{"id":2512,"date":"2017-10-15T23:10:10","date_gmt":"2017-10-15T21:10:10","guid":{"rendered":"http:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?page_id=2512"},"modified":"2025-08-13T15:25:10","modified_gmt":"2025-08-13T13:25:10","slug":"2512-2","status":"publish","type":"page","link":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/2512-2\/","title":{"rendered":"Tad-kozh Roperz-Huon"},"content":{"rendered":"<p><em>Pour notre bien \u00e0 tous Ah! que j&rsquo;y suis sensible Il&nbsp; s&rsquo;est&nbsp; rendu&nbsp; souvent La t\u00e2che trop p\u00e9nible<\/em><\/p>\n<p>M\u00e8re Anne de J\u00e9sus (unan eus e verc&rsquo;hed)<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<h2>Kentskrid<\/h2>\n<p>Hiziv, pemp a viz C&rsquo;hwevrer 1980, &lsquo;zo trizek vloaz ha kant &lsquo;oa badezet va mamm : Marie-Fran\u00e7oise Ollivier, merc&rsquo;h da Jean-Marie ha da Vincente Pasquiou.<\/p>\n<p>Ganet &lsquo;oa ar bugel, an dekvet, an deiz a-raok, ar bevar. Div vadeziant &lsquo;oa asambles en deiz-se e Tonkedeg. Ar bugel all &lsquo;oa mab Loeiz Rio\u00f9 eus ar Gerveur eus penn pella\u00f1 ar barrez. Fall-spontus &lsquo;oa an amzer, hervez : glav, avel, kurun. Kurun ken pounner ma oa kouezhet, gant ar stro\u00f1s, an dorzh-vara a-dre daouarn matezh Loeiz Rio\u00f9, pa oa o troc&rsquo;ha\u00f1 soub evit pred ar vadeziant.<\/p>\n<p>Pa oa deut tud ar badezianto\u00f9 er-maez eus an iliz, o doa ranket chom en ostaleri nesa\u00f1 da c&rsquo;hortoz an dour da devel, ha lakaet &lsquo;oa bet an daou boupig war ur gwele e-pad ma oa ar gompiri hag an tado\u00f9 hag an div wrac&rsquo;h-an-holen o kemer ur banne kafe tomm.<\/p>\n<p>Hervez a gonte din va mamm, Doue d&rsquo;he fardono \u2014 ema\u00f1 nav bloaz warn-ugent &lsquo;zo e bered Plouared \u2014, an daou vugel-ma\u00f1 deut da dud yaouank a &lsquo;n em hege diwar- benn an darvoudig-se.<\/p>\n<p>\u00ab Ni, eme Loeiz (Loeiz evel e dad), hon eus kousket asambles gwechall. Tu &lsquo;vefe dimp d&rsquo;ober c&rsquo;hoazh ! \u00bb Met Mamm ne blije ket ar gaoz-se dezhi : \u00ab Torgos Loeiz Rio\u00f9 ! emezi. Ne&rsquo;m eus ezhomm ebet eus an tamm bern c&rsquo;hwezh-se ! \u00bb<\/p>\n<p>Ma, tudo\u00f9, fentuzik a-walc&rsquo;h eo, met ur mab d&rsquo;an Torgos-se &lsquo;vije bet war ar renk ivez gant merc&rsquo;h va mamm. Met setu, na hennezh, na hini all na oa lakaet eviti. Da C&rsquo;hras Doue !<\/p>\n<p>Paotred Rio\u00f9-se &lsquo;oa er skol asambles gant va zad. Ka\u00f1farded a oant ; ne vane itrik ebet &lsquo;n o zre\u00f1v da ober. Ha Loeiz Rio\u00f9 gozh &lsquo;oa un tad reut ha drouk zoken. P&rsquo;o dije graet ar baotred ur bourd bennak war roud ar skol \u2014 hir &lsquo;oa &lsquo;n hent eus ar Gerveur d&rsquo;ar bourk \u2014 ec&rsquo;h errue ar paotr kozh er skol da gotusa\u00f1 ar baotred : \u00ab Diwiskit ho prago\u00f9, va mignon, ma rin deoc&rsquo;h ur goreksion inkordial ! rak meritet hoc&rsquo;h eus !\u00bb Ha bazhad d&rsquo;ar baotred dirak ar skolaer hag e skolidi.<\/p>\n<p>Met arabat din kemer re a dro da gonta\u00f1 va c&rsquo;haoz pe n&rsquo;erruin biken er fin.<\/p>\n<p>Va c&rsquo;hoant a zo, pell &lsquo;zo, lakaat war baper ar pezh a gonte Mamm din a-zivout he zad : va zad-kozh Roperz-Huon, marv daou vloaz kent va ganedigezh, ne&rsquo;m eus ana- vezet eta anezha\u00f1 nemet dre lavar va mamm. Met a-viskoazh, abaoe va oad tene- ra\u00f1 &lsquo;m eus bet un douja\u00f1s vras evit an e\u00f1vor anezha\u00f1. Mamm evel-just n&rsquo;he deus ket kontet din e vuhez eus an dero\u00f9 d&rsquo;an diwezh evel ma vez kontet an trao\u00f9 en Istor Breizh, hag Istor Bro-C&rsquo;hall, o heuilh an darvoudo\u00f9 a-dreuz an amzer.<\/p>\n<p>Konta\u00f1 &lsquo;rae din munudo\u00f9 kentoc&rsquo;h, hep bout gouest da lavarout just a-walc&rsquo;h e petore bloaz &lsquo;veze c&rsquo;hoarvezet tra pe dra.<\/p>\n<p>Rak-se n&rsquo;hellan rei\u00f1 ama\u00f1 nemet drailhenno\u00f9 ha n&rsquo;eo ket ur vuhezskrid.<\/p>\n<h2>Piv &lsquo;oa va zad-kozh ?<\/h2>\n<p>Evel an holl, pe dost, em boa daou dad-kozh evel-just. Met tad va zad, marvet abred o lezel gant e inta\u00f1vez nav bugel da sevel : daou vloaz ar yaouanka\u00f1 hag a- boan triwec&rsquo;h vloaz ar c&rsquo;hosha\u00f1, an hini a dlee c&rsquo;hwec&rsquo;h vloaz warn-ugent goude beza\u00f1 va zad. Ar pezh a ouzon eo e oa Charlez Dualenn (Duval) ur gwell labourer, un den reizh ha reut ouzh e vugale evel ma oa kalz a dado\u00f9 d&rsquo;an amzer-se.<\/p>\n<p>Eus tad va mamm avat, daoust ma oa marvet daou vloaz a-raok ma oan deut war an douar, e chom ganin a-walc&rsquo;h evit rei\u00f1 un alberz eus e bersonelezh. Ha se, gras da&rsquo;m mamm hag a gare kalz komz diwar-benn he zad. Sellout a rae anezha\u00f1 evel un den-skouer.<\/p>\n<p>Jean-Marie Ollivier, e brezhoneg-pobl : Cha\u00f1-Mai &lsquo;n Olier hag anavezet kentoc&rsquo;h e Tonkedeg hag e Pl\u00fbned dindan an anv a Cha\u00f1-Mai Golaz, e dad &lsquo;oa Nicolas ; Kola &lsquo;n Olier &lsquo;veze graet outa\u00f1. Ginidik &lsquo;oa Kola &lsquo;n Olier eus ar C&rsquo;hrec&rsquo;h-Balan e Pl\u00fbned, mab da Jan ha da biv ? ma ne fazian ket, da bennh\u00earez Jerom Brouganno\u00f9. Daou vab o doa : Kolaz ha Jean-Marie, paeron va zad-kozh, ha div verc&rsquo;h : Mari, dimezet e Tregrom gant Gwilh ar Foll ha Maivon chomet dizimez, kamm &lsquo;oa ha va mamm a lavare atav va zintin \u00ab ar Gamm \u00bb. Honnezh &lsquo;oa bet badezet &lsquo;n ur c&rsquo;hraou e-pad ar Reveulzi vras ; va zud-you-gozh a guzhe beleien.<\/p>\n<p>Diwar ar pevar bugel-se na oa nemet Kolaz, dimezet da Barba Poezel, a gement &lsquo;oa deut bugale dezho. An hini &lsquo;oa paeron va zad-kozh Ja\u00f1-Mari &lsquo;oa marvet den yaouank goude ur c&rsquo;hle\u00f1ved hir ha poanius-spontus. Bet ble\u00f1set talon e droad p&rsquo;edo krennard o kouch ar c&rsquo;hezeg war an alar &lsquo;n ur valaneg, ma oa chomet tammo\u00f9 kefio\u00f9 lemm en douar goude bout bet tennet ar balan. Deut &lsquo;oa an askorn da washaat ha ret &lsquo;oa bet a-benn ar fin troc&rsquo;ha\u00f1 e c&rsquo;har dezha\u00f1. Va zad-kozh, hervez Mamm, a gemere e baeron evit ur sant. Gouza\u00f1vet en doa merzherinti gant pasian- ted. Pa na oa mui evit bale en doa &lsquo;n em lakaet da wriat kement ha diverra\u00f1 un dra bennak. Lenn a rae kalz, speredek &lsquo;oa ha devot evel un ael.<\/p>\n<p>Mari, ar c&rsquo;hoar dimezet e Tregrom, &lsquo;oa divugel ivez. Merc&rsquo;h hena\u00f1 va zad-kozh &lsquo;oa&nbsp;deut d&rsquo;ober war he zro en he c&rsquo;hozhni. Aet e oa en he bugaleaj : un daouzek pe drizek ha pevar-ugent vloaz he doa pa oa marvet. Ha hi a felle dezhi beza\u00f1 gwisket kaer, gant ur gatiolenn mar plij, peogwir, emezi, e teue tud a renk uhel da wela- denni\u00f1 anezhi. Ha va zintin Anna-Mari, deut da veza\u00f1 \u00ab M\u00e8re St. Lucien \u00bb, he dije fent gant he zintin gozh. Prenet o doa ur groaz kaer da iliz Tregrom ; ema\u00f1 bepred anv Gwilh ar Foll war ar groaz-se ha so\u00f1j am eus p&rsquo;edon er skol, da welout ur bla- kenn varbr gwenn war o bez e bered Tregrom. Evel ma n&rsquo;o doa hini anezho familh tost ebet, n&rsquo;ouzon ket petra &lsquo;zo bet graet gant ar blakenn-se.<\/p>\n<p>Neuze ne chome eus tiegezh an Oliered nemet Kolaz da lezel diskennidi. O ! nebeut. Dimezet diwezhat ivez, n&rsquo;o doa nemet daou vab : va zad-kozh hag e vreur, va zonton Job, dimezet hema\u00f1 gant Cho\u00f1 ar Penven eus Pl\u00fbned.<\/p>\n<p>Homa\u00f1 avat ne blije ket da&rsquo;m mamm-gozh ; sot e oa gant he c&rsquo;hof. Met ne oa ket nec&rsquo;het gant kof ar re all ! Da l\u00e2ret eo, gwelloc&rsquo;h &lsquo;oa da gaout eget da rei\u00f1. Hag evel ma lavar ar c&rsquo;hrennlavar : Kemer hep rei\u00f1 &lsquo;laka &lsquo;r garantez da drei\u00f1.<\/p>\n<p>Va zonton Job &lsquo;oa aet da chom da Bl\u00fbned gant e Cho\u00f1, e plas e dud-kozh, ha va zad-kozh &lsquo;oa chomet e Roperz-Huon e-lec&rsquo;h ma oa ganet, hag eno &lsquo;oa marvet da dremen pevar-ugent vloaz, Doue d&rsquo;e bardono !<\/p>\n<p>Barba Poezel &lsquo;oa marvet war-dro he hanter-kant vloaz o lezel he daou vab mino- red, na oant nemet krennarded pa oa marvet o mamm, peogwir e oa o zud war an oad pa oant dimezet.<\/p>\n<p>Un tamm deskamant &lsquo;oa roet dezho memes tra, ar pezh &lsquo;oa rouez a-walc&rsquo;h e-touez an dud-etre war ar maez. Bez&rsquo; &lsquo;m eus bepred em dalc&rsquo;h tammo\u00f9 lizhiri skrivet gant va zad-kozh. &lsquo;L\u00e2rin ket int difazi a-fed reizhskrivadur met sklaer eo displeget ar mennozhio\u00f9 ha leun a vousfent. Ober a rae renablo\u00f9 end-eeun, hervez Mamm, ha lizhiri-feurm. Gant \u00ab Frer Gabriel \u00bb &lsquo;oa bet er skol e bourk Tonkedeg, tost &lsquo;oa d&rsquo;ar bourk ; ur c&rsquo;hilometr war-dro.<\/p>\n<p>Va zonton Job &lsquo;oa ar mab hena\u00f1, e\u00f1 &lsquo;oa bet dalc&rsquo;het kentoc&rsquo;h er g\u00ear da labourat. Se &lsquo;erru gant kalz. Hast o dije o zud da lakaat o bugale el labour, se a dalveze dezho kaout un devezhour nebeutoc&rsquo;h da baea\u00f1, ha ret &lsquo;oa sellout berr. Start ar vuhez\u2026<\/p>\n<p>Va zad-kozh &lsquo;oa bet pell kolist, ha goude pa oa deut da veza\u00f1 den yaouank, e oa chomet bepred er c&rsquo;heur da gana\u00f1, darn a l\u00e2re : \u00ab Ya, abalamour d&rsquo;espern gwenneg e gador ! \u00bb Diwezhatoc&rsquo;h, pa oa bet anvet da guzulier-kumun, en devoa paouezet da vont d&rsquo;ar c&rsquo;heur, dres abalamour da se. Ur c&rsquo;haner kaer &lsquo;oa va zad-kozh, a-hervez, ha go\u00fbt a ouie ur mil bern kanaouenno\u00f9 ha gwerzio\u00f9 a bep seurt, hep konta\u00f1 evel- just ar c&rsquo;han iliz, kement kantik, kement salm, kement himn &lsquo;oa tout. Biskoazh, eme Mamm, ne oa bet ret d&rsquo;e vugale kaout levr katekiz ebet. Adalek ar ger kenta\u00f1 betek ar ger diwezha\u00f1 e ouie Tad-Kozh ar c&rsquo;hatekiz, goulenn ha respont hep levr ebet, ha bemnoz e veze graet katekiz e Roperz-Huon \u2014 nemet d&rsquo;an amzer-eost \u2014,<\/p>\n<p>n&rsquo;eo ket hepken da vugale ar g\u00ear, met ivez d&rsquo;ar re war-dro, ha goude ar gentel gate- kiz e veze kanet ha c&rsquo;hoariet en nozvezhio\u00f9 hir ar goa\u00f1v. Met da nav eur \u2014 eur an heol \u2014 &lsquo;veze echuet, rak ret e veze sevel abred antronoz.<\/p>\n<p>Kre\u00f1v &lsquo;oa ar veleien d&rsquo;ar mare-amzer-se. E kement parrez &lsquo;veze ur c&rsquo;hure hag alies daou. Amzer o dije eta da soursial ouzh ar yaouankiz. Setu ma veze desket d&rsquo;ar re a oueze lenn c&rsquo;hoari pezhio\u00f9 ur wech an amzer, e brezhoneg evel-just. Va zad-kozh &lsquo;oa gouest da zibuni\u00f1 war e hed <em>Buhez Pevar Mab Emon, <\/em>meur a wech &lsquo;oa bet o c&rsquo;hoari ar pezh-se, zoken goude ma oa tad a familh. E\u00f1 a rae Renod. Bez&rsquo; &lsquo;m eus c&rsquo;hoazh un tamm eus al levr, skrivet &lsquo;n ur brezhoneg leun a c&rsquo;herio\u00fb galleg, ha brez- honeg uhel sa\u00f1set gant gerio\u00f9 ne vezont klevet mui er parlant pemdeziek.<\/p>\n<p>E galleg, hervez, ne oueze nemet div son, \u00ab La Chanson de Pierre Dupont \u00bb :<\/p>\n<p><em>J&rsquo;ai deux grands b\u0153ufs dans mon \u00e9table,<\/em><\/p>\n<p><em>Deux grands b\u0153ufs blancs marqu\u00e9s de roux\u2026 <\/em>hag all.<\/p>\n<p>Ha neuze : \u00ab Le Fils du Grand Lucas. \u00bb<\/p>\n<p>Un nozvezh &lsquo;oa &lsquo;n em lakaet Mamm-Gozh da gonta\u00f1 pet son a ganfe kent mont da gousket : ha pa oa savet da vont da rei\u00f1 o c&rsquo;hoan d&rsquo;ar c&rsquo;hezeg e c&rsquo;houlennas Mamm- Gozh diganta\u00f1 :<\/p>\n<p>\u00ab Pet son &lsquo;c&rsquo;h eus kanet fenoz ? \u00bb<\/p>\n<ul>\n<li>&lsquo;M eus ket kontet, seizh pe eizh &lsquo;micha\u00f1s.<\/li>\n<li>Ya, teir warn-ugent !<\/li>\n<li>Ma ! emeza\u00f1 &lsquo;n ur adazeza\u00f1 war e Neuze emaon o vont da gana\u00f1 dit unan all c&rsquo;hoazh hag ez pezo div dousenn !\u2026 \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Ar memes hini avat a veze bep tro d&rsquo;echui\u00f1 :<\/p>\n<p><em>Paneve Naig ar Bouder, Merc&rsquo;h ur botaouer-koad, Me a rafe va mestrez<\/em><\/p>\n<p><em>Anezhi a galon vat. <\/em>(div wech)<\/p>\n<p>Ar poz kenta\u00f1 a gane &lsquo;n ur vont er-maez eus an ti hag an hini diwezha\u00f1 o tistrei\u00f1, ar pozio\u00f9 kreiz a veze evit ar c&rsquo;hezeg !<\/p>\n<p>D&rsquo;ur mare ma oa poan beva\u00f1 er vro, e lavare Mamm-Gozh d&rsquo;he gwaz : \u00ab Hema\u00f1 a gan bepred ha me ama\u00f1 hanteramzer kla\u00f1v gant an drubuilh. \u2014 O ! a responte Tad-Kozh. Ma ne vezez nemet hanteramzer eo brav dit. Me a vez ordin&rsquo;. \u00bb Hag e kane bepred !<\/p>\n<p>An donezon-se &lsquo;oa deut dezha\u00f1 eus a berzh e vamm : Barba Poezel. Hi a gane ivez hag ur vemor dreistordinal dezhi. P&rsquo;he dije klevet ur ganaouenn pe ur werz ur wech, &lsquo;oa desket ganti. Hir-kena\u00f1 &lsquo;oa ar c&rsquo;hanaouenno\u00f9 gwechall koulskoude : e<\/p>\n<p>\u00ab Raion an Heol \u00bb ez eus tremen tregont poz, e son \u00ab An Nezadeg \u00bb e tle beza\u00f1 muioc&rsquo;h, hag e \u00ab Janed en K\u00ear \u00bb &lsquo;z eus tremen tregont ivez.<\/p>\n<p>Met ar peurvuia\u00f1 eo e-pad ar beilhadego\u00f9-labour, er goa\u00f1v, eo a veze kanet ar gwerzio\u00f9 hir-se. A bep seurt labourio\u00f9 a veze graet goude koan, e nozio\u00f9 hir ar goa\u00f1v : neza\u00f1, ober stamm, didilha\u00f1 kanab, braeat lin, dibuni\u00f1 neud da gas da wiadi\u00f1, troada\u00f1 binvio\u00f9, ober skubellenno\u00f9 bezv ha balan, danta\u00f1 restell-eost, tacha\u00f1 ha kelc&rsquo;hia\u00f1 boteier-koad, kelc&rsquo;hia\u00f1 ar skudilli faout, ha poazhat ar potouarniad evit boueta ar moc&rsquo;h en deiz war-lerc&rsquo;h.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<h2>Mont da soudard<\/h2>\n<p>Ne oa ket daou vloaz etre va zad-kozh hag e vreur. Trubuilhet &lsquo;oa Kolaz &lsquo;n Olier pa oa deut ar mare da denna\u00f1 d&rsquo;ar bilhed. D&rsquo;ar \u00ab sort \u00bb, evel ma skriv Lan Inizan.<\/p>\n<p>Seizh vloaz servij a ranke ober an hini ne vije ket ar cha\u00f1s a-du ganta\u00f1 an deiz-se. Seizh vloaz ! Bloavezhio\u00f9 kaer o yaouankiz ! ha kaset e veze ar Vretoned d&rsquo;ar penno\u00f9 pella\u00f1 a Vro-C&rsquo;hall, al lodenn vrasa\u00f1 outo ne oant ket gouest da zegas un tamm kelo\u00f9 d&rsquo;ar g\u00ear, ha meur a hini eus o familh hag o amezeien a veze aet da anaon &lsquo;n ur ober seizh vloaz\u2026 An dud a renk uhel a baee \u00ab ramplasanted \u00bb evit o faotred, met ker-ruz e kouste dezho.<\/p>\n<p>Va zad-you-gozh eta, &lsquo;oa nec&rsquo;het-bras p&rsquo;en devoa tennet e vab hena\u00f1 un niverenn izel, 33 ma ne fazian ket. Berr e chome an dud en ti : ur vatezh kozh, va zad-kozh hag ar paotr kozh, e dad &lsquo;oa dija oadet kaer. Ret &lsquo;vije kaout devezhour pe mevel e plas an hini &lsquo;oa ret dezha\u00f1 mont da soudard, met kalz, kalz keroc&rsquo;h e oa paea\u00f1 ur ramplasant.<\/p>\n<p>Iskis &lsquo;oa al lezenn : an hini en dije ur breur dija dindan an armo\u00f9, ne vern pe vilhed a denne, &lsquo;oa dieub a servij. Setu neuze Job a rafe seizh vloaz ha Cha\u00f1-Mai ne rafe servij ebet. &lsquo;Oa ket reizh-kaer se. Met ur ramplasant ne zieubje ket anezha\u00f1. Neuze penaos ober gant ur yalc&rsquo;h vihan ? Paea\u00f1 adarre un eil ramplasant evit an eil vab ma tennje ur bilhad fall ? Ret &lsquo;vije bet gwerzha\u00f1 an holl leve.<\/p>\n<p>Ma, setu aet Job da soudard gant ur c&rsquo;horfad droug enna\u00f1. Kaset &lsquo;oa du-hont da<\/p>\n<p>\u00ab Lille-en-Flandres \u00bb evel ma l\u00e2re, ha chomet &lsquo;oa daou vloaz hep degas ur ger d&rsquo;ar g\u00ear.<\/p>\n<p>Ya, pell-daonet &lsquo;veze kaset ar paourkaezh Bretoned. Ar c&rsquo;hemener, Erwan an Alan, &lsquo;oa aet da \u00ab Lyon-sur-Rh\u00f4ne \u00bb, unan all da Vont\u00e9limar ! Ha war droad ! ne oa tren ebet, eus an eil kazarn d&rsquo;egile war o zreid, e-tailh da veza\u00f1 reformet &lsquo;n ur erruout e penn o beaj.<\/p>\n<p>Bez&rsquo; &lsquo;oa lod hag a veze mil boan ouzh o lakat da loc&rsquo;ha\u00f1. Kontet he deus Mamm din meur a wech istor Skoanad Moutin \u2014 n&rsquo;ouzon ket e anv-badez \u2014 &lsquo;oa anavezet nemet dindan an anv-se \u00ab Skoanad \u00bb. Un denig ne oa ket kalz a wad dindan e ivino\u00f9 &lsquo;oa hervez. Met tapet &lsquo;oa da soudard, ha pa oa deut an eur da vont en e roud e oa aet e vreur, ur bloaz yaouankoc&rsquo;h, da ambroug anezha\u00f1 etrezek Gwengamp, ur pezh<\/p>\n<p>ugent real &lsquo;oa roet dezha\u00f1 gant e dad d&rsquo;ober e roud. Ar breur, ne&rsquo;m eus so\u00f1j ebet eus e anv kennebeut, a oa ur paotr speredek ha n&rsquo;en doa ket aon rak e skeud.<\/p>\n<p>A-vount hag a-sach e rankas stleja\u00f1 ar Skoanad. Ne rae brema\u00f1 nemet gouela\u00f1 ha klask &lsquo;n em deurel en toufleziado\u00f9 dour evit &lsquo;n em veuzi\u00f1 \u2014 pe ober sin \u2014, a-benn ar fin e l\u00e2ras e vreur dezha\u00f1 :<\/p>\n<p>\u00ab Ma, sell, kerzh war da c&rsquo;hiz d&rsquo;ar g\u00ear da gra\u00f1chat el ludu, tufer daonet, kac&rsquo;her er gwasked a zo ac&rsquo;hanout, ha me a yel&rsquo; ez plas da soudard.<\/p>\n<ul>\n<li>Ha mont a rafes ? eme ar<\/li>\n<li>Ya, kenavo, aet on, sell !<\/li>\n<li>Dal neuze an ugent real-ma\u00f1 bepred, eme ar<\/li>\n<li>Kerzh d&rsquo;ar g\u00ear gant da ugent real, ne&rsquo;m eus ezhomm netra. Me &lsquo;n em zibabo. \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>&lsquo;N em zibabet &lsquo;oa. Plijet &lsquo;oa an arme dezha\u00f1, daou resped a seizh vloaz en devoa graet ha goude &lsquo;oa aet da valtouter du-hont war harzo\u00f9 Bro-Alamagn, ha dimezet gant un Alzasianez, ha deut da veva\u00f1 diwar e leve da vourk Tonkedeg pa oa chomet inta\u00f1v, \u00ab an aotrou Moutin \u00bb a veze graet anezha\u00f1 gant an holl.<\/p>\n<p>Ar Skoanad, pa oa skuizhet o tufa\u00f1 el ludu, en devoa savet un tammig ostaleri e korn ar bourk : beva\u00f1-bevaik a rae eno, gras d&rsquo;un toullad pratiko\u00f9 foet-boutik ha debrerien-beleien\u2026<\/p>\n<h2>Kolaz &lsquo;n Olier hag e vatezh<\/h2>\n<p>Seizh vloaz a zo hir, met tremen a reont evelkent. Distro Job da Roperz-Huon. An daou vreur a veze o-daou er parko\u00f9 bemdez, an eil o konta\u00f1 d&rsquo;egile penaos e oa tremenet ar seizh vloaz-se.<\/p>\n<p>Un deiz &lsquo;oant o troc&rsquo;ha\u00f1 ed-du e Park-ar-Peulvan pa erruas o zad er park hag e\u00f1 e kounnar. Cheu &lsquo;oa bet etre ar vatezh hag e\u00f1.<\/p>\n<p>\u00ab Arsa, emeza\u00f1, paotred, ar vuhez-ma\u00f1 n&rsquo;hell ket padout. Ar vatezh ne ra nemet he fenn hec&rsquo;h-unan, c&rsquo;hoant ganti beza\u00f1 mestroc&rsquo;h eget ar vistri. Ret mat eo da unan ac&rsquo;hanoc&rsquo;h dimezi\u00f1, ma teuy ar verc&rsquo;h-kaer ama\u00f1 da zerc&rsquo;hel an ti ha ma vo roet avel d&rsquo;ar penn-beuz-se. \u00bb<\/p>\n<p>Manet batet ar baotred ! Dimezi\u00f1 ?<\/p>\n<p>\u00ab Met, eme Job, me n&rsquo;anavezan koulz l\u00e2ret plac&rsquo;h yaouank ebet en oad da zimezi\u00f1, ar re da&rsquo;m oad &lsquo;zo dimezet tout evel-just e-pad ma oan-me du-hont er servij, hag ar re a zo brema\u00f1 merc&rsquo;hed yaouank &lsquo;oa &lsquo;n o boned c&rsquo;hoazh pa oan partiet. Va breur, ama\u00f1, marteze, peogwir &lsquo;oa er vro, a anavez unan bennak hag a vefe diou- ta\u00f1 da zimezi\u00f1. Un doare sekred en deus kontet din : bet eo asambles gant ur plac&rsquo;h yaouank eus ar C&rsquo;houerc&rsquo;had en un eured bennak ha ne da ket honnezh diwar e spered abaoe, emeza\u00f1.<\/p>\n<ul>\n<li>Ya, eme va zad-kozh, met honnezh &lsquo;zo prometet da unan all. \u00bb Hag e\u00f1 da zisplega\u00f1 ar pezh a<\/li>\n<\/ul>\n<p>Ur c&rsquo;hiz iskis a-walc&rsquo;h &lsquo;oa d&rsquo;ar mare-se e-touez ar yaouankiz. Ha dres eo ar bloa- vezhio\u00f9 hir a ranke ar baotred tremen en arme &lsquo;oa bet penn-kaoz d&rsquo;ar c&rsquo;hiz-se. Nebeut a zimeze kent mont d&rsquo;ober o servij, daoust pegen troet e vezent gant ur plac&rsquo;h yaouank, ha gant doan ez afe gant unan all, e veze graet paper etrezo. Ur paper &lsquo;veze graet, pe gant un noter, pe gant un den a lezenn bennak, pe zoken gant unan eus an daou zen yaouank ma oa barrek d&rsquo;en ober, ha sinet gante o-daou. Evel- se, ma&rsquo;n em zislavarfe unan anezho e rankfe paea\u00f1 d&rsquo;egile ar c&rsquo;hementad arc&rsquo;hant divizet.<\/p>\n<p>Evit Mamm-Gozh &lsquo;oa bet divizet etre an den yaouank a venne he c&rsquo;hemer da bried pa vije distro eus ar servij ha hi kant skoed (300 lur).<\/p>\n<p>N&rsquo;ouzon ket pelec&rsquo;h &lsquo;oa kaset an den yaouank-se d&rsquo;ober e servij-soudard, na peseurt darempred &lsquo;oa bet etrezo e-pad an amzer-se. Mamm-Gozh ne oa ket gouest da skriva\u00f1, hec&rsquo;h anv a verke e lizherenno\u00f9 skritur-moul : se &lsquo;m eus gwelet war bapero\u00f9 kozh.<\/p>\n<p>Seizh vloaz ! distro ar paotr, gortozet gant mall pe gant enkrez ? Deut ar mare da seveni\u00f1 ar marc&rsquo;had : dimezi\u00f1 pe adkemer e c&rsquo;her ha paea\u00f1 ar priz divizet. Evit ar paotr &lsquo;oa ger a zimezi\u00f1 nemet kerkent ha ma vije kavet ur plas da feurmi\u00f1.<\/p>\n<p>Evit Mamm-Gozh &lsquo;oa dishe\u00f1vel. Hi &lsquo;n em gave evurus er genkiz gant he breudeur hag e c&rsquo;hoarezed. N&rsquo;he devoa netra da rebech d&rsquo;an danvez-pried-se he devoa gor- tozet keit. Met setu diegi o kemma\u00f1 buhez, ne oa ken ur bugel : seizh pe eizh vloaz warn-ugent dezhi. D&rsquo;an oad-se e veze gwelet sklaer. Meur a hini eus he oad, bet dimezet abred &lsquo;oa dija, karget a vugale, darn paour-du \u2014 rak start &lsquo;oa ar vuhez \u2014, darn all kouezhet gant ur pried drouk, a oa gwashoc&rsquo;h o stad eget hini ur vatezh.<\/p>\n<p>Ha neuze, moarvat ivez, e oa bet dedennet gant va zad-kozh adalek m&rsquo;he doa e anavezet. Bepred ne oa ket gouest da l\u00e2ret ya d&rsquo;egile. Derc&rsquo;hel a rae da ampelli\u00f1. Da Bask ? Da Ouel Yann ? Da Ouel Mikael ? Pegoulz e vije lidet an eured ? A-benn ar fin &lsquo;oa torret al le. Hag an den yaouank-se &lsquo;oa bet truezus, asantet en doa tremen gant an hanter eus ar priz bet divizet, gant hanter-kant skoed e oa &lsquo;n em gontan- tet, ha hep droug ebet diouzh Mamm-Gozh, er c&rsquo;hontrol, hervez Mamm, e oa hen- nezh ur c&rsquo;hristen mat a wele eno dorn Doue.<\/p>\n<p>\u00ab Ne oamp ket lakaet, emeza\u00f1, an eil evit egile. Re yaouank &lsquo;oamp da &lsquo;n em liam- ma\u00f1 dre le ha paper. Kerzh e peoc&rsquo;h, emeza\u00f1 da&rsquo;m mamm-gozh, da heul da cha\u00f1s. Me &lsquo;het dit ur vuhez evurus gant an hini en deus kemeret ar plas kenta\u00f1 en da galon. Met me ne garin hini all ebet. \u00bb Ha chomet &lsquo;oa, hervez, dizimez.<\/p>\n<p>Un deiz, a gonte Mamm din, e oa bet degouezhet dezhi ha da daou pe dri bugel all ober hent asambles gant an den-se, bet oc&rsquo;h ober un dra bennak e bourk Tonkedeg, pa &lsquo;oa ar re-ma\u00f1 o tistrei\u00f1 eus ar skol. Sellet a rae outo ha goulenn a reas digante piv &lsquo;oa o mamm.<\/p>\n<p>Unan eus ar merc&rsquo;hed bihan a respontas : \u00ab Visanta Baskio\u00f9 \u00bb. \u00ab So\u00f1jal a raen, emeza\u00f1, ha\u00f1val out ouzh da vamm\u2026 me, bugale, &lsquo;oa dleet din bout tad deoc&rsquo;h- c&rsquo;hwi ! \u00bb Estonet-bras ar vugale evel-just, ha pres warno da gonta\u00f1 d&rsquo;o mamm.<\/p>\n<p>Neuze e kontas Mamm-Gozh dezho &lsquo;oa bet tost da veza\u00f1 dimezet gant an den-se, met ne oa ket lakaet eviti. Ma, setu &lsquo;oa va zonton Job &lsquo;oa dimezet da genta\u00f1 ha prestik end-eeun, goude an darvoudig-se pa oa deut o zad d&rsquo;ar park da alia\u00f1 e bao- tred da zimezi\u00f1.<\/p>\n<p>Hervez &lsquo;m eus klevet gant va maeronez, an tonton Job en doa bet un hunvre iskis, un doare gweledigezh. Dre e hun en doa gwelet ur vaouez a dlee bout e bried. Nebeut amzer goude e kejas gant ar vaouez-se e ti unan bennak eus e familh e Pl\u00fbned. Ha\u00f1val-bev &lsquo;oa ouzh an hini a welas dre e hunvre, hag e kredas e gwirio- nez &lsquo;oa honnezh degaset dezha\u00f1 a-berzh Doue. Ne oa ket koant-koant met yac&rsquo;h ha nerzhus, netra da l\u00e2ret war he buhez plac&rsquo;h yaouank, eus ar memes renk e oant, rak sellet e veze d&rsquo;ar mare-se ouzh an derez er bed, hag ivez ouzh an danvez, an hini en dije un tamm peadra e oa arabat dezha\u00f1 kemer da bried perc&rsquo;henn a netra\u2026<\/p>\n<p>N&rsquo;ouzon na penaos, na pegeit &lsquo;oa bet an darempred etre an div familh, nag etre&nbsp; an daou yaouank. Met bepred &lsquo;oant dimezet teir pe beder sizhun hepken goude o gweladenn genta\u00f1 :<\/p>\n<p><em>Gwell eo ur marc&rsquo;had graet &lsquo;n ur c&rsquo;hrogad<\/em><\/p>\n<p><em>Eget chom daou vloaz da gonta\u00f1 fagod ! hervez ur c&rsquo;hrennlavar kozh.<\/em><\/p>\n<p>Va zad-you-gozh, Kolaz &lsquo;n Olier, a vije bet laouen oc&rsquo;h ober an div eured war ar memes tro, met ar c&rsquo;hiz &lsquo;oa d&rsquo;ober an euredo\u00f9 e ti ar wreg yaouank, da lavaret eo ar pred-eured, hag an oferenn-eured ivez e parrez ar wreg yaouank. A-hend-all e ti va zad-you-gozh ne oa den da brienti\u00f1 ur seurt banvez, na plas da lakaat kemend- all a dud da zebri\u00f1, ne veze ket feurmet tinello\u00f9 : ne oa nemet gra\u00f1jo\u00f9.<\/p>\n<p>Ne oa tamm ebet barrekoc&rsquo;h Kolaz &lsquo;n Olier o kaout ur verc&rsquo;h-kaer. Er c&rsquo;hontrol, koll a rae ur mab, peogwir e oa aet ar priedo\u00f9-nevez da zerc&rsquo;hel menaj da Bl\u00fbned e plas o zud-kozh Ja\u00f1 &lsquo;n Olier, ha mall warna\u00f1 o welout e vab yaouanka\u00f1 o kemer pried d&rsquo;e dro, ha da lezel ganta\u00f1 Roperz-Huon. Rannet &lsquo;oa ar mobilier etre an daou vab, hag al leve ivez ha graet ar rezervasiono\u00f9, pep hini da baea\u00f1 d&rsquo;an tad bep bloaz ur priz, a-walc&rsquo;h dezha\u00f1 da veva\u00f1 hep dienez, ha da gaout e lojeiz e-lec&rsquo;h ma oa ganet e vugale, e Roperz-Huon.<\/p>\n<h3>Eured va zad-kozh<\/h3>\n<p>Pa oa gallet lakaat Visanta Baskio\u00f9 da l\u00e2ret ya da Cha\u00f1-Mai &lsquo;n Olier hep re a vorc&rsquo;hed da veza\u00f1 manket d&rsquo;he le, &lsquo;oa graet an eured e-kreiz ar goa\u00f1v ma ne fazian ket, me &lsquo;gred &lsquo;oa d&rsquo;ar 4 a viz C&rsquo;hwevrer 1850 moarvat pe 1851 \u2014 peogwir &lsquo;oa ganet va zad-kozh e 1822 hag e oa eizh vloaz warn-ugent pa oa dimezet \u2014 ha Mamm-Gozh &lsquo;oa ar memes oad.&nbsp;<\/p>\n<p>An eured &lsquo;oa graet e Plouared, war a gredan, rak ar C&rsquo;houerc&rsquo;had ne oa ket c&rsquo;hoazh deuet da veza\u00f1 parrez ken &lsquo;oa dek vloaz goude hag holl familh va mamm diouzh tu he mamm a zo bet douaret e bered Plouared.<\/p>\n<p>Ur c&rsquo;hwistad hent o doa d&rsquo;ober. Va zad-kozh eus Tonkedeg : dont da gerc&rsquo;hat e wreg d&rsquo;ar Genkiz-Vras er C&rsquo;houerc&rsquo;had, ha mont ac&rsquo;hane war o zreid da Blouared dre hento\u00f9 fall evel ma oa kalz d&rsquo;an amzer-se, ken fall &lsquo;oa an hent, hervez, eus ar Genkiz da dapout an hent bras, ma felle da&rsquo;m mamm-gozh mont gant he boto\u00f9- koad chouko\u00f9-l\u00ear ! Met ar plac&rsquo;h-enor, hag a oa pennh\u00earez Torozeg, ur genitervez da&rsquo;m mamm-gozh, un dimezell e tog, mar plij, he doa mezh o welout Mamm-Gozh o vont da eureuji\u00f1 gant he boto\u00f9-koad, hag a reas dezhi gwiski\u00f1 he c&rsquo;hlako\u00f9, hi &lsquo;micha\u00f1s &lsquo;oa ur botinezo\u00f9 ganti. Mamm-Gozh n&rsquo;he doa morse baleet gant klako\u00f9, &lsquo;oa sac&rsquo;het unan eus he c&rsquo;hlakenno\u00f9 er fankigell \u2014 laosk &lsquo;oant dezhi &lsquo;micha\u00f1s \u2014 hag a oa o vale war he chaoson-l\u00ear, gleb-teil he zroad. Erru war an hent bras e lakaas he boto\u00f9-l\u00ear. Ne oa ket re domm d&rsquo;he zroad gleb e miz C&rsquo;hwevrer !<\/p>\n<p>Ar pred-eured &lsquo;oa bet ur foeltr-bouzello\u00f9, seizh pladad kig ha seizh pladad diservi- jo\u00f9 : kig-ejen, kig-leue, kig-maout, po\u00f1sined, ha me &lsquo;oar, gwadegenno\u00f9 ha stripo\u00f9 marteze\u2026 Ar rost &lsquo;oa poazhet er forn da boazhat bara. Ha savet an dud diouzh taol da vont da gerc&rsquo;hat ar rost, gant ar sonerien. Bara-rouanez graet er g\u00ear gant bleud gwinizh rik, vio\u00f9 ha rezin \u2014 d&rsquo;ar pemdez e-pad an amzer-se, e-pad ar bloaz, ne veze nemet bara-segal-winizh pe bara heiz-winizh, pe bara an teir c&rsquo;hreunenn \u2014, gwi- nizh, heiz, segal.<\/p>\n<p>Holl familho\u00f9 bras Plouared-ar C&rsquo;houerc&rsquo;had \u2014 peogwir e oa an hevelep parrez d&rsquo;ar mare-se \u2014 a oa eus kerentiezh Mamm-Gozh, setu ne vanke ket a grokanted en eured : ar Baskiaoued, ar Riaoued, ar Gwenned, ar Meurien, an Evened, al Lanned, an Danteg Gwernachanae, breur-kaer Mamm-Gozh, Cha\u00f1-Fa\u00f1ch Laora\u00f1s Plounevez, he c&rsquo;hoar-gaer, ar Vourdonneien dimezet da div genitervez da&rsquo;m mamm-gozh, an Nikolazed, dimezet unan anezho d&rsquo;ur c&rsquo;hoar dezhi, ha me &lsquo;oar\u2026 Eus perzh Tad-Kozh ne oa nemet ar gerent nesa\u00f1 peogwir &lsquo;oa nevez-c&rsquo;hraet eured Job.<\/p>\n<p>Paotred ar Genkiz a oa tud seder, un tammig disoursi, savet hep o zud, o vrid war&nbsp; o moue. Plijout a rae dezho ober digoradur, ha digoradur &lsquo;oa bet hervez, gant an eured. Kement ken ma &lsquo;oa hanter semplet va zad-kozh o welout e petore bed &lsquo;oa o kouezha\u00f1, e\u00f1 hag a oa bet savet &lsquo;n un doare strizh, arabat dispign hep ezhomm, arabat ober muioc&rsquo;h a voged eget a dan, arabat koll amzer na koll arc&rsquo;hant da c&rsquo;hoari beva\u00f1 war an ton bras.<\/p>\n<p>Ken strafuilhet e oa, ken kla\u00f1v e spered o so\u00f1jal : ma fell da&rsquo;m gwreg, emeza\u00f1, heuilh an ton-ma\u00f1, ne vo ket dalc&rsquo;het bara du-ma\u00f1. Mont a ray ar stal abred da stalig hag ar stalig da netra\u2026<\/p>\n<p>Hag ar paourkaezh ozhac&rsquo;h nevez &lsquo;oa ken daoubennet, ken ma oa kollet da noz an eured\u2026 Visanta, nec&rsquo;het evel-just, he flac&rsquo;h-enor ha hi o klask ar pried, pelec&rsquo;h &lsquo;oa aet ? Pelec&rsquo;h &lsquo;oa &lsquo;n em vountet ? Daoust hag aet &lsquo;vije d&rsquo;ar g\u00ear ? Petra &lsquo;oa c&rsquo;hoarve- zet ganta\u00f1 ? Krog &lsquo;oa tud ar soubenn &lsquo;laezh da c&rsquo;houlenn war e lerc&rsquo;h, ha mesk, ha chao !<\/p>\n<p>Ha pelec&rsquo;h e kav deoc&rsquo;h &lsquo;oa kavet ? Ur mous bennak deut da astenn e fri a oa dicha\u00f1set dezha\u00f1 gwelout anezha\u00f1 o sevel e solier-ar-foenn.<\/p>\n<p>Ha\u00f1 ! Tudo\u00f9 ! mont da guzh e drubuilh da solier-ar-foenn e-pad ma ta\u00f1se tud an eured. Biskoazh kemend-all ! Hag an dud a gave drol kement-se ! Hag a rae goap eus Mamm-Gozh\u2026 &nbsp;\u00ab Ama\u00f1 &nbsp;avat &nbsp;eo &nbsp;krog &nbsp;ar &nbsp;soubenn &nbsp;da &nbsp;drenka\u00f1 &nbsp;gwall-abred ! \u00bb<\/p>\n<p>\u00ab Paourkaezh Visanta, ur plac&rsquo;h ken fur ha ken jentil ! \u00bb \u00ab Gwelloc&rsquo;h he dije graet o kemer egile ! \u00bb<\/p>\n<p>Penaos &lsquo;oa echuet an trao\u00f9 ? N&rsquo;ouzon ket ! moarvat e oa diskennet hag aet gant e baotr-enor da serviji\u00f1 da eva\u00f1 da dud ar soubenn &lsquo;laezh evel ma oa ar c&rsquo;hiz\u2026<\/p>\n<p>Da Visanta en doa l\u00e2ret e oa savet poan-benn dezha\u00f1 hag a oa aet da c&rsquo;hourvez ur momed. Ne oa nemet pell-amzer goude en doa diskuilhet dezhi ar wirionez. Tud an eured a gred e oa &lsquo;n em gavet mezv\u2026<\/p>\n<p>Un nebeud devezhio\u00f9 goude e oa deut ar wreg yaouank da Roperz-Huon, ha deut ur vatezh nevez ganti. Roet e oa bet he c&rsquo;hont d&rsquo;an hini gozh. Heuget &lsquo;oa an tad-you- kozh ganti a-benn neuze.<\/p>\n<p>Va mamm-gozh Visanta &lsquo;oa ket deut e goullo da di he fried. Ur menaj seizh a gezeg &lsquo;oa ar Genkiz. Marvet &lsquo;oa bet an tad hag ar vamm abred, ha seizh minor a oa chomet er Genkiz, ar yaouanka\u00f1 Visanta, &lsquo;oa seizh vloaz, ar c&rsquo;hosha\u00f1 c&rsquo;hwezek vloaz : Gwilh-Ja\u00f1. Klasket &lsquo;oa bet plasa\u00f1 anezho e ti o c&rsquo;herent nesa\u00f1, unan ama\u00f1, unan ahont, met Visanta vihan ne oa kavet toull ebet dezhi. Ne oa c&rsquo;hoazh gouest da netra nemet da zebri\u00f1 ha d&rsquo;ober kozh voteier-koad, evel ma veze l\u00e2ret.<\/p>\n<p>Neuze e oa divizet gant ar c&rsquo;huzul-familh o lezel er Genkiz, peogwir o zintin Mari Baskio\u00f9, ur c&rsquo;hoar d&rsquo;o zad, dimezet d&rsquo;ar Gwenn &lsquo;oa o chom e Gwazh-Fourmant, tostik d&rsquo;ar Genkiz, ha honnezh a veilhe warne, war o labour, ha war o enor. Emicha\u00f1s e oa un tamm digampost ar menaj gante memes tra, rak ne oant nemet bugale, ha debret gant ar vevelien hag an devezhourien. N&rsquo;o doa ket graet fortun, met kalz a loened a zalc&rsquo;hent. Roet e veze e lod-mobilier da bep hini pa zimeze, ha Mamm-Gozh he devoa ul lodenn vat da zont ganti da Roperz-Huon : loened, boued-loened, binvio\u00f9, meubl, hag all. A-walc&rsquo;h da stoufa\u00f1 an toull &lsquo;oa graet e Roperz-Huon o rei\u00f1 e lod da Job pa oa dimezet da Cho\u00f1 ar Penven.<\/p>\n<p>Fall-tre &lsquo;oa war drao\u00f9 an douar d&rsquo;ar mare-se : priz bihan, ha poan o kaout disamm. Teir gwiz prest da glodi\u00f1 &lsquo;oa deut ganti da Roperz-Huon. Ha ken fall &lsquo;oa war ar moc&rsquo;h bihan, ken na grede den mont d&rsquo;ar c&rsquo;hraou da welout ar vamm-wiz o klodi\u00f1 gant aon e vije kalz, pa ne oa tu ebet d&rsquo;o gwerzha\u00f1. Mont a rae an dud betek beuzi\u00f1 ar moc&rsquo;h bihan evel chas bihan, pa veze diouer a laezh hag a voued d&rsquo;o maga\u00f1. Lod a gase o re d&rsquo;an otelio\u00f9 da Lannuon, eizh gwenneg ar pezh, da rosta\u00f1, o poueza\u00f1 a-benn neuze ugent pe bemp warn-ugent livr. Brav &lsquo;oa d&rsquo;an aotrounez debri\u00f1 friko marc&rsquo;had-mat ! Pa zeue mareado\u00f9 amzer evel-se e veze graet peorien nevez diouzh an druilh. Ha laeron ivez, siwazh\u2026 kentoc&rsquo;h eget mervel gant an naon.<\/p>\n<p>N&rsquo;eo ket souezhus, gant ar vuhez a rene er bloavezhio\u00f9-se, e vije bet gwall drubuilhet Tad-Kozh o welout an didampar graet gant e eured er Genkiz. Rak an digoradur a goust ker : hag an hini a ra re, a rank ober re nebeut goude-se !<\/p>\n<h2>Ar paiplu<\/h2>\n<p>Un nebeud devezhio\u00f9 goude ma oa degouezhet ar wreg yaouank e ti he fried, e voe graet un tamm renabli\u00f1 da bep tra, en ti hag er maez. Gwelet ha klevet anv pep loen, kezeg ha saout : o oad, o stad, o ferzhio\u00f9 mat ha fall \u2014 rak al loened evel an dud o deus o zammo\u00f9 sio\u00f9 \u2014 ha vad a ra o anavezout, diouzh-se e vezont bleniet ha bouetaet.<\/p>\n<p>Graet an dro d&rsquo;ar goumanant, e l\u00e2ras Tad-Kozh da&rsquo;m mamm-gozh : \u00ab Gwelet eo ganit brema\u00f1 da zomani nevez, met un dra a fell din diskouez c&rsquo;hoazh. Deus ganin da solier an ti-kreiz. \u00bb Un ti bihan da boazhat boued d&rsquo;al loened pa veze ezhomm &lsquo;oa etre an ti ha kraou ar saout, hennezh a veze graet outa\u00f1 an ti-kreiz.<\/p>\n<p>Un nebeud &lsquo;oa estonet Mamm-Gozh, petra ar foeltr &lsquo;oa war ar solier vihan-se ? Ma, setu : diwar ar riz-moger e tennas Tad-Kozh ur c&rsquo;hozh paiplu, un disglavier m&rsquo;eo gwell ganeoc&rsquo;h. Ha petra &lsquo;n diaoul &lsquo;oa e-barzh ? Ne zivinfec&rsquo;h ket tudo\u00f9 ! Pevar c&rsquo;hant lur en aour melen ! Rollet ar pezhio\u00f9 dek lur hag ugent lur e tammo\u00f9 paper- journal\u2026<\/p>\n<p>Ken fromet &lsquo;oa bet Mamm-Gozh ma oa darbet dezhi sempla\u00f1. \u00ab Bez dinec&rsquo;h, Visanta, eme Tad-Kozh, n&rsquo;int ket arc&rsquo;hant laeret.<\/p>\n<p>\u00ab Met penaos &lsquo;c&rsquo;h eus graet da zastum an aour-se, pa ne oa ket ar menaj war da gont, ha pa ne oas ket e renk da vont da c&rsquo;hounit e-maez ar g\u00ear ?<\/p>\n<p>\u2014 De\u00f1ved &lsquo;m eus, war-hanter, e ti tudigo\u00f9 n&rsquo;o doa ket aez da brena\u00f1 war o c&rsquo;hont o-unan. Kroget &lsquo;oan abred da espern gwenneien, peogwir nag eva\u00f1 na butunat ne&rsquo;m eus graet biskoazh, hag ar gwenneien-se a roe hon tad deomp d&rsquo;ar Sul da vont d&rsquo;an oferenn, ha ne veze ket dispignet nemeur peogwir e vezen er c&rsquo;heur, ne&rsquo;m bije ket va c&rsquo;hador da baea\u00f1, ha peogwir ne&rsquo;m boa darempredet plac&rsquo;h yaouank ebet ne&rsquo;m bije ket regali\u00f1 d&rsquo;ober er pardonio\u00f9. Prenet &lsquo;m eus eta de\u00f1ved da lakaat war- hanter e ti ar beorien. N&rsquo;on ket bet sellant outo, lezel a raen an tu kre\u00f1v gante dalc&rsquo;hmat, arc&rsquo;hant gounezet en onestiz int. \u00bb<\/p>\n<p>Feiz, Mamm-Gozh &lsquo;oa ket ur bugel ken, ha poaniet e oa e gwirionez o welout pegen tost-den he devoa bet da bried. Gwelloc&rsquo;h e veze bet dezhi, hervez, en dije l\u00e2ret dezhi en devoa un tamm dle en tu bennak.&nbsp;<\/p>\n<p>Kement a ziforc&rsquo;h &lsquo;oa bet etre stumm-beva\u00f1 an daou bried en o amzer tud-yaouank evel ma&rsquo;z eus etre an noz hag an deiz\u2026<\/p>\n<p>Se n&rsquo;en devoa ket miret outo d&rsquo;ober menaj vat. Ur resped hag un istim vras o doa dalc&rsquo;hmat an eil evit egile, hag a-unvan war bep tra, an eil na rae netra e kuzh diouzh egile \u2014 nemet a-wecho\u00f9, Mamm-Gozh, ken tener he c&rsquo;halon, a roe amploc&rsquo;h aluzon d&rsquo;ar beorion eget n&rsquo;anzave ouzh Tad-Kozh.<\/p>\n<p>Ha peorien a dremene dre o zi, va Doue ! ar beorien a oar pelec&rsquo;h e vezont dege- meret mat. Met Mamm-Gozh, ma oa brokus, ne oa na dall na bouzar, gwelout a rae prim ezhommo\u00f9 pep hini, ha ma touble o aluzon da zarn, e tidouble da zarn all, d&rsquo;ar re &lsquo;oa re dagus, re ifrontet, re zidalvez da glask labour, goude bout gouest da labourat.<\/p>\n<p>Pa varve ur paotr bennak er c&rsquo;hontre eo da Roperz-Huon e teued da gerc&rsquo;hat trao\u00f9 d&rsquo;ober ar chapel-wenn, ha rei\u00f1 a rae Mamm-Gozh un hiviz, pe ur roched ma veze paotr, da lieni\u00f1 an hini marv hag ul li\u00f1sel, neuze li\u00f1selio\u00f9, rideoz, pallenn gwenn evit ar chapel. An trao\u00f9-se a veze degaset d&rsquo;ar g\u00ear, alies da ganna\u00f1 pa ne veze den all ebet e ti ar paour marv\u2026 Tud ar c&rsquo;hontre a veilhe ar paour kozh, ral a wech e veze ur gwall diouerout, zoken p&rsquo;en dije bugale, ur garg &lsquo;oa kentoc&rsquo;h, ha nebeut a geuz a veze dezha\u00f1. \u00ab Marvet er bloaz mil eizh kant digeuz ! \u00bb \u00ab Kaset da Borzh ar Joa ! \u00bb Setu an daou grennlavar implijet gwechall evit e ga\u00f1v.<\/p>\n<p>Ne veze ket, eta, gwall drist an dud en noz-veilh. Pedet e veze kalz avat. Lennet buhez ur sant bennak, kontet kaozio\u00f9 ha farso\u00f9 zoken. Farso\u00f9 pe darvoudo\u00f9 iskis en deus bet kontet va zud dirazon a-zivout an nozio\u00f9-beilh-se.<\/p>\n<p>Ar varskao\u00f1 a veze graet alies war an daol pe, ma veze re verr, war daou pe dri blankenn ha daou varc&rsquo;h-koad amprestet en ti nesa\u00f1.<\/p>\n<p>Toull-didoull alies al leurenn-di douar ne veze ket kompez-kaer ar marc&rsquo;h-koad. Un dro bepred, &lsquo;oa bet pennboellet ar varskao\u00f1 a-greiz ma oa daoulinet an dud war blas an ti o paterata, kouezhet ar c&rsquo;horf marv, an daol, ar bank vihan ma oa warni an div gantol goulo\u00f9-rousin hag asied an dour benniget beuz ha tout. Lazhet ar goulo\u00f9 o kouezha\u00f1, te\u00f1val-sac&rsquo;h an ti, kroget ar spont hag ar spouron en dud ma lamme an eil dreist egile, o klask toull an nor &lsquo;n ur yudal : \u00ab An Diaoul ! An Diaoul ! Va Doue, aet eo gant an Diaoul ! \u00bb Hag un dra bennak o kunudal dindan an daol diskaret.<\/p>\n<p>Petra &lsquo;oa c&rsquo;hoarvezet ? Unan deut da l\u00e2ret e bater a oa e gi d&rsquo;e heul. Hema\u00f1 &lsquo;oa deut en ti, hep ma oa bet taolet pled, aet dindan ar chapel-wenn, &lsquo;n em frotet &lsquo;micha\u00f1s eus ar marc&rsquo;h-koad silwink, diskaret ar stal, ha spontet ar c&rsquo;hi paour ken- koulz hag an dud.<\/p>\n<p>Unan bennak a oa ul letern ganta\u00f1. Pa oa gallet enaoui\u00f1 anezha\u00f1 &lsquo;oad deut a-benn da adsevel ar paourkaezh war e chapel-wenn, met pebezh from !<\/p>\n<h2>Ar bugel kenta\u00f1<\/h2>\n<p>An tad a oa chomet da veva\u00f1 ha da labourat, evel ma c&rsquo;halle, gant an daou yaouank. Ur vatezh &lsquo;oa hag un devezhour tri devezh ar sizhun. Mamm-Gozh, d&rsquo;ar Sul goude kreisteiz, a save c&rsquo;hoant dezhi mont d&rsquo;ober un droiad d&rsquo;ar g\u00ear, d&rsquo;ar Genkiz, gant he fried. Ha neuze e veze goulennet digant ar vatezh chom plac&rsquo;h ar g\u00ear. Ya, pa gare ! met ne veze ket prest atav da l\u00e2ret ya, ha komz a rae rok a-walc&rsquo;h ouzh Mamm-Gozh hag a oa re jentil. Setu-hi o klemm d&rsquo;an tad-kaer diwar-benn he matezh. Ha petra a respontas ar paotr-kozh ?