{"id":2824,"date":"2017-10-24T01:25:12","date_gmt":"2017-10-23T23:25:12","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2824"},"modified":"2025-08-13T15:23:51","modified_gmt":"2025-08-13T13:23:51","slug":"mouezh-ur-brofedez-roger-laouenan","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/mouezh-ur-brofedez-roger-laouenan\/","title":{"rendered":"Mouezh ur brofedez ? * &#8211; Roger Laouenan"},"content":{"rendered":"<p>&nbsp;<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">\u00ab Un hanter dousennad barzhed ne dalvezint ket gwech ebet ul labourer-douar ! \u00bb, a l\u00e2ras Anjela Duval din un deiz bennaket. Go\u00fbt a rae deus petra e oa o kaozeal : bemdez e laboure-hi an douar a-raok en em lakaat da skriva\u00f1, diouzh an noz. N&rsquo;eo ket farsal nemetken e rae Itron Trao\u00f1-an-Dour o komz evel-hen. Santet he doa ar reverzhi a oa o tont d&rsquo;ober plas d&rsquo;ur bed nevez. Go\u00fbt &lsquo;walc&rsquo;h a rae e teufe ar gwrizio\u00f9 don a stage anezhi ouzh douar he hendado\u00f9 da veza\u00f1 drailhet, hag e vefe distrujet he mod da veva\u00f1, h\u00earezh ur ouiziegezh kozh-Noe anezha\u00f1. En he c&rsquo;hreizig-kreiz e oa Anjela Duval war ar memes tro ur Vreizhadez, ur beizantez hag ur varzhez. Ne so\u00f1je ket dezhi e vije posupl sevel ponto\u00f9 etre ar bed kozh, he hini dezhi, hag ar bed o tont. Ha koulskoude eo aet he mouezh en tu all d&rsquo;an harzo\u00f9.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">N&rsquo;eus nemet hec&rsquo;h amezeien, he nebeud mignoned, tud he familh ha bed bihan ar C&rsquo;houerc&rsquo;had ha Tregrom hag o doa anavet Anjela pa oa bugel, krennardez ha plac&rsquo;h yaouank. Pa grogas \u00ab pirc&rsquo;hirinaj \u00bb ar vrezhonegerien ouiziek war-zu Trao\u00f1-an-Dour, er bloavezhio\u00f9 tri-ugent, e oa tost arriet ar beizantez d&rsquo;he zri-ugent vloaz.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Gwelet e veze roudo\u00f9 ur vuhez labour tenn warni. N&rsquo;houlle ket en em ficha\u00f1 e mod ebet, hag ur stumm simpl ha rust he doa, gant he boned war he blev spulc&rsquo;het, he brozh hag he saro du. Kerzhet a rae evel ur gwaz, dinivl en he boto\u00f9-koad.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Met bez&rsquo; &lsquo;oa he dremm ivez\u2026 He sello\u00f9 voulouz du \u2014 re kened he yaouankiz \u2014 a dremene a-rez stern he lunedo\u00f9 (ne servijent dezhi nemet da lenn). Nijal a raent etrezek an nen, a vije boemet gante. Ponner pe sklaer, lemm pe dous e tiskouezent birvilh he spered, ur gizidigezh war evezh dalc&rsquo;hmat ; ha kap e vezent da lufra\u00f1 gant ur fulor sakr.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Boaz e oa da veva\u00f1 dindan an amzer ha gwelloc&rsquo;h e veze ganti labourat er parkeier kentoc&rsquo;h evit ober war-dro he zi. Ul leur-zi bri a oa enna\u00f1, ha te\u00f1val e oa ar pezh penna\u00f1. Ne veze mann &lsquo;met un torkad fleur, bet dastumet war he douaro\u00f9, evit lakaat un tamm liv e-barzh. Ar plas, war an daol vras hag ar banko\u00f9, a veze debret gant levrio\u00f9, kazetenno\u00f9, lizhero\u00f9, paperajo\u00f9 a bep seurt.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ne veze ket gwall zegemerus Anjela gant&nbsp;ar weladennourien dijen, rok pe\u2026 sot. Met digor-bras e veze dorejo\u00f9 he zi d&rsquo;ar mor a dud, niverusoc&rsquo;h-niverus, a zeue d&rsquo;aloubi\u00f1 he menaj. Kaozeal a blije da Anjela. Ha kap e veze da selaou ar re all ivez. Alies-mat e veze divizo\u00f9 a live uhel en-dro d&rsquo;an daol vras, e-lec&rsquo;h ma veze kenlidet ar blijadur o veza\u00f1 asambles gant krampouezh, bara, amann ha kafe. Souezhet e veze ar re a selaoue anezhi gant he c&rsquo;homzo\u00f9 lemm ha furnez he barnadenno\u00f9. Alies e tassone he c&rsquo;hoarzh lirzhin ha kre\u00f1v pa &lsquo;n em sante en hec&rsquo;h aez gant hec&rsquo;h ostizien.