{"id":2664,"date":"2017-10-23T20:09:42","date_gmt":"2017-10-23T18:09:42","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2664"},"modified":"2025-08-13T15:17:25","modified_gmt":"2025-08-13T13:17:25","slug":"ur-barzhoneg-e-vogeriou-gwenn-jelvestr-jardin","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-barzhoneg-e-vogeriou-gwenn-jelvestr-jardin\/","title":{"rendered":"\u00ab Ur barzhoneg e vogerio\u00f9 gwenn \u00bb &#8211; Jelvestr Jardin"},"content":{"rendered":"<p style=\"text-align: justify;\">Ne vo kavet ama\u00f1 da heul nemet un nebeud so\u00f1jo\u00f9 am eus maget e-serr labourat war al levr-ma\u00f1. E keit-se em eus bet tro da gompren gwelloc&rsquo;h degouezhio\u00f9 buhez Anjela Duval, pa n&#8217;em boa ket anavezet anezhi. Kement-se avat ne vir ket outon da vourra\u00f1 lod deus he barzhonego\u00f9, e-giz n&rsquo;eus forzh piv (hag an dibab ne vefe ket graet he\u00f1vel gant pep hini moarvat), dre ma talvezont drezo o-unan. Gant ar skrido\u00f9 amparta\u00f1-se ema\u00f1 talvoudegezh Anjela Duval, a gav din, forzh pegen kentelius e vefe anavezout he buhez&nbsp;: ar bed he deus bevet enna\u00f1 zo aet da get (ha hi o c&rsquo;ho\u00fbt hag o renta\u00f1 testeni), ha diaes e vije tapout ur skouer bennak diwar he buhez end-eeun.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ma vefe c&rsquo;hoant memestra da harpa\u00f1 war he buhez a-benn kompren he skrido\u00f9, e vo dav degas da so\u00f1j da genta\u00f1 e oa-hi ur&nbsp;\u00ab&nbsp;bennh\u00earez&nbsp;\u00bb. Ganet e oa en ur familh peizanted tost deus an Iliz, na oant ket pinvidik, sur, met na oant ket deus ar re baoura\u00f1 ivez. Perc&rsquo;henn e vefe-hi war he douaro\u00f9 a-hed he buhez da nebeuta\u00f1. Chomet e oa dizimez eta. War a ouzer e oa bet prest da zimezi\u00f1 ur wech da vihana\u00f1. Taolenni\u00f1 an darvoudo\u00f9 he doa graet e-barzh \u00ab&nbsp;Karantez-vro&nbsp;\u00bb daou-ugent vloaz bennak war-lerc&rsquo;h. Sur a-walc&rsquo;h&nbsp; n&rsquo;o&nbsp; doa&nbsp; ket&nbsp; bountet&nbsp; he &nbsp;zud&nbsp;warni evit ma kuitafe an tiegezh, rak kollet o doa daou grouadur araozi, ur verc&rsquo;h marvet e Breizh-Izel e-keit ma oant-int e Pariz. Ouzhpenn e oa bet gwall ziyac&rsquo;h Marie-Ang\u00e8le vihan. Dalc&rsquo;het he doa ar menaj, asambles ganto da zigenta\u00f1 ha neuze hec&rsquo;h-unan-penn, o labourat e-giz ur gwaz, tost betek fin he buhez (betek 1978 pa vo l\u00e2ret mat). Ur vuhez vrevus a dra sur. Diwar se ar boan a vez klevet e-barzh kalz barzhonego\u00f9 : dindan ar bec&rsquo;h e veze dalc&rsquo;hmat.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Marteze e veze merc&rsquo;hed yaouank kozh he\u00f1vel outi e maezio\u00f9 Breizh-Izel, ha n&rsquo;int ket bet anavezet peogwir int chomet divrud. Egisto he doa Anjela Duval doareo\u00f9 a vez a-wecho\u00f9 gant ar re chomet da goshaat o-unan. Ne oa ket gwall droet d&rsquo;en em ficha\u00f1 deus ar c&rsquo;hiz (ral a wech e veze e koef koulskoude, war a seblant), roet he doa kalz karantez d&rsquo;al loened (d&rsquo;ar chas evel-just, ha d&rsquo;ar c&rsquo;hezeg ivez, a gare-hi e-giz a rae ar baotred war ar maez gwechall, &lsquo;hervez). Hag e-giz lod all ivez e chomas hep che\u00f1ch un dra bennak en tiegezh ma oa-hi bet bugel. Che\u00f1ch an distera\u00f1 tra a vefe bet skarzha\u00f1 he zud kuit deus o zi, a gave dezhi.