<\/p>\n<p>\u00ab Merc&rsquo;h-kaer, emeza\u00f1, perc&rsquo;henn kozh vuoc&rsquo;h a zo da sacha\u00f1 war he lost ! \u00bb M&rsquo;hoc&rsquo;h eus loened, chomit war o zro. Ar wirionez &lsquo;oa, met alies ar wirionez &lsquo;vez kasaus da glevout.<\/p>\n<p>An amzer a dremene sioul, ar foenn, an eost ; an ed-du brema\u00f1 &lsquo;oa da dorna\u00f1, ha da dorna\u00f1 gant c&rsquo;hwisto\u00f9, pe freilho\u00f9 evel ma vez lavaret a-blaso\u00f9. Mamm-Gozh a oa dougerez eus he bugel kenta\u00f1, aet &lsquo;oa bepred da sikour an dud da dorna\u00f1 ed- du, ar pezh ne oa ket fur evel-just. Hag ar pezh &lsquo;oa d&rsquo;erruout &lsquo;oa erruet. Kroget &lsquo;oa ar gwentlo\u00f9 enni en noz-se, ha ganet ar bugel daou viz kent an termen, ne oa prest netra, hag ar c&rsquo;hrouadurig, ur verc&rsquo;h vihan, &lsquo;oa gwan-tre, aet &lsquo;oa an tad-kozh hag ar vatezh da lakaat kristeni\u00f1 ar bugel, a-raok goulo\u00f9-deiz, paket &lsquo;n un doubier hag ur mouchouer stamm. Roet &lsquo;oa dezha\u00f1 badeziant, met erru er g\u00ear ha dispaket ne oa ket a vuhez enna\u00f1 ken. Nijet an aelig d&rsquo;an Ne\u00f1v, ha Mamm-Gozh ne oa ket mat an trao\u00f9 ganti ivez.<\/p>\n<p>Tad-Kozh neuze, da vont ar buana\u00f1 ma c&rsquo;halle d&rsquo;ar Genkiz da glask e c&rsquo;hoar-gaer da zont war-dro he c&rsquo;hoar ha d&rsquo;ober ar pezh &lsquo;oa ezhomm evit ar bugelig marv\u2026<\/p>\n<p>\u00ab Ha Visanta ? a c&rsquo;houlennas\u2026<\/p>\n<ul>\n<li>Me, eme Tad-Kozh, n&rsquo;ouzon ket, met n&rsquo;eo ket tremenet mat ar gwilioud hervez an amiegez. Ret eo din mont da lavarout d&rsquo;ar<\/li>\n<li>Mont d&rsquo;ar g\u00ear diouzhtu eo a ri, eme va zintin. Rollig, emezi d&rsquo;he breur, hast buan lammat war gein ar marc&rsquo;h-gwetur ha d&rsquo;an tus da glask an aotrou Even. Me a ya diouzhtu gant Cha\u00f1-Mai da Roperz-Huon. \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Kavet en doa va zonton Rollig ar medisin, ha prim e oa staget ar wetur \u2014 ne oa ger a girri-tan d&rsquo;ar mare \u2014 ha d&rsquo;an drot da Donkedeg.<\/p>\n<p>Erru e-tal gwele Mamm-Gozh e lavaras dezhi : \u00ab Mat eo dit, Visanta, ma ne oa ket echu termen ar bugel-ma\u00f1, rak anez, &lsquo;oas marv dija. \u00bb Ober a reas ar pezh &lsquo;oa d&rsquo;ober hag un tamm skol d&rsquo;e genitervez \u2014 rak kendirvi &lsquo;oant : \u00ab Diwall, emeza\u00f1, da vont d&rsquo;ober seurt labourio\u00f9-se ken, ma ticha\u00f1s dit beza\u00f1 c&rsquo;hoazh o tougen bugel. Ur cha\u00f1s eo pa n&rsquo;out ket aet da heul an ael bihan-ma\u00f1. \u00bb \u00ab Joa vras, a l\u00e2re Mamm- Gozh goude, en devoa graet din klevout ar medisin o l\u00e2rout se dirak an amiegez<\/p>\n<ul>\n<li>ur glakenn anezhi marteze \u2014 mat eo dit pa ne oa ket echu amzer ar bugel-ma\u00f1. \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>An dud a vez drouk, prest da gredi\u00f1, pa zegouezh ur bugel a-raok an amzer rekis,&nbsp; e vefe bet lakaet en roud a-raok an eured\u2026 Darvoudo\u00f9 ar vuhez : eured, diloja\u00f1, ganedigezh ha badeziant, oferenn an aelez ha douaramant ar bugelig marvet ken prim, an aon da goll e bried yaouank\u2026 kement-se e-korf seizh miz amzer. Ar menaj da gas en-dro bepred. An douar eo ret pledal ganta\u00f1 d&rsquo;ar c&rsquo;houlz ha d&rsquo;an amzer, daoust da bep tra.<\/p>\n<p>An eil bugel Anivonig &lsquo;oa marvet da unnek vloaz goude ur c&rsquo;hle\u00f1ved berr. Ur plac&rsquo;hig speredek ha fur dreist an ordinalo\u00f9 &lsquo;oa anezhi. Pa oa bihanik, ha pa zihune a-greiz an noz e huche war he mamm :<\/p>\n<p>\u00ab Mamm ! n&rsquo;eo ket me eo ar gwella\u00f1 plac&rsquo;h bihan ac&rsquo;h eus ?<\/p>\n<ul>\n<li>Eo laouen, va<\/li>\n<li>Gwella\u00f1 plac&rsquo;h bihan &lsquo;zo &lsquo;tre Brest ha Pariz ?<\/li>\n<li>Ya, ya, gwella\u00f1<\/li>\n<li>Kas ac&rsquo;hanon da doull tomm Tata-Gozh neuze ! \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>An tata-gozh, Kolaz &lsquo;n Olier, a oa sot-nay gant e vugale-vihan, hag e veze lorc&rsquo;h enna\u00f1 pa veze roet an hini vihan futet-se dezha\u00f1, ur maread, en e wele-kloz. Hennezh &lsquo;oa toull tomm Tata-Gozh.<\/p>\n<p>Alies eo an dud-kozh a voumoun o bugale-vihan muioc&rsquo;h eget n&rsquo;o devez bet mou- mounet o re o-unan. Va zad-kozh, hervez Mamm, ne c&rsquo;hoarie ket gant e vugale. Kelenn anezhe, deski\u00f1 dezhe beva\u00f1, labourat ha douja\u00f1 o zud.<\/p>\n<p>Ur poanier, ul labourer, hep damant d&rsquo;e gorf, aketus da c&rsquo;hounit bara d&rsquo;e diegezh, garv ne oa ket, na taol na jotad na roe d&rsquo;e vugale, ur ger avat o lakae da veza\u00f1 sioul ha d&rsquo;ober o zammo\u00f9 labour fiziet enne : \u00ab Fi\u00f1vit, fi\u00f1vit bugale ! \u00bb, setu tout.<\/p>\n<p>Met &lsquo;n e gozhni e veze o farsal hag o c&rsquo;hoari gant e vugale-vihan. Eus va c&rsquo;hoar vihan Maia na rae nemet \u00ab Fallik Tata-Gozh \u00bb. Strizh &lsquo;oa Maiaig, met ur bugel dreist- ordinal, evel Anivonig, an dintin vihan marvet da unnek vloaz.<\/p>\n<p>Daou vugel all &lsquo;oa marvet c&rsquo;hoazh da&rsquo;m zud-kozh, Janig ha Rollig, daou vugel lan- gisant marvet war-dro triwec&rsquo;h miz ha daou vloaz. Ha c&rsquo;hwec&rsquo;h &lsquo;oa chomet da ren. An devezhour a l\u00e2re un deiz da&rsquo;m zad-kozh :<\/p>\n<p>\u00ab Kreski\u00f1 &lsquo;ra da vandenn Cha\u00f1-Mai !<\/p>\n<ul>\n<li>N&rsquo;eus hini a re ebet, eme Tad-Kozh. Bara &lsquo;zo dezhe tout, ha labour &lsquo;vo ivez pa vint en oad d&rsquo;ober un dra bennak, mar plij gant Doue. \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Pa oa kalz a dud da veva\u00f1 e oa ret kaout kalz a zouar da labourat, an dra &lsquo;zo sklaer. Ret &lsquo;oa kreski\u00f1 ar feurm ha prena\u00f1 &lsquo;rae Tad-Kozh ur park pe ul lodenn douar, pa&rsquo;n em gave da werzha\u00f1 war hed-taol, ha paea\u00f1 ker-spontus a ranke ober a-wecho\u00f9, pe o lezel da vont gant tud all. Dle a ranke ober alies, ha pa zeue fall war an trao\u00f9, pa n&rsquo;helle ket ober arc&rsquo;hant eus e venaj, e ranke bepred paea\u00f1 interest war e zle. An tammo\u00f9 peadra o doa, an eil hag egile, eus perzh o zud, &lsquo;oa pell dioute,&nbsp;n&rsquo;hellent ket o staga\u00f1 ouzh Roperz-Huon. Bloavezhio\u00f9 &lsquo;veze ne rentent netra dezhe ; ar merer ne oa ket gouest da baea\u00f1 Gouel-Mikael, met va zud-kozh a ranke bepred paea\u00f1 tailho\u00f9 diwar o zamm peadra, paea\u00f1 ar mad diwar o dle, paea\u00f1 skol evit ar vugale, rei\u00f1 bara d&rsquo;ar beorien, peogwir ar beorien &lsquo;oa plaset en tiez, da gaout ur gont ed-bara \u2014 ur bara &lsquo;veze l\u00e2ret \u2014 bep miz, ne oa ket arc&rsquo;hant gopr- tiegezh evit ar vugale evel brema\u00f1, na yalc&rsquo;hado\u00f9-studi, na netra. Ar vaksin &lsquo;oa da baea\u00f1 ivez : medisin, louzeier ; nebeutoc&rsquo;h eget brema\u00f1. Ne veze ket klasket medi- sin ebet war-dro kement hini a lakae e votez war an tu gin, gouez d&rsquo;ar gaoz !\u2026<\/p>\n<p>Ret &lsquo;oa d&rsquo;un tad ha d&rsquo;ur vamm a familh gouzout espern war bep tra ha labourat hep damant d&rsquo;o foan. Mamm-Gozh &lsquo;oa bet skuizhet gant ar ganedigezhio\u00f9 stank, ne oa ket gwell solut. Tad-Kozh, e\u00f1, &lsquo;oa ur c&rsquo;hi-labour, kre\u00f1v, akuit ha tuet-mat. Ur bloaz, bepred, en doa graet e-unan-penn seizh-kant keuneud en e sizhunvezh ; troc&rsquo;ha\u00f1 hag amari\u00f1 ha mont c&rsquo;hoazh un hanter devezh d&rsquo;ober marc&rsquo;had ar C&rsquo;houerc&rsquo;had ! Nerzhus &lsquo;oa. Troc&rsquo;ha\u00f1 &lsquo;rae gant un taol c&rsquo;hwist ur skubellenn vezv pozet a-blad war al leur-dorna\u00f1. Ne oa ket ha\u00f1val ouzh unan bennak hag am eus anavezet, hag a l\u00e2re va zad diouta\u00f1 : \u00ab Hema\u00f1, na pa vefe &lsquo;pad en deiz o skei\u00f1 war va r\u2026 ne zeufe ket a-benn da&rsquo;m blo\u00f1sa\u00f1. \u00bb Ober sin, trei\u00f1 ar c&rsquo;hwist met sacha\u00f1 nebeut.<\/p>\n<h2>An ti nevez<\/h2>\n<p>Ne oa ket a-walc&rsquo;h kreski\u00f1 an douar, ret &lsquo;oa kaout plas da loja\u00f1 ar vugale ivez. An ti &lsquo;oa bihan ha te\u00f1val, bern-war-vern ar vugale. Ret &lsquo;oa sevel un ti nevez un tamm frankoc&rsquo;h, un tamm sklaeroc&rsquo;h. Ya, met se a gouste ker, ha ken start &lsquo;oa beva\u00f1. O ! kaout a rafe arc&rsquo;hant, peogwir en doa kred, met ret adarre paea\u00f1 ar mad hag ar braz deiz pe zeiz.<\/p>\n<p>Graet ganta\u00f1 marc&rsquo;had gant ur mestr-ma\u00f1soner. Un ti gant daou benn, hag ur solier vat gant daou droatad \u00ab piedroed \u00bb, n&rsquo;helle ket ober ouzhpenn.<\/p>\n<p>Met setu ur c&rsquo;henderv da&rsquo;m mamm-gozh : Pennh\u00ear Prijant a veze graet outa\u00f1. Pa glevas &lsquo;oad krog da sevel an ti, a zeuas da welout, hag e\u00f1 da grozal da&nbsp; Dad-Kozh :<\/p>\n<p>\u00ab Ne gomprenan ket ennout Cha\u00f1-Mai, emeza\u00f1. Te, un den a skiant, gant ur bern bugale evel-henn, o vont da veza\u00f1 tud yaouank ar re gosha\u00f1, petra &lsquo;ri adarre gant un tamm ti &lsquo;n un estaj ? Sent ouzhin ha sav da di en daou estaj, ne&rsquo;z pezo ket a geuz.<\/p>\n<p>\u00ab Hag an arc&rsquo;hant ? eme Tad-kozh, samm a-walc&rsquo;h &lsquo;m eus dija.<\/p>\n<ul>\n<li>Na vezez ket nec&rsquo;het gant arc&rsquo;hant, me a bresto dit, anavezout a-walc&rsquo;h a ran ac&rsquo;hanout evit kaout fizia\u00f1s ennout ha koulskoude, me ivez am eus dle. Met n&rsquo;eo ket den a feson an hini n&rsquo;en deus ket dle hag arc&rsquo;hant. \u00bb Savet &lsquo;oa eta ti Roperz- Huon e daou estaj. Ema\u00f1 bepred sonn en e<\/li>\n<\/ul>\n<p>Estreget arc&rsquo;hant a fell evit sevel ti. Tenna\u00f1 ha charren ar vein, bena\u00f1 ar vein gernierezh, ar c&rsquo;holoenno\u00f9-prenistri ha dor, ar vantell-siminal, ar siminalo\u00f9. Ret&nbsp;pourvezi\u00f1 mein-to, a veze da dresa\u00f1 war &lsquo;r plas, goude mont d&rsquo;o c&rsquo;herc&rsquo;hat da Lokmikael-an-Traezh. Ret tenna\u00f1 ha pourvezi\u00f1 pri ha kalach da va\u00f1sonat. Diskar koad, o zroc&rsquo;ha\u00f1 e stoc&rsquo;henno\u00f9 evit meur a implij : treusto\u00f9, koublo\u00f9, sableenno\u00f9, hag all. Ur bern plenken evit an div solier hag an doenn. Mi\u00f1s, dorojo\u00f9, prenistri, hag al labour evit artizaned a bep micher.<\/p>\n<p>Bevet e vezent war &lsquo;r plas, ar pezh a oa kalz a labour evit Mamm-Gozh. Un deiz bepred, o doa un afer bennak er familh hag o doa, Tad-Kozh ha Mamm-Gozh, da vont o-daou da Blouared.<\/p>\n<p>Ar verc&rsquo;h hena\u00f1, &lsquo;oa trizek vloaz hanter, a chome war he c&rsquo;hont aoza\u00f1 lein d&rsquo;ur vandenn artizaned hag ouzhpenn d&rsquo;ar vugale, c&rsquo;hwec&rsquo;h anezho.<\/p>\n<p>Ur mell kaoteriad yod-kerc&rsquo;h &lsquo;oa da ficha\u00f1 eta. Graet he doa Mamm-Gozh kentel dezhi a-raok mont e roud, diouzh ar beure. Deut &lsquo;oa mat ar yod ganti, poazh-mat ha dibolot. Sur a-walc&rsquo;h e oa dour ha c&rsquo;hwez-tout o veska\u00f1 ar gaoteriad-se &lsquo;us d&rsquo;un tantad mat a dan. An tan, dija, &lsquo;oa ret gouzout e gondui\u00f1, arabat e veze bet danta\u00f1 ar yod, da lavarout eo e veze bet blaz an dev warna\u00f1. Bo ! setu ar yod o tidana\u00f1 war an dorchenn, hag an artizaned ouzh taol pep hini gant e loa-goad hag e sku- dellad laezh-ribod. Fier d&rsquo;an hini vihan ! ya, ken ma lavaras unan eus ar baotred :<\/p>\n<p>\u00ab Hema\u00f1 &lsquo;n eus tamm holen ebet enna\u00f1\u2026 \u00bb<\/p>\n<p>Ankouaet salla\u00f1 ar yod ! Pebezh mezh ! Kroget &lsquo;oa Anna-Mari da ouela\u00f1, met ar mestr-ma\u00f1soner a lavaras dezhi :<\/p>\n<p>\u00ab Na gemerez ket trubuilh plac&rsquo;hig. Tap din un dornad holen ama\u00f1 hag ar vazh-yod, ha me &lsquo;zo o vont d&rsquo;ober un tamm meska\u00f1 dezha\u00f1, ha mat pell &lsquo;zo\u2026 \u00bb<\/p>\n<p>Ha d&rsquo;e artizaned e lavaras c&rsquo;hoazh : \u00ab Diwallit, emeza\u00f1, ez afe hini ac&rsquo;hanoc&rsquo;h da gonta\u00f1 se neblec&rsquo;h, na da lavarout d&rsquo;he mamm dreist-holl, homa\u00f1 n&rsquo;eo nemet ur bugel c&rsquo;hoazh, ha hini ebet ac&rsquo;hanomp marteze, ne vefe gouest d&rsquo;ober kerkoulz ha hi ur gaoteriad yod ken c&rsquo;hwek. \u00bb Anna-Mari, avat, kenta\u00f1 tra &lsquo;devoa graet &lsquo;oa konta\u00f1 an dro d&rsquo;he mamm &lsquo;n ur ouela\u00f1 !<\/p>\n<p>Un dro bennak, pa oa echu an ti ha sec&rsquo;h ar mogerio\u00f9, graet plas en ti nevez, e oa d&rsquo;ober diloja\u00f1. Ne oa ket a bell d&rsquo;ober peogwir e oa savet an ti e plas an ti-kreiz.<\/p>\n<p>Mamm a oa daou vloaz hag un nebeud mizio\u00f9. So\u00f1j mat, emezi, he devoa eus&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; an deiz-se ma oa tennet al lienaj eus an armelio\u00f9, a-raok o diblasa\u00f1. Ha pep hini eus ar vugale o tougen tra pe dra d&rsquo;an ti nevez. Mamm, tro\u00f1set ganti he zammig tava\u00f1jer-korfek \u2014 ne veze ket lavaret \u00ab saro \u00bb d&rsquo;ar c&rsquo;houlz-se \u2014 a faote dezhi kaout un dra bennak ivez da zougen en he barlennig\u2026<\/p>\n<p>Ha brema\u00f1 pa oa un hanter brasoc&rsquo;h an ti, e oa ezhomm ivez arrebeuri nevez da lakaat trao\u00f1-krec&rsquo;h. Pevar bezh da veubli\u00f1. Roet en doa Tad-Kozh gwez-kistin d&rsquo;an amunuzer e penn-kont eus priz ar meubl nevez. Ar gwele, ma kouskan enna\u00f1 ha&nbsp;ma&rsquo;z eo marvet va mamm ha va mamm-gozh enna\u00f1 a oa prenet en okazion digant Cha\u00f1 Hervio\u00f9. Bez&rsquo; &lsquo;oa gwele an Ao. Hervio\u00f9, person Kaouenneg. Ur ganastell gaer &lsquo;oa prenet evel-se en okazion ivez e Lannuon, bet lakaet ober gant un tieg lorc&rsquo;hus bennak, hag aet ganta\u00f1 ar stal da benn ar c&rsquo;hoc&rsquo;hu, a-raok m&rsquo;en doa bet ar c&rsquo;hras da loja\u00f1 e ganastell nevez en e di, ur pezh meubl kaer eo bepred, tremenet dre bemp rummad ha baleet bro da heul pemp perc&rsquo;henn.<\/p>\n<p>A-raok diloja\u00f1 e oa benniget an ti met hep banvez ebet. P&rsquo;edo annezet an dud hag ar meubl e oa ret, hervez ar c&rsquo;hiz, ober \u00ab friko an ti nevez \u00bb, ur frejo\u00f9 all ouzhpenn. Pedet &lsquo;oa ar familh nesa\u00f1 eus an daou du, an amezeien o doa roet un taol-skoaz evit ar charreo\u00f9, an artizaned o doa labouret war an ti gant an embregour, hag ivez ar vicherourien a laboure en ti war ar bloaz : kemener ha kemenerez, gwiader, karrer, marichal, fornier hag all. Rannet &lsquo;oa &lsquo;n dud etre an div gambr ; en hini vihan ar gerent hag ar veleien, ha setu gwreg ar gwiader, Chan Salaun, o &lsquo;n em vounta\u00f1 en o zouez, ur bladenn brein gant an ourgouilh &lsquo;oa homa\u00f1, goude e veze o konta\u00f1 d&rsquo;an dud :<\/p>\n<p>\u00ab Ya, me &lsquo;zo erru mat e Roperz-Huon. Me &lsquo;oa graet din mont gant ar familh er gambr vihan, skoaz-ouzh-skoaz gant ar person hag a-fas d&rsquo;ar c&rsquo;hure. \u00bb<\/p>\n<p>Chomet eo bet se evel un dro-lavar e Tonkedeg : skoaz-ouzh-skoaz gant ar person hag a-fas d&rsquo;ar c&rsquo;hure, da lavaret eo er plas a enor, pe er penn uhela\u00f1\u2026<\/p>\n<p>Ar vugale a oa lorc&rsquo;h enne gant an ti nevez hag ur bern tammo\u00f9 koad bihan, pen- nado\u00f9 lato\u00f9, atredo\u00f9 mein-glas a oa chomet gante da c&rsquo;hoari.<\/p>\n<p>Kaset e oa bet an atredo\u00f9 mein ha sklent war an hento\u00f9 da zarempredi\u00f1 an douar, ha peogwir e veze an holl vugale diarc&rsquo;hen en ha\u00f1v, e tape tomm o zreidigo\u00f9 paour o vale dre ar sklent lemm hag ar meinigo\u00f9 begek. Mamm, an hini vihana\u00f1, a chome da c&rsquo;harmat war-lerc&rsquo;h troc&rsquo;hio\u00f9 o wada\u00f1 war he zreido\u00f9 bihan gwak.<\/p>\n<p>Ne oa ket echu da vatisa\u00f1. Daou vloaz goude e oa savet ur c&rsquo;hra\u00f1j nevez. Nebeutoc&rsquo;h a labour hag a frejo\u00f9 en dro-ma\u00f1 : teir moger hag un doenn, en tu a- raok ne oa moger ebet. Peulio\u00f9 mein &lsquo;oa da souten koadaj an doenn, hag en dro- se ne oa ket friko d&rsquo;ober.<\/p>\n<p>Ar pri a veze kavet war &lsquo;r plas : douar fo\u00f1s-pri &lsquo;oa ul lodenn vat eus Roperz-Huon. Toullet e veze ur c&rsquo;horn er park, ha tennet pri da zegas da gichen al labour, goude, pa veze achu e veze stoufet an toull gant douar met e chome blot an andred-se hag ar vugale a yae da c&rsquo;hoari lammat er poull-pri. Me, eme unan, am eus santet beg ur siminal er Bed All. Me, eme egile, am eus santet kernio\u00f9 saout an diaoul. Me &lsquo;m eus santet beg tour-iliz K\u00ear-Iz\u2026 Heligenta\u00f1 da welout piv an hini a lammje an dona\u00f1\u2026 Goude ez aent da walc&rsquo;hi\u00f1 o zreid da Stank-al-Lostenn.<\/p>\n<p>P&#8217;emaon o komz eus pri\u2026 va zad-kozh o farsal a lavare:<\/p>\n<p>\u00ab Me &lsquo;zo negosiant-pri ha Kabiten al Lannio\u00f9 ! \u00bb<\/p>\n<p>Dont a rae meur a hini da gerc&rsquo;hat pri war e zouar da vatisa\u00f1, pe da lakaat ober plas an ti pe plas al leur-nevez.<\/p>\n<p>E-fed a Lannio\u00f9 e oa seizh pe eizh pezh-douar o tougen an anv \u00ab Lann \u00bb. Ne&rsquo;m eus ket so\u00f1j eus an holl. Setu un aridennad chomet em spered : Lann-Vihan, Lann-Voan, Lann-ar-Roc&rsquo;hello\u00f9, Lann-Gwilh-Bichon-Pella\u00f1, Lann-Gwilh-Bichon-Tosta\u00f1, Lann- Hir, Lanneg-ar-Stank, ar C&rsquo;hozh-Stanko\u00f9, Park-Lann-Losket, hag all.<\/p>\n<p>Unan eus ar vugale a l\u00e2ras un deiz : \u00ab Aze e vije bet tu da sevel ur chapel da Itron- Varia al Lannio\u00f9 ! Ema\u00f1 dija Feunteun al Lostenn aze ! \u00bb<\/p>\n<h2>Spered Tad-Kozh<\/h2>\n<p>Evel ma oa pri e fo\u00f1s an douaro\u00f9 er sitre, e chome an dour da stanka\u00f1. Touflezio\u00f9 don ha poullo\u00f9 a oa a bep tu d&rsquo;an hent. Unan, tost d&rsquo;un atant bihan, hag a apar- chante da&rsquo;m zad-kozh a oa ur poull-eoga\u00f1. Da l\u00e2ret eo ur stank-eogerezh, ma veze laket e-barzh kanab da eoga\u00f1, unan all pe zaou a servije da abeuri\u00f1 al loened. Sellet e oant evel prevez d&rsquo;ar re o doa douar war vord an hent a-ge\u00f1ver d&rsquo;ar poullo\u00f9.<\/p>\n<p>Un deiz, ar P., un den hek anezha\u00f1, a leunias ar poullo\u00f9 d&rsquo;abeuri\u00f1 gant kanab. N&rsquo;en doa ket gwir d&rsquo;en ober peogwir n&rsquo;en doa ket a zouar war an hent-se. Gwilh, an hini a selle evel e dra dezha\u00f1 ar poullo\u00f9-se a zeuas da c&rsquo;houlenn ali va zad-kozh war an afer. Prest e oa da brosedi\u00f1 gant ar P., Tad-Kozh hag a zisplije dezha\u00f1 pell a oa doa- reo\u00f9 ar P.&nbsp; a lavaras d&rsquo;egile :<\/p>\n<p>\u00ab Emaout o vont da sacha\u00f1 ar c&rsquo;harr war da gein ha da gaout frejo\u00f9 hep bout asur da c&rsquo;hounit ha koulskoude eo poent rei\u00f1 ur gentel d&rsquo;ar c&rsquo;hac&rsquo;her-diaes-se, da zeski\u00f1 dezha\u00f1 beva\u00f1. Daoust ha te &lsquo;zo chomet dit louzo\u00f9-patatez c&rsquo;hoazh er park ?<\/p>\n<ul>\n<li>Ya, eme Wilh. Ne&rsquo;m eus charreet tamm ebet c&rsquo;hoazh. Emaint a-vernio\u00f9 bihan prest da<\/li>\n<li>Ma, sell, charre neuze da louzo\u00f9-patatez, hag e-lec&rsquo;h kas anezho da vreina\u00f1 gant teil tomm, diskarg anezho war kanab ar ha moustr anezho gwella\u00f1 ma c&rsquo;halli. Pa&rsquo;z erruo da welout hag eok a-walc&rsquo;h a vo e ganab, e kavo anezho &lsquo;n ur stad prop. N&rsquo;en devo netra da l\u00e2ret, &lsquo;oa ket e zroed aze. \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Stad &lsquo;oa e Gwilh ken ma tride hag e\u00f1 raktal da ober ar pezh a l\u00e2re Tad-Kozh. Ar P. en devoa tapet ul lastez o tenna\u00f1 e ganab hanter vrein eus dindan al louzo\u00f9- patatez, e c&rsquo;hellit kredi\u00f1, ne oa ket c&rsquo;hwezh ar roz hag al lavand gant e zilhad, ha ne vije ket bet brav dezha\u00f1 mont da gonta\u00f1 e istor, da lakaat an holl d&rsquo;ober goap outa\u00f1 war ar marc&rsquo;had. Gwilh a lezas e louzo\u00f9-patatez da beurvreina\u00f1 er poullo\u00f9 a zisec&rsquo;he anezho o-unan d&rsquo;an ha\u00f1v ; p&rsquo;edont ska\u00f1vaet e koublas teil tomm ganto evel boaz.<\/p>\n<h2>Ur burzhud e ti va zud-kozh<\/h2>\n<p>Abred e veze lakaet ar vugale el labour gwechall. Labourio\u00f9 diouzh o nerzh hag alies dreist o nerzh. Devezhio\u00f9 an ha\u00f1v &lsquo;oa poanius : ar re yaouank o deus ezhomm da gousket kalz. E-kerzh ar foenn hag an eost e oa ar gwasha\u00f1, ne oa ket a ostilho\u00f9 evel brema\u00f1 ; ar foenn a veze falc&rsquo;het. Da bemzek vloaz e kroge ar baotred da vont da heul ar falc&rsquo;herien. Ar merc&rsquo;hed, bihan ha bras, hag ar re gozh, a veze neuze gant ferc&rsquo;hier-koad o tireza\u00f1, o trei\u00f1, o vernia\u00f1 ar foenn dre ma sec&rsquo;he, ha se meur a wech, a-benn e lakaat e stad da veza\u00f1 charreet, berniet pe berchennet pe savet war ar soliero\u00f9-foenn.<\/p>\n<p>Aze, war ar soliero\u00f9-se, e veze tapet tomm o koucha\u00f1 hag o koucha\u00f1 start, evit gal- lout lakat kalz er solier. Plijadur o deveze ar vugale e-touez ar foenn, met prest da vouga\u00f1 gant an aezhenn frondus a daole ar foenn fresk hag an nebeud a aer a veze er solier, ha paka\u00f1 sifern ha gwaskenn a veze graet alies pa n&rsquo;o deveze ket skiant da&rsquo;n em wiski\u00f1 pa ziskennent.<\/p>\n<p>An eost a veze troc&rsquo;het holl gant filzier hag abred ez ae ar vugale da droc&rsquo;ha\u00f1 ed. Ne veze ket goulennet digante heuilh an dud en oad evel-just. Ar pezh a raent a raent, met arabat e veze moc&rsquo;ha\u00f1 al labour, arabat ober stlabez na troc&rsquo;ha\u00f1 re uhel.<\/p>\n<p>Amari\u00f1 ar fagodenn ne oa ket un hunvre kennebeut ; ret &lsquo;oa gouzout ober kevreo\u00f9, ha ret sacha\u00f1 war ar c&rsquo;hevre da starda\u00f1 ar fagodenn pe e veze divouzellennet a- raok ma veze erru war al leur.<\/p>\n<p>Savadelli\u00f1 &lsquo;oa un Arz gant un A bras. Ma ne veze ket plaset mat ar fagodenno\u00f9, ur barr-avel &lsquo;oa a-walc&rsquo;h evit o diskar ha ret e oa d&rsquo;ar savadell bout sonn evit chom hep kemer dour, ha ma veze re sonn &lsquo;oa riskl dezhi kouezha\u00f1 ; ur muzul &lsquo;oa, hag etre re ha re nebeut ema\u00f1 ar muzul just, hervez ar c&rsquo;hrennlavar, met ar muzul just eo diaesa\u00f1 tra &lsquo;zo da dapout.<\/p>\n<p>Pa veze charreet an eost war al leur e veze graet goustello\u00f9 : ur c&rsquo;houstell gerc&rsquo;h, ur c&rsquo;houstell winizh, ur c&rsquo;houstell heiz. Ma veze bras ar menaj e veze kalz a c&rsquo;hous- tello\u00f9 rak ne c&rsquo;helle ket bout re vras pep hini, ha ma veze daou pe dri seurt gwi- nizh e veze ur c&rsquo;houstell evit pep seurt, kuit a veskailhez. Memes tra evit ar c&rsquo;herc&rsquo;h, eus an heiz e oa daou seurt ivez gwechall, evit ar segal ne&rsquo;m eus anave- zet nemet ur seurt.<\/p>\n<p>Neuze &lsquo;oa labour d&rsquo;ar vugale war ar goustello\u00f9, o tostaat d&rsquo;an hini a veze o c&rsquo;hous- telli\u00f1. Unan, ur gwaz, a veze war ar c&rsquo;harr o tarbar, unan all o kemer ar fagod war ar c&rsquo;houstell, ar vugale &lsquo;oa o labour tostaat ar fagod d&rsquo;an hini a veze o c&rsquo;houstel- li\u00f1. Ur vicher dilikat a-walc&rsquo;h : arabat mont re dost d&rsquo;ar bord, gant doan terri\u00f1 e c&rsquo;ho\u00fbg, arabat teurel ar fagodenn d&rsquo;ar bernier war e benn \u2014 war benn e c&rsquo;hlin e veze \u2014, arabat teurel ar fagod war ar penn fall \u2014 an dreu\u00f1chenn a veze dalc&rsquo;hmat en tu diavaez. Ma veze primoc&rsquo;h an darbarer eget ar bernier &lsquo;n em gave strobet ar re a veze o tostaat, neuze e veze lakaet un toullad fagodenno\u00f9 e-kreiz ar bern, rak arabat &lsquo;oa e vije kleuz kreiz ar c&rsquo;houstell pe e kemerje dour.<\/p>\n<p>Ma, setu ur bloavezh, &lsquo;oa an div vihana\u00f1 e ti va zud-kozh \u2014 Janig ha Soazig \u2014 o tos- taat war ar c&rsquo;houstell. Erru pell an noz, skuizh-divi an div grennardenn ma oa manet unan anezhe kousket war ar bern da c&rsquo;hortoz ur garg d&rsquo;erruout, pell &lsquo;oa ar park emicha\u00f1s. Ret &lsquo;oa bet sikour anezhi da ziskenn. Reut e oa aet hec&rsquo;h izili, pe ma n&rsquo;edont ket reut, dinerzhet-tre, ma oa ret dougen anezhi d&rsquo;he gwele, seizet oa\u2026 ha seizet &lsquo;oa chomet ur c&rsquo;hostez, brec&rsquo;h ha gar, dezhi e-pad mizio\u00f9 ha mizio\u00f9. Petra &lsquo;oa c&rsquo;hoarvezet ? Ar polio marteze ! Ar vedisined ne ouient ket.<\/p>\n<p>Evel-just ar paourkaezh Janig ne c&rsquo;helle ket mont d&rsquo;ar skol. Savet e veze ha dega- set &lsquo;tal an tan pe er-maez, pa veze brav, war ur skabell harp he c&rsquo;hein e moger an ti.<\/p>\n<p>Un devezh goude koan &lsquo;oa c&rsquo;hoazh e-tal an tan, gant ar re all oc&rsquo;h ober un dom- madenn, pa oa deut an eur da lavarout ar pedenno\u00f9 a-raok mont da gousket, e lava- ras d&rsquo;he c&rsquo;hoar vras : \u00ab Lak ac&rsquo;hanon war benno\u00f9 va daoulin, emezi, ha lavar ur bedenn da Santez Anna evit goulenn ar yec&rsquo;hed din. \u00bb<\/p>\n<p>Ar c&rsquo;hoar vras, tener he c&rsquo;halon, a reas ar pezh a l\u00e2re he c&rsquo;hoar vihan, hag an holl da bedi\u00f1 a greiz o c&rsquo;halon. Janig, a-greiz ar bedenn, a leuskas ur griadenn, met ur griadenn a joa !<\/p>\n<p>\u00ab O ! emezi. Me &lsquo;sant un dommderenn o tont em gar, hag em brec&rsquo;h ! \u00bb<\/p>\n<p>Ha hi o sevel hec&rsquo;h-unan hag o kregi\u00f1 da vale evel pep den. Yac&rsquo;h e oa ! an holl a grogas da ouela\u00f1 gant ar joa, ha da drugarekaat Santez Anna Vinniget evit ar bur- zhud.<\/p>\n<p>An deiz war-lerc&rsquo;h ar beure, e oa savet abred Janig, hast ganti, ha hast gant he zud ivez, da welout ha gwirion &lsquo;oa ar burzhud. Ya, bale &lsquo;rae, ha zoken da\u00f1sal gant ar joa\u2026 Yann ar Rouz, an devezhour, pa&rsquo;z erruas d&rsquo;e zijuni\u00f1, a vanas batet o welout&nbsp; an hini vihan war ar bale ken abred-se ha yac&rsquo;h-pesk hag akuit.<\/p>\n<p>\u00ab Sell, Yann ar Rouz ! emezi. Me a vale evel ar re all ! Santez Anna he deus pareet ac&rsquo;hanon.<\/p>\n<ul>\n<li>Ya, Yann, eme va zad-kozh. Ama\u00f1 ne vo ket labouret Gallout a rez ober &lsquo;vel a gari, pe distrei\u00f1 d&rsquo;ar g\u00ear ma&rsquo;z eus labour dit, pe chom ama\u00f1 d&rsquo;ober ur bitrak bennak. Me &lsquo;zo o vont da staga\u00f1 war ar wetur bremaik pa vo bouetaet al loened, hag ez aimp, Visanta ha me, gant Janig da Santez Anna Prad da drugarekaat Santez Anna evit ar burzhud-ma\u00f1, ha da gas dezhi ur prof.<\/li>\n<li>Hema\u00f1, eme Yann, zo un devezh re gaer da labourat. Distrei\u00f1 a ran d&rsquo;ar g\u00ear da gonta\u00f1 da&rsquo;m gwreg ha da&rsquo;m bugale. \u00bb&nbsp;<\/li>\n<\/ul>\n<p>Diwezhatoc&rsquo;h, pa oa aet Janig da seurez, he doa divizet kaout an anv \u00ab Anna \u00bb en hec&rsquo;h anv-seurez : M\u00e8re Sainte Anne de J\u00e9sus &lsquo;oa lakaet dezhi. Marvet eo da dri bloaz ha tregont ha douaret e Pleneved-Yugon e-lec&rsquo;h ma oa superiorez. Barzhez e oa ha kalz a varzhonego\u00f9 kaer he deus skrivet hag ivez ur c&rsquo;hantik e brezhoneg en enor da Sant-Matilin-Monkontour, pezhio\u00f9-c&rsquo;hoari ha kanaouenno\u00f9 evit ar skolio\u00f9, mojenn sant Matilin lakaet e gwerzenno\u00f9, ha me &lsquo;oar\u2026<\/p>\n<p>Speredek-tre e oa. Bez&rsquo; he doa bet a-berzh-stad ar <em>Palmes Acad\u00e9miques. <\/em>Ouzhpenn ar garg a vestrez-skol hag a superiorez, &lsquo;oa ivez anvet da guzulierez e kouent Bronn. Bresk e oa he yec&rsquo;hed, graet ganti ar purezi pa oa c&rsquo;hoazh danvez-leanez. Koustet e oa bet, emezi, he fouez a aour d&rsquo;ar gouent. Met gouzout a rae ar gouent petore talvoudegezh &lsquo;oa enni, ha ne veze ket sellet berr evit ober war he zro hag astenn dezhi he buhez. Noz derc&rsquo;hent Gouel-Yann e oa marvet hec&rsquo;h-unan-penn en he c&rsquo;hambr, taolet ganti he gwad. Se &lsquo;oa e 1901.<\/p>\n<p>Pa oa erruet ar c&rsquo;helo\u00f9 e Roperz-Huon e oa va zad-kozh o vernia\u00f1 foenn e Park- Penn-an-Ti, semplet &lsquo;oa, pladet war e vern foenn, gant ar glac&rsquo;har. Honnezh &lsquo;oa e vuia\u00f1-karet, ha kollet ganta\u00f1 dija ur verc&rsquo;h all daou pe dri bloaz a-raok, d&rsquo;ar memes oad a dri bloaz ha tregont, homa\u00f1 o lezel daou vugel yaouank war he lerc&rsquo;h.<\/p>\n<p>Poanius eo d&rsquo;ar gerent gwelout o bugale o vervel a-raok dezho. Setu aet pemp bugel hag e bried a-raok dezha\u00f1 d&rsquo;ar vered. Tad-Kozh, hag a oa dija skuizh e galon, a oa bet gwall diskaret gant ar c&rsquo;ha\u00f1v-ma\u00f1. Triwec&rsquo;h miz goude e varve.<\/p>\n<p>Mamm ivez &lsquo;oa glac&rsquo;haret he c&rsquo;halon gant marv he c&rsquo;hoar. Ne oa ken nemet daou vloaz etreze o-div hag an hini &lsquo;oa a-raok dezho &lsquo;oa ur paotr, ar merc&rsquo;hed all &lsquo;oa koshoc&rsquo;h. O-div eta, &lsquo;n em ziduent o c&rsquo;hoari &lsquo;pad o bugaleaj. Daoust ma oant dis- he\u00f1vel an eil diouzh eben. Fur ha sioul ha devot e oa bet Janig a-viskoazh. Mamm, evel ar peurvuia\u00f1 eus ar vugale a gare c&rsquo;hoari, redek, lammat, krapat hag ober a bep seurt boutiko\u00f9.<\/p>\n<p>Ur wech &lsquo;oant o-div o vesa ar Prad-Sec&rsquo;h \u2014 ar pezh-douar-ma\u00f1 &lsquo;oa un hanter ane- zha\u00f1 prad, an hanter all douar-labour. Er bloaz-se e oa heiz er park, heiz troc&rsquo;het ha pempennet. D&rsquo;ober &lsquo;oa diwall ar saout da zont da freuzi\u00f1 ar pempenno\u00f9.<\/p>\n<p>Janig, e-lec&rsquo;h mont da c&rsquo;hoari koach-koukoug gant he c&rsquo;hoar vihan, a oa souchet ouzh ur bempenn heiz, da lavarout he chapeled \u2014 pe daou pe dri. Mamm ne oa ket he fenn gant chapeledo\u00f9, fellout a rae dezhi c&rsquo;hoari, hag evit diloja\u00f1 Janig eus tal ar bempenn ha hi da bisat en he botez-koad, da grapat sioul war ar bempenn ha da zis- karga\u00f1 he botezad dour e kerc&rsquo;henn Janig\u2026 o so\u00f1jal e teuje d&rsquo;ar red war he lerc&rsquo;h. Ac&rsquo;hanta nann, ne reas van ebet, nemet ur hej d&rsquo;he divskoaz hag ur mousc&rsquo;hoarzh.<\/p>\n<p>Mamm &lsquo;oa bet ken anoazet ma&rsquo;n em lakaas da ouela\u00f1, o welout pegen fur &lsquo;oa he c&rsquo;hoar ha pegen drouk &lsquo;oa-hi hec&rsquo;h-unan. Nag a wech he deus kontet Mamm din an dro-se !\u2026&nbsp;<\/p>\n<h2>Tad-Kozh hag e vab<\/h2>\n<p>Diwar un dek bugel ganet da&rsquo;m zud-kozh, ne oa nemet daou baotr. Unan anezho &lsquo;oa bet marvet en bihan-bihan : Rollig. Egile, an eizhvet, Jean-Marie evel e dad. Evel ma ne oa nemeta\u00f1 a baotred, e veze graet \u00ab ar Paotr \u00bb anezha\u00f1 er g\u00ear. Ha Paotr Cha\u00f1-Mai gant an amezeien hag ar gerent.<\/p>\n<p>Ur paotr speredek &lsquo;oa anezha\u00f1, tavedek pa oa yaouank, sirius ha labourer. Goude an tamm skol tapet ganta\u00f1 e bourk Tonkedeg, &lsquo;oa bet kaset d&rsquo;ar golaj da Lannuon en hanterba\u00f1sion. D&rsquo;ar Yaou, e-skeud mont da ober marc&rsquo;had Lannuon \u2014 teir lev hanter \u2014 e veze kaset dezha\u00f1 boued ha dilhad fresk ; bara, amann, kig-sall, pata- tez, ur vi bennak. Ne oa ket druz an hanterba\u00f1sion. Evel ma vez l\u00e2ret, e-lec&rsquo;h ma zo div ba\u00f1sion, &lsquo;z eus unan aotrou hag unan all fall-daonet. O fatatez, na kriz na poazh a-wecho\u00f9, ar soubenn, al lampriked o neui\u00f1 war c&rsquo;horre, blaz an houarn warni, \u00ab soubenn ar c&rsquo;hrog \u00bb evel ma lavare an dud. Ya, o zamm kig-sall a veze plan- tet er potouarn bras gant ur c&rsquo;hrog houarn e pep tailhenn hag anv ar pa\u00f1sioner war ar c&rsquo;hrog. An itron a oa karget da zegemer tud ar vugale, p&rsquo;erruent da zegas o four- veza\u00f1so\u00f9 dezhe, a oa, hervez, ur plac&rsquo;h kaoze\u00fcs, pilat a rae he geno\u00f9, met e galleg ! ha Mamm-Gozh, ma komprene meur a c&rsquo;her galleg, ne oa ket gouest da respont an itron-ma\u00f1 ha na ouie ger brezhoneg ebet. Hast he deveze Mamm-Gozh da zistrei\u00f1, c&rsquo;hoant ganti lavarout d&rsquo;an itron &lsquo;oa preset, met ne oa ket gouest, ha ne gave netra evit troc&rsquo;ha\u00f1 he c&rsquo;haoz d&rsquo;ar varbilh a itron nemet : \u00ab \u00c0 dimain, midame ! \u00bb<\/p>\n<p>D&rsquo;echui\u00f1 ar bloavezh-skol e veze roet prizio\u00f9 d&rsquo;ar skolidi, gant ul lid a-zoare ; penno\u00f9-bras k\u00ear e penn a-raok ha me &lsquo;oar. Bo ! deut an deiz &lsquo;oa aet Tad-Kozh da gerc&rsquo;hat e vab da welout ar prizio\u00f9 gant ar wetur evel-just da zougen e dammo\u00f9 trao\u00f9 hag e zilhad-gwele.<\/p>\n<p>Mamm-Gozh &lsquo;oa chomet er g\u00ear. D&rsquo;ober netra mont d&rsquo;ur gouel gallek pa ne veize netra, koulz l\u00e2ret, e galleg ? Ma, oc&rsquo;h ober krampouezh e oa bepred pa oa degoue- zhet ar wetur er porzh, ha Tad-Kozh en ti gant ur bakadenn bennak.<\/p>\n<p>\u00ab Ac&rsquo;hanta, eme Mamm-Gozh, penaos eo bet kont ? Bet &lsquo;n eus ar Paotr un dra bennak ?<\/p>\n<ul>\n<li>Ro peoc&rsquo;h din, emeza\u00f1, koll amzer ha koll arc&rsquo;hant. Gwell e vije bet e lakaet el labour,<\/li>\n<li>Ma, ivez, paourkaezh Paotr ! &lsquo;c&rsquo;h eus ket krozet dezha\u00f1 memes tra ? Yaouank eo c&rsquo;hoazh, hag abaf\u2026 met perak ne zeu ket en ti ?<\/li>\n<li>Emaout o vont da welout perak\u2026 \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Dres &lsquo;oa ar Paotr o tont war an treuzo\u00f9 gant e vec&rsquo;h a levrio\u00f9-priz.<\/p>\n<p>\u00ab Poezon ! eme Mamm-Gozh d&rsquo;he gwaz, hag e oas o lakaat trubuilh din, ken &lsquo;m eus lezet va c&rsquo;hrampouezhenn da suilha\u00f1.<\/p>\n<ul>\n<li>Ret &lsquo;oa din gwelout petore penn a rajes ma vije degouezhet ganta\u00f1 ober<\/li>\n<li>E vije bet va mab memes tra ! \u00bb&nbsp;<\/li>\n<\/ul>\n<p>Ya, gwir eo an dra-ma\u00f1, ar prizio\u00f9 kenta\u00f1 en e glas &lsquo;oa deut holl ganta\u00f1 ha nous- pet ha pet gwech e oa bet kurunet, ma selle aotrounez k\u00ear gant avi \u2014 ha fae mar- teze \u2014 ouzh ar peizant bihan-se na oa nemet hanterba\u00f1sioner.<\/p>\n<p>Met Tad-Kozh &lsquo;oa un torkad lorc&rsquo;h enna\u00f1 gant e vab. Ha kaset e oa adarre er bloaz war-lerc&rsquo;h. An dro-se, avat, &lsquo;oa bet kemm. E skolaerien a lavare &lsquo;oa barrek da heuilh ur c&rsquo;hlas uheloc&rsquo;h, da lavarout eo tremen dreist ur c&rsquo;hlas. Met daoust pegen speredek &lsquo;oa ar paotr ha pegen poanier, se &lsquo;oa goulenn re diganta\u00f1. Heuilhet en doa, met ne oa ket ar c&rsquo;henta\u00f1 partout, ha kentoc&rsquo;h evit tremen gant un nebeudig prizio\u00f9 e oa deut d&rsquo;ar g\u00ear a-raok fin ar skol.<\/p>\n<p>Deskamant vrav en doa, ha pa oa aet d&rsquo;ober e servij-soudard e oa aet betek beza\u00f1 adjudant. An ofiserien a alie anezha\u00f1 da chom en arme, met Tad-Kozh &lsquo;oa e so\u00f1j lezel ganta\u00f1 Roperz-Huon pa zimezfe, ha graet e oa, abalamour da zerc&rsquo;hel an anv Ollivier. Siwazh, e vab a dlee ivez chom d&rsquo;e dro e plas e dad, a oa chomet e rele- go\u00f9 du-hont &lsquo;n un tu bennak en-dro da Arras e 1915. Va faeron e oa, ha dek vloaz am boa pa oa marvet.<\/p>\n<p>Echu &lsquo;oa d&rsquo;an Oliered e Roperz-Huon, peogwir ar vugale all &lsquo;oa merc&rsquo;hed, hag an hini &lsquo;oa chomet e plas he zad &lsquo;zo bet chomet divugel. An estren &lsquo;zo brema\u00f1 war douaro\u00f9 ha lojeiz o deus bevet ha lojet nouspet rummad Oliered. Ar vuhez eo. Evel ma lavare din va zad : \u00ab An douar, plac&rsquo;h bihan, ne che\u00f1ch ket plas, met che\u00f1ch perc&rsquo;henn a ra. Gouel-Mikael hag an Ankou a ra kalz a che\u00f1chama\u00f1cho\u00f9. \u00bb<\/p>\n<p>Abaoe ma n&rsquo;eus mui den eus ar familh e Roperz-Huon, n&rsquo;on ket bet e-barzh. Dija ar wech diwezha\u00f1, ne gaven ket va c&rsquo;hont. Diskaret e oa kalz gwez en-dro d&rsquo;ar porzh ha d&rsquo;al leur, razhet kleuzio\u00f9, freuzet skaliero\u00f9 ha toullo\u00f9-kirri. Krapet &lsquo;m boa, p&rsquo;edon krennardenn, war ar memes gwez per ha koper ma krape Mamm warne pa oa yaouank. Ha gouzout a raen holl anvio\u00f9 ar parko\u00f9.<\/p>\n<h2>Tad-Kozh hag e vugale<\/h2>\n<p>Tad-kozh ne c&rsquo;hoarie ket gant e vugale evel ma ra an tado\u00f9 yaouank hiziv an deiz. Kana\u00f1 ha konta\u00f1 koazio\u00f9 a rae bemnoz d&rsquo;ar goa\u00f1v, goude ar gentel katekiz, ha krennlavario\u00f9 a lezas war e lerc&rsquo;h sof-kont, e brezhoneg evel-just. E galleg ne&rsquo;m eus klevet nemet unan gant Mamm, met fentus eo :<\/p>\n<p><em>Vent du nord-ouest et belle putain (digarezit) Ne sont jamais de bon matin.<\/em><\/p>\n<p>Mamm &lsquo;veze sav-taol ur c&rsquo;hrennlavar bennak ganti. Ha bep tro e lavare : \u00ab Proverb ma zad, Doue d&rsquo;e bardono ! \u00bb Da bell goude he marv, e oa bet deut so\u00f1j din ober ur roll anezho \u2014 ar pezh &lsquo;oa chomet em memor \u2014 en-dro da seizh-ugent em boa kavet.<\/p>\n<p>Tad-Kozh ma ne c&rsquo;hoarie ket gant e vugale, a gomprene mat eo ret d&rsquo;ar vugale c&rsquo;hoari, ha lezet e vezent da itrika\u00f1 c&rsquo;hoario\u00f9 evel ma plije gante. Ar peurliesa\u00f1&nbsp;er-maez, er parko\u00f9, er prado\u00f9 en ur ziwall ar saout. Pep hini d&rsquo;e dro &lsquo;oa sa\u00f1set da vont d&rsquo;ar saout pa c&rsquo;hoantaent mont da laerezh. Met tro ar memes hini &lsquo;veze bep tro : mab an devezhour, \u00ab Paotr Yann \u00bb, Louis-Marie gouez d&rsquo;e vamm, a veze e dro da vont d&rsquo;ar saout aliesoc&rsquo;h eget ar re all, rak mil boan en dije da gaout kroz ha da veza\u00f1 harzet da zont da c&rsquo;hoari da Roperz-Huon. Kant paz diouzh ar g\u00ear ne oa ken. Ha pa veze koulz ar pred e vamm a c&rsquo;halve anezha\u00f1 diwar an treuzo\u00f9 :<\/p>\n<p>\u00ab Louis-Marie ! \u00bb \u00ab Ya ! \u00bb eme ar paotr. Bugale Roperz-Huon o dije fent o klevout e vamm o huchal a-bouez he fenn : Louis-Marie, int ne raent outa\u00f1 anv all ebet nemet Paotr Yann.<\/p>\n<p>Jentil e oa, hervez, prest d&rsquo;ober plijadur d&rsquo;ar re vihan. Pet gwech, eme Mamm, an hini vihana\u00f1 eus ar vandenn &lsquo;oa bet douget gant Paotr Yann da dreuzi\u00f1 an dour, ar fank, ar vein hag ar sklent lemm war an hent, ken gloazus d&rsquo;he zreido\u00f9 bihan diarc&rsquo;hen. Ha petore c&rsquo;hoario\u00f9 &lsquo;veze gant ar vugale ? Koach-koukoug sur, c&rsquo;hoari redek. Etre ar Prad-Sec&rsquo;h ha Prad-Ewan-Gouzigo\u00f9 e oa ur c&rsquo;hae gwern ha haleg. Ac&rsquo;hane e veze troc&rsquo;het branko\u00f9 a bep ment, hag evit a bep seurt c&rsquo;hoario\u00f9.<\/p>\n<p>Ar peurliesa\u00f1 e veze graet prosesiono\u00f9, tailhet ur bod haleg, faoutet ur penn ane- zha\u00f1, bountet ur bod e-barzh ar faout d&rsquo;ober ur groaz : kroaz ar brosesion. Bodo\u00f9 all deliaouet-stank a veze ar bannielo\u00f9, ar paotr a rae ar person er penn a-raok, Paotr Yann ar c&rsquo;hure ha tammo\u00f9 latin en-dro, marteze e vanke un dra bennak d&rsquo;ar bommo\u00f9 latin da veza\u00f1 kanonek avat ! Ar merc&rsquo;hed bihan war-lerc&rsquo;h a gane ivez rapronobis ! Bugale all eus ar bourk hag o doa o zud ul lodenn douar e-touez re Tad- Kozh a&rsquo;n em gave eno ivez gant o saout ha prosesiono\u00f9 en-dro\u2026<\/p>\n<p>Pa skuizhent o tougen kroaz ha banniel \u2014 ar vugale &lsquo;zo valigant \u2014 e veze graet kezeg gant ar boto\u00f9-koad, ha neuze e veze graet redadego\u00f9-kezeg sa\u00f1set, a-c&rsquo;haoliad war ar bod, un tamm gwialenn da foeta\u00f1 ar marc&rsquo;h pe ar gazeg, ha kaniri adarre.<\/p>\n<p><em>&lsquo;Vit ar bloaz &lsquo;vo ket a fin<\/em><\/p>\n<p><em>D&rsquo;ar foario\u00f9 bras e Gwerliskin, Ar c&rsquo;hezeg a zaoulampe<\/em><\/p>\n<p><em>O tont d&rsquo;ar g\u00ear ac&rsquo;hane.<\/em><\/p>\n<p><em>Ha hei, Moji ! ha hei, Fannig (n&rsquo;eo ket hini Izidor !).<\/em><\/p>\n<p>Bernio\u00f9 traezh a veze kerc&rsquo;het eus Lokmikael d&rsquo;ober maldraezhenno\u00f9 er parko\u00f9, da lavarout eo, da veska\u00f1 gant douar ha mailho\u00f9 dastumet diwar an hento\u00f9 gleb ha delio\u00f9 eus tro ar c&rsquo;hleuzio\u00f9. Aze, en-dro d&rsquo;ar bernio\u00f9 traezh, e veze ko\u00f1vers bras gant ar vugale. Dibabet ar c&rsquo;hregin d&rsquo;ober pezhio\u00f9-moneiz, ur c&rsquo;hozh bala\u00f1so\u00f9 bihan, deut eus Doue &lsquo;oar pelec&rsquo;h, a veze gante o poueza\u00f1 ar varc&rsquo;hadourezh. Staget ouzh ur vazh koad, dalc&rsquo;het gant div vazh all, unan e pep penn ha plantet en douar. Neuze &lsquo;veze prenerien hag ur gwerzher. An traezh a zeue da veza\u00f1 : holen, pe sukr, pe rousin pe ne oar den petra. Ne oa ket ezhomm a baper da baka\u00f1 ar varc&rsquo;hadourezh, o zammig mouchouer-godell a serviie, pe delio\u00f9 kaol pe delio\u00f9 kistin ma veze kavet war-dro.