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Komzet e veze brezhoneg kentoc&rsquo;h evit galleg. Koulskoude e teue galleg kran-hardizh ganti, digredabl, gant ar re a roe arguzenno\u00f9 solud da nompas beza\u00f1 kap da gomz brezhoneg.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Anavezet eo he bourd brudeta\u00f1. Deut e oa un den da gaout anezhi hag a grogas da gaozeal en galleg outi, pouez-mouezh bro Dreger ganta\u00f1. Goull a reas Anjela diganta\u00f1 : \u00ab Penaos &lsquo;ta, c&rsquo;hwi ne oarit ket brezhoneg ? \u2014 Kompren &lsquo;ran, met ne gomzan ket &lsquo;nezha\u00f1, a respontas egile.&nbsp;\u2014 Neuze, eme Anjela, oc&rsquo;h tre &lsquo;vel ma chas : int &lsquo;gompren mat ivez met ne gomzont ket. \u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">N&rsquo;ez ae ket Anjela kuit deus Trao\u00f1-an-Dour, koulz l\u00e2ret. Ur wech em boa bet gwelet anezhi, ha me souezhet-mik, e Lannuon e-lec&rsquo;h ma oa bet o welet ar medisin, hag un eil gwech pa oa bet roet ar Priz Per Trepos dezhi. Ur vaouez a feiz e oa, a selaoue ingal an oferenn\u2026 er skingomz. &lsquo;Blam da betra e nac&rsquo;he dalc&rsquo;hmat mont en tu all da harzo\u00f9 he douaro\u00f9 ? Rei\u00f1 a rae digarezio\u00f9, met moarvat e oa un abeg kuzh bennaket ha ne vo ket gouvezet gwech ebet petra &lsquo;oa.<\/p>\n<h5 style=\"text-align: justify;\">An droed da gomz<\/h5>\n<p style=\"text-align: justify;\">D&rsquo;ar 7 a viz Du 1981 ec&rsquo;h eas Anjela Duval kuit etrezek an douaro\u00f9 uhel, da zastum hec&rsquo;h eostad peurbadel. Daoust hag-e\u00f1 eo dav, hirie c&rsquo;hoazh, menegi\u00f1 barzhez Trao\u00f1-an-Dour, komz diouti, furchal en he gerio\u00f9, selaou mouezh an awen a c&rsquo;hwezhe tan he spered ?<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Gwir eo hon boa rannet bara ar vignoniezh meur a wech. Met peseurt mignoniezh e oa ? Sell aze ur goulenn all. Meur a live a oa en he mignoniezh, a veze roet ganti d&rsquo;ur bern tud all. Rei\u00f1 a rae Anjela kentelio\u00f9 d&rsquo;an engroez. Met kenlida\u00f1, ne rae nemet gant nebeut a dud.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Daoust ha disleberet e vije bet hon darempredo\u00f9 gant ma micher kazetenner ? Sacha\u00f1 a rae evezh ar mediao\u00f9, ha meur a wech on bet ar vazh-valan etre hi hag int. He brud o kreski\u00f1 a roe danvez da&rsquo;m c&rsquo;hazetenn. Re alies moarvat on bet en he c&rsquo;he\u00f1ver un den a-vicher muioc&rsquo;h evit ur mignon. Daoust ha n&#8217;em bije ket implijet ar vignoniezh-ma\u00f1 evit ober \u00ab scoop \u00bb-o\u00f9 (bras pe bihan) ? Ne vijen ket souezhet o c&rsquo;ho\u00fbt he dije so\u00f1jet Anjela an dra-se a-wecho\u00f9. Ha moarvat en em sante muioc&rsquo;h en he bleud gant tud all, a gave dezhi e oa diabeg o mignoniezh eviti. Ar strollad-se, bihan a-walc&rsquo;h a-benn ar fin, en deus bet an droed da gomz diwar-benn Anjela.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">A-hed ar bloavezhio\u00f9, a-feur ma kreske braventez he skeudenn en e\u00f1vor an dud, a-feur ma veze diskuliet finesa ha glanded hec&rsquo;h oberenn, tonket da badout, zo deut diskibien nevez da c&rsquo;houll o lod deus an h\u00earezh. Splann e oa da goulz deiz-ha-bloaz he marv e miz Du 1991 er C&rsquo;houerc&rsquo;had.