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Gant kement-se e komprener penaos e oa he buhez pemdez peurleun gant e\u00f1vorenno\u00f9 ar familh, ha hi paket alies gant sorc&rsquo;hienn he re varv. An dud bet o welet anezhi er bloavezhio\u00f9 60 o doa merzet pegen kozh e oa an trao\u00f9 ganti, diamzeriet koulz l\u00e2ret<sup id=\"1r\">&nbsp;[<a href=\"#1a\">2<\/a>]<\/sup>. N&rsquo;eus bet morse dour-red, na mekaniko\u00f9 modern da domma\u00f1, da boazha\u00f1, da walc&rsquo;hi\u00f1. Dibabet he doa en ur mod, rak tu a vije da veza\u00f1 bevet e mod all, ha n&rsquo;eus ket bet kalz tud ken dibleg all d&rsquo;ar mare-se moarvat. Boazio\u00f9 strizh avat a oa o kas anezhi war he c&rsquo;hement-all, ha hi diskredik hag aonik &lsquo;micha\u00f1s rak ar pezh che\u00f1chamant o c&rsquo;hoarvezout er bed tro-dro<sup id=\"1r\">&nbsp;[<a href=\"#1a\">3<\/a>]<\/sup>. Rak go\u00fbt a rae e oa ar bed o che\u00f1ch, diwar lenn, selaou an dud pe ar post bihan. Setu e veze-hi o veva\u00f1 en un doare tost deus ar pezh a oa bet buhez an dud e maezio\u00f9 Breizh-Izel a-viskoazh. Kalz souezhusoc&rsquo;h eo c&rsquo;hoazh penaos e oa kresket ur varzhez diwar an dachenn-se, ha dre-se roet ur ster nevez d&rsquo;he amzer-vrema\u00f1 ha d&rsquo;he amzer-dremenet.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E penn-kenta\u00f1 ar bloavezhio\u00f9 tri-ugent he doa en em lakaet da lenn forzh levrio\u00f9 ha kelaouenno\u00f9 brezhonek, ha neuze da skriva\u00f1 barzhonego\u00f9 ha pennado\u00f9-skrid. E-giz un \u00ab&nbsp;eil bugaleaj&nbsp;\u00bb he doa bevet ar mare-se, diwar ur seurt burzhud hag a vefe bet o kas anezhi tre e-barzh liorzh al lennegezh vrezhonek, ha hi brezhonegerez dizesk a-walc&rsquo;h. E gwirionez e oa bet douget a-viskoazh da sevel skrido\u00f9. Seurezed a oa er familh hag a save barzhonego\u00f9, e galleg koulz hag e brezhoneg. Pa oa krennardez he doa klasket sevel ul levr-deiz mes ar vamm ne oa ket bet pell o harza\u00f1. Ar brezhoneg skrivet a oa bet darempredet ganti c&rsquo;hoazh a-raok an Eil Brezel bed dre lenn ar gelaouenn <em>Breizh. <\/em>War-lerc&rsquo;h he doa koumanantet d&rsquo;Ar <em>Bed Keltiek. <\/em>Gant sekretourez ar gelaouenn-se, Ivona Martin, e oa bet kaset dezhi ur wech ur bern levrio\u00f9 ha kelaouenno\u00f9 da lenn. Sur a-walc&rsquo;h e oa bet broudet don da gemer penn hent ar skriva\u00f1. Araok e vefe ret dezhi peurzeski\u00f1 he yezh a-benn ober kammedo\u00f9 nevez ganti. Sur e oa aketus hag e oa bet buan&nbsp;: pa oa yaouankoc&rsquo;h he doa heuliet ur skol labour-douar dre lizher, hag atav notenno\u00f9 mat ganti.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Gant al lennegezh vrezhonek he doa kavet ur bed nevez, dishe\u00f1vel war un dro deus ar sevenadur he doa kavet er skol ha deus so\u00f1jo\u00f9 pemdez ar bobl vrezhonek distudi. Setu kemeret ganti war he choug preder ha palio\u00f9 an Emsav, hag en em lakaet da sevel skrido\u00f9&nbsp;: bemdez koulz l\u00e2ret, goude an devezh trevell, e teue \u00ab&nbsp;eur varzhus&nbsp;\u00bb ar skriva\u00f1. Goude beza\u00f1 difaziet he zaolio\u00f9-esae kenta\u00f1 en doa Klerg lezet anezhi d&rsquo;ober