&nbsp;<\/p>\n<p>Un deiz o doa graet un interamant. Marvet &lsquo;oa ur bolez wenn, unan goant, hag itri- ket o doa ar vugale ober ganti un interamant solanel, picho\u00f1s !<\/p>\n<p>Tapet o doa ar c&rsquo;hravazh vihan da sila\u00f1 laezh d&rsquo;ober ar brankard, graet ur groaz koad, graet bokedo\u00f9-fleur ha kaset gant lid bras ar bolezig da Jardin-ar-Pu\u00f1s e-lec&rsquo;h ma oa prest ar poull-bez ! Kanet evel ma ouient ofis an anaon ganti, ur sku- dellad dour eus laouer &lsquo;tal ar pu\u00f1s &lsquo;oa sa\u00f1set dour benniget ha douaret gant dou- ja\u00f1s al labousig koant, plantet beuz war he bez. Sioul ha sirius evel m&rsquo;eo dereat en ur seurt degouezh e oa bet interamant ar bolez wenn !<\/p>\n<p>Ne veze krozet morse d&rsquo;ar vugale, ne vern pegement a goad a zrailhent, nag a draezh a stlabezent, war goust o zud e oa mat se, met arabat avat mont war goust an dud all.<\/p>\n<p>D&rsquo;an nevezamzer, ar baotred a rae un tamm tro d&rsquo;ar Sul d&rsquo;abardaez da neizhiata. Va zad \u2014 an hini a dlee bout un deiz va zad \u2014 hag a oa damoad gant an daou all &lsquo;m eus meneget, hag amezeg dezho, a dape mont da heul a-wecho\u00f9.<\/p>\n<p>Aet e oa un devezh an tri c&rsquo;ha\u00f1fard da gostez Kerriwalen da neizhiata, hag o tis- trei\u00f1, ar Paotr Yann hag a oa fuketer, a welas ur yar war un neizh e sol ur c&rsquo;hleuz distok-mat eus lojeiz he ferc&rsquo;henn. Se &lsquo;erru meur a wech d&rsquo;ar yer da chom da c&rsquo;ho- ri\u00f1 er-maez pa vez dous an amzer. Un neizhiad mat a vio\u00f9 &lsquo;oa dindani, hag ar Paotr Yann da astenn e vouchouer-godell ha da ambarki\u00f1 ar vio\u00f9, an daou all &lsquo;oa nec&rsquo;het, arabat e vije bet da hini anezho erruout er g\u00ear gant vio\u00f9 yer, tapet o dije fest ar vazh, rak ma oa va zad-kozh onesta\u00f1 den a daole troad war douar, va zad-kozh all &lsquo;oa par dezha\u00f1, hag ouzhpenn se oa ket berr da gefesta\u00f1 e baotred !<\/p>\n<p>Met ar Paotr ne oa ket bet &lsquo;vit mirout da gonta\u00f1 an dro dirak Tad-Kozh, hag adalek an deiz-se &lsquo;oa echu dezha\u00f1 da vont da neizhiata da heul ar Paotr Yann :<\/p>\n<p>\u00ab Pig pe vran a gan, eme Tad-Kozh. Hini pe hini en deus gwelet ac&rsquo;hanoc&rsquo;h ha sed aze ur vrud tapet ganeoc&rsquo;h, ha gouezet penaos ur vrud tapet &lsquo;zo gwashoc&rsquo;h eget ur si koachet.<\/p>\n<ul>\n<li>Ne oa den war-dro, n&rsquo;omp ket bet gwelet !<\/li>\n<li>Ar c&rsquo;harzh he deus divskouarn en diavaez hag en diabarzh. C&rsquo;hwi n&rsquo;hoc&rsquo;h eus gwelet den, met marteze unan bennak &lsquo;n deus ho kwelet. Arabat deoc&rsquo;h mont ken da heul al lapous-se ! \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Ar Paotr Yann avat, ne oa ket bet skandalet. E dud ne oant ket berr da skrapat.<\/p>\n<p>Meur a wech e oa bet c&rsquo;hwipet trao\u00f9 da&rsquo;m zad-kozh gant e zevezhour, met ne l\u00e2re netra. Koll brud vat un devezhour a oa lakat anezha\u00f1 war ar beoz. Den ne roje dezha\u00f1 un devezh labour da c&rsquo;hounit. Ha peogwir, hervez ur c&rsquo;hrennlavar all,<\/p>\n<p><em>Che\u00f1ch a viliner zo che\u00f1ch a laer,<\/em><\/p>\n<p><em>che\u00f1ch devezhour marteze &lsquo;oa memes tra.<\/em><\/p>\n<p>Ur bloavezh bepred, e oa c&rsquo;hoarvezet un taol ganas e Roperz-Huon. O torna\u00f1 ed-du&nbsp;e oa an dud daou pe dri deiz &lsquo;oa. Kalz ed-du a veze hadet, rak an douaro\u00f9 gleb, hag a chome dihad dre ma ne veze ket tu d&rsquo;o arat, a veze hadet ed-du e-barzh d&rsquo;an nevezamzer, fin miz Mae evit ar c&rsquo;hozhenno\u00f9 ha fin miz Mezheven evit an douar war-lerc&rsquo;h trevad. Da noz e veze rozellet an ed-du d&rsquo;ar c&rsquo;hra\u00f1j. Ur bern mat &lsquo;oa dija. Ma, an deiz war-lerc&rsquo;h ar beure, e oa kavet ar moc&rsquo;h war an ed-du, er c&rsquo;hra\u00f1j, graet o lous war ar bern, stlabezet ha debret ar pezh a blije gante.<\/p>\n<p>Unan bennak a oa bet e-kreiz an noz o karga\u00f1 ur sac&rsquo;had pe zaou, pe dri, a c&rsquo;hreun da gas ganta\u00f1, pe gante, ha digoret dorojo\u00f9 krevier ar moc&rsquo;h goude, evit ma vije tamallet tout ar c&rsquo;holl d&rsquo;ar moc&rsquo;h.<\/p>\n<p>Gouzout mat a rae Tad-Kozh doareo\u00f9 e zevezhour, ha neuze ar Paotr Yann a werzhe ar vechenn a-wecho\u00f9 o konta\u00f1 da vugale Roperz-Huon ez ae gant e dud, en noz, da c&rsquo;hwipa\u00f1 boued loened er parko\u00f9, pell-mat zoken diouzh ar g\u00ear.<\/p>\n<p>A-viskoazh ez eus bet laeron, met pa vez start ar vuhez, e vez c&rsquo;hoazh muioc&rsquo;h. N&rsquo;eo ket sur ! an deiz a hiziv eo stank-tre al laero\u00f1sio\u00f9, hag alies eo tud re disour- si da c&rsquo;hoari-las, eo a vez kablus.<\/p>\n<p>Evit darn, hervez, eo ur c&rsquo;hle\u00f1ved, aezet eo se da l\u00e2ret, evel eo aezet d&rsquo;al lonke- rien l\u00e2ret eo se ur c&rsquo;hle\u00f1ved ivez, ha d&rsquo;ar feneanted l\u00e2ret e vezont kla\u00f1v, ha d&rsquo;an dud drouk l\u00e2ret ne vezont ket mestr d&rsquo;o imor. Un afer a youl eo da genta\u00f1, hag un h\u00earezh ivez sur-mat !<\/p>\n<h2>Tad-Kozh hag e seurezed<\/h2>\n<p>\u00ab Gwall ger, eme Tad-Kozh, e koust ober seurezed. Graet em eus div, met mar bez din ober c&rsquo;hoazh, me &lsquo;gred &lsquo;vefe gwelloc&rsquo;h-marc&rsquo;had prena\u00f1 unan \u201cgraet ha&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; tout !\u201d \u00bb<\/p>\n<p>Sede ar pezh a lavare Tad-Kozh goude beza\u00f1 paeet pep a dri bloaz \u00ab neveziadelezh \u00bb da div eus e verc&rsquo;hed. Prenet da bep hini un tro\u00f1sad a-zoare hag a oa bet kalz a frejo\u00f9 ganta\u00f1. Graet &lsquo;oa bet a-ratozh ur pezh lien fin, nezet an neud gant nezere- zed eus ar re vrudeta\u00f1, gwiadet gant gwella\u00f1 gwiader &lsquo;oa er barrez, ur bern lienaj a veze da brienti\u00f1 evit pep hini, a-zousenno\u00f9 : li\u00f1selio\u00f9, hivizo\u00f9, kamizolenno\u00f9-noz, serviedenno\u00f9, frallenno\u00f9 gloan, loereier ha chaosoneier-gloan, dilhad gloan-du fin evit ar Sul, re all evit ar pemdez, boteier-l\u00ear, paiplu, hag all, hag all.<\/p>\n<p>Pa oa deut so\u00f1j d&rsquo;ar verc&rsquo;h hena\u00f1 da vont d&rsquo;ar gouent, ne oa na Tad na Mamm a- du-kaer ganti. Hini anezho ne ouie dre vat petra &lsquo;oa buhez ur seurez. Ar peurvuia\u00f1 eus ar re o doa bet klevet komz outo &lsquo;oa seurezed kloastret distag-tre diouzh ar bed.<\/p>\n<p>Ur bloaz warn-ugent &lsquo;oa dija Anna-Marie pa oa &lsquo;n em santet galvet d&rsquo;ar vuhez reli- jiel. Bet e oa end-eeun o tarempredi\u00f1, pe o veza\u00f1 darempredet gant un den&nbsp;yaouank a-feson eus ar barrez, e-sell dimezi\u00f1. Skoet &lsquo;oa bet ar paotr yaouank-se gant an derzhienn-domm ha marvet prim-ha-prim.<\/p>\n<p>Poaniet-bras e oa bet Anne-Marie, ha setu dres d&rsquo;an ampoent e oa bet goulennet gant un dintin gozh, c&rsquo;hoar d&rsquo;he zad-kozh, da vont d&rsquo;ober war he zro. Kozh-Noe &lsquo;oa an hini gozh, va zintin Mai &lsquo;n Olier &lsquo;oa aet en he bugaleaj pe dost. He fried, Gwilh ar Foll &lsquo;oa ken kozh all ha bugel ebet dezho. Roet &lsquo;oa Anne-Marie d&rsquo;an dintin gozh, rak un dintin heritaj &lsquo;oa ! Pemp miz &lsquo;oa bet, betek marv he zintin e Tregrom er Penker, e korn ar bourk. Ne oa ket bras al labour eno, ha devot evel ma oa, ez ae d&rsquo;an oferenn bep mintin. Dont a rae an aotrounez beleien ivez da di ar Foll kozh aliezik. Ar groaz kaer a zo en iliz Tregrom a oa bet profet gant Gwilh ar Foll. Emicha\u00f1s Anne-Marie he doa diskl\u00eariet d&rsquo;unan eus ar veleien he mennozh da vont d&rsquo;ar gouent, peogwir goude marv he danvez-pried he doa l\u00e2ret : \u00ab Aet eo gant Doue an hini &lsquo;oa lakaet evidon. Brema\u00f1 na so\u00f1jin biken en hini all. Mar plij gant Doue ha va zud e vezin leanez. \u00bb<\/p>\n<p>Met ne ouie ket war betore dor e tlee skei\u00f1. Ar beleg-se en doa kuzuliet anezhi, en doa unan bennak eus e gerent seurez e Louergad \u2014 e Tonkedeg nag e Pl\u00fbned ne oa ger a seurezed a-benn neuze.<\/p>\n<p>Setu e oa aet Mamm-Gozh ganti betek Louergad da gonta\u00f1 o c&rsquo;haoz ha da glevet an doareo\u00f9 hag an divizo\u00f9. Ar paourkaezh mamm-gozh &lsquo;oa bet droukskoueriet gant emzalc&rsquo;h ar seurezed-se, ken oa fourbiet-holl. \u00ab Ar re-se, emezi da Dad-Kozh, &lsquo;oa eno o c&rsquo;hoarzhin hag o choloriat evel tammo\u00f9 strakello\u00f9. Ar re-se avat &lsquo;zo seure- zed drol ! \u00bb<\/p>\n<p>So\u00f1jal &lsquo;rae ar paourkaezh anezhi &lsquo;oa sa\u00f1set ur seurez da veza\u00f1 ken trist ha Doue Pleuveur pa&rsquo;n devoa bet yod ed-du noz e bardon. Sa\u00f1set e oant da veza\u00f1 sirius atav, dic&rsquo;hoarzh, pleget o fenno\u00f9, juntret o daouarn, hag o patera\u00f1 war benno\u00f9 o daou- lin ul lodenn vras eus o amzer, peogwir, ivez, sa\u00f1set, e oant tud a binijenn\u2026<\/p>\n<p>Ma, kaset &lsquo;oa bet Anne-Marie un tri pe bevar miz da Louergad d&rsquo;ar skol, ha da&rsquo;n em voaza\u00f1 diouzh an doare-beva\u00f1 er c&rsquo;houento\u00f9. Arabat e oa mont war-eeun d&rsquo;ar gouent-vamm da Vronn, bete-go\u00fbt e savje keuz dezhi, ha gwelet fall &lsquo;oa ar re a zifroke, da l\u00e2ras an dud. E Louergad e oa er skol ha setu tout. Hag eno &lsquo;oa kroget neuze d&rsquo;ober stamm evit an tro\u00f1sad da fournis. Dalc&rsquo;het he doa start d&rsquo;he men- nozh. Galvet e oa da veza\u00f1 leanez, ha goude he zri bloaz danvez-leanez he doa graet he gouestlo\u00f9 evit dek vloaz. A-raok ma oa echu an tri bloaz &lsquo;oa degaset da Bederneg d&rsquo;ober skol, peogwir he devoa bet he breved a-benn neuze, derc&rsquo;hel a rae bepred da studia\u00f1 da heul ober skol evit kaout ar breved superior hag he C.A.P. D&rsquo;ar vaka\u00f1so\u00f9, e-lec&rsquo;h dont d&rsquo;ar g\u00ear, ez ae d&rsquo;ar gouent-vamm, se &lsquo;zo sklaer, met Pederneg a zo tostik a-walc&rsquo;h ouzh Tonkedeg hag e wele hini pe hini eus he zud ur wech an amzer, ha kaset &lsquo;oa bet he div c&rsquo;hoar yaouank en hanterba\u00f1sion da Bederneg d&rsquo;ar skol. A bep eil avat : re &lsquo;oa paea\u00f1 evit div asambles ha paea\u00f1 bepred&nbsp;an neveziadelezh, goude ma oa Anne-Marie gwisket e seurez ha roet dezhi hec&rsquo;h anv, M\u00e8re St. Lucien.<\/p>\n<p>Dre ma oa muioc&rsquo;h a c&rsquo;houlenno\u00f9 skolaerezed eget a seurezed profezet, e veze degaset d&rsquo;ar parrezio\u00f9 kement hini a oa en oad ha gouest d&rsquo;ober skol. Dek vloaz e oa Mamm pa oa aet he c&rsquo;hoar vras d&rsquo;ar gouent. Daouzek vloaz e oa pa oa dimezet an eil eus ar merc&rsquo;hed : Maivon \u2014 ar bedervet ganet, met an eil eus ar re &lsquo;oa chomet da ren. Friko bras e Roperz-Huon, ken ma lamme ar c&rsquo;hazh er solier, evel ma lavare an dud !<\/p>\n<p>Frejo\u00f9 war frejo\u00f9. N&rsquo;eo ket a-walc&rsquo;h ober friko bras. Pep a damm dilhad o doa ezhomm holl ha se &lsquo;oa nebeut a dra, e-kichen &lsquo;oa sevel menaj d&rsquo;ar priedo\u00f9 nevez. Ar c&rsquo;hleuz a vez graet eus un tu ne chom ket &lsquo;n e sav, hervez ur c&rsquo;hrennlavar. An div familh a oa sa\u00f1set da rei\u00f1 pep hini ar muia\u00f1 ma c&rsquo;helle diouerout diwar e venaj, da sevel menaj d&rsquo;ar re yaouank. N&rsquo;o deveze anezho o-unan netra nemet bolontez&nbsp; o zud. Peogwir ar vugale n&rsquo;o doa pae ebet evit o labour er g\u00ear, ne vern da be oad&nbsp; e timezent. Se &lsquo;oa rekis en amzer-se.<\/p>\n<p>Ur feurm a zaou a gezeg o doa va zud-kozh e Plouared, bet prenet gante e leve hed- buhez. Difeurm &lsquo;oa ar plas, rak ar merer a oa aet e stal da fall ganta\u00f1 ha chomet da zleout tri bloavezh Gouel-Mikael da&rsquo;m zud-kozh. Eno e oa lakaet an dud yaouank hep na lizher na priz-feurm. Paea\u00f1 a rajent p&rsquo;o dije savet o chouk.<\/p>\n<p>Setu ma lavare Tad-Kozh : daou c&rsquo;hant skoed ar bloaz e koust din perc&rsquo;henni\u00f1 Sant- Yann \u2014 anv ar goumanant \u2014 peogwir e\u00f1 a ranke derc&rsquo;hel da baea\u00f1 daou c&rsquo;hant skoed ar bloaz d&rsquo;an itron gozh evel ma oa divizet, hag ouzhpenn paea\u00f1 an tailho\u00f9 ha derc&rsquo;hel al lojeiz e stad-vat, ha se e-pad meur a vloavezh. Mat &lsquo;oa dezha\u00f1, paour- kaezh Tad-Kozh, ma ne rae ket aon al labour dezha\u00f1.<\/p>\n<p>Lavarout a rae ivez : pa oa yaouank ma bugale e tastumen trao\u00f9, ha brema\u00f1 pa int savet, gouest da labourat ha da c&rsquo;hounit bara, ez eont pep hini en e roud ha kalz a frejo\u00f9 din o pourchas pep a stad a-vuhez dezho, ha me, o chom hep sikour em c&rsquo;hozhni.<\/p>\n<p>Janig &lsquo;oa er skol e Pederneg, Mamm e Tonkedeg, Teofil \u2014 ya, Teofil &lsquo;oa ur plac&rsquo;h \u2014 ne oa ket bet tu da gas anezhi d&rsquo;ar skolio\u00f9-pa\u00f1sion, re a ezhomm &lsquo;oa anezhi er g\u00ear, n&rsquo;he doa nemet c&rsquo;hwezek vloaz hanter pa oa dimezet Maivon, daou vugel &lsquo;oa bet marvet etrezi ha Maivon ; ar Paotr er golaj, an div all er skol, servijet mat an Tad- Kozh gant e damm devezhour, un den divalav na oa bet biskoazh gallet fiziout ul loen-kezeg enna\u00f1.<\/p>\n<p>Ha setu Janig d&rsquo;he zro o c&rsquo;houlenn beza\u00f1 aotreet d&rsquo;antren er gouent. Engortoz e oa he zud a gement-se. Tailhet &lsquo;oa a-viskoazh d&rsquo;ober ul leanez, fur, speredek, met nebeut a yec&rsquo;hed hag a nerzh, re boanius e vije bet eviti al labour-douar n&rsquo;eus forzh penaos.&nbsp;<\/p>\n<p>Met ur frejo\u00f9 bras all adarre : an tri bloavezh neveziadelezh pe an amzer-arnod a vije adarre da baea\u00f1 hag an tro\u00f1sad adarre da fournis war e-hed.<\/p>\n<p>Daou seurt leanezed a oa e Bronn, seurezed keur ha seurezed lik, ar rumm-ma\u00f1 ne baeent netra hag an tro\u00f1sad &lsquo;oa ska\u00f1v. Met setu, ar re-ma\u00f1 &lsquo;oa evel mitizhien er c&rsquo;houe\u00f1cho\u00f9, ha va zud-kozh a veze bet gwell ganto debri\u00f1 bara sec&rsquo;h o-unan eget lezel o merc&rsquo;hed da vont da vitizhien, na pa veze d&rsquo;ur gouent. O renk o doa da zerc&rsquo;hel er bed. Sellet e veze d&rsquo;ar c&rsquo;houlz-se eus se.<\/p>\n<p>Nevez a-walc&rsquo;h &lsquo;oa an urzh-se eus leanezed Bronn peogwir Mamm he deus anave- zet an div seurez kenta\u00f1, an div o doa savet an Urzh. Pa oa bet e Profesion \u2014 pe lid ar gouestlo\u00f9 \u2014, he c&rsquo;hoar Janig, he doa gwelet an div gozh-se \u2014 kozh-Noe \u2014 o l\u00e2ret o chapeled &lsquo;n ur vratell e diabarzh al liorzho\u00f9 &lsquo;oa &lsquo;tro ar gouent. Fentus &lsquo;oa o c&rsquo;hlevout hervez, kouezhet en o bugaleaj, ne lavare ket an eil d&rsquo;eben hec&rsquo;h anv- seurez, met dre o anv-badez ez aent an eil d&rsquo;eben ha dre \u00ab te \u00bb, ar pezh n&rsquo;eo ket boaz ar gouent. Div genitervez e oant hag unan anezhe &lsquo;oa Francine Bougeard ma&rsquo;m eus so\u00f1j, hag e lavare eben dezhi :<\/p>\n<p>\u00ab Tu me fais honte, Francine Bougeard.<\/p>\n<ul>\n<li>Allons, eme eben, si tu veux, on va dire notre chapelet ! \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Ar re yaouank ne vez ket ezhomm kalz tra d&rsquo;ober fent dezho hag o doa plijadur gant an div vamm-briolez kozh. Ar c&rsquo;henta\u00f1 seurez lik deut d&rsquo;ar gouent &lsquo;oa ivez o trei\u00f1 ognon da sec&rsquo;ha\u00f1 &lsquo;n ur c&rsquo;horn bennak eus al liorzho\u00f9. Honnezh &lsquo;oa solut he fenn bepred, hervez.<\/p>\n<p>Ur feurm a zalc&rsquo;hent evit kaout ar pep bras eus ar boued war blas. Saout gwenn- ha-du &lsquo;oa er feurm. Ur mevel kozh, charreter, a oa o labourat gant daou a gezeg. Al labourio\u00f9 all &lsquo;veze graet gant ar seurezed lik. Graet e veze ar bara er g\u00ear, ar boteier-l\u00ear zoken, ar sistr a veze graet gant avalo\u00f9 diwar ar feurm, gant pevar c&rsquo;hant &lsquo;avalo\u00f9 &lsquo;veze graet ur varrikenn a zaou c&rsquo;hant litrad. Doursistr sa\u00f1set ne oa ken.<\/p>\n<p>Prim e oa kresket ar gouent. Ur seurt kle\u00f1ved-red a oa kroget er merc&rsquo;hed yaouank en amzerio\u00f9-se, mont a rae kalz da leanezed. Nemet eus parrez Tonkedeg, ha n&rsquo;eo ket bras, e oa asambles er gouent eizh pe nav e kouent Bronn, unan en Ursulinezed<\/p>\n<ul>\n<li>Jeanne-Marie Allain, merc&rsquo;h Gwilh-Jan &lsquo;n Alan eus Maezo\u00f9 &lsquo;C&rsquo;hoad. Div verc&rsquo;h da Bipi Fulup eus Runamb\u00ear : M\u00f4n ha Z\u00e9lie \u2014 div seurez lik \u2014 M\u00f4n &lsquo;oa o koucha\u00f1 ur for- niad vara pa oa aet Mamm e Bronn. Div c&rsquo;hoar da Z\u00e9lie Feutren, skolaerez Tonkedeg, ha Liz Yann ar Rouz, devezhour Tad-Kozh. (Z\u00e9lie &lsquo;ranke bout un anv eus ar c&rsquo;hiz d&rsquo;ar mare-se !) Neuze &lsquo;oa Perrine ar Rouz eus ar Sterven, met homa\u00f1 &lsquo;oa seurez pil-pavez. Er g\u00ear &lsquo;oa gwisket evel an dud all, nemet tamm ficherezh ebet war he Hec&rsquo;h anavezet mat am eus. Mamm a oa degouezhet dezhi en he lodenn douar ur park er Sterven, an \u00ab Ugent-Erv \u00bb &lsquo;oa anv ar park. Hag e feurm &lsquo;oa gant Fa\u00f1ch ar Rouz hag e vugale goude : Perrine, Marguerite ha Franso-Mai.&nbsp;<\/li>\n<\/ul>\n<p>Ama\u00f1 er C&rsquo;houerc&rsquo;had e oa unan bennak ivez e Bronn. Unan bepred eus familh va mamm. En ur familh all, kar da&rsquo;m mamm ivez, &lsquo;oa peder seurez er memes ti, peder c&rsquo;hoar.<\/p>\n<p>Mamm-Gozh he doa un tammig truez ouzh he merc&rsquo;hed o welout anezho o kuitaat ar bed. \u00ab Ba ! a lavare Tad-Kozh, aze bepred n&rsquo;eus ket da\u00f1jer dezhe da veza\u00f1 pilet gant o gwersed !!! \u00bb<\/p>\n<p>Trubuilh &lsquo;oa bet gante memes tra. Janig &lsquo;oa bet pell kla\u00f1v-bras, e-pad hec&rsquo;h amzer arnod, ha panevet an dalvoudegezh &lsquo;oa enni, ne vije ket bet miret. Ur purezi brein he doa graet ha d&rsquo;ar c&rsquo;houlz-se ne oa ket a antibiotiko\u00f9. Chomet e oa gouliet he c&rsquo;hostez dre lec&rsquo;h ma veze tennet dour ha lin-brein dezhi. Pell &lsquo;oa bet war he gwele ha dont a rae dre laer he c&rsquo;hamaradezed d&rsquo;he gwelout. Teir pe beder a oa deut eus Pederneg asambles ganti, hag un deiz &lsquo;oa erruet ar c&rsquo;helo\u00f9 &lsquo;oa marv person Pederneg, an aotrou L&rsquo;H\u00e9v\u00e9der, un aotrou c&rsquo;hwezhet anezha\u00f1 ha na blije ket d&rsquo;ar vugale. Ur marv trumm en doa bet, un taol-gwad, evel ma veze l\u00e2ret d&rsquo;ar c&rsquo;houlz- se. Hag ec&rsquo;h errue unan da&rsquo;n em sila\u00f1 &lsquo;n he c&rsquo;hambr hag a-izelvouezh : \u00ab Marv eo &lsquo;r Rec !\u2026 \u00bb Goude e teue unan all : \u00ab M. L&rsquo;H\u2026 est mort, est mort de maladie. \u00bb Unan all d&rsquo;echui\u00f1 : \u00ab Un quart d&rsquo;heure avant sa mort, il \u00e9tait encore en vie ! \u00bb<\/p>\n<p>Kaer a vez beza\u00f1 danvez-leanez, ar yaouankiz &lsquo;zo yaouankiz ! hag ar mousfent a chom bev dindan an abid burell koulz ha dindan an abid kachmir\u2026<\/p>\n<p>Anne-Marie &lsquo;oa bet tost d&rsquo;ar marv dezhi ivez, skoet spontus gant an derzhienn domm. Bet e oa pell war he gwele etre ar bev hag ar marv. Marvet e oa unan eus seurezed Pederneg end-eeun, M\u00e8re Ste Blandine, hag ur bern pa\u00f1sionerezed a oa chomet kla\u00f1v er gouent. Iskis eo, met ne oa ket bet serret ar skol, evel ma vije bet graet an deiz a hiziv, ha kement a dud kla\u00f1v a oa dre-holl ma na oa ket tu d&rsquo;ar gerent da gemer o bugale gla\u00f1v er g\u00ear. Chom a raent eta er gouent e-pad ar c&rsquo;hle\u00f1ved. Deut e oa div seurez eus Bronn da sikour ober war-dro ar gla\u00f1vourezed. Unan bepred &lsquo;oa M\u00e8re St. Cyr hec&rsquo;h anv. Unan eus ar pa\u00f1sionerezed a felle dezhi kaout M\u00e8re St. Lucien \u2014 va zintin \u2014 war he zro, met M\u00e8re St. Lucien &lsquo;zo kla\u00f1v en he gwele, a veze l\u00e2ret dezhi, M\u00e8re St. Cyr a ray war ho tro, bihan ! \u00ab N&rsquo;eo ket M\u00e8re St. Cyr na M\u00e8re St. Torch a fell din. M\u00e8re St. Lucien &lsquo;n hini a blij din. \u00bb *<\/p>\n<p>Pell e oa bet va zintin-seur o parea\u00f1. Mamm a oa er skol ganti hag e veze l\u00e2ret d&rsquo;ar vugale pedi\u00f1 eviti, ha mont a rae ar re vras betek chapel Loreta pemp kant metrad eus ar bourk da lavaret o chapeled evit goulenn ar pare dezhi.<\/p>\n<p>Tri c&rsquo;hlas &lsquo;oa er skol. Un \u00ab asile \u00bb evit ar re vihan, un doare skol-vamm, met just evit bugale ar bourk. Ar vugale diwar ar maez ne deuent d&rsquo;ar skol nemet p&rsquo;o deveze c&rsquo;hwec&rsquo;h, seizh pe eizh vloaz. Ar re-se a yae war-eeun en eil klas, ha meur a hini&nbsp;n&rsquo;o dije ket ar c&rsquo;hras da vont er c&rsquo;hlas kenta\u00f1 rak ret &lsquo;veze derc&rsquo;hel anezho er g\u00ear da labourat.<\/p>\n<p>An eil klas-se a veze leun-chouk atav, bern-war-vern ar vugale e-barzh, betek tri- ugent hag ouzhpenn a-wecho\u00f9. Bugale Pederneg a dremene holl dre daouarn M\u00e8re St. Lucien eta, koulz ar re a veze tremenet dre an \u00ab asile \u00bb evel ar re a zeue war- eeun eus ar g\u00ear. Skuizhus &lsquo;oa ober skol da gement all a vugale. M\u00e8re Ste Agn\u00e8s a rae ar c&rsquo;hlas bras. M\u00e8re Ste Mechtilde a oa superiorez hag a soursie eus an iliz, eus ar re gla\u00f1v ha derc&rsquo;hel ar c&rsquo;honto\u00f9. Ur bern pa\u00f1sionerezed a veze ivez. S\u0153ur Germaine &lsquo;oa plac&rsquo;h ar gegin, seurez lik &lsquo;oa-hi, Mamm a oa erru mat-tre ganti, emezi, mirout a rae dezhi he lod a frouezh pe un tamm gwastell gwech ha gwech all. Berzet e veze Mamm ganti : \u00ab Diwallit da gonta\u00f1 se d&rsquo;ar seurezed all, na d&rsquo;ho c&rsquo;hoar ivez\u2026 honnezh a zo ken gwazh hag ar re all ivez\u2026 \u00bb<\/p>\n<p>Ya, ar paourkaezh seurez lik n&rsquo;eo istimet mann ebet. Met labour-labour, ne ra ket a-walc&rsquo;h kammed. Gwir eo, ober div ba\u00f1sion da gement-se a dud a oa labour\u2026 ha derc&rsquo;hel naet an ti, evel m&rsquo;eo sa\u00f1set da veza\u00f1 &lsquo;n ur gouent ne oa ket un hunvre. Ne chome ket pell S\u0153ur Germaine e pep kouent. Un tammig bihan-bihan he devoa e Park ar Brizh, ha &lsquo;n em gaout a rae ar vugale re hardizh outi. \u00ab O ! merc&rsquo;h paour, a lavare da&rsquo;m mamm, me a-benn ma vezan bet daou vloaz e pep plas e vezer skuizh ganin. \u00bb<\/p>\n<p>Ur Gernevadez e oa anezhi. Fran\u00e7oise Pivert. Brusk evel ur C&rsquo;hernevad &lsquo;vez lava- ret. Evel-se e oa. Met kalon-vat tout, ha devot ar pezh &lsquo;zo posupl. Ha dougen a rae bri d&rsquo;he santez-patronez, ne gave ket e veze komzet a-walc&rsquo;h en iliz eus santez Jermena. \u00ab Nann, emezi, honnezh ne oa nemet ur vesaerez ! Ne vez gwelet nemet ar re vras ! \u00bb<\/p>\n<h2>Trao\u00f1-an-Dour<\/h2>\n<p>Ma&rsquo;m eus un tamm ti da&rsquo;m goudori\u00f1 eo da&rsquo;m zud on dleourez a gement-se. Met ma&rsquo;m eus bet hed va buhez a labour, un tamm douar da veska\u00f1 eo da&rsquo;m zad-kozh ha da&rsquo;m mamm-gozh o dlean. Trao\u00f1-an-Dour &lsquo;oa ken nemet menaj ul loen-kezeg, douar diblaen ar peurvuia\u00f1, pavezet gant mein, koadet mat a-walc&rsquo;h.<\/p>\n<p>Etre daou eus bugale Paskio\u00f9 ar Genkiz e oa ar plas : va mamm-gozh Visanta hag unan eus he breudeur, Imari. Hema\u00f1, evel e zaou vreur all, &lsquo;oa aet e stal da fall, hag un deiz e teuas da c&rsquo;houlenn arc&rsquo;hant da ampresti\u00f1 digant va zud-kozh ha neuze goulenn ma vije bet graet ar ranna\u00f1 war ar feurm, da bep hini da c&rsquo;houzout pelec&rsquo;h &lsquo;oa e lod.<\/p>\n<p>Disfiz &lsquo;oa savet da&rsquo;m zad-kozh, aon &lsquo;vije bet o klask gwerzha\u00f1 e lodenn. Prestet &lsquo;oa bet dezha\u00f1 ur gwenneg bennak ha l\u00e2ret dezha\u00f1 : \u00ab Ma teu c&rsquo;hoant dit da werzha\u00f1 da lodenn, dalc&rsquo;h so\u00f1j, eme va zad-kozh, penaos din-me e talvezo muioc&rsquo;h eget da zen all ebet. \u2014 O ! Gwerzha\u00f1 trao\u00f9 va zud ? Biken !\u00a0\u00bb<\/p>\n<p>Ma ! Graet en doa an taol, gwerzhet en doa e lodenn sioul-sibouron da Veurig, aotrou Kerrio\u00f9-Vras, da staga\u00f1 ouzh e blas, hep rei\u00f1 netra da c&rsquo;houzout da&rsquo;m zud- kozh.<\/p>\n<p>Met an aotrou-ma\u00f1 n&rsquo;en devoa ket ezhomm eus al lodenn lojeiz, nag al lodenn leur, nag al liorzh, nag ar bradenn vihan &lsquo;oa ar stank hag ar feunteun e-barzh. An douar- labour hag ar prado\u00f9 hepken : prado\u00f9 mat, dour klouar ar feunteun o tremen drezo &lsquo;pad ar bloaz.<\/p>\n<p>Neuze e oa deut Imari da ginnig da&rsquo;m zud-kozh ar stlabezo\u00f9 bihan-se n&rsquo;houlle ket egile diouto, met n&rsquo;o doa ket talvoudegezh an arc&rsquo;hant prestet dezha\u00f1 gant va zud-kozh, met kentoc&rsquo;h eget koll tout &lsquo;oa roet kuita\u00f1s dezha\u00f1, ha kemeret ar pailhoro\u00f9-se. Lodenn va mamm-gozh &lsquo;oa ken anezhi nemet menaj div vuoc&rsquo;h koulz l\u00e2ret.<\/p>\n<p>Prestik goude &lsquo;oa &lsquo;n em gavet ul lodenn douar all da werzha\u00f1 e Kerrio\u00f9 : unan eus ar parko\u00f9 stok e lojeiz Trao\u00f1-an-Dour. Neuze daou bark all, ul lanneg hag ur c&rsquo;hoad ; etre div lodenn e oant lakaet e gwerzh. Va zad-kozh a l\u00e2re : \u00ab Kousto pe gousto Park- al-Leur a rankan da brena\u00f1 ! \u00bb \u2014 un devezh-hanter-arat. Prenet &lsquo;oa ganta\u00f1, ker, hag an eil lodenn a oa aet adarre gant aotrou Kerrio\u00f9, met goude, an ekant diwezha\u00f1 &lsquo;oa lakaet an div lodenn asambles hag an dro-se &lsquo;oa bet ret mat da&rsquo;m zad-kozh ober unan a zaou : pe lezel e bark da vont pe brena\u00f1 an div lodenn, ker-spontus, rak aotrou Kerrio\u00f9 ne oa ket berr an arc&rsquo;hant ganta\u00f1, met sellet berr a rae. Ne brene ket keroc&rsquo;h eget na veze gouest da feurmi\u00f1 goude, ne c&rsquo;hoarie ket war e goll.<\/p>\n<p>Tad-Kozh, evit ober ur menaj loen-kezeg evit hini pe hini eus e vugale, en doa paeet en dira\u00f1son al lodenn douar-se. Alies &lsquo;oa erruet an taol ganta\u00f1, evit kreski\u00f1 Roperz- Huon a-dammo\u00f9 e oa bet ret dezha\u00f1 paea\u00f1 dreist o zalvoudegezh meur a bezh- douar.<\/p>\n<p>Ne vez morse echu d&rsquo;an tad a familh da gaout frejo\u00f9 gant e diegezh. Estreget boued ha dilhad o devez ezhomm. Deskadurezh ha stado\u00f9 a vuhez a goust ker. Un dra bennak a vez ordin&rsquo;, ne vez ket echu d&rsquo;ober badezianto\u00f9 e vez krog ar pasko\u00f9- kenta\u00f1, goude an euredo\u00f9 pe ar profesiono\u00f9 relijiel, hag an amzer-soudard, pemp bloaz e veze graet c&rsquo;hoazh pa oa va zonton Paotr, er servij, pemp bloaz labour er g\u00ear a vije bet talvezet meur a gant skoed, er servij ne c&rsquo;houneze netra nemet pa oa savet en grad ha c&rsquo;hoazh ne oa ket bras e bae, a-walc&rsquo;h d&rsquo;ober e zifreo\u00f9.<\/p>\n<p>Pa oa aet ar Paotr da soudard, ne chome nemet div blac&rsquo;h er g\u00ear, Mamm &lsquo;oa er skol e Pederneg, neuze e oa miret er g\u00ear. Ur mevel bihan a oa bet ur c&rsquo;hrogad da c&rsquo;hor- toz ma vije bet Mamm gouest da vont da heul ar c&rsquo;hezeg, d&rsquo;ober paotr-karr evel ma veze l\u00e2ret. Pa oa solutaet ez aent a-bep eil d&rsquo;ar park, he c&rsquo;hoar ha hi, a bep eil sizhunvezh, rak unan a ranke chom war-dro an ti hag al loened, Mamm-Gozh ne oa ket gouest d&rsquo;ober tout al labourio\u00f9 : goro ar saout ne oa ket gouest d&rsquo;ober bepred,&nbsp;kement a c&rsquo;horadenno\u00f9 he doa bet &lsquo;n he bizied ma oa aet pennado\u00f9 diwar he bizied da c&rsquo;horo *.<\/p>\n<p>D&rsquo;ar Sul, e-kerzh an ha\u00f1v, ma felle d&rsquo;an div blac&rsquo;h yaouank mont da bardona\u00f1, e veze ret dezhe beza\u00f1 erru er g\u00ear a-benn pemp eur da c&rsquo;horo da enderv. Setu, m&rsquo;o dije ur pennad-hent d&rsquo;ober, o dije just amzer d&rsquo;ober un dro-bardon goude ar gous- pero\u00f9. Ne vern penaos, merc&rsquo;hed yaouank eus un ti mat ne oa ket o flas o redek an hencho\u00f9 da serr-noz. A-benn an A\u00f1jeluz e oa ret bout er g\u00ear. Kemm a zo er vuhez !!!<\/p>\n<h2>Tad-Kozh hag ar boan<\/h2>\n<p>Pa on o komz eus gorio\u00f9 pe goradenno\u00f9 eo ret din l\u00e2ret e oa stank-tre ar gorio\u00f9 gwechall e-touez an dud, kozh ha yaouank. N&rsquo;ouzon ket \u2014 e mod ebet \u2014 ar perag eus se. Met ar vugale o dije gorio\u00f9 dreist-holl, war o daouarn ar peurvuia\u00f1. Pet a wech am eus bet an droell ! Ar peurliesa\u00f1 e veze er biz-yod. E palv va dorn &lsquo;m eus bet ivez, ur \u00ab gac&rsquo;hadenn-yar \u00bb &lsquo;veze graet eus seurt gor. Dindan an divgazel e veze ivez ha war chouk he c&rsquo;hil. Talono\u00f9 an treid a veze ar gwasha\u00f1.<\/p>\n<p>Pep gor en doa un anv : arouez ar sant-ma\u00f1-sant, arouez Klerin (pe Radegonda), arouez sant Anton, arouez sant Kado ha me &lsquo;oar. Neuze ez ae an dud da bedi\u00f1 ar sant pe ar santez-se pe e kasent ur paour bennak evite.<\/p>\n<p>Bez&rsquo; &lsquo;oa tud ivez hag a rae louzo\u00f9 pe \u00ab traet \u00bb evel ma oa ar c&rsquo;hiz da l\u00e2ret, evit parei\u00f1 ar gorio\u00f9. Gwech &lsquo;veze ret mont pell : ar sant pella\u00f1 a vez enoret ar gwel- la\u00f1. Darn a baree an dud \u2014 hag al loened \u2014 dre orezon, kle\u00f1vedo\u00f9 an diabarzh, laerez ha diwada\u00f1, met evit ar gorio\u00f9, ne&rsquo;m eus ket so\u00f1j bout klevet e vijent pareet dre orezon.<\/p>\n<p>Ma, ur bloavezh bepred e oa degouezhet da&rsquo;m zad-kozh ha da&rsquo;m mamm-gozh beza\u00f1 o-daou gant gorio\u00f9 er memes amzer.<\/p>\n<p>Aet e oant o-daou da gaout ur pareour, n&rsquo;ouzon ket pelec&rsquo;h, met ur c&rsquo;hwistad hent &lsquo;oa d&rsquo;ober bepred. Tad-Kozh, hag a oa ur mestr-baleer koulskoude, &lsquo;oa prest da sempli\u00f1 gant ar boan, ken ma teue ur c&rsquo;hlizenn warna\u00f1. Mamm-Gozh ne glemme ket. Truez eo he doa ouzh he fried c&rsquo;hoazh.<\/p>\n<p>Erru e ti ar paotr kozh-se a rae traet, e oa goulennet digante :<\/p>\n<p>\u00ab Pehini ac&rsquo;hanoc&rsquo;h a vo louzaouet da genta\u00f1 ?<\/p>\n<ul>\n<li>Ma feiz, eme Mamm-Gozh, hema\u00f1 a zo poent ober un dra bennak dezha\u00f1, rak gwall zalc&rsquo;het<\/li>\n<li>Bo, dispaket an dorn kla\u00f1v. \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>E vrec&rsquo;h &lsquo;oa ganta\u00f1 en e gerc&rsquo;henn a-bouez ur gouriz-skoaz, fla\u00f1chet ar gor, gwasket warna\u00f1 d&rsquo;ober d&rsquo;ar braoued dont er-maez, lakaet traet warna\u00f1 hag ul lien naet. Tad-Kozh &lsquo;oa bet ken gloazet ma oa aet gwenn &lsquo;vel un tamm paper. Ret &lsquo;oa bet rei\u00f1 un dakenn gwin-ardant dezha\u00f1 pe e vije aet en tu all.<\/p>\n<p>Neuze e oa deut tro Mamm-Gozh : \u00ab Hola &lsquo;vat ! eme ar paotr-kozh. Ama\u00f1 eo drol an trao\u00f9 ! Hema\u00f1 &lsquo;zo ur viskoul ruz, ha gwashaet an askorn dindan. C&rsquo;hwi &lsquo;oa dleet deoc&rsquo;h beza\u00f1 deut pell &lsquo;zo ama\u00f1. Ma feiz, marteze gant bolontez Doue e teuin a- benn memes tra da barea\u00f1 ac&rsquo;hanoc&rsquo;h. Met darbet eo bet deoc&rsquo;h e vije ret troc&rsquo;ha\u00f1 ho torn diouzhoc&rsquo;h !\u00bb<\/p>\n<p>Pa oa rasket ha naetaet ar gouli, lakaet traet warna\u00f1 ha paket, e l\u00e2ras ar paotr kozh-se da&rsquo;m zad-kozh : \u00ab Tennit ar gouriz-skoaz-se, ma den mat, emeza\u00f1, ma vo lakaet d&rsquo;ho pried. C&rsquo;hwi n&rsquo;hoc&rsquo;h eus ket ezhomm eus an dra-se, met homa\u00f1 &lsquo;deus tremen ezhomm da veza\u00f1 dalc&rsquo;het he brec&rsquo;h. \u00bb Un tammig mezh en devoa bet Tad- Kozh. E\u00f1, ar gwazh kre\u00f1v, ar c&rsquo;hi-labour, a oa ken kizidik dirak ar &nbsp;boan\u2026<\/p>\n<p>Ne oa ket ivez un den hardizh, da vihana\u00f1 en e yaouankiz. Kement e veze komzet eus Trao\u00f9-Noz, ken spourailhet e veze ar vugale gant kaozio\u00f9 fromus, ma seblante dezhe adalek ma veze te\u00f1val an noz gwelout ha klevout tasmanto\u00f9 dre-holl. Komzet e veze eus \u00ab Paotr e voned ruz \u00bb, eus an \u00ab traouilh-tan \u00bb, eus \u00ab paotr e vomm \u00bb pe an \u00ab hoper-noz \u00bb, eus \u00ab kannerezed-noz \u00bb, \u00ab lutined \u00bb ha \u00ab morilhoned \u00bb ha me &lsquo;oar. Ar gwasha\u00f1 &lsquo;oa \u00ab Karr an Ankou \u00bb, hag a bep seurt seblanto\u00f9.<\/p>\n<p>Ar merc&rsquo;hed hag ar vugale &lsquo;oa holl spontik, koulz l\u00e2ret.<\/p>\n<p>Gwechall e veze kaset ar c&rsquo;hezeg da beuri\u00f1 en noz, e-kerzh an ha\u00f1v. Ma veze d&rsquo;ober staga\u00f1 antronoz vintin, lakaomp da vont d&rsquo;an traezh, pe d&rsquo;ur charre pell, e veze ret kerc&rsquo;hat ar c&rsquo;hezeg d&rsquo;o c&rsquo;hraou pell a-raok an deiz.<\/p>\n<p>Ur wech bepred e oa aet Tad-Kozh da gerc&rsquo;hat ar c&rsquo;hezeg da voueta. Ur skleuren- nig-loar &lsquo;oa, hag e oa dicha\u00f1set dezha\u00f1 gwelout un dra bennaket gwenn o heja\u00f1 er penn pella\u00f1 eus ar park. Mil aon en doa, ken oa tremenet an Ankou dre e chouk, da l\u00e2ret eo, en doa bet ur gridienn. Krena\u00f1 &lsquo;rae ken en doa poan o kabestri\u00f1 ar gazeg<\/p>\n<p>\u00ab Ya, evelkent, emeza\u00f1 dezha\u00f1 e-unan, n&rsquo;eo ket ur bugel on ken, ret-mat eo din gwelout petra &lsquo;zo ahont. Diouzh ma vo e lakain va c&rsquo;hazeg d&rsquo;an tus ; eben a heulio ivez. \u00bb<\/p>\n<p>Ar gazeg, ivez, a c&rsquo;hine un tamm o veza\u00f1 kaset war an tu enep d&rsquo;he c&rsquo;hraou. Tad- Kozh a so\u00f1je : \u00ab Va c&rsquo;hazeg ivez he deus aon\u2026 \u00bb Aet e oa bepred. Ha petra &lsquo;oa an dra wenn-se o heja\u00f1 ? Ur bod raden hir, ha stouet evel boaz gant an avelig flour a- zindan ar gwez. Ur bod raden gwenn !\u2026<\/p>\n<p>Kavet e vez e-touez ar plant evel e-touez an dud hag al loened, un albinos ur wech an amzer, da lavarout eo hep liv, ha dindan skleurig al loar a oa fromus da welout an dra wenn-se o fi\u00f1val evel d&rsquo;ober ur sin bennak.&nbsp;<\/p>\n<p>Disammet &lsquo;oa diouzh e spont ha diwar neuze e so\u00f1jas e oa mat &lsquo;n em renta\u00f1 kont ha n&rsquo;eo ket kemer aon. Mamm-Gozh a oa aonik muioc&rsquo;h c&rsquo;hoazh. Ur wech bepred e oa bet darbet dezhi beza\u00f1 \u00ab kac&rsquo;het ar marv \u00bb, evel ma vez l\u00e2ret.<\/p>\n<p>Unan eus ar vugale a oa kla\u00f1v. Ur wrac&rsquo;h bennak he doa roet da gredi\u00f1 da&rsquo;m mamm- gozh e oa ret kuntuilh ul louzaouenn-barea\u00f1 &lsquo;n ur c&rsquo;hoad a-raok ma veze savet an heol. E Koad-Tromorvan e oa al louzaouenn-se tost un hanterlev eus Roperz-Huon\u2026 met petra ne rafe ket ur vamm evit he bugel ?<\/p>\n<p>Pa oa dihunet er beurevezh-se e oa sklaer al loar. Ne ouie ket pet eur e oa : an horo- laj &lsquo;oa chomet a-sav. Ha hi en hent : \u00ab Barrek on, emezi, d&rsquo;erruout du-hont a-raok ma savo an heol ha da guntuilh al louzaouenn war ar glizh. Sklaer a-walc&rsquo;h eo din d&rsquo;hec&rsquo;h anavezout. \u00bb<\/p>\n<p>Ma, tudo\u00f9 gaezh, kavet ganti ar pezh a glaske, e oa o tistrei\u00f1, pa glevas div eur o son e tour Tonkedeg. Div eur diouzh ar beure ! Hec&rsquo;h-unan-penn e-kreiz Koad- Tromorvan ! ha hi ne grede ket mont er-maez eus an ti goude koan ! Darbet &lsquo;oa bet dezhi beza\u00f1 marvet eno gant an aon. N&rsquo;he doa ket gouezet, emezi, dre belec&rsquo;h &lsquo;oa deut d&rsquo;ar g\u00ear. Met bleinet gant hec&rsquo;h ael-mirer &lsquo;micha\u00f1s\u2026<\/p>\n<p>Un devezh all, pe kentoc&rsquo;h un nozvezh, abred en noz memes tra, e oa c&rsquo;hoarvezet ganti ha gant he bugale ivez, kaout ur spont, met ur spont euzhus.<\/p>\n<p>Va zad-kozh &lsquo;oa aet da gas ur garg keuneud da Lannuon, d&rsquo;ar c&rsquo;houlz ma ranke tud k\u00ear ober tan gant koad ; kenkoulz hag ar beizanted. Jedi\u00f1 a rae Tad-Kozh pegeit amzer en dije ezhomm d&rsquo;ober e dro donemonea ha diskarga\u00f1 e geuneud e Lannuon. Setu ma oa boas da lavarout da bet eur war-dro e vije erru er g\u00ear, hag evel ma oa bet atav den d&rsquo;e c&rsquo;her, pa zicha\u00f1se dezha\u00f1 dilerc&rsquo;ha\u00f1 e veze nec&rsquo;het Mamm-Gozh gant doan eus ur gwallzarvoud bennak, daoust ma ne oa ket da\u00f1jerus an hento\u00f9 bras evel an deiz a hiziv, da ziwall e oa memes tra diouzh al laeron kroashent.<\/p>\n<p>Ma, en deiz-se e oa dilerc&rsquo;h da vat gant an Tad-Kozh. Lavarout a rae Mamm-Gozh d&rsquo;ar vugale : \u00ab It &lsquo;ta betek Park-Penn-an-Ti da selaou ha c&rsquo;hwi ne glevot ket trouz ar c&rsquo;harr c&rsquo;hoazh. \u00bb Dek gwech pe ouzhpenn e oa bet ar vugale o selaou. Met netra d&rsquo;ober. Na trouz karr, na trouz treid-kezeg.<\/p>\n<p>Mamm-Gozh a bede, hag ar re vrasa\u00f1 eus ar vugale evelti. An eur a dremene, a dre- mene. Roet e oa o c&rsquo;hoan d&rsquo;ar vugale a-benn ar fin pa ne servije ket gortoz an tad. Mamm-Gozh, gant an drubuilh, a oa torret he naon.<\/p>\n<p>A-greiz ma oa ar vugale ouzh taol &lsquo;oa klevet un drouz spontus, gwashoc&rsquo;h eget ar gwasha\u00f1 tarzh-kurun o ruilhal, o ruilhal gant mi\u00f1s ar c&rsquo;hrignol, gant mi\u00f1s ar gambr, oc&rsquo;h ober ur storlok spouronus ouzh dor ar pondalez. Hag echu. Trouz ebet mui, met ar re vihan o hopal gant ar spont hag ar re vras semplet. Mamm-Gozh mantret : ur seblant e oa, aet e oa va zad-kozh, karr ha tenn hag all er rinier diwar Pont-Mah<\/p>\n<ul>\n<li>ne oa aspled ebet warna\u00f1 \u2014 en noz du-dall. Beuzet. Kollet holl ! Ne oa ket deut c&rsquo;hoazh o spered en e blas pa oa klevet trouz ar c&rsquo;harr er porzh. Unan eus ar re vrasa\u00f1 a gredas mont betek toull an \u00ab Tad eo ! Mamm ! Tad eo ! N&rsquo;eo ket ur seblant ! Tad eo ! \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Ya, an tad &lsquo;oa ! Bet &lsquo;oa bet ret dezha\u00f1 diskarga\u00f1 e-unan e gant keuneud, e ti un itron gozh na oa gouest da netra, hag e felle dezhi e vije savet ar c&rsquo;heuneud war ar solier en disc&rsquo;hlav. Petra &lsquo;raje ? Ne oa den d&rsquo;en sikour. Hini-ha-hini en doa savet e gant keuneud er solier. Meur a hini en e blas en dije graet demi-tour gant e garg kentoc&rsquo;h eget kemer un trepan ar seurt-se. N&rsquo;eo ket souezhus eta e vije bet kement a zilerc&rsquo;h ganta\u00f1 hag evel ma ne oa ket a c&rsquo;houlo\u00f9 ganta\u00f1, gant doan paka\u00f1 ur go\u00f1- trava\u00f1sion c&rsquo;hoazh war ar marc&rsquo;had e oa deut dre bep seurt hento\u00f9 bihan. Graet tro evel-just\u2026<\/p>\n<p>Neuze e oa l\u00e2ret dezha\u00f1 pegen spontet ha pegen spouronet &lsquo;oa bet an tiegezh gant an drouz-se ken iskis na oueze den petra a sinifie. Ma, Tad-Kozh, kent mont da gous- ket goude beza\u00f1 graet war-dro e gezeg ha debret un tamm, a yeas gant e letern da welout hag-e\u00f1, en gwirionez, e oa tu da gavout un diskoulm eus ar mister-se. Ne oa ket aet pelloc&rsquo;h avat evit dor ar pondalez. Eno &lsquo;oa ar penn-kaoz d&rsquo;an dourni. Ur moell-karr, pe kentoc&rsquo;h danvez ur moell-karr, bet lakaet da sec&rsquo;ha\u00f1 war riz-moger ar solier a oa bet diblaset, &lsquo;micha\u00f1s gant ur c&rsquo;hazh o chaseal razhed, kollet e gem- pouez, kouezhet war ar vi\u00f1s ha ruilhet a bazenn da bazenn betek beza\u00f1 skoilhet gant dor ar pondalez. Disammet e oa neuze spered an holl, rak an domaj ne oa ket bras, didammet e oa bet bord ar pazenno\u00f9 a blaso\u00f9, setu tout.<\/p>\n<p>Al lodenn vrasa\u00f1 eus an dud a grede er seblanto\u00f9, en trao\u00f9-noz, e Karr an Ankou, hag all. Met estreget eus seurt trao\u00f9 kevrinus e veze da gaout aon rak erruout a rae laero\u00f1sio\u00f9 ha torfedo\u00f9 stank a-walc&rsquo;h ; daoust ma ne rede ket ar c&rsquo;heleier evel an deiz a hiziv, e veze klevet a-walc&rsquo;h evit lakaat disfiz hag aon d&rsquo;an neb a ranke bale en noz, pe chom e-unan &lsquo;n un ti distok diouzh an tiez all.<\/p>\n<p>Ar momed sellet evel an da\u00f1jerusa\u00f1 a oa koulz an oferenn-bred d&rsquo;ar Sul. An holl a yae d&rsquo;an oferenn nemet an hini a veze e dro da chom paotr pe plac&rsquo;h ar g\u00ear hag a veze bet en oferenn-veure. Ma ticha\u00f1se d&rsquo;ur gwalldaol c&rsquo;hoarvezout d&rsquo;an eur-se, kaer &lsquo;veze huchal sikour, ne veze den war-dro ! hag al laer pe an torfedour a oa barrek da dec&rsquo;hout hep beza\u00f1 bet gwelet.