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Peadra&nbsp; zo&nbsp; d&rsquo;en&nbsp; em&nbsp; so\u00f1jal.&nbsp; Sell&nbsp; aze ur baourez, bet disanv e-pad hanter-kant vloaz evel tout an droc&rsquo;herien-vuzhug all, bet dinerzhet war-lerc&rsquo;h gant ur mor a dud o klask trao\u00f9 digustum, a sache evezh tud nevez c&rsquo;hoazh. N&rsquo;eo ket bet krignet skeudenn ar beizantez gant an amzer o tremen, er c&rsquo;hontrefed : bet eo eeunaet, glanaet, lakaet da skedi\u00f1, e-mesk poblad an Dregeriz vunut, zo kaeroc&rsquo;h. Gwriziennet-don eo Anjela en istor hon c&rsquo;hevredigezh.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">N&rsquo;haller ket didamall unan bennaket ma n&rsquo;eo ket bet tamallet a-raok. Anjela, bountet da stourm, he doa dibabet deus peseurt tu e oa, ha peseurt tud a oa hec&rsquo;h enebourien. Daoust hag-e\u00f1 o deus trec&rsquo;het he so\u00f1jo\u00f9 war-lerc&rsquo;h he marv ? Re abred eo c&rsquo;hoazh, da&rsquo;m so\u00f1j, evit respont d&rsquo;ar goulenn-ma\u00f1. Galvet he doa, evel Arzhur, he marc&rsquo;hegerien da stourm en anv he gwad, he douar, hec&rsquo;h unvanelezh hag he sevenadur. Un dra zo sklaer : ar galv-ma\u00f1, he galv nemeta\u00f1, a zo bet klevet. Skei\u00f1 a ra ouzh spered an neb a fell dezha\u00f1 beza\u00f1 Breton.<\/p>\n<h5 style=\"text-align: justify;\">Feunteun Trao\u00f1-an-Dour<\/h5>\n<p style=\"text-align: justify;\">A-benn kaozeal deus Anjela Duval hirie, hep trubardi\u00f1 anezhi (met da&rsquo;m so\u00f1j, n&rsquo;eus ket tu da veza\u00f1 a-live gant sonerezh diabarzh Anjela), eo dav mont gant meur a hent. Ha respont d&rsquo;ar goulenn kenta\u00f1-ma\u00f1 : da biv e kaozeer ? Da stourmerien an emsav, d&rsquo;ar vrezhonegerien ouiziek en o yezh ? Pe d&rsquo;ar rummado\u00f9 nevez a zo o klask o gwrizio\u00f9, sachet etrezek \u00ab feunteun gozh Trao\u00f1-an-Dour \u00bb gant ur sec&rsquo;hed sevenadurel ? Peotramant da gesterien ar glad, o tont deus pep lec&rsquo;h, deus pep gouenn, da bikoti\u00f1 fleur jardrin ar barzhonego\u00f9 evit o gounid dezhe o-unan ? Peotramant c&rsquo;hoazh, da bobl Vreizh ?<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ar bobl na oar ket, met c&rsquo;hoant ganti da c&rsquo;ho\u00fbt, bet fromet gwech pe wech gant ur ger, ur c&rsquo;homz, ur werzenn, ur skeudenn bennaket strinket diwar an draonienn &lsquo;lec&rsquo;h ma veve ur skeud gwisket e du ?<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Luzietoc&rsquo;h e oa he fersonelezh evit pezh a so\u00f1jer da genta\u00f1. Ha bewech pa vez dedennet unan bennaket gant he buhez, c&rsquo;hoant ganta\u00f1 da studial hec&rsquo;h oberenn pe da gompren resis pezh he doa l\u00e2ret, e tiskouez Anjela un dremm a glot gant pezh a vez hema\u00f1 o c&rsquo;hedal. Ent-se e teu an temptadur bras, ha fall, da leuskel a-gostez, pe c&rsquo;hoazh da zisteraat he zuio\u00f9 all.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Gwir eo ivez e oa bet \u00ab rannet \u00bb Anjela pa oa bev dija : tud zo ha ne welent enni nemet stourmerez ar brezhoneg hag ar sevenadur, lod all ha ne welent enni nemet difennerez an natur, he c&rsquo;hleuzio\u00f9, he gwez, e-skoaz lod all c&rsquo;hoazh a glaske enni roudo\u00f9 ur mistik keltiek pe roudo\u00f9 deus furnez hon zado\u00f9-kozh. Al lodenn vrasa\u00f1 a veule awen ar varzhez. Nebeut a-walc&rsquo;h a lakae da dalvezout kizidigezh ar beizantez.