{"id":2812,"date":"2017-10-23T23:51:12","date_gmt":"2017-10-23T21:51:12","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2812"},"modified":"2025-08-13T15:24:45","modified_gmt":"2025-08-13T13:24:45","slug":"rakskrid-kan-an-douar-klerg","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/rakskrid-kan-an-douar-klerg\/","title":{"rendered":"Rakskrid Kan an douar * &#8211; Klerg"},"content":{"rendered":"<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>Furchet em eus pevar c&rsquo;hanton <\/em><br \/>\n<em>O klask ur plac&rsquo;hig a feson\u2026<\/em><\/p>\n<p>Pe en ur gemma\u00f1 un tammig an eil linenn eus ar son boblek-se :<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\"><em>Furchet em eus pevar c&rsquo;hanton <\/em><br \/>\n<em>O klask ur varzhez a feson\u2026<\/em><\/p>\n<p>Hogen arabat din ober gant ar ger barzh, pe varzhez, peogwir ne fell ket d&rsquo;an hini he deus savet ar barzhonego\u00f9 a zo el levr-ma\u00f1 e vefe graet \u00ab ur barzh \u00bb anezhi. Komzomp eta hepken eus barzhoniezh ha deomp da furchal, da welout ha kaout a raimp barzhezed un tu bennak\u2026<\/p>\n<p>Klaskomp da&nbsp; genta\u00f1&nbsp; e&nbsp; levr&nbsp; brudeta\u00f1&nbsp; ar bed : ar Bibl ! Ma ! Kouezhet va biz- meud em dorn : gant paotred ez eo bet skrivet an Testamant Kozh hag an Testa- mant Nevez. Ar Salmo\u00f9 \u2014 anezho barzhonego\u00f9 \u2014 a zo diwar zorn paotred hepmuiken, gant ar Roue David en o fenn. Er Bibl a-bezh e kaver hepken teir barzhoneg savet gant merc&rsquo;hed : gant Anna, mamm Samouel, gant Yuzid, inta\u00f1- vez Betulia, ha neuze gant ar Werc&rsquo;hez Vari ; ha c&rsquo;hoazh sur-mat ema\u00f1 roud dorn paotred war ar barzhonego\u00f9-ma\u00f1 o- unan.&nbsp;&nbsp;&nbsp; Furchomp&nbsp;&nbsp;&nbsp; en&nbsp;&nbsp;&nbsp; Henamzer ! En&nbsp;Henamzer glasel hepken, rak a-hend-all, e vefe re hir hor furchadeg. E latineg ? Hini ebet. E gresianeg, unan dreist-holl, Sappho. An istorourien hag ar sosiologou- rien o deus, evel-just, ur respont da rei\u00f1 dimp, war ar poent-se : komz a raint hep mar ebet eus renk izel ar merc&rsquo;hed er gevredigezh, ha piv &lsquo;oar ? e skoint ganimp komzo\u00f9&nbsp; Sant&nbsp; Paol :&nbsp; \u00ab Taceant &nbsp;mulieres&nbsp;\u2014 Merc&rsquo;hed ! serrit ho kenou ! \u00bb<\/p>\n<p>Met er Grennamzer, daoust hag-e\u00f1 e kavomp kement-se a verc&rsquo;hed hag o deus staget o anv ouzh ar varzhoniezh ? Menegomp evelkent unan hag a blede gant danvez Breizh : Mari a Fra\u00f1s. Rouez, ya, rouez-meurbet, e seblant beza\u00f1 ar merc&rsquo;hed troet da skriva\u00f1 barzhoniezh.<\/p>\n<p>E Breizh, pa ne deo ket ur vro eus ar vrasa\u00f1, ne c&rsquo;heller beza\u00f1 engortoz da welout merc&rsquo;hed diouzh an druilh oc&rsquo;h ober war-dro ar varzhoniezh. Kuit da gomz eus merc&rsquo;hed hon amzer-ni, komzomp eus ar re a zo aet da Anaon, n&rsquo;eus ket keit-se zo c&rsquo;hoazh. Ar roll anezho a gaver en <em>Istor Lennegezh Vrezhonek an Amzer-Vrema\u00f1, <\/em>gant Abeozen, p. 51-54 : Anna-Mari Roparz, mamm Jaffrennou- Taldir,&nbsp;&nbsp; Marianna&nbsp; Abgrall,&nbsp; Konstanza&nbsp; ar Merrer, Loeiza Charran, Filomena Kadored (Koulmig Arvor). Ez-verr ha mattre e lavar Abeozen ar pezh a zo da lavarout diwar-benn pep hini eus ar merc&rsquo;hed-se. Menegomp ouzhpenn, daoust ne deo ket gwall-bonner ar samm- barzhonego\u00f9 savet ganti, Gwenfrewi, skrivagnerez e rannyezh Gwened.