<\/p>\n<p>Ur sulvezh, bepred e-pad an oferenn, unan eus c&rsquo;hoarezed Mamm, va zintin Teofil, a oa hec&rsquo;h-unan plac&rsquo;h ar g\u00ear. Kaset ganti ar saout er-maez e oa distroet d&rsquo;ar c&rsquo;hraou da c&rsquo;houzeria\u00f1 dindan al loened pa glevas unan o vale gorrek &lsquo;drek ar c&rsquo;hraou. Kroget &lsquo;oa he c&rsquo;halon da daoudaoli\u00f1 gant ar spont. Piv a oa o vale aze e- lec&rsquo;h na oa darempred ebet hag o tont gorrek evel da gemer e amzer da spia\u00f1 an tro-war-dro ? Ha hi da zivarc&rsquo;ha\u00f1 dor ar c&rsquo;hraou warni ha da sevel e solier ar foenn.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Neuze e klevas unan bennak er porzh o c&rsquo;houlenn : \u00ab Ama\u00f1 n&rsquo;eus den ? \u00bb Div pe deir gwech. Kre\u00f1voc&rsquo;h-kre\u00f1va\u00f1 e krias : \u00ab N&rsquo;eus den ? \u00bb Ha setu ec&rsquo;h anavezas mouezh Yann ar Rouz. Disammet &lsquo;oa &lsquo;n un taol. Yann &lsquo;oa kla\u00f1v a-benn neuze, o treina\u00f1. Se &lsquo;oa penn-kaoz dezha\u00f1 da vale gorrek, ha deut &lsquo;so\u00f1j dezha\u00f1 dont da aveli\u00f1 e benn betek Roperz-Huon, e-lec&rsquo;h ma tremene un hanter eus e amzer.<\/p>\n<p>Dispaket &lsquo;oa prim Tintin Teofil neuze, ha l\u00e2ret dezha\u00f1 chom ganti betek ma vije distro tud an oferenn, rak chomet e oa un tamm dindan he spont. \u00ab Ya, eme Yann, propoc&rsquo;h &lsquo;oa din beza\u00f1 chomet er g\u00ear, met pa vezan va-unan du-ma\u00f1, ne ran nemet ober gwad fall o welout n&rsquo;on gouest da vann ebet. Ne&rsquo;m boa ket so\u00f1jet e oan o vont da sponta\u00f1 tud evel-hen. \u00bb<\/p>\n<p>Abego\u00f9 a oa e gwirionez da veza\u00f1 dindan aon er maread amzer-se. C&rsquo;hoarvezet e oa bet gwalldaolio\u00f9 spontus e Tonkedeg en un nebeud bloavezhio\u00f9. Trao\u00f9 euzhus end-eeun. Ken ma lavare ma zad-kozh \u2014 hag estroc&rsquo;h evita\u00f1 : \u00ab Ne gred ket unan ken lavarout e vez eus Tonkedeg ! \u00bb<\/p>\n<p>Re a zismega\u00f1s &lsquo;zo sachet war ar barrez, daoust pegen bihan &lsquo;oa niver an dorfe- dourien e-ke\u00f1ver hini an dud a-feson, met a-walc&rsquo;h ha kalz re evit lakaat brud fall d&rsquo;ar barrez a-bezh.<\/p>\n<p>Pevar pe bemp torfed euzhus a oa bet lerc&rsquo;h-ouzh-lerc&rsquo;h e berr-amzer. Ne vefen ket gouest da rei\u00f1 an amzeriad ama\u00f1, na pehini &lsquo;oa c&rsquo;hoarvezet da genta\u00f1, met en amzer ma oa Mamm krennardenn e oa se.<\/p>\n<p>Skolaerez ar bourk bepred, ur plac&rsquo;h yaouank eus ar barrez, he doa bet ur bugel ha klenket anezha\u00f1. Pe vev pe varv &lsquo;oa ganet ? Diaes e oa gouzout. Bepred, aet e oa- hi d&rsquo;ar prizon. So\u00f1jit &lsquo;ta, ur skolaerez ! Pebezh skandal !<\/p>\n<p>Ur grennardenn unnek vloaz a oa kavet deiz Nedeleg, gwallet ha lazhet a daolio\u00f9 kontell en ur park etre ar bourk ha ti he zud. Chomet e oa bet da gofesaat goude ar skol evit komunia\u00f1 da Nedeleg an deiz war-lerc&rsquo;h. Erc&rsquo;h a rae, hag he zud n&rsquo;o doa ket graet van o welout ne oa ket deut d&rsquo;ar g\u00ear en noz-se. Mont a rae a-wecho\u00f9 da dremen an noz e ti he zud-kozh e-tal ar bourk pa veze fall an amzer. Un tieg, inta\u00f1v ha tad pemp bugel, a oa dicha\u00f1set dezha\u00f1 gwelout digor ar gloued war ar park-se pa oa o klask war-lerc&rsquo;h ul loen-kezeg dezha\u00f1 deut er-maez eus e graou en noz-se. O sellout er park eo e welas ar verzherez yaouank hanter c&rsquo;holoet a erc&rsquo;h, marv-mik pell a oa. Bet &lsquo;oa c&rsquo;hoazh bec&rsquo;h war an den-se, rak pell &lsquo;oad bet o kavout an torfedour ha c&rsquo;hoant o doa darn da damall dezha\u00f1.<\/p>\n<p>Ur wreg yaouank all, he fried war ar mor, a oa bet lazhet ivez ha hi dougerez a dri miz. O chom &lsquo;oa hec&rsquo;h-unan. Unan all en doa lazhet e wreg, en un doare kriz-meurbet.<\/p>\n<p>Unan gozh all &lsquo;oa kavet marv, ha bet tamallet he mab-kaer da veza\u00f1 preset he marv. An&nbsp; hini&nbsp; gozh&nbsp; a&nbsp; veze&nbsp; graet&nbsp; outi&nbsp; Fa\u00f1chon&nbsp; Yann&nbsp; Voan.&nbsp; Kozh-bras,&nbsp; sec&rsquo;h&nbsp; evel ur geuneuden. Poan dezhi o chom en he sav. Den ne oa estonet o klevout e oa marv. Met ur beg-a-raok bennak &lsquo;oa &lsquo;n em rampet da l\u00e2ret e veze dotuet gant he mab- kaer, hag an hini gozh a l\u00e2re he dije aon raka\u00f1. Un den doujet &lsquo;oa ar mab-kaer-se, setu a oa bet dizinteret ar paourkaezh kozh ha graet enklasko\u00f9 ha kavet ur sila- brenn bennak en he fenn. Dastumet ar Gerg\u2026 evel an torfedour, barnet da bemp bloaz galeo\u00f9 e Sant-Brieg. Va zad-kozh &lsquo;oa bet tapet da \u00ab dest \u00bb ivez war an afer dre ma taremprede Fa\u00f1chon an ti evel klaskerez-vara.<\/p>\n<p>Unan eus e vugale, Visantig, pemp bloaz, &lsquo;oa bet penn-kaoz ma oa kondaonet e dad. Goulennataet a oa bet ar vugale gant ar jandarmed ha roet madigo\u00f9 dezho evit ober dezho komz. Ken abaf e oa ar vugale war ar maez d&rsquo;ar c&rsquo;houlz-se.<\/p>\n<p>\u00ab Skei\u00f1 a rae da dad gant da vamm-gozh ? eme ar jandarm.<\/p>\n<ul>\n<li>Ya, eme ar paotrig. Ar re all a l\u00e2re<\/li>\n<li>Gant petra e skoe warni ?<\/li>\n<li>Un taol ska\u00f1v ! \u00bb emeza\u00f1.<\/li>\n<\/ul>\n<p>Ne oa bet nemeta\u00f1 o l\u00e2ret se. Ur bugel pemp bloaz. Marvet e oa kent ma oa distro an tad eus ar galeo\u00f9. Hag e l\u00e2re e vamm :<\/p>\n<p>\u00ab Me &lsquo;gred eo gwelloc&rsquo;h da Visantig bout marv, rak e dad en dije bet poan o pardo- ni\u00f1 dezha\u00f1 beza\u00f1 lakaet anezha\u00f1 d&rsquo;ober pemp bloaz galeo\u00f9 injust ha malabrepos, rak n&rsquo;eo ket gwir eo bet lazhet va mamm ganta\u00f1. Bet &lsquo;oa kouezhet diouzh he gwele ha ble\u00f1set korn he zal. Ar silabrenn-se eo a oa kavet warni. \u00bb<\/p>\n<p>Ar Gerg\u2026, distro eus ar galeo\u00f9, a lavare \u00ab ar binijenn &lsquo;m eus graet er pemp bloaz- se a oa evit trao\u00f9 dizonest graet ganin a-raok ha na oa ket bet graet din paea\u00f1. Justis Doue eo ! Met Doue &lsquo;oar ne&rsquo;m eus ket lazhet va mamm-gaer, Doue d&rsquo;he far- dono. \u00bb Gwelit neuze perak e veze ken aonik an dud war-lerc&rsquo;h kemend-all a dor- fedo\u00f9 spontus c&rsquo;hoarvezet en o farrez.<\/p>\n<p>Tapet nec&rsquo;het e oa bet Tad-Kozh avat gant ar prosez. So\u00f1jal a rae ganta\u00f1 n&rsquo;en dije netra da ziskl\u00earia\u00f1 nemet lavarout en doa gwelet ar Gerg\u2026 hag e wreg o vont d&rsquo;o devezh abred diouzh ar mintin pa oa-e\u00f1 o tenna\u00f1 foenn d&rsquo;ar c&rsquo;hezeg. En o stumm ordin&rsquo; e oant, un nebeud gerio\u00f9 &lsquo;n ur dremen ha setu holl.<\/p>\n<p>An tieg e-lec&rsquo;h m&rsquo;edont gant o devezh a oa da vont ivez da l\u00e2ret e oant eno ar beure-se hag e oa erruet daou eus ar vugale da lavaret d&rsquo;o zud ne ouezent ket petra &lsquo;c&rsquo;hoarveze d&rsquo;o mamm-gozh, ne gaozee ket, ne fi\u00f1ve ket, marteze &lsquo;oa marv\u2026 an devezhourien a yae abred d&rsquo;o devezh, ar vugale ne vezent ket savet c&rsquo;hoazh. Int a rae o dijuni\u00f1 hag a roe he zamm soub d&rsquo;ar vamm-gozh pa veze prest, met an deiz- se\u2026 ne rae van ebet Fa\u00f1chon gozh\u2026<\/p>\n<p>Adtremenet e oant eta dre Roperz-Huon o vont d&rsquo;ar g\u00ear hag antreet da gonta\u00f1 da&rsquo;m mamm-gozh ar pezh a l\u00e2re ar vugale. Ne oa tamm ebet estonet Mamm-Gozh. Anat a-walc&rsquo;h &lsquo;oa pegen fall &lsquo;oa erru gant ar paourkaezh Fa\u00f1chon.<\/p>\n<p>Ha Mamm-Gozh raktal da glask un hiviz hag ul li\u00f1sel da lieni\u00f1 an hini gozh.<\/p>\n<p>\u00ab Marteze, eme Varjob, n&rsquo;eo ket marv.<\/p>\n<ul>\n<li>Ingal &lsquo;zo, eme Mamm-Gozh, kaout a ri anezho diwezhatoc&rsquo;h. Kas anezhe ganit bepred ha mar bez ezhomm d&rsquo;ober chapel wenn, degas ar vugale da gerc&rsquo;hat ar pezh &lsquo;vo ezhomm. \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Marv &lsquo;oa an hini gozh kaezh, hag interet &lsquo;oa ivez. Ken &lsquo;oa savet kaoz e-touez an dud a l\u00e2re he dije Fa\u00f1chon aon rak he mab-kaer, ac&rsquo;hane da l\u00e2ret, marteze, n&rsquo;he doa ket bet ur marv naturel, ne oa ket pell, ha dizinteret hag aotopsiet ar vamm- gozh\u2026 kaset ar Gerg\u2026 d&rsquo;ar prizon.<\/p>\n<p>P&rsquo;edo an testo\u00f9 o vont da Sant-Brieg dre an tren, ne oa ken kaoz nemet honnezh gante &lsquo;vel-just. Lod a l\u00e2re a-du, lod all a-enep. Tad-Kozh a l\u00e2re n&rsquo;en devoa netra da rebech d&rsquo;ar Gerg\u2026 An hini gozh, avat, he doa un devezh goulennet diganta\u00f1 hag- e\u00f1 ne oueze ket pelec&rsquo;h e kavje un tamm ti pe un tamm kraou da feurmi\u00f1. \u00ab Me &lsquo;zo a re, emezi, e ti va mab-kaer. \u2014 Met, eme Tad-Kozh, n&rsquo;on ket o vont da gonta\u00f1 se dirak ar barner bremaik\u2026 \u2014 Ha\u00f1 ! Gri avat, \u00bb eme unan eus an testo\u00f9 all. Unan hag en devoa un tamm greunenn ouzh ar Gerg\u2026 \u00ab Gri, emeza\u00f1, pe &lsquo;vi tapet da dest faos, l\u00e2ret ec&rsquo;h eus ama\u00f1 dirak testo\u00f9, te &lsquo;oar ? \u00bb<\/p>\n<p>Beza\u00f1 tremenet da dest faos ? E\u00f1, an den onesta\u00f1 hag ar muia\u00f1 istimet er barrouz. E\u00f1, kuzulier ti-k\u00ear ! E\u00f1 ha n&rsquo;en devoa tamm c&rsquo;hoant ebet koulskoude da washaat an hini tamallet, hag a selle evel digablus ! Penaos &lsquo;n em denn eus ar gudenn ?<\/p>\n<p>Ma, deut e dro, a rankas asanti\u00f1 da l\u00e2ret ar pezh ne oa ket e-sell, ha ken fromet &lsquo;oa bet ar Gerg\u2026 o klevout anezha\u00f1, ma oa deut an dour war e zaoulagad. E\u00f1 ne oa ket engortoz e vije bet kouezhet an testeni-se eus geno\u00f9 an hini a selle evel ur mignon, ken mat e oa bet Mamm-Gozh en o c&rsquo;he\u00f1ver.<\/p>\n<p>Kredi\u00f1 &lsquo;ran &lsquo;oa bet ur brezel-diabarzh e koustia\u00f1s va zad-kozh o klask dibab etre beza\u00f1 kemeret da dest faos, ha gwashaat \u2014 o, un nebeud ! rak gouzout a rae mode- ri\u00f1 e gomzo\u00f9 \u2014 ur paourkaezh den a fizie warna\u00f1 end-eeun evel un den a-bouez- bras e vennozh.<\/p>\n<h2>Tad-Kozh kuzulier ti-k\u00ear<\/h2>\n<p>N&rsquo;oufen ket lavarout da be oad en doa asantet Tad-Kozh mont war ar renk da vont er c&rsquo;huzul. Bet e oa goulennet outa\u00f1 ouzhpenn ur wech dija, met n&rsquo;en doa tamm c&rsquo;hoant ebet da gemer kargo\u00f9 all war e chouk. A-walc&rsquo;h a breder en doa evel-se gant e diad bugale hag e afero\u00f9 e-unan. Met aliet e oa bet gant person ha maer da asanti\u00f1 kemer perzh en afero\u00f9 ar gumun, dre m&rsquo;en doa un tamm deskamant, kalz&nbsp; a skiant-vat hag istimet gant tud ar barrez. Ne glaske ket enorio\u00f9, kement hag ober e zever e lakaas e anv eta. Hag aet &lsquo;oa e-barzh, en taol kenta\u00f1. Ganet ha savet er barrez, anavezout a rae peadra hag ezhommo\u00f9 pep hini, pe dost. A-bouez e oa e ali eta.<\/p>\n<p>N&rsquo;ouzon ket pet gwech ar bloaz a&rsquo;n em vode ar guzulierien hag ar maer. Div guzu- liadeg vras a veze bepred : kuzuliadeg Vae, ma veze votet ar budjed, ha plasamant ar Beorien goude an eost emicha\u00f1s. Kredapl eo, e ranke an dud beza\u00f1 &lsquo;n em rentet kont eus pouez o eost a-benn bout gouest da lavarout peseurt samm a c&rsquo;helljent dougen. Bloavezhio\u00f9 mat ha bloavezhio\u00f9 fall a zo bet a-viskoazh evit ar peizant. Bloavezhio\u00f9 a erru, en devez a-boan a-walc&rsquo;h evita\u00f1 hag e diegezh. Bloavezhio\u00f9 all e c&rsquo;hell diouerout kalz pe nebeut. N&rsquo;eus forzh penaos n&rsquo;hell ket rei\u00f1 e boan evit netra. Ret eo da bep hini beva\u00f1 eus ar vicher eo e hini ha pae ar peizant n&rsquo;eo nemet priz ar pezh a c&rsquo;hell gwerzha\u00f1.<\/p>\n<p>Plasamant ar beorien eta &lsquo;oa ur gwall zevezh : trouz ha bec&rsquo;h ha chao a veze bep bloaz. An daou roll a veze a-benn neuze en ti-k\u00ear : roll ar beorien o c&rsquo;houlenn sikour ha roll ar re a oa sa\u00f1set gouest d&rsquo;o sikour. Pep kuzulier &lsquo;oa da welout piv &lsquo;oa ezhom- mek ha piv &lsquo;oa mat a-walc&rsquo;h ar bed ganta\u00f1 ha pet gouest da rei\u00f1. Pep hini en e gontre, rak ar guzulierien a veze dibabet ar muia\u00f1 ingal posupl, unan eus pep breu- riezh ar barrez. Ha pa zegouezhe kaout eosto\u00f9 fall e veze muioc&rsquo;h a c&rsquo;houlenne- rien eget a broferien. Ur bara &lsquo;oa ur gont a ed-bara, bep miz. Pa lavaran ed-bara, ne oa ket ordin&rsquo; gwinizh-rik : segal-winizh pe heiz-winizh pe teir c&rsquo;hreunenn.<\/p>\n<p>Lod eus ar beorien a c&rsquo;houlenne che\u00f1ch ti. Klemm a raent e veze roet dezho ed bet tommet pe ed kozh hanter debret gant ar gozed pe e veze graet penn-fall outo pe un dra bennak all. Lod eus ar broferien eus an tu all a c&rsquo;houlenne ma vije che\u00f1chet paour dezho, m&rsquo;o dije un dra bennak grevus da rebech dezha\u00f1. En holl, ar c&rsquo;huzu- lier a ranke mirout evita\u00f1 e-unan ar paour n&rsquo;houlle den outa\u00f1. Se &lsquo;oa bet erruet ur bloavezh bepred gant Tad-Kozh, hag an dro-se avat, e oa fachet Mamm-Gozh. Lakaat ur pezh fall da zarempredi\u00f1 he zi ! Biskoazh ! \u00ab Ma, eme Tad-Kozh, ne vo ket ret dit chom da go\u00f1fera\u00f1si\u00f1 ganti pa&rsquo;z eo bet roet he c&rsquo;hont dezhi bep miz, ne&rsquo;z&nbsp; po ket muioc&rsquo;h d&rsquo;ober ganti. \u00bb<\/p>\n<p>Lavarout a rae goude Mamm-Gozh ne oa bet paour na paourez ken seven all en he zi. Soez G. &lsquo;oa hec&rsquo;h anv, tri pe bevar bugel he devoa, deut holl diwar an ava\u00f1tur,&nbsp; o chom en un tamm ti e-kreiz ul lanneg ; na oa warna\u00f1 evel dor nemet un draf- valan. Eno e lojent holl, tud ha de\u00f1ved ha yer. Ur gwele-kloz, ur gwele-taol hag un armel. Gant ur c&rsquo;hozh gwele-kloz all e korn an ti &lsquo;oa graet kraou an de\u00f1ved hag ar yer a glude war ar skeul &lsquo;oa da vont d&rsquo;ar solier. Eno &lsquo;veze an danvez-tan : keuneud- klask ha lann eus al lanneg.<\/p>\n<p>Neza\u00f1 neudri a oa micher Soez, ur vicher difonn-tre da veva\u00f1 pevar pe bemp a dud. Met setu, \u00ab klianted \u00bb he devoa ha se a zisplije da Mamm-Gozh. Gwisket ken dilokez e veze ken ma oa ur runkun he gwelout ; ul loero\u00f9 gloan gwenn hag ur choukenno\u00f9 plouz war he boto\u00f9-koad a veze &lsquo;n he zreid o vont d&rsquo;an oferenn, he c&rsquo;hoef war he bizaj evel ur wrac&rsquo;h dek vloaz ha pevar-ugent, ma lavare an dud : \u00ab Ma ! Me n&rsquo;ou- zon ket petra a demptus a zo e Soez, n&rsquo;eo ket figus ar baotred memes tra ! \u00bb Met hervez eo koulz dour-poull evel dour-boull da lazha\u00f1 an tan !&nbsp;<\/p>\n<p>Deut &lsquo;oa da blijout da Mamm-Gozh, ken sioul ha ken hegarat e oa, ha neuze hervez &lsquo;oa onest (!?) en he \u00ab micher \u00bb ; ne veze ket digoret da frio\u00f9-lous yaouank na da dud dimezet, hepken da gozh-tud-yaouank pe da un inta\u00f1v bennak.<\/p>\n<p>Ha koulskoude teir grennardenn vihan a oa en ti Soez, he\u00f1vel-poch an eil diouzh eben hag he\u00f1vel ouzh un ozhac&rsquo;h eus ar barrez anavezet evit beza\u00f1 ur penn-ourz ; e wreg hag e\u00f1 ne raent ket menaj vat, ar wreg a loje en ti hag an ozhac&rsquo;h e gwele ar marchosi. Un deiz, ar mous bihan en doa kavet serr-t\u00eat Marianna e gwele ar mar- chosi ! Hag e reas an istor tro ar barrez !!!<\/p>\n<p>Tad Soez, G. Kozh, a oa boureller, o vont bemdez d&rsquo;e zevezh eus an eil ti d&rsquo;egile, ha p&rsquo;en dije evet un toullad chopinado\u00f9, d&rsquo;ar Sadorn da noz da skouer, e veze klevet ur c&rsquo;hardlev tro-war-dro oc&rsquo;h ober e gaoz en ur vont dre &lsquo;n hent : \u00ab Alapolka !<\/p>\n<ul>\n<li>hennezh &lsquo;oa e c&rsquo;her \u2014 Alapolka ! Me n&rsquo;on ket nec&rsquo;het na gant maer na gant adjoent, na gant ko\u00f1seilher munisipal, me &lsquo;labour e tri c&rsquo;hant dek ti ha tri-ugent ha c&rsquo;hoazh ne labouran en ti baour ebet ! \u00bb Nann sa\u00f1set, peogwir ne laboure nemet evit ar re o doa \u00ab Ha k..c&rsquo;h evit ar beorien nevez ! emeza\u00f1 c&rsquo;hoazh, a-walc&rsquo;h a reo\u00f9 gozh a zo ! \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>En e di &lsquo;oa seizh pe eizh a vugale, ha merc&rsquo;hed holl. Pa greske an dud e-barzh e veze goulennet outa\u00f1 :<\/p>\n<p>\u00ab Petra zo bet en dro-ma\u00f1 ?<\/p>\n<ul>\n<li>Ur c&rsquo;hast vihan adarre ! \u00bb emeza\u00f1.<\/li>\n<\/ul>\n<p>Ma feiz, troet &lsquo;oant bet holl pe dost war an tu-se, a-hervez. Unan a veze graet<\/p>\n<p>\u00ab Nouch \u00bb outi, ur tamm stipadenn vihan anezhi, ha pas gwall fin. \u00ab Nouch daou wenneg an touch ! \u00bb eme ar ga\u00f1farded.<\/p>\n<p>Met distroomp da gastell Soez. Un deiz e oa deut-hi da Roperz-Huon da bedi\u00f1 Mamm hag he c&rsquo;hamaladez plac&rsquo;h yaouank da vont da zebri\u00f1 krampouezh-gwinizh deiz Pardon Kerriwalen. An div-ma\u00f1 a veze o tougen ar banniel hag i gwisket e gwenn- sign. Tostik &lsquo;oa an Dosenn da chapel Kerriwalen, met gwenodenno\u00f9 hepken da dos- taat. Me &lsquo;lavar deoc&rsquo;h an div ael gwenn-se o kloza\u00f1 o zamm brozh en-dro dezho gwella\u00f1 ma c&rsquo;hellent, gant doan eus an drez a dreuze ar wenodenn a gase d&rsquo;ar glo- tenn-se e-kreiz al lanneg. Peadra &lsquo;vije bet d&rsquo;ober ur film ! Ma ! bet o doa kafe mat ha krampouezh-gwinizh c&rsquo;hwek bepred ha plijadur o welout tampon Soez met diouzh o sav o doa ranket debri\u00f1 hag eva\u00f1, ne oa ket a skabello\u00f9, nemet an oaled. E meur a di paour e veze debret azezet war an oaled, so\u00f1j &lsquo;m eus. Muioc&rsquo;h en o aez e veze an dud war an oaled eget azezet ouzh un daol a veze ur gwele enni, ha Soez ne oa bet biskoazh en he siklud div blac&rsquo;h yaouank e gwenn, div verc&rsquo;h kuzu- lierien, c&rsquo;hoarezed seurezed dezhe o-div, picho\u00f1s ! hi, ar paourkaezh, a veze sellet a-dreuz outi gant an holl. Lavarout a rae un devezh da&rsquo;m mamm-gozh : \u00ab Na pa wel- fec&rsquo;h ur c&rsquo;hast pourmenet en ur c&rsquo;harro\u00f1s aour, ho pet truez outi, disprizet ha bou- fonet gant penno\u00f9-mezv.<\/p>\n<p>Bet &lsquo;oa ur mision bras e Tonkedeg ha Soez he doa kontet he buhez d&rsquo;an tad-misio- ner. Hema\u00f1, emezi, a lavaras kement-ma\u00f1 : \u00ab Ma ne vije ket a verc&rsquo;hed eveldoc&rsquo;h, ar merc&rsquo;hed fur n&rsquo;o dije ket a beoc&rsquo;h da vale. \u00bb Anavezout a rae an Denelezh.<\/p>\n<p>Ujeni Gwilh-Ja\u00f1 &lsquo;oa kamaladez plac&rsquo;h yaouank Mamm. He zad &lsquo;oa ivez kuzulier ti- k\u00ear ha mignon da&rsquo;m zad-kozh. N&rsquo;oant ha\u00f1val avat nemet war un dra : daou gi-labour e oant, met Gwilh-Ja\u00f1 ne deue ar gomz dezha\u00f1 nemet pa veze hantervezv, ha fall &lsquo;oa e dreid, neuze, meur a wech, e tegouezhe dezha\u00f1 ober ur ruilh e touflez an hent bras d&rsquo;ar Sul goude &lsquo;r gouspero\u00f9. Pa zilerc&rsquo;he re e teue Marianna d&rsquo;e glask. Ha botez da Wilh ! \u00ab Porc&rsquo;hell &lsquo;zo ac&rsquo;hanout ! Aze &lsquo;ma\u00f1 da blas ? \u00bb \u2014 Sakernon- dedistak Marianna, lez ac&rsquo;hanon da sevel bepred. Na sko ket warnon ! \u00bb<\/p>\n<p>Neuze e kleve un eil gouspero\u00f9 gant Marianna. Tad-Kozh &lsquo;oa bet hag a yae d&rsquo;e ambroug pa gave anezha\u00f1 er stad-se, met hola ! ne veze ket l\u00e2ret mersi dezha\u00f1 gant Gwilh na gant Marianna kennebeut. Erru toull an nor e veze sachet Gwilh en ti a-bouez e va\u00f1ch ha serret an nor ouzh neb a veze bet o tegas anezha\u00f1 d&rsquo;ar g\u00ear.<\/p>\n<p>An deiz-se &lsquo;oa dres e-pad ar mision bras, e oa o tistrei\u00f1 diouzh marc&rsquo;had Lannuon, hag e\u00f1 erru kras-mat, e oa deut ivez d&rsquo;an iliz. Ar c&rsquo;hure a oa er gador bepred, oc&rsquo;h echui\u00f1 ur chapeled. \u00ab Brema\u00f1, emeza\u00f1, &lsquo;omp o vont da gana\u00f1 Kalon dous a Vari, pajenn eizh ha daou-ugent. \u00ab Petore pajenn, Aotrou Kure, petore pajenn ? \u00bb Ar c&rsquo;hure na respontas ket, krog &lsquo;oa da gana\u00f1. \u00ab Sakernondedistak, eme Wilh-Ja\u00f1, ma ne l\u00e2rit ket din petore pajenn ne&rsquo;m eus ket ezhomm ma levr ivez. \u00bb Hag e\u00f1 etrezek ar c&rsquo;heur hag o tarc&rsquo;haou e levr-kantik dreist ar balustro\u00f9 ; hag er-maez\u2026<\/p>\n<p>Va zad-kozh ne veze morse mezv, pa veze da heul un toullad mignoned, pe deve- zhio\u00f9 ar c&rsquo;huzul ti-k\u00ear, a gave e du d&rsquo;ober e dro-regali\u00f1 da genta\u00f1, neuze e kave un digarez bennak da dapout hent ar g\u00ear hep gouzout d&rsquo;ar re all.<\/p>\n<p>Div pe deir gwech en he buhez, a l\u00e2re Mamm din, he devoa gwelet he zad tommet un tamm dezha\u00f1. Neuze ha neuze hepken, e c&rsquo;hoarie gant e vugale ; ar re-ma\u00f1 o dije fent ganta\u00f1, ken nebeut kustumet e oant bet da farsal gant o zad, met Mamm- Gozh a l\u00e2re dezha\u00f1 : \u00ab Te &lsquo;zo c&rsquo;hwezh ar boeson ganit. Kerzh da gousket du-se d&rsquo;ar gambr. Me n&rsquo;on ket &lsquo;vit gouza\u00f1v c&rsquo;hwezh ar gwin-ardant. \u00bb Gwreg evurus &lsquo;oa anezhi !<\/p>\n<p>Pa veze an devezhio\u00f9 bras-se : plasamant ar beorien ha kuzul ar budjed, e veze &lsquo;pad an deiz er bourk. Neuze e tebre e verenn da greisteiz e ti e vignon an Ao. Moutin am eus komzet dija diouta\u00f1. Ur vatezh kozh &lsquo;oa ganta\u00f1. Met e\u00f1 a servije ouzh taol, ha da ziskouez pegen dilikat e oa chomet ec&rsquo;h errue er sal gant daou blad, unan e pep dorn hag e tigore an nor gant e droad dehou, en ur boueza\u00f1 gant biz-bras e droad war al lokard. Ne oa ket da\u00f1jer dezha\u00f1 da fota\u00f1 e chaous, na da gouezha\u00f1 war e revr.<\/p>\n<p>Ur journal, <em>L&rsquo;Armorique, <\/em>a gemerent etre an daou di. Da di an Ao. Moutin e veze kaset bep Sadorn, pe marteze d&rsquo;ar Gwener. Neuze tro-pad ma oa bugale Roperz-<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Huon e skol ar bourk e veze roet dezho d&rsquo;ar Sadorn da noz, pe goude an oferenn- veure d&rsquo;ar Sul. Setu e kave Tad-Kozh ar journal da lenn d&rsquo;ar Sul etre an oferenn hag ar gouspero\u00f9. Da fin ar bloaz e veze lodennet ar journalio\u00f9 war-hanter etre an daou di, neuze e teue an Ao. Moutin d&rsquo;e adverenn ur sulvezh d&rsquo;ober al lodenno\u00f9.<\/p>\n<p>Nag a gemm an deiz a hiziv er papero\u00f9 !<\/p>\n<p>Ur journal ofisiel, moarvat, &lsquo;errue en ti-k\u00ear hag ar maer, ar sekretour hag unan bennak eus ar guzulierien, ar re a ouie lenn, o doa un tamm anaoudegezh bennak er politik. Met an niver bras eus ar bobl ne ouie netra, nemet ar pezh a veze l\u00e2ret diwar vur ar vered goude an oferenn, ma veze ur c&rsquo;hemenn d&rsquo;ober a-berzh ar maer, ar prefed, pe a-berzh ar re a veze war ar renk da vont d&rsquo;ar Gambr e mareado\u00f9 ar votadego\u00f9. An hini a gonte ar c&rsquo;haera\u00f1 hag a baee ar muia\u00f1 a voeson a veze an tu kre\u00f1v ganta\u00f1. Pell eo bet padet an trao\u00f9 er giz-se.<\/p>\n<p>An tu gwenn hag an tu ruz &lsquo;oa. Eeun &lsquo;oa. Taolio\u00f9 teod ha taolio\u00f9 dorn etre an daou du ha fachiri ha kasoni : \u00ab Kalotin ! \u00bb eme unan, \u00ab Kof-Ruz ! \u00bb eme egile, ha tammo\u00f9 rimastello\u00f9 savet war ar prim an eil o tresa\u00f1 chupenn egile.<\/p>\n<p>Tonkedegiz yaouank a oa kontet paotred ar beilh : bep Sul da noz e veze kann. Se da vihana\u00f1 pa oa maer an aotrou Trogindi hag a oa un den re jentil, re vat, ha pell diouzh ar bourk o chom. E-pad ma oa bet Reune Nikolaz maer, un den reut anezha\u00f1, e veze siouloc&rsquo;h ar bourk, rak e\u00f1 &lsquo;oa o chom e korn ar bourk.<\/p>\n<p>E-pad ma oa an Ao. Tourneur person e Tonkedeg, pa veze cheu ha kann war ar bla- senn, e save an aotrou person, e tigore prenestr e gambr hag ac&rsquo;hane e korf e roched e huche d&rsquo;an emgannerien : \u00ab Arsa paotred, c&rsquo;hoant hoc&rsquo;h eus ez afen d&rsquo;ho tispartia\u00f1 ! &lsquo;Peus ket a vezh e-tal hoc&rsquo;h iliz-parrez, e-tal bered ho tud-kozh o&rsquo;n em larda\u00f1 er giz-se ! Alo, pep hini en e roud ha peoc&rsquo;h war ar jeu, mar plij !!! \u00bb<\/p>\n<p>Ar re a gare un tammig o enor a&rsquo;n em denne, aon gante beza\u00f1 anavezet gant o ferson. Al lakepoded, avat, a oa a-vec&rsquo;h d&rsquo;ar jandarmed dont a-benn anezhe pa zegouezhent warno kent ma vije torret d&rsquo;o malis. Graet e veze zoken boutiko\u00f9 dezhe. War varc&rsquo;h e veze ar polis d&rsquo;ar c&rsquo;houlz-se, ha pa veze te\u00f1val an noz e tre- mene ur c&rsquo;ha\u00f1fard bennak a-rez d&rsquo;ar marc&rsquo;h hag e tibrenne l\u00earenn an dibr. Un taol- skoaz d&rsquo;ar c&rsquo;havalier ha setu-e\u00f1 gwintet en tu all, kent dezha\u00f1 beza\u00f1 &lsquo;n em zastumet e veze karzhet ar c&rsquo;ha\u00f1fard.<\/p>\n<p>Gwilh-Ja\u00f1 &lsquo;n Alan, am eus komzet anezha\u00f1, a oa bet graet prosez-verbal dezha\u00f1 ur wech gant ar jandarmed, kavet &lsquo;oa bet o kousket e touflez an hent-bras gant ur pifad, ur c&rsquo;horfad mezh &lsquo;oa se d&rsquo;ur c&rsquo;huzulier hag ur c&rsquo;horfad drouk &lsquo;oa enna\u00f1.<\/p>\n<p>\u00ab O ! emeza\u00f1, me a dalvezo an dro-ma\u00f1 d&rsquo;an aotrounez, sur-sur n&rsquo;eo ket marteze. \u00bb<\/p>\n<p>Kavet en doa e du. Go\u00fbt a ouie pelec&rsquo;h er bourk a raent o diskenn, ha sur &lsquo;oa ez aent o-daou d&rsquo;an ostaleri asambles \u2014 ar pezh a oa kontrol d&rsquo;o servij.<\/p>\n<p>Un deiz e c&rsquo;hedas anezho eus un ti bennak ha p&rsquo;o gwelas aet o-daou en ostaleri evel kustum, ez eas war o lerc&rsquo;h gant daou dest, ha Gwilh-Ja\u00f1 d&rsquo;ober ur gontrava\u00f1sion dezho d&rsquo;e dro, ar gwir en doa evel kuzulier ti-k\u00ear. Nec&rsquo;het-bras e oa an daou jan- darm. Barrek e oant da goll o flas. Hag a-hend-all, an dud a oa o vont d&rsquo;ober goap.<\/p>\n<p>Gwilh-Ja\u00f1 ne oa ket un den a vis-fall, met c&rsquo;hoant an doa d&rsquo;ober un tamm skol dezhe. \u00ab M&rsquo;ho pije va lezet an deiz all, pa ne l\u00e2ren netra da zen, ne vijen ket deut da glask tapout ac&rsquo;hanoc&rsquo;h en defaot. N&rsquo;oc&rsquo;h eus nemet troc&rsquo;ha\u00f1 va afer ha me ho lezo da vont ivez. Met war an diviz-se hepken. \u00bb N&rsquo;o doa eta nemet terri\u00f1 dezha\u00f1&nbsp; e brosez-verbal ha mat pell zo. Evel-se e oa graet.<\/p>\n<p>Un tammig bihan a enor &lsquo;oa beza\u00f1 kuzulier, met ur gounid ne oa ket. Met unan bennak a rank soursial ouzh afero\u00f9 ar gumun. Segali\u00f1 an holl ne c&rsquo;hell den ober\u2026 Al lodenn vrasa\u00f1 eus ar guzulierien a oa tud diwar ar maez. Menajerien, mererien pe berc&rsquo;henned atanto\u00f9, met hepken tud hag o dije un denn vat, daou, tri pe bevar a gezeg da staga\u00f1, hag anavezet evit bout tud a volontez vat, mat da sikour an dud vihan. Va zad-kozh ne oa ket gouest da refuzi\u00f1 den ebet. \u00ab An hini, emeza\u00f1, a deu da glask eo dre m&rsquo;en devez ezhomm, ha bravoc&rsquo;h eo kaout da rei\u00f1 eget beza\u00f1 rediet da vont da glask. \u00bb<\/p>\n<p>Meur a zevezh-tenn, pe a bennad-devezh, a rae a-hed ar bloaz evit ur bennozh- Doue da renta\u00f1 servij da neb n&rsquo;en dije na karr na tenn ! Mont da ziloja\u00f1 ur paour bennak, pe un tieg bihan bennak. Charreat ur c&rsquo;hant keuneud pe ur gordenn goad da unan, arat ha teilat un tamm douar-patatez da unan all, mont da gerc&rsquo;hat marc&rsquo;hadourezh d&rsquo;ar gar da hema\u00f1 pe henhont, mont da gas ur c&rsquo;hasedad moc&rsquo;h bihan, pe ul leue bihan d&rsquo;ar foar da hini pe hini.<\/p>\n<p>Bez&rsquo; &lsquo;oa ur c&rsquo;hemener, J.-F. Malpot e anv, ur bern bugale dezha\u00f1 da sevel gant pae e zevezh, gwriat eus an eil ti d&rsquo;egile, ha setu ma oa &lsquo;n em lakaet d&rsquo;ober ko\u00f1serv kig-sall Amerik. Kasedado\u00f9 kig-sall druz ha tev a veze da gerc&rsquo;hat dezha\u00f1 eus gar Plouared. Gwerzha\u00f1 a rae dre ar munud ar c&rsquo;hig-se \u2014 melen ha ra\u00f1s \u2014 da dudigo\u00f9 bihan o yalc&rsquo;h, un nebeudig a c&rsquo;houneze warna\u00f1, met arabat beza\u00f1 figus war ar ba\u00f1sion, rak ret &lsquo;oa beza\u00f1 digor e galon a-benn debri\u00f1 eus ar c&rsquo;hig-se.<\/p>\n<p>Ya, meur a bennad amzer a golle evel-se. Met p&rsquo;errue amzer an eost e teue hinien- no\u00f9 eus ar re bet graet evite, d&rsquo;ober dezha\u00f1 un devezh eost, hag ar peurvuia\u00f1 eo evit troc&rsquo;ha\u00f1 gwinizh eo &lsquo;n em gavent. An ed-bara &lsquo;oa istimet ha doujet dreist d&rsquo;an trevado\u00f9 all. Ya, n&rsquo;eo ket d&rsquo;ar mare-se e veze roet gwinizh d&rsquo;ar yer evel brema\u00f1 ; gant ed-du e vezent maget. Hag ar bara a oa un dra sakr, ne oa ket a boubellenno\u00f9 d&rsquo;ar c&rsquo;houlz-se, ne veze graet pailhoro\u00f9 gant netra. Deiz an dorna\u00f1 e veze e-leizh al leur a dud, un hanter muioc&rsquo;h eget ezhomm. Mamm-Gozh a l\u00e2re d&rsquo;ar vugale :<\/p>\n<p>\u00ab Diwallit da l\u00e2ret da zen ebet pegoulz &lsquo;vo dornet ama\u00f1, ne vefe na labour na plas da gement-se a dud ! \u00bb Gant kezeg war ar manej ez ae ar c&rsquo;houfr en-dro. Difonn e oa al labour-se, un devezh hanter e pade an dorna\u00f1 e ti va zud-kozh. Da&nbsp; ziwezha\u00f1&nbsp;e oa deut ar vapeur hag ur c&rsquo;houfr brasoc&rsquo;h. Neuze e veze graet &lsquo;n un devezh, met kalz muioc&rsquo;h diskempenn labour e oa, ha ne oa ket akuit perc&rsquo;henn ar vapeur c&rsquo;hoazh war ar mekanik nevez-se.<\/p>\n<p>E ti ar C&rsquo;here Kozh bepred, e oa bet brezel-bihan deiz an dorna\u00f1. Jobenn, ar wreg, ne gave ket ez ae prim a-walc&rsquo;h an trao\u00f9 en-dro. So\u00f1jal a rae e oa sorset ar vapeur- se &lsquo;micha\u00f1s ; ha ken tost-lous e oa ar Jobenn, ma ne felle ket dezhi rei\u00f1 boued d&rsquo;an dud. Deut e oa d&rsquo;al leur da l\u00e2ret da berc&rsquo;henn ar vapeur : \u00ab Roit dezhi &lsquo;ta, Dronio\u00f9, ma kemer, ma vo echu &lsquo;benn adverenn ! \u00bb (Kuit e vije bet da rei\u00f1 koan.) \u00ab Dama\u00f1 die meigne ! Gra vat Jobenn, kemer &lsquo;ra vat. Alo trao\u00f9 e-barzh ! \u00bb emeza\u00f1 d&rsquo;ar boue- taer.<\/p>\n<p>Ha trao\u00f9 e-barzh neuze &lsquo;vat, fagodenn ha fagodenn, kuit a zifreta\u00f1, ha vlouf ha vlouf, ken a vouge, dont a raent er-maez a-boan hanter dornet, ya, met ar C&rsquo;here Kozh a yeas gant e forc&rsquo;h da gaout Dronio\u00f9 hag a oa o kas ar vapeur en-dro.<\/p>\n<p>\u00ab Petra, emeza\u00f1, zo krog en da revr ? Out o vont da drailha\u00f1 din ma zamm eost, ma n&rsquo;out ket &lsquo;vit ober gwelloc&rsquo;h eget-se, kerzh alese gant ar foeltr gant da gozh vapeur.<\/p>\n<ul>\n<li>Dama\u00f1 avat, eme Dronio\u00f9, ar Jobenn &lsquo;zo bet o l\u00e2ret din : rei\u00f1 dezhi hardizh mar kemere !<\/li>\n<li>Ha\u00f1 ? Ar Jobenn ! Ar Jobenn a zo o vont da welet piv &lsquo;zo mestr ama\u00f1 hiziv ! \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Hag e\u00f1 d&rsquo;an ti gant e forc&rsquo;h houarn. Graet en dije labour vil sur a-walc&rsquo;h panevet &lsquo;oa aet ur gwaz bennak war e lerc&rsquo;h, pa en gwele ken fuloret.<\/p>\n<p>Ma teufe brema\u00f1 ar C&rsquo;here Kozh hag ar re gozh all eus e amzer da welout peseurt koufoni\u00f1 a vez graet an deiz a hiziv war an eost gant ar ramzed euzhus a vez o tic&rsquo;ho\u00fbga\u00f1 an ed er parko\u00f9 ! ha ma welfent petra &lsquo;vez kavet er poubellenno\u00f9 ! pa &lsquo;z eus miliono\u00f9 a vugale o vervel gant an naon e broio\u00f9 &lsquo;zo !<\/p>\n<p>Pa zicha\u00f1se d&rsquo;ur paour bennak koll e dammig buoc&rsquo;h gant kle\u00f1ved pe gwallzarvoud, e veze aotreet gant ar maer d&rsquo;ober ur gest evit serri\u00f1 un tamm arc&rsquo;hant da brena\u00f1 unan all, neuze e teue da glask ur c&rsquo;huzulier da vont ganta\u00f1 d&rsquo;ober e gest e kement ti a aparchante ouzh e vreuriezh en tiegezhio\u00f9 gouest da rei\u00f1 ha dezho bolontez.<\/p>\n<p>Abalamour d&rsquo;ar c&rsquo;huzulier a veze ganto e veze gwelloc&rsquo;h o c&rsquo;hest, rak darn, en o enor, ne gredent ket rei\u00f1 re vihan aluzon, ha dres war o roud e klevent e pelec&rsquo;h &lsquo;veze saout da werzha\u00f1. Suroc&rsquo;h &lsquo;vez prena\u00f1 er g\u00ear eget er foar, daoust ma teu da geroc&rsquo;h a-wecho\u00f9, met ar foario\u00f9, hervez ar c&rsquo;hrennlavar, zo graet da drompla\u00f1 ha da veza\u00f1 tromplet, ha n&rsquo;eo ket alies e vez kaset d&rsquo;ar foar al loen en devez an holl sio\u00f9 mat met ar c&rsquo;hontrol a zo gwir.<\/p>\n<p>Ur c&rsquo;hustum all &lsquo;oa ivez. Pa veze laeret ul loen eus ar park ha pa douete da vat ar perc&rsquo;henn war unan bennak, en doa ar gwir, gant aotre ar maer, ha heuliet gant&nbsp;daou guzulier, da vont d&rsquo;ober furchadeg e ti an hini a grede dezha\u00f1 bout an hini kablus.<\/p>\n<p>Ur bloavezh e oa bet kollet un da\u00f1vad yaouank diouzh ar park, e ti va zud-kozh.&nbsp; Ar park-se a oa unan eus ar re bella\u00f1 diouzh ar g\u00ear ha tost da di unan hag a oa o veva\u00f1 diwar nebeut, ha frank e chiletenn. Un den doujet ha dirastell. Ne oa ket arvar da gaout, unan bennak en doa roet da santout da&rsquo;m zad-kozh pelec&rsquo;h &lsquo;oa e za\u00f1vad, hag e\u00f1 da gomz gant ar maer, pe kas ar jandarmed, pe mont e-unan gant daou all ? Nebeutoc&rsquo;h a istor &lsquo;oa tremen hep ar jandarmed.<\/p>\n<p>Ma, aet e oa eta daou guzulier all hag e\u00f1 d&rsquo;ober un enklask e ti an den-se ha kavet e voe an da\u00f1vad. Ar c&rsquo;hroc&rsquo;hen hag ar c&rsquo;hig-sallet en ur pod-pri. Ma veze bet bev c&rsquo;hoazh en dije degaset e za\u00f1vad d&rsquo;ar g\u00ear, met petra &lsquo;raje pa oa marv ha dispen- net ? Petra ober nemet un tamm skol d&rsquo;an den-se. Diwall da ober kemend-all ken, na dezha\u00f1 na da dud all, pe en dro-se ne vije ket c&rsquo;hoariet ganta\u00f1. Neuze e rankje paea\u00f1 pe mont d&rsquo;an toull. Met, tudo\u00f9 gaezh, eus perzh kanailhez n&rsquo;eus nemet viloni da c&rsquo;hortoz. Div verc&rsquo;h &lsquo;oa e ti an den-se, ha d&rsquo;ar Sul nesa\u00f1 goude \u2014 ur gouel-berz bennak a ranke beza\u00f1 peogwir unan eus merc&rsquo;hed kosha\u00f1 Tad-Kozh &lsquo;oa en oferenn- bred gant he dilhad kaera\u00f1. En em laket e oa an div glinkenn-se a-dre\u00f1v he c&rsquo;hein ha sizailhet dezhi he chal-fra\u00f1j e n&rsquo;ouzon ket pet andred. Kollet ar chal a briz vras evel-just\u2026<\/p>\n<p>Ar merc&rsquo;hed a save korn a-dre\u00f1v o chal kent azeza\u00f1 war o c&rsquo;hador en iliz evit mirout d&rsquo;e joga\u00f1, ha setu ar c&rsquo;horn-se dre gein ar gador &lsquo;oa e-tailh d&rsquo;an div bezh ifrontet-se da sizailha\u00f1 hep na sante eben netra\u2026 ha setu ! kollet an da\u00f1vad ha kollet ar chal war ar marc&rsquo;had ha netra d&rsquo;ober. Ur prosez da neb na oa gouest da baea\u00f1 na da rapari\u00f1 an domaj ?\u2026<\/p>\n<p>An dud a-feson a rank atav kaout an tu. Koll ha serri\u00f1 o geno\u00f9 peurvuia\u00f1, daoust ha pegement a imor a vez enne. A-hend-all e koustfe c&rsquo;hoazh ker d&rsquo;o yalc&rsquo;h ha d&rsquo;o enor, rak al laer a vez gaouiad ivez war an dro.<\/p>\n<h2>E Roperz-Huon<\/h2>\n<p>Un tiegezh kristen e oa ti va zud-kozh evel al lodenn vrasa\u00f1 eus an tiegezhio\u00f9 d&rsquo;ar mare. Patero\u00f9 daou benn an deiz. An oferenn bep Sul ha bep gouel ha gouspero\u00f9 bep Sul pe dost. Ar vijelo\u00f9 hag ar yuno\u00f9 d&rsquo;an devezhio\u00f9 merket.<\/p>\n<p>Ar c&rsquo;horaiz &lsquo;oa start d&rsquo;ar c&rsquo;houlz-se. Un amzer &lsquo;oa bet end-eeun ne veze ket zoken komzet eus kig e-pad seizh sizhun ar c&rsquo;horaiz hep na vije l\u00e2ret \u00ab gant resped d&rsquo;an amzer santel \u00bb, ar vio\u00f9 memes tra \u2014 ha ger a besked ebet !!! Bloneg, soav ha lard- teuz &lsquo;oa droed, hag amann.<\/p>\n<p>Va mamm-gozh hag he c&rsquo;hoarezed a yune bemdez e-pad ar c&rsquo;horaiz, ken ma vezent prest da gouezha\u00f1 diouzh o sav a-benn Pask. An dud a yae d&rsquo;ar park ne yunent ket,&nbsp;nemet an daouzek deizio\u00f9 ha derc&rsquo;hent ar gouelio\u00f9 bras. Ar pevar amzer &lsquo;oa : daou- zek deizio\u00f9 ar c&rsquo;horaiz, daouzek deizio\u00f9 &lsquo;n Azvent, daouzek deizio\u00f9 Maho ha daou- zek deizio\u00f9 an Dreinded. Deiz Gwener ar Groaz : neuze an holl a yune, zoken ar bugel bihan war ar vronn, ne veze roet dezha\u00f1 da dena\u00f1 ken m&rsquo;en dije graet teir c&rsquo;hriadenn, ar boaz a oa evel-se.<\/p>\n<p>Ne veze ket graet euredo\u00f9 e-pad ar c&rsquo;horaiz kennebeut, nemet gant dispa\u00f1s, evel ma vez lavaret, ma veze un abeg sirius.<\/p>\n<p>Deiz an Deiz-Kenta\u00f1-ar-Bloaz e veze an dud abred war ar bale. Ar vugale o deveze mall da vont da heti\u00f1 Bloavezh Mat d&rsquo;o mamm ha d&rsquo;o zad, ar vevelien d&rsquo;o mistri, kent mont da di o zud o-unan m&rsquo;o dije.<\/p>\n<p>An amezeien a zeue da heti\u00f1 Bloavezh Mat da genta\u00f1 da gosha\u00f1 den a vije er c&rsquo;hontre ha goude da bep hini hervez e renk er gevredigezh.<\/p>\n<p>Bugale an ti, ma vezent o c&rsquo;hounit o bara en diavaez pe ma vezent dimezet ha sta- liet war-dro, a zeue holl da di o zud, abred pe ziwezhat, hervez o hent o deveze d&rsquo;ober ha hervez o labour o deveze er g\u00ear, pe neuze, alies, e veze lakaet un deiz dezhe da zont asambles ha da leina\u00f1 da di o zud, tu pe du, met tost-tre da Deiz- Kenta\u00f1-ar-Bloaz.<\/p>\n<p>Mamm-Gozh a oa boas da vont d&rsquo;an oferenn da gregi\u00f1 gant ar bloaz nevez. Da eizh eur, am eus so\u00f1j, e veze an oferenn pa oan yaouank ha mont a raen-me ivez evel Mamm-Gozh d&rsquo;an oferenn-veure en deiz-se, ha da heti\u00f1 ar Bloavezh Mat d&rsquo;ar seu- rezed, e Tregrom.<\/p>\n<p>En amzer va zud-kozh ne veze ket kafe tro-distro evel brema\u00f1, met d&rsquo;an Deiz- Kenta\u00f1-ar-Bloaz avat, e veze graet ur mell podad. E ti tud va zad, end-eeun ne veze morse a gafe nemet d&rsquo;an deiz-se.<\/p>\n<p>A-benn an noz e veze meur a hini kras-mat, ha klevet &lsquo;m eus eus hinienno\u00f9 bet kavet marv an deiz war-lerc&rsquo;h, kouezhet war vord an hent ha chomet eno da gleri\u00f1, pa veze yen-kaer an amzer.<\/p>\n<p>Un deiz e oa chomet va zonton Jean-Louis Dualenn, ur breur da dad va zad \u2014 kozh paotr yaouank anezha\u00f1 \u2014 war blas an ti, pe kentoc&rsquo;h trao\u00f1 an ti, e Roperz-Huon. Ne oa ket gouest ken da gemer troad ebet met kana\u00f1 a rae c&rsquo;hoazh diwar lein e gein. Marteze e oa lakaet un dra bennak dindana\u00f1, se ne&rsquo;m eus ket klevet, met re a za\u00f1jer &lsquo;vije bet e lakat er-maez gant aon &lsquo;vije bet chomet en hent. Ma, hervez, an div verc&rsquo;h hena\u00f1 a oa o kousket en ur gwele-kloz e trao\u00f1 an ti, Anne-Marie ha Maivon, ha va zonton a huche war Anne-Marie \u2014 ur ganerez dispar &lsquo;oa : \u00ab Anne-Marie gaezh ! Anne-Marie gaezh ! Dont a ri ganin hag ez efomp hon-daou da gana\u00f1 ur salm dirak aoter Kalon Jezuz d&rsquo;ar Prus ? \u00bb<\/p>\n<p>An div-ma\u00f1 o doa plijadur leizh o c&rsquo;hof o klevout Jean-Louis o komz eus mont d&rsquo;ar Prus, pa na oa ket gouest da chom war droad ebet\u2026 ha neuze e teue so\u00f1j dezha\u00f1 diouzh \u00ab Ko\u00f1li \u00bb ha Vire : Ya Vir ! Vir ! Tomm e oa ! Mizerikord e oa tomm ! Mizerere mei !\u2026 Bet &lsquo;oa du-hont o vizeri\u00f1 e Kamp Ko\u00f1li, ha chomet &lsquo;oa se war e spered.<\/p>\n<p>Gouel ar Chandelour &lsquo;oa sa\u00f1set hanterouel ivez. Unan da vihana\u00f1 eus pep ti a yae d&rsquo;an oferenn gant e gantol da venniga\u00f1. Ar gantol-se a veze paket-mat e tiretenn ar pres, ret e oa derc&rsquo;hel goulo\u00f9 benniget e pep ti e-ken-kaz &lsquo;n em gavfe unan bennak e par ar marv hag alumet e veze ivez a-wecho\u00f9 pa veze pounner ha tost an tarzho\u00f9-kurun.<\/p>\n<p>Deizio\u00f9 Meurlarjez &lsquo;oa devezhio\u00f9 ar frikoio\u00f9. Lazhet e veze al loened e-kerzh Meurlarjez ha friko kalz pe nebeut e-pad tri devezh. Da Verc&rsquo;her al Ludu e veze c&rsquo;hoazh ar beorien o klask ar restajo\u00f9. Int o doa droed da zebri\u00f1 kig en deiz-se. Ebato\u00f9 a veze ivez da Sul al Lard ha Lun al Lard ha zoken d&rsquo;ar Meurzh. An deiz-se eo e veze maskalenno\u00f9. Ai ! froma\u00f1 a ran netra nemet o skriva\u00f1 ar ger.<\/p>\n<p>Nag em eus bet me aon dirak ar maskalenno\u00f9 pa oan bihan ! Koulskoude na veze ket masklo\u00f9 euzhus gante evel brema\u00f1 ; gant koefo\u00f9 pe rideozio\u00f9 pe hepken duet o bizajo\u00f9 gant huzil pe glaou diwar an oaled, ar merc&rsquo;hed gant brago\u00f9 ur breur bennak dezho hag ar baotred gant kotilhonenn o c&rsquo;hoar ha pep a vazh, ha Frttt, Frttt ! Sodi\u00f1 a raen !