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Dirakomp ema\u00f1 ar skoilh c&rsquo;hoazh : en arvar ema\u00f1 \u00ab barzhez-peizantez \u00bb Trao\u00f1-an-Dour da veza\u00f1 brudet mann &lsquo;met evit he skrido\u00f9. Displegomp pelloc&rsquo;h. Digoret o deus dezhi perzhio\u00f9 mat hec&rsquo;h oberenn a varzhez dorejo\u00f9 ti-meur al lennegezh brezhoneg. Gounezet he deus an droed da gaout he flas enna\u00f1. Tal kichen an dud veur. Met n&rsquo;haller ket dispartia\u00f1 hec&rsquo;h oberenn deus he buhez pemdez. War ar pemdez&nbsp; eo&nbsp; zo&nbsp;&nbsp; bet&nbsp;&nbsp; degaset dezhi al lodenn wella\u00f1 deus ar boan ha deus al levenez, en hec&rsquo;h unvanidigezh gant an douar mager. N&rsquo;haller ket distaga\u00f1 anezhe, na displega\u00f1 al liamm zo etreze memes.&nbsp; &nbsp;&nbsp;<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E c&rsquo;hall beza\u00f1 diaes kompren Anjela Duval d&rsquo;an hini n&rsquo;en doa ket anavet anezhi \u2014 na kaozeet ganti, na gwelet anezhi o veva\u00f1 en hec&rsquo;h endro, gant he lusk dezhi. Met en ur glask ul liamm etre he barzhonego\u00f9 e c&rsquo;hello kavout pezh en deus awenet anezhe.<\/p>\n<h5 style=\"text-align: justify;\">\u00ab Ma c&rsquo;halon zo ur vered \u00bb<\/h5>\n<p style=\"text-align: justify;\">Klask kompren ur barzh dre e oberenn ne dalvez ket trubardi\u00f1 anezha\u00f1 dre ret. Ur c&rsquo;hoari evit ar spered e c&rsquo;hall beza\u00f1 ar varzhoniezh, nemet eo kan ur galon da genta\u00f1-penn. Dreist d&rsquo;ar fedo\u00f9, d&rsquo;an degouezhio\u00f9 ha d&rsquo;ar menozio\u00f9 o deus ganet anezha\u00f1 &lsquo;c&rsquo;h a ar c&rsquo;han-ma\u00f1. Danvez hollvedel zo enna\u00f1, o tont da veza\u00f1 kan ar bed. Neuze n&rsquo;eo ket dav d&rsquo;an nen beza\u00f1 bet e ti Trao\u00f1-an-Dour e leur-zi bri a-benn klevet enna\u00f1 e-unan heklev sonerezh ha komzo\u00f9 barzhonego\u00f9 zo. Da skouer ar barzhoneg berr-ma\u00f1, anvet \u00ab Va c&rsquo;halon \u00bb :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px; text-align: justify;\"><em>Va c&rsquo;halon zo ur vered<\/em><br \/>\n<em>Enni nouspet ha nouspet bez <\/em><br \/>\n<em>Enni bemdez ur bez nevez <\/em><br \/>\n<em>Bezio\u00f9 kerent ha mignoned\u2026<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Bet hon eus gouelet, an holl ac&rsquo;hanomp, dirak bez nevez-toullet kar pe bar er vered, ha gerio\u00f9 klemm Anjela a c&rsquo;hallfe beza\u00f1 hon re-ni.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Met sellomp deus ar barzhoneg \u00ab An Alouberien \u00bb sinet \u00ab Ur Vrogarourez paour \u00bb gant Anjela e miz Meurzh 1964. Youc&rsquo;hal he ravolt a rae ar beizantez o welet an alouberien o plava\u00f1 war he bro evel ur vandennad brini. Abegi\u00f1 a rae deus ar re a werzhe mado\u00f9 ar vro d&rsquo;an&nbsp;\u00ab estra\u00f1jourien \u00bb, a bilhe ar chapelio\u00f9 hag ar manerio\u00f9. Diskulia\u00f1 a ra ar barzhoneg-ma\u00f1 an tu kilbennek deus he fersonelezh.&nbsp; Met&nbsp; dous&nbsp; ha&nbsp; kizidik&nbsp; e oa&nbsp;Anjela ivez. N&rsquo;he deus ket bet gouza\u00f1vet gwelet gwad gwech ebet, hini he loened memes (konta\u00f1 a rae penaos &lsquo;c&rsquo;h ae da goach pa veze lazhet ur penn-moc&rsquo;h). Ha koulskoude e oa, war ar memes tro, ur gwir menez-tan, ha prest e oa an tan da strinka\u00f1 ha d&rsquo;ober e reuz ! Koulskoude n&rsquo;eo ket diwar ur c&rsquo;houchad drougiezh e tarzhe he fulor \u2014 arouez un temz-spered bervidik (h\u00earezh he zad, kuit &lsquo;ta !). Er c&rsquo;hontrefed : tenna\u00f1 a rae deus an tan-gouez. Pa veze gwallgaset pezh a oa a-bouez eviti e troe he spered : \u00ab Trei\u00f1 &lsquo;ran da sot pa glevan tud hag a gont droug diwar-benn ma bro (Breizh, anat deoc&rsquo;h), ma yezh pe ma