hec&rsquo;h-unan. Embannet e vefe barzhonego\u00f9 ha pennado\u00f9 ganti ingal. Setu penaos e oa deut da veza\u00f1 ur \u00ab&nbsp;skrivagnerez vrezhonek&nbsp;\u00bb, e-giz he doa anzavet ur wech d&rsquo;ar seurez he doa eskemmet lizhiri ganti e-pad ouzhpenn daou-ugent vloaz. Hag un tamm lorc&rsquo;h enni moarvat, a c&rsquo;haller kompren. Da varr he brud he oa deut gant un abadenn dele e fin ar bloavezh 1971. Diwar neuze he doa bet kantado\u00f9 a lizhiri, ha tud o tont da welet anezhi bemdez-Doue, a-viliado\u00f9. E gwirionez o doa kalz Bretoned kavet ur seurt mammgozh en-dro o sellet deus o skramm bihan. Direnket e oa bet ar vaouez kozh gant ar reuz-se, a dra sur.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ugent vloaz bennak goude he marv, petra zo chomet war he lerc&rsquo;h&nbsp;? Un toullad mat a skrido\u00f9 a c&rsquo;hall pep hini mont ganto war-zu Trao\u00f1-an-Dour. Kalz skrido\u00f9 plaen he doa savet, anezho danevello\u00f9 darvoudo\u00f9 bihan c&rsquo;hoarvezet ganti. Evit he barzhonego\u00f9 avat eo anavezet kentoc&rsquo;h, gant gwir abeg. Savet he doa ouzhpenn tri c&rsquo;hant, ha tost d&rsquo;ur c&rsquo;hant all he doa lakaet e brezhoneg. Meur a zoare he doa klasket, skrivagnerien liesseurt o doa levezonet anezhi. Diwar an dastumadeg anezho e c&rsquo;hallor klask didouezia\u00f1 peseurt hento\u00f9 eo-hi aet ganto davet ar c&rsquo;hroui\u00f1. Berr e vez he barzhonego\u00f9, war-bouez unan bennak (\u00ab&nbsp;Douar Breizh&nbsp;\u00bb eo an hira\u00f1). Ur wech he doa l\u00e2ret da R. Laouenan ne vefe ket gouest da chom o skriva\u00f1 e-doug ur penn-devezh zoken<sup id=\"1r\">&nbsp;[<a href=\"#1a\">4<\/a>]<\/sup>. Ar stumm berr-se a glot gant danvez al lennerien&nbsp;: evit an holl dud e skrive Anjela Duval, da l\u00e2ret eo dreist-holl evit tud n&rsquo;o devez ket kalz amzer da dremen o lenn.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Deus an douar e vez kaoz ganti da genta\u00f1-penn. An douar, mammenn ar vuhez ha sichenn ar vro. \u00ab&nbsp;An douar zo evel un eil korf din&nbsp;\u00bb a ouie-hi l\u00e2ret. Anjela Duval a oa teuzet he c&rsquo;halon en douar. En em santout a rae liammet gant kement tra vev, hag e oa techet da so\u00f1jal el loened hag er plant e-giz m&rsquo;o defe santadurio\u00f9 he\u00f1vel deus re an dud. \u00ab&nbsp;Panik&nbsp;\u00bb koulz l\u00e2ret e oa ar skiant he doa deus an natur<sup id=\"1r\">&nbsp;[<a href=\"#1a\">5<\/a>]<\/sup>. Enna\u00f1 e veve kentoc&rsquo;h evit e-barzh bed an dud. Setu e oa prederiet don gant amzer-da-zont ar voull-zouar (so\u00f1jomp e \u00ab&nbsp;Bac&rsquo;ha\u00f1&nbsp;\u00bb), muioc&rsquo;h evit kalz tud deus he rummad o pennfolli\u00f1 gant an araokaat. Rak-se e c&rsquo;hallfer lakaat Anjela Duval da \u00ab&nbsp;ekolo&nbsp;\u00bb a-raok ar mare.