<\/p>\n<p>Ma, ma veze ul lodenn eus ar yaouankiz oc&rsquo;h ebatal, ul lodenn all a veze o pedi\u00f1. Lakaet e veze ar Sakramant a-hed an deizio\u00f9-se ha dalc&rsquo;het tud atav en iliz. Bugale an tiez mat, ar gristenien vat, ne daent ket da valarjezi\u00f1, d&rsquo;adori\u00f1 ar Sakramant ez aent pep hini d&rsquo;e dro. Ha da Verc&rsquo;her al Ludu, Mamm-Gozh ne vanke morse da vont da oferenn al Ludu\u2026<\/p>\n<p>Echu Malarjez, krog ar C&rsquo;horaiz, teusk o geno\u00f9 gant an dud. Foetet o gwenneien gant ar re yaouank hag ar yun hag ar vijel diraze evit seizh sizhun. Devet e veze sant Malarjez d&rsquo;ar Merc&rsquo;her ; ar vugale o kana\u00f1 :<\/p>\n<p><em>Sant Malarjez, troadig-kamm, Tri deiz zo n&rsquo;eus debret tamm, Tri deiz zo &lsquo;ma\u00f1 &lsquo;n e wele, Kla\u00f1v-fall eo sant Malarjez !<\/em><\/p>\n<p>Bez&rsquo; &lsquo;oa darn hag a veze ar c&rsquo;horaiz gante e-pad ar bloaz. E-touez kanaouenno\u00f9 diniver Tad-Kozh &lsquo;oa unan o kregi\u00f1 gant ar poz-ma\u00f1 :<\/p>\n<p><em>Biskoazh n&rsquo;on bet estonet &lsquo;Vel klevout un&rsquo; va bugale<\/em><\/p>\n<p><em>D&rsquo;ar Pantekost &lsquo;c&rsquo;houll ganin-me : Ar C&rsquo;horaiz, va zad, echu eo ?<\/em><\/p>\n<p><em>Ar C&rsquo;horaiz, va bugale<\/em><\/p>\n<p><em>&lsquo;Vit un darn zo, a vez bemdez !<\/em><\/p>\n<p><em>&nbsp;<\/em>Emicha\u00f1s ar vugale o doa bet un tamm kig en aluzon digant unan bennak, ha gant doan da bec&rsquo;hi\u00f1 o tebri\u00f1 kig an deizio\u00f9 difennet a c&rsquo;houlenne digant o zad hag echu e oa ar C&rsquo;horaiz.<\/p>\n<p>Paourentez &lsquo;zo kalet, met na n&rsquo;eo ket pec&rsquo;hed, a lavar ur ganaouenn all. Ya, kalet eo emicha\u00f1s e pep seurt stumm. Rak ar paour a c&rsquo;hell tremen hep kalz a drao\u00f9, met darn &lsquo;zo a c&rsquo;houza\u00f1v muioc&rsquo;h dre ma&rsquo;z int lorc&rsquo;hus.<\/p>\n<p>Bez&rsquo; oa, hervez, tost da di va zud-kozh, ur pilhaouer, paour-du, gant un tiad bugale, un tamm kozh marc&rsquo;h kozh treut en doa da vont en-dro, ha neuze pa veze aet war gein e varc&rsquo;h a hope d&rsquo;e wreg : \u00ab Marjan ! Lakit ar gleurc&rsquo;hio\u00f9 war an tan, &lsquo;benn teir eur pe deir eur hanter, a-benn peder eur ec&rsquo;h errui\u00f1 er g\u00ear\u2026 hey Piti ! \u00bb (Piti &lsquo;oa ar marc&rsquo;h).<\/p>\n<p>Neuze d&rsquo;ar Sul da greisteiz e veze war dreuzo\u00f9 e zor gant un tammig askorn oc&rsquo;h ober seblant d&rsquo;e grignat, ha pa wele tud o tremen o tont diouzh an oferenn, e hope da Varjan : \u00ab Roit kig d&rsquo;ar vugale-se, Marjan ! me &lsquo;zo trawalc&rsquo;h ganin ! \u00bb An askorn- se a veze ar memes hini &lsquo;pad ar bloaz !<\/p>\n<h2>Sul ar Beuz<\/h2>\n<p>Sul ar Beuz &lsquo;oa sa\u00f1set gouel ar vugale, kaset e vezent da avieli\u00f1 an deiz-se, ar pezh a oa iskis a-walc&rsquo;h, rak hir-spontus e oa an oferenn en deiz-se. Met an avieli\u00f1-se en amzer Bask &lsquo;oa sa\u00f1set Pask ar vugaligo\u00f9, \u00ab Paskig an \u00db \u00bb evel ma lavare an aotrou &lsquo;n Aoregan, person Tregrom.<\/p>\n<p>Evel da vont d&rsquo;an Tantad, pep den ha pep bugel a ranke kaout e voked beuz, bihan pe vras. Darn a lakae ur bodig lore e-touez ar beuz. Ar c&rsquo;henta\u00f1 bod o tont eus an iliz a veze evit ar vered, pep hini war vez e dud a blante ur bodig beuz binniget.<\/p>\n<p>El lojeiz da genta\u00f1, er parko\u00f9 goude, betek an hini pella\u00f1 hag an hini distera\u00f1, e oa ar c&rsquo;hiz kristen da lakat un tamm beuz. D&rsquo;ar Sul d&rsquo;abardaez, goude ar gouspe- ro\u00f9, e veze ar beizanted hag o bugale oc&rsquo;h ober tro ar goumanant da blanta\u00f1 beuz. Lod a lakae o bod e-kreiz ar park, lod all e kostez ar c&rsquo;hleuz e-lec&rsquo;h ma ne veze ket drailhet gant ar binvio\u00f9, ha pa veze mat ar bloaz e kroge meur a vodig beuz da vounta\u00f1 ha d&rsquo;ober ur vodenn pa ne vezent ket troc&rsquo;het en ur dic&rsquo;harzha\u00f1, kuzhet ma vezent dindan ar raden hag ar geot hir. Deut eo bet an dud da zilezel tamm-ha- tamm hengounio\u00f9 kristen o bro, ha despetus eo. Na trist e kavan-me gwelout ar boked beuz binniget chomet da we\u00f1vin war varlenn ar prenestr hep n&rsquo;en dije bet nikun nerzh-kalon a-walc&rsquo;h da vont da veuza\u00f1 ganta\u00f1 o douaro\u00f9\u2026<\/p>\n<p>Gant Sul ar Beuz e krog ar Sizhun Santel, ar c&rsquo;hleier o vont da Roma da Yaou- Gamblit. Ar vugale a grede parfet ez ae ar c&rsquo;hleier da Roma. Ne veze klevet kloc&rsquo;h ebet, na noz na veure,&nbsp; na&nbsp; kreisteiz,&nbsp; o&nbsp; son&nbsp; an&nbsp; a\u00f1jeluzo\u00f9&nbsp; ken&nbsp; ma&nbsp; tistroent&nbsp; d&rsquo;ar Sadorn.<\/p>\n<p>\u00ab Ha dre belec&rsquo;h e tremenont o vont da Roma ? a c&rsquo;houlenne ar vugale.<\/p>\n<p>\u2014 Dre an hent-bras sur, avat. It du-hont d&rsquo;ar peulvan hag e welot anezho o tremen. N&rsquo;hoc&rsquo;h eus nemet serri\u00f1 ho taoulagad ha digeri\u00f1 ho keno\u00f9 hag o kwelot. Hastit ! \u00bb Morse den ne wele kloc&rsquo;h ebet o vont dre an hent bras da Roma, nag o tistrei\u00f1 ken- nebeut.<\/p>\n<p>Gwener ar Groaz ne oad ket sa\u00f1set da vont d&rsquo;ar park goude kreisteiz, na sa\u00f1set da gaout kouez o sec&rsquo;ha\u00f1 war ar c&rsquo;harzh, ha dreist-holl ne oa ket mat kanna\u00f1, na birvi\u00f1 dilhad an deiz-se, se &lsquo;vije birvi\u00f1 gwad hon Salver. Hag a blaso\u00f9 &lsquo;oa ar gre- denn penaos an hini en dije kouez er-maez an deiz-se a varve er bloaz-se. Diwallet e veze, eta.<\/p>\n<p>Da deir eur, eur ma varve hor Salver war ar groaz, e teue an holl d&rsquo;an ti hag e kroge ar pedenno\u00f9 betek ma veze poent mont da goania\u00f1 al loened. Va zad-kozh a oueze dre &lsquo;n e\u00f1vor an holl bedenno\u00f9, kantiko\u00f9, gwerzio\u00f9 ar Basion hag a zibune bep bloaz an holl lido\u00f9 war o hed.<\/p>\n<p>Va zintin Janig \u2014 M\u00e8re Sainte-Anne-de-J\u00e9sus \u2014 he doa savet ur barzhoneg kaer war Gwener ar Groaz :<\/p>\n<p><em>Le Vendredi-Saint<\/em><\/p>\n<p><em>L\u00e0-bas au doux foyer que j&rsquo;aime Je me rappelle qu&rsquo;autrefois, Lorsque sonnait l&rsquo;heure supr\u00eame O\u00f9 J\u00e9sus mourrait sur la croix Autour d&rsquo;une pieuse m\u00e8re, Enfants,&nbsp; nous&nbsp; nous&nbsp; r\u00e9unissions Et sous l&rsquo;effort de la pri\u00e8re<\/em><\/p>\n<p><em>S&rsquo;inclinaient gravement nos fronts C&rsquo;\u00e9taient des paroles ardentes \u00c9manant d&rsquo;une sainte foi<\/em><\/p>\n<p><em>Que disaient nos l\u00e8vres tremblantes Je veux les redire encor moi :<\/em><\/p>\n<p><em>\u00ab Pour nous, je le crois fermement J\u00e9sus a vers\u00e9 tout son sang,<\/em><\/p>\n<p><em>Il n&rsquo;est ni gr\u00e2ce, ni pardon Que dans sa mort, sa passion. \u00d4 J\u00e9sus, par ta Passion Donne-moi la contrition<\/em><\/p>\n<p><em>Qu&rsquo;elle brise \u00e0 jamais mon c\u0153ur Au souvenir de ta douleur !\u00bb <\/em>M\u00e8re Sainte Anne de J\u00e9sus (1896)<\/p>\n<h3>Sul Fask<\/h3>\n<p>Ar c&rsquo;hleier o vralla\u00f1, an drask o kana\u00f1 :<\/p>\n<p><em>Kig hag \u00fb! Kig hag \u00fb! Kig hag \u00fb da Bask Hag ur boto\u00f9-l\u00ear nevez d&rsquo;an drask !<\/em><\/p>\n<p>Levenez an Dasorc&rsquo;h ! Jezuz savet eus a varv da vev ! hag echu ar C&rsquo;horaiz, amzer hir ar binijenn ! joausted e pep lec&rsquo;h, e pep kalon. An ha\u00f1v, an amzer vat, ar gou- koug e dero\u00f9 Ebrel, ar parko\u00f9 o c&rsquo;hlaza\u00f1, ar bro\u00f1so\u00f9 o c&rsquo;hwezha\u00f1 war ar skourro\u00f9, ar gwrimenno\u00f9 dastrewet a vleunio\u00f9igo\u00f9 : roz-kaouled, roz-kamm, fleur-amann, roz-koukoug, hag all.<\/p>\n<p>O ! barrado\u00f9 grizilh a veze c&rsquo;hoazh a vare da vare, ha rev-gwenn : \u00ab skoulad ar gou- koug \u00bb &lsquo;veze l\u00e2ret ! Darn a l\u00e2re &lsquo;veze fall an amzer dre ma veze an Aotrou Doue en imor fall. E-pad amzer Bask, pa veze ar bec&rsquo;herien o tiskarga\u00f1 o c&rsquo;houstia\u00f1s eus pouez holl bec&rsquo;hedo\u00f9 ar bloaz, rak tu pe du da Sul Fask e rae pep kristen e Bask, an tad hag ar vamm a familh a gustume mont o-daou asambles d&rsquo;ober o fask. Evel- se e rae va zud-kozh, ha gant o dilhad kaera\u00f1, zoken ma veze un devezh pemdez. Ar c&rsquo;hiz a oa.<\/p>\n<p>Lun ha Meurzh Fask &lsquo;oa gouel ivez, oferenn ha gouspero\u00f9. Mamm-Gozh, evel-just, ne vanke morse da lida\u00f1 gouelio\u00f9 ar Werc&rsquo;hez, da vihana\u00f1 pa n&rsquo;he doa mui a vabi- go\u00f9 o veza\u00f1 ret aberzhi\u00f1 en o c&rsquo;herz an deverio\u00f9 na vezont ket ken ret ha mervel\u2026<\/p>\n<p>O Fask a veze degaset d&rsquo;ar g\u00ear d&rsquo;ar re gla\u00f1v ha d&rsquo;ar re gozh na vezent ket gouest da vont betek an iliz. Ma veze unan bennak war-dro, er stad-se ez ae hini pe hini eus an tiez nesa\u00f1 d&rsquo;asista\u00f1 al lid : da sikour kempenn an ti, ar gwele, hag an hini kla\u00f1v da veza\u00f1 nouennet war ar memes tro. Ma vije peorien e veze kaset ar pezh a felle evit kempenn en-dro d&rsquo;ar c&rsquo;hla\u00f1vour : li\u00f1sel ha pallenn gwenn, beuz ha dour benniget hag ar gantol c&rsquo;houlo\u00f9 bet benniget da Chandelour.<\/p>\n<p>D&rsquo;ar Yaou-Bask e veze pardon Krist e Tregrom. Darempredet eo bepred ar chapel- se. Met gwechall e veze oferenno\u00f9 e-pad ar beure, an hini genta\u00f1 da bemp eur, an eil da c&rsquo;hwec&rsquo;h eur, an div-se &lsquo;oa oferenno\u00f9 ar belerined. An oferenn eizh eur a veze er vourc&rsquo;h, an oferenn-bred adarre e Krist, goude kreisteiz a veze gouspero\u00f9 ha prosesion.<\/p>\n<p>Eus a-bell e teued da Grist, d&rsquo;an oferinier-vintin-se. Tud am eus anavezet, oadet dija, hag a veze o komunia\u00f1 bep bloaz en oferenn genta\u00f1, hag int o tont eus Tonkedeg.<\/p>\n<p>Va zad-kozh, evel meur a hini eus e barrez, a deue bep bloaz ivez da Grist, da gerc&rsquo;hat dour a veze skuilhet war gein ar saout. Bez&rsquo; &lsquo;veze un daol vihan gant ul lien gwenn-kann warni, hag a veze goloet a bezhio\u00f9 amann fichet-brav, degaset e prof d&rsquo;an Aotrou Krist ; evit ar saout eo e veze graet ar birc&rsquo;hirinded.<\/p>\n<p>Bez &lsquo;oa un dro-lavar fentus pa oan yaouank ; eus un den moal e veze l\u00e2ret : hennezh &lsquo;zo gouest da drompla\u00f1 Krist kozh, o lakaat anezha\u00f1 da gemer e benn evit ur pezhiad amann !<\/p>\n<h2>Miz Mae<\/h2>\n<p><em>E miz Ebrel e kousk an ozhac&rsquo;h hag e vevel,<\/em><\/p>\n<p><em>Da viz Mae e lavar ar wreg d&rsquo;ar vatezh: Deomp ivez! Da Ouel sant Mark e kousk pep hini &lsquo;n e bark,<\/em><\/p>\n<p><em>Ha neb n&rsquo;en deus park ebet a gousk en hent ! Etre Jord ha Mark e ya an heiz d&rsquo;ar park.<\/em><\/p>\n<p><em>Da viz Mae, lamm &lsquo;ra ar segal dreist ar c&rsquo;hae !*<\/em><\/p>\n<p>Nag a grennlavario\u00f9 o tont e beg va c&rsquo;hreion ! Pres ha mac&rsquo;hom a veze war ar bei- zanted e mizio\u00f9 an nevez-ha\u00f1v. Prienti\u00f1 ha hada\u00f1 : heiz, lin, patatez, beteravez \u2014 deiz Gwener ar Groaz &lsquo;oa an deiz mat \u2014, ar melchon-goa\u00f1v war ar c&rsquo;herc&rsquo;h pe an heiz ; hir an deiz da zerc&rsquo;hel evel-se hep ehan. Setu ma kroge ar \u00ab c&rsquo;housked da greisteiz \u00bb e-tro foar sant Jord evit ar wazed. Ar merc&rsquo;hed a c&rsquo;hortoze miz Mae.<\/p>\n<p>A, miz Mae ! miz ar Werc&rsquo;hez, miz ar pardonio\u00f9 o tigeri\u00f1, miz ar bleu\u00f1v, ar bala- fenned, ar geot glas-gwer o pallenni\u00f1 ar prado\u00f9 a voulouz, ar gwez o poania\u00f1 da zirolla\u00f1 o bro\u00f1so\u00f9 hag ar gwenan o frao\u00f1val.<\/p>\n<p>E miz Mae e veze lakaet ar Werc&rsquo;hez war he zron e pep ti ; war un estajerenn pe barlenn ur prenestr e veze sternet un tron gant tull gwenn ha bleunio\u00f9 tro-dro.<\/p>\n<p>Neuze, bep noz, e veze pedenno\u00f9 miz Mae en iliz-parrez, met e pep ti kristen ivez, goude ar patero\u00f9-noz e veze kanet kantiko\u00f9 d&rsquo;ar Werc&rsquo;hez. Na kaer e tlee beza\u00f1 an daolenn-se e ti va zud-kozh ! Holl, nemet Mamm-Gozh hag he mab, a oa kane- rien dispar \u2014 ar pezh na vire ket ouzh an daou-ma\u00f1 da gana\u00f1 ivez da heul.<\/p>\n<p>A-benn fin miz Mae e veze erru bihan ar bern patatez kozh alies, ha Mamm-Gozh a rae neuze yod ed-du da goan. Bo ! pa ne veze netra all, an holl a ranke debri\u00f1 tamm pe damm, pe blije dezho pe ne rae ket, Mamm bepred, an hini vihana\u00f1, he dije do\u00f1jer ouzh ar yod ed-du, met krozet e veze dezhi : \u00ab Petra &lsquo;c&rsquo;hoarvez d&rsquo;ar machin fall-ma\u00f1 ! Sed&rsquo; ama\u00f1 &lsquo;n ardo\u00f9 ! \u00bb<\/p>\n<p>Dre gaer pe dre heg, mont a rae ul loaiad bennak ganti d&rsquo;an trao\u00f1 memes tra. Met rebech a rae dezhi. Chom a rae ar c&rsquo;hwezh en he fenn. Ha pa groge da gana\u00f1 da heul ar re all e teue c&rsquo;hwezh ar yod ed-du da heul he mouezh. Setu ma ne oa bet biskoazh gouest da glevout an Ave Maris Stella hep santout c&rsquo;hwezh ar yod ed-du, emezi. Fentus eo ! Ha fentus eo ar vugale end-eeun. Va zintin Janig a oa ken devot ken ma wele he fater o vont d&rsquo;an ne\u00f1v, emezi ! Ar \u00ab Bater \u00bb a yae sonn evel un tenn, an \u00ab Ave Maria \u00bb evel ul labous o nijal en avel, an \u00ab Doue hepken &lsquo;adori \u00bb a yae a- viziez hag a-we\u00f1v. Pe wir pe ijinet ? Dre he spered emicha\u00f1s e wele an trao\u00f9-se pa veze o pedi\u00f1.<\/p>\n<p>Ha setu he breur, un tamm farser anezha\u00f1, a rae goap outi. Pa veze un dra bennak ha ne save ket eeun, e l\u00e2re : \u00ab A-viziez hag a-we\u00f1v evel pater Jann o vont d&rsquo;an ne\u00f1v. \u00bb Evel-se e veze itriket lavarenno\u00f9.<\/p>\n<p>P&#8217;emaon o komz eus miz Mae e teu un tamm danevell fentus war va spered.<\/p>\n<p>Ar c&rsquo;hiz a oa, pa veze koataet un ti nevez da lakaat ur boked bennak war al lein, ha neuze d&rsquo;ober trouz gant kastolorenno\u00f9 pe kozh vesello\u00f9. Se &lsquo;oa ar \u00ab maout- mae \u00bb. Eus a-bell a veze klevet an todion-se. Met se n&rsquo;errue ket alies. N&rsquo;eo ket bemdez e veze savet tiez nevez war ar maez d&rsquo;an amzer ma komzan anezha\u00f1. Ar vugale a chom pell diouzh ar bourk, ne oa ket souezhus ma ne ouezent ket ar c&rsquo;he- leier.<\/p>\n<p>Un deiz bennak bepred o doa klevet bugale Roperz-Huon un todion etrezek Koatavi. Ha petra &lsquo;oa oc&rsquo;h ober an trouz-se ? Ar maout-mae e ti Fanch Keflo\u00f9 a oa l\u00e2ret dezhe. Ar maout-mae &lsquo;oa e gwirionez, peogwir e oa Fa\u00f1ch Keflo\u00f9 o sevel un ti nevez. Met ne oa ket displeget d&rsquo;ar vugale penaos ar maout-se ne oa tamm ebet ha\u00f1val ouzh un da\u00f1vad, hag ur wech bennak, prest goude-se, e oa ar gemenerien e Roperz-Huon o wriat, ha diviet an neud a-greiz an deiz.<\/p>\n<p>Setu ma lavaras ar c&rsquo;hemener d&rsquo;ar vugale, daou pe dri anezho, mont davit neud da Gerfinid e-lec&rsquo;h ma oa o chom. Ne oa ket pell, ur pennad hent-treuz : an Hent-Glas a veze graet anezha\u00f1. Erru hanter-hent e welas ar vugale-ma\u00f1 ur bagad de\u00f1ved o peuri\u00f1 war vord an hent hag en o zouez ur maout, feson drouk-hardizh dezha\u00f1. Ur maout hag a chome da sellout talarek outo hag o tont da glask rei\u00f1 penn da unan anezho. Kroget ar spont hag ar spouron er vugale gaezh, hag int d&rsquo;ar pimperlamm war o c&rsquo;hiz d&rsquo;ar g\u00ear en ur grial toaz d&rsquo;ar forn. Fromet e oa bet Mamm-Gozh, se &lsquo;zo sklaer, o klevout ar griadeg-se.<\/p>\n<p>\u00ab Petra &lsquo;zo, bugale ? Petra &lsquo;c&rsquo;hoarvez ganeoc&rsquo;h ?<\/p>\n<p>\u2014 Maout-mae Fa\u00f1ch Keflo\u00f9 ! Deut eo dimp ! \u00bb<\/p>\n<p>Neuze e oa displeget dezhe petra &lsquo;oa ur gwir maout-mae. Met re diwezhat e oa. Ha neuze, forzh penaos, ur maout en doa o spontet. Hini anezho na zistroje davit neud da Gerfinid evel-just. Setu ma rankas ar c&rsquo;hemener sevel diwar e dorchenn ha mont e-unan. Hema\u00f1 sur a-walc&rsquo;h &lsquo;oa ket bet spontet gant ar maout.<\/p>\n<p>E fin miz Mae pe e dero\u00f9 miz Mezheven e vez pardon Tonkedeg ha Pardon Sant Kare, da Sul ar Pantekost. Ur pardon bras e oa hag eo bepred Sant-Kare : pevar devezh e pade : Sadorn, Sul, Lun ha Meurzh. Eus a-bell e teued e pirc&rsquo;hirinaj da Itron-Varia Druez Sant-Kare. Tud Tonkedeg, peogwir &lsquo;oa o fardon d&rsquo;ar Sul, a yae lod anezhe d&rsquo;ar Sadorn pe d&rsquo;al Lun.<\/p>\n<p>E Tonkedeg e veze nebeut a stalio\u00f9 na termajied. Holl pe dost ez aent da Sant Kare, met ur prosesion kaer a oa memes tra. Gwechall end-eeun e oa un doare <em>fanfare <\/em>bet stummet gant ar gureed. Bannielo\u00f9 kaer ha pounner a oa ivez. N&rsquo;eo ket sioc&rsquo;ha- ned &lsquo;oa gouest da rei\u00f1 avel dezhe.<\/p>\n<p>So\u00f1j &lsquo;m eus da glevout va zad o konta\u00f1 un dro c&rsquo;hoarvezet gant ar banniel bras deiz ar pardon. Kre\u00f1v-spontus &lsquo;oa an avel bepred ha poan o doa ar baotred o terc&rsquo;hel sonn ar banniel en ur ober tro ar prosesion. Teo Bernabez &lsquo;oa krog enna\u00f1, ur paotr kre\u00f1v-hardizh, kalz kre\u00f1voc&rsquo;h a gorf eget a spered, hervez. Met pep hini a rank ober gant e lod. Ma ! pa oa o plega\u00f1 e korn ar vered da dapout roud an nor-dal e oa deut ur c&rsquo;haouad avel-diroll, ma tiredas ar c&rsquo;hure da l\u00e2rout d&rsquo;an Teo : \u00ab Dalc&rsquo;hit mat, Bernard, diwallit ! \u2014 Fididouic&rsquo;h, Aotrou Kure, derc&rsquo;hel &lsquo;rin avat ! \u00bb<\/p>\n<p>Raw ! Ur gorventenn. Pleget ar banniel en desped d&rsquo;an Teo. Kouezhet ar c&rsquo;har a- dreuz war vur ar vered, torret e daou, aet ar banniel dreist ar vur ha chomet ar c&rsquo;har etre daouarn an Teo. \u00ab L\u00e2ret em boa deoc&rsquo;h derc&rsquo;hel mat ! eme ar c&rsquo;hure.<\/p>\n<ul>\n<li>Fididouic&rsquo;h, Aotrou Kure, hag am eus graet avat, chomet zo un tamm ganin ! Sed ! \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Pardon ar barrez a vez ur gouel bras evit ar vugale paour ha pinvidik. En deiz-se e veze ar gwir da brena\u00f1 un tamm madigo\u00f9 bennak ha dreist-holl da gaout lod digant an dud yaouank. Hag e pep ti, koulz l\u00e2ret, e veze krampouezh gwinizh en deiz-se. Krampouezh pardon ! ha kafe ! ma veze tud yaouank e-touez ar gerent o chom er parrezio\u00f9 tro-war-dro e vezent pedet da zont pe d&rsquo;o merenn pe d&rsquo;o adverenn, da vont goude d&rsquo;ober un tamm tro d&rsquo;ar pardon gant tud yaouank an ti. Ma vezent eus a-bell e choment da loja\u00f1. Evel-se e veze evit familh Mamm-Gozh.<\/p>\n<p>Ne veze pardon ebet hep un adpardon. Al Lun e veze diduamanto\u00f9, c&rsquo;hoario\u00f9, gou- reno\u00f9, redadego\u00f9, hag all. Ha peogwir ez eo Lun ar Pantekost gouel dre-holl e veze amzer d&rsquo;ober an adpardon war an ton bras.<\/p>\n<p>Pemzektez goude ar Pantekost ema\u00f1 Sul ar Sakramant. Merc&rsquo;hed Roperz-Huon a veze hini pe hini anezhe o sikour ober ar repozouer bep bloaz, adalek ma oant gouest d&rsquo;ober un dra bennak betek ma oa dimezet an hini yaouanka\u00f1. Mont a rae ar merc&rsquo;hed yaouank karget da ficha\u00f1 ar repozouer betek Kastell Kergrist da gestal bleunio\u00f9 gant mannio\u00f9. Ne oa ket nemeur a liorzho\u00f9 bleu\u00f1v war ar maez. Bleu\u00f1v burlu ha bleu\u00f1v balan a veze distilhet da lakaat war an hent dre lec&rsquo;h ma tremene ar prosesion, ha neuze bec&rsquo;hio\u00f9 elestr a veze troc&rsquo;het diwar ribl ar rinier pe ar gwazhio\u00f9. Astennet e kelc&rsquo;hio\u00f9 war an douar gant ur vozad bleu\u00f1v balan e-kreiz ar c&rsquo;helc&rsquo;h. Brav-tre da welout. An tiez a veze pallennet gant li\u00f1selio\u00f9, rideozio\u00f9 gwenn pe zoken pezhio\u00f9 lien, spilhennet warne bokedi, alies fleur paper, a bep seurt liv hag a servije meur a wech.<\/p>\n<p>Mamm a ouie ober fleur paper ha fleur gloan ivez war orjalenno\u00f9 munut-munut stummet evel bezvoud. Ober a rae ivez, emezi, un doare kantolorio\u00f9-skourr gant un tamm danvezenn ska\u00f1v ha boull anvet Tarlatane. Al lampo\u00f9-se a veze ispilhet en iliz evit ar gouelio\u00f9 bras-dreist : ar gouzoumenn, fin ar misiono\u00f9, pa zeue an eskob pe unan eus e berzh.<\/p>\n<p>D&rsquo;ober seurt kinkladurio\u00f9 &lsquo;n em vode un nebeud merc&rsquo;hed yaouank e ti Jann Hervio\u00f9, ur plac&rsquo;h yaouank-kozh ha kabac&rsquo;h a oa o chom er bourk. C&rsquo;hoar e oa d&rsquo;an Ao. Hervio\u00f9 bet person e Kaouenneg. Ganta\u00f1 &lsquo;oa o terc&rsquo;hel ar presbital betek e varv.<\/p>\n<p>O adverenn o deveze ar merc&rsquo;hed-ma\u00f1 digant an itron gozh. Kafe mat ha bara gwenn ska\u00f1v, hi avat he dije chokolad. Neuze pa veze debret adverenn e veze lavaret dezhe : \u00ab It d&rsquo;ober un tamm tro d&rsquo;ar jardin da ziazeza\u00f1 hoc&rsquo;h adverenn, mar dit diouzhtu da labourat ho po poan-benn. \u00bb Ar re-ma\u00f1 o deveze fent &lsquo;vel-just\u2026 poan- benn ? Diwar un tamm bara ska\u00f1v hag un tasad kafe ! Int er g\u00ear a zebre ur skudellad soub hag ur bezhiad bara-menaj d&rsquo;o adverenn hep poan-benn na poan-stomog ivez\u2026<\/p>\n<p>Mamm-Gozh a rac&rsquo;hoane un tamm o welout ar merc&rsquo;hed oc&rsquo;h ober bitrako\u00f9 evel- se : fleur-paper dantelez, hag all. Met Tad-Kozh, hervez, a veze lorc&rsquo;h enna\u00f1 gant e verc&rsquo;hed dornet-mat, ha koulskoude ne oa ket paotr ar fa\u00f1farlucho\u00f9. Eus ur plac&rsquo;h yaouank re stipet e lavare \u00ab ur grampouenn bardon \u00bb *.<\/p>\n<p>Bez&rsquo; &lsquo;m eus bepred em c&rsquo;herz ha derc&rsquo;hel a ran d&rsquo;an dra gant kalz a zouja\u00f1s, ur golo-gwele e koto\u00f1s gwenn graet pa oa plac&rsquo;h yaouank gant va mamm. Ur pezh labour kaer eo, ha hervez, e oa padet daou vloaz an oberiaj anezha\u00f1 ha Mamm- Gozh o krozal : \u00ab Ama\u00f1 e vije bet nezet daou bezh lien abaoe &lsquo;meur o c&rsquo;hoari gant an tammo\u00f9 dantelez-se ! \u00bb<\/p>\n<p>War an deiz ne veze ket kistion da goll amzer gant seurt trao\u00f9, &lsquo;met goude koan e nozio\u00f9 goa\u00f1v. Pa veze nav eur e veze ret-mat mont da gousket, sa\u00f1set, met Mamm a gase ganti un tamm lutig-rousin da drao\u00f1 an ti e-lec&rsquo;h ma oa he gwele hag a chome d&rsquo;ober dantelez e kuzh, met Mamm-Gozh, ma wele ur skin skl\u00earijenn dre zindan dor trao\u00f1 an ti a c&rsquo;halve war Mamm : \u00ab Oc&rsquo;h ober petra &lsquo;out aze ? Lazh ar goulo\u00f9-se ha kae ez kwele ! Arc&rsquo;hoazh n&rsquo;houllo den sevel adarre ! \u00bb<\/p>\n<p>Mamm-Gozh a zihune abred-abred ha peoc&rsquo;h ebet ne roe d&rsquo;ar re all da gousket. Tad-Kozh ivez hag a oa ur c&rsquo;housker-beure kentoc&rsquo;h eget ur c&rsquo;housker-noz a veze graet dezha\u00f1 diblouza\u00f1 abred. D&rsquo;ar c&rsquo;houlz ma oa paotr yaouank, hervez, en deveze mil aon da sac&rsquo;ha\u00f1 en e wele, pa veze dreist-holl da vont da charreo\u00f9 e- maez ar g\u00ear. Rak ret &lsquo;oa bout leuniet o c&rsquo;hof d&rsquo;ar c&rsquo;hezeg a-raok staga\u00f1 ha loc&rsquo;ha\u00f1 da c&rsquo;houlo\u00f9-deiz.<\/p>\n<p>Mamm a oa ha\u00f1val-tre ouzh he zad war ar poent-se. Kouskerez-veure e oa. Va zad, e\u00f1, &lsquo;oa kousker-noz\u2026 ha ma feiz, me &lsquo;zo an eil hag egile. Ne vern da bet eur &lsquo;n em astennan, raktal e teu ar c&rsquo;housked\u2026 hag an hunvreo\u00f9 ! Bale &lsquo;ran bro dre va hun- vreo\u00f9. Koll va hent ivez ! ha neuze gant an nec&rsquo;hamant e tihunan em gwele, graet ur veaj hir hep fi\u00f1val !\u2026<\/p>\n<p>* Krampouenn = Krampouezhenn e Treger.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<h2>Gouel Yann<\/h2>\n<p>Iskis eo. Biskoazh ne&rsquo;m eus klevet Mamm o komz eus heti\u00f1 e ouel da&rsquo;m zad-kozh. Jean-Marie &lsquo;oa hag e vab ivez evelta\u00f1. Ne oa ket ar c&rsquo;hiz war ar maez da heti\u00f1 tra all nemet ar Bloavezh Mat.<\/p>\n<p>Gouelio\u00f9 bras a veze e Lannuon gant Gouel Yann hag a vez bepred. Met tra ma oa bev va zintin-gozh Maivon e Pl\u00fbned eo da bardon Sant-Yann eo ez ae ar vugale. Ur chapel dediet da sant Yann &lsquo;oa tostik da Grec&rsquo;h-ar-Mor war douar ar Genkiz &lsquo;oa a gredan. Un digarez &lsquo;oa da vont da welout an dintin gozh hag a oa un dintin heritaj sa\u00f1set, ha neuze breur va zad-kozh &lsquo;oa e vugale damoad gant re Roperz-Huon ha naturel e oa dezho kaout darempred ur wech an amzer. Ret e oa tremen diouzh an dintin gozh, aet un tammig en he bugaleaj, rak e-kichen ti he niz all e oa o chom hag he douar a oa ganta\u00f1 war hanter \u2014 emicha\u00f1s e veze un hanter bihan hag un hanter bras ! An hini gozh kaezh &lsquo;oa bet a-viskoazh war flac&rsquo;hio\u00f9 ha ne dae ket da welout petra &lsquo;veze er parko\u00f9. Gant ma he dije bet bara, patatez ha boued d&rsquo;he saout ha d&rsquo;he femoc&rsquo;h e oa a-walc&rsquo;h. Ur vatezh a veze ganti, a-wecho\u00f9 unan eus he nizezed. Va zintin Maivon &lsquo;oa bet ur bloavezh, met pa oa aet Anne-Marie da seurez &lsquo;oa bet ret dezhi dont d&rsquo;ar g\u00ear.<\/p>\n<p>E-pad ma oa o c&rsquo;hoar gant an dintin gozh ez ae aliezik an div yaouank d&rsquo;he gwe- lout. Neuze ne veze ket graet yod da greisteiz. Patatez ha kig-sall a veze aozet dezhe gant o c&rsquo;hoar, met an dintin gozh a veze ret lakaat he lod da boazhat, peilhast ha tout &lsquo;n ur besel all. Na oa ket gouest da zebri\u00f1 patatez peilhet. Blaz an dour a veze warno !<\/p>\n<p>Va zonton Paotr, e\u00f1, ur paotrig fin, a oueze an tu da veza\u00f1 erru-mat ganti. Konta\u00f1 a rae boulc&rsquo;henno\u00f9 dezhi : un deiz, emeza\u00f1, &lsquo;oa bet o lenn e blanedenn e Lannuon hag e oa l\u00e2ret dezha\u00f1 en devoa un dintin gozh hag a yafe da oad Matuzalem.<\/p>\n<p>\u00ab Hola klev ! hola klev ! emezi. Pe oad &lsquo;oa hennezh ?<\/p>\n<ul>\n<li>Nav c&rsquo;hant nav bloaz ha tri-ugent !<\/li>\n<li>Hola klev ! hola klev ! Se &lsquo;dalvez pevar real din ! Sell aze pevar real da gaout ur boto\u00f9-koad nevez souko\u00f9-l\u00ear da vont d&rsquo;an oferenn. \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Un deiz ivez e oa prenet ur vilin-gafe e Roperz-Huon hag ar merc&rsquo;hed bihan da gonta\u00f1 se d&rsquo;o zintin gozh :<\/p>\n<p>\u00ab Hola klev ! Ur vilin-gafe ! Ha penaos eo an dra-se ? Me &lsquo;garfe gwelout ur seurt milin avat !<\/p>\n<ul>\n<li>Ma ! eme Mamm-Gozh d&rsquo;an div vihan. Kenta\u00f1 tro ez eot du-hont e vo ret deoc&rsquo;h kas ar vilin d&rsquo;an hini gozh. \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Graet e oa an taol peogwir &lsquo;oa ret tremen diouti hag ar vilin-se a oa eno evel un dra dreistordinal ha fougeal a rae da gement hini a dremene :<\/p>\n<p>\u00ab Ya, sell, &lsquo;zo degaset din eus ti Cha\u00f1-Mai ! Sell aze un dra gurius, ha\u00f1 ? \u00bb Paourkaezh Tintin Gozh ! Nag a drao\u00f9 kurius he dije gwelet ma vije bet war an douar kant vloaz diwezhatoc&rsquo;h. Ha ma vije aet da oad Matuzalem ! Ganet &lsquo;oa e-pad ar Reveulzi Vras&nbsp;ha bet &lsquo;oa, hervez, badezet en ur c&rsquo;hraou gant ur beleg kuzhet e ti he zud.<\/p>\n<p>Gouel Yann a oa dreist-holl an \u00ab Tantad \u00bb. Pell, pell a-raok e veze bugale ar c&rsquo;hontre o klask peadra d&rsquo;ober an tantad. Kement tamm kozh koad spern, lann, treujo\u00f9- kaol. Hag ar skourro\u00f9 troc&rsquo;het gante war ar Prad-Sec&rsquo;h da c&rsquo;hoari prosesion ha redadeg kezeg. Holl e vezent dastumet er C&rsquo;hroashent etre Roperz-Huon ha Komanant-Sugard. D&rsquo;an noz Gouel Yann e veze mall da lonka\u00f1 koan ha da redek etrezek an tantad. Ur c&rsquo;houstell danvez-tan a veze dija war blas. Met kement hini a zeue d&rsquo;an tantad a zegase ivez e lod, bihan pe vras : ur forc&rsquo;had drez pe spern, pe teir fagodenn lann \u2014 balan a oa nebeut er roud-se \u2014, keuneud a bep seurt. Tad- Kozh a errue gant un torchad plouz hag ur fagodenn lann sec&rsquo;h da enaoui\u00f1 an tantad. Pennglinet, e strake un alumetezenn pe e teue ur c&rsquo;hlaouenn ganta\u00f1 eus an oaled &lsquo;n ur gozh votez hag un alumetezenn sklos kanab.<\/p>\n<p>Kaer ha fromus eo an tan en noz ! Ul lid deut eus donder an amzerio\u00f9 e tle beza\u00f1 ha deut da veza\u00f1 ur c&rsquo;hiz kristen peogwir er pardonio\u00f9 bras eo an eskob e-unan a enaou an tan. Kano\u00f9 ha pedenno\u00f9 a veze en-dro d&rsquo;an tantad ha c&rsquo;hoari gant ar vugale. Lec&rsquo;h ma veze an tantad war an uhel e veze gwelet eus a-bell. Ar vugale a grape war ar c&rsquo;hleuzio\u00f9 da gonta\u00f1 an tantado\u00f9 tro-dro.<\/p>\n<p>D&rsquo;echui\u00f1, pep tieg a gase ganta\u00f1 un etev pe daou pe dri. Ur vertuz a oa enne. Pellaat a raent ar c&rsquo;hurun. Pa veze tost ha pounner an tarzho\u00f9 e veze lakaet un etev eus Tantad Sant Yann en tan war an oaled. Tantad Yann a veze atav derc&rsquo;hent Gouel-Yann ne vern pe da zeiz e tegouezhe. Tantad P\u00ear ha Tantad Gwir-Sikour a veze d&rsquo;ar Sadorn da noz derc&rsquo;hent ar pardon. Pardon P\u00ear a veze da Sul nesa\u00f1 goude an nav warn-ugent a viz Mezheven. Gwech e kouezhe neuze d&rsquo;ar memes deiz ha Pardon Gwengamp a vez ar Sul kenta\u00f1 a viz Gouere. Neuze ne veze nemet un tantad evit an daou ouel. Tantad Yann a oa ar c&rsquo;henta\u00f1 hag ar muia\u00f1 darempredet. Ar c&rsquo;haera\u00f1 &lsquo;oa ivez dre ma oa ar bern danvez-tan ar fonnusa\u00f1. Ar vugale a serre kement seurt a c&rsquo;hell an tan kregi\u00f1 e-barzh ha ne chome evit an tantado\u00f9 all nemet un nebeudig pailhoro\u00f9. Ha pa vez ret mont d&rsquo;ar bern keuneud ez aer dre voder.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<h2>Sant Eler<\/h2>\n<p>Deiz Pardon Gwengamp e vez ivez Pardon Sant-Eler. Un trev eo parrezig Sant Eler eus parrez vras Louergad. Patron ar varichaled, an orfebourien hag ar c&rsquo;hezeg eo sant Eler, an holl en goar.<\/p>\n<p>Stank-meurbet eo ar beizanted o vont da bardona\u00f1 da Sant-Eler gant o c&rsquo;hezeg ha fichet-brav e vezent, un drugar o gwelout. Kerc&rsquo;haet mat, skrivellet a-ratre, tor- chet ken e luc&rsquo;he o blev, siret o c&rsquo;harn evel boto\u00f9-l\u00ear o ferc&rsquo;henn, pla\u00f1sonet o moue gant darn. Ne veze ket al lorc&rsquo;h tout e Pariz, en deiz-se. Ar baotred yaouank dreist- holl a rae o c&rsquo;hrobis war gein o c&rsquo;haera\u00f1 kazeg, ma luche outo ar pennh\u00earezed.<\/p>\n<p>Ar pezh ne vire ket outo da gaout gwir devosion ha da c&rsquo;houlenn a galon izel digant sant Eler prezervi\u00f1 dezhe o c&rsquo;hezeg. Evit-se e oa graet an doare perc&rsquo;hirinded-se.<\/p>\n<p>O tistrei\u00f1 eus ar pardon e veze graet pennado\u00f9 trotal, zoken daoulammat. Eus an eil penn d&rsquo;egile da Langeraodren, war-dro seizh pe eizh kant metrad, e oa brava\u00f1 pennad hent &lsquo;oa posupl kaout d&rsquo;ober ar redadenn. Hag en daou du d&rsquo;an hent &lsquo;veze tud, bugale, tud-kozh ha tud yaouank ivez, &lsquo;n o c&rsquo;hoazez war ar c&rsquo;hleuzio\u00f9 o sel- lout ouzh ar redadego\u00f9 kezeg. Eno e oa digoust. Ne oa ket ret paea\u00f1 d&rsquo;antren er<\/p>\n<p>\u00ab redva \u00bb.<\/p>\n<p>Evel-just ne vanke ket va zad-kozh d&rsquo;an devosion-se. Met pa oa deut e vab da zen yaouank eo-e\u00f1 eo a yae. Ne veze ket kaset an holl gezeg. Ar re mat da vale hag e stad vat. An hini &lsquo;n en dije nemet ur c&rsquo;hozh sprec&rsquo;henn maltourn a yae marteze ivez da Sant-Eler, met gant ur vured en e c&rsquo;hodell da zegas ur banne dour d&rsquo;ar g\u00ear, goude e bedenn hag e brof d&rsquo;ar sant.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<h2>Pardonio\u00f9 tro-war-dro e-pad an ha\u00f1v<\/h2>\n<p>Plouared, Ploub\u00ear, ar Seizh-Sant, Louergad d&rsquo;ar c&rsquo;henta\u00f1 a viz Eost, Itron-Varia-&lsquo;n Erc&rsquo;h, Lokmaria-Benac&rsquo;h hag ar chapelo\u00f9. E parrez Tonkedeg e oa en o sav en amzer va zud-kozh : Kerriwalen \u2014 chapel ar vreuriezh \u2014, Sant-Gwenole e-kichen ar Sterven, aze &lsquo;veze da vont da di Fa\u00f1ch ar Rouz, kamalad da&rsquo;m zad-kozh ; Sant- Weltaz war hent ar c&rsquo;hastell, al Lok, ar G\u00earveur, ar chapel-ma\u00f1 a oa a-fas da chapel Kerfaouez e parrez Ploub\u00ear. En em gunujenni\u00f1 a rae hervez ur fentigell, an daou gloc&rsquo;h. Kerfaouez gant he c&rsquo;hloc&rsquo;h ska\u00f1v o vralla\u00f1 a l\u00e2re evel-henn : Gisti laeron ar Gerveur ! Gisti laeron ar Gerveur ! Ar G\u00earveur gant he c&rsquo;hloc&rsquo;h pounner a responte : &lsquo;Vel ma omp ac&rsquo;h omp ! &lsquo;Vel ma omp ac&rsquo;h omp !<\/p>\n<p>Sant-Ivi e-kichen Logivi ha Sant-Melar, ur chapel baour toet e soul, hervez ma lavare ma zad. Pardon Kerriwalen a veze graet an eizh a viz Gwengolo. Hennezh &lsquo;oa pardon ar g\u00ear da vugale Roperz-Huon.<\/p>\n<p>Ur c&rsquo;hiz kristen &lsquo;oa seni\u00f1 glaz da gement den a varve e breuriezh ar chapel ma oa stag outi. Ur paour a veze paeet da son glaz teir gwech bemdez da nebeuta\u00f1.<\/p>\n<p>Ouzhpenn chapelo\u00f9 ar barrez a zaremprede ar gristenien. Kement sant dezha\u00f1 ur chapel war e anv \u2014 ha kement santez ivez \u2014 &lsquo;oa pedet evit kle\u00f1ved-ma\u00f1-kle\u00f1ved, unan evit al laerez, unan evit ar remm, unan evit ar goulio\u00f9 pe evit ar gorio\u00f9 pe evit ar boan-benn pe evit ar boan-gein. Sant Laora\u00f1s bepred e Kawan * a veze pedet evit ar boan-gein hag e ouel &lsquo;n em gav an dek a viz Eost. E-kerzh an troc&rsquo;ha\u00f1 ed, micher hag a ro poan-gein, pe a roe gwechall rak brema\u00f1 n&rsquo;eo ket ret plega\u00f1 da droc&rsquo;ha\u00f1 ed !!! Mont a rae eta tud da bedi\u00f1 sant Laora\u00f1s abalamour d&rsquo;ar boan-gein. Mamm-Gozh hag he c&rsquo;hoar Teofil, o-div techet da gaout poan-gein o vedi\u00f1, &lsquo;oa aet ivez ur bloavezh da bardona\u00f1 da Sant Laora\u00f1s. Erru &lsquo;oant a-raok ar gouspero\u00f9 ha tostaet d&rsquo;ar c&rsquo;heur d&rsquo;ober o devosiono\u00f9 ha goude e lakajont pep hini anezho o-div o zammig prof er plad metal pozet war un daol vihan &lsquo;tal ar balustro\u00f9. E-kichen&nbsp;&nbsp; an daol &lsquo;oa ur paotr yaouank o tiwall ar plad hag ur c&rsquo;hloc&rsquo;hig bihan ganta\u00f1. Pep pezh-moneiz a gouezhe war ar plad a rae ur hej d&rsquo;e gloc&rsquo;h : drin, drin, drin ! d&rsquo;an hini genta\u00f1 ; drin, drin, drin d&rsquo;an eil ha drin drin drin d&rsquo;ar re war-lerc&rsquo;h. Ar merc&rsquo;hed-ma\u00f1 &lsquo;oa ar wech kenta\u00f1 dezho da welout ar c&rsquo;hiz fentus-se hag int da zirolla\u00f1 da c&rsquo;hoarzhin, ar paotr yaouank a grogas ar fent enna\u00f1 ivez hag ur c&rsquo;hoarzh diremed da zirolla\u00f1 er chapel ken ma rankas an div-ma\u00f1 mont er-maez eus ar chapel pa ne oant ket gouest da harz c&rsquo;hoarzhin gant paotr e gloc&rsquo;h, hag evit ar gouspero\u00f9 e chomjont er porched.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<h2>Red ar vuhez e Roperz-Huon<\/h2>\n<p>An amzer a dremene e Roperz-Huon evel e lec&rsquo;h all, bloavezhio\u00f9 mat ha bloave- zhio\u00f9 fall. Kle\u00f1ved, ka\u00f1vio\u00f9 er familh hag e-touez an amezeien. Pep darvoud dege- meret gant ur spered kristen, e douja\u00f1s Doue, karantez an nesa\u00f1 ha resped evit memor ar re aet da anaon. Ne veze morse lavaret anv unan aet d&rsquo;ar Bed All hep lavarout \u00ab Doue d&rsquo;e bardono \u00bb. Ar Vretoned a zo ur bobl hag a enor ar re varv. Morse a-hed ar bloaz ne vez kement a dud en ofiso\u00f9 evel deiz gouel an Hollsent. Morse kement a dud war an hent o vont eus an eil parrez d&rsquo;eben war vez ar familh. N&rsquo;eus pobl ebet marteze ken truezus ouzh ar c&rsquo;hla\u00f1vour, an emzivad, ar paour. Pobl ebet sur a-walc&rsquo;h o lakaat kement a oferenno\u00f9 gant o Anaon\u2026<\/p>\n<p>Daoust ma&rsquo;z eus kalz a gemm er gevredigezh, e chom douja\u00f1s bepred e-ke\u00f1ver an hengounio\u00f9, padal kalz a voazio\u00f9 kristen a zo o vont da get. Re abred e vez kaset ar vugale er-maez eus ar g\u00ear a-boan ma&rsquo;z int barrek da lavarout \u00ab bara \u00bb m&rsquo;eo poent o flanta\u00f1 er skol e-lec&rsquo;h ma tremenont ur c&rsquo;hard eus o buhez o teski\u00f1 ur mil bern trao\u00f9 na servijont dezho da netra er vuhez nemet da skrabat paper ha da chakat babouz\u2026 Echu o studi ? ! ? ez eont e k\u00ear, evit al lodenn vras, pep hini eus e du, pell diouzh o zud alies. Ar re gozh a rank mont d&rsquo;an ospis erru ur gont a vez pa ne chom hini ebet eus o bugale war o zro.<\/p>\n<p>Er stumm-se, penaos derc&rsquo;hel bev ar spered kristen ? Ar relijion ? Unvaniezh ar familh ? Enor ar barrez ? Penaos derc&rsquo;hel d&rsquo;ar yezh, d&rsquo;an hengounio\u00f9, da istor ar vro ? An dud a lavar ar Progre, ret eo mont da heul ar Progre ! Hag eo se un Araokaat ? M&rsquo;en goulenn. Ya, ya, brema\u00f1 e vez graet empenno\u00f9 elektronek ! Posupl, met daoust ha posupl eo ivez ober un ene elektronek ?<\/p>\n<p>Re am eus lavaret dija. Rak ne&rsquo;m eus na skiant na deskamant a-walc&rsquo;h evit mont war an dachenn-se. Re a riskl a zo evidon da &lsquo;n em goll. Distroomp eta da Roperz- Huon gwechall.<\/p>\n<p>Etre eured va zintin Maivon ha hini va zintin Teofil e oa bet tost da zek vloaz. Met etre an div eured-se e oa graet div seurez hag ur soudard e-pad pemp bloaz\u2026 Sikouret kalz e oa bet an dintin Maivon e-pad ma ne oa nemeti da sikour. Unan eus&nbsp;ar vugale a oa savet e Roperz-Huon. Deuet &lsquo;oa da \u00ab zidon \u00bb da di e dud-kozh evel ma oa ar c&rsquo;hiz d&rsquo;ober d&rsquo;ar vugale maget gant o mammo\u00f9 ha chomet e oa betek ma oa en oad da vont d&rsquo;ar skol. Kolladenn an holl e Roperz-Huon. Mat a oa e c&rsquo;heno\u00f9 abred ha permetet e oa dezha\u00f1 ar pezh na oa ket permetet d&rsquo;e vamm na d&rsquo;ar re&nbsp; all e Roperz-Huon : bounta\u00f1 e fri er gaoz.<\/p>\n<p>Ur paotrig dilu &lsquo;oa Edouarig ha plijout a rae dezha\u00f1 mont abred da heul ar c&rsquo;harr. Un deiz e oa bet darbet dezha\u00f1 beza\u00f1 lazhet.<\/p>\n<p>Tad-Kozh ha Yann ar Rouz &lsquo;oa o teilat ur park tostik d&rsquo;an ti, e Park-ar-Spernenn. Edouarig d&rsquo;o heul bep karg. Un dro bepred, ma oant o-daou o tenna\u00f1 teil eus ar c&rsquo;harr, unan e pep penn, &lsquo;oa aet ar paotrig da vounta\u00f1 e benn etre emprenno\u00f9 ar rod, tu diavaez \u2014 da l\u00e2ret eo an tu enep d&rsquo;an tu charre. An daou vern teil diwez- ha\u00f1 &lsquo;oant, ha pa grogas Tad-Kozh e landon e gezeg da zont en-dro e klevas Yann o hopal : \u00ab Ar paotr bihan ! Ho ! \u00bb Ar c&rsquo;hezeg o loc&rsquo;ha\u00f1, troet &lsquo;oa ar rod evel-just ha gwintet Edouarig d&rsquo;an douar, ha na bu na ba. Evel ma oa en tu enep, hini eus ar baotred n&rsquo;o doa gwelet abred a-walc&rsquo;h penaos &lsquo;oa e benn etre an emprenno\u00f9. Ar vugale a ra kement sotoni &lsquo;zo, na welont da\u00f1jer ebet neblec&rsquo;h. \u00ab Ho ! a grias Tad- Kozh, kerkent war ar c&rsquo;hezeg. Petra &lsquo;zo ? \u2014 Ar paotrig ! Ar paotrig ! eme Yann. Ma Doue, lazhet eo, ne c&rsquo;harm ket, marv eo ! \u00bb<\/p>\n<p>Tad-Kozh a grogas er bugel hag a zeuas prima\u00f1 ma c&rsquo;helle ganta\u00f1 d&rsquo;an ti en ur lezel Yann da&rsquo;n em denna\u00f1 gant ar c&rsquo;hezeg. E\u00f1 ha ne veze morse fiziet kezeg enna\u00f1 !<\/p>\n<p>Pebezh trubuilh ! Semplet &lsquo;oa Mamm-Gozh. Ar merc&rsquo;hed a oa o c&rsquo;horo da enderv p&rsquo;o doa klevet ar griadeg e oant deut d&rsquo;an ti buan. Unan &lsquo;oa ur bodezad laezh ganti, lezel a reas he fodezad war blas an ti ha tostaat d&rsquo;ar paotr a oa astennet bepred dilavar war ar bank-tosel e-tal an tan, ur blu\u00f1eg dindan e benn, an tad-kozh hag ar vamm-gozh simudet gant ar glac&rsquo;har. O, Santez Anna vinniget ! sed ama\u00f1 un taol ! ha penaos lavarout d&rsquo;e dud. An eil a selle truezus ouzh egile hep kaout respont ebet.<\/p>\n<p>\u00ab Sell, ar c&rsquo;hazh Didie o lipat laezh ! \u00bb eme ar paotrig a-greiz-holl, &lsquo;n ur zigeri\u00f1 ul lagad, e anaoudegezh o tont dezha\u00f1 ; war an taol e welas ar c&rsquo;hazh o lipat laezh er bodez war blas an ti ! \u2014 ar c&rsquo;hazh ne oa ket an drubuilh evita\u00f1 \u2014 ha deut dezha\u00f1 ar gomz-se a gleve e dintined o lavarout gwech pe wech d&rsquo;ar c&rsquo;hazh laer. L\u00e2ret en doa<\/p>\n<p>\u00ab ar c&rsquo;hazh Didie \u00bb ; en ur mare all e vije bet l\u00e2ret dezha\u00f1 : \u00ab &lsquo;Vez ket l\u00e2ret Didie, se &lsquo;zo toui\u00f1 Doue ! \u00bb Met neuze d&rsquo;ar momed-se ma so\u00f1je gante holl &lsquo;oa marv pe o vont da vervel, e oa re a joa o klevout anezha\u00f1 o komz e c&rsquo;hellit kredi\u00f1 ha ne oa ket c&rsquo;hoant krozal dezha\u00f1. Nann, daoulinet &lsquo;oant holl end-eeun da drugarekaat Doue ha Santez Anna vinniget da veza\u00f1 miret e vuhez d&rsquo;ar bugel. N&rsquo;en doa netra torret, met ar stro\u00f1s hag ar spont eo &lsquo;oa bet a-walc&rsquo;h dezha\u00f1 da sempla\u00f1.