{"id":2651,"date":"2017-10-23T18:41:40","date_gmt":"2017-10-23T16:41:40","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2651"},"modified":"2025-08-13T15:20:32","modified_gmt":"2025-08-13T13:20:32","slug":"awen-ar-galon","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/awen-ar-galon\/","title":{"rendered":"Awen ar galon"},"content":{"rendered":"<p style=\"text-align: left;\"><em>Pennad-kaoz gant Per Denez<\/em><\/p>\n<p style=\"text-align: left;\">Meur a wech on bet e darempred gant Anjela. &lsquo;M eus aon ne oa morse evit konta\u00f1 kaozio\u00f9 pe evit kas just ul lizher a vignoniezh \u2014&nbsp;nemet e vefe marteze e-ke\u00f1ver an deiz kenta\u00f1 ar bloaz&nbsp;\u2014, kentoc&rsquo;h e oa evit komz diwar-benn al labour pe an trao\u00f9 a vije da veza\u00f1 graet, hag ivez pa &lsquo;m eus embannet skrido\u00f9 ganti, pe c&rsquo;hoazh evit ober gourc&rsquo;hemenno\u00f9 dezhi evit ar pezh he doa skrivet. Aet &lsquo;oan da welout anezhi ur wech bennak, gant ar vugale evel-just hag a oa laouen-tout. So\u00f1j &lsquo;m eus eus ti bihan Anjela, eus al loened a oa war-dro, eus an trao\u00f9 brav a oa en he zi, pa ne vije bet nemet ar mein dastumet ganti war an hent. Roet he doa un nebeud mein limestra deomp, e-giz-se, da gas ganeomp d&rsquo;ar g\u00ear.<\/p>\n<h3 style=\"text-align: left;\"><strong>An degemer mod Breizh<\/strong><\/h3>\n<p style=\"text-align: left;\">Anjela he doa roet ur pennad mat eus hec&rsquo;h amzer deomp ivez hag an dra-se &lsquo;oa ur prof bras eus he ferzh, rak goude ma veze aet an dud kuit, hi a gave al labour d&rsquo;ober. Daoust dezhi beza\u00f1 ur vaouez kalonek, ne oa ket ur vaouez ken kre\u00f1v-se hag al labour he doa d&rsquo;ober a c&rsquo;houlenne nerzh ha kre\u00f1vder. Setu, kement munutenn a veze kemeret diganti a oa ur vunutenn labour tennet diganti. Met hi a roe an dra-se gant mignoniezh.<\/p>\n<p style=\"text-align: left;\">Un dra all a oa&nbsp;: degemer a rae an dud e doare kozh Breizh, an doare &lsquo;m eus anavezet war ar maez gwechall. Da lavarout&nbsp;eo, lakaat ar bara war an daol, an amann, un tamm formaj-kig, marteze ur banne sistr, hag evel-just ur banne kafe, lakaet ar chaftal war an oaled da domma\u00f1. Degemeret e vezed e gwirionez, n&rsquo;eo ket lavarout \u00ab&nbsp;demat&nbsp;\u00bb hepken hag un nebeud trao\u00f9 dibouez, degemeret e vezed gant ar galon : degemer an dud en ti, kas anezho d&rsquo;ober un tammig pourmenadenn er c&rsquo;hornio\u00f9 a gare ar muia\u00f1, komz eus he farkeier, komz eus he bro. Bez&rsquo; e oa ur gwir eskemm ganti, a lakae an dud da gemer perzh en he buhez, da welout petra &lsquo;oa he buhez. Konta\u00f1 a rae penaos e oa an devezh eviti, penaos e oa tu da veva\u00f1 \u2014&nbsp;bewech m&rsquo;on bet o welout anezhi, ez eo aet d&rsquo;ar pu\u00f1s da denna\u00f1 dour.<\/p>\n<h3 style=\"text-align: left;\">An dever<\/h3>\n<p style=\"text-align: left;\">Evel-se &lsquo;m eus so\u00f1j eus Anjela, ur vaouez bihan a-walc&rsquo;h, aet un tammig kromm gant an oad, hag atav o vousc&rsquo;hoarzhin gant mousc&rsquo;hoarzh ar peoc&rsquo;h diabarzh. N&rsquo;ouzon ket hag-e\u00f1 e oa ken peoc&rsquo;hus-se he c&rsquo;halon e gwirionez, rak ar vuhez eviti &lsquo;oa bet ur vuhez kalet, gant koll he zad, koll he c&rsquo;hoar, ha chom da ober war-dro ar feurm.