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">War gement tachenn neuze e klaske mirout deus ar bed tro-dro dezhi da vont da get, gant ar so\u00f1j e oa bet a-viskoazh e-giz e anaveze-hi anezha\u00f1. Setu perak e kave dinatur an dud o tilezel yezh ha feiz o zado\u00f9. Eviti e oa eeun an trao\u00f9&nbsp;: ar brezhoneg a oa d&rsquo;ar Vretoned o mod \u00ab&nbsp;naturel&nbsp;\u00bb da gomz, e-giz m&rsquo;o devez an holl ouenno\u00f9 loened o hini, hag e oa un torfed ober gant ur yezh all. Aze e weler splann penaos e oa-hi douget da sellet deus fedo\u00f9 ar gevredigezh e-giz deus trao\u00f9 an natur. An dro-spered-se he doa lakaet anezhi da gaout do\u00f1jer e vefe laket \u00ab&nbsp;gwad gall&nbsp;\u00bb en he gwazhied pa oa-hi en ospital. Mantret e veze ivez o welet an dud o troi\u00f1 kein d&rsquo;ar relijion. Kalz barzhonego\u00f9 ganti zo pedenno\u00f9 skrivet. Pedenno\u00f9 d&rsquo;an Aotrou Doue, da sent zo, hag ivez d&rsquo;he re varv. En he feiz e oa mesket kredenno\u00f9 kozh pe goshoc&rsquo;h gant pennaenno\u00f9 an aviel. Katolik mod maezio\u00f9 Breizh gwechall e oa-hi penn-da-benn.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ur varzhez \u00ab&nbsp;emouestlet&nbsp;\u00bb eo bet, dre ret, ken dic&rsquo;hortoz ma oa en em lakfe ur beizantez da sevel barzhonego\u00f9, hag e brezhoneg ouzhpenn. Aet e oa Anjela Duval betek sevel a-du krenn gant implijout ar feulster da lakaat mennozhio\u00f9 an Emsav da drec&rsquo;hi\u00f1. Un dever e oa eviti renta\u00f1 testeni d&rsquo;he Breizh disprizet. Diwar se n&rsquo;eus nemeur a blas evit an trao\u00f9 \u00ab&nbsp;diabeg&nbsp;\u00bb en he skrido\u00f9. Anv a gaver kentoc&rsquo;h deus ar boan, ur bannig a espera\u00f1s ur wech an amzer, kalz fulor ha melkoni alies. Arabat klask ur sistem mennozhio\u00f9 ganti&nbsp;: he c&rsquo;halon a vez o prezeg peurvuia\u00f1, kentoc&rsquo;h evit ar penn. Arabat ivez so\u00f1jal e vefe ar vouezh o komz en he skrido\u00f9 Anjela Duval hec&rsquo;h- unan bewech. Rak deut eo a-benn da groui\u00f1 dre he barzhoniezh ur bed dreza\u00f1 e-unan, ur bed dibar, leun a santadurio\u00f9 don hag a fromadenno\u00f9 trumm, hag e vez diaes chom diseblant outo<sup id=\"1r\">&nbsp;[<a href=\"#1a\">6<\/a>]<\/sup>. Dre se he deus he barzhoniezh un dalvoudegezh hollvedel, hag e-touesk he barzhonego\u00f9 zo un toullad a vefe brav lakaat e yezho\u00f9 all, e galleg paneveken, da genta\u00f1 penn evit an holl Vreizhiz divrezhonek. Evit ar re zo o teski\u00f1 brezhoneg avat zo deus skrido\u00f9 Anjela Duval un hent deus ar brava\u00f1 peogwir e rae atav gant ur yezh eeun ha resis war un dro&nbsp;: ma zo ur perzh a c&rsquo;haller lakaat da Anjela Duval eo beza\u00f1 gwirion<sup id=\"1r\">&nbsp;[<a href=\"#1a\">7<\/a>]<\/sup>. Kement-se ne vire ket outi da vont pell o klask bravaat he lavar, betek en em gavout gant gwerzenno\u00f9 ken rikamardet ha reolenno\u00f9 al lennegezh vrezhonek kozh <sup id=\"1r\">&nbsp;[<a href=\"#1a\">8<\/a>]<\/sup>.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">En ur respont d&rsquo;he c&rsquo;hoant skriva\u00f1 he deus tizhet Anjela Duval kroui\u00f1 ur bed dibar, mesket enna\u00f1 gwirionez ha faltazi, a-istribilh etre ar marv hag ar vuhez. Diwar ur vuhez renet e-kichenik he amzer hag ar bed zo savet evit mad an holl ur prenestr war diabarzh kalon mabden. Ra zigoro neb a garo.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">&nbsp;<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<h4>Notenno\u00f9<\/h4>\n<p style=\"text-align: justify;\">[1] <span style=\"font-size: 10pt;\">Titl : troet gant Anjela Duval diwar G\u00e9rard Le Gouic.