rsquo;homzo\u00f9 c&rsquo;hoazh, sevel a-enep pe a-unan gante, ha hi aet pell diouzhimp holl pell zo. <em>Met er Bed all ar paourig\/[he deus] kavet ur C&rsquo;harour ?<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em>Ar vaouez kozh, a oa krog da skriva\u00f1 a-raok na vijen-me bet ganet, he deus kalz a dra da l\u00e2ret dimp c&rsquo;hoazh, diwar-benn ar&nbsp; c&rsquo;houraj, arz ar varzhed,&nbsp; yezh hon&nbsp;zudio\u00f9, ar garantez (ha n&rsquo;eo ket ur ger diamzeret). Gant ma vo klevet gant reo\u00f9 all, a selaouo he mouezh, a ouio mont da heul he meinigo\u00f9-gerio\u00f9 e-lec&rsquo;h m&rsquo;he doa hadet anezhe.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<h5>Notenno\u00f9<\/h5>\n<ol>\n<li>En e rakskrid da <em>Gan an Douar, <\/em>ademban- net el levr-ma\u00f1.<\/li>\n<li>\u00ab D&rsquo;am c&rsquo;hreion \u00bb.<\/li>\n<li>Kontet zo bet din memestra penaos e oa bet taolet en tan, gant he mamm, ar skrido\u00f9 kenta\u00f1 bet savet ganti ez-vihan\u2026<\/li>\n<li>Evit \u00ab la disparition de l&rsquo;interpr\u00e9tation biographique d&rsquo;une \u0153uvre \u00bb eme Milan Kundera, pa gaozee deus ar romanto\u00f9 just &lsquo;walc&rsquo;h e <em>l&rsquo;Art du roman <\/em>(Gallimard, 1986), da heul reo\u00f9 all evel Flaubert, W. Faulkner, V. Nabokov pe I. Calvino.<\/li>\n<li>S.o. Ronan Koadig, \u00ab Anjela Duval hiziv \u00bb, el levr-ma\u00f1.<\/li>\n<li>\u00ab Trivliad \u00bb.<\/li>\n<li>Gw. e \u00ab Va Bed bugel \u00bb penaos e \u00ab veze roet [dezhi] gant [he] mamm [he] c&rsquo;hoar vihan da skouer \u00bb ingal-ingal.<\/li>\n<li>\u00ab Beuregan \u00bb.<\/li>\n<li>(\u00ab En koun eus va zad \u00bb) E Breizh evel e lec&rsquo;h all, &lsquo;l\u00e2rfen a-walc&rsquo;h, hag ar fed e vire ar merc&rsquo;hed o anvio\u00f9 plac&rsquo;h yaouank a ziskouez mann &lsquo;met un dra : ar choaz o doa etre anv o zad hag hini o gwaz (her- vez un evezhiadenn graet gant Anne Guillou en ur c&rsquo;hendiviz nevez zo).<\/li>\n<li>\u00ab Koun \u00bb.<\/li>\n<li>Go\u00fbt a reer e oa bet kaset lizhiri goulenn-dimezi\u00f1 dezhi war an diwezhad (gw. \u00ab War \u201chent\u201d Anjela \u00bb, gant Ivona Martin) ; met ne laoskent ket kalz a blas d&rsquo;ar \u00ab faltazio\u00f9 koanta\u00f1 \u00bb !\u2026<\/li>\n<li>\u00ab Dienez \u00bb.<\/li>\n<li>En he lizhiri ne l\u00e2ran ket, gw. arroudenno\u00f9 lizhiri kaset d&rsquo;ar seurez Saint-Michel d&rsquo;ar mare-se (pennad Nathalie Caradec el levr-ma\u00f1), e-lec&rsquo;h ma vez gwelet splann n&rsquo;eo ket ar c&rsquo;horf nemetken a oa kla\u00f1v, met ar spered ivez, ha dreist-holl memes.<\/li>\n<li>Hervez pezh a l\u00e2re Anjela hec&rsquo;h-unan : \u00ab An hini a garan ar muia\u00f1 eo e toull&nbsp; ar pont bras, aze hoc&rsquo;h eus an aer da veza\u00f1 bet ouzh va c&rsquo;herc&rsquo;hat en de\u00f1valijenn. An hini a zegas so\u00f1j eus sant Erwan a garan kemend-all, rak c&rsquo;hwi, e filhorez hoc&rsquo;h eus graet em andred un tammig burzhud ivez\u2026 \u00bb, 2.8.63 (en ul lizher kaset da Ivona Martin ; s.o. he fennad, <em>op. cit.<\/em>), hag a zo bet kontet din gant Ivona Martin nevez zo.<\/li>\n<\/ol>\n<ol start=\"15\">\n<li>S.o. \u00ab Mouezh ur brofedez \u00bb el levr-ma\u00f1.<\/li>\n<li>\u00ab Bravig bev \u00bb.<\/li>\n<li>\u00ab Hirnez \u00bb.<\/li>\n<li>L\u00e2ret a ra e lec&rsquo;h all (\u00ab Va Bed bugel \u00bb) e oa \u00ab barrek (\u2026) da anavezout dre o blaz kement seurt koad zo en terouer, hep fazi. \u00bb<br \/>\n Evel reizhourez al lizherenna\u00f1 a-vicher on bet souezhet ivez gant ar mod he doa Anjela da lakaat tiredo\u00f9 hir (ar re a vez implijet e-barzh an divizo\u00f9)&nbsp; ha&nbsp; krochedo\u00f9 (\u00ab \u00bb) e-lec&rsquo;h ma ne vijent ket bet gortozet. Alies e lakae un tired hir e penn-kenta\u00f1 ur barzhoneg (pa adskrive anezhe \u00ab prop \u00bb e-barzh he c&rsquo;haiero\u00f9). So\u00f1jet em boa da genta\u00f1 e oa ur mod da \u00ab alani\u00f1 \u00bb a-raok en em la\u00f1sa\u00f1 da skriva\u00f1. Met brema\u00f1 e so\u00f1jan ivez e c&rsquo;halle beza\u00f1 un dra all : he barzhonego\u00f9 a zo kement so\u00f1j he doa da roi\u00f1 da glevet. Skriva\u00f1 barzhonego\u00f9 e oa kregi\u00f1 un diviz gant ar re all. Hag a-benn ar fin, memes ma ne oa ket ur mailh (?) war ar poentadur, mechal hag-e\u00f1 ne oa ket ar merko\u00f9 bihan-se arouezio\u00f9 an diviz he doa c&rsquo;hoant da gaout gant ar re all\u2026<\/li>\n<\/ol>\n<ol start=\"19\">\n<li>S.o. e rakskrid adembannet el levr-ma\u00f1.<\/li>\n<li>He lizhiri d&rsquo;ar seurez Saint-Michel (s.o. notenn 13).<\/li>\n<li>\u00ab Beuregan \u00bb.<\/li>\n<li>\u00ab An delio\u00f9 kenta\u00f1 \u00bb.