micher. \u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">En ur fusta\u00f1 ar re a lak o c&rsquo;hrabano\u00f9 war mein, arrebeuri ha mado\u00f9 hon hendado\u00f9, e tiskoueze splann Anjela petra &lsquo;oa beza\u00f1 Breton eviti. En Treger vihan, er C&rsquo;houerc&rsquo;had hag&nbsp; e Tregrom dreist-holl, da l\u00e2ret eo e bed Anjela \u2014 zo bet gwelet tud a bep seurt broio\u00f9 o tont d&rsquo;en em stalia\u00f1 e-barzh tier kozh adkempennet, war ribl al Leger alies. Anaout a rae Anjela perc&rsquo;henned gozh war an tier-se, so\u00f1j mat he doa deus buhez o ziegezho\u00f9. Kaer o doa an dud nevez-erruet dont da welet anezhi, o tiskouez c&rsquo;hwistim ha mignoniezh outi, ar beizantez ne wele enne nemet alouberien.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">A-raok barn he c&rsquo;hlemm, he galv d&rsquo;an armo\u00f9, eo ret kompren penaos e oa an trao\u00f9 e-barzh ar vro. Aze ema\u00f1 an dalc&rsquo;h. Kemer a rae harp Anjela war he buhez pemdez. Ne oa troc&rsquo;h ebet etre he micher peizantez hag ar skriva\u00f1. Dispaka\u00f1 ha sublima\u00f1 al labour-douar a rae he barzhoniezh. Dav eo kaout so\u00f1j ne oa ket bet krog ar beizantez da skriva\u00f1 ac&rsquo;han he hanter-kant vloaz tremenet. Met gwir eo ivez he doa douget ha maget enni, adalek he bugaleaj betek dero\u00f9 he c&rsquo;hozhni, ur c&rsquo;han ha ne vanke dezha\u00f1 nemet ar mod da veza\u00f1 ganet. Gant ar brezhoneg e voe kavet.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Meneget hon eus \u00ab An Alouberien \u00bb. Ne vefe ket reizh gwelet enna\u00f1 tout pezh he doa hon mignonez da l\u00e2ret. \u00ab Stourm a ran war bep tachenn \u00bb a oa he ger-stur. Memestra e c&rsquo;haller lenn en \u00ab Alouberien \u00bb un dostaat, dre vras, d&rsquo;ar c&rsquo;hann a veze kaset gant ar stourmerez.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Santet he doa Anjela, speredek-hardizh evel ma oa, e oa he Bro war var koll hec&rsquo;h unvanelezh. Bev-mat e oa an unvanelezh-se enni : gwriziennet don e oa Anjela e sevenadur an douar ; he mod da veva\u00f1 a zeue deus kentelio\u00f9 he zud, o doa roet dezhi kenaoz ur furnez, ur ouiziegezh kozh-Noe ; hag ouzhpenn he doa studiet he yezh, he sevenadur, hec&rsquo;h istor.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Santet he doa ar reverzhi a oa o tont d&rsquo;ober plas d&rsquo;ur bed nevez. Met an distrujo\u00f9 &lsquo;ni eo he doa gwelet da genta\u00f1. Diskaret e veze ar c&rsquo;hleuzio\u00f9 hag ar gwez kant-vloaz. Torret e veze kerzh ar vuhez e-barzh kof an douar gant ar gimiezh. Lonket e veze ar yaouankiz gant an divroa\u00f1 ; distummet ha kompezet e veze so\u00f1jo\u00f9 an dud gant ar skinwel. Ne so\u00f1je ket dezhi e vije posupl sevel ponto\u00f9 etre ar bed kozh, he hini dezhi, hag ar bed o tont.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">&lsquo;Blam da se eo moarvat zo tud evit so\u00f1jal e nac&rsquo;he-hi ar che\u00f1chamant, he doa so\u00f1jo\u00f9 warlerc&rsquo;hiet hag e chome stag, evel ur chouanez, ouzh an amzer dremenet.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Daoust ha gallout a reer kaozeal deus che\u00f1chamant ? Pe ne vije ket gwelloc&rsquo;h implij ar ger dispac&rsquo;h kentoc&rsquo;h ? Ne oa ket bet prientet Anjela d&rsquo;ar prantad etre-ma\u00f1 gant he sevenadur, ha ne glote ket gant he zemz-spered ivez. Pezh a ouie a-walc&rsquo;h. Ur reuz diabarzh he doa bevet moarvat sur. Kana\u00f1 a rae ur Vreizh he dije gallet beza\u00f1, en he gwerzenno\u00f9, hag a oa ur Vreizh dibosupl dija. Un <em>utopia <\/em>a veve Anjela, met dizall e oa hi ivez.