{"id":2545,"date":"2017-10-16T19:18:50","date_gmt":"2017-10-16T17:18:50","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2545"},"modified":"2025-08-13T15:23:25","modified_gmt":"2025-08-13T13:23:25","slug":"krennlavariou-hag-evezhiadennou-krouidigezhiou","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-krouidigezhiou\/","title":{"rendered":"Krennlavario\u00f9 hag evezhiadenno\u00f9 &#8211; Krouidigezhio\u00f9"},"content":{"rendered":"<p><em>Asambles gant ar c&rsquo;hrennlavario\u00f9 kozh hon eus kavet emsavus lakaat un nebeud krennla- vario\u00f9 nevez, bet ijinet pe troet gant Anjela Duval hag un torkad meizadenno\u00f9 ha lava- renno\u00f9 bloavezh mat, bet ijinet ganti ivez.<\/em><\/p>\n<h3>Krennlavario\u00f9 ijinet gant Anjela Duval<\/h3>\n<p>Stourm a ran war bep tachenn<\/p>\n<p>Stourm evit beva\u00f1<br \/>\n Beva\u00f1 evit stourm<\/p>\n<p>Hep kas na gwarizi<\/p>\n<p>Feal ha leal<\/p>\n<p>Evurus an hini en deus ur vro da garout<\/p>\n<p>Diwar logod &lsquo;vez ket a razhed<br \/>\n Diwar saout &lsquo;vez ket a gazeg,<br \/>\n Ha diwar Vretoned &lsquo;vez Gallaoued. Iskis !<\/p>\n<p>Ur Bobl a bleg hep stourm d&rsquo;ur Bobl c&rsquo;hoantek a zo dellezek eus he zonkadur : kouezha\u00f1 er sklavelezh.<\/p>\n<p>Ur Bobl a nac&rsquo;h stourm &lsquo;vo dambrest mevel ur Bobl c&rsquo;hoantek.<\/p>\n<p>Ur Bobl hag a ankounac&rsquo;ha klod hec&rsquo;h amzer gent a zo darev evit ar sklavelezh.<\/p>\n<p>Ur Bobl a zilez he Yezh hag he sevenadur, na ra van mui eus hec&rsquo;h istor, zo ur Bobl tonket d&rsquo;ar sklavelezh.<\/p>\n<p>Ur Bobl hep yezh, ur Bobl hep Ene<\/p>\n<p>Kalz a c&rsquo;houlenn ali<br \/>\n Nebeut o laka da dalvezout<\/p>\n<p>Arabat tenna\u00f1 dour eus ur feunteun<br \/>\n Betek ma ne deu mui nemet gwelien<\/p>\n<p>Arabat tenna\u00f1 sistr betek ar goueled<br \/>\n Skuizhet ha faezhet eo ganin va c&rsquo;hadourien&nbsp;kadarn<br \/>\n Kouezhet int kla\u00f1v diwar regas<\/p>\n<p>Goude hirstourm n&rsquo;eo ket un dismeg<br \/>\n Goulenn skoazell digant keneil<\/p>\n<p>Ar gwella\u00f1 broud evit an den<br \/>\n Eo al Levenez da zont.<\/p>\n<p>An den a ra al labour<br \/>\n Met al labour ivez a ra an den.<\/p>\n<p>Labour ar c&rsquo;horf a zieub an den eus e boanio\u00f9-spered<br \/>\n Setu perak ez eo evurus ar paour.<br \/>\n Al levenez n&rsquo;eo ket evit ar re a zo pinvidik&nbsp;a zanvez<br \/>\n Met evit ar re a zo pinvidik a galon.<\/p>\n<p>Na sav morse da vouezh gant rogentez,<br \/>\n Rak ma vije a-walc&rsquo;h eus ur vouezh rok evit&nbsp;sevel un ti,<br \/>\n An azen a savfe daou en e zevezh.<\/p>\n<p>Ar blijadur a c&rsquo;hell kemer skor war an touell<br \/>\n Hogen an evurusted a rank beza\u00f1 diazezet war ar wirionez.<\/p>\n<p>An dienez vrasa\u00f1, n&rsquo;eo ket an diouer a vado\u00f9 na zoken an diouer a yec&rsquo;hed ;<br \/>\n An dienez vrasa\u00f1 eo an diouer a garantez.<br \/>\n Na varnomp ket gant doan da veza\u00f1 barnet, ha na vallozhomp ket ar brema\u00f1 a zo ganimp evel hon Peurbad !<\/p>\n<p>Na zislavar ket un den kozh, nemet ha prouet eo warna\u00f1 e lavar gevier noazus.<\/p>\n<p>Na c&rsquo;hoapa morse ur bugel. Un deiz en devo, piv &lsquo;oar ? muioc&rsquo;h a skiant egedout.<\/p>\n<p>Mir gant aked lavaro\u00f9 an dud ansien : kalz a skiant-prena\u00f1 a zo enno.<\/p>\n<p>Na sellit ket gant avi petra &lsquo;vez en asied&nbsp;ho nesa\u00f1.<\/p>\n<p>Gwelloc&rsquo;h eo bepred ar pezh a zo en&nbsp;hoc&rsquo;h hini, m&rsquo;hoc&rsquo;h eus e c&rsquo;hounezet en onestiz.<\/p>\n<p>Kalz a dud pinvidik a doull o bez gant o four- chetez.<\/p>\n<p>An oberiantiz n&rsquo;eo ket merc&rsquo;h an hunvre.<\/p>\n<p>Karout ur vaouez n&rsquo;eo ket he\u00f1vel ha karout ar merc&rsquo;hed.<\/p>\n<p>Bez&rsquo; ez eus gwazed hag a ranker diwall diouto, gant kement a evezh ha diouzh ur red-tredan.<\/p>\n<p>&lsquo;N hini a gred en araokaat zo evel ur marc&rsquo;h dall o trei\u00f1 ur gazeg vezevenn, a so\u00f1j ganta\u00f1 ema\u00f1 o veaji\u00f1.