<br \/>\n<\/span>[2] <span style=\"font-size: 10pt;\">Ar pezh a oa ur souezh all &lsquo;oa gwelet e talc&rsquo;he he zi e mod gwechall, gant tan-keuneud war an oaled, an dorzh-vara war ar planken uhel, ha kement tra evel ma oant e ti va mamm-gozh hanter-kant vloaz a-raok.&nbsp;\u00bb Fa\u00f1ch Danno, <em>Al Liamm&nbsp;<\/em>210, Genver-C&rsquo;hwevrer 1982, p. 74. \u00ab&nbsp;Ti Anjela (\u2026) a oa e ziabarzh he\u00f1vel ouzh ti ma Mamm-Gozh 36 vloaz kent.&nbsp;\u00bb Soaz an Tieg, <em>Al Liamm <\/em>210, Genver-C&rsquo;hwevrer 1982, p. 79.<a href=\"#1r\">\u21a9<\/a><br \/>\n<\/span><span style=\"font-size: 10pt;\">[3] Ar pezh zo c&rsquo;hoarvezet e maezio\u00f9 Breizh-Izel zo en em gavet e broio\u00f9 all en Europ, ha testo\u00f9 he\u00f1vel deus Anjela Duval zo bet. Evit an okitaneg he deus Marcela Delpastre meur a dra boutin gant Anjela Duval, he doa troet skrido\u00f9 ganti ivez.<a href=\"#1r\">\u21a9<\/a><br \/>\n<\/span><span style=\"font-size: 10pt;\">[4] Laouenan, <em>Anjela Duval, <\/em>1974 (embannadur kenta\u00f1), p. 105.<a href=\"#1r\">\u21a9<\/a><br \/>\n<\/span><span style=\"font-size: 10pt;\">[5] P.-J. Helias, rakskrid da <em>Gant ar mareo\u00f9-bloaz\/Au fil des saisons, <\/em>1995, p. 9.<a href=\"#1r\">\u21a9<\/a><br \/>\n<\/span><span style=\"font-size: 10pt;\">[6] \u00ab&nbsp;\u2026 des effusions d&rsquo;une redoutable simplicit\u00e9 qui confinent parfois au vertige m\u00e9taphysique sans y verser jamais. \u00c0 quoi bon. Il lui suffit de faire soup\u00e7onner au lecteur l&rsquo;\u00e9tat o\u00f9 elle s&rsquo;est mise et dont elle sait toujours s&rsquo;\u00e9vader \u00e0 temps. La prochaine inspiration l&rsquo;y fera retomber&nbsp;\u00bb, P.-J. Helias, rakskrid da <em>Gant ar mareo\u00f9-bloaz\/Au fil des&nbsp; saisons, <\/em>1995, p.9<a href=\"#1r\">\u21a9<\/a><br \/>\n<\/span><span style=\"font-size: 10pt;\">[7] \u00ab&nbsp;L&rsquo;une des rares voix dont nous soyons absolument s\u00fbrs, nous autres bretonnants, qu&rsquo;elle est indiscutablement authentique.&nbsp;\u00bb P.-J. Helias, rakskrid da <em>Gant ar mareo\u00f9-bloaz\/Au fil des saisons, <\/em>1995, p.&nbsp;11.<a href=\"#1r\">\u21a9<\/a><br \/>\n<\/span><span style=\"font-size: 10pt;\">[8] Da skouer : \u00ab&nbsp;Safron ar sardon e kalon ar bleu\u00f1v&nbsp;\u00bb e-barzh \u00ab&nbsp;Sumfonienn veureel&nbsp;\u00bb.<a href=\"#1r\">\u21a9<\/a><\/span><\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Ne vo kavet ama\u00f1 da heul nemet un nebeud so\u00f1jo\u00f9 am eus maget e-serr labourat war al levr-ma\u00f1. E keit-se em eus [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2664","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.4 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>\u00ab Ur barzhoneg e vogerio\u00f9 gwenn \u00bb - Jelvestr Jardin - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"description\" content=\"Sell Jeslvetr Jardin war Anjela Duval dre an testenno\u00f9 en doa bet tro da labourat gante.\" \/>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-barzhoneg-e-vogeriou-gwenn-jelvestr-jardin\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"\u00ab Ur barzhoneg e vogerio\u00f9 gwenn \u00bb - Jelvestr Jardin - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Sell Jeslvetr Jardin war Anjela Duval dre an testenno\u00f9 en doa bet tro da labourat gante.