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Plac&rsquo;h gouestlet d&rsquo;ar sakr, penaos he dije gallet en em ober ouzh an disakra\u00f1 ? E-barzh he daouarn kaledennet e talc&rsquo;he goulaouenn he hendado\u00f9. Hag e fin he buhez \u2014 ganti stumm ur skeud deus Bro an Anaon \u2014 ec&rsquo;h astenne he brec&rsquo;h. Evit rei\u00f1 an h\u00earezh. \u00ab Torfed eo terri\u00f1 ar chadenn. \u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Den ebet &lsquo;n doa bountet anezhi da stourm evit ar vro. Gwir eo &lsquo;c&rsquo;h eo a-drugarez da dud entanet \u2014 Ivona Martin, Roparz Hemon, an tad Gwilhelm Dubourg hag an tad Marsel Klerg\u2026 \u2014, he devoa adkavet he yezh ha he sevenadur, war an diwezhad. Met ne oa ket bet rediet da gana\u00f1 trao\u00f9 all evit he douaro\u00f9, he loened, he micher uhel, ar c&rsquo;hant tra bihan a lakae anezhi da drevellat war ar pemdez. Deus se eo zo kaoz el lodenn vrasa\u00f1, marteze, deus hec&rsquo;h oberenn, a zo tost deus hini Loeiz Herrieu, ar barzh-troer-douar. Pa zigor he c&rsquo;halon, marc&rsquo;hegez dizarmet, e klever he muzik diabarzh o soni\u00f1 reizh. Trei\u00f1 a ra an awen da sev. Diwani\u00f1 a ra ar gwerzenno\u00f9, ar gerio\u00f9 war pajenn ar c&rsquo;haier, e-keit ha ma vez an tan o ta\u00f1sal laouen e-barzh an oaled. Blaz ha frond ar planto\u00f9 o deus, ar planto\u00f9 gouez a gaved e-leizh war he c&rsquo;hleuzio\u00f9.<\/p>\n<h5 style=\"text-align: justify;\">Ar varzhez-peizantez diwezha\u00f1<\/h5>\n<p style=\"text-align: justify;\">Roet he deus Anjela, plac&rsquo;h gwirion an douar, pajennado\u00f9 hep-o-far, ha rekis, d&rsquo;al lennegezh&nbsp; brezhoneg. E-touez an&nbsp;dibab brezhonegerien, ne oa den all ebet en dije gallet, pe a vije bet barrek a-walc&rsquo;h, da gaozeal gant skeudenno\u00f9 daredus deus kened simpl ur parkad gwinizh, sumfonienn ar beurevezhio\u00f9, lusk un devezh dorna\u00f1.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Bet eo ma mignonez kozh, Itron meur Trao\u00f1-an-Dour, ar varzhez-peizantez diwezha\u00f1 &lsquo;m eus aon. En ur salmi\u00f1 d&rsquo;he heul e l\u00e2rfen e vo ret dimp mont etrezek ar vammenn gozh adarre evit en em unani\u00f1 gant kan don-dona\u00f1 an douar. Tud zo a l\u00e2ro eo an douar danvez penna\u00f1 ur bern barzhed all.&nbsp; Met e kemm gant Anjela \u2014 n&rsquo;eus forzh pegen brav e vefe o oberenno\u00f9 \u2014, e vez gwelet ha santet an natur deus an diavaez gant ar varzhed-ma\u00f1. Menajerez ar C&rsquo;houerc&rsquo;had, hi, a-unan dalc&rsquo;hmat gant an douar, a zisplege peseurt eskemm he doa ganta\u00f1, d&rsquo;un a\u00f1jeluz d&rsquo;egile.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Arru on brema\u00f1 gant ur goulenn bras. Daoust hag-e\u00f1 eo bet Anjela ur steredenn-nij e-barzh oabl hol lennegezh, peotramant e chomo &lsquo;vel ur steredenn lufr e-barzh hon ne\u00f1vo\u00f9&nbsp;?<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Dek vloaz zo trawalc&rsquo;h evit kas kalzig a skrivagnerien d&rsquo;an toull ankounac&rsquo;h. Met e ti-meur ar varzhed vrezhoneg ema\u00f1 brema\u00f1 Anjela o chom. Deut eo hec&rsquo;h oberenn, he dastumado\u00f9 barzhonego\u00f9, da veza\u00f1 testenno\u00f9 klasel.