<\/p>\n<p>N&rsquo;eo ket ret lavarout pep tra d&rsquo;ur c&rsquo;heneil, gant ma ouzer e c&rsquo;hallfed lavarout dezha\u00f1 n&rsquo;eus forzh petra.<\/p>\n<p>An den &lsquo;zo ur beajour, ankouaet ganta\u00f1 pal e veaj, hag a rank distrei\u00f1<\/p>\n<p>da lec&rsquo;h ma eo loc&rsquo;het diouta\u00f1 evit gouzout trema pelec&rsquo;h ez a.<\/p>\n<p>An denelezh ne brodu gwallwelerien nemet pa n&rsquo;hell mui produi\u00f1 tud evurus.<\/p>\n<p>Tremen e vuhez en dizesper ? Ne vern gant ma varvo e-kreiz an espera\u00f1s.<\/p>\n<p>N&rsquo;eus nemet daou rumm paotred : ar re a blij d&rsquo;ar merc&rsquo;hed hag ar re a sent outo.<\/p>\n<p>An neb n&rsquo;en deus ezhomm a netra, kement tra &lsquo; ra diouer dezha\u00f1.<\/p>\n<p>Gwa d&rsquo;an hini a lak e fizia\u00f1s en un den : mont a raint o-daou d&rsquo;an douflez.<\/p>\n<p><strong><em>Meizadenno\u00f9<br \/>\n <\/em><\/strong><\/p>\n<p>\u2014 Arabat dit klask ober ar blenier, ma ne ouezez ket da belec&rsquo;h e kas an hent ac&rsquo;h eus kemeret.<br \/>\n \u2014 Pouez atav da gomzo\u00f9 gant doan feuka\u00f1, dihenta\u00f1 pe droukskoueria\u00f1, dreist-holl ma&rsquo;c&rsquo;h eus afer gant speredo\u00f9 gwan.<br \/>\n \u2014 Aner eo dit so\u00f1jal kaout degemer mat ma ne servijez da bep hini nemet ar wirionez.<br \/>\n \u2014 Na &lsquo;n em laka ket e kounnar &lsquo;enep dit da- unan, ken gwazh eo evel kounnari\u00f1 war da nesa\u00f1, rak da nesa\u00f1 nesa\u00f1 eo te da-unan.<br \/>\n \u2014 Bez atav hegarat e-ke\u00f1ver an estrenien. Met klask gouzout o doare kent konta\u00f1 dezho da hini.<br \/>\n \u2014 Ma n&rsquo;out ket gouest da virout da sekred te da-unan, arabat dit so\u00f1jal e kavi den all d&rsquo;hen mirout dit.<br \/>\n Meizadenno\u00f9<br \/>\n \u2014 Ne ra morse da veg figus e-ke\u00f1ver ar boued, so\u00f1j er boan eo koustet d&rsquo;al labourer, so\u00f1j en niver bras a zo o vervel gant an naon dre ar bed.<br \/>\n \u2014 Seul welloc&rsquo;h ez anavezan an dud ha seul vuioc&rsquo;h e karan va c&rsquo;hi !<br \/>\n \u2014 Seul dreutoc&rsquo;h eo an douar a vag ur wezenn, ha seul donoc&rsquo;h a intr enna\u00f1 he gwrizio\u00f9\u2026 An hevelep tra a seblant bout gwir evit an den.<br \/>\n \u2014 Ha ma ne vije koukoug ebet ! Daoust ha dont a raje bepred an nevez-ha\u00f1v ?<br \/>\n \u2014 Digeri\u00f1 an nor a larit-hu ? D&rsquo;an dud da vont er-maez ? Pe d&rsquo;ar chas da zont e-barzh ?<br \/>\n \u2014 Un amezeg nevez ! Ur bed da zizoloi\u00f1 ?<br \/>\n \u2014 Pa vez ur servijer en ho ti ne welit nemet e sio\u00f9 fall ! Pa vez aet a-raok, ne gomzit nemet eus e berzhio\u00f9 mat.<br \/>\n Ar maezio\u00f9 karget a gleier. Adalek ar beure betek an noz te\u00f1val. Tri son da bep oferenn. Tri son d&rsquo;ar gouspero\u00f9 ha tri A\u00f1jeluz. Ha tao- lio\u00f9 ar Sanctus ha bennozh ar sakramant. Lies a wech ur vadeziant goude an oferenn- bred pe goude ar gouspero\u00f9. Ha kloc&rsquo;h bihan chapel Krist evit ar pardon o son a-hed an deiz. Ha pa veze ur marv er c&rsquo;hontre ur paour o son gorre ar glaz, noz-veure, tra ma veze ar c&rsquo;horf war ar varvska\u00f1v. Ha setu an deiz a hiziv kemmet pep trouz. Nebeut a gleier o seni\u00f1 met, en enep, trouz ar meka- niko\u00f9 a bep seurt, sul-ouel, kement pe muioc&rsquo;h eget d&rsquo;ar pemdez. Na trouz karr na trouz boto\u00f9-koad na foet o strakal, met kirri-tan o frao\u00f1val hag o flaeria\u00f1.<br \/>\n Bretoned didalvez. C&rsquo;hoant am bez d&rsquo;ho kra- banata\u00f1. Laerezh a rit din va amzer ken prizius, terri\u00f1 din va fenn, gant goulenno\u00f9 diot ha responto\u00f9 ken diot all pa c&rsquo;houlen- nan tra pe dra diganeoc&rsquo;h.<br \/>\n N&rsquo;eo ket a-walc&rsquo;h prienti\u00f1 trec&rsquo;hourien, Ret eo kaout sternaterien Breizh dieub !<br \/>\n Piv &lsquo;vo rener an Deskadurezh ? Piv &lsquo;vo mestr ar Polis ? Penngadour ? Ministr al Labour- douar, ar Besketerezh, an Ijinouriezh ?