<\/p>\n<p>Ur bugel kaer e oa Edouarig. Mamm-Gozh a blije dezhi kas anezha\u00f1 ganti da vale&nbsp;d&rsquo;ar Sul goude kreisteiz pe d&rsquo;ur gouel bihan bennak. Un deiz bepred &lsquo;oa d&rsquo;ober mont en tu all da vourk Tonkedeg da welout ur gamaradez vras da&rsquo;m mamm-gozh, Mari Renaour &lsquo;oa hec&rsquo;h anv. Tro hanter-hent d&rsquo;ar bourk e santas va mamm-gozh &lsquo;oa loskaet he c&rsquo;hoef war he fenn. Dibrennet &lsquo;oa al lasenn skoulmet a-dre\u00f1v ha kouez- het war he divskoaz. Ne oa ket bet prennet mat dezhi gant ar merc&rsquo;hed. Hi &lsquo;oa mac&rsquo;hagnet he bizied diwar meur a viskoul-ruz ha ne oa ket gouest da brenna\u00f1 he c&rsquo;hoef hec&rsquo;h-unan.<\/p>\n<p>Hag ar paotrig Edouard da lavarout dezhi : \u00ab Te &lsquo;vat, Mamm-Gozh, &lsquo;zo un \u201cebes- tel\u201d gant da goef dibrenn. Me &lsquo;m bo mezh diouzhit o tremen ar bourk e-mod-se.<\/p>\n<ul>\n<li>Ma, paotr bihan paour, n&rsquo;on ket gouest da brenna\u00f1 ul las moan evel-se. Petra &lsquo;servij dit ? \u2014 Sell, Mamm-Gozh. Kae war benno\u00f9 da zaoulin aze war ar bern-mein * ha me &lsquo;brenno da las dit. N&rsquo;on ket bras a-walc&rsquo;h en da \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Aet &lsquo;oa Mamm-Gozh war benno\u00f9 he daoulin hag Edouarig gant e vizied diampart o klask skoulma\u00f1 al lasenno\u00f9 hag erruet tud dres d&rsquo;ar momed o tifluka\u00f1 war an hent bras diouzh ur wenodenn bennak.<\/p>\n<p>\u00ab Petra &lsquo;zo erru ganeoc&rsquo;h, Visanta ? a c&rsquo;houlennas ar plac&rsquo;h, so\u00f1jal a rae e oa kouez- het kla\u00f1v en hent.<\/p>\n<ul>\n<li>Atoe sur, hema\u00f1 ar paotr fall-ma\u00f1 a oa o l\u00e2ret din en dije mezh diouzhin o tremen ar bourk gant ma c&rsquo;hoef dibrenn, hag e felle dezha\u00f1 prenna\u00f1 anezha\u00f1 din, met re vihan eo hag am eus ranket daoulina\u00f1.<\/li>\n<li>O, gortozit Visanta, me avat a zo o vont d&rsquo;ober an afer-se deoc&rsquo;h ! Gwelomp. \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>A-benn neuze &lsquo;oa luziet ha skoulmet krenn al laso\u00f9 gant Edouarig ma ne oa ket aes dizober hag adober evel ma &lsquo;oa dleet.<\/p>\n<p>Pa &lsquo;oa etre c&rsquo;hwec&rsquo;h ha seizh vloaz e oa aet d&rsquo;ar g\u00ear abalamour da&rsquo;n em domma\u00f1 ouzh e dud hag ar vugale all ha da vont d&rsquo;ar skol asambles gant e vreur kosha\u00f1, met e Roperz-Huon e oa kavet goullo an ti pa oa tec&rsquo;het Edouarig. Ouzhpenn ur wech &lsquo;oa bet trubuilh ganta\u00f1 koulskoude. Un deiz e oa kollet ar paotr, kollet-naet. Kaer &lsquo;oa klask anezha\u00f1, gervel anezha\u00f1, respont ebet. Nec&rsquo;het an holl e Roperz-Huon. Pelec&rsquo;h &lsquo;oa &lsquo;n em vountet, pe etrezek pelec&rsquo;h &lsquo;oa aet ? Bihan &lsquo;oa c&rsquo;hoazh, en e chakedenn end-eeun.<\/p>\n<p>Ma, kavet &lsquo;oa bet e park an amezeg nesa\u00f1. Graet moaien ganta\u00f1 da grapat dreist ar c&rsquo;hleuz. Chomet &lsquo;oa kousket en nant kreiz-tre div bla\u00f1chennad patatez, ur var- lennad piz glas ganta\u00f1 en e damm chakedenn. Piz a veze hadet war ar patatez gwe- chall, piz evit ober soubenn er c&rsquo;horaiz dreist-holl. Ne veze ket debret piz-glas nemet gant ar vugale, en-kriz. Penaos en doa graet Edouarig da c&rsquo;houzout &lsquo;oa piz e tu all d&rsquo;ar c&rsquo;hleuz ? N&rsquo;ouzon ket. Met so\u00f1j am eus da glevout Mamm o l\u00e2ret, pa oa dornet ar piz goude an eost, e oa kaset un tamouezad piz sec&rsquo;h da Cha\u00f1-Loui Birio\u00f9, an hini &lsquo;oa ar park dezha\u00f1, d&rsquo;e zigoll eus ar piz en doa kuntuilhet ar paotr bihan. Ne oa ket war e goll an amezeg ! met un den sellant &lsquo;oa hervez, ha va zad- kozh, daoust pegen dister e veze an domaj, a felle dezha\u00f1 rapari\u00f1, en e enor hag en e goustia\u00f1s.<\/p>\n<p>Mamm a oa chomet stag ouzh an niz-se, dre ma oa bet savet en o mesk e Roperz- Huon, ken stag all &lsquo;oa ouzh he filhorez Marie-Ang\u00e8le, an hini a zeue war-lerc&rsquo;h Edouarig. Ar bugel-ma\u00f1 &lsquo;oa bet tost ar marv dezhi pa oa triwec&rsquo;h miz bennak. Kouezhet e oa bet diwar he skabell vihan e korn an oaled e-barzh ur c&rsquo;hlaouiennad tan. Poazhet spontus he bizaj hag he daouarn. Mamm &lsquo;oa bet e ti he c&rsquo;hoar ur miz pe ouzhpenn o sikour ober war-dro he filhorez. Chomet &lsquo;oa bet merket he bizaj ha chomet peg-ha-peg bizied he dorn mat, met ne oa ket difeson tamm ebet, ha pa oan-me ganet he doa dija ur bloaz warn-ugent. Evel-just pa &lsquo;oa filhorez va mamm &lsquo;oa lakaet da vaeronez din. Kalz a resped &lsquo;m eus bet eviti e-pad he buhez hir. Marvet eo d&rsquo;an oad a c&rsquo;hwezek vloaz ha pevar-ugent, er sizhun santel 1979, Doue d&rsquo;he fardono. Kalz keuz am eus bet dezhi. Chomet &lsquo;oa hec&rsquo;h intentamant hag he memor ganti betek he marv. Un dra gaer.<\/p>\n<p>Start &lsquo;oa beva\u00f1 d&rsquo;ar mare-se. En amzer a ya eus 1882 da 1897 &lsquo;oa bet graet kalz a beorien nevez. Priz izel war al loened, an ed, ha kement tra, ha mil boan o wer- zha\u00f1, pa na vez ket a zisamm d&rsquo;al loened e vez produet nebeutoc&rsquo;h. Koll eus an daou du, priz vihan ha nebeut. Pet ha pet merer a yae ar werzh warne pa vezent erru da zleout daou pe dri bloavezh gouel-mikael d&rsquo;o aotrou ? Ha pet yaouank a chome dizimez pe a yae &lsquo;maez ar vro pa oa ken risklus &lsquo;n em stalia\u00f1 e menajo\u00f9 ?<\/p>\n<p>Va zonton Paotr \u2014 ar paotr nemeta\u00f1 e ti va zud-kozh \u2014, tapet ganta\u00f1 un tamm grad oc&rsquo;h ober e go\u00f1je hag aliet gant an ofiserien da chom en arme a oa bet pell en daoust. Ne oueze ket kaer petra ober. Suroc&rsquo;h &lsquo;oa an arme eget an douar d&rsquo;ar mare\u2026 hogen Tad-Kozh a oa bet a-viskoazh e so\u00f1j gwelout e vab o chom en e blas e Roperz-Huon, dre resped evit an anv hag evit ar vicher. Holl e dud &lsquo;oa bet labou- rerien-douar a-hed kantvedo\u00f9.<\/p>\n<p>Va zintin Teofil &lsquo;oa chomet hep dimezi\u00f1 ken ma vije distro he breur eus an arme. Pell a oa e oa darempredet gant un den yaouank eus Ploub\u00ear, e dud &lsquo;oa ur menaj bras a lorc&rsquo;h gante e-kichen kastell Kergrist, muioc&rsquo;h a voged evit a dan, hervez. Derc&rsquo;hel a raent ton ha tontur ha se a goust ker d&rsquo;ur mare ma oa izelbriz produo\u00f9 an douar ha ma oa ret sellet ouzh ur gwenneg.<\/p>\n<p>Ar paotr yaouank &lsquo;oa un den kaer, den a-feson, paotr jentil gant an holl. Ne zispli- je ket da&rsquo;m zud-kozh ha va zintin n&rsquo;he doa darempredet hini all ebet, neuze eta pa oa erru ar breur er g\u00ear, echu e amzer soudard, e oa dimezet an dintin Teofil gant Fra\u00f1sig Gwezhenneg.&nbsp;<\/p>\n<p>An&nbsp; eured &lsquo;oa graet e Kergrist, ur breur all dezha\u00f1 a zimeze&nbsp; war ar memes tro.&nbsp; Un eured a fa ! evel ma vez l\u00e2ret. Kement pe vuioc&rsquo;h a zistarlac&rsquo;h evel ma oa bet gant eured va zud-kozh er Genkiz-Vras, er C&rsquo;houerc&rsquo;had, trizek pe bevarzek karr ha gwetur pe charaba\u00f1 &lsquo;oa tennet er-maez ar gra\u00f1jo\u00f9 d&rsquo;ober plas da stalia\u00f1 an taolio\u00f9 evit ar pred-eured. Ur \u00ab vapeur \u00bb da dorna\u00f1 &lsquo;oa e-barzh ivez, kezeg-servij ha koleo\u00f9 bras ! \u00ab Lorc&rsquo;hajo\u00f9 \u00bb eme Tad-Kozh, \u00ab Chas bras ha brizilhono\u00f9 ! \u00bb Nebeut a amzer goude an eured e oa ar seziz warne ! Peadra o doa hag e kavjont arc&rsquo;hant war o douar da sevel ar seziz. Harpet o doa eta un nebeud amzer, met ret &lsquo;oa bet plada\u00f1. Va zintin &lsquo;oa aet da di he zud-kaer e sell da chom er plas war o lerc&rsquo;h met ret e oa bet dezhi distrei\u00f1 da di he zad ha d&rsquo;he gwaz mont er-maez ar vro ! Daou vugel he doa a-benn neuze. Kavet he doa ti e Milin-Gergrist. He gwaz a c&rsquo;houneze mat e Pariz o labourat en H\u00f4tel Continental, degas a rae arc&rsquo;hant bras dezhi da sevel ar vugale. Met pebezh kemm ! ha pebezh ranngalon evit he zud !<\/p>\n<p>Daou vloaz goude e c&rsquo;hoar e oa dimezet ar Paotr. Graet ganta\u00f1 e zibab : chom er vro, chom en douar daoust ma oa start ar vuhez, un tamm dre resped evit kavell e ouenn, evit kontanti\u00f1 e dud ha muioc&rsquo;h c&rsquo;hoazh evit kaout asant an hini a gare pell a oa ha n&rsquo;en dije ket karet evit priz ebet mont da chom en k\u00ear. Ur plac&rsquo;h kapapl a gorf hag a spered, eus ur familh istimet, ha tailhet d&rsquo;ober ur vestrez-tiegezh. Marv &lsquo;oa he zud ha perc&rsquo;hennez &lsquo;oa d&rsquo;un tamm brav a beadra, met chomet un tamm dle warni. Arrebeuri kaer ha lienaj fin, besello\u00f9 ha binvio\u00f9 he devoa, met nann loened. He douar a oa dalc&rsquo;het gant he c&rsquo;hoar dimezet. Ne oa ket re frank an trao\u00f9 ganti evel kalz a dud all d&rsquo;ar mare amzer-se ha poan he dije Marijobig o kaout he gouel- mikael. Evel ma ne oa ket ar c&rsquo;hiz gant an dud a renk ha dezho peadra da vont da c&rsquo;hounit ne oa ket re druz ar peuri\u00f1 ganti. Met he maeronez a oa o chom er bourk a gemere anezhi alies da sikour derc&rsquo;hel ha kempenn he zi. Evel va mamm, dornet mat &lsquo;oa Marijobig Keufeulo\u00f9 ivez hag ober a rae labourio\u00f9 kaer evit he maeronez. Ar pezh na vire ket outi da bega\u00f1 war al labour c&rsquo;hros en-dro d&rsquo;ar menaj. Plijout a rae kalz da&rsquo;m zad-kozh, ur plac&rsquo;h fur ha speredek, en oad parfet, ar c&rsquo;hontrol bev eus ur bompinell.<\/p>\n<p>Ha neuze an trao\u00f9 a zo drol. Bet en doa e\u00f1 ivez un tamm goud evit he mamm-hi pa oa den yaouank. Met pennh\u00earez pinvidik &lsquo;oa homa\u00f1 hag he mamm \u2014 da lavarout eo mamm-gozh Marijobig \u2014 &lsquo;oa sorc&rsquo;hennet da fortunia\u00f1 he merc&rsquo;h gant un den pinvi- dik-bras. Fentus &lsquo;oa an hini gozh, M\u00f4n an D. Un deiz e l\u00e2re evel-henn d&rsquo;he gwaz Pipi &lsquo;r B. : \u00ab Hon merc&rsquo;h-ni, Pipi, &lsquo;zo ur fortun, ha\u00f1 ? \u2014 Heu\u2026 eme Bipi. \u2014 Hon merc&rsquo;h-ni,&nbsp; Pipi,&nbsp;&nbsp; &lsquo;deus&nbsp; pevar-c&rsquo;hant&nbsp; skoedig&nbsp; leve !&nbsp; \u2014 Ya&nbsp;&nbsp; pe&nbsp; g\u2026c&rsquo;h ! eme Bipi.<\/p>\n<ul>\n<li>&lsquo;Deus ket, Pipi ? Gireg, Sant-Memor, al Lia hag ama\u00f1, hag ar pezh a douchomp deus an Dannod ? Finda\u00f1 Pipi, se &lsquo;zo un objed !!! \u2014 Ya ! eme \u2014 Ya, Pipi, an hini en devo hon merc&rsquo;h-ni en devo re a cha\u00f1s, ha ma he devez ur butuner hag ur rouler &lsquo;devo ur maleur ! \u2014 Heu ! \u00bb eme Bipi. Ne seblante ket Pipi &lsquo;r B. beza\u00f1 latennet ken mat hag e wreg, M\u00f4n an D.<\/li>\n<\/ul>\n<p>Ma, tudo\u00f9, bet he devoa ur butuner hag ur rouler ; den a-feson avat ; met paotr disoursi. Savet en doa evelkent un ti kaer e Koatavi met marvet &lsquo;oa abred hag e wreg, Mari B., a oueze derc&rsquo;hel he feadra.<\/p>\n<p>Un tammig &lsquo;oa plat da gomz, an hini gozh-se, M\u00f4n an D. Un deiz &lsquo;oa erruet er park da c&rsquo;houlenn digant va zad-kozh : \u00ab Petra, Cha\u00f1-Mai, ne vijec&rsquo;h ket kap da l\u00e2ret din pelec&rsquo;h e kavfen ur mevel bihan, ur paotrig mat da labourat, nebeut a c&rsquo;hopr ha kontant da zebri\u00f1 tri bred patatez bemdez ken a foeltro eno ? \u2014 Ma feiz, nann avat, M\u00f4n, n&rsquo;on ket kap da l\u00e2ret pelec&rsquo;h e kavfec&rsquo;h ur seurt labous avat rak ne dleont ket beza\u00f1 stank er vro-ma\u00f1. \u00bb<\/p>\n<p>Un tamm fent en deveze Tad-Kozh o konta\u00f1 diwar-benn M\u00f4n. Me &lsquo;gred e oa chomet ganta\u00f1 un tammig ergenn en he c&rsquo;he\u00f1ver dre ma oa bet roet da santout dezha\u00f1 ne oa ket uhel a-walc&rsquo;h e galite da glask beza\u00f1 mab-kaer e ti Pipi &lsquo;r B.<\/p>\n<p>Met distroomp d&rsquo;an trao\u00f9 sirius. An eost &lsquo;oa o tostaat ha prim a-walc&rsquo;h e oa aet an trao\u00f9 abalamour d&rsquo;ober an eured a-raok an eost. Va zad-kozh &lsquo;oa pell a oa o klask dilezel Roperz-Huon gant e vab hag e-sell a se en doa miret un atant bihan e-kichen ha graet un tamm kempenn d&rsquo;an ti. Koumanant-Sugard &lsquo;oa anv al lec&rsquo;h. Tost-tre ouzh Roperz-Huon. Prest &lsquo;oa eta d&rsquo;en em denna\u00f1 eno gant e verc&rsquo;h yaouanka\u00f1 hag e wreg. Mamm-Gozh &lsquo;oa sorc&rsquo;hennet abaoe pell ivez da c&rsquo;hallout tremen hec&rsquo;h holl amzer o neza\u00f1. Se a blije dezhi kena\u00f1 ha Mamm, a oa dija daou vloaz warn-ugent, a gavfe deiz pe deiz da fortunia\u00f1 ivez.<\/p>\n<p>Graet e oa an eured e Roperz-Huon an daou pe an dri warn-ugent a viz Gouere peo- gwir da zisoc&rsquo;ha\u00f1 diouzh an eured e oa aet an daou bried nevez da bardona\u00f1 da Santez-Anna-Prad \u2014 d&rsquo;ar c&rsquo;hwec&rsquo;h warn-ugent a viz Gouere ema\u00f1 gouel Santez Anna. An eost a groge raktal hag ar pried nevez a rankas mont d&rsquo;ober e eizh devezh warn-ugent e fin miz Eost d&rsquo;an arme gant ar grad a adjudant e Gwengamp emicha\u00f1s hag ac&rsquo;hane da ober ar pleustradego\u00f9 bras da heul e rejumant.<\/p>\n<p>E Roperz-Huon &lsquo;oad o tiloja\u00f1 dija meur a dra da gas da Goumanant-Sugard : plouz, foenn, koad, keuneud, binvio\u00f9, patatez, hag all. Ar wreg yaouank a oa deut ganti he matezh Soaz Gw. ha krog oa an div-ma\u00f1 da gemer plas ar vamm-gaer hag ar c&rsquo;hoar-gaer : Mamm ha Mamm-Gozh. Ma oa stad e Mamm-Gozh o vont d&rsquo;he menaj bihan, Mamm, emezi, a oa gwasket he c&rsquo;halon. Daou vloaz warn-ugent evurus he doa tremenet e Roperz-Huon e-lec&rsquo;h ma oa ganet, en tiegezh kristen-se leun a vugale laouen, en ti-se hag he doa gwelet sevel pa oa bihanik. Ar parko\u00f9-se m&rsquo;he doa labouret enno ha c&rsquo;hoariet en he bugaleaj. Ar stank-kanna\u00f1, ar gwez gwregon ha polos, ar gwez per ha koper, an avalenned, ar saout badezet ganti, ar c&rsquo;hezeg he devoa kaset war an alar, an ogedo\u00f9, an dra\u00f1cherez ha ma oa deut hag aet d&rsquo;ar park ken alies war o c&rsquo;hein. Holl e chomfent aze, nemet ur vuoc&rsquo;h ha daou bemoc&rsquo;h. Gwir eo, an ti hag an douar e-lec&rsquo;h ma oa va zud-kozh o vont da chom a oa ivez o feadra, met aze o doa gwelet mererien atav. Na oa ket kavell ar&nbsp; Ouenn.&nbsp;<\/p>\n<p>Ne dalvez ket keuzia\u00f1, ar vuhez &lsquo;oa evel-se, met gwashoc&rsquo;h &lsquo;oa o vont d&rsquo;en em gavout. Ar paourkaezh mamm-gozh n&rsquo;he devoa ket bet ar c&rsquo;hras da vont da zis- kuizha\u00f1 d&rsquo;he menaj bihan. Aet e oa prim-ha-prim d&rsquo;ur welloc&rsquo;h bro.<\/p>\n<p>An amzer &lsquo;oa tomm-spontus e dero\u00f9 miz Gwengolo ha Mamm-Gozh a oa deut so\u00f1j dezhi da vont da zibab un tamm greun a-douez ar pailhoro\u00f9 chomet goude gwen- ta\u00f1 e-barzh ul loch war al leur. Tomm &lsquo;oa dezhi o voullat, ken touforek &lsquo;oa an amzer met avel-sil &lsquo;oa ivez e-barzh al loch distouf betek an hanter. Tapet he doa poan- gostez eus an tomm ha yen-se. P&rsquo;edo o tebri\u00f1 hec&rsquo;h adverenn a l\u00e2ras-hi d&rsquo;ar merc&rsquo;hed : \u00ab Brema\u00f1, emezi, pa eo leun ma c&rsquo;hof, eo brav din l\u00e2ret ez on kla\u00f1v, met e gwirionez &lsquo;n em santan ket em charreo\u00f9, poan &lsquo;m eus em c&rsquo;hostez. \u2014 Ma ! It &lsquo;n ho kwele &lsquo;ta neuze, Mamm ! a l\u00e2ras ar verc&rsquo;h-kaer. Marteze e tremeno se deoc&rsquo;h buan. \u00bb<\/p>\n<p>Ar baotred a oa o kas plouz da Goumanant-Sugard hag ar merc&rsquo;hed o kanna\u00f1. D&rsquo;abardaez, distro diwar ar stank, e l\u00e2ras Mamm &lsquo;n ur antren en ti.<\/p>\n<p>\u00ab Ama\u00f1 n&rsquo;eus na tan na goulo\u00f9 ? Ama\u00f1 n&rsquo;eus den war-dro ?<\/p>\n<ul>\n<li>Nann, eme Mamm-Gozh eus he gwele-kloz, ranket em eus plega\u00f1 da vont em gwele. \u00bb Den ne gomprene e oa skoet d&rsquo;ar<\/li>\n<\/ul>\n<p>Diwar an deiz-se ne glemmas mui war boan-gostez, netra nemet fallentez : gwan ha skuizh, met kustum e oa da gaout goradenno\u00f9 hag a-raok e veze kla\u00f1v ha fall un nebeud devezhio\u00f9, so\u00f1jal a rae-hi, hag ar re all ivez, e oa o tanzen ur c&rsquo;horadenn adarre.<\/p>\n<p>Sevel a rae hec&rsquo;h-unan ha mont er-maez an ti da gemer ur banne aer fresk ha d&rsquo;ober hec&rsquo;h ezhommo\u00f9, met tamm ne zebre, sec&rsquo;hed dezhi noz ha deiz.<\/p>\n<p>Pardon Kerriwalen a oa d&rsquo;ar Sul an eizh a viz Gwengolo ha desped a rae dezhi man- kout da vont evel bep bloaz d&rsquo;an oferenn d&rsquo;ar chapel ken devot a oa bet ordin&rsquo; da Werc&rsquo;hez Kerriwalen.<\/p>\n<p>An dintin Teofil &lsquo;oa c&rsquo;hoazh e ti he zud-kaer e Kergrist \u2014 nepell diouzh Kerriwalen, met en tu all d&rsquo;al Leger e Ploub\u00ear. Deut &lsquo;oa d&rsquo;an oferenn da Gerriwalen gant he faotrig a oa c&rsquo;hoazh war ar vronn ha da glask he lein da di he zud evel-just, soue- zhet na oa hini anezho e Keriwalen.<\/p>\n<p>P&rsquo;he doa gwelet &lsquo;oa kla\u00f1v he mamm a oa stonket ha ret &lsquo;oa bet dezhi tec&rsquo;hel da ouela\u00f1 gant doan trubuilhi\u00f1 an hini gla\u00f1v. Mamm, emezi, a gave iskis gwelout he c&rsquo;hoar ken fromet-se. Ne wele ket-hi e pe stad &lsquo;oa Mamm-Gozh. Ur rezon he doa Teofil da veza\u00f1 ankeniet met war an taol ne c&rsquo;helle ket en l\u00e2ret.<\/p>\n<p>Mamm-Gozh, pa veze kla\u00f1v, a l\u00e2re atav d&rsquo;ar vugale : \u00ab Diwallit bugale da rei\u00f1 da c&rsquo;houzout da zen ebet ez on-me kla\u00f1v,&nbsp; pe vo tud o tont da derri\u00f1 ma fenn din.&nbsp;&nbsp; Me &lsquo;m eus ezhomm peoc&rsquo;h.\u00a0\u00bb<\/p>\n<p>D&rsquo;al Lun &lsquo;oa d&rsquo;ober mont d&rsquo;an ti-forn d&rsquo;ar bourk. Ar verc&rsquo;h-kaer eo a oa aet ha ne oa ket manket da l\u00e2ret &lsquo;oa kla\u00f1v he mamm-gaer dirak merc&rsquo;hed an ti-forn. &lsquo;Benn an abardaez &lsquo;oa krog an dud da erruout da welout Visanta. Unan eus he mignone- zed bepred &lsquo;oa bet hardizh a-walc&rsquo;h \u2014 e-skeud dresa\u00f1 ar pallenno\u00f9 war he gwele \u2014 da dastornat he zreid. Sklaset e oant ha se &lsquo;kreiz an tommder vras &lsquo;oa en deizio\u00f9- se. Roet he doa da santout d&rsquo;ar merc&rsquo;hed &lsquo;oa gwall dalc&rsquo;het o mamm, daoust ma ne glemme ket.<\/p>\n<p>Setu an deiz war-lerc&rsquo;h ar beure e c&rsquo;houlennas va zad-kozh diganti : \u00ab Mar karez &lsquo;vo l\u00e2ret da Anne-Marie dont da welout ac&rsquo;hanout. N&rsquo;eo ket krog ar skol c&rsquo;hoazh, me &lsquo;gred &lsquo;vo lezet da zont. \u2014 Ya, me &lsquo;zo kontant. Un digarez &lsquo;vo dezhi dont d&rsquo;ar g\u00ear. Na ve nemet dont-ha-mont. \u00bb Ha va zad-kozh kerkent ha da staga\u00f1 war ar wetur da vont da Bederneg. Ha roet &lsquo;oa aotre dezhi gant he superiorez da chom betek ma krogje ar skol d&rsquo;al Lun nesa\u00f1, e-ken-kaz ma vije ezhomm outi da sikour ober war- dro he mamm.<\/p>\n<p>Erru er g\u00ear ha gwelet e pe stad &lsquo;oa he mamm e skrivas raktal da M\u00e8re Anne de Jesus, he c&rsquo;hoar &lsquo;oa e Pleneved-Yugon, da l\u00e2ret dezhi, ma oa tu, dont da welout he mamm. Se &lsquo;oa d&rsquo;ar Meurzh. D&rsquo;ar Merc&rsquo;her ar beure, an dintin seur a oa aet d&rsquo;an oferenn d&rsquo;ar bourk ha da saludi\u00f1 an aotrou person goude an oferenn. Hema\u00f1 &lsquo;oa estonet o welout anezhi : \u00ab Un dra bennak, emeza\u00f1, a zo a-nevez ? \u2014 Ya, Mamm &lsquo;zo kla\u00f1v, Aotrou Person. Doan &lsquo;m eus ne vefe grevus. \u2014 Mont a rin betek Roperz-Huon emberr, mar gallan, \u00bb emeza\u00f1.<\/p>\n<p>Deut &lsquo;oa. Ur beleg a zo kustum diouzh an dud kla\u00f1v hag e oar gwelloc&rsquo;h evit nikun pe e vez grevus e stad pe ne seblant ket. Setu ma kinnigas da&rsquo;m mamm-gozh degas dezhi ar gomunion peogwir e oueze pegen devot e oa. Kontant-bras &lsquo;oa evel-just.<\/p>\n<p>\u00ab N&rsquo;ho pezo ket ezhomm da&rsquo;n em zirenka\u00f1, emeza\u00f1 da&rsquo;m zud-kozh. Me &lsquo;degaso ar c&rsquo;holist bihan ganin. \u00bb Distroet e oa kerkent ha deut e sac&rsquo;h-nouenn ganta\u00f1 war ar memes tro.<\/p>\n<p>Er c&rsquo;heit-se, va zintin seurez ha Mamm o doa aliet Mamm-Gozh da vont da wele&nbsp;&nbsp; ar gambr : \u00ab Trankiloc&rsquo;h e viot, Mamm, eget ama\u00f1 &lsquo;tal an tan. Ganimp-ni o pasepia\u00f1 e-pad an deiz. \u2014 Me ne ran forzh, emezi, met ret &lsquo;vo deoc&rsquo;h ma sikour da sevel&nbsp;&nbsp; ar vi\u00f1s. \u00bb<\/p>\n<p>Evel-just e oa naetaet ha fichet da zegemer an Aotrou Doue \u2014 meulet ra vezo \u2014 ha setu e oa bet sakramantet d&rsquo;ar Merc&rsquo;her d&rsquo;abardaez ha respontet ganti d&rsquo;an holl bedenno\u00f9. E peoc&rsquo;h Doue &lsquo;oa ha seblantout a rae un tammig gwelloc&rsquo;h. \u00ab Memes tra, a l\u00e2re va zad-kozh, ret eo l\u00e2ret d&rsquo;ar medesin. Kerkent ha goulo\u00f9-deiz arc&rsquo;hoazh ar beure ez in d&rsquo;ar C&rsquo;houerc&rsquo;had. \u00bb Ne oa ger a bellgomz d&rsquo;ar mare-se, na ger a varc&rsquo;h-houarn kennebeut, da vont primoc&rsquo;h dre an hent.<\/p>\n<p>En noz &lsquo;oa &lsquo;n em gavet berr warni hag ar c&rsquo;hwezenn o tiruilhal war he c&rsquo;horf. Ret &lsquo;oa bet digeri\u00f1 ar prenestr da rei\u00f1 aer dezhi. Mamm hag he c&rsquo;hoar en-dro dezhi&nbsp;e-pad an noz. Tad-Kozh n&rsquo;oa ket kap da bad en e sav. Aet e oa da c&rsquo;hourvez \u2014 n&rsquo;eo ket da gousket \u2014 un eurvezh bennak hag en hent neuze etrezek ar medisin, hag ac&rsquo;hane da Run-Rio\u00f9 da l\u00e2ret da Varivon e pe stad e oa he mamm. Ne oa ket deiz c&rsquo;hoazh pa oa war an nor e Run-Rio\u00f9. Spontet e oa bet an dud o welout anezha\u00f1 d&rsquo;an eur-se, graet ganta\u00f1 &lsquo;tro teir lev hent en noz. Prim e oa staget ar wetur rak Tad-Kozh a oa war he dreid ha deut an dintin Maivon hag he gwaz da Roperz-Huon goude tremen dre ar C&rsquo;houerc&rsquo;had da glask an doktor Even. \u00ab Mont a ran bre- maik, emeza\u00f1, mar gallan, a-raok ar bizito\u00f9-beure. \u00bb Met ne oa ket deut raktal, rak ur gwilioud preset &lsquo;oa &lsquo;n em gavet kerkent ha setu ma oa tost d&rsquo;un eur goude kreis- teiz pa oa degouezhet e Roperz-Huon.<\/p>\n<p>Va zonton Lukaz, pried va zintin Marivon, n&rsquo;en doa graet nemet tremen da welout e vamm-gaer. Foar Blouared a oa en deiz-se \u2014 foar ar prizio\u00f9 &lsquo;vel ma veze graet outi \u2014, brema\u00f1 &lsquo;vez l\u00e2ret Komis Agrikol, ha loened a oa da vont d&rsquo;ar foar ha ne chome er g\u00ear nemet ur vandenn vugale yaouank hag ar servijerien. Ret &lsquo;oa dezha\u00f1 distrei\u00f1. Se &lsquo;oa ar Yaou, an daouzek a viz Gwengolo 1889.<\/p>\n<p>P&rsquo;erruas ar medisin e oa dija kalz tud er gambr.&nbsp; Feuls &lsquo;oa an Ao. Even. Kroget&nbsp;&nbsp; &lsquo;oa da grozal kerkent. \u00ab Emaoc&rsquo;h o skuizha\u00f1 an hini gla\u00f1v,&nbsp; emeza\u00f1, it a-dre\u00f1v,&nbsp; mar plij. \u00bb<\/p>\n<p>Sevel a reas Mamm-Gozh hec&rsquo;h-unan en he c&rsquo;hoazez en he gwele, d&rsquo;an doktor da selaou outi. Prestik e lavaras dezhi : \u00ab Ma feiz, Visanta, ur vizit trist eo va hini. \u00bb Mamm-Gozh ne c&rsquo;houlennas ket hiroc&rsquo;h diganta\u00f1.<\/p>\n<p>Neuze e reas sin d&rsquo;ar familh da vont ganta\u00f1 er gambr vihan, hag eno e klevjont ar seta\u00f1s. \u00ab N&rsquo;eus netra d&rsquo;ober, emeza\u00f1, ur <em>fluxion de poitrine <\/em>hag he c&rsquo;halon beuzet er gwad, ma tremen an noz, an noz &lsquo;vo ur c&rsquo;halvar eviti ! Setu ama\u00f1 un tamm louzo\u00f9-souplaat ma vez re a vec&rsquo;h warni. N&rsquo;hellan netra ouzhpenn. \u00bb<\/p>\n<p>Kent mont kuit e tistroas da gichen an hini gla\u00f1v hag o kregi\u00f1 en he dorn a l\u00e2ras dezhi : \u00ab Kenavo Visanta ! Er Bed All &lsquo;n em welfomp ! \u00bb Keniterv e oa da Mamm-Gozh ha mont a rae dezhi dre \u00ab te \u00bb. Mamm-Gozh a l\u00e2re \u00ab Ao. Even \u00bb dezha\u00f1. \u00ab L\u00e2r Jakez din, \u00bb emeza\u00f1. Met an deiz-se ne respontas ket Mamm-Gozh d&rsquo;e \u00ab genavo \u00bb nemet gant ur sin.<\/p>\n<p>Mantret e oa an holl, pried ha bugale. Troc&rsquo;het &lsquo;oa pep espera\u00f1s. Kent mont a-raok, en doa l\u00e2ret an aotrou Even, pa welas a vanke daou eus ar vugale : \u00ab Me &lsquo;zo o vont da gas un depech en roud, kerkent ha ma vin distro. Roit din ar chomlec&rsquo;h ha lezit se war va c&rsquo;hont. \u00bb<\/p>\n<p>Tud a zalc&rsquo;he d&rsquo;erruout. Tud aet a-ratozh da varc&rsquo;had Lannuon da brena\u00f1 un dra bennak da zegas da&rsquo;m mamm-gozh hag a oa ken karet gant amezeien ha mignoned ha zoken ar beorien bet mat eus an ti, a zeue da glevout eus he c&rsquo;helo\u00f9 gant daou wennegad madigo\u00f9.<\/p>\n<p>Un eur hanter goude ma oa bet ar medisin e varve Mamm-Gozh, Doue d&rsquo;he fardo- no ! O welout &lsquo;oa antreet en he zremenvan &lsquo;n em lakaas M\u00e8re Saint Lucien da l\u00e2ret a vouezh uhel pedenno\u00f9 an dud war o zremenvan. Respont a reas Mamm-Gozh betek ar fin, he mouezh o krena\u00f1 ma stro\u00f1se he gwele, an dour o tiruilhal outi, he merc&rsquo;hed o tisec&rsquo;ha\u00f1 ar c&rsquo;hwezenn diwarni. An holl a oa daoulinet nemet va zad- kozh a oa en e sav e penn ar gwele evel Mari e-harz ar Groaz. Pa ne responte ken Mamm-Gozh, an holl a so\u00f1je e oa tremenet. M\u00e8re Saint Lucien a spurmantas he muzello\u00f9 o fi\u00f1val c&rsquo;hoazh, a stouas a-us dezhi o lakaat he skouarn a-rez he bizaj. Neuze e klevas ar gerio\u00f9 diwezha\u00f1-ma\u00f1 : \u00ab Pedit c&rsquo;hoazh bugale, pedit c&rsquo;hoazh ! \u00bb<\/p>\n<p>Adkregi\u00f1 &lsquo;rejont c&rsquo;hoazh da bedi\u00f1, beuzet en o daero\u00f9. D&rsquo;ar momed-se, va zad- kozh, trec&rsquo;het gant ar glac&rsquo;har, a semplas. Va mamm-gozh all pe an hini &lsquo;oa deut&nbsp; da veza\u00f1 mamm-gozh din c&rsquo;hwezek vloaz goude, Filo Delinan, &lsquo;oa dres o sevel er gambr a &lsquo;n em gavas just da zegemer anezha\u00f1 etre he divrec&rsquo;h, o virout outa\u00f1 da gouezha\u00f1 war bazenno\u00f9 uhela\u00f1 ar vi\u00f1s. Hi eo a l\u00e2ras neuze ar pedenno\u00f9 da erbe- di\u00f1 Ene an Hini Dremenet ouzh Doue an Tad. Hi a sikouras ivez lieni\u00f1 ar c&rsquo;horf hag ober ar chapel wenn. Kenta\u00f1 ma oa aet en implij ar pezh labour kaer en dantelez graet gant va mamm e oa evit golo Mamm-Gozh en he chapel wenn.<\/p>\n<p>An depecho\u00f9 kaset gant an doktor Even &lsquo;oa merket warne : \u00ab M\u00e8re morte, enterr\u00e9e demain \u00bb. Ha netra ken.<\/p>\n<p>An dintin Anne de J\u00e9sus ne oa ket e Pleneved-Yugon. Aet &lsquo;oa da Blerneg da dremen un devezh bennak a-raok kregi\u00f1 gant he c&rsquo;hlas. Ret &lsquo;oa bet mont d&rsquo;he c&rsquo;hlask ha kas dezhi trao\u00f9 da che\u00f1ch evit dont d&rsquo;ar g\u00ear.<\/p>\n<p>Poaniet-spontus e oa bet, hi ken tener, ha rebech a rae d&rsquo;ar re all perak ne oa ket degaset kelo\u00f9 dezhi kentoc&rsquo;h m&rsquo;he dije gwelet he mamm e bev c&rsquo;hoazh ur wech, met ne oa den engortoz eus ar marv.<\/p>\n<p>Ar \u00ab Paotr \u00bb &lsquo;oa er pleustradego\u00f9-bras. Lakaet e oa war an depech \u00ab \u00e0 la suite&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; du r\u00e9giment \u00bb, ha prim en doa bet ar c&rsquo;helo\u00f9, met kredi\u00f1 a rae parfet e oa ur fazi.<\/p>\n<p>\u00ab Ne vern, emeza\u00f1, un digarez din da vont d&rsquo;ar g\u00ear eo. Met me &lsquo;zo sur n&rsquo;eo ket ar paper-ma\u00f1 evidon. \u00bb<\/p>\n<p>Deuet e oa gant an tren betek gar Kerofern ha goude a-dreuz Koado\u00f9 Kergrist, Pont- Runfaou, krapet ganta\u00f1 an dosenn etrezek Kerriwalen, tost &lsquo;oa d&rsquo;ar g\u00ear ; pa dostaas d&rsquo;ar chapel e klevas glaz o son. Neuze &lsquo;oa skoet un taol en e galon, hag un doue- ta\u00f1s. \u00ab Daoust va Doue ha gwir e vefe ar c&rsquo;helo\u00f9 &lsquo;m eus bet ? N&rsquo;eo ket posupl ! \u00bb Prestik e kejas gant ur vaouez kozh &lsquo;oa dres o tont eus l\u00e2rout he fater gant Mamm- Gozh. \u00ab O, Paotr paour, emezi, pebezh glac&rsquo;har evidout ! \u00bb<\/p>\n<p>Ne oa ket ret l\u00e2ret muioc&rsquo;h, komprenet en doa ha darbet e oa bet dezha\u00f1 sempla\u00f1 d&rsquo;e dro. Ur vamm&nbsp; vat&nbsp; a golle.&nbsp; Ur vamm&nbsp; a gare&nbsp; hec&rsquo;h holl vugale,&nbsp; met he devoa&nbsp;c&rsquo;hoazh un dra bennak ouzhpenn evit ar mab nemeta\u00f1 a oa chomet ganti diwar dek bugel. N&rsquo;en doa nemet c&rsquo;hoarezed.<\/p>\n<p>Ar c&rsquo;hoar vihan pan erruas, a oa bet ret he sikour da zont en ti, liv ar marv en he c&rsquo;herc&rsquo;henn, rannet he c&rsquo;halon.<\/p>\n<p>Ma oa glac&rsquo;haret he bugale gant he marv, meur a baour a ouele dourek dezhi ivez.<\/p>\n<p>\u00ab Kollet am eus, eme unan, gwella\u00f1 dant &lsquo;oa em fenn.<\/p>\n<ul>\n<li>Me &lsquo;oa o troc&rsquo;ha\u00f1 ed-du, eme un&rsquo; all, pa&rsquo;m boa klevet ar c&rsquo;helo\u00f9. Ret &lsquo;oa bet din azeza\u00f1 war ma dramm gant an efed a reas da&rsquo;m c&rsquo;halon.<\/li>\n<li>&lsquo;Oa ket div &lsquo;seurt dezhi er barrez, eme un&rsquo;<\/li>\n<li>Mamm ar beorien a oa Dalc&rsquo;hmat e l\u00e2re : Pa vin marv, grit va obido\u00f9 e klas ar beorien ha roit karitez vat d&rsquo;ar paour. \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Ne oa ket bras a-walc&rsquo;h iliz Tonkedeg deiz an interamant. Meur a baour a oa chomet en-dro d&rsquo;ar porched. Beleien ha seurezed a oa kalz en obido\u00f9 : mamm div seurez a oa. An div familh a oa tud a relijion evel ma vez l\u00e2ret.<\/p>\n<p>He mamm-gozh dezhi &lsquo;oa Visanta Malledant ha klevet &lsquo;m eus komz eus pevar beleg Malledant : kerent tost dezhi. Daou anezhe a oa bet marvet e-pad an Dispac&rsquo;h bras.<\/p>\n<p>Unan anezhe bepred, &lsquo;oa person e Plounerin hag ur werz &lsquo;oa bet savet dezha\u00f1. Un nebeud pozio\u00f9 a oueze va mamm anezhi. Me ne&rsquo;m eus dalc&rsquo;het so\u00f1j nemet eus ur ger bennak :<\/p>\n<p><em>\u2026an aotrou Malledant,<\/em><\/p>\n<p><em>Un den fur, un den savant, Un den vertuus ha divin, Person e parrez Plounerin.<\/em><\/p>\n<p>Familh an Oliered a guzhe ivez beleien en amzerio\u00f9-se.<\/p>\n<p>Ur gwall daol e oa evit va zad-kozh koll e bried ha war ar memes tro tec&rsquo;hout eus e venaj, hep konta\u00f1 ar frejo\u00f9 bras &lsquo;oa bet : ober un eured hag un interamant en ur ober tri miz. Ouzhpenn ar glac&rsquo;har, ar frejo\u00f9, &lsquo;oa ivez luziadenn ar susit. Ar vugale &lsquo;oa holl major. Ar gwir o doa da gaout o lod eus trao\u00f9 o mamm hag an div seurez &lsquo;oa dindan kuratoriezh ar gouent. Ret e oa ober papero\u00f9 dre noter.<\/p>\n<p>Ar mobilier a oa da chom gant ar mab, gant paea\u00f1 o lod d&rsquo;an div c&rsquo;hoar n&rsquo;ho doa bet netra c&rsquo;hoazh : Fra\u00f1soaz ha Teofil. Homa\u00f1 &lsquo;oa sa\u00f1set da veza\u00f1 bet sikouret da sevel menaj met troet e oa an trao\u00f9 da fall e ti he zud-kaer ha n&rsquo;hellent ket he sikour. An div seurez &lsquo;oa kontet dezhe evel lodmobilier ar skoliata hag an tro\u00f1sad a oa da fournis d&rsquo;ar gouent. Va zad-kozh en dije graet re a boan dezha\u00f1 gwelout gwerzha\u00f1 ar mobilier. Setu e oa chomet a blaen-font gant ar \u00ab Paotr \u00bb en e lavar. Un tammig somm da bep hini eus e ziv c&rsquo;hoar. Ar c&rsquo;hoar hena\u00f1 he devoa bet pell a oa al lodenn vrasa\u00f1. Unnek vloaz &lsquo;oa tremenet, ne oa nemeti dimezet, nemeti da sikour. Bez&rsquo; e oa-hi brema\u00f1 &lsquo;n ur feurm bras, Run-Rio\u00f9, e plas he zintin Annivon,ur&nbsp;c&rsquo;hoar da&rsquo;m mamm-gozh. Homa\u00f1 &lsquo;oa pell a oa inta\u00f1vez hag he bugale o doa fortu- niet gant tud a vicher. Ne oa hini da chom war he lerc&rsquo;h. Setu, peogwir e kreske ar vandenn e ti Maivon &lsquo;oa ret kreski\u00f1 ar menaj ivez, da gaout bara dezhe holl.<\/p>\n<p>Met un doare islonk e oa Run-Rio\u00f9 er bloavezhio\u00f9 kenta\u00f1 evit va zud-kozh. An douar &lsquo;oa e stad fall, eosto\u00f9 fall a veze. Cha\u00f1s fall e oa bet gant al loened. Tud da labou- rat ne oa ket, nemet evit paea\u00f1, hag ur vandenn vugale da veva\u00f1, da skoliata. Pa&rsquo;n em gave berr an trao\u00f9 gante da belec&rsquo;h ez aent da glask sikour met da di o zud, aze ne oa ket ret paea\u00f1.<\/p>\n<p>Met an dintin Maivon, savet ganti he chouk diwezhatoc&rsquo;h, a oa bet d&rsquo;he zro made- lezhus e-ke\u00f1ver he c&rsquo;hoarezed hag he zad, cha\u00f1s he devoa da gaout ur pried mat : den diseblant ha yen da welout, met ur gwir gristen ha tener e galon. Prest atav da renta\u00f1 servij. Ne oa ket aet da gozh. Met bugale vras a oa dija.<\/p>\n<h2>Ur vuhez nevez<\/h2>\n<p>Ma na fazian ket, &lsquo;oa graet an eizhved tost-tre da interamant va mamm-gozh rak ret &lsquo;oa da bep hini distrei\u00f1 dindan berr-amzer. Ar \u00ab Paotr \u00bb d&rsquo;e rejimant, ar seure- zed d&rsquo;o skolio\u00f9. Moarvat &lsquo;oa bet un diviz bennak etre o zad hag ar vugale a-zivout an ingalasiono\u00f9 a vije d&rsquo;ober, evel e pep lec&rsquo;h, war-lerc&rsquo;h ar marv.<\/p>\n<p>Kemmet e oa dre ret mennozhio\u00f9 va zad-kozh. Brema\u00f1 e so\u00f1je ober raktal e bartaj, da l\u00e2ret eo ingali\u00f1 ar peadra, ken e re e-unan, ken re e bried aet da anaon, etre ar vugale, ken ober reservasiono\u00f9 da aotren dezha\u00f1 beva\u00f1 hep dienez en e gozhni. Met e rankje pep hini eus e vugale kemer, da heul e lod a leve, e lod ivez eus an dle a oa chomet war ar prenablo\u00f9 graet gant o zud.<\/p>\n<p>E-kreiz an enkadeg vras edod. Kaer &lsquo;oa bet, pa na oa ket ranket adwerzha\u00f1, evel ma rankas meur a hini ober \u2014 ha war goll bras. Prenet o doa va zud-kozh, a-hed o buhez evit naontek mil skoed a zouar. Pa so\u00f1jer &lsquo;oa dek gwenneg bemdez priz an devezhour, daou wenneg al lur bara, pevar real ur boto\u00f9-koad d&rsquo;ar Sul, dek gwen- neg an dousenn vio\u00f9, pemzek pe driwec&rsquo;h gwenneg al lur amann, pevarzek real ur c&rsquo;hant kerc&rsquo;h, ugent real ar c&rsquo;hant gwinizh !<\/p>\n<p>Al loened evit mann, peogwir e oa tud hag a ranke leuskel kezeg bihan en avantur Doue da glask o cha\u00f1s hag evel-se evit pep tra e-pad pemzek vloaz, eus 1882 betek 1897. Enkadeg M\u00e9line e oa bet anvet ar maread amzer-se.<\/p>\n<p>Va zud-kozh, dre forzh labourat ha diouerout kalz a drao\u00f9 e-pad o buhez, o doa gallet stourm ouzh ar gorventenn ha miret pep a damm douar d&rsquo;o bugale. Bennozh Doue war o memor. Gras d&rsquo;o foan ha d&rsquo;o intrudu ma&rsquo;m eus ar cha\u00f1s da vale bemdez war douar sakr va zud-kozh. Douar teir gwech sakr evidon, Douar va Bro, Douar va Zud ha va Zud-Kozh, Douar ma on ganet anezha\u00f1, maget ganta\u00f1 e-pad pemzek vloaz ha tri-ugent tremenet.&nbsp;<\/p>\n<p>Evit distrei\u00f1 da Roperz-Huon, e-kreiz ar c&rsquo;ha\u00f1v, an tregas da ziloja\u00f1, ar frejo\u00f9 da baea\u00f1 a bep tu. Rouantelezh va zud-kozh o vont a-dammo\u00f9\u2026 na c&rsquo;hwerv seurt degouezhio\u00f9. Eeunet an aferio\u00f9, ret &lsquo;oa &lsquo;n em stalia\u00f1 e Koumanant-Sugard. Gouel- mikael a oa hag ar plas a oa miret difeurm er bloaz-se evit kempenn al lojeiz un nebeud e-sell e vije dimezet ar mab \u2014 ar pezh &lsquo;oa erruet \u2014 hag ez afe ar re gozh da chom eno, gant un nebeud douar, ur vuoc&rsquo;h-laezh, daou bemoc&rsquo;h, ur yar bennak hag ur c&rsquo;hog da gana\u00f1 war ar bern teil. Daou zen e-lec&rsquo;h tri &lsquo;oa brema\u00f1 da vont. Daou zen mantret, brevet gant ar glac&rsquo;har. Ur roue a guita marteze e balez hag e dron gant nebeutoc&rsquo;h a ranngalon\u2026 Ne oant ket taolet er-maez. Ne oant ket hep ti nag aoz, nag hep gwele da gousket en noz. Gant o grad vat o doa lezet o cha\u00f1s gant ar re yaouank. Met santout a ran bepred strafuilh va mamm bep tro ma konte din he zamm buhez.<\/p>\n<p>Er beure kenta\u00f1, pa oa savet Koumanant-Sugard, e oa aet da benn an ti da sellout ouzh siminal Roperz-Huon o tivogedi\u00f1. An tan en oaled-se ne oa mui he zan. Chipod Tad-Kozh, ma oa bet azezet warna\u00f1 da bep noz c&rsquo;hoa\u00f1v e vuhez, &lsquo;oa chomet e- barzh met morse, biskoazh goude, n&rsquo;en doa bet ar c&rsquo;hras d&rsquo;azeza\u00f1 warna\u00f1. Kollet en doa e dron.<\/p>\n<p>Daero\u00f9 puilh he doa skuilhet Mamm er mintin-se, emezi. Marteze ma vije aet pell he dije bet distaget aezetoc&rsquo;h diouzh ar g\u00ear.<\/p>\n<p>Tamm-ha-tamm bihan e oant deut da&rsquo;n em ober eus o chomaj nevez, diouzh o buhez nevez, an eil o skora\u00f1 egile.<\/p>\n<p>Va zad-kozh a oa gouest c&rsquo;hoazh da labourat. Bihan &lsquo;oa e venaj brema\u00f1 ha chom a rae amzer ganta\u00f1 da vont da sikour e vab da Roperz-Huon. Ar mab evel-just a rae dezha\u00f1 e labour-tenn.<\/p>\n<p>Met brema\u00f1 e oa kemm, ne oa mui ar mestr o c&rsquo;hourc&rsquo;hemenn. Brema\u00f1 eo e\u00f1 a veze lavaret dezha\u00f1 d&rsquo;ober petra mont. E ali a roe, se &lsquo;zo sklaer, hag un ali mat a roas a-hed e vuhez da neb a c&rsquo;houlenne digantan. Ur rezon ouzhpenn : evit e vab.<\/p>\n<p>Ya, alies e veze o labourat e Roperz-Huon, dedennet bepred gant an douar-se a zo un hual hud evit ar gwir beizant a oa anezha\u00f1. Met dont a rae d&rsquo;ar g\u00ear d&rsquo;e bred, evit ma na vije ket Mamm hec&rsquo;h-unan, penn-ouzh-penn gant hec&rsquo;h asied pe gen- toc&rsquo;h he skudell. Mamm ne oa bet morse sot gant yod, hag en tiez mat e oa ar boaz da gaout yod-kerc&rsquo;h bemdez da greisteiz. Mamm-Gozh ivez ne blije ket dezhi yod- kerc&rsquo;h, nemet ar c&rsquo;hrign eus fo\u00f1s ar gaoter. Va zad-kozh, e\u00f1, ne rae forzh petra. He\u00f1vel e oa va zad-me.<\/p>\n<p>Ha setu Mamm he doa tapet an tu da ober patatez da greisteiz, gant laezh-trenk ha laezh-kailhibot. Un tamm kig-sall e fo\u00f1s ar gastolodenn. Nemet d&rsquo;ar Gwener e veze yod-gwinizh.<\/p>\n<p>Mamm ne dae ket nemeur da labourat da Roperz-Huon. Ur vatezh &lsquo;oa deut gant ar wreg yaouank. Ne oa ket ezhomm ouzhpenn. Mamm a rae ar menaj ha war-dro al loened, mont d&rsquo;an ti-forn hag ober krampouezh bep sizhun. Kanna\u00f1, gwriat, feri\u00f1 hag ober tammo\u00f9 stamm evit he c&rsquo;hoar vras, bugale dezhi a-leizh an ti hag ur streu- vell vras. Ne oa ger gant homa\u00f1 da gaout amzer d&rsquo;ober stamm. D&rsquo;ar c&rsquo;houlz-se ne veze ket kavet stammeier da brena\u00f1 er stalio\u00f9. Stammerezed a vicher a oa, unan bennak. Met alies an dud kozh &lsquo;n em dennet en o c&rsquo;hozhni &lsquo;n un tamm pennti eo a rae stamm evit o bugale hag o bugale-vihan.<\/p>\n<p>Ne&rsquo;m eus ket klevet Mamm o l\u00e2ret he dije bet nezet kalz. Va zintin Teofil, hi, a neze he c&rsquo;hanellad-neud goude he c&rsquo;hoan, er goa\u00f1v. Mamm-Gozh a garje beza\u00f1 bet e-pad an deiz war he c&rsquo;harr-neza\u00f1, met ne neze ket ken fin ha va zintin Teofil dre ma ne oa ket libr he daouarn.<\/p>\n<p>Menaj vat a raent o-daou : Mamm ha va zad-kozh. Pounnerglev &lsquo;oa-e\u00f1 pell a oa, met Mamm he doa kalz a basianted \u2014 n&rsquo;eo ket eveldon-me ! \u2014 hag ur vouezh kre\u00f1v, aes da gompren. Ober a raent kaoz kaer o-daou. Kontet hag adkontet e oa bet dezhi gant Tad-Kozh, dre ar munud, e vuhez a stourm hag a boan evit derc&rsquo;hel bara ha serri\u00f1 un draig bennak evit e vugale war e lerc&rsquo;h. Memoret mat e oa an tad-kozh evel kalz a dud eus e oad ha ne oant ket bet peurleuniet dezhe o c&rsquo;hlopenn er sko- lio\u00f9 gall, ken ma ne chomje ken a blas evit an trao\u00f9 pemdeziek. Skiant-prenet e skol ar vuhez hag e levr bras an natur a rae gante tud fur ar peurvuia\u00f1, tud kristen hag a oa renet gant o c&rsquo;houstia\u00f1s, tud hag a oueze pedi\u00f1, a oueze meizout, a oueze barn, tud na oant ket dallet gant levrio\u00f9, gant skinwel na radio !!!<\/p>\n<p>Ne oa ket ankounac&rsquo;haet Mamm-Gozh, nann, met ret e oa beva\u00f1. Deut e oa ar c&rsquo;han hag ar c&rsquo;hoarzh, ar vousfentelezh adarre d&rsquo;an tad-kozh, ha Mamm a selaoue hag&nbsp;&nbsp; a soliere kalz trao\u00f9 en he c&rsquo;halon hag en hec&rsquo;h empenn.