<\/li>\n<li>\u00ab Avalo\u00f9 \u00bb.<\/li>\n<li>\u00ab Bravig bev \u00bb.<\/li>\n<li>\u00ab Koraiz an evned \u00bb.<\/li>\n<li>\u00ab E koun ur merzher \u00bb.<\/li>\n<li>Hervez ar ger implijet gant Laouenan, \u00ab Mouezh ur brofedez \u00bb, <em>op.cit.<\/em><\/li>\n<\/ol>\n<ol start=\"28\">\n<li>Kavet a reer anezha\u00f1 evit ar wech kenta\u00f1 er barzhoneg \u00ab War verraat \u00bb, e-lerc&rsquo;h ma talvez \u00ab seurt \u00bb hep mar ebet, hag en \u00ab Eil bugaleaj \u00bb.<\/li>\n<li><em>\u00ab Evel ur mab \u00bb, <\/em>barzhoneg war follenn-distag.<\/li>\n<li>\u00ab Eil bugaleaj \u00bb.<\/li>\n<li>\u00ab \u2026 \u00e9viter la fausse innocence, en ayant dit clairement qu&rsquo;on ne peut plus parler de fa\u00e7on innocente \u00bb, Umberto Eco, <em>Apostille au <\/em>Nom de la<\/li>\n<li>He zestenn \u00ab Ivan \u00bb zo arouezius a- walc&rsquo;h deus petra &lsquo;dalveze ar \u00ab meskaj gouenno\u00f9 \u00bb eviti\u2026<\/li>\n<li>Milan Kundera, <em>op. cit. <\/em>(\u00ab Le po\u00e8te est au service d&rsquo;une v\u00e9rit\u00e9 \u00e0 d\u00e9couvrir. \u00bb)<\/li>\n<li>\u00ab Va zi bihan \u00bb.<\/li>\n<li>\u00ab Tonkadur \u00bb.<\/li>\n<li>\u00ab Ar c&rsquo;hleuz \u00bb.<\/li>\n<\/ol>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>\u00ab Rouez, ya, rouez-meurbet, e seblant beza\u00f1 ar merc&rsquo;hed troet da skriva\u00f1 barzhoniezh \u00bb a skrive Klerg e 1973 1. Herveza\u00f1 e [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2827","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Meinigo\u00f9 kizellet - Corinne ar Mero - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/meinigou-kizellet-corinne-ar-mero\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Meinigo\u00f9 kizellet - Corinne ar Mero - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"\u00ab Rouez, ya, rouez-meurbet, e seblant beza\u00f1 ar merc&rsquo;hed troet da skriva\u00f1 barzhoniezh \u00bb a skrive Klerg e 1973 1. Herveza\u00f1 e [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/meinigou-kizellet-corinne-ar-mero\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:23:26+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"23 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/meinigou-kizellet-corinne-ar-mero\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/meinigou-kizellet-corinne-ar-mero\\\/\",\"name\":\"Meinigo\u00f9 kizellet - Corinne ar Mero - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-23T23:35:04+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:23:26+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/meinigou-kizellet-corinne-ar-mero\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/meinigou-kizellet-corinne-ar-mero\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/meinigou-kizellet-corinne-ar-mero\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Meinigo\u00f9 kizellet &#8211; Corinne ar Mero\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Meinigo\u00f9 kizellet - Corinne ar Mero - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/meinigou-kizellet-corinne-ar-mero\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Meinigo\u00f9 kizellet - Corinne ar Mero - Anjela Duval","og_description":"\u00ab Rouez, ya, rouez-meurbet, e seblant beza\u00f1 ar merc&rsquo;hed troet da skriva\u00f1 barzhoniezh \u00bb a skrive Klerg e 1973 1. Herveza\u00f1 e [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/meinigou-kizellet-corinne-ar-mero\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:23:26+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"23 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/meinigou-kizellet-corinne-ar-mero\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/meinigou-kizellet-corinne-ar-mero\/","name":"Meinigo\u00f9 kizellet - Corinne ar Mero - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-23T23:35:04+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:23:26+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/meinigou-kizellet-corinne-ar-mero\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/meinigou-kizellet-corinne-ar-mero\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/meinigou-kizellet-corinne-ar-mero\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Meinigo\u00f9 kizellet &#8211; Corinne ar Mero"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2827","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2827"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2827\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2827"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}