<\/p>\n<p>Hi zo chomet an hini diwezha\u00f1 oc&rsquo;h ober war-dro he zud, war-dro an ti. An dra-se a lenner a-wecho\u00f9 en he barzhonego\u00f9&nbsp;: beza\u00f1 chomet plac&rsquo;h yaouank kozh hep kaout bugale da lakaat buhez en he zi, da rei\u00f1 un tammig levenez dezhi, hag ouzhpenn, da lakaat an trao\u00f9 da badout. Ur so\u00f1j a veze ganti alies, un dra drubuilhus&nbsp;: gant piv e vije aet Trao\u00f1-an-Dour, petra &lsquo;vije deuet Trao\u00f1-an-Dour da veza\u00f1 ? Marteze e so\u00f1je dezhi e vije bet tud c&rsquo;hoazh da c&rsquo;hounit an douar, evel m&rsquo;he doa graet.<\/p>\n<h3 style=\"text-align: left;\">Bec&rsquo;h ar brud<\/h3>\n<p style=\"text-align: left;\">Un dra a zo c&rsquo;hoarvezet ha n&rsquo;eo ket bet ken mat-se eviti eo pa &lsquo;z eo deuet da veza\u00f1 brudet-bras da heul an abadenno\u00f9 skinwel a zo bet graet diwar he fenn. Diwar an devezh-se n&rsquo;o deus ket paouezet an dud da zont da welout anezhi en he zi. En em c&rsquo;houlenn a ran hag-e\u00f1 n&rsquo;eo ket bet lakaet war al levrig bruderezh a vez graet gant ar <em>syndicat d&rsquo;initiative <\/em>en he bro. \u00ab&nbsp;Petra zo da veza\u00f1 gwelet er C&rsquo;hozh-Varc&rsquo;had&nbsp;? An iliz, ar Seizh Sant hag\u2026 Anjela Duval&nbsp;!&nbsp;\u00bb <\/p>\n<p>Bez&rsquo; e oa un dra vrav evit ar brezhoneg, evit Breizh, met &lsquo;m eus aon un tammig fall eviti, peogwir e veze debret hec&rsquo;h amzer gant ar weladennerien-se. Koulskoude e tegemere anezho atav en un doare dereat, peogwir e oa ur vaouez dereat ha seven. Hag ivez dre zlead, peogwir e so\u00f1je dezhi e oa ret komz evit Breizh, komz evit ar brezhoneg, bewech ma oa tu d&rsquo;en ober, bewech ma oa ret en ober.<\/p>\n<h3 style=\"text-align: left;\">Ar garantez evit he bro<\/h3>\n<p style=\"text-align: left;\">Bez&rsquo; e oa stag ouzh kement tra bev a oa en-dro dezhi. Karantez he doa evit an trao\u00f9, evit ar vro en-dro dezhi, evit ar wenojenn a gase d&rsquo;ar parkeier, evit ar bleunio\u00f9 a oa o kreski\u00f1 war vord ar wenojenn, ar mein limestra-se hag a blije dezhi kement. Evit paea\u00f1 n&rsquo;ouzon ket mui petra e oa bet ret dezhi diskar un nebeud gwez kozh. An dra-se &lsquo;oa bet ur gloaz en he c&rsquo;halon.<\/p>\n<p style=\"text-align: left;\">Klevet &lsquo;m eus gant Ivona Martin ar boan he deus bet o lakaat Anjela da gaout un tammig aezamant en he zi. Diwezhat a-walc&rsquo;h eo deuet an tredan. Degemeret he deus an trao\u00f9-se ha&nbsp;dav e oa, peogwir e oa ur vaouez kozh memestra, met marteze ivez he deus kollet neuze ar so\u00f1j pe un dra bennak deus ar pezh a rae plijadur an amzer gozh, pa oa gant he zad e-kichen an tan, er goa\u00f1v pa ne oa tamm goulo\u00f9 ebet en ti, nemet ar goulo\u00f9 a zeue eus an tan, pe ar goulo\u00f9 a zeue eus ar gleuzeur dre betrol, hag a oa e-kreiz an ti.<\/p>\n<p style=\"text-align: left;\">Daoust hag-e\u00f1 e oa ur vaouez a oa a-enep d&rsquo;ar mont war-raok, a-enep d&rsquo;an araokaat&nbsp;? Ne gredfen ket lavarout an dra-se. Ar pezh ne blije ket dezhi a oa gwelout distruja\u00f1 ar vro, ha distruja\u00f1 kened ar vro, evit trao\u00f9 faos, evit trao\u00f9 ne oant ket ur gwir mont war-raok&nbsp;; hi hag he doa labouret kement gant he c&rsquo;horf ha gant he daouarn a ouie pegen kalet e oa ha ne c&rsquo;helle nemet kaout c&rsquo;hoant da gaout ur vuhez aesoc&rsquo;h.