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Met Anjela, maouez he fersonelezh luziet, zo ur seurt kelc&rsquo;hienn en-dro dezhi. Al lodenn vrasa\u00f1 deus an dud, ar re na lennont ket anezhi, o deus dalc&rsquo;het so\u00f1j deus ur vaouez dreist-ordinal. Tuio\u00f9 enep enni, gwir eo. Skoet eo bet spered he c&rsquo;henvroidi ganti \u2014 a-hed hec&rsquo;h ugent vloavezh a vuhez publik \u2014, spered an dud a deue da gaout anezhi, pe a wele anezhi&nbsp; en&nbsp; tele, pe a gleve anezhi er&nbsp;radio. Ur paourkaezh maouez roufennet e oa, brewet gant al labour, ur beizantez, zo kaeroc&rsquo;h, a oa o veva\u00f1 evel gwechall. Met sevel a rae, lorc&rsquo;hus ha rebell, evit distaga\u00f1 komzo\u00f9 her en ur yezh uhel. Komz a rae ur galleg ken kran a-wecho\u00f9 ken e veze ret din, anzav a ran, mont da furchal e-barzh ur geriadur ! L\u00e2ret a rae o fegement da vistri ar bed koulz ha d&rsquo;ar bobl, kiriek da veza\u00f1 pleget o c&rsquo;hein ken lies gwech.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Lampat a ra ar mediao\u00f9 war an dud disort. Deus ar ouenn-ma\u00f1 e oa Anjela. Taolet e oa bet da grignat d&rsquo;ur mor a dud o c&rsquo;huriuzenni\u00f1 \u2014 go\u00fbt a-walc&rsquo;h a ran peseurt perzh em boa bet en afer-ma\u00f1. Evurusamant ne bad ket ar guriusted gwall bell. Ha n&rsquo;eo ket &lsquo;blam d&rsquo;an tech a sellerezh-ma\u00f1 ec&rsquo;h eo chomet e-barzh spered ar Vretoned. Miret o deus skeudenn ur vaouez hep-he-far, leun a furnez, a uhelvenozio\u00f9, ur vaouez a oa splann he spered, a oa gwriziennet ken don ken n&rsquo;haller ket chom diseblant. Struda\u00f1 a ra anv Anjela Duval war plakenno\u00f9 ar ruio\u00f9, ar plasenno\u00f9. N&rsquo;an ket da gondaoni\u00f1 e vefe anavet war-lerc&rsquo;h he marv. Enoret he doa Breizh hag ober a ra c&rsquo;hoazh. Dleet eo dimp dougen bri dezhi.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Met petra a dalvezo an dra-se a-benn nebeut amzer ? Alies e teu ar so\u00f1jo\u00f9 da vergla\u00f1 buanoc&rsquo;h evit ar plakenno\u00f9. Da&rsquo;m so\u00f1j e pado barzhez Trao\u00f1-an-Dour a-drugarez d&rsquo;he zestenno\u00f9, d&rsquo;he barzhonego\u00f9 dreist-holl. Enne ema\u00f1 ar pep pouezusa\u00f1. Lies ha soutil. Barzhonego\u00f9-pedi\u00f1 ar gristenez, barzhonego\u00f9-kana\u00f1 kustum ar beizanted, barzhonego\u00f9-so\u00f1jal en dud karet, barzhonego\u00f9-klemm ar Vreizhadez a stourme evit he yezh hag he sevenadur. Da bep hini e lod. Met n&rsquo;amp ket da lodenni\u00f1 an trao\u00f9. N&rsquo;eus ket, deus un tu, un Anjela o komz deus poan tud an douar, ha deus an tu all, un Anjela stourmerez ha mistik.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">N&rsquo;eus den ebet perc&rsquo;henn war Anjela. N&rsquo;eus den ebet perc&rsquo;henn war he h\u00earezh. Da Vreizh eo hi.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Pezh zo dleet dimp ober, an dra nemeta\u00f1 a c&rsquo;hortoze-hi diouzhimp marteze, eo diwall na vije ket laosket he c&rsquo;han da fraosta\u00f1. Ret eo dimp skigna\u00f1 ha skuilha\u00f1 he barzhonego\u00f9 par ma c&rsquo;hallimp. Ha ma vo dav dimp trei\u00f1 he zestenno\u00f9 e galleg evit ma vije sachet al lennerien etrezek an testenno\u00f9 orin, ra vo graet. Tud zo o c&rsquo;hortoz se. Muioc&rsquo;h-mui a dud onest o dije c&rsquo;hoant da zizoloi\u00f1 te\u00f1zorio\u00f9 barzhoniezh Anjela. Met n&#8217;ema\u00f1 ket gante an alc&rsquo;hwez aour a zigorfe ar c&rsquo;houfr : ar brezhoneg.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Troet e vez oberenno\u00f9 barzhed deus ar bed a-bezh. Dav eo ober &lsquo;memes tra gant oberenn Anjela peogwir he deus un dalvoudegezh hollvedel. Daoust ma n&rsquo;eo nemet e brezhoneg e c&rsquo;haller kompren hec&rsquo;h ijin.