<\/p>\n<p>Hini anezho o-daou ne oa kousker-noz. Chom a raent da luduenni\u00f1 en-dro d&rsquo;an tan ha da gonta\u00f1, da gana\u00f1 pe da \u00ab gomedia\u00f1chi\u00f1 \u00bb evel ma l\u00e2re Mamm. Tad-Kozh a oueze dre &lsquo;n e\u00f1vor pezhio\u00f9-c&rsquo;hoari hir-spontus : <em>Buhez Pevar Mab Emon, Buhez Jenovefa, Buhez Santez Trifina <\/em>ha me &lsquo;oar. Ur strollad c&rsquo;hoarierien bezhio\u00f9 a oa bet lakaet war droad gant ur c&rsquo;hure bennak bet e Tonkedeg. Er strollad e oa tud yaouank eus Pl\u00fbned ivez ha zoken tado\u00f9 a familh. Ur bern tud a oa ezhomm da c&rsquo;hoari seurt pezhio\u00f9 ha n&rsquo;oa ket stank-stank ar re o doa deskamant da lenn an tes- tenno\u00f9-se, ken hir ha ma oant. Despetus eo evelkent n&rsquo;he dije ket Mamm &lsquo;n em lakaet da skriva\u00f1 kanaouenno\u00f9 brezhonek Tad-Kozh. Gwir eo, biskoazh ne&rsquo;m eus gwelet anezhi o skriva\u00f1 an distera\u00f1 ger e brezhoneg. Poan a-walc&rsquo;h he dije ouzh e lenn end-eeun. En askont ma oa bet desket dezhe o c&rsquo;hatekiz dre &lsquo;n e\u00f1vor n&rsquo;ho doa ket tapet an tu da lenn brezhoneg. Ar c&rsquo;hantiko\u00f9 &lsquo;oa memes tra, Tad-Kozh a oueze dre &lsquo;n e\u00f1vor an holl gantiko\u00f9.<\/p>\n<p>Ar c&rsquo;hiz a oa o tont, da heul ar skol c&rsquo;hall, da zeskin cha\u00f1sonio\u00f9 gallek. Evel-just er skol ne veze kanet nemet galleg hag ar baotred, bet oc&rsquo;h ober o servij-soudard er broio\u00f9-krec&rsquo;h, o deveze desket ivez kalz pe nebeut a rimadello\u00f9 gallek.&nbsp;<\/p>\n<p>Erwan an Alan, ar c&rsquo;hemener a laboure e ti va zud-kozh, a oueze kalz a sonio\u00f9 gallek, met pa veze o wriat e-unan ne rae nemet kana\u00f1. Pa oueze &lsquo;veze tud en-dro d&rsquo;an ti na gane ket gant aon na vije desket ar sonio\u00f9. Pa oar an holl anezho, emeza\u00f1, n&rsquo;int mui istimet netra. Met ouzhpenn kana\u00f1 a rae, sevel kanaouenno\u00f9 e- unan a rae ivez. Bet &lsquo;oa bet torret ar c&rsquo;hloc&rsquo;h bras e tour Tonkedeg o vralla\u00f1 evit ur vadeziant. Va zintin Teofil a oa bet en ti-forn, ha, pa oa erru er g\u00ear he doa l\u00e2ret : torret eo ar c&rsquo;hloc&rsquo;h bras ! Erwan an Alan a oa dija ouzh taol, pa glevas ar c&rsquo;helo\u00f9- se, &lsquo;oa bet fromet ha ne oa kaoz ebet ganta\u00f1 met eus se e-pad lein. A-benn &lsquo;oa noz en doa savet ur son, hir-mat ha brav-tre. Mamm a oueze ar son. Kanet en doa Erwan anezhi dezhe ur wech. Ne oa ket a-walc&rsquo;h evit deski\u00f1, met ne oa netra d&rsquo;ober, ne lavarje ket div wech.<\/p>\n<p>Ha setu un deiz ma krede dezha\u00f1 e oa aet an holl d&rsquo;ar park, e oa aet Mamm-Gozh d&rsquo;ar gambr da c&rsquo;houlenn diganta\u00f1 kana\u00f1 dezhi e son nevez, n&rsquo;en doa ket kredet l\u00e2ret nann. Mamm &lsquo;benn neuze, a oa sioul-sioul e trao\u00f1 an ti, dres dindan ar gambr vihan ma oa Erwan enni o wriat. Ha setu tapet ganti ar son, e div wech hepken.<\/p>\n<p>Kleier nevez a oa prenet neuze, pe gentoc&rsquo;h, kaset e oa ar re gozh d&rsquo;ar fondiri, d&rsquo;ul labouradeg e Normandi, hag evit badeziant ar c&rsquo;hleier nevez en doa Erwan savet ur werz neuze ha kanet e oa bet ouzh taol ganta\u00f1 deiz al lid, rak chantr &lsquo;oa ivez.<\/p>\n<p>Ha tra souezhus, o son ar vadeziant da vab hena\u00f1 ar Jestalen e oa torret ar c&rsquo;hloc&rsquo;h bras ha kenta\u00f1 &lsquo;oa bet brallet ar c&rsquo;hleier nevez &lsquo;oa da eil bugel ar Jestalen, evit e vadeziant. P\u00ear, Erwan hag Anna &lsquo;oa anv ar c&rsquo;hleier nevez.<\/p>\n<p><em>P\u00ear a goma\u00f1s ar c&rsquo;harilhon Erwan goude &lsquo;gondu an ton Hag a-veg an tour gant Anna &lsquo;Reont un akord ar brava\u00f1.<\/em><\/p>\n<p><em>Pa vez &lsquo;r paour bennak desedet Un nebeud glaz a vez sonet<\/em><\/p>\n<p><em>An eil a lavar d&rsquo;egile :<\/em><\/p>\n<p><em>Ur paour &lsquo;zo marv adarre.<\/em><\/p>\n<p><em>Pa vo ur pinvidig maro<\/em><\/p>\n<p><em>An holl a ouezo tro-war-dro Kloc&rsquo;h heg an tour a vo bridet Karilhon sur a vo sonet.<\/em><\/p>\n<p>Ne&rsquo;m eus ket so\u00f1j eus muioc&rsquo;h. Domaj eo, sur.<\/p>\n<p>Seblantout a ra e oa meur a varzh-pobl d&rsquo;ar mare-se. War gement darvoud a c&rsquo;hoar- veze e veze savet son pe werz, ha se gant tud ar vro. Tud eus ar bobl. Lod a zo dalc&rsquo;het so\u00f1j anezho dre m&rsquo;eo bet dastumet o skrido\u00f9 hag embannet, lod all a zo bet chomet dizanavez a-viskoazh. Piv a save an ton ? Bez&rsquo; e oa meur a son war ar memes ton. Bez&rsquo; e oa ivez meur a don evit ar memes son. Lod a veze lakaet war&nbsp; un ton kantik bennak, lod all war don ur rimadell bennak da za\u00f1sal. Ouzhpenn Yann&nbsp;ar Gwenn ha Yann ar Minouz, hag a oa anavezet-kaer e Bro-Dreger, e oa ivez tud eus ar barrez ha ne&rsquo;m eus gwelet o anv e neblec&rsquo;h. Ent-se Jobig ar Paperer hag a oa ur \u00ab sans-culotte \u00bb en amzer an Dispac&rsquo;h : mont a rae gant e varc&rsquo;h en iliz Tonkedeg, mont a rae ivez a solier da solier da glask beleien kuzhet en tiegezhio\u00f9 kristen. E c&rsquo;her-stur &lsquo;oa, hervez klevet : \u00ab Masakri\u00f1 an istokrated ha favorizi\u00f1 ar sitoaianed \u00bb. Dimezet &lsquo;oa bet ivez, met pell &lsquo;oa bet o kavout ur plac&rsquo;h hardizh a-walc&rsquo;h da lavarout ya d&rsquo;ur seurt labous. Dre gaer pe dre heg e oa deut a-benn d&rsquo;ober dezhi sevel en e gambr, er vilin baper. Ha goude, ar poezon anezha\u00f1, a savas ur son dezhi evit diskar hec&rsquo;h enor ha mirout outi da vont gant unan all. Daoust ma oa faos ar pezh a lavare en e son, ar plac&rsquo;h yaouank-se &lsquo;oa kollet he brud vat :<\/p>\n<p><em>Ma ouije pennh\u00earez Grall, petra &lsquo;dije kollet E kambr ar baperiri, biken &lsquo;vije bet aet&nbsp; Met aner huanadi\u00f1, hag aner de&rsquo;i gouela\u00f1<\/em><\/p>\n<p><em>Pa deus kollet hec&rsquo;h enor, &lsquo;gavo ken da brena\u00f1.<\/em><\/p>\n<p>Pa oa graet an eured a l\u00e2ras evel-henn d&rsquo;an dud : \u00ab Deut eo ! emeza\u00f1. Poan zo bet. Met koustout a ray dezhi ! \u00bb Ur verzherez &lsquo;oa bet ganta\u00f1.<\/p>\n<p>Ne&rsquo;m eus ket so\u00f1j petore fin &lsquo;oa aet da Jobig ar Panerer, ha ne&rsquo;m eus ket so\u00f1j ken eus an anv-familh kennebeut met anavezet em eus diskennidi dezha\u00f1 ha ne oant ket gwashoc&rsquo;h eget an dud all. Krog &lsquo;oa ivez sonio\u00f9 Prosper Proux da veza\u00f1 anave- zet e-touez ar bobl hag un tamm goude re Cha\u00f1-Loui &lsquo;r Gwiader, Emil Nikol, hag all. Gant ar votadeier e veze savet flemmgano\u00f9, an eil rumm o klask diskar levezon ha brud ar rumm all. Kavet e veze seurt \u00ab kantiko\u00f9 \u00bb war ar journal <em>L&rsquo;\u00c9lecteur des C\u00f4tes-du-Nord. <\/em>So\u00f1j am eus, pa oan bihan c&rsquo;hoazh, eus ur poz :<\/p>\n<p><em>\u2026&rsquo;ranko kaout &lsquo;vit an deizio\u00f9<\/em><\/p>\n<p><em>Seizh kemener en e di da dailha\u00f1 vestrenno\u00f9 Hag ober hini Fa\u00f1chig betek e ziv votez<\/em><\/p>\n<p><em>Ha takoni\u00f1 fo\u00f1s brago\u00f9 kabaler Kar-an-Traezh\u2026<\/em><\/p>\n<p>Ya &lsquo;ta, kabali\u00f1 &lsquo;veze graet, an ostizien a rae o rann en amzer ar votadego\u00f9-se, ha paotred ar journalio\u00f9 ivez\u2026 ha kann ha trouz, ha bec&rsquo;h, ha chas etre harperien ar baotred war ar renk.<\/p>\n<p>Unan a oa e parrez Tonkedeg a oa e anv-badez Louis-Napol\u00e9on\u2026 <em>R\u00e9publicain quand m\u00eame <\/em>emeza\u00f1 d&rsquo;ar prefed deiz ar \u00ab c&rsquo;ho\u00f1seil revizion \u00bb. Hennezh &lsquo;oa ivez ur rimas- teller, graet en doa pep a boz da guzulierien Tonkedeg, met ken divalav, ken ne&rsquo;m eus dalc&rsquo;het so\u00f1j eus netra.<\/p>\n<p>Ur barzh a oa e bro-Dreger ivez en amzer va zad-kozh. Nebeut koshoc&rsquo;h egeta\u00f1. Ginidik e oa eus Kamlez, e vamm &lsquo;oa ur gannerez. Trao\u00f9 kaer-dispar en deus bet skrivet Imari an Tomaz-se. Mamm a oueze meur a hini eus e ganaouenno\u00f9, dreist- holl an hini titlet : \u00ab An Tour de Fra\u00f1s \u00bb. N&rsquo;eo ket hini paotred o biloio\u00f9, nann, ne oa ger a viloio\u00f9 d&rsquo;ar c&rsquo;houlz-se met eus \u00ab Les Compagnons du Tour de France \u00bb.&nbsp;<\/p>\n<p>Komzet em eus bet da veur a zen eus an Emsav eus ar barzh-se. Den ne anaveze an anv-se na netra eus e oberenno\u00f9. &lsquo;Benn ar fin, un den gouiziek o klask danvez evit un dezenn a zo bet kouezhet war ul levrig bihan-bihan, bet moulet en e amzer<\/p>\n<p>\u20141870, Lannuon \u2014 gant un nebeud barzhonego\u00f9 hag en o mesk&nbsp; an \u00ab Tour&nbsp; de France \u00bb. Ur cha\u00f1s eo bet, met sur on n&rsquo;eus el levrig-se nemet ul lodenn vihan-vihan eus e obero\u00f9. Brogarour &lsquo;oa.<\/p>\n<p><em>Ya da, me a gar va Breizh-Izel, Gant va c&rsquo;halon, gant va ene Ha dezhi sur, me a vo fidel Bete &#8217;tiskennin &lsquo;barzh va bez.<\/em><\/p>\n<p><em>Ma teu re abred falc&rsquo;h an Ankou Da forsi\u00f1 va gwad da yena\u00f1 C&rsquo;hwi a gano dre va cha\u00f1sonio\u00f9 Va&nbsp; Breizh-Izel!&nbsp; Va&nbsp; Breizh-Izel! Va bro eo a garan\u2026<\/em><\/p>\n<p>Pinvidik-bras &lsquo;oa deut da veza\u00f1. Un uzin en devoa er Charente tost da Angoul\u00eame, ur stal vras e Pariz, orolajo\u00f9, montcho\u00f9 ha me &lsquo;oar.<\/p>\n<p>Pa oa marvet e vamm e Kamlez pe Berwenan, en doa goulennet digant Hernod skulpter-maen ober dezhi ur maen-bez kaer. Graet &lsquo;oa unan eus ar c&rsquo;haera\u00f1 d&rsquo;ar baourez-kannerez &lsquo;oa bet-hi al lodenn vrasa\u00f1 eus he buhez.<\/p>\n<p>Pa c&rsquo;houlennas Tomaz e gont digant Hernod, &lsquo;oa respontet dezha\u00f1 ganta\u00f1 ober e briz e-unan. \u00ab Neuze, eme an Tomaz, ma prizez va labour evel ma prizan da hini e roin dit un orolaj eus va re gaera\u00f1 ha na vo ket ret dit sevel dezhi he fouezio\u00f9, rak kant vloaz a dle mont en-dro bep gwech ma vo savet dezhi he fouezio\u00f9 ! \u00bb<\/p>\n<p>Ne&rsquo;m eus gwelet nag ar maen-bez nag an orolaj. Ne&rsquo;m eus graet nemet klevout. Evit kloza\u00f1 kaoz ar barzh ankounac&rsquo;haet-se e verkan ama\u00f1 daou boz eus e werz an<\/p>\n<p>\u00ab Tour de France \u00bb. P&rsquo;edo o tistrei\u00f1 eus e droiad hag a oa padet bloavezhio\u00f9 hir hag<\/p>\n<p>evel ma ne oa ket ganta\u00f1 e zaoulagad en e c&rsquo;hodello\u00f9 en devoa gwelet ha meizhet kalz a drao\u00f9.<\/p>\n<p><em>Salud bro va c&rsquo;havell Ti va mamm a welan Erru eo ho pugel<\/em><\/p>\n<p><em>Joaus &lsquo;vel fleur an ha\u00f1v<\/em><\/p>\n<p><em>Pebezh joa d&rsquo;ur Breton Gwelout c&rsquo;hoazh e gloc&rsquo;hed Presbital e berson<\/em><\/p>\n<p><em>hag e vuia\u00f1-karet.<\/em><\/p>\n<p><em>Krapet &lsquo;n ur gwele-kloz Diwar e bank-tosel<\/em><\/p>\n<p><em>Ha kemer da repoz<\/em><\/p>\n<p><em>War ur c&rsquo;holc&rsquo;hedad pell.<\/em><\/p>\n<p>Estreget sonio\u00f9 ha gwerzio\u00f9, estreget istorio\u00f9 ha ko\u00f1chenno\u00f9 a veze gant Tad-Kozh hag e verc&rsquo;h. Evel ma oa bet e vuhez-pad er barrez ec&rsquo;h anaveze pep familh war hed daou, tri, pevar rummad tud, ha gouzout a ouie skeudenni\u00f1 pep hini, hervez e zoare emzalc&rsquo;h, e dammo\u00f9 techo\u00f9, an darvoudo\u00f9igo\u00f9 c&rsquo;hoarvezet ganta\u00f1, fentus pe fromus, glac&rsquo;harus pe droch hepken.<\/p>\n<p>Re gristen e oa Tad-Kozh da vaga\u00f1 kasoni ouzh den, re speredek e oa d&rsquo;ober goap ouzh den, daoust m&rsquo;eo kontet Tregeriz goaperien-daonet. Met ur vousfentelezh &lsquo;oa en e anien ha go\u00fbt a ouie farsal ha n&rsquo;eo ket ober al lu gant an&nbsp; dud.<\/p>\n<p>Istrogelled &lsquo;oa e Tonkedeg evel e pep lec&rsquo;h. Unan bepred, Mo\u00f1s K., hema\u00f1 en doa pariet lavarout \u00ab gwrac&rsquo;h \u00bb d&rsquo;e vamm hep na ouije homa\u00f1.<\/p>\n<p>Setu un deiz ma oa an dud ouzh taol e oa savet kaoz eus un inta\u00f1vez bennak oc&rsquo;h addimezi\u00f1, hag ar Mo\u00f1s da l\u00e2ret d&rsquo;e vamm : \u00ab C&rsquo;hwi, Mamm, ma&rsquo;n em gavfec&rsquo;h inta\u00f1vez a addimezfe ivez, me &lsquo;zo sur. \u2014 Findamchik, eme an hini gozh, ne rafen ket, na ne rafen, sur-mat. \u2014 Grac&rsquo;h, emeza\u00f1, grac&rsquo;h. \u2014 Na rafen, pa douan, a-walc&rsquo;h &lsquo;m eus bet eus ho tad ama\u00f1. \u2014 O, grac&rsquo;h, emeza\u00f1, grac&rsquo;h. \u00bb<\/p>\n<p>An hini en doa graet ar pari &lsquo;oa kroget da c&rsquo;hoarzhin hag e oa l\u00e2ret d&rsquo;an hini gozh e oa arabat dezhi fulori\u00f1, ne oa nemet ur fars. \u00ab Ur fars, eme an hini gozh, evel-se &lsquo;vez komzet ouzh ur vamm. Hema\u00f1 zo un diaoul anezha\u00f1 bepred. \u00bb<\/p>\n<p>Evel ma oa mo\u00f1s, n&rsquo;helle ket ober an holl labourio\u00f9. Neuze veze l\u00e2ret dezha\u00f1 gant ar re all : \u00ab Gra an dra-ma\u00f1, gra an dra-hont pa rez ken ? Pa rez ken ?\u00bb<\/p>\n<p>&lsquo;Benn ar fin &lsquo;oa skuizh o klevout se : \u00ab pa rez ken \u00bb. Hag e\u00f1 o terc&rsquo;hel d&rsquo;ober tra pe dra e-pad an deiz ha bemdez.<\/p>\n<p>Un deiz e oa glav oc&rsquo;h ober ha deut e oa d&rsquo;ar g\u00ear gleb-teil, ma l\u00e2ras e vreur dezha\u00f1 :<\/p>\n<p>\u00ab Ma, pa&rsquo;z out gleb, gleb out. Kerzh da gerc&rsquo;hat ur varazhad dour d&rsquo;an ti c&rsquo;hoazh.<\/p>\n<ul>\n<li>Ya, ma teuez da sikour ac&rsquo;hanon da samma\u00f1. \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Pa oa ar breur o sikour Jakez da samma\u00f1 ha hema\u00f1 o tiskar ar varazhad dour e-barzh kerc&rsquo;henn egile. \u00ab Bo, brema\u00f1 pa out gleb, gleb out. Kerc&rsquo;h dour da&rsquo;z tro, pezh a gari. \u00bb<\/p>\n<p>Ken ka\u00f1fard &lsquo;oa, ken ne oa gouest e vamm da blega\u00f1 anezha\u00f1, hag en askont ma&nbsp; oa bet muturniet e veze truez outa\u00f1. Sede ar vamm o l\u00e2ret d&rsquo;ar person \u2014 ur person nevez &lsquo;oa, hervez : \u00ab Ret &lsquo;vo deoc&rsquo;h, Aotrou Person, ober un tamm skol da&rsquo;m mab n&rsquo;erruo da gofes evit Pask. N&rsquo;eus ket tu d&rsquo;ober dezha\u00f1 senti\u00f1 e mod ebet hag un druez eo skei\u00f1 war ur bugel mac&rsquo;hagnet. Grit un tamm sarmon dezha\u00f1, mar plij. \u00bb<\/p>\n<p>Aet &lsquo;oa ar Mo\u00f1s d&rsquo;ober e gofesion evel ar re all, met te\u00f1val a-walc&rsquo;h &lsquo;vez diabarzh ar gador-gofes ha ne oa ket re sur ar person e oa hema\u00f1 e bichon hag e\u00f1 da&nbsp;c&rsquo;houlenn diganta\u00f1 : \u00ab N&rsquo;eo ket c&rsquo;hwi eo Mo\u00f1s K. ? \u2014 Nann, emeza\u00f1, me eo Jakez, me &lsquo;zo daou vloaz koshoc&rsquo;h eget ar Mo\u00f1s. \u00bb<\/p>\n<p>Setu ne oa ket krozet dezha\u00f1 peogwir &lsquo;oa Jakez eo a oa. Ya, Jakez &lsquo;oa, sur, ha gaou ebet ne l\u00e2re pa l\u00e2ras &lsquo;oa daou vloaz koshoc&rsquo;h eget ar Mo\u00f1s peogwir &lsquo;oa daou vloaz dija pa oa &lsquo;n em gavet mo\u00f1s.<\/p>\n<p>Unan all bepred &lsquo;oa skarbet ken a oa, da l\u00e2ret eo en doa treid da ziarbenn touse- ged. E vab a oa ken skarbet hag e dad. Hag an tad a l\u00e2re dezha\u00f1 :<\/p>\n<p>\u00ab Nondondistak, Imaritig, bale eeun &lsquo;vel da dad ivez ! \u00bb An tad ne wele ket e oa e dreid a-dreuz met gwelout a rae re e vab hag an dud o dije fent\u2026<\/p>\n<p>Me &lsquo;gred e oa ar memes hini \u2014 un ingravet anezha\u00f1 \u2014 a veze war e ilin en e wele o sellout ouzh e wreg o troc&rsquo;ha\u00f1 soub da zijuni\u00f1 hag a l\u00e2re dezhi : \u00ab Soubo\u00f9 bihan, Naig kaezh, soubo\u00f9 bihan ! \u00bb Al labour ne veze ket muzuliet d&rsquo;an devezhourien, met ar boued ? ! ?<\/p>\n<p>Un ti pinvidik a oa er bourk, met tud pizh ha skragn &lsquo;oa o chom eno. Ar c&rsquo;hiz &lsquo;oa evit kouignaoua da zegas ur sac&rsquo;had bleud, &lsquo;tal toull an nor pe war bazenn izela\u00f1 ar vi\u00f1s. Peorien a dremene sof-kont d&rsquo;ar mare-se ha da bep hini e veze roet ur vozad vleud ; a-blaso\u00f9 ne veze roet nemet un dornad. Met en ti a gomzan anezha\u00f1 a veze plantet an dorn serret er sac&rsquo;h ha ne chome nemet ar pezh a bege ouzh an dorn. Pell e pade ar sac&rsquo;had ? !\u2026<\/p>\n<p>Un den pinvidik all ne roe aluzon da zen. \u00ab N&rsquo;hoc&rsquo;h eus nemet labourat ! \u00bb a l\u00e2re d&rsquo;ar beorien. Met ne roe ket labour dezhe. Ma, pa oa marvet, e oa karget ar pez- hio\u00f9 ugent realed arc&rsquo;hant eus trao\u00f1 e bres gant an tamouez. Ne oant ket aet ganta\u00f1 d&rsquo;ar Bed All !<\/p>\n<p>Bez&rsquo; e oa ur paotr fentus hag a so\u00f1je ganta\u00f1 beza\u00f1 finoc&rsquo;h eget ar re all. Pa oa kis- tion da dorna\u00f1 ed-du, ec&rsquo;h ijinas un itrik evit lakaat an dornerien da c&rsquo;hwista\u00f1. N&rsquo;ouzon ket pe c&rsquo;hwec&rsquo;h pe eizh dorner &lsquo;oa war al leur. Bepred poazhet en doa vio\u00f9 kalet hag e roe pep a vi d&rsquo;an dornerien, a bep eil ha hep gouzout d&rsquo;ar re all. Neuze ar paotr kozh, diwar an treuzo\u00f9, a huche : \u00ab Dalc&rsquo;h &lsquo;ta ! Paotr e \u00fb. Dalc&rsquo;h &lsquo;ta ! Paotr e \u00fb ! \u00bb Paotr e \u00fb a sache solut war e c&rsquo;hwist. Met holl e oant paotr e \u00fb, peogwir o devoa bet holl pep a hini e kuzh. Hag holl e sachent.<\/p>\n<p>Ma veze kontet fentigello\u00f9, truezet e veze ivez war stad un darn. Tud reuzeudik, tud kouezhet en dienez vras dre &lsquo;n abeg d&rsquo;ar cha\u00f1s fall. Tud hag &lsquo;oa ar wall blane- denn warne &lsquo;pad o buhez, evel ar familh-se m&rsquo;o devoa tri bugel ha n&rsquo;o devoa ket o c&rsquo;hont. Diwar bemp ne oa nemet daou reizh hag evel pa ne vije ket glac&rsquo;har a- walc&rsquo;h c&rsquo;hoazh en ti, unan eus ar merc&rsquo;hed, an hini a vanke ar muia\u00f1 dezhi, he doa bet ur bugel hag ar bugel, dre ma save, e oa gwelet e oa ken gwazh hag e vamm ha drouk war ar marc&rsquo;had. N&rsquo;oa ket c&rsquo;hoazh echu d&rsquo;ar wall blanedenn, un &nbsp;toullad&nbsp;bloavezhio\u00f9 goude e oa &lsquo;n em gavet adarre ar plac&rsquo;h paour dougerez, hag an dro- se &lsquo;oa bet daou, deut a-raok ar c&rsquo;houlz, marvet a-boan badezet. Ar vamm-gozh a oa bet se taol ar marv eviti. Pa he devoa gwelet an daou grouadur-se o tont war an douar e oa rannet he c&rsquo;halon : re zo re, ez an da&rsquo;m gwele, emezi, evit nompas sevel ken !<\/p>\n<p>Marvet e oa an deiz war-lerc&rsquo;h ha n&rsquo;en dije bet kalon ebet en e greiz an hini na deuje ket a zaero\u00f9 en e zaoulagad dirak ur seurt taolenn. Ar vamm-gozh en he chapel wenn, sterniet war an daol, an daou ael bihan war ar bank-tosel, unan e pep penn &lsquo;n ur banner-gwial gwerniset gant gouelio\u00f9 gwenn, en o sae-badeziant. Kement hini a zeue da l\u00e2ret e bater a ranke moustra\u00f1 war e zifronkadenno\u00f9. Ha paour war ar marc&rsquo;had. Penaos ne vijent ket ? An dud paour-se n&rsquo;o doa na tu na paramant da labourat. O zamm douar &lsquo;oa dezhe met da veva\u00f1 kement a dud, hep tamm sikour ebet eus an diavaez\u2026 Anavezet &lsquo;m eus unan eus o breudeur, an hini &lsquo;oa evel pep den. Met va Doue evel un Ankou e oa, e dammo\u00f9 dilhad e-pign outa\u00f1, un tamm kozh kazeg treut ha sterniet gant un akipaj takonet gant fisel. Un druez&nbsp;&nbsp; o gwelout ! A betra e komze c&rsquo;hoazh Tad-Kozh hag e verc&rsquo;h e-tal an tan goude koan ? Emicha\u00f1s eus red ar vuhez. Ha daoust ha gallout a raje ar Paotr derc&rsquo;hel e grog e Roperz-Huon ? Ur wreg vat en doa dibabet, met an amzer a oa ken kriz evit ar pei- zant. Bep bloaz, da ouel Mikael, e veze unan bennak o leuskel, dre ret, e zouar ha kalz a re yaouank a glaske mont pe war vor, pe en arme, pe da archer. Ur mab a di n&rsquo;oa ket sa\u00f1set da vont da vevel : se a oa debri\u00f1 bara ar beorien, ha neuze, piv &lsquo;oa gouest da veva\u00f1 ha da baea\u00f1 servijerien pa ne veze graet arc&rsquo;hant a netra, daoust ma oa dister gopr ur mevel hag ur vatezh.<\/p>\n<p>Meur a venajer o welout ne oa ket tu da veva\u00f1 eus an douar a glaske rei\u00f1 un tamm skol d&rsquo;o bugale, dezhe da&rsquo;n em zibab &lsquo;n ur vicher all. Met se a gouste ker ha pri- moc&rsquo;h ha se ez ae ar stal da stalig hag ar stalig da netra. Setu ar pezh &lsquo;oa c&rsquo;hoar- vezet e ti va zud-kozh all e Runamb\u00ear, ur menaj a bevar a&nbsp; gezeg.<\/p>\n<p>Chomet inta\u00f1vez gant nav bugel da sevel, va mamm-gozh Filo, daoust pegen mat e oa da labourat, ne oa ket bet gouest da zerc&rsquo;hel he bugale er vro. Va zad, ar mab hena\u00f1, &lsquo;oa etre seitek ha triwec&rsquo;h vloaz pa oa marvet an tad hag an hini yaouan- ka\u00f1 &lsquo;oa daou vloaz, unan all e roud hag a oa aet da goll dre ma &lsquo;oa bet re c&rsquo;h- lac&rsquo;haret ar vamm gant marv he fried.<\/p>\n<p>Va zad &lsquo;oa chomet gant e vamm da benn-menaj, betek ma oa gouest an hini diwez- ha\u00f1 da c&rsquo;hounit e vara hag aet e oa abred war ar mor. An div blac&rsquo;h a oa lakaet e pa\u00f1sion e Lannuon, unan e ti Dimezelled ar Gwiader, ur skol brevez, eben e Sant- Jozef e ti seurezed hag e ziske micherio\u00f9 d&rsquo;ar merc&rsquo;hed : gwriat, feri\u00f1, broda\u00f1, ober ar gegin, hag all. Unan eus ar baotred, an drivet, bet kaset d&rsquo;ar skol da Wengamp, a oa aet d&rsquo;an arme, evel isofiser. Edo monitor war an embregerezh-korf e Joinville-le-Pont.<\/p>\n<p>Ar bevare &lsquo;oa aet da c&rsquo;hounit ivez da Bariz, klasket plas dezha\u00f1 gant e vreur, Reune, an isofiser. Pipi &lsquo;oa ur paotr e benn-e-unan, ne chome ket pell e pep plas. An daou gosha\u00f1 a oa chomet ar pella\u00f1, met setu ma weljont a-walc&rsquo;h ne vije hini anezhe gouest da gemer plas o zud, na da veva\u00f1 eus o douar, ez eas ivez an eil da Bariz, ur paotr dilu e oa, aet &lsquo;oa da serviji\u00f1 en un otel ha dimezet prest goude gant ar verc&rsquo;h. Savet &lsquo;oa un otel evite en Enghien. Mat ar jeu ganta\u00f1, &lsquo;met &lsquo;oa bet marvet abred a-walc&rsquo;h.<\/p>\n<p>Neuze &lsquo;oa ret lezel ar menaj e Runamb\u00ear hag ez eas va mamm-gozh da zerc&rsquo;hel he zammig peadra da Geranroue. Va zad a chomas ur momed ganti hag a lakaas sevel ur c&rsquo;hra\u00f1j nevez. N&rsquo;oa ket labour a-walc&rsquo;h evita\u00f1 er g\u00ear, hag evel ma oa \u00ab mab a di \u00bb evel ma veze l\u00e2ret, ne oa ket e-tailh da vont da zevezhour, e\u00f1 hag a oa bet penn-menaj pevar a gezeg e-pad ouzhpenn dek vloaz. Peogwir e oa tri breur dezha\u00f1 dija e Pariz pe war-dro, ez eas ivez da glask e cha\u00f1s du-hont.<\/p>\n<p>Da genta\u00f1, da heul kenvroiz, e kavas plas e Gagny, e-lec&rsquo;h ma veze produet legu- majo\u00f9. Ne oa ket gwell vras ar pae eno, hag aet e oa dres e so\u00f1j serri\u00f1 arc&rsquo;hant ha distrei\u00f1 ar prima\u00f1 ma c&rsquo;hallje \u2014 ma wellaje ar bed gant ar beizanted \u2014 evit sevel un tamm menaj war e gont ha kemer pried en e Vro. Rak an hini a gare ne felle ket dezhi mont du-hont.<\/p>\n<p>Prim e kavas ur plas da c&rsquo;hounit bras \u2014 sa\u00f1set. Dre hanterourezh ur c&rsquo;henvroad dezha\u00f1, e oa bet kemeret evel \u00ab paotr ar pakajo\u00f9 \u00bb e kompagnunezh ar <em>Wagon-Lit <\/em>war an <em>Orient-Express. <\/em>Mont a rae eus Gar Lyon-Pariz da Galais da gerc&rsquo;hat touris- ted pinvidik, un devezh e Pariz hag ac&rsquo;hane da Vintimille, ha se div wech ar sizhun. An tren, zoken an express, na vale ket ken prim hag an deiz a hiziv. Eus Pariz da Vintimille e lakae un devezh hag un nozvezh. Kemend-all da retorn, hag an nozvezhio\u00f9 e veze e roud, &lsquo;gouske nemet div eur bemnoz war bla\u00f1chod ar vagon tamolodet &lsquo;n ur pallenn.<\/p>\n<p>Tud pinvidik-mor, leun o c&rsquo;hrabano\u00f9 a aour ha na vezent ket berr gant ar gwerzh- butun &lsquo;oa pratiko\u00f9 an <em>Orient-Express.<\/em><\/p>\n<p>So\u00f1j am eus eus un danevellig pe ziv, klevet gant va zad a-zivout ar miliarder anvet Gordon Bennett, pinvidika\u00f1 den &lsquo;oa er bed d&rsquo;ar mare-se. Ma, trimbalet en deus va zad e valizenno\u00f9 d&rsquo;an aotrou bras-se, un tamm mat a louz, emeza\u00f1. Un nozvezh, c&rsquo;hoariet ganta\u00f1 \u00ab lapavan \u00bb gant div bolez koant a oa d&rsquo;e heul, debret hag evit leizh o c&rsquo;hof a drao\u00f9 fin, e oa bet kroget an \u00ab dibadapa \u00bb enna\u00f1 e-kreiz an noz, ha ret e oa bet d&rsquo;an implijidi sevel da che\u00f1ch e li\u00f1selio\u00f9 d&rsquo;an aotrou ha da naetaat ar stal en-dro dezha\u00f1.<\/p>\n<p>Setu ma c&rsquo;houlennas paotr ar gambr \u2014 sa\u00f1set \u2014 digant mestr ar vagon : \u00ab Petra &lsquo;vo graet eus al linselio\u00f9-ma\u00f1 ? N&rsquo;hellan ket &lsquo;velkent o lakaat e sac&rsquo;h an trao\u00f9 da&nbsp;ganna\u00f1 ! \u2014 A, nann &lsquo;vat, eme ar mestr, grit un tamm pakadenn ganto ha stlapit anezho er-maez gant ar foeltr\u2026 \u00bb<\/p>\n<p>Kredapl eo, an deiz war-lerc&rsquo;h ar beure, pa gavje ur c&rsquo;hantonier hent-houarn bennak, ar pakad li\u00f1selio\u00f9 lien fin brodet en anv kompagnunezh ar Wagon-Lit e raje daou so\u00f1j : pe kas anezho ganta\u00f1 \u2014 gant ma ne oa ket re dechet da gaout sav- kalon ! \u2014 pe o stlepel &lsquo;n un toull bennak. Met da briz ebet evel-just n&rsquo;aje d&rsquo;o c&rsquo;has d&rsquo;an \u00ab objets trouv\u00e9s \u00bb, gant ar vezh.<\/p>\n<p>Ur wech all &lsquo;oa un itronig koant gant un tamm ki-loull gwenn-sign hag a faote dezhi ez aje ganti da gousket. Ar reolenn ne bermete ket. Ret e oa dezhi lezel ar c&rsquo;hi war gont an implijidi a gouske ur momed en o siklud dezhe o-unan. Met an tamm ki fall- se ne oa peoc&rsquo;h ebet eus e c&rsquo;heno\u00f9 pa ne oa ket aet gant e vestrez, ha setu va zad o kas anezha\u00f1 da fourgon ar glaou, abalamour dezha\u00f1 da repoz. Ma oa gwenn an deiz a-raok, e oa du-pod an deiz war-lerc&rsquo;h, ruilhet ha diruilhet ganta\u00f1 e-touez ar glaou o klask dont kuit da gavout e vestrez. Pa oa savet an itron ha gwelet e pe stad e oa ar c&rsquo;hi, &lsquo;oa dirollet da dodioni\u00f1 war va zad ha galvet ar mestr ha graet dezha\u00f1 gwalc&rsquo;hi\u00f1 ar c&rsquo;hi gant dour tomm ha savon c&rsquo;hwezh-vat ha sec&rsquo;ha\u00f1 anezha\u00f1 ha me &lsquo;oar. Ha kollet ganta\u00f1 e werzh-butun gant ar chuchuenn-se\u2026<\/p>\n<p>Pan errue an tren d&rsquo;ar beure du-hont er c&rsquo;hreisteiz e veze bugale er gario\u00f9 o kinnig d&rsquo;an douristed avalo\u00f9-ora\u00f1jez e-pad ar sezon. Pa ne werzhent ket o holl varc&rsquo;ha- dourezh e teuent da ginnig d&rsquo;an implijidi ar peurrest kazi &lsquo;vit netra : un togad evit daou wenneg.<\/p>\n<p>Meur a Vreton a oa o labourat en ateliero\u00f9 an hent-houarn e gar-Lyon e Pariz.&nbsp;&nbsp;&nbsp; &nbsp;Ar re-se a oa start o labour ha na c&rsquo;hounezent ket pae bras, evel ar re a veaje e tren an aotrounez. Gwir eo, ar vagajisted-ma\u00f1 a oa dalc&rsquo;het e noz ivez peogwir an tren a chome a-sav er gario\u00f9 bras etre Pariz hag an terminus : Lyon, Valence, Avignon, Marseille, Nice ha me &lsquo;oar. War-sav e rankent beza\u00f1 evit diskenn ha sevel ar malizenno\u00f9 e-lec&rsquo;h ma tiskenne ar veajourien, hag ivez, ret &lsquo;oa dezho gouzout galleg da nebeuta\u00f1, ha hinienno\u00f9 yezho\u00f9 all. E govelio\u00f9 an ateliero\u00f9 e oa dishe\u00f1- vel : aze &lsquo;oa ezhomm tud kalet ha kre\u00f1v dirak ar fornezio\u00f9-se e-pad an deiz, pe o skei\u00f1 war an tomm, rak pep tra a veze graet c&rsquo;hoazh gant an dorn. Klevet em eus va zad o tezrevell unan a oa e vicher sacha\u00f1 daouzek eur bemdez war ar vegin-vras &lsquo;tal geno\u00f9 forniez ar c&rsquo;hovel. Ha pae bihan ; spontus e veze sachet war boan ar paour neuze.<\/p>\n<p>Un deiz bennak e oa erruet \u00ab enseller \u00bb al labour el labouradeg bepred ha paotr ar vegin, hag a oueze e tlee dont en doa graet e so\u00f1j klemm dezha\u00f1 : o l\u00e2rout dezha\u00f1 e oa re start e labour,&nbsp; re vihan e bae\u2026 ha setu penaos, en e c&rsquo;halleg-saout,&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; e komzas d&rsquo;an \u00ab inspecteur \u00bb : \u00ab Tu sais lire, Monsieur l&rsquo;Inspecteur ? \u2014 Qu&rsquo;est-ce qu&rsquo;il y a ? \u2014 Ben, lis le lettre \u00e0 mon papa, toujours demander l&rsquo;argent. Moi quatre gosses \u00e0 manger, mon femme toujours malade. Et moi toujours tirer, toujours souffler.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>N&rsquo;eo ket brav, Monsieur l&rsquo;Inspecteur\u2026<\/p>\n<ul>\n<li>Et vous \u00eates pay\u00e9 combien, mon brave ?<\/li>\n<li>3,50 francs, Monsieur l&rsquo;Inspecteur.<\/li>\n<li>Tranquillisez-vous, mon brave, on va voir \u00e7a\u2026 \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Diwar an deiz-se, e oa lakaet e zevezh en 20 real. Ur galon en devoa memes tra<\/p>\n<p>\u00ab Monsieur l&rsquo;Inspecteur \u00bb. Met nag a gemm e buhez an ouvrier ! 14 real bemdez da veva\u00f1 c&rsquo;hwec&rsquo;h a dud ha kas c&rsquo;hoazh ur gwenneg bennak d&rsquo;e dad da Vreizh, ha\u00f1 ? Ober daouzek eurvezh bemdez e tommder-ruz ar c&rsquo;hovel o sacha\u00f1 war chadenn ar vegin-vras !!! Adrien Tangi, kamalad labour ha kamalad kambr gant va zad, a ana- veze an den-se. Ar paourkaezh Bretoned o tivroa\u00f1 dre ret, hep tamm deskamant, hep micher ebet, ne oa nemet al labour c&rsquo;hros ouzh o gortoz e Pariz, hag el lec&rsquo;hio\u00f9 all, ar pae bihan hag an dispriz\u2026<\/p>\n<p>Va zad, daoust ma c&rsquo;houneze mat, ne blije ket kaer e vicher dezha\u00f1 er Wagon-Lit. Aze ne dremene nemet krokanted, penno\u00f9-bras, tud cheuc&rsquo;h. Ret atav beza\u00f1 oc&rsquo;h ober siouplaeo\u00f9 dezhe, saludi\u00f1 ha trugarekaat sioul ha plaen ha brav ha komz outo <em>\u00e0 la troisi\u00e8me personne <\/em>mar plij, hag an dud-ma\u00f1 &lsquo;oa aotreet dezhe beza\u00f1 diver- gont e-ke\u00f1ver an implijidi ha sellant ha diaes da gontanti\u00f1. Va zad hag a oa prim ha feuls end-eeun, ne gave ket e gont o voustra\u00f1 atav war e imor, re wirion e oa e natur evit gallout, hep poan, komz flour pa en deveze lec&rsquo;h da fulori\u00f1. E\u00f1 hag en doa gourc&rsquo;hemennet d&rsquo;e vreudeur yaouank ha d&rsquo;an devezhourien, a gave iskis beza\u00f1 kaset ha degaset gant pompinello\u00f9 ha krakaotrounez o redek ar bed evit o flijadur.<\/p>\n<p>Met ret &lsquo;oa gounit arc&rsquo;hant\u2026 rak ne oa ket bet bras e lodenn pa oa gwerzhet ar mobilier e Runamb\u00ear, un tamm i\u00f1vantor a oa bet graet d&rsquo;ar vugale pa oa marvet o zad, met evel ma oant c&rsquo;hoazh bugale ha kalz frejo\u00f9 d&rsquo;o sevel, ne oa ket graet kalz i\u00f1vantor dezhe, daoust ma oa priz an trao\u00f9 kalz uheloc&rsquo;h d&rsquo;ar mare eget na oa d&rsquo;an ampoent ma oa gwerzhet ar mobilier. Trist e vez gwelout trao\u00f9 e dud o vont gant an estren en hanter imporneant ha tristoc&rsquo;h c&rsquo;hoazh pa na bren den, defot a arc&rsquo;hant.<\/p>\n<p>Er c&rsquo;heit-se, va zad-kozh a wele ar memes taol o c&rsquo;hoarvezout gant tud-kaer e verc&rsquo;h Teofil. Gwerzhet ar stal e Kergrist, ret &lsquo;oa bet d&rsquo;he fried mont ivez en k\u00ear da c&rsquo;hounit e vara ha bara e familh. Muioc&rsquo;h kerse e oa bet c&rsquo;hoazh gant hennezh rak brasoc&rsquo;h ton &lsquo;oa e ti e dud eget e ti tud va zad.<\/p>\n<p>Va zad, ouzhpenn ma kave kerse bout aet eus a vestr da vevel, &lsquo;oa ivez ur pre\u00f1v all o krignat e galon. E vuia\u00f1-karet, Fra\u00f1soazig, a oa o vont war he fevar bloaz warn- ugent. Kavet ganti meur a fortun vat, evel &lsquo;ma\u00f1 ar c&rsquo;hiz da l\u00e2ret, e c&rsquo;hortoze bepred. Ma so\u00f1je gant an dud : \u00ab O, honnezh, ma varfe he zad, a yafe ivez da seurez evel he div c&rsquo;hoar all !\u00a0\u00bb<\/p>\n<p>Ne oa bet biskoazh, emezi, e so\u00f1j da vont d&rsquo;ar gouent. Plijout a rae dezhi chom da harpa\u00f1 he zad en e gozhni. Ken mat &lsquo;n em glevent o-daou. Brema\u00f1 avat pa oa tu da Deofil da zont da di he zad, e-lec&rsquo;h chom da laouri\u00f1 en he milin, e Kergrist, e c&rsquo;hallje d&rsquo;he zro ivez, digeri\u00f1 he divaskell ha nijal er-maez an neizh, hi al labousig diwezha\u00f1 da gemer e nij.<\/p>\n<p>Afero\u00f9 &lsquo;oa chomet da reizha\u00f1 etre Mamm-Gozh hag ar vugale. Va zad a oa sa\u00f1set da zougen dorn d&rsquo;e vamm ha d&rsquo;ar re &lsquo;oa c&rsquo;hoazh minored.<\/p>\n<p>Deut e oa eta d&rsquo;ar vro. Serret ganta\u00f1 gant poan un tamm arc&rsquo;hant, ha n&rsquo;on doare penaos, graet prim-ha-prim emglev gant va mamm hag a asantas &lsquo;benn ar fin lava- ret ya. En em anavezout a raent a-viskoazh ; an daou atant a oa kichen-ha-kichen, ar parko\u00f9 mesk-ha-mesk.<\/p>\n<p>Va zad-kozh a istime va zad evel ur poanier mat hag un den reizh. Feuls un tamm met na zalc&rsquo;he ket imor, ha prest da renta\u00f1 servij atav. Kamalad paotr yaouank &lsquo;oa gant va zonton Paotr, mab nemeta\u00f1 va zud-kozh, evel ma oa bet kamalad bugel gant bugale Roperz-Huon. C&rsquo;hwec&rsquo;h vloaz &lsquo;oa etre va zad ha va mamm.<\/p>\n<p>D&rsquo;an 13 a viz Here 1891 &lsquo;oant euredet en iliz Tonkedeg. Ar pred &lsquo;oa graet er bourk. Ne oa ket a blas e Koumanant-Sugard da stalia\u00f1 ur friko-eured, daoust ma ne oa ket graet kalz a zistarlac&rsquo;h, ne oa nemet daou vloaz e oa graet un eured hag un inte- ramant. Frejo\u00f9 war frejo\u00f9.<\/p>\n<p>Deut &lsquo;oa neuze va zintin Teofil en he flas da di va zad-kozh pa oa aet va mammig paour d&rsquo;ar g\u00ear villiget, e-lec&rsquo;h ma n&rsquo;he doa biskoazh gallet en em domma\u00f1, daoust ma oa meur a hini eus hec&rsquo;h anaoudegezh, kerent ha mignoned laouen d&rsquo;he dege- mer.<\/p>\n<p>Gant va zad-kozh, n&rsquo;he doa ket nec&rsquo;hamant da gaout, e verc&rsquo;h Teofil a oa ken mat ha va mamm en e ge\u00f1ver. Ne&rsquo;m eus ket anavezet anezhi : marv e oa eizh bloaz kent ma oan-me ganet, met diwar ar pezh am eus klevet gant va mamm, a-hervez, e oa ur plac&rsquo;h vat, brav ranna\u00f1 fav ganti evel ma vez l\u00e2ret ; mat &lsquo;oa dezhi dalc&rsquo;hmat ar pezh na blije ket d&rsquo;ar re all.<\/p>\n<p>Tad-Kozh ne vije ket bet gouest da zerc&rsquo;hel e di hag e damm menaj e-unan rak ne oa ket paotr a gegin tamm ebet, na goro, na ribotat, nag evel-just ober bara ha krampouezh. Ne oa ket ar c&rsquo;hiz d&rsquo;an ampoent gant ar baotred d&rsquo;ober war-dro an tiegezh. Pa zicha\u00f1se d&rsquo;ur gwaz chom inta\u00f1v, e kave ur vatezh war an oad d&rsquo;ober war-dro an ti, ma ne vije ket merc&rsquo;hed bras a-walc&rsquo;h pe ma vijent dija dimezet. Ur vatezh-tiegezh a veze graet anezhi, evel ma veze graet ur vatezh-vihan pe ur vatezh-bugale eus un eil matezh en tiez pinvidik.<\/p>\n<p>Ne oa ket faro atav kaout afer gant ur vatezh-tiegezh ha kavet &lsquo;veze hinienno\u00f9 hag a zeue a-benn d&rsquo;ober yalc&rsquo;h diwar goust ar mestr. Ret &lsquo;oa alies d&rsquo;ar mestr serri\u00f1 e&nbsp;zaoulagad war veur a dra. Aesoc&rsquo;h e oa lakaat unan er-maez eget kaout unan all en he flas, d&rsquo;ober gwelloc&rsquo;h egeti.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<h2>Ar vuhez nevez e Pariz<\/h2>\n<p>Sioul ha brav e vevas Tad-Kozh hag e verc&rsquo;h Fra\u00f1soaz e-pad daou vloaz. Pa oa aet da heul he fried &lsquo;oa deut ar verc&rsquo;h all en he flas, met d&rsquo;he heul &lsquo;oa daou vugel yaouank, paotr ha plac&rsquo;h. Natur eo d&rsquo;un tad-kozh karout e vugale-vihan met siou- la\u00f1s an ti a oa aet da get, hogen an dud kozh a gar ar sioula\u00f1s.<\/p>\n<p>Diouzh he zu, Mamm, du-hont er g\u00ear vras, a oa kemmet-tre he buhez. Tiez e-lec&rsquo;h parko\u00f9, galleg e plas brezhoneg, tud dizanavez e-lec&rsquo;h parrouzianed anavezet&nbsp;&nbsp; holl ganti. Hec&rsquo;h-unan en he lojamant pa veze va zad da heul an tren war-zu ar c&rsquo;hreisteiz, ha ma veze peder nozvezh e roud.<\/p>\n<p>Prim avat e oa kavet roud outi, ur Vretonez gant he c&rsquo;hoef oc&rsquo;h ober hec&rsquo;h ample- do\u00f9 a vez merzet e-touez an dud all, ha klasket kaoz outi. Koef Treger &lsquo;oa ket da fazia\u00f1 ! Bro-Dreger a zo bras-divent ha n&rsquo;eo ket Tregeriz &lsquo;vanke e Pariz. Pa&rsquo;n em gave etre kenvroiz en harlu &lsquo;n em santer raktal kar pe bar hag e vez tennet kaoz diwar meur a genvroad en e gartier : he breur-kaer, pried Teofil, he breudeur-kaer, tri breur va zad en-dro da Bariz. Mamm ne oa ket kollet-naet, ha galleg mat a oueze, daoust ma ne oa ket bet stank ganti an darempredo\u00f9 er yezh-se abaoe ma oa deut er-maez ar skol.<\/p>\n<p>Va zad ivez &lsquo;oa barrek war ar galleg, ne oa ket chomet pell er skol koulskoude. Da zek vloaz &lsquo;oa lakaet dezha\u00f1 ar vourrell en e gerc&rsquo;henn. Bet e oa dija end-eeun o klask e \u00ab santifikad \u00bb da zek vloaz. \u00ab Priz ar C&rsquo;hanton \u00bb a veze graet eus an arnodenn-se.<\/p>\n<p>Pevar baotrig &lsquo;oa aet er bloaz-se gant an aotrou Rault da Blouared da glask \u00ab Priz ar C&rsquo;hanton \u00bb, an aotrou Rault &lsquo;oa eus Breizh-Uhel, ha ne ouie ket a vrezhoneg. Dimezet &lsquo;oa da Varjob Roparzh eus Tonkedeg. Homa\u00f1 ne ouie nag A na B, na ger gallek ebet !!! Fentus e oa se. Diouzh ar beure &lsquo;oa d&rsquo;ober &lsquo;n em gavout er bourk e ti ar skolaer. Abred, rak ur c&rsquo;hwistad hent a oa d&rsquo;ober da vont betek Plouared. Marjob bepred, &lsquo;oa prest ar c&rsquo;hafe ganti hag a l\u00e2re d&rsquo;ar baotred vihan : \u00ab Debret bara, bugale, ma rampo an avel diwarnoc&rsquo;h !!! ha skoit pezhio\u00f9 gallek gant an aotrounez-se bremazon ! \u00bb<\/p>\n<p>Runamb\u00ear &lsquo;zo ur c&rsquo;hardlev bihan eus ar bourk war roud Plouared. Setu a-benn ma oa ar vandenn o tremen dre Runamb\u00ear e oa stag ar charaba\u00f1 gant Charlez Dualenn da gas anezhe betek bourk Plouared. Met ne oa ket chomet eno da c&rsquo;henaouegi\u00f1 gant e gazeg da c&rsquo;hortoz an arnodenn d&rsquo;echui\u00f1 : \u00ab Da zont d&rsquo;ar g\u00ear, emeza\u00f1, ho po an holl amzer. Ama\u00f1 &lsquo;oa ret erruout a-benn an eur ha berr eo ho kalon c&rsquo;hoazh un tammig. Cha\u00f1s vat deoc&rsquo;h ! ken emberr ha bet gant ho cheu ! \u00bb<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Ma, rasket &lsquo;oant o-fevar, ha trist o geno\u00f9 o foeta\u00f1 hent an distro. Ar skolaer &lsquo;oa chomet da roula\u00f1 gant skolaerien all, ha deut d&rsquo;ar g\u00ear dre an tren goude betek Kerofern.<\/p>\n<p>Va zad-kozh, Charlez, a oa ur paotr reut, n&rsquo;ouzon ket kaer petore degemer &lsquo;oa graet da&rsquo;m zad o tistrei\u00f1 gant e gofad-yod.<\/p>\n<p>Komzet e oa bet eus kas anezha\u00f1 da Lannuon er bloaz war-lerc&rsquo;h. Met pa glevas an aotrou \u2014 perc&rsquo;henn Runamb\u00ear \u2014 ar gaoz, e oa deut da lavarout da&rsquo;m zad-kozh :<\/p>\n<p>\u00ab Petra &lsquo;glevan, Charlez ? Emaoc&rsquo;h e-sell da gas ho mab d&rsquo;ar golaj ? Propoc&rsquo;h eo deoc&rsquo;h derc&rsquo;hel ar c&rsquo;ha\u00f1fard-se er g\u00ear da labourat, sur. \u00bb<\/p>\n<p>An aotrounez a veze ret o selaou, ha ne blije ket dezhe gwelout bugale o mererien o kaout kement a zeskamant evel o re.<\/p>\n<p>Chomet &lsquo;oa er g\u00ear eta hep santifikad ebet. Met ne gollas ket kalon. Diwezhatoc&rsquo;h, pa oa deut un eil skolaer er barrez, e oa kroget d&rsquo;ober \u00ab skol-noz \u00bb ha va zad, tost evel ma oa d&rsquo;ar bourk, en devoa darempredet aketus ar skol-noz e-pad daou pe dri goa\u00f1v ha tapet memes tra un tammig deskamant prop evit ur peizant.<\/p>\n<p>E Tonkedeg ne veze ket digarez da gomz galleg a-stro\u00f1s, met erru e Pariz pe e lec&rsquo;h all e kavent gratis bout gouest da&rsquo;n em zibab gras d&rsquo;o zammig galleg.<\/p>\n<p>Ne oa ket bet pell an heritour kenta\u00f1 oc&rsquo;h erruout en ti. Er bloaz war-lerc&rsquo;h an eured e oa ganet ur paotr bihan. Siwazh ne oa ket evit ren. Deut e oa re abred ha, d&rsquo;ar mare-se, ne veze ket graet war-dro ar vugaligo\u00f9 gwan-se evel brema\u00f1. Ret &lsquo;oa bet kristeni\u00f1 anezha\u00f1 gant doan na vije marvet hep badeziant, rak sa\u00f1set &lsquo;oa da veza\u00f1 badezet e Breizh ha ganet ivez panevet e oa erruet soupresamis. Dek devezh hepken e oa chomet bev, ha koustet e oa ker d&rsquo;e vamm a oa bet tri miz war he gwele goude ar bugel kenta\u00f1-se, paket ganti un danijenn-skevent. D&rsquo;ar c&rsquo;houlz-se, ma ne oa ket dizoloet c&rsquo;hoazh an antibiotiko\u00f9, e pade pell ar seurt kle\u00f1vedo\u00f9.