<br \/>\n Seurt tud na savont ket en un nozvezh evel ar c&rsquo;hebell-touseg.<\/p>\n<h4>Keginerezh<\/h4>\n<p>\u00ab Evit diskuizha\u00f1 eus friko tud-k\u00ear, ar meu- zio\u00f9 fin a weler an displeg anezho war gement kelaouenn zo \u00bb<\/p>\n<h6>Soub krampouezh ed-du<\/h6>\n<ol>\n<li>Ober soubenn an ognon evel an ordinal. Drailha\u00f1 krampouezh ed-du (krampouezh sec&rsquo;h pe amanennet) unan dre bep den. Trempa\u00f1 pa verv ar soubenn ha golei\u00f1 an derinenn ur momed. Arabat debri\u00f1 e tomm- bervet, gwelloc&rsquo;h eo un tammig<\/li>\n<li>Ur stumm all a zo d&rsquo;ober soub kram- pouezh : soubenno\u00f9 bara ha tammo\u00f9 krampouezh, hanter-ouzh-hanter, ar c&rsquo;hram- pouezh e fo\u00f1s an derinenn, ar bara war-c&rsquo;horre\u2026 N&rsquo;eo ket ret avat, kaout sou- benn an ognon, gant soubenn ar c&rsquo;hig pe al legumaj eo koulz<\/li>\n<li>Gallout a reer ivez ober soubenn ar gram- pouezhenn, pep hini en e skudell pe war e asied. Ur glogead soubenn domm, trempa\u00f1 e-barzh ar grampouezhenn pleget evel m&rsquo;o debrer gant kafe-laezh, hag evel-just gant sikour ul loa, kuit d&rsquo;ober<\/li>\n<\/ol>\n<h6>Fav munut gant kig-sall (Hariko Glas)<\/h6>\n<p>Rouzit 1\/4 kig-sall treut, evit pemp pe c&rsquo;h- wec&rsquo;h a dud. Lakait ho fav-munut dilostet ha dineudennet ha gwalc&rsquo;het, da rouza\u00f1 ivez er gastolodenn, e-pad 2 pe 3 munut. Goloit ho kastolodenn. Lakait bannac&rsquo;ho\u00f9 dour gwech ha gwech all, ha grit tan gorrek. Tost da 2 eur o deus ezhomm da boazhat. Mar deo druz-kaer ho kig-sall, eo mat deoc&rsquo;h lakaat un nebeud patatezenno\u00f9 da boazhat da heul ar fav-munut, pa vo dija hanterboazh ar re- ma\u00f1. Arabat deoc&rsquo;h lakat re a holen en askont d&rsquo;ar c&rsquo;hig-sall.<\/p>\n<h6>Patatez ha kig-sall<\/h6>\n<p>Troc&rsquo;hit un drailhenn gig-sall a 2 santimetr tevder pe war-dro. Lakit-hi e fo\u00f1s ar gasto- lodenn. Lakit ar patatez peilhet, troc&rsquo;het ha gwalc&rsquo;het mat. Ur glogead-dour, un tamm holen glas. Ha mar plij deoc&rsquo;h, ur penn- ognon-etre dre bep den. Ar re-ma\u00f1 en o fezh war-c&rsquo;horre.&nbsp;Lezit da boazhat 20 pe 30 munut hervez ar vent eus ho kastolodennad. Arabat kaout tan re c&rsquo;horrek pe n&rsquo;ho pezo ket a grign. Lakait hardizh ho kastolodenn war an daol (war ur bladenn). Tennit an ognon hag ar c&rsquo;hig-sall war ur plad. Gant ur fourchetez solut, dista- git ar c&rsquo;hrign diouzh fo\u00f1s ar gastolodenn ha meskit ervat. Lakait ur gloge vihan pe ul loa vras er gastolodenn, ha pep hini da &lsquo;n em servija\u00f1 evel ma kar\u2026 Ma ne blij ket ognon deoc&rsquo;h, e c&rsquo;hellit debri\u00f1 ho patatez gant laezh trenk, hag ho kig-sall gant ho para goude.<\/p>\n<h6>Kaouled-tro<\/h6>\n<p>Klouarait 3\/4 litrad-laezh digoavenet dre bep den. Lakait e-barzh \u00ab tro \u00bb eus ti an apo- tiker. Diaes eo merka\u00f1 ur gont dre litrad, rak ne vez an tro dalc&rsquo;hmat er memes nerzh \u2014 an apotiker a c&rsquo;hell ho kuzulia\u00f1. Meskit ho laezh gant ur loa-goad ha lezit ho pesel war an oaled, ma chomo klouar. Pa vo savet, troc&rsquo;hit ho laezh-kaouled a-garrezo\u00f9. Poazhit war un trebez &lsquo;us d&rsquo;ur c&rsquo;hlaouidenn ruz. Hejit ho pesel tra ma poazh ho laezh, ma savo an dour war c&rsquo;horre.<\/p>\n<p>Ur meuz da zebri\u00f1 en-klouar, gant sukr pe hep sukr, gant an dour-laezh pe gant laezh a- dreuz bervet en e bart e-unan. Gwechall d&rsquo;ar Sul da noz ne veze a-hervez, koan all ebet &lsquo;kerzh an ha\u00f1v. Nemet krampouezh ha kaouled-tro. Ar beselad a chome klouar war an oaled ha tud an ti &lsquo;n em servije evel ma&rsquo;z intentent dre bep ma tegouezhent er g\u00ear.<\/p>\n<h6>Soubenn ar fav<\/h6>\n<p>Lakit da c&rsquo;hlec&rsquo;hia\u00f1 1 lur fav, un nozvezh, en dour a-boan klouar, fav sec&rsquo;h a l\u00e2ran. O lakit an deiz war-lerc&rsquo;h da boazhat, en dour yen, betek ma frailhont. O frikat (flastra\u00f1) gant ur frikouer-koad. Arabat kaout re a zour. O lakit en un tamouez &lsquo;us d&rsquo;ur besel all. Meskit ervat &lsquo;n ur deurel bannac&rsquo;ho\u00f9-dour da walc&rsquo;hi\u00f1 ar plusk. Pa n&rsquo;eus mui a vleudenn, taolit kuit ar plusk. Neuze rouzit ognon pe chalotez &lsquo;vel d&rsquo;ober soubenn an ognon ha lakit an dourenn fav mesket-mat, rak divlaz a ra prim. Salla\u00f1 ha pebra\u00f1. P&rsquo;eo poazh an ognon, trempa\u00f1 ar soub-bara. Ar soub kreun&nbsp;eo ar gwella\u00f1 d&rsquo;ober soubenn ar fav.<\/p>\n<p>Er memes mod e vez graet soubenn ar piz. Met nebeut a-walc&rsquo;h a biz sec&rsquo;h &lsquo;vez graet brema\u00f1 er vro. Prizet bras &lsquo;oa ar piz gwe- chall e-pad ar C&rsquo;horaiz :<\/p>\n<p>Bount da fri em r\u2026 paotr ar piz ! Hiziv &lsquo;ma\u00f1 foar hanter ar C&rsquo;horaiz !<\/p>\n<p>Ur c&rsquo;hrennlavar eus Bro-Lannuon eo.<\/p>\n<h3>Krennlavario\u00f9 troet gant Anjela Duval<\/h3>\n<h4>Krennlavroio\u00f9 a vro Gambodjia<\/h4>\n<p>N&rsquo;ac&rsquo;h eus gouli ebet, hag e c&rsquo;halvez an droug. Da c&rsquo;houli ne ra ket dit gouza\u00f1v, hag e kemerez un ibil evit e vrouda\u00f1.<\/p>\n<p>Ma vagez tud, taol pled ouzh o c&rsquo;halon ; ma vagez loened, taol pled ouzh o dent.<\/p>\n<p>Ma rez ur fals kammed, ez adsavez ; met ma tiflip diganit&nbsp;ur ger dievezhiek e koust ker dit.<\/p>\n<p>Ar gouizieg a gouezh en islonk ; an diouizieg a sav d&rsquo;an ne\u00f1v.<\/p>\n<p>Mar dout taer, dalc&rsquo;h warnout da-unan, mar dout tavantek, &lsquo;n em sikour,<\/p>\n<p>mar bez kinniget kalz dit, na gemer netra ma&rsquo;c&rsquo;h eus doan, bale rag-eeun davet ar pezh a ra doan dit.<\/p>\n<p>Na vez ket trubuilhet gant an disrann, n&rsquo;en em lez ket da vont er vizer,&nbsp;na zalc&rsquo;h ket da so\u00f1jal ez kounnar, na bella ket da vignoned,&nbsp;na het ket a zroug d&rsquo;az enebourien.<\/p>\n<p>Dre forzh so\u00f1jal e koller an neudenn ;&nbsp;dre forzh chom astennet e kouezher kla\u00f1v.<\/p>\n<p>Ar pezh a blij a ziflip, ar pezh na blij ket&nbsp;atav a &lsquo;n em gav dirak an treid.<\/p>\n<p>Ar vag a dremen, ar c&rsquo;hlann a chom.<br \/>\n An den mat, lavarout a reer eo nay ;<br \/>\n An den dous, lavarout a reer eo diot ;<br \/>\n An den en deus intrudu, lavarout a reer eo drouk ;<br \/>\n An den gouiziek, lavarout a reer eo ur piler e c&rsquo;henou.<\/p>\n<h4>Krennlavario\u00f9 Sina (kentelio\u00f9 evit ar yec&rsquo;hed)<\/h4>\n<p>Diwallit diouzh an avel-sil m&#8217;ema\u00f1 ar c&rsquo;hwe- zenn warnoc&rsquo;h war-lerc&rsquo;h debri\u00f1 boued tomm. Gallout a rafec&rsquo;h paka\u00f1 poan-benn, terzhienn, poan-daoulagad.<\/p>\n<p>Na zebrit ket kalz diouzh an noz.<\/p>\n<p>Tremenit ur banne dour dre ho kenou war- lerc&rsquo;h beza\u00f1 evet.<\/p>\n<p>Pa valeit er-maez en noz, arabat kana\u00f1 na komz kre\u00f1v.<\/p>\n<p>N&rsquo;en em gargit ket a voued an deiz war- lerc&rsquo;h ho po yunet.<\/p>\n<p>N&rsquo;en em vezvit ket an deiz diwezha\u00f1 al loar m&rsquo;hoc&rsquo;h eus graet vijel e-pad ar miz.<\/p>\n<p>Na rit ket ur veaj hir ma oc&rsquo;h e ka\u00f1v da unan bennak eus ho familh.<\/p>\n<p>Ur milier a remejo\u00f9 ne dalvezont ket un noz- vezh repoz.<\/p>\n<p>Chomit sonn &lsquo;n ho koazez hag ho kalon a vo eeun.<\/p>\n<p>&lsquo;N dalc&rsquo;hit eeun hag ho korf a chomo eeun.<\/p>\n<p>Na chomit ket re bell en ho sav, n&rsquo;eo ket mat evit an eskern.<\/p>\n<p>Na chomit ket pell en ho koazez, n&rsquo;eo ket mat evit ar gwad.<\/p>\n<p>Na rit ket a valeadenno\u00f9 hir, se &lsquo;zo fall evit ar c&rsquo;higenno\u00f9.<\/p>\n<p>Na chomit ket re bell astennet, fall eo se evit an alan.<\/p>\n<p>Na chomit ket pell da spisaat tra pe dra, skuizha\u00f1 &lsquo;ra se ar spered.<\/p>\n<p>Na redit ket, na grimpet ket, na varc&rsquo;hegit<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>ket, na vlegnit ket ur c&rsquo;harr bete beza\u00f1 berr warnoc&rsquo;h, &lsquo;n em skuizha\u00f1 &lsquo;rafec&rsquo;h ; hoc&rsquo;h ene a c&rsquo;hellfe mont diouzhoc&rsquo;h.<\/p>\n<p>N&rsquo;en em walc&rsquo;hit ket goude ur pred mat, gallout a rafec&rsquo;h tapout un taol-gwad.<\/p>\n<p>Diwallit diouzh obero\u00f9 enep d&rsquo;ar skiant-vat pe en ho ti pe er-maez eus ho ti.<\/p>\n<p>Na c&rsquo;hwezhit ket war ar goulou &lsquo;vit e lazha\u00f1, c&rsquo;hwezha\u00f1 &lsquo;zo noazus d&rsquo;ar yec&rsquo;hed.<\/p>\n<p>Na glaskit ket spisaat tra pe dra er pellder, se &lsquo;vefe gwanaat ho kweled.<\/p>\n<p>Na gouskit ket gant ur c&rsquo;houlaouenn war enaou en ho kichen pe n&#8217;emaoc&rsquo;h ket esper da virout hoc&rsquo;h Ene.<\/p>\n<p>Na gouskit ket e-pad an deiz, se &lsquo;c&rsquo;hellfe noazout ouzh ho yec&rsquo;hed.<\/p>\n<p>Na lammit ket evel ur foll e kement santual a welfec&rsquo;h.<\/p>\n<p>Pa darzh ur barr-arnev gant dared ha kurun, serrit ho tor hag azezit &lsquo;n ur stumm dereat ha doujus, e-ken-kaz ma tremenfe Doueed dirak ho ti.<\/p>\n<p>Pa viot e koler, arabat deoc&rsquo;h frapa\u00f1, rak ar gounnar &lsquo;zo kiriek d&rsquo;ar gorio\u00f9.<\/p>\n<p>Gwell eo tufa\u00f1 tost eget tufa\u00f1 pell, gwell &lsquo;velkent chom hep tufa\u00f1.<\/p>\n<p>Arabat mont da c&rsquo;hourvez paket &lsquo;n ur c&rsquo;hroc&rsquo;hen tigr pe olifant, poan &lsquo;rafe d&rsquo;ho taoulagad.<\/p>\n<p>Diwallit ouzh likentez evel ouzh biro\u00f9, diwallit ouzh an dirollerezh evel ouzh un enebour.<\/p>\n<p>Arabat eva\u00f1 te war yun ha na zebrit ket ed da noz.<\/p>\n<p>Ar re gozh a lavare : ar veajourien ne zlefent ket chom war yun diouzh ar beure na debri\u00f1 re da noz.<\/p>\n<p>Kement den, ha n&rsquo;eo ket hepken an dud a boan, a zlefe debri\u00f1 diouzh ar beure.<\/p>\n<p><strong><em>Krennlavario\u00f9 all<\/em><\/strong><\/p>\n<p>Neb a zo e doenn e gwer, arabat dezha\u00f1 teu- rel mein war hini e amezeg.<\/p>\n<p>N&rsquo;eo ket fur stlepel ur c&rsquo;hef-tan war doenn an amezeg&nbsp;pa&rsquo;z eo hon toenn hon-unan e soul.<\/p>\n<p>Koad an Noz ha Koad an Nay n&rsquo;eus &lsquo;met ar rinier etreze.<\/p>\n<p>Ar pezh a hetez evidout da-unan&nbsp;a dleez hen heti\u00f1 ivez evit da nesa\u00f1.<\/p>\n<p>Kalon ur sod a zo en e c&rsquo;henou Teod ur fur a zo en e galon.<\/p>\n<p>Na zigor ket un nor&nbsp;ha na c&rsquo;hellfes ket he serri\u00f1 goude.<\/p>\n<p>Pa vezo lavaret deoc&rsquo;h eo gwelloc&rsquo;h mont war droad eget war ga\u00f1val arabat deoc&rsquo;h kredi\u00f1.<\/p>\n<p>Pok d&rsquo;an dorn na c&rsquo;hallez ket troc&rsquo;ha\u00f1.<\/p>\n<p>Ma teu daou enebour d&rsquo;az kavout unan&nbsp; gant&nbsp; ul&nbsp; lagad&nbsp; krevet, arabat dit rei\u00f1 rezon da hema\u00f1&nbsp;kent na&rsquo;z pezo gwelet daoulagad egile.<\/p>\n<h4>Ar furnez<\/h4>\n<p>Ar maezio\u00f9 a servij da vinic&rsquo;hi D&rsquo;an diwezha\u00f1 loened dieub : gozed, muloded, razhed broc&rsquo;hed ha lern zoken.<\/p>\n<p>Padal ar wazhienn ouez a strisha a deiz da zeiz.<\/p>\n<h3>Heto\u00f9 evit ar Bloaz nevez<\/h3>\n<p><em>Kantado\u00f9 a lizhiri a &lsquo;n em gave e Trao\u00f1-an- Dour da vare fin ar bloaz. Respont a rae Anjela Duval dezhe tout ha kas a rae he heto\u00f9 ivez. Met, e-lec&rsquo;h implij al lavarenno\u00f9 hengounel \u2014 randonus un tamm anezhe \u2014, he doa savet, e 1970, he roll lavarenno\u00f9 dezhi hec&rsquo;h-unan\u2026<\/em><\/p>\n<p>Ur bloavezh mat deoc&rsquo;h Tudo\u00f9 ker Trevado\u00f9 puilh hag amzer gaer Yec&rsquo;hed d&rsquo;an dud ha d&rsquo;al loened Ha\u2026 Brezhoneg d&rsquo;ar Vretoned !<\/p>\n<p>Da bep hini ur Bloavezh mat Levenez,<br \/>\n Hevoud hag Eurvad<br \/>\n Trevado\u00f9 puilh. Bleunio\u00f9 frondus<br \/>\n Ma vevo an holl evurus !<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Eurvad, Hevoud ha Levenez<br \/>\n Trevado\u00f9 puilh. Bleunio\u00f9 ha frouezh<br \/>\n Labour ha bara e pep ti<br \/>\n A-hed ar bloaz en hor Bro-ni !<\/p>\n<p>Bloavezh evurus deoc&rsquo;h &lsquo;hetan<br \/>\n Meur a vloaz all goude hema\u00f1<br \/>\n Bleunio\u00f9 frondus<br \/>\n Ha frouezh saourus<br \/>\n Ed er solier ha sistr er c&rsquo;hav<br \/>\n Ha gred e Paotred an Emsav !<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Bloavezh didrubuilh<br \/>\n Bleunio\u00f9 da guntuilh<br \/>\n Trevado\u00f9 puilh 25 !<\/p>\n<p>Bloavezh mat. Bloavezh santel<br \/>\n Da dad, da vamm ha da vugel<br \/>\n Yec&rsquo;hed, Hevoud ha Levenez<br \/>\n Ha dreist pep tra holl : Karantez !<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Ur bloavezh mat ha didrubuilh<br \/>\n Bleunio\u00f9 frondus. Trevado\u00f9 puilh<br \/>\n Yec&rsquo;hed d&rsquo;an dud ha d&rsquo;al loened<br \/>\n Hag o Frankiz d&rsquo;ar Vretoned !<\/p>\n<p>Bloavezh mat da vihan, da vras<br \/>\n Bloavezh laouen ha didrabas<br \/>\n Yec&rsquo;hed ha gred da stourm bepred<br \/>\n Hag an trec&rsquo;h d&rsquo;ar wir Vretoned !<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Bloavezh santel ha leun a Spi<br \/>\n Labour ha bara e pep ti<br \/>\n Un oaled tomm da bep kozhiad<br \/>\n Ha brezhoneg da bep Breizhad !<\/p>\n<p>Ur Bloavezh mat digant Jezuz<br \/>\n Bloavezh laouen hag evurus<br \/>\n Berzh vat, Yec&rsquo;hed hag amzer vrav<br \/>\n Ha gred e Paotred an Emsav !<\/p>\n<p>Nedeleg Laouen<br \/>\n Bloavezh mat<br \/>\n Yec&rsquo;hed, Levenez<br \/>\n Hag Eurvad<br \/>\n Ra baro warnoc&rsquo;h Heol Doue<br \/>\n Da rei\u00f1 skl\u00earijenn d&rsquo;ho Ene !<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Bloavezh evurus ha laouen<br \/>\n Ha digant Doue skl\u00earijenn<br \/>\n Yec&rsquo;hed, Eurvad<br \/>\n Da bep Breizhad !<br \/>\n Ha dorn ha dorn &lsquo;trezek ar pal<br \/>\n Ma vo roet prim lamm d&rsquo;ar Gall.<\/p>\n<p>Ur Bloavezh mat d&rsquo;ar Vretoned<br \/>\n Evurusted, Nerzh ha Yec&rsquo;hed<br \/>\n Ha d&rsquo;an holl ha da bep hini<br \/>\n Labour ha Bara &lsquo;n hor Bro-ni<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Nedeleg laouen ha santel<br \/>\n Ur Bloavezh mat da Vreizh-Izel<br \/>\n Yec&rsquo;hed ha nerzh kalon d&rsquo;an holl<br \/>\n Ha Plant yaouank stank ouzh pep taol<\/p>\n<p>Eurvad. Levenez<br \/>\n Yec&rsquo;hed ha Furnezh<br \/>\n Youl dir<br \/>\n Ha Buhez hir<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Aotro\u00f9 Doue ho pedi\u00f1 &lsquo;ran<br \/>\n War bep devezh eus ar bloaz-ma\u00f1<br \/>\n Da skuilh ho kraso\u00f9 hep damant<br \/>\n Ha d&rsquo;hon diwall a wall dourmant.<\/p>\n<p>War bep mintin ha war bep noz<br \/>\n Jezuz skuilhet puilh ho Pennozh<br \/>\n Ma vo dre holl ar Bloaz nevez<br \/>\n Ur wir chadenn a Garantez<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Bloavezh mat d&rsquo;an holl a Hetan<br \/>\n Levenez, Yec&rsquo;hed ar gwella\u00f1<br \/>\n Prespolite war an Douar<br \/>\n Hag un tammig tro war al Loar !<\/p>\n<p>Nedeleg laouen<br \/>\n Yec&rsquo;hed. Awen B<br \/>\n erzh d&rsquo;an Delenn<br \/>\n Ha d&rsquo;ar bluenn !<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Bloavezh evurus<br \/>\n Levenez ha Buz<br \/>\n Labour &lsquo;n hor Bro-ni<br \/>\n Ha peoc&rsquo;h e pep ti !<\/p>\n<p>A greiz kalon deoc&rsquo;h a hetan<br \/>\n Yec&rsquo;hed, Levenez er Bloaz-ma\u00f1<br \/>\n Evurusted hag intent vat<br \/>\n Ha brezhoneg da bep Breizhad<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Mignoned, va gwella\u00f1 Heto\u00f9<br \/>\n Digant Doue kalz a c&rsquo;hraso\u00f9<br \/>\n Yec&rsquo;hed, Levenez, Karantez<br \/>\n Baradoz e fin ho Puhez<\/p>\n<p>Nedeleg laouen, Bloavezh mat<br \/>\n Sistr ha chouchenn da bep Breizhad !