\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-barzhoneg-e-vogeriou-gwenn-jelvestr-jardin\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:17:25+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"10 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ur-barzhoneg-e-vogeriou-gwenn-jelvestr-jardin\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ur-barzhoneg-e-vogeriou-gwenn-jelvestr-jardin\\\/\",\"name\":\"\u00ab Ur barzhoneg e vogerio\u00f9 gwenn \u00bb - Jelvestr Jardin - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-23T18:09:42+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:17:25+00:00\",\"description\":\"Sell Jeslvetr Jardin war Anjela Duval dre an testenno\u00f9 en doa bet tro da labourat gante.\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ur-barzhoneg-e-vogeriou-gwenn-jelvestr-jardin\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ur-barzhoneg-e-vogeriou-gwenn-jelvestr-jardin\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/ur-barzhoneg-e-vogeriou-gwenn-jelvestr-jardin\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"\u00ab Ur barzhoneg e vogerio\u00f9 gwenn \u00bb &#8211; Jelvestr Jardin\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"\u00ab Ur barzhoneg e vogerio\u00f9 gwenn \u00bb - Jelvestr Jardin - Anjela Duval","description":"Sell Jeslvetr Jardin war Anjela Duval dre an testenno\u00f9 en doa bet tro da labourat gante.","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-barzhoneg-e-vogeriou-gwenn-jelvestr-jardin\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"\u00ab Ur barzhoneg e vogerio\u00f9 gwenn \u00bb - Jelvestr Jardin - Anjela Duval","og_description":"Sell Jeslvetr Jardin war Anjela Duval dre an testenno\u00f9 en doa bet tro da labourat gante.","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-barzhoneg-e-vogeriou-gwenn-jelvestr-jardin\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:17:25+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"10 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-barzhoneg-e-vogeriou-gwenn-jelvestr-jardin\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-barzhoneg-e-vogeriou-gwenn-jelvestr-jardin\/","name":"\u00ab Ur barzhoneg e vogerio\u00f9 gwenn \u00bb - Jelvestr Jardin - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-23T18:09:42+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:17:25+00:00","description":"Sell Jeslvetr Jardin war Anjela Duval dre an testenno\u00f9 en doa bet tro da labourat gante.","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-barzhoneg-e-vogeriou-gwenn-jelvestr-jardin\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-barzhoneg-e-vogeriou-gwenn-jelvestr-jardin\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/ur-barzhoneg-e-vogeriou-gwenn-jelvestr-jardin\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"\u00ab Ur barzhoneg e vogerio\u00f9 gwenn \u00bb &#8211; Jelvestr Jardin"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2664","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2664"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2664\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2664"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}