<\/p>\n<h3 style=\"text-align: left;\">Spered tud ar maezio\u00f9<\/h3>\n<p style=\"text-align: left;\">So\u00f1j am eus eus Anjela evel ur vaouez n&rsquo;he doa ket bet aotre da chom pell amzer er skol, ha koulskoude he doa en em zesket hec&rsquo;h-unan. Ne vefe ket lavaret e oa ur vaouez desket dre m&rsquo;he dije dastumet kalz deskamant er skolio\u00f9, met lennet he doa kalz hag he doa miret so\u00f1j eus ar pezh he doa lennet, hag e ouie implijout an trao\u00f9-se en doare eeuna\u00f1 ha gwira\u00f1 ma oa tu. Ne oa ket c&rsquo;hoario\u00f9 gerio\u00f9 na c&rsquo;hoario\u00f9 spered ar pezh a gonte. Atav e oa trao\u00f9 o tont deus ar galon, en un doare eeun ha sklaer. E gwirionez ar brezhoneg a zo bet eviti ur vammenn a blijadur&nbsp;: un doare silvidigezh a zo deuet dezhi gant ar brezhoneg.<\/p>\n<p style=\"text-align: left;\">Hag o prederia\u00f1 war ar pezh he deus graet Anjela ez eus ennon kalz a levenez met ivez un doare kounnar, o so\u00f1jal na pet a dud evelti o veva\u00f1 war ar maez, maget ha savet er yezh, o dije gallet sevel trao\u00f9 kaer, evit o c&rsquo;henvroiz, evit an dud all hag evit an amzer da zont. Miret zo bet outo d&rsquo;en ober, peogwir eo bet distrujet ar&nbsp; yezh&nbsp; enno,&nbsp; ha&nbsp; peogwir&nbsp; int&nbsp; bet distrujet war un dro gant ar yezh. Setu, bez&rsquo; eo Anjela evel un testeni deus ar pezh a vije bet tu da Vreizh beza\u00f1, ma vije bet aotreet da veva\u00f1 he buhez hervez he c&rsquo;hoant.<\/p>\n<p style=\"text-align: left;\">Ur bern tud evel Anjela a oa war maezio\u00f9 Breizh, tud speredek, tud hag a oa galloud ganto en o yezh, tud hag o doa ijin, o doa ur galon dener, ur galon domm, hag a zo bet miret outo da veva\u00f1, da veva\u00f1 evito o-unan ha da veva\u00f1 evit ar re all. En abeg d&rsquo;ar sistem deskadurezh a zo bet plantet warno, hag en deus distrujet anezho. Anjela a zo bet gouest da sevel he c&rsquo;hein, da vont dreist d&rsquo;ar sistem-se, da embann pegen drouk e oa, ivez da ziskouez ar pezh a vije bet tu d&rsquo;ober gant ar yezh ha gant ar frankiz. Setu un dra a lak an den da veza\u00f1 fuloret war-lerc&rsquo;h ar re o deus distrujet ar vro evel-se, hag o deus distrujet kant Anjela all o dije gallet sevel e Breizh.<\/p>\n<h3 style=\"text-align: left;\">Ar stourmerez<\/h3>\n<p style=\"text-align: left;\">Anjela he deus gallet sevel he c&rsquo;hein, peogwir e oa an dra-se en he natur, sur a-walc&rsquo;h, ur stourmerez a blac&rsquo;h e oa. Daoust hag-e\u00f1 e oa kristeniezh, n&rsquo;ouzon ket, peogwir e lavar ar gristeniezh alies d&rsquo;an dud plega\u00f1 ha gouza\u00f1v hep ober trouz. Me &lsquo;gav din ez eo ar brezhoneg.<\/p>\n<p style=\"text-align: left;\">Evel-just he deus bet ar cha\u00f1s da gavout war he hent an aotrou Klerg hag Ivona Martin hag o deus broudet anezhi da skriva\u00f1. Hi a lavar ivez pegement e tle da Roparz Hemon peogwir e skrive dezhi eus Iwerzhon da lavarout pegen laouen e oa o kaout trao\u00f9 savet ganti en he yezh. Hi he doa c&rsquo;hoant ha youl d&rsquo;ober un dra bennak evit ar brezhoneg&nbsp;: hi a chome stag ouzh ar brezhoneg hag ar brezhoneg a chome stag outi.<\/p>\n<p style=\"text-align: left;\">Goude ma oa marv he familh, ne oa nemet ar yezh hag a chome dezhi, hag ar yezh ne c&rsquo;helle ket mervel. Emicha\u00f1s e oa natur an den ivez&nbsp;: hi a oa ur plac&rsquo;h, koulskoude he deus gallet chom da veva\u00f1 hec&rsquo;h-unan diwar un&nbsp;tamm atant bihan a netra e-giz-se. Ur vuhez kalet e oa, ha memestra e oa chomet da veva\u00f1 war ar maez, en doare diaes a oa he doare, ha stourm evit ar brezhoneg. An dra-se a zeue eus ar memes tro-spered.