<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">D&rsquo;an divroad. D&rsquo;an Harluad<br \/>\n Da bep Breizhad pell eus e Vro<br \/>\n A c&rsquo;hed bemdez eur an Distro<br \/>\n Breizhiz a gas o Heto\u00f9 mat<\/p>\n<p>Nedeleg laouen d&rsquo;ar Gelted<br \/>\n Ra vo ar Seizh Bro unanet<br \/>\n Da veuli\u00f1 ar Mabig Jezuz<br \/>\n Gant kanenno\u00f9 karantezus<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Ur Bloavezh mat d&rsquo;an holl Gelted<br \/>\n Dirak Doue Breudeur bepred<br \/>\n Gwechall, Brema\u00f1 hag en Dazont<br \/>\n Unanet gant Karantez don !<\/p>\n<p>Bloavezh mat da yaouank, da gozh<br \/>\n Labour en deiz ha Peoc&rsquo;h en noz<br \/>\n Yec&rsquo;hed, prespolite d&rsquo;an holl<br \/>\n Ha kig ha bara war an daol !<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">[?] bloaz nevez &lsquo;vit pep den<br \/>\n Bloavezh evurus ha laouen<\/p>\n<p>Yec&rsquo;hed d&rsquo;an holl a-hed ar Bloaz<br \/>\n Eurvad da vihan ha da vras !<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Ur bloavezh mat digant Doue<br \/>\n Yec&rsquo;hed. Eurvad. Prespolite<\/p>\n<p>Bloavezh mat d&rsquo;an dud ha d&rsquo;ar Vro<br \/>\n Da bep harluad : an Distro<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Ur Bloavezh mat d&rsquo;ar Vretoned<br \/>\n Prespolite. Eurvad. Yec&rsquo;hed<\/p>\n<p>Bloavezh a Joa. Bloavezh a Spi<br \/>\n E pep kalon hag e pep ti !<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Ra vezo ar Bloaz nevez<br \/>\n Bloaz a Beoc&rsquo;h hag a Garantez<\/p>\n<p>Bennozh Doue a c&rsquo;houlennan<br \/>\n War bep devezh eus ar Bloaz-ma\u00f1<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Bloavezh a Beoc&rsquo;h hag a Eurvad<br \/>\n Evit pep Bro ha pep Breizhad<\/p>\n<p>Petra heti\u00f1 ? Ur Bloavezh mat<br \/>\n Karantez. Peoc&rsquo;h hag intent vat<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Ur Bloavezh mat digant Doue<br \/>\n Da dad, da vamm, da vugale<br \/>\n Ha nerzh ha Gred er yaouankiz<br \/>\n Da c&rsquo;hounit da Vreizh he Frankiz !<\/p>\n<p>Nedeleg laouen ! Bloavezh mat<br \/>\n Yec&rsquo;hed. Hevoud hag Intent vat<br \/>\n Etre Tad&nbsp; ha Mamm ha bugel<br \/>\n Hag he Frankiz da Vreizh-Izel !<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Bloavezh a Joa d&rsquo;ar C&rsquo;halono\u00f9<br \/>\n Bloavezh a Beoc&rsquo;h d&rsquo;ar Speredo\u00f9<br \/>\n Yec&rsquo;hed, Hevoud, Buz ha Berzh mat<br \/>\n Ha\u2026 Brezhoneg da bep Breizhad !<\/p>\n<p>Ur Bloavezh mat d&rsquo;ar Vreuriezh<br \/>\n Intent vat hag Unvaniezh<br \/>\n Eurvad, Hevoud ha Levenez<br \/>\n Ha dreist pep tra holl\u2026 Karantez !<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Ur Bloavezh mat deoc&rsquo;h a hetan<br \/>\n Kalz a Levenez er Bed-ma\u00f1<br \/>\n Ur Vuhez hir hag oberius<br \/>\n Ha un deiz Baradoz Jezuz !<\/p>\n<p>Bloavezh mat deoc&rsquo;h holl a hetan<br \/>\n Meur a vloaz all war-lerc&rsquo;h hema\u00f1<br \/>\n Levenezio\u00f9 barr ho Kalon<br \/>\n Hag he Frankiz d&rsquo;ar Bobl Vrezhon !<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Nedeleg laouen da bep bugel<br \/>\n En holl diegezhio\u00f9 Breizh-Izel<br \/>\n &lsquo;Leizh o boto\u00f9-koad a vadigo\u00f9<br \/>\n Ha leizh o barlenn a vravigo\u00f9<\/p>\n<p>Nedeleg Laouen &lsquo;n o C&rsquo;havell<br \/>\n Da holl vabigo\u00f9 Breizh-Izel<br \/>\n C&rsquo;hoariello\u00f9 ha Bravigo\u00f9<br \/>\n Allazigo\u00f9 ha madigo\u00f9 !<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Nedeleg Laouen. Bloavezh mat<br \/>\n D&rsquo;an divroad, d&rsquo;an harluad<br \/>\n Ra sono evit tud hor Bro<br \/>\n Kleier benniget an Distro !<\/p>\n<p>Ur Bloavezh mat hag Evurus<br \/>\n Yec&rsquo;hed. Levenez. Berzh ha Buz<br \/>\n Goanag&nbsp; ha&nbsp; Gred&nbsp; d&rsquo;ar&nbsp; Yaouankiz<br \/>\n Da Vreizh an Trec&rsquo;h hag ar Frankiz<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Ra skino Steredenn Nouel<br \/>\n War ar skingomz hag ar skinwel<br \/>\n Skl\u00earijenn&nbsp; ha&nbsp; graso\u00f9&nbsp; Doue<br \/>\n Feiz. Espera\u00f1s ha Karantez !<\/p>\n<p>Ra skino steredenn Bezleem<br \/>\n War gement a ouel hag a glemm<br \/>\n Skl\u00earijenn ha graso\u00f9 Doue<br \/>\n Feiz. Espera\u00f1s ha Karantez.