<\/p>\n<p>Daoust ha ne vefe ket roet d&rsquo;ar merc&rsquo;hed donezon ar varzhoniezh gant kement a largentez ha ma vez roet d&rsquo;ar baotred ? Pep hini a c&rsquo;hell kaout e gredenn war ar poent-se, met va c&rsquo;hredenn-me eo o devez ar merc&rsquo;hed o lod ken frank hag hini ar baotred ha marteze frankoc&rsquo;h. Rak gant danvez kizidikoc&rsquo;h ez int graet. Met un islonk a zo etre \u00ab beva\u00f1 ar varzhoniezh \u00bb hag he \u00ab lakaat war ar paper \u00bb.<\/p>\n<p>Arabat diso\u00f1jal kement-ma\u00f1 : mar ne grou ket atav ar merc&rsquo;hed a varzhoniezh ec&rsquo;h ouzont petra eo ar varzhoniezh hag e viront anezhi evit ar re all. Sellit eta ouzh Marc&rsquo;harid Fulup, unan ha na ouie ket skriva\u00f1, ha lavarit din hag-e\u00f1 ne ouie ket petra e oa ar varzhoniezh, daoust na rae nemet kana\u00f1 trao\u00f9 ha n&rsquo;eo ket ganti eo e oant bet savet.<\/p>\n<p>Pa oa bet gouelio\u00f9-bras, e Pl\u00fbned, d&rsquo;ar&nbsp;16 a viz Gouere 1971, en enor da Varc&rsquo;harid Fulup, e oa bet lakaet e-harz he delwenn nevez, war blasenn ar vourc&rsquo;h, ur bokedig-brug. Bet degaset di eus perzh Anjela Duval. Testeni splann eus al liamm \u2014 liamm ar varzhoniezh \u2014 etre ar skrivagnerez eus Trao\u00f1-an-Dour hag ar ganerez Gwerzio\u00f9 ha Sonio\u00f9 a Bluned.<\/p>\n<p>Techet e vefen eta da gredi\u00f1 e sant donoc&rsquo;h ar merc&rsquo;hed barzhoniezh ar bed hag&nbsp; ar&nbsp; vuhez,&nbsp; met&nbsp; ne&nbsp; so\u00f1jont&nbsp; ket ne&nbsp;gredont ket lakaat dre skrid ar varzhoniezh-se ; pe ez eo re gre\u00f1v da veza\u00f1 dis- pleget gant gerio\u00f9 ? pe e kav dezho ne dalvez ket ar boan ?<\/p>\n<p>Setu perak ez eo ur misi evidomp gwelout o tonet er-maez ul levr barzhonego\u00f9 savet gant ur vaouez, ur vaouez hag a zo aet a-benn brema\u00f1 ar vrud anezhi kalz pelloc&rsquo;h eget he C&rsquo;houerc&rsquo;had genidik hag he Zrao\u00f1-an-Dour. Unan hag he deus gouezet rei\u00f1 ur vouezh d&rsquo;he Douar, hi peizantez ganet, savet hag o veva\u00f1 e- kreiz ar maezio\u00f9.<\/p>\n<p>\u00ab Kan an Douar \u00bb, setu an titl roet d&rsquo;an dastumad&nbsp; barzhonego\u00f9-ma\u00f1&nbsp; e-lec&rsquo;h m&rsquo;en em vesk e gwirionez kan an Dour gant kan an Douar, kan ar Bleunio\u00f9, ha kan ar C&rsquo;hleier evit ober ur Simfonienn Veureel eilet gant trouz boto\u00f9-koad un devezhour kozh o vont d&rsquo;e labour. Met ken frouezhus, ken strujus eo bet Douar Anjela ma&rsquo;z eus bet ranket lezel tremen kant eus he barzhonego\u00f9 hep o enkloza\u00f1 en teskad-ma\u00f1 !