<\/p>\n<h3 style=\"text-align: left;\">Barzhez ar galon<\/h3>\n<p style=\"text-align: left;\">Pep barzh en deus e zoare e-unan. Hi a zeue dezhi an awen pe ar from eus ar galon, hag atav e oa enni ar garantez-se, evit ar vro, evit ar yezh, evit an dud. Un dra nevez he deus degaset el lennegezh en abeg d&rsquo;ar yezh a zeue aes ganti, en un doare flour, en abeg d&rsquo;ar santadurio\u00f9, d&rsquo;an awen a oa un dra bennak don a zeue eus an douar.<\/p>\n<p style=\"text-align: left;\">Hag ivez, ur mare &lsquo;oa da nebeuta\u00f1, e oa bet skrivagnerien hag a oa tost eus an douar, a oa bet o veva\u00f1 war ar maez en o yaouankiz, met tout o doa kuitaet al labour war ar maez. Setu ar vuhez war ar maez a oa evito evel un e\u00f1vor plijus, peogwir e oa amzer o yaouankiz. Gant Anjela e oa dishe\u00f1vel. Hi a oa chomet da veva\u00f1 ha da labourat war ar maez, hec&rsquo;h-unan penn, an dra-se a ranker kompren. Ne veze rannet al labour gant den all ebet.<\/p>\n<h3 style=\"text-align: left;\">Samm al labour<\/h3>\n<p style=\"text-align: left;\">Hi he deveze d&rsquo;ober pep tra. Dezhi e oa da skrivella\u00f1 ar marc&rsquo;h, da rei\u00f1 foenn d&rsquo;ar marc&rsquo;h, da sternia\u00f1 anezha\u00f1, da gas anezha\u00f1 d&rsquo;al labour. Peurliesa\u00f1 en ur vereuri e vez rannet al labour, labour evit ar baotred, labour evit ar merc&rsquo;hed. Hi a oa war un dro paotr ha plac&rsquo;h en he mereuri. Setu dre ret e oa he barzhoniezh dishe\u00f1vel diouzh ar pezh a oa bet klevet betek-henn.<\/p>\n<h3 style=\"text-align: left;\">Emily hag Anjela<\/h3>\n<p style=\"text-align: left;\">Skrivet &lsquo;m eus diwar-benn Emilie Dickinson hag Anjela Duval. D&rsquo;ar mare-se ne oa ket kement a verc&rsquo;hed o skriva\u00f1 barzhoniezh hag em spered em eus klasket ke\u00f1veria\u00f1 anezho, peogwir Emilie Dickinson ne oa&nbsp;ket dimezet, peogwir e oa o veva\u00f1 war ar&nbsp; maez ivez \u2014&nbsp;ne gav ket din e laboure evel Anjela.<\/p>\n<p style=\"text-align: left;\">Hi &lsquo;oa ur vaouez en ur stad a zispac&rsquo;h ha dreist-holl a-enep d&rsquo;ar relijion pe a-enep da Zoue. Er c&rsquo;hontrol Anjela Duval, a seblant din, a oa doujus a-walc&rsquo;h ouzh ar relijion. Setu e kavfen e oa muioc&rsquo;h a zispac&rsquo;h e-barzh Emilie Dickinson eget e-barzh Anjela. N&#8217;em boa ket kavet ar memes ton gant Anjela ha gant Emilie Dickinson. Met marteze e gwirionez ez eus trao\u00f9 all leun a nerzh, a stourm, trao\u00f9 kalet gant Anjela Duval ha n&rsquo;eus ket gant ar varzhez all.<\/p>\n<h3 style=\"text-align: left;\">Bev da viken<\/h3>\n<p style=\"text-align: left;\">P&#8217;emaon o klask don ennon, n&rsquo;on ket gouest da gregi\u00f1 da so\u00f1jal ez eo marv. N&rsquo;on ket aet morse en-dro da Drao\u00f1-an- Dour evel-just (evit-se, Trao\u00f1-an-Dour a&nbsp;zo atav evidon evel &lsquo;m eus gwelet anezha\u00f1, en amzer ma oa bev Anjela). Met trawalc&rsquo;h eo din kemer ul levr ha lenn he barzhonego\u00f9, hag e welan Anjela dirak ma daoulagad. Dreist-holl e welan he mousc&rsquo;hoarzh, bet brudet gant al luc&rsquo;hskeudenno\u00f9 anavezet mat.