<\/p>\n<p>Ha setu ! aet e oant da Bariz da serri\u00f1 un tamm arc&rsquo;hant da sevel menaj, ya, met an arc&rsquo;hant espernet e-pad ar bloaz a oa aet en tri miz da baea\u00f1 ar medisin, louzo\u00f9, hag ur Vretonez kozh a oa kavet dre cha\u00f1s da zont war-dro an hini gla\u00f1v ha na asante da briz ebet mont d&rsquo;an ospital. Ne vern penaos, eno he dije ranket paea\u00f1 ivez peogwir he doa un tamm peadra ha va zad o c&rsquo;hounit gopr mat. Ne oa kistion ebet, na da bell goude, eus Itron Varia ar Sekurite Sosial.<\/p>\n<p>Neuze e so\u00f1jas va zad klask labour tostoc&rsquo;h d&rsquo;ar g\u00ear, pe da vihana\u00f1, ma c&rsquo;hallje dont d&rsquo;ar g\u00ear da noz pa vije echu e zevezh. Ne oa ket ur vuhez d&rsquo;e wreg beza\u00f1 hec&rsquo;h-unan, tremen hanter amzer en noz ha hi kla\u00f1v.<\/p>\n<p>Kavet en doa plas e ti ur mac&rsquo;hadour greun en gros, tost-tre d&rsquo;e chomaj. Eno e oa ur vagazin vras, tost d&rsquo;ar gar : plouz, foenn, kerc&rsquo;h, heiz, brenn hag a bep seurt&nbsp;greun bihan evit laboused. Brasa\u00f1 pratik an ti a oa ar zoo, pe evel ma veze graet outa\u00f1 d&rsquo;ar c&rsquo;houlz-se : \u00ab Jardin ar Plant \u00bb, rak ar plant hag al loened a oa war ar memes domani d&rsquo;ar mare. Aze e veze ezhomm ur bern boued evit al loened ha temz evit ar plant.<\/p>\n<p>Marchosio\u00f9 bras an tramway &lsquo;oa memes tra, int a implije ur bern boued-kezeg ha taouarc&rsquo;h da c&rsquo;houzeria\u00f1 dindane. An holl chalboterezh a oa dre gezeg. Ne oa ger c&rsquo;hoazh a girri dre-dan. N&rsquo;eo ket teil a rae diouer d&rsquo;ar broduerien legumaj !<\/p>\n<p>Va zad, hag en devoa labouret kalz ha pell gant kezeg, &lsquo;oa lakaet da gas marc&rsquo;ha- dourezh. Ken d&rsquo;ar varc&rsquo;hadourien vihan, ken da Liorzh ar Plant ha da varchosio\u00f9 bras kompagnunezh an Tramway (Tramgirri). Ur vicher start e oa : sac&rsquo;hado\u00f9 daou c&rsquo;hant ar peurvuia\u00f1 da garga\u00f1 ha da ziskarga\u00f1. Tammo\u00f9 gwerzh-butun a dape ivez ouzhpenn e bae, ha ret &lsquo;oa ober an dro prim pe e veze trouz, n&rsquo;eo ket gant ar patron met gant ar batronez a oa rac&rsquo;hoanerez ken a oa hag he fri partout ! hag ar mab oc&rsquo;h ober e c&rsquo;hrobiz, o tiskouez d&rsquo;an implijidi pegen kre\u00f1v paotr &lsquo;oa : tapout a rae ur sac&rsquo;had a zaou c&rsquo;hant dindan pep kazel hag a yae gante eus an eil penn d&rsquo;egile d&rsquo;ar vagazin hag a oa bras-spontus. Se &lsquo;oa ober goap eus ar vevelien hag a veze e-pad an deiz o choukata sac&rsquo;hado\u00f9 pe boutello\u00f9 plouz ha foenn, ken ma vijent heug a-benn noz, met an aotrou-ma\u00f1 &lsquo;oa brav dezha\u00f1 beza\u00f1 kre\u00f1v pa ne rae nemet skraba\u00f1 paper er burev\u2026<\/p>\n<p>Un deiz, va zad en doa tapet tomm o tiskarga\u00f1 ur c&rsquo;harrad marc&rsquo;hadourezh &lsquo;n ur vagazin vihan bennak ha tapet hanter diwisk o tistrei\u00f1 dindan ur barrad arnev. Kroget e oa an derzhienn enna\u00f1 ha ret &lsquo;oa bet dezha\u00f1 mont d&rsquo;ar g\u00ear a-raok an noz, gant a gla\u00f1v &lsquo;oa. Ma ! deut &lsquo;oa ar batronez betek e di da welout hag-e\u00f1 &lsquo;oa aet en e wele !\u2026 disfizius &lsquo;oa, spontus. Marteze e oa bet bourdet tro-pe-dro gant tud lezi- rek oc&rsquo;h en em dougen kla\u00f1v &lsquo;vit un disterdra. Honnezh, an itron-se, a oa dir war he fas.<\/p>\n<p>Diwezhatoc&rsquo;h, pa antreas va zad evel kocher pe blenier war an tramway e reas dezha\u00f1 un testeni faos, merket warna\u00f1, du war wenn : \u00ab Y. Duval, la moiti\u00e9 du temps malade, ne peut pas sentir la poussi\u00e8re. Impossible d&rsquo;en faire un cocher dans Paris.\u00a0\u00bb Ha kaset an testeni-se da gompagnunezh an Tramgirri, o so\u00f1jal na vije ket kemeret va zad. C&rsquo;hoant bras ganti da virout un implijad ken barrek ha ken onest.<\/p>\n<p>Met tremenet dirak ar medisin, ne oa kavet netra dezha\u00f1. Neuze e oa diskouezet dezha\u00f1 paper an itron ha l\u00e2ret dezha\u00f1, ma karje e vije graet ur prosez dezhi ; va zad &lsquo;oa ket paotr an istorio\u00f9. Ne oa graet netra d&rsquo;an itron vrav-se, met emicha\u00f1s, ul lajad \u00ab toui\u00f1 Doue \u00bb ha salmenni\u00f1 diwar he fenn.<\/p>\n<p>N&rsquo;ouzon ket just a-walc&rsquo;h pegeit amzer e oa bet e ti ar marc&rsquo;hadour-greun-se. Ar pezh a ouzon e oa dija war an tramway pa oa ganet va c&rsquo;hoar vihan.<\/p>\n<p>Se &lsquo;oa pevarzek pe bemzek miz hepken war-lerc&rsquo;h ar bugel kenta\u00f1. Ganet e oa Maria-Ad\u00e8le e 1893. Deut e oa Mamm, en dro-se, da di he zad da Donkedeg abretoc&rsquo;h &lsquo;vit diwezhatoc&rsquo;h, bete-go\u00fbt na vije erruet ganti adarre ar memes tro hag ar wech kenta\u00f1.<\/p>\n<p>He c&rsquo;hoar Teofil hag he bugale a oa gant Tad-Kozh. Aze en em sante en asurete rak bet &lsquo;oa skaotet ar wech kenta\u00f1 ha kollet he bugelig. Paourkaezh Tad-Kozh ! Poaniet ganta\u00f1 kement da gaout pep a atant d&rsquo;e vugale. Setu div anezhe dija war e gein. Gwir eo, bez&rsquo; o doa pep a bried da c&rsquo;hounit bara dezho, met, emicha\u00f1s, ne oa ket sellant Tad-Kozh oute, hag an div-ma\u00f1 ne oa ket figus o beg.<\/p>\n<p>Pa oa deut va c&rsquo;hoar vihan war an douar, ne oa ket bras ar bern outi. Bihan ha ska\u00f1v evel ur poupig, met stummet mat ha seblant beva\u00f1 ganti. Ne oa ket souezhus e vije bet divalav he ment, re vuan war-lerc&rsquo;h ar c&rsquo;hle\u00f1ved e oa bet ko\u00f1sevet, a-raok m&rsquo;he devoa he mamm adtapet he nerzh.<\/p>\n<p>An div, ar verc&rsquo;h hag ar vamm, o doa ezhomm aer vat ar vro, sioulded ar maezio\u00f9 da gre\u00f1vaat. Fin Gwengolo &lsquo;oa anezhi. Divizet &lsquo;oa e chomjent da dremen ar goa\u00f1v e Breizh. Va zad, deut da vadeziant e verc&rsquo;hig, a gave garv distrei\u00f1 e-unan, met yec&rsquo;hed e wreg hag e blac&rsquo;h bihan da genta\u00f1. Ne oa ket bet didrubuilh digrota\u00f1 ar poupig bihan-se : ne gemere nemet nebeut-nebeut a laezh war an dro ha menel a rae kousket war ar vronn. Da genta\u00f1, Mamm he doa goret hec&rsquo;h estomak en un tu ha marteze n&rsquo;oa ket kalite vat he laezh goude, met ne faote ket d&rsquo;ar bugel kemer gant ar chut-gomm. Ne greske ket buan he zammig korf met abred &lsquo;oa anat e vije speredek. Tad-Kozh &lsquo;oa sot-nay ganti, hervez. \u00ab Fallig Tata-Gozh \u00bb a rae diouti.<\/p>\n<p>Koantik-tout e oa. Melen he blev ha glas he daoulagad. Va zad ivez a oa glas e zaou- lagad met e vlev a oa du, hervez, rak a-benn am eus-me so\u00f1j e oa gwenn-sign e bennad blev stank.<\/p>\n<p>Seizh miz e oa chomet Mamm e ti Tad-Kozh. Nebeut a arc&rsquo;hant a zegase va zad dezhi, met gouzout mat a rae ne oa ket en dienez e ti he zad. Un deiz, avat, ec&rsquo;h erruas ul lizher digant rener kreizenn an tramway da lavarout dezhi, ma ne zistro- je ket, e oa o vont da rei\u00f1 e gont da&rsquo;m zad. En em lakaet e oa da eva\u00f1, enoeet e-unan, ha poan en dije oc&rsquo;h erruout d&rsquo;an eur da gemer e servij, rak daouzek eur- vezh bemdez a rae ar vicherourien d&rsquo;ar mare-amzer-se. Un devezh diskuizh bep pemzektez hepken, a-vrigadenno\u00f9 &lsquo;oa renket an implijidi. N&rsquo;eo ket ar memes hini a loc&rsquo;he d&rsquo;ar memes eur gant e wetur. Pep hini d&rsquo;e dro a rae ar servij-noz hag ar servij kenta\u00f1 diouzh ar mintin. Ar wetur diwezha\u00f1 a echue da ziv eur diouzh ar beure. Honnezh a oa ar peurvuia\u00f1 evit degas en-dro ar re a yae d&rsquo;an teatr pe d&rsquo;ar balio\u00f9-noz.<\/p>\n<p>Ar wetur genta\u00f1 a loc&rsquo;he da beder eur diouzh ar beure, evit ar re o doa pell da vont d&rsquo;o labour. A-hend-all e veze ur wetur bep eur. Stok &lsquo;oa porzh bras an tramgirri ouzh chomaj va zud \u2014 treuz ar ru nemetken. Ha pa vanke unan d&rsquo;erruout da gemer e servij d&rsquo;an eur just, e teue ar mestr da hopal war va zad :<\/p>\n<p>\u00ab Duval ! vite, il n&rsquo;y a personne pour sortir la voiture. \u00bb Sede, devezhio\u00f9 &lsquo;veze e veze kazimant hep kousket.<\/p>\n<p>Neuze, un dra all c&rsquo;hoazh : pa veze kezeg yaouank da zeski\u00f1, eo dezha\u00f1 e vezent roet. Met en degouezh-se, n&rsquo;en doa eur rekis ebet d&rsquo;ober e droiad : gwecho\u00f9 &lsquo;zo e veze eneberezh gant ar gazeg nevez, ret dezha\u00f1 diskenn ha blenia\u00f1 anezhi dre ar brid.<\/p>\n<p>Setu, un implijad prizius &lsquo;oa va zad hag e talc&rsquo;he e vestr dezha\u00f1. Setu perak en doa skrivet da&rsquo;m mamm distrei\u00f1 ma vefe dalc&rsquo;het penn d&rsquo;e charreter.<\/p>\n<p>An ha\u00f1v &lsquo;oa o kregi\u00f1. Tremenet he doa dija mizio\u00f9 tomm ar bloaz kent e forn c&rsquo;horet lojamanto\u00f9 ar g\u00ear vras. Penaos e raje ar bugelig gwan, savet en aer vat, evit padout e todion ha tommder Pariz. Ret e oa mont koulskoude ha ne oa ket da l\u00e2ret \u00ab miaou \u00bb !<\/p>\n<p>Tad-Kozh en doa trubuilh ivez hag an dintin Teofil he doa aon n&rsquo;hellje ket an hini vihan harpa\u00f1. Gwelloc&rsquo;h, emeze, e vefe dit lezel da blac&rsquo;h bihan gant ur vagerez er vro un nebeud mizio\u00f9 c&rsquo;hoazh. \u00ab Ha pelec&rsquo;h ? \u00bb eme Mamm, a ranne he c&rsquo;halon etre an daou zever. Diouzh un tu he fried, diouzh un tu all, he bugel. \u00ab Dama\u00f1 avat, eme Tad-Kozh, goulenn digant Naig-Vras aze e Koatavi. Honnezh he deus savet nous- pet bugel ha biskoazh hini n&rsquo;eus bet marvet ganti. \u00bb<\/p>\n<p>Kar e oa Naig-Vras da&rsquo;m zad. Un tamm menaj a oa ganti hag he gwaz &lsquo;n Ajad. Saout &lsquo;oa e-barzh ha pa zegouezhe dezhi beza\u00f1 dilaezh e teue da gerc&rsquo;hat laezh d&rsquo;he magadello\u00f9 da di va zad-kozh. Ne oa ket tu da gaout gwelloc&rsquo;h diskoulm d&rsquo;ar gudenn eta.<\/p>\n<p>Ne oa ket ur rivin lakaat bugale e magerezh d&rsquo;ar c&rsquo;houlz-se : pemp skoed ar miz ! Tri devezh labour da&rsquo;m zad. Evel-just ar gwiski\u00f1 a oa war gont tud ar bugel hag a-hend-all e veze graet meur a brof d&rsquo;ar vagerez. Pa veze degaset dilhad evit ar vagadell e veze lakaet da heul a bep seurt trao\u00f9 evit ar vagerez.<\/p>\n<p>Distro d&rsquo;ar g\u00ear, e kavas Mamm kalz a drao\u00f9 da renka\u00f1 en he zi ha mignoned o tont d&rsquo;he saludi\u00f1 ha da glevout kelo\u00f9 eus ar verc&rsquo;hig hag eus ar vuhez er vro. Kreski\u00f1 a rae ar Vretoned en-dro da Bariz, an eil o rei\u00f1 roud d&rsquo;egile, o klask labour evit darn all.<\/p>\n<p>Mamm &lsquo;oa en em gavet prim a-walc&rsquo;h da veza\u00f1 anavezet ha kemeret evel un doare<\/p>\n<p>\u00ab asistantez sosial \u00bb a-raok ar ger. Kement a Vretoned dizesk a oa war hed-taol dezhi, ma veze alies o skriva\u00f1 evit unan bennak, o vont da gas anezhe du-ma\u00f1 du-hont ; o vont da welout unan kla\u00f1v bennak en ospital, pe da he\u00f1cha\u00f1 ar re na ouezent na roud na rabez ; gwriat hag ober stamm evit reo\u00f9 n&rsquo;o dije ket amzer o- unan en askont ma labourent en diavaez pe en ur stal-labour pe d&rsquo;ober menajo\u00f9.<\/p>\n<p>Alies, evel-just, e skrive da c&rsquo;houlenn kelo\u00f9 eus Maiaig. Bep miz &lsquo;veze ur mandad hag ur bakadenn da zegas da Dintin Naig. Bep miz ivez, a-hervez, e veze d&rsquo;ober paea\u00f1 al lojeiz ha bep miz ivez &lsquo;veze plaset un nebeudig war al \u00ab Levrig Espern \u00bb. Ret &lsquo;oa, kousto pe gousto, serri\u00f1 un dra bennak ha beva\u00f1 diwar nebeut. Eus ar vro e veze kaset sac&rsquo;hado\u00f9 patatez dezhe ha kig-sall. N&rsquo;eo ket war zigarez ma vevent e k\u00ear e veze gante ur ba\u00f1sion aotrou.<\/p>\n<p>Tremen a rae ar mizio\u00f9. An hini vihan a chome izil ha beva\u00f1 a rae gant boued un evn evel ma l\u00e2re Tintin Naig. Doan he dije atav e pakje un tamm kle\u00f1ved bennak rak ne seblante ket kaout nerzh da drec&rsquo;hi\u00f1 war gle\u00f1ved.<\/p>\n<p>Eveek ha fentus &lsquo;oa ar plac&rsquo;h bihan, o komz hag o kerzhout abred-tre. Plijout a rae dezhi dont war vrec&rsquo;h he magerez da gerc&rsquo;hat laezh da di he zad-kozh. Neuze, gant he mouezhig labous e huche kent mont en ti : \u00ab Laezh da Vaiaig kaezh digant buoc&rsquo;h Tata-Gozh kaezh ! \u00bb<\/p>\n<p>Met un tata-gozh all he devoa ivez : Tata &lsquo;n Ajad kozh, pried he magerez. Ret e veze derc&rsquo;hel tost dezhi pa veze an Ajad kozh o vont d&rsquo;ar park pe &lsquo;z aje war e lerc&rsquo;h dre vesk an dour hag ar fank.<\/p>\n<p>Un deiz he doa lakaet Mamm-Anaig da ouela\u00f1. Krozet e oa bet dezhi : oc&rsquo;h ober ar c&rsquo;hontrol e oa &lsquo;micha\u00f1s, ha hi er-maez an ti da huchal a-bouez he fenn e-kreiz ar porzh : \u00ab Mammig Pariz kaezh ! Deus da gerc&rsquo;hat Maiaig kaezh d&rsquo;ar g\u00ear ! \u00bb Adalek an deiz e veze lezet en hec&rsquo;h opsion. \u00ab Ar bugel-ma\u00f1, eme Naig, ne vevo ket. Homa\u00f1 he deus re a skiant. \u00bb<\/p>\n<p>Pa oa triwec&rsquo;h miz e oa aet d&rsquo;ar g\u00ear. Daoust pegen karantezus ha pegen eveek a oa, Naig he doa mall o welout anezhi o vont kuit gant he zud, gant doan e vije bet marvet war he c&rsquo;hein ha gant doan ivez da veza\u00f1 tamallet dezhi na oa ket bleunius- kaer he magadell, daoust ma oa graet war he zro gant ar brasa\u00f1 aked.<\/p>\n<p>Tad-Kozh a gave kalet ivez an disparti. Bez&rsquo; en doa bugale vihan all, ur bern. Da genta\u00f1, bugale Teofil ha bugale ar Paotr, tost dezha\u00f1 ha leizh an ti e ti Maivon, e Run-Rio\u00f9 ; met Maiaig &lsquo;oa \u00ab Fallig Tata-Gozh \u00bb, ne oa ket ezhomm da lavarout muioc&rsquo;h.<\/p>\n<p>Un abadenn a oa bet, hervez, o tistoka\u00f1 an hini vihan diouzh he Mamm-Anaig. Homa\u00f1 &lsquo;oa aet d&rsquo;he c&rsquo;has da di he zud e-skeud mont da welout unan bennak eus he merc&rsquo;hed aet ivez da chom da g\u00ear ar skl\u00earijenn. War ar memes tro e oa da zistrei\u00f1 ganti da Vreizh ur bugel all da vaga\u00f1, e dud o veza\u00f1 eus Tonkedeg.<\/p>\n<p>Glac&rsquo;haret-naet e oa Maiaig pa gimiadas diouti he Mamm-Anaig, ha fell a rae dezhi distrei\u00f1 ganti da Vreizh. N&rsquo;echue ket ar poko\u00f9 hag an difronkadenno\u00f9 eus an daou du. \u00ab So\u00f1j az po ouzhin, Maiaig kaezh ? \u2014 Ya, Mamm-Anaig kaezh ! \u00bb Hag e talc&rsquo;he krog e gouzoug he magerez gant he divrec&rsquo;hig gwan. Rannet he c&rsquo;halonig tener.<\/p>\n<p>Ar galonig tener-se he doa kement ezhomm eus a garantez evel m&rsquo;he deus ar vleu- nienn eus an heol, hag evel m&rsquo;eo pounneroc&rsquo;h ar gwad eget an dour, e oa &lsquo;n em staget prim eus he mammig Pariz hag eus he zad. Natur eo. N&rsquo;he doa ket ankou- nac&rsquo;haet diouzhtu ar pezh a oa bet hec&rsquo;h endro abaoe ma oa gouest da verzout ha da santout.<\/p>\n<p>Saout a dremene dre ar ru ma oa brema\u00f1 he c&rsquo;h\u00ear. Saout o vont d&rsquo;ar Villette war&nbsp; o zreid, n&rsquo;eo ket evel brema\u00f1. Setu kenta\u00f1 ma klevas un deiz ur vl\u00eajadenn ha hi da dripal : \u00ab Buoc&rsquo;h Tata-Gozh kaezh o vl\u00eajal. Klev anezhi, Mammig ! \u00bb Lakaet &lsquo;oa bet da sellet dre ar prenestr ouzh ar vandenn o tremen dre ar ru. \u00ab O ! saout Bati ! \u00bb emezi.<\/p>\n<p>Bati &lsquo;oa o chom e Koatavi e-kichen ti Mamm-Anaig hag e wele e saout o vont d&rsquo;ar park.<\/p>\n<p>Pa skrive Mamm d&rsquo;he zad, e felle d&rsquo;an hini vihan ober skrabadenn ivez e korn al lizher hag ober un \u00ab af \u00bb dezha\u00f1. An tado\u00f9-kozh &lsquo;oar lenn kement skritur-bugel a zo evel-just, gant daoulagad o c&rsquo;halon.<\/p>\n<p>Iskis e oa ar bugel-se. Abred-spontus e oueze disha\u00f1valout ar pezhio\u00f9-moneiz o kouezha\u00f1 war ar ple\u00f1ch, diouzh o zrouz, gwelloc&rsquo;h eget an dud vras. Morse &lsquo;n em dromple, hervez. Lakaet e veze da drei\u00f1 he c&rsquo;hein, lezet ur pezh da gouezha\u00f1 ha goulennet diganti petra &lsquo;veze : \u00ab Ur gwenneg bihan ? pe ur pezh daou wenneg ? pe ur pezh pemp gwenneg ? pe dek ? pe pevar real ? pe eizh ? \u00bb hag all.<\/p>\n<p>Ne c&rsquo;hwite morse da rei\u00f1 ar respont mat. Graet e veze end-eeun un tammig ar<\/p>\n<p>\u00ab sirk \u00bb ganti ha paka\u00f1 a rae gwenneien, a-wecho\u00f9, da brena\u00f1 \u00ab bo\u00f1bo\u00f1 \u00bb. Met ne oa tamm sot ebet gant ar madigo\u00f9. Abred ivez he doa desket rimastello\u00f9-bugel hag ouzhpenn, ur wech deut da vout barrek war ar galleg, e tisplege barzhonego\u00f9 hir he zintin S\u0153ur Anne de J\u00e9sus ken ma chome batet an dud o selaou ar bompinell vihan a oa anezhi.<\/p>\n<p>Siwazh ar vugale ken donezonet, ar peurvuia\u00f1, o devez nebeut a yec&rsquo;hed. Krog e oa da vont d&rsquo;ar skol, tostik-tre ouzh ar g\u00ear, pa oa skoet gant ur gwall gle\u00f1ved : <em>pneu- monie double. <\/em>Pemp bloaz e oa tost. E par ar marv e oa bet pell, ar medisin o tont d&rsquo;he gwelout bemdez, aon bras dezha\u00f1 da welout ar c&rsquo;hle\u00f1ved o sevel d&rsquo;he fenn : ar <em>m\u00e9ningite <\/em>a oa ouzh he gedal.<\/p>\n<p>Pebezh glac&rsquo;har d&rsquo;he zud hag adarre nag a frejo\u00f9. Peadra, ur wech ouzhpenn, da ri\u00f1san ar \u00ab pod-espern \u00bb ha da astenn an harlu er g\u00ear villiget.<\/p>\n<p>Ma oa dija bihan he nerzh gant va c&rsquo;hoar vihan, eo sklaer e oa aet da netra goude ur seurt kle\u00f1ved. Lavarout a rae Mamm din : \u00ab Ar bugel-ma\u00f1 &lsquo;zo koustet he fouez a aour derc&rsquo;hel anezhi en buhez ha ret he lezel da vervel a-benn ar fin d&rsquo;an oad a zek vloaz ! \u00bb<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Ar medisin a lavare da&rsquo;m mamm : \u00ab Ar bugel-ma\u00f1 n&rsquo;eus ket a &lsquo;natur&rsquo; enni. N&rsquo;he deus nemet spered. Na gasit ket anezhi d&rsquo;ar skol a-raok seizh vloaz rak trawalc&rsquo;h a ouezo bepred. \u00bb<\/p>\n<p>Me &lsquo;gred koulskoude e vije bet ken evurus er skol o c&rsquo;hoari gant bugale all, eget en ur ranndi e k\u00ear e-lec&rsquo;h ma veze ar peurliesa\u00f1 eus an amzer azezet o c&rsquo;hoari hec&rsquo;h- unan gant bitrako\u00f9, pe o sellout ouzh skeudenno\u00f9 \u2014 umajo\u00f9 \u2014 \u00c9pinal. Fi\u00f1val e-kreiz an aer vras &lsquo;zo kalz yac&rsquo;husoc&rsquo;h evit ur bugel. Mont a rae Mamm ganti da Goad Vincennes pa veze brav an amzer. Ne oa ket pell eus Montreuil-sous-Bois e-lec&rsquo;h ma oa o chomaj a-benn neuze.<\/p>\n<p>Gwasha\u00f1 tra &lsquo;oa lakaat anezhi da zebri\u00f1 : morse n&rsquo;he dije naon. Kig-kezeg &lsquo;oa l\u00e2ret gant ar medisin rei\u00f1 dezhi. Mamm, hi, ne oa ket gouest da c&rsquo;houza\u00f1v ar c&rsquo;hwezh eus ar c&rsquo;hig-kezeg. Setu eo va zad eo a ranke prienti\u00f1 dezhi he c&rsquo;hig, pa veze war- dro, da goulz ur pred bennak, rak n&rsquo;en devoa eur, koulz l\u00e2ret, d&rsquo;erruout d&rsquo;e bred, se a veze diouzh e droio\u00f9.<\/p>\n<p>Met distroomp da Donkedeg. An tad-kozh a veze bemdez o c&rsquo;hortoz kelo\u00f9 eus e Vaiaig. Kavet am eus e fo\u00f1s un diretenn, lizhiri, pe ar pezh a chom eus lizhiri, goude tremen pevar-ugent vloaz. Tad-Kozh a oa bet er skol en e amzer e bourk Tonkedeg gant Frer Gabriel. Lennet ha skrivet tammo\u00f9igo\u00f9 ganta\u00f1 goude, a-hed e vuhez. Lennet muioc&rsquo;h eget skrivet, &lsquo;micha\u00f1s. N&rsquo;eo ket fazio\u00f9 a vank en e skritur met lava- rout a ra ar pezh a fell dezha\u00f1 lavarout en un doare sklaer-meurbet, daoust ma lamm a-wecho\u00f9 dreist ur ger. Ar gozhni\u2026<\/p>\n<p>Adalek 1894 betek 1902 am eus kavet tammo\u00f9 mogedet ha troc&rsquo;het dre ar plegio\u00f9, a-boan lennapl evit lod. Rei\u00f1 e rae keleier da&rsquo;m zud eus kerent hag amezeien an div familh peogwir Tad ha Mamm a oa ganet ha savet kichen-ha-kichen, an eil hag egile o doa ar memes amezeien hag anavezout a rae an eil familh egile.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<h2>Lizhiri<\/h2>\n<p>Setu ama\u00f1 ur pennad bet skrivet gant Tad-Kozh da&rsquo;m zad da vont da heul lizher va mamm. Emicha\u00f1s e oa se en amzer ma oa deut d&rsquo;ar vro da gaout hec&rsquo;h eil bugel.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Mon cher beau-fils<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Je ne peut laisser \u00e9chaper la lettre de Fran\u00e7oise sans te remercier de ton aimable lettre par la quelle tu me souhaitait bonne et heureuse ann\u00e9e, tant que moi mon cher fils je souhaite autant pour ma plus grande joie et satisfaction.<\/p>\n<p>Mon cher fils je n&rsquo;ai pas besoint de te dire que mon \u00e2ge ne me permet plus d&rsquo;\u00eatre un homme, \u00e0 72 ans ont est plus en d\u00e9clin. C&rsquo;est en vieillesse mais pendant que le bon Dieu me laissera je dois le remercier, car je voie bien d&rsquo;autres plus jeune que moi et sont disparue : le Parquier Jean Pierre de Mynihi, Queuffeulou Jn Mie du Moulin Chateaux, Roux fran\u00e7ois du Sterven et Perrine le Ca\u00ebr femme pierre Luccas elle laisse quatre enfants en bas age et le dernier n\u00e9 est&nbsp;mort Je pense qu&rsquo;il aura a faire a plaine a plaine ventre a Runamber il a encore rien payer pour la St Michel dernier, il n&rsquo;a rien du chofage pour faire du feu et voie qu&rsquo;il a d\u00e9batre 8 ou 9 arbres sans autorisation. Je pense que si Jean Louis Nicolas est \u00e9t\u00e9 au monde il l&rsquo;aurait couf- f\u00e9 a coup sur. Je te dis que Pierre Philipe va toujours au m\u00eame train. Mon cher fils\u2026\u2026ce peti- te lettre sans finir de t&rsquo;aimer en te souhaitant la sant\u00e9 et le bonheur que je peux d\u00e9sirer a&nbsp; un enfant que j&rsquo;aime du plus profond de mon c\u0153ur. Ton d\u00e9vou\u00e9 p\u00e8re<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Ollivier (sinadur)<\/p>\n<p>Ger evit ger, lizherenn evit lizherenn, em eus eilskrivet an tamm paper-ma\u00f1. Ne gredan ket ober ofa\u00f1s da vemor va zad-kozh, Doue d&rsquo;e bardono, o lezel fazio\u00f9 graet ganta\u00f1 en e lizher. N&rsquo;eo ket an holl beizanted eus e oad a oa gouest da skriva\u00f1 galleg difazi. Ul lizher all eus miz Gwengolo 1894 (an 2).<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Mes ch\u00e8res enfants<\/p>\n<p>Je vous \u00e9crit ces peut de mots pour r\u00e9pondre a votre aimable lettre par la quelle vous m&rsquo;avez fait savoir que vous \u00e9tiez bien portant tant que moi je porte bien Dieu merci et je d\u00e9sire que ma lettre vous trouvent de m\u00eame pour ma plus grande joie et satisfaction. Je vous dit que malgr\u00e9 la contradiction du temps on a battu nos bl\u00e9s a Ropers-Huon le mercredi 22 et le jeudi 23, la r\u00e9colte a Ropers Huon est bonne. Jamais je n&rsquo;ai vu tant de paille comme il y a cette ann\u00e9e, moi j&rsquo;avait achet\u00e9r une partie du froment de la vente pierre Luccas qui m&rsquo;avait cout\u00e9 trop cherre. Luccas de toutes sont r\u00e9colte n&rsquo;avait rien de Bon que la pi\u00e8ce nom\u00e9 Oguello-Cato-goz. a la St Michel il va au Sterven pour tenir 5 journaux de terre \u2026 ? \u2026 \u2026 ? \u2026 \u2026 dimanche j&rsquo;ai \u00e9t\u00e9 chez Marie Yvonne et j&rsquo;ai \u00e9t\u00e9 surpri de voir que les bl\u00e9s \u00e9tait batu la R\u00e9colte de Run-Rio faible et les pommes de terre sont tr\u00e8s mauvais cette ann\u00e9e et partout la moiti\u00e9 pourri, pour ce qui regarde petite Maria elle arrive ici toutes les dimanches et plusieur fois sur la semaine elle mange touttes les choses comme les autres et elle est forte elle se soutient sur ses gembre.<\/p>\n<p>Mes cherres enfants ceux qui me plonge dans\u2026 ?\u2026 c&rsquo;est de savoir que Th\u00e9ophile doit me quit- ter pour aller a Paris pour rejouindre son mari. Je ne s&rsquo;aurait a quel cot\u00e9 de roul\u00e9 ma boule, depuis ce nouvelle je n&rsquo;ai pu me consol\u00e9. Je ne voulait pas aller boucher les foyers d&rsquo;autrui car je ne suis plus en age de faire le devoir d&rsquo;un journalier plus je fait plus on me demande croyant que je suis un homme de 25 ans, car jamais Marie-Joseph ne m&rsquo;a dit : vous devez \u00eatre fatiugu\u00e9. depuis que j&rsquo;ai quitt\u00e9 Ropers-Huon je n&rsquo;ai pas eu l&rsquo;avantage de pos\u00e9 mon arri\u00e8re sur mon vieux Chipot<\/p>\n<p>Votre D\u00e9vou\u00e9 p\u00e8re Ollivier<\/p>\n<p>(sinadur)<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>\u2014 si vous voulez avoir un peut de lard ditte moi sur la premi\u00e8re et je vous enverrait : ma vian- de n&rsquo;est pas tr\u00e8s bonne.<\/p>\n<p>Paourkaezh Tad-Kozh ! savet ganta\u00f1 leizh an ti a vugale, ha ne oueze war be tu trei\u00f1 brema\u00f1 en e gozhni. E ti Varivon e oa re a streuvell, ur bern bugale da loja\u00f1, plas ebet evita\u00f1. E ti ar verc&rsquo;h-kaer e oa plas met ne oa nemet ur verc&rsquo;h-kaer. Ne oa netra nemet pep mad da lavarout diouti hag an holl istim en doa Tad-Kozh eviti.<\/p>\n<p>Met un doare all he doa da veva\u00f1. Ha ne oa ket bet hini e bried hag e verc&rsquo;hed e-unan. Ar pep gwella\u00f1 a veze en ti a veze roet d&rsquo;ar vugale ha mat &lsquo;oa se. Met en amzer Mamm-Gozh e veze al lodenn wella\u00f1 d&rsquo;an tad-kozh, en &lsquo;oa dezha\u00f1 al labour starta\u00f1, an devezh hira\u00f1. Ezhomm &lsquo;oa da zerc&rsquo;hel anezha\u00f1 en e nerzh hag ouzh- penn diskouez dezhan e ouezent piv &lsquo;oa tad ar bara \u2014 evel ma veze l\u00e2ret alies eus an tad a familh. Ar peurliesa\u00f1 e tistroe un darn vat eus e lod da ranna\u00f1 etre ar vugale. Kemm e oa er vuhez, met morse ne oa &lsquo;n em bermetet da l\u00e2ret an distera\u00f1 ger gant doan da feuka\u00f1 e verc&rsquo;h-kaer hag a oa anezhi ur wreg vat hag ur vamm evezhiant.<\/p>\n<p>Pa oa aet an dintin Teofil da Bariz eta, e oa bet ur cha\u00f1s evita\u00f1 kaout ur verc&rsquo;h- vihan d&rsquo;e vreur da zont da zerc&rsquo;hel e di. Chomet e oa ganta\u00f1 pemp bloaz : betek ma oa dimezet. &lsquo;N em glevout mat a raent eta. E vugale a c&rsquo;halle beza\u00f1 didrubuilh war ar poent-se.<\/p>\n<p>Derc&rsquo;hel a rae bepred e damm menaj hag ur pemoc&rsquo;h &lsquo;veze lazhet bep bloaz, setu neuze &lsquo;veze kaset o lod d&rsquo;ar Barizianed.<\/p>\n<p>Ama\u00f1 ul lizher all. Hema\u00f1 eus 1897 : Ebrel.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Mes ch\u00e8rres enfants<\/p>\n<p>Je viens vous \u00e9crire ces peut de mots pour vous donn\u00e9e de mes nouvelles en vous disant que je suis en bonne sant\u00e9 et je d\u00e9sire que lettre vous trouvera du m\u00eame pour ma plus grande joie et satisfaction.<\/p>\n<p>Mes ch\u00e8rres enfants pour vous montre ma reconnaissance et mon bon souvenir je vient vous envoyer un petit colis pour vous faire goutt\u00e9 de mon pors. Je vous dis aussi la nouvelles de Ropers-Huon. ils sont tous en bonne sant\u00e9 et ils m&rsquo;ont priez de vous donne de leurs nouvelles. Je vous dit aussi que lundi dernier est \u00e9t\u00e9 C\u00e9l\u00e9br\u00e9 dans la Cath\u00e9drale de Tonquedec en Solanit\u00e9 la s\u00e9r\u00e9monie du Bapt\u00eame de l&rsquo;enfant de Monsieur Duval controleur a Paris. Je croie que vous avez attendu que Anne Marie Duval a donn\u00e9 le jour a une autre petite fille il y a deux ou trois semaines. Je viens vous annoncer la mort la femme de Yves Marie Poulennec de Kergroahan une femme bien aim\u00e9 par ses voisins. elle n&rsquo;\u00e9tait \u00e2g\u00e9e que de 23 ans elle laisse&nbsp; 2 enfants et une autre dans son saint en Conception de 4 mois, elle \u00e9tait inhum\u00e9 \u00e0 Tonqu\u00e9dec vendredi et le lendemain Allain le Meur \u00e9tait aussi inhum\u00e9 au Vieux-March\u00e9. Le Meur vivait tout du boisons et il avait pass\u00e9 une nuit a belle \u00e9toile et il \u00e9tait suscomb\u00e9 quelque jour apr\u00e8s. C&rsquo;est demain que je dois aller a sont Octave et samedi octave la femme Poulennec a Tonquedec.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Je vous\u2026\u2026que Jacques C\u2026\u2026 va laisser son m\u00e9nage pour aller a Paris a ramasser de l&rsquo;argent. il se vente de dire qu&rsquo;il gaingnera plus de cents francs par jour a dans\u00e9 dans les Caf\u00e9 Consert. il a lou\u00e9 son m\u00e9tairie a son fr\u00e8re Jean Mari (Vras) et Yves Marie C\u2026 a fait moyen de mettre la Brunette en \u00e9tat de grosesse et il veut mettre la charge sur le fils du moulin Kergrist. C&rsquo;est les fils C\u2026 sont les plus renom\u00e9 a Tonquedec a ce moment\u2026<\/p>\n<p>Mes ch\u00e8rres enfants je termine ma courte lettre en vous souhaitant la sant\u00e9 et le Bonheur que je peux d\u00e9sirer du profond de mont C\u0153ur. Jos\u00e9phine se joint \u00e0 moi pour vous dire le bonjour<\/p>\n<p>Votre D\u00e9vou\u00e9 p\u00e8re Ollivier<\/p>\n<p>(sinadur)<\/p>\n<p>Santet e vez ar mousfent pa lavar : \u00ab a \u00e9t\u00e9 c\u00e9l\u00e9br\u00e9 dans la Cath\u00e9drale de Tonqu\u00e9dec en solennit\u00e9 la c\u00e9r\u00e9monie de bapt\u00eame de l&rsquo;enfant de Monsieur Duval, contr\u00f4leur \u00e0 Paris \u00bb !!!<\/p>\n<p>C&rsquo;hoar yaouanka\u00f1 va zad, Janivonig, &lsquo;oa dimezet ez-yaouank d&rsquo;un Duval all \u2014 ne oant ket kar \u2014 eus Tonkedeg. Ur plas mat en doa ha stumm aotrou bras warna\u00f1 picho\u00f1s. Mab &lsquo;oa da dud paour ; e vamm a veze en-dro o tastum vio\u00f9. Va zad &lsquo;oa paeron d&rsquo;e c&rsquo;hoar hag e ti va zad, e Pariz, &lsquo;oa bet graet an eured. Ur frejo\u00f9 ouzh- penn. Met va zud a anaveze buhez Pariz a-benn neuze hag o doa doan evit ar c&rsquo;hoar yaouank-se o tont war-eeun eus ur gouent e Lannuon e-lec&rsquo;h ma oa bet lakaet evit deski\u00f1 ur vicher ska\u00f1s, gwriat, broda\u00f1 ha me &lsquo;oar. Ar c&rsquo;henta\u00f1 ar gwella\u00f1 &lsquo;oa dime- zet anezhi gant un den a-feson hag a anavezent a-bell zo ha deut da veza\u00f1 un tamm krakaotrou.<\/p>\n<p>Al lizher-ma\u00f1 &lsquo;oa sa\u00f1set a-raok an hini amzeriet eus miz Ebrel.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Tonqu\u00e9dec le 3 janvier 1897 Mes ch\u00e8rres enfants<\/p>\n<p>Je r\u00e9ponds \u00e0 votre aimable lettre par la qu&rsquo;elle vous m&rsquo;avez fait savoir que vous jouissait de votre sant\u00e9 et en m\u00eame temps vous m&rsquo;avait souhaitez bonne et heureuse ann\u00e9e et moi Mes Ch\u00e8res enfants je vous souhaite bonne et heureuse ann\u00e9e, prosp\u00e9rit\u00e9 dans votre petit m\u00e9na- ge et union et a Maria la gr\u00e2ce de Grandir et embrasser pour moi ses deux petit joues rouge. Le premier jour de lan nous avons f\u00eater le samedi 26 X f\u00eates st \u00e9tienne. Luccas et Marie- Yvonne \u00e9tait venus aussi que leurs enfants. la pauvre Theophile navait pas pu venir car elle ne vait pas mieux. on avait trinqu\u00e9 \u00e0 la sant\u00e9 des absents. Je va voir Th\u00e9ophile chaque quin- zaine c&rsquo;est triste de la voir elle ne peut pas se remue qu&rsquo;avec des b\u00e9quilles et avec beaucoup de souffrance. Je vous dis aussi que la veuve Francois Le Roux a pay\u00e9 son loyer depuis la St Michel. Mais le Moal na pas encore payer. mais ce n&rsquo;est que comme \u00e0 l&rsquo;ordinaire car il n&rsquo;ar- rive jamais de bonne heure. quand il arrivera je les donnerai a Th\u00e9ophile comme vous maviait dis. J&rsquo;avais vu l&rsquo;autre jour Jean-Marie Duval votre fr\u00e8re il mais dit de vous faire ses Compliments il est a St Malo pour s&rsquo;engager au campagne de St Pierre et Miquelon il mavait dit qu&rsquo;il aura 950 francs pour 10 ou 11 mois de travail \u00e0 pr\u00e9sent il est \u00e9mancip\u00e9 il y a 2 ou 3 semaines. Je vous dis encore que Fran\u00e7ois Ollivier ton cousin dit \u00ab Pod Job \u00bb a eu le malheur de cass\u00e9 son jambe en tombant sur le sol de la maison. C&rsquo;est le Malheur car se nait pas bles- s\u00e9 c&rsquo;est tout a fait cass\u00e9 il n&rsquo;est pas sur qu&rsquo;il sera oblige de soufrir une imputation. Mes ch\u00e8res enfants je ne vois plus d&rsquo;autre chose qui peut vous int\u00e9resser et je finis de vous \u00e9crire sans finir de vous aimer et je vous dit que nous portont tous bien par ici tant a Ropers Huon qu&rsquo;a Convenant-Jugard. Josephine est deuil par le Malheur de son p\u00e8re.<\/p>\n<p>Je vous prie de Mexcusez de mon \u00e9criture car il y a plus de 8 mois que je nai \u00e9t\u00e9 prie dans aucune plume<\/p>\n<p>en attendant le bonheur de vous voir je suis votre d\u00e9vou\u00e9 p\u00e8re Ollivier<\/p>\n<p>(sinadur)<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Jos\u00e9phine se joint a moi pour vous souhait\u00e9 Bloavez mad.<\/p>\n<p>Ne welan ket petore ko\u00f1vers a oa bet etre va zintin Teofil ha Mamm pa lavare-hi rei\u00f1 da Deofil gouel-mikael Trao\u00f1-an-Dour. Hanter-kant skoed ar bloaz a ba\u00f1sion digant pep bugel en devoa graet Tad-Kozh. Hag ar Moal Kozh, merer va mamm, a baee da&rsquo;m zad-kozh. E\u00f1 a vire hanter-skoed a ba\u00f1sion hag a gase ar rest da&rsquo;m zud. Marteze e oa e-sell va zintin da zistrei\u00f1 prim da Bariz pa oa deut d&rsquo;ar Vro kla\u00f1v. Siwazh ! marvet &lsquo;oa e Run-Rio\u00f9 e ti he c&rsquo;hoar hag interet e bered Plouared.<\/p>\n<p>Ul lizher eus ar memes amzer, skrivet gant M\u00e8re Anne de J\u00e9sus da&rsquo;m zud evit heti\u00f1 Bloavezh Mat. Komz a ra diouzh he c&rsquo;hoar Th\u00e9ophile ivez :<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>\u2026 j&rsquo;ai re\u00e7u des nouvelles de Ropers-Huon o\u00f9 tout le monde est bien et de Run-Riou. Th\u00e9ophile souffre toujours. Les rem\u00e8des comme les soins restent sans succ\u00e8s pour sa maladie. Pauvre s\u0153ur. C&rsquo;est encore consolant qu&rsquo;elle soit pr\u00e8s de Marie-Yvonne qui est si bonne, si affectueuse et qui la soignera comme une m\u00e8re. Quelle peine si on la savait entre les mains d&rsquo;inconnues et d&rsquo;\u00e9trang\u00e8res. Ses enfants vont \u00e0 l&rsquo;\u00e9cole : \u00c9douard \u00e0 Plouaret et la petite Ad\u00e8le au Vieux- March\u00e9 o\u00f9 elle couche.<\/p>\n<p>J&#8217;embrasse le petite Marie sur les deux joues. Il me semble qu&rsquo;elle doit avoir les jambes longues assez pour aller \u00e0 l&rsquo;\u00e9cole du moins si vous avez \u00e0 proximit\u00e9 un asile tenu par des reli- gieuses.<\/p>\n<p>Hag all.<\/p>\n<p>Deut &lsquo;oa an dintin seurez eus Bronn da welout he c&rsquo;hoar gla\u00f1v da Run-Rio\u00f9. Kavet &lsquo;m eus al lizher eus an 21 a viz Genver, ha war al lizher-se o deus skrivet pried an hini gla\u00f1v, hag ar c&rsquo;hoar seurez : setu hini he fried da&rsquo;m zud.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Cher beau-fr\u00e8re et ch\u00e8re belle-s\u0153ur.<\/p>\n<p>Je suis arriv\u00e9 \u00e0 Run-Riou mardi matin. J&rsquo;ai trouv\u00e9 la ch\u00e8re Th\u00e9ophile bien malade, pourtant&nbsp; il y a un peu de mieux. Elle prend un peu de nourriture, mais la toux ne c\u00e8de pas et la fi\u00e8vre fait sentir ses acc\u00e8s bien forts l&rsquo;apr\u00e8s-midi. La nuit derni\u00e8re n&rsquo;a pas \u00e9t\u00e9 bonne. Les parents de Plouaret se montrent tr\u00e8s bienveillants. Mon beau-p\u00e8re est ici depuis hier matin et Jean- Marie et Marie-Jos\u00e8phe y ont fait aussi une apparition hier apr\u00e8s-midi.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>J&rsquo;ai \u00e9crit a M. le Directeur de l&rsquo;H\u00f4tel pour annoncer mon retour. J&rsquo;arriverai donc lundi pro- chain 25 janvier et je vous donnerai plus amples d\u00e9tails sur la position de la malade. J&rsquo;attends&nbsp;le Dr Even qui a promis de faire une visite ce matin.<\/p>\n<p>Marie-Yvonne vous envoie ses meilleurs Gourc&rsquo;hemennou. Croyez \u00e0 mon attachement. Gu\u00e9zennec F. \u00e7ois.<\/p>\n<p>Gwezhenneg, pried tintin Teofil, a laboure en H\u00f4tel Continental, ur plas mat da c&rsquo;hounit.<\/p>\n<p>War an eil kostez eus al lizher e oa kelo\u00f9 adarre eus Run-Rio\u00f9.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Ch\u00e8re Yves et Ch\u00e8re Fran\u00e7oise,<\/p>\n<p>Vous avez devin\u00e9 ma pr\u00e9sence \u00e0 Run-Rio. Oui, j&rsquo;y suis arriv\u00e9 mardi, quelques heures apr\u00e8s Fran\u00e7ois\u2026 Fran\u00e7oise comprend \u00e0 mon c\u0153ur si sensible ce qu&rsquo;il a \u00e9t\u00e9 pour moi de voir Th\u00e9ophile en cet \u00e9tat, mais j&rsquo;ai pu prendre sur moi pour ma\u00eetriser mon \u00e9motion. Prions Ch\u00e8re petite s\u0153ur pour celle que le Bon Dieu veut nous ravir trop t\u00f4t.<\/p>\n<p>Hier j&rsquo;ai vu une grande partie de la famille, ton absence n&rsquo;\u00e9tait que plus p\u00e9nible\u2026<\/p>\n<p>En passant par la gare de Belle-Isle-B\u00e9gard, j&rsquo;ai envoy\u00e9 un billet \u00e0 M\u00e8re Saint Lucien pour lui dire que je m&rsquo;en retournerai cette apr\u00e8s-midi aussi je compte la voir tant\u00f4t.<\/p>\n<p>Cher Yves et Fran\u00e7oise, laissez-moi vous renvouveler mes souhaits de bonheur et vous assurer de mon souvenir affectueux. Je n&rsquo;aurai probablement pas la permission de m&rsquo;en venir une seconde fois alors que le malheur ait de nous frapper ce qui est in\u00e9vitable et m\u00eame prochainement mais nous serons tous unis dans la pri\u00e8re et la pens\u00e9e.<\/p>\n<p>Ken a vo, votre s\u0153ur qui vous aime.<\/p>\n<p>Sr Anne de J\u00e9sus fille de Ste Marie<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Pa oa en em rentet kont ma mamm eus stad he c&rsquo;hoar e oa deut ivez d&rsquo;he gwelet ha dre cha\u00f1s edo c&rsquo;hoazh hec&rsquo;h anaoudegezh ganti, ne oa ket kre\u00f1v he mouezh ken met gerio\u00f9 fromus he doa da gimiadi\u00f1 diouzh he familh. L\u00e2ret ur c&rsquo;henavo er Bed All da bep hini, o zrugarekaat holl eus o madelezh en he c&rsquo;he\u00f1ver e-pad he c&rsquo;hle\u00f1- ved. Fiziet he bugale e provida\u00f1s Doue. O zad, emezi, a baeo evite ha skoliataet e vefont er Vro. Edouard, ama\u00f1, da heul e gendirvi hag Ad\u00e8le a yelo gant M\u00e8re Saint Lucien da Bederneg.<\/p>\n<p>Pa santas e oa o vont da dremen e reas sin da&rsquo;m mamm da dapout ar goulo\u00f9 binni- get en ur l\u00e2ret ar gerio\u00f9 diwezha\u00f1-ma\u00f1 : \u00ab Erru eo va Eur da c&rsquo;hras Doue ! \u00bb<\/p>\n<p>Un dremenvan sioul e-kreiz pedenno\u00f9 ul lod eus ar familh. Aet &lsquo;oa d&rsquo;ar peoc&rsquo;h marteze gwella\u00f1 hini e oa e-touez bugale va zud-kozh. Doue d&rsquo;he fardono.<\/p>\n<p>Klevet &lsquo;m eus va c&rsquo;henitervez Ad\u00e8le, he merc&rsquo;h, o l\u00e2ret pegen glac&rsquo;haret e oa bet gant marv he mamm. Pa oad deut da gemenn ar marv d&rsquo;ar gouent ha da gerc&rsquo;hat&nbsp;ar vugale, Ad\u00e8le ha div verc&rsquo;h va zintin Maivon, an hini vihan-ma\u00f1 &lsquo;oa o c&rsquo;hoari hag o choloriat stad enni o vont d&rsquo;ar g\u00ear gant ar wetur deut d&rsquo;o c&rsquo;herc&rsquo;hat. C&rsquo;hwec&rsquo;h vloaz ! ne gomprene ket petra &lsquo;oa ar marv, hag ar seurez da foeta\u00f1 an hini vihan ha da grozal dezhi evit he lakaat da chom sioul, gant ar vezh !<\/p>\n<p>Met erru e Run-Rio\u00f9 dirak he mamm er chapel wenn, &lsquo;oa darbet dezhi beza\u00f1 sem- plet. Komprenet he doa petra &lsquo;oa ar marv. He mamm an hini &lsquo;oa eno, divuhez, dila- var, dic&rsquo;hoarzh, liv ar c&rsquo;hoar warni, ne wele mui ken he daoulagad, ne gleve mui he mouezh. Kroget &lsquo;oa ar bugelig da zifronka\u00f1, rannet he c&rsquo;halonig. Ne oa den eus ar re oa test d&rsquo;an daolenn-se gouest da zerc&rsquo;hel war e zaero\u00f9\u2026<\/p>\n<h3>E tal ar c&rsquo;halvar<\/h3>\n<p>En hec&rsquo;h amzer diwezha\u00f1 he devoa goulennet Teofil digant he zad kaout ar c&rsquo;hras da veza\u00f1 beziet e plas he mamm e Tonkedeg.<\/p>\n<p>\u00ab Va flac&rsquo;h, eme Tad-Kozh, te &lsquo;wel mat e kozhan ha va yec&rsquo;hed a ya bemdez war fallaat. A-greiz-holl e c&rsquo;hellan beza\u00f1 galvet d&rsquo;ar Bed All, ha mar bez bolontez Doue, e c&rsquo;houlennan beza\u00f1 interet e plas Visanta. Kompren a rez va rezon ?<\/p>\n<ul>\n<li>Ya, ma Kompren mat a ran. Neuze, me &lsquo;garfe beza\u00f1 interet ama\u00f1 e Plouared, e plas va zintin Anivon, e-tal ar c&rsquo;halvar. Holl familh ar Baskiaoued hag ar Riaoued a zo e bered Plouared ; bez&rsquo; e vezin aze eta e-kreiz va familh. \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Graet &lsquo;oa hervez he dezo ha prenet ar plas e-lec&rsquo;h ma eo aet war he lerc&rsquo;h he fried, he merc&rsquo;h, he div c&rsquo;hoar dimezet hag he daou vreur-kaer, he nizien hag he nize- zed ; holl brema\u00f1 etre daou vez, stok-ha-stok.<\/p>\n<p>Er memes bered ema\u00f1 ivez teir c&rsquo;hoar va mamm-gozh hag o friedo\u00f9 hag o bