{"id":2526,"date":"2017-10-16T00:56:50","date_gmt":"2017-10-15T22:56:50","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2526"},"modified":"2025-08-13T15:23:25","modified_gmt":"2025-08-13T13:23:25","slug":"krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\/","title":{"rendered":"Krennlavario\u00f9 hag evezhiadenno\u00f9 &#8211; \u00ab Meteo \u00bb ar beizanted kozh"},"content":{"rendered":"<h4>Arouezio\u00f9 loened<\/h4>\n<p>Pa glud ar yer war an uhel : kloued, skeul, barr, h.a. (war an deiz) = seblant amzer gaer en devezhio\u00f9 da zont.<\/p>\n<p>Pa chom ar yer da voueta dindan ar glav<br \/>\n= seblant e talc&rsquo;ho ar glav.<\/p>\n<p>Pa ra glav a-varro\u00f9 e tered ar yer da zisglav.<\/p>\n<p>Yer oc&rsquo;h en em boultrenni\u00f1 11 = arnev pres- tik.<\/p>\n<p>Ar yer o chom da voueta diwezhat = amzer fall antronoz.<\/p>\n<p>An hevelep tra evit ar saout.<\/p>\n<p>Pa &lsquo;z eo ret o degas d&rsquo;ar g\u00ear en desped dezho = seblant amzer fall an deiz war- lerc&rsquo;h.<\/p>\n<p>Pa vez gwelet al loened, saout, kezeg, de\u00f1- ved, o \u00ab ouezardi\u00f1 \u00bb (da lavaret eo, o vont e gouez, o sovaji\u00f1), o taoubenni\u00f1 = seblant tempest pe amzer griz.<\/p>\n<p>Pa lamm ar c&rsquo;hizhier er gwez = seblant ave- laj.<\/p>\n<p>Pa dro ar c&rsquo;hazh e revr d&rsquo;an tan = seblant yenijenn, skou(f)lad.<\/p>\n<p>Evned a vagado\u00f9 = skouflad.<\/p>\n<p>Pa&nbsp;&nbsp; gan&nbsp; an&nbsp; drask&nbsp; \u00ab kas&nbsp; keuneud&nbsp; d&rsquo;an&nbsp; ti \u00bb<\/p>\n<p>= seblant amzer griz.<\/p>\n<p>Pa c&rsquo;hrak an touseged d&rsquo;abardaez = glav dambrest.<\/p>\n<p>Goubiged-mor en douaro\u00f9 = seblant gwall c&rsquo;hoa\u00f1v.<\/p>\n<p>Skreved en douaro\u00f9 = avel foll er mor.<\/p>\n<p>Pa zistroont etrezek ar mor = amzer o siou- laat.<\/p>\n<p>Gwennilied a-rez an douar = seblant glav. Uhel ar gwennilied = amzer sec&rsquo;h.<\/p>\n<p>Pa grog ar fubu = seblant glav. (Hervez, ne grogont nemet er re goant !)<\/p>\n<p>Bernio\u00f9 douar gozed fresk stankoc&rsquo;h eget kustum, ha da eurio\u00f9 divoas = glav tost.<\/p>\n<p>Pa ra al logod (logod-douar, morzigelled, minoc&rsquo;hed, h.a.) o neizhio\u00f9 war blad an douar = seblant ur maread sec&rsquo;hor.<\/p>\n<p>[Embannet e <em>Ar Bed Keltiek <\/em>73, Genver 1965, gant an titl \u00ab Diougano\u00f9 amzer, \u201cMeteo\u201d ar re gozh \u00bb.]<\/p>\n<h4>Arouezio\u00f9 loened all<\/h4>\n<p>Tousegi o vale da noz : glav dambrest.<\/p>\n<p>Logod-dour o neizha\u00f1 a grap ar geot : amzer c&rsquo;hleb.<\/p>\n<p>Ar yer o vont abred da gluda\u00f1 : amzer gaer. Ar c&rsquo;hontrol : amzer fall.<\/p>\n<p>Pa ya ar yer pell eus ar g\u00ear da voueta : ker- nez.<\/p>\n<p>Al loened o klask chom da beuri\u00f1 : amzer diasur antronoz.<\/p>\n<p>Ar brini o troidellat : erc&rsquo;h.<\/p>\n<p>Ar merion o tispaka\u00f1 : an nevez-ha\u00f1v o tont. Bloavezh c&rsquo;hwiled derv : bloavezh etu 12.<\/p>\n<h4>Arouezio\u00f9 all<\/h4>\n<p>Kelc&rsquo;h pell, glav tost Kelc&rsquo;h tost, glav pell.<\/p>\n<p>Kanevedenn a-raok dek eur Trec&rsquo;h ar sec&rsquo;hour d&rsquo;ar glebour<\/p>\n<p>Gwareg ar glav diouzh ar beure, Stag da garr ha kae adarre.