<\/p>\n<p style=\"text-align: left;\">Gwelout a ran anezhi em e\u00f1vor, hec&rsquo;h-unan er porzh gant he chas (unan &lsquo;oa bet anvet FLB, \u00ab&nbsp;Felbe&nbsp;\u00bb a lavare-hi) ha so\u00f1j &lsquo;m eus eus ma bugale o c&rsquo;hoari gant al loened-se. Emicha\u00f1s int o deus so\u00f1j ivez eus Anjela Duval. N&rsquo;ouzon ket pet bugel en he c&rsquo;horn-bro en deus so\u00f1j diouti. Met bez&rsquo; zo ur bern bugale na oant ket eus he bro hag a oar brema\u00f1 piv a oa Anjela.<\/p>\n<p style=\"text-align: left;\">&nbsp;<\/p>\n<p style=\"text-align: left;\"><em>Enrollet gant Ronan Koadig<\/em><\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Pennad-kaoz gant Per Denez Meur a wech on bet e darempred gant Anjela. &lsquo;M eus aon ne oa morse evit konta\u00f1 kaozio\u00f9 [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2651","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Awen ar galon - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/awen-ar-galon\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Awen ar galon - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Pennad-kaoz gant Per Denez Meur a wech on bet e darempred gant Anjela. &lsquo;M eus aon ne oa morse evit konta\u00f1 kaozio\u00f9 [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/awen-ar-galon\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:20:32+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"11 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/awen-ar-galon\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/awen-ar-galon\\\/\",\"name\":\"Awen ar galon - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-23T16:41:40+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:20:32+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/awen-ar-galon\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/awen-ar-galon\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/awen-ar-galon\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Awen ar galon\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Awen ar galon - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/awen-ar-galon\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Awen ar galon - Anjela Duval","og_description":"Pennad-kaoz gant Per Denez Meur a wech on bet e darempred gant Anjela. &lsquo;M eus aon ne oa morse evit konta\u00f1 kaozio\u00f9 [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/awen-ar-galon\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:20:32+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"11 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/awen-ar-galon\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/awen-ar-galon\/","name":"Awen ar galon - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-23T16:41:40+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:20:32+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/awen-ar-galon\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/awen-ar-galon\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/awen-ar-galon\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Awen ar galon"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2651","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2651"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2651\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2651"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}