<\/p>\n<p>Ama\u00f1 e kavot Bed Anjela, Anjela hag he Bed. Buhez Anjela, Anjela hag he buhez. He c&rsquo;halon, he loened, he c&rsquo;hazeg, he chas, he loened-korn \u2014 evel itronezed oc&rsquo;h ec&rsquo;hoaza\u00f1 war ar geot en ur c&rsquo;hoari gant o divskouarn evel aveler \u2014, ar plant, ar bleunio\u00f9 gant ar roz-kamm o tifluka\u00f1 abred ouzh pantenno\u00f9 ar st\u00ear-Leger, ar gwez o c&rsquo;houza\u00f1v poan dindan daolio\u00f9 bouc&rsquo;hal an divarrer, he farkeier : met he zud ivez, he zad, he mamm, he c&rsquo;hoar, he mignoned, holl zegouezhio\u00f9 he&nbsp; buhez ; he feiz ha neuze he yezh hag he Bro. He c&rsquo;harantez. Met ivez an droug hag ar fulor a sav enni ouzh kement hini a venn distruja\u00f1 kened ar maezio\u00f9, ha diskar hor Broadelezh. Met perak komz eus ar pezh a zo el levr-ma\u00f1 ? ne ran nemet difagani\u00f1 an teskad-ma\u00f1 gant va diskl\u00eariadurio\u00f9 e yezh-plaen. Gwelloc&rsquo;h lezel al lennerien da zizolei\u00f1 o-unan, gant estlamm, Bed Anjela\u2026<\/p>\n<p>Met en dro-ma\u00f1, emaon tre, evel ma vez lavaret, e-kichen ar blakenn ! Bed Anjela ! Daoust hag e c&rsquo;heller komz eus Bed Anjela ? Evel pa vefe un disparti etre- zi hag he Bed ! Etre ar Bed e-lec&rsquo;h m&#8217;ema\u00f1 hi o veva\u00f1 hag hi hec&rsquo;h-unan ? Nann ! n&#8217;ema\u00f1 ket ar Bed-se diouzh un tu, hag Anjela diouzh un tu all o lenn enna\u00f1 evidomp e gevrino\u00f9, pe mar kirit evel ur wenanenn o suna\u00f1 an dourenn anezha\u00f1 d&rsquo;he zrei\u00f1 e mel evidomp ! Tamm ebet. Anjela hag he Bed ne reont nemet unan, o veva\u00f1 an hevelep buhez, evel ur c&rsquo;horf bev hag Anjela an teod anezha\u00f1. Eno ema\u00f1 ar Varzhoniezh, ar gwir Varzhoniezh : an unaniezh don ha kevrinus etre ar barzh hag ar bed.<\/p>\n<p>Da c&rsquo;hras Doue n&rsquo;eo ket mui ar Varzhoniezh, e Breizh, ar pezh a oa n&rsquo;eus ket pell c&rsquo;hoazh : tostoc&rsquo;h ouzh stumm gwerzaoua\u00f1 ar C&rsquo;hallaoued, er XVIIvet kantved, eget ouzh Barzhoniezh. Setu end-eeun ar pezh a ra gwander oberenno\u00f9, o ! bravik ha koantik ha plijus alies, ar merc&rsquo;hed hon eus meneget uheloc&rsquo;h : kalz nesoc&rsquo;h o oberenno\u00f9 d&rsquo;ar gwer- zaouerezh eget d&rsquo;ar Varzhoniezh. Met diouzh o amzer e oant ha ne c&rsquo;heller ket tamall an dra-se dezho.<\/p>\n<p>Anjela a zo ivez diouzh hec&rsquo;h amzer, ha setu perak e oar gant peseurt yezh ober : yezh he c&rsquo;havell, yezh he bugaleaj, yezh he yaouankiz, yezh he labour, yezh he Bro-Dreger, ya, met ur yezh pinvidikaet, galloudekaet gant ar studi he deus graet warni dre zarempredi\u00f1 ar skrivagnerien a ouenn vat.<\/p>\n<p>N&rsquo;eo ket aet Anjela d&rsquo;en em luzia\u00f1 e pez- hio\u00f9 hir, na da skriva\u00f1 war un ton bras. N&rsquo;he deus ket klasket sevel barzhonego\u00f9 kloz, diaes da veiza\u00f1 ha da heulia\u00f1. Chomet eo hi hec&rsquo;h-unan, evel ma oa, evel m&#8217;ema\u00f1. Hag an neb a lenno al levr- ma\u00f1 a advevo a-unan gant Anjela kement he deus lakaet e \u00ab skrin he gwerzenno\u00f9 \u00bb.<\/p>\n<p>Ar seurt barzhonego\u00f9 ne c&rsquo;hellont ket koshaat rak ar gwir Varzhoniezh a zo ganti promesao\u00f9 ur yaouankiz peurbad.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>* Pennad bet embannet en Anjela Duval, <em>Kan an Douar, <\/em>Al Liamm, Brest, 1973<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Furchet em eus pevar c&rsquo;hanton O klask ur plac&rsquo;hig a feson\u2026 Pe en ur gemma\u00f1 un tammig an eil linenn eus ar [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2812","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Rakskrid Kan an douar * - Klerg - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/rakskrid-kan-an-douar-klerg\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Rakskrid Kan an douar * - Klerg - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Furchet em eus pevar c&rsquo;hanton O klask ur plac&rsquo;hig a feson\u2026 Pe en ur gemma\u00f1 un tammig an eil linenn eus ar [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/rakskrid-kan-an-douar-klerg\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:24:45+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"7 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/rakskrid-kan-an-douar-klerg\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/rakskrid-kan-an-douar-klerg\\\/\",\"name\":\"Rakskrid Kan an douar * - Klerg - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-23T21:51:12+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:24:45+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/rakskrid-kan-an-douar-klerg\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/rakskrid-kan-an-douar-klerg\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/rakskrid-kan-an-douar-klerg\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Rakskrid Kan an douar * &#8211; Klerg\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Rakskrid Kan an douar * - Klerg - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/rakskrid-kan-an-douar-klerg\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Rakskrid Kan an douar * - Klerg - Anjela Duval","og_description":"Furchet em eus pevar c&rsquo;hanton O klask ur plac&rsquo;hig a feson\u2026 Pe en ur gemma\u00f1 un tammig an eil linenn eus ar [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/rakskrid-kan-an-douar-klerg\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:24:45+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"7 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/rakskrid-kan-an-douar-klerg\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/rakskrid-kan-an-douar-klerg\/","name":"Rakskrid Kan an douar * - Klerg - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-23T21:51:12+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:24:45+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/rakskrid-kan-an-douar-klerg\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/rakskrid-kan-an-douar-klerg\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/rakskrid-kan-an-douar-klerg\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Rakskrid Kan an douar * &#8211; Klerg"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2812","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2812"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2812\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2812"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}