<\/p>\n<p>Gwareg ar glav da noz, Glav pe avel d&rsquo;antronoz.<\/p>\n<p>Kuruno\u00f9 er mor, heol tomm ken ma faout&nbsp;an nor<\/p>\n<p>Kuruno\u00f9 er c&rsquo;hoad, glav kerkent hag e droad<\/p>\n<p>Pa deu an derv a-raok ar f\u00f4 13<\/p>\n<p>&lsquo;Ya ar merour da aotrou<\/p>\n<p>Pa dide\u00f1v an derv a-raok ar f\u00f4 Ez a ar merour da aotrou<\/p>\n<p>Pa dide\u00f1v ar f\u00f4 a-raok an derv Ez a ar merour war e revr.<\/p>\n<p>Ar f\u00f4 panevet d&rsquo;ar vezh<\/p>\n<p>A rafe tan e glas koulz &lsquo;vel e sec&rsquo;h&nbsp;<\/p>\n<p>Pa vez lufr an daouarn ha sec&rsquo;h : glav An tan o c&rsquo;hwezha\u00f1 : avelaj.<\/p>\n<p>Pa gouez ar moged d&rsquo;an trao\u00f1 : glav<\/p>\n<p>Ruzell 14 beure, kuzul gwreg<\/p>\n<p>Gwech &lsquo;teu da vat, gwech &lsquo;deu ket Ruzell noz, kuzul kozh veleg<\/p>\n<p>Amzer vat a zo asuret.<\/p>\n<p>Goa\u00f1v abred Goa\u00f1v bepred<\/p>\n<p>Gwell eo d&rsquo;ar c&rsquo;hazh mankout d&rsquo;e grev Evit d&rsquo;ar glav mankout d&rsquo;ar rev<\/p>\n<p>E lec&rsquo;h ma kar Doue e ra glav Ha\u00f1vig foar Vikael a bad teir sizhun<\/p>\n<p>Ha\u00f1vig bihan foar an Nec&rsquo;h a bad tri devezh<\/p>\n<p>Ha ha\u00f1vig falleganig 15 a bad teir eur !<\/p>\n<p>An deiz na ra na glav nag avel na heol<\/p>\n<p>A c&rsquo;hounez matezh ar roue he c&rsquo;hant skoed<\/p>\n<p>Pa vez erc&rsquo;h war an douar Na vez na tomm na klouar<\/p>\n<p>Pa deu an delio\u00f9 a-raok ar bleu\u00f1v Mamm an avalo\u00f9 he devez keuz (Hag an ever sistr)<\/p>\n<p>Bloavezh ogro\u00f9enn 16 : bloavezh ed Bloavezh irin ne vez ket<\/p>\n<h3>Al loar<\/h3>\n<p><img fetchpriority=\"high\" decoding=\"async\" class=\"alignnone wp-image-2527 size-full\" src=\"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2017\/10\/loar.jpg\" alt=\"\" width=\"581\" height=\"181\" srcset=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2017\/10\/loar.jpg 581w, https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2017\/10\/loar-300x93.jpg 300w\" sizes=\"(max-width: 581px) 100vw, 581px\" \/><\/p>\n<p>Hag adarre kaoz al Loar ! Bemdez er radio,&nbsp;en tele, er journalio\u00f9, pe evit komz brezho- neg reizh er skingomz, er pellwel, er c&rsquo;hazetenno\u00f9, n&rsquo;eus ken kaoz nemet eus mont d&rsquo;al Loar. Hag e vez bannet loarigo\u00f9, hag e vez bannet fuzeenno\u00f9 gant ardivinko\u00f9 skiantel da glask he sekredo\u00f9 digant al Loar. Setu en dro-ma\u00f1 bannet daou gi bihan ! Brema\u00f1 da vihana\u00f1 en devo ar chas un abeg da harzhal d&rsquo;al loar ! Ha beza\u00f1 loariek ne vo mui sellet evel ur si\u2026<\/p>\n<p>Bez&rsquo; &lsquo;oa dija, ha pell amzer zo end-eeun, meur a grennlavar o tenna\u00f1 d&rsquo;al Loar. Ha, hep mont da duriat e park ar skiantourien, hon zud kozh a zalc&rsquo;he kont eus al loar evit tapout ar c&rsquo;houlz gwella\u00f1 d&rsquo;ober war-dro o micher labour-douar ha dreist-holl al lior- zhourien evit hada\u00f1, planta\u00f1, embouda\u00f1, bena\u00f1, hag all. Meur a wech am eus gwelet va zad, Doue d&rsquo;e bardono, o tapout e lune- do\u00f9 da sellout war an almanak penaos e veze kont gant al Loar.<\/p>\n<ul>\n<li>Ar c&rsquo;henta\u00f1 patatez laket en douar el liorzh, &lsquo;veze da ziskar loar C&rsquo;hwevrer pe prim loar<\/li>\n<li>Ma veze ur c&rsquo;harzhad haleg da droc&rsquo;ha\u00f1 &lsquo;oa ret ober pa veze linenn al loar, neuze e vounte eeun ar skoultro\u00f9 nevez ha kavet &lsquo;vije adarre enno treid binvio\u00f9<\/li>\n<li>Evit imbouda\u00f1 : an tri deiz kenta\u00f1 eus Loar Ebrel &lsquo;oa ar gwella\u00f1 evit an avalo\u00f9.<\/li>\n<li>Da hada\u00f1 melchon pe gaol pe irvin pe voe- terabez &lsquo;oa ret gortoz an diskar<\/li>\n<li>P&rsquo;en dije va zad da vont da lakaat troc&rsquo;ha\u00f1 e vlev (e vlev gwenn ken kaer) ret &lsquo;oa bep tro gortoz an diskar-loar &nbsp; Perak ? Biskoazh n&rsquo;am eus gouezet\u2026<\/li>\n<\/ul>\n<p>Al Loar ! A-vihanik on bet dedennet gant ar bladenn arc&rsquo;hant-se, he stumm o kemma\u00f1 bemdez, koulz hag hec&rsquo;h eurio\u00f9 da sevel ha da vont da guzh. Loaria\u00f1 &lsquo;ra, &lsquo;vez lavaret eus un den froudennus, n&rsquo;eo ket hep abeg\u2026 Evidon-me am boa &lsquo;micha\u00f1s un abeg da veza\u00f1 dedennet gant kened sioul al Loar : ganet on bet, hervez, ul lunvezh, devezh al Loar ! Pa oan bihan-bihan, gerio\u00f9 marzh &lsquo;oa evidon : an nevez bihan, an nevez bras, ar c&rsquo;henta\u00f1&nbsp;&nbsp; kartier,&nbsp;&nbsp; an&nbsp;&nbsp; diskar,&nbsp;&nbsp; ar c&rsquo;hartier&nbsp;diwezha\u00f1, ar c&rsquo;hresk, al linenn, ar c&rsquo;helc&rsquo;h botez. Sur a-walc&rsquo;h am boa kroget abred da sevel kestell al Loar !<\/p>\n<p>Brema\u00f1 komzomp eus Paotr-e-vec&rsquo;h-lann. Abred am boa spurmantet war al loar ur skeudenn iskis, te\u00f1valoc&rsquo;h he liv ha trolinen- net, a gave din, e stumm unan o tougen ur bec&rsquo;h war e chouk. Ma c&rsquo;houlennis digant va zad un nozvezh bennak :<\/p>\n<p>\u00ab Tata, petra vez gwelet &lsquo;barzh al Loar ?<\/p>\n<p>&#8212; Hennezh eo Paotr-e-vec&rsquo;h-lann,<\/p>\n<p>&#8212;&nbsp;Penaos eo aet eno ?<\/p>\n<p>&#8212;&nbsp;Penaos ? Atoue sur, laer &lsquo;oa. Pa veze sklaer al loar ez ae da laerezh lann-pil d&rsquo;e gezeg da lanneg e amezeg. Ur wech &lsquo;oa bet aet e amezeg da c&rsquo;hedal anezha\u00f1, rak santout a rae e koazhe e Tapet en devoa anezha\u00f1 o tont eus an toull-karr\u2026 Met al laer &lsquo;oa gaouiad ivez war ar marc&rsquo;had.<\/p>\n<p>&#8212;&nbsp;Me, emeza\u00f1, &lsquo;oa oc&rsquo;h ober un diskuizh en toull-karr. Met ar bec&rsquo;h lann-ma\u00f1 zo eus va lanneg-me.<\/p>\n<p>&#8212;&nbsp;Ha toui\u00f1 a rafes ? eme<\/p>\n<p>\u2014 Ya, emeza\u00f1. Me &lsquo;c&rsquo;houlenn beza\u00f1 lonket gant al loar ma eo al lann a dougan lann lae- ret ! \u00bb<\/p>\n<p>Ha setu-e\u00f1 kerkent dibradet ha lonket gant al Loar.<\/p>\n<p>\u00ab Pell zo abaoe, Tata ?<\/p>\n<p>&#8212; Pell, bugel ? Ya, ouzhpenn kant vloaz sur, hag ouzhpenn kant gwech kant vloaz marte- ze. Hag aze e chomo betek fin ar bed da baea\u00f1 e bec&rsquo;hed. \u00bb<\/p>\n<p>Paourkaezh&nbsp;&nbsp;&nbsp; Paotr-e-vec&rsquo;h-lann !&nbsp;&nbsp; Brema\u00f1&nbsp;&lsquo;velkent a gavo berroc&rsquo;h an amzer pa grogo ar chas da vont da harzhal outa\u00f1.