<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Bloavezh mat deoc&rsquo;h a hetan<br \/>\n Peadra da veva\u00f1<br \/>\n Peadra da domma\u00f1<br \/>\n Ha kalon da gana\u00f1 !<\/p>\n<p>Evel ar c&rsquo;hebell-touseg a sav a noz da noz<br \/>\n &lsquo;Sav e kalon hor yaouankiz<br \/>\n Karantez ar Vro-Gozh.<\/p>\n<p style=\"padding-left: 30px;\">Bloavezh mat d&rsquo;an holl &lsquo;hetan<br \/>\n Ti da loja\u00f1<br \/>\n Peadra da veva\u00f1<br \/>\n Tan da domma\u00f1<br \/>\n Ha lec&rsquo;h da gana\u00f1<\/p>\n<h1>&nbsp;<\/h1>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em><\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Asambles gant ar c&rsquo;hrennlavario\u00f9 kozh hon eus kavet emsavus lakaat un nebeud krennla- vario\u00f9 nevez, bet ijinet pe troet gant Anjela Duval [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2545","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Krennlavario\u00f9 hag evezhiadenno\u00f9 - Krouidigezhio\u00f9 - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-krouidigezhiou\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Krennlavario\u00f9 hag evezhiadenno\u00f9 - Krouidigezhio\u00f9 - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Asambles gant ar c&rsquo;hrennlavario\u00f9 kozh hon eus kavet emsavus lakaat un nebeud krennla- vario\u00f9 nevez, bet ijinet pe troet gant Anjela Duval [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-krouidigezhiou\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:23:25+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"18 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-krouidigezhiou\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-krouidigezhiou\\\/\",\"name\":\"Krennlavario\u00f9 hag evezhiadenno\u00f9 - Krouidigezhio\u00f9 - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-16T17:18:50+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:23:25+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-krouidigezhiou\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-krouidigezhiou\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-krouidigezhiou\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Krennlavario\u00f9 hag evezhiadenno\u00f9 &#8211; Krouidigezhio\u00f9\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Krennlavario\u00f9 hag evezhiadenno\u00f9 - Krouidigezhio\u00f9 - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-krouidigezhiou\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Krennlavario\u00f9 hag evezhiadenno\u00f9 - Krouidigezhio\u00f9 - Anjela Duval","og_description":"Asambles gant ar c&rsquo;hrennlavario\u00f9 kozh hon eus kavet emsavus lakaat un nebeud krennla- vario\u00f9 nevez, bet ijinet pe troet gant Anjela Duval [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-krouidigezhiou\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:23:25+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"18 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-krouidigezhiou\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-krouidigezhiou\/","name":"Krennlavario\u00f9 hag evezhiadenno\u00f9 - Krouidigezhio\u00f9 - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-16T17:18:50+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:23:25+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-krouidigezhiou\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-krouidigezhiou\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-krouidigezhiou\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Krennlavario\u00f9 hag evezhiadenno\u00f9 &#8211; Krouidigezhio\u00f9"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2545","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2545"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2545\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2545"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}