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">&nbsp;<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">* Diwar Roger Laouenan, <a href=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/anjela-duval-une-voix-prophetique\/\">\u00ab Anjela Duval : une voix proph\u00e9tique ? \u00bb,<\/a> <em>ArMen, <\/em>niv. 56, miz Genver 1994, pp. 18-27.&nbsp;Lakaet e brezhoneg gant Corinne ar Mero.<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>&nbsp; \u00ab Un hanter dousennad barzhed ne dalvezint ket gwech ebet ul labourer-douar ! \u00bb, a l\u00e2ras Anjela Duval din un deiz [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2824","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Mouezh ur brofedez ? * - Roger Laouenan - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/mouezh-ur-brofedez-roger-laouenan\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Mouezh ur brofedez ? * - Roger Laouenan - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"&nbsp; \u00ab Un hanter dousennad barzhed ne dalvezint ket gwech ebet ul labourer-douar ! \u00bb, a l\u00e2ras Anjela Duval din un deiz [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/mouezh-ur-brofedez-roger-laouenan\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:23:51+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"17 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/mouezh-ur-brofedez-roger-laouenan\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/mouezh-ur-brofedez-roger-laouenan\\\/\",\"name\":\"Mouezh ur brofedez ? * - Roger Laouenan - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-23T23:25:12+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:23:51+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/mouezh-ur-brofedez-roger-laouenan\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/mouezh-ur-brofedez-roger-laouenan\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/mouezh-ur-brofedez-roger-laouenan\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Mouezh ur brofedez ? * &#8211; Roger Laouenan\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Mouezh ur brofedez ? * - Roger Laouenan - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/mouezh-ur-brofedez-roger-laouenan\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Mouezh ur brofedez ? * - Roger Laouenan - Anjela Duval","og_description":"&nbsp; \u00ab Un hanter dousennad barzhed ne dalvezint ket gwech ebet ul labourer-douar ! \u00bb, a l\u00e2ras Anjela Duval din un deiz [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/mouezh-ur-brofedez-roger-laouenan\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:23:51+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"17 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/mouezh-ur-brofedez-roger-laouenan\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/mouezh-ur-brofedez-roger-laouenan\/","name":"Mouezh ur brofedez ? * - Roger Laouenan - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-23T23:25:12+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:23:51+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/mouezh-ur-brofedez-roger-laouenan\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/mouezh-ur-brofedez-roger-laouenan\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/mouezh-ur-brofedez-roger-laouenan\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Mouezh ur brofedez ? * &#8211; Roger Laouenan"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2824","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2824"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2824\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2824"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}