<\/p>\n<p>[\u00ab Paotr-e-vec&rsquo;h-lann \u00bb, <em>Hor Yezh <\/em>75, Ebrel 1972, p. 35]<\/p>\n<p><strong><em>Krennlavario\u00f9 liammet d&rsquo;al loar<\/em><\/strong><\/p>\n<p><strong><em>&nbsp;<\/em><\/strong>[ S.o. Giraudon, Daniel, \u00ab Le ciel dans les traditions populaires en Bretagne \u00bb, <em>Kreiz <\/em>4, CRBC, Brest, 1995, pp. 99-131.]<\/p>\n<p>Pa vez al loar war he c&rsquo;horn, Glav pe skorn.<\/p>\n<p>Loar war he c&rsquo;horn, Sec&rsquo;h evel un askorn.<\/p>\n<p>Loar war lein he c&rsquo;hein, Gleb ken eo brein.<\/p>\n<p>&lsquo;Ma\u00f1 al loar war he c&rsquo;hein\u2026 Bererezh 17 ! Loar welet, Mor manet 18<\/p>\n<p>Pa vez marvor, ne vez tamm loar ebet. Hadet e vez al legumaj bihan war an diskar. Da embouda\u00f1 : Lun Fask.<\/p>\n<p>Da droc&rsquo;ha\u00f1 haleg : linenn al loar. Da droc&rsquo;ha\u00f1 blev : diskar<\/p>\n<p>Ar patatez prim a vez lakaet da c&rsquo;hlaza\u00f1 ha da vouta\u00f1 da loar Veurzh 19.<\/p>\n<p>Hada\u00f1 gwinizh Santez Barba\u00f1 20<\/p>\n<p>Sun an evned : fin Du, dero\u00f9 Kerzu. Arabat hada\u00f1 d&rsquo;ar mare-se peotramant e vo debret tout gant an evned !<\/p>\n<p>Rev gwenn er c&rsquo;hresk, amzer gaer ha fresk Rev gwenn en diskar, amzer c&rsquo;hleb hep mar<\/p>\n<p>Heol toull ha loar vras Biskoazh da c&rsquo;hlav na vankas<\/p>\n<p>Loar vras da Nedeleg<\/p>\n<p>Gwerzh da gazeg ha pren ed !<\/p>\n<p>Loar Ebrel da viz Mae Gwashoc&rsquo;h &lsquo;vit an diaoul a vez<\/p>\n<h3>Ar goukoug<\/h3>\n<p>\u00ab Pegoulz, a c&rsquo;houlenne diganin an Doktor H., eo sa\u00f1set ar goukoug d&rsquo;erruout er vro ?<\/p>\n<p>\u2014 Deiz gwener ar Groaz, emezon. \u00bb<\/p>\n<p>E gwirionez, respontet em boa diwar va dan- vez va-unan. N&rsquo;ouzon ket, dre sur, e tegouezh er vro an deiz-se. En-dro da Bask ar peurliesa\u00f1 e krog da gana\u00f1. Gwech a- raok, gwech goude : Pask ne vez ket daou vloaz diouzhtu d&rsquo;ar memes poent. Ar re gozh a lavar e vez ar goukoug er vro pell a-raok ma krog da gana\u00f1. Klevet em eus bet darn o lavarout n&rsquo;a ket ar goukoug kammed er- maez eus ar vro : met ur wech echu an nevez-amzer ez a da sparfell ! ! ! Klevet avat muioc&rsquo;h a dud o lavarout : pa vez ar c&rsquo;hefe- leg o kuitaat, e vez ar goukoug o tont. En em gaout a reont, hervez, da loja\u00f1 asambles e Koad ar Ranno\u00f9 da noz foar Vleunio\u00f9, da lavarout eo ar Sadorn kent Sul ar Beuz. Ur c&rsquo;hrennlavar eo : <em>Noz foar Vleunio\u00f9, &lsquo;Loj ar goukoug e Koad ar Ranno\u00f9.<\/em><\/p>\n<p>N&rsquo;on ket gouest avat da lavarout deoc&rsquo;h e pelec&rsquo;h ema\u00f1 ar c&rsquo;hoad-se\u2026 Un tamm diviz a vez etre ar c&rsquo;hefeleg hag ar goukoug pa&rsquo;n em gavont :<\/p>\n<p>\u00ab Petra zo a nevez e Breizh ? eme ar goukoug.<\/p>\n<p>&#8212; Tan ha moged zo e-leizh, eme ar c&rsquo;hefe- leg.<\/p>\n<p>&#8212;&nbsp;Kozh kefeleg laouek,<\/p>\n<p>&#8212;&nbsp;Kozh koukoug rostet, emeza\u00f1. \u00bb<\/p>\n<p>Roet he deus ar goukoug meur a zigarez da zistaga\u00f1 fentigello\u00f9. \u00ab Gaouiata\u00f1 den a vez en ti a glev ar goukoug da genta\u00f1 !\u00bb<\/p>\n<p>\u00ab Teil koukoug \u00bb a vez anvet alies an tamm meskailhez treut ha sec&rsquo;h graet gant delio\u00f9 dastumet e touflezio\u00f9 don, er prado\u00f9 gleb : trao\u00f9 na vint ket mat d&rsquo;ober gouzilh, hag a vez charreet d&rsquo;ur park e-lec&rsquo;h ma vezer e sell da hada\u00f1 trevado\u00f9 ha\u00f1v. Kaset e vez teil tomm eus ar c&rsquo;hraou da goubla\u00f1 an delio\u00f9. Un teil a nebeut a dalvoudegezh eo : teil koukoug !<\/p>\n<p>\u00ab Kra\u00f1ch koukoug ? \u00bb Pegeit amzer on-me bet o kredi\u00f1 &lsquo;oa an eon gwenn-se a vez gwelet beureo\u00f9 zo war ar banal a-vil-vern, kra\u00f1ch koukoug. E gwirionez, n&rsquo;eo ket gant ar gou- koug e vez tufet an eon gwenn-se, met gant un amprevan bihan, pe ur c&rsquo;hwil anvet afro- for eonennus. \u00ab Roz-koukoug \u00bb &lsquo;vez anvet alies bleu\u00f1v-ar-Sakramant <em>(Orchis macula- ta). <\/em>\u00ab Skoulad ar goukoug ! \u00bb Dibaot eo ar bloavezhio\u00f9 ne vez ket ur maread amzer griz e-kerzh Pask tu pe du. Hennezh eo a anver skoulad ar goukoug.<\/p>\n<p>Brema\u00f1 : an \u00ab evn koukoug \u00bb ? Ama\u00f1 avat e karfen kaout skl\u00earijenn digant un den ben- nak gouiziek war an dra. Ul labous-nij bihan a vez atav da heul ar goukoug pa vez o tone- monea pe o kana\u00f1 en ur wezenn bennak. Ha bez&rsquo; e vefe an \u00ab evn-koukoug \u00bb-se, gouez d&rsquo;ar re gozh, an hini a ro tro d&rsquo;ar goukoug da zozvi\u00f1 en e neizh ? So\u00f1j am eus, p&rsquo;edon krennardenn, &lsquo;oan un devezh da heul bugale all o klask sivi gouez war vord an hent- houarn, pa nijas un evn eus ur bod derv em c&rsquo;hichen. \u00ab Oi ! ama\u00f1 zo un neizh, sur, eme- zon. \u00bb Bez&rsquo; e oa un neizh, ya, ha tri vi bihan brav e-barzh, tri vi bihan hag unan bras !<\/p>\n<p>\u00ab Ifig, emezon, deus da welout : ama\u00f1 zo ur vi a zaou velen. Sell, paotr !<\/p>\n<p>&#8212; Genaouegez ! eme Ifig en ur dostaat e fri d&rsquo;an neizhig, hennezh zo ur vi koukoug. &lsquo;Ouies ket se te ? \u00bb<\/p>\n<p>Va Doue nann, &lsquo;ouien ket se d&rsquo;ar mare. Abaoe em eus bet tu da c&rsquo;houzout avat ez eus estreget ar c&rsquo;houkouged oc&rsquo;h ober&nbsp; o mad eus labour ar re all !<\/p>\n<p>Ar goukoug a vez gortozet gant mall da bep nevez-ha\u00f1v. Seblant an amzer vat o tont eo. D&rsquo;ar vugalenno\u00f9 un tammig re yaouank da&nbsp;gregi\u00f1 gant o bloavezh kenta\u00f1 skol goude an eost, e vez lavaret : \u00ab Pa erruo ar goukoug ez i d&rsquo;ar skol. \u00bb Al labourer-douar, pa glev ar goukoug, a glask e dog plouz, rak treitour eo banno\u00f9 an heol en nevez-ha\u00f1v. Ha pa grog da lavarout \u00ab kozh koukoug \u00bb, neuze e vez war- nes mont kuit. Mont kuit ? Da belec&rsquo;h ? N&rsquo;ouzon ket me.<\/p>\n<p>A-raok kloza\u00f1 va fennadig e kontin deoc&rsquo;h un darvoudig fentus. Bez&rsquo; e oa e ti va zud ama\u00f1 ur micherour o labourat war-dro al lojeiz. En-dro da Ouel Yann edo. Ur paotr farsus- kena\u00f1 e oa J.-Mai Lay, daoust dezha\u00f1 da vout mac&rsquo;hagnet, peogwir biskoazh &lsquo;met war benno\u00f9 e zaoulin n&rsquo;en devoa baleet. Ober a rae evelato mil micher evit beva\u00f1, ha dorniet-mat eus ar c&rsquo;henta\u00f1 &lsquo;oa. Mamm a lavaras evel-se :<\/p>\n<p>\u00ab Ma ! an dud a lavar ne gan ket ar goukoug goude Gouel Yann. Me zo o paouez he c&rsquo;hle- vout. Brema\u00f1 bepred on sur eo gaou al lavar-se.<\/p>\n<p>&#8212;&nbsp;O, eme J. Mai, me zo ken sur all n&rsquo;hoc&rsquo;h eus klevet biskoazh ar goukoug o kana\u00f1 \u201cgoude Gouel Yann\u201d.<\/p>\n<p>&#8212;&nbsp;Arsa, eme Mamm, n&rsquo;on ket trelatet. Gou- zout a ran petra glevan<\/p>\n<p>&#8212;&nbsp;Marteze, goude tout, eme Mai, hoc&rsquo;h eus klevet ar goukoug o kana\u00f1\u2026 Met ne gane ket : \u201cGoude Gouel Yann\u201d\u2026 \u201cKoukou\u201d eo a gane !<\/p>\n<p>&#8212; Poezon ! eme Mamm, un tammig Ne vin ket tapet div wech gant ar bourd-ma\u00f1 ! \u00bb<\/p>\n<p>Ha brema\u00f1, me &lsquo;garfe gouzout hiroc&rsquo;h a- zivout ar goukoug.<\/p>\n<p>[<em>Ar Bed Keltiek <\/em>66, Mezheven 1964]<\/p>\n<p>Ar goukoug : deiz Gwener ar Groaz betek Gouel Yann.<\/p>\n<p>Gaouiata\u00f1 hini a zo partout A glev da genta\u00f1 ar goukoug.<\/p>\n<h3>Loened<\/h3>\n<p>Al louarn en deus seizh ard ha seizh-ugent Ar c&rsquo;hazh n&rsquo;eus &lsquo;met daou :<\/p>\n<p>Pignat er wezenn ha lammat en trao\u00f9<\/p>\n<p>Daou louarn kamm a zo trec&rsquo;h da unan eeun<br \/>\nUl louarn kozh hag e\u00f1 pare<br \/>\nTaga\u00f1 &lsquo;r bolez c&rsquo;hoazh a gare<\/p>\n<p>Al louarn a lavar foei d&rsquo;ar yar<br \/>\nPa n&rsquo;hell ket he zapout<\/p>\n<p>Ur c&rsquo;hi meret : hanter savet<br \/>\nUr c&rsquo;hazh meret : hanter lazhet<\/p>\n<p>Glav ar mizio\u00f9 du<br \/>\nA antre el loened betek o avu<\/p>\n<p>Pa vez ar moana\u00f1 an oanez<br \/>\nE vez ar sura\u00f1 en he bloavezh<\/p>\n<p>Ar c&rsquo;herc&rsquo;h re c&rsquo;hounezet<br \/>\nNe ra vad ebet d&rsquo;ar marc&rsquo;h<\/p>\n<p>Well eo ur c&rsquo;had tapet<br \/>\nEvit teir o redek<\/p>\n<p>Teod ar c&rsquo;hi, medisin<br \/>\nTeod ar c&rsquo;hazh, ampoezon.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Arouezio\u00f9 loened Pa glud ar yer war an uhel : kloued, skeul, barr, h.a. (war an deiz) = seblant amzer gaer en [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2526","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.5 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Krennlavario\u00f9 hag evezhiadenno\u00f9 - \u00ab Meteo \u00bb ar beizanted kozh - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Krennlavario\u00f9 hag evezhiadenno\u00f9 - \u00ab Meteo \u00bb ar beizanted kozh - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Arouezio\u00f9 loened Pa glud ar yer war an uhel : kloued, skeul, barr, h.a. (war an deiz) = seblant amzer gaer en [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:23:25+00:00\" \/>\n<meta property=\"og:image\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2017\/10\/loar.jpg\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:width\" content=\"581\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:height\" content=\"181\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:type\" content=\"image\/jpeg\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"12 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\\\/\",\"name\":\"Krennlavario\u00f9 hag evezhiadenno\u00f9 - \u00ab Meteo \u00bb ar beizanted kozh - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"primaryImageOfPage\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\\\/#primaryimage\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\\\/#primaryimage\"},\"thumbnailUrl\":\"http:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2017\\\/10\\\/loar.jpg\",\"datePublished\":\"2017-10-15T22:56:50+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:23:25+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\\\/\"]}]},{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\\\/#primaryimage\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2017\\\/10\\\/loar.jpg\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2017\\\/10\\\/loar.jpg\",\"width\":581,\"height\":181},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Krennlavario\u00f9 hag evezhiadenno\u00f9 &#8211; \u00ab Meteo \u00bb ar beizanted kozh\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Krennlavario\u00f9 hag evezhiadenno\u00f9 - \u00ab Meteo \u00bb ar beizanted kozh - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Krennlavario\u00f9 hag evezhiadenno\u00f9 - \u00ab Meteo \u00bb ar beizanted kozh - Anjela Duval","og_description":"Arouezio\u00f9 loened Pa glud ar yer war an uhel : kloued, skeul, barr, h.a. (war an deiz) = seblant amzer gaer en [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:23:25+00:00","og_image":[{"width":581,"height":181,"url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2017\/10\/loar.jpg","type":"image\/jpeg"}],"twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"12 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\/","name":"Krennlavario\u00f9 hag evezhiadenno\u00f9 - \u00ab Meteo \u00bb ar beizanted kozh - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"primaryImageOfPage":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\/#primaryimage"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\/#primaryimage"},"thumbnailUrl":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2017\/10\/loar.jpg","datePublished":"2017-10-15T22:56:50+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:23:25+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\/"]}]},{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\/#primaryimage","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2017\/10\/loar.jpg","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2017\/10\/loar.jpg","width":581,"height":181},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/krennlavariou-hag-evezhiadennou-meteo-ar-beizanted-kozh\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Krennlavario\u00f9 hag evezhiadenno\u00f9 &#8211; \u00ab Meteo \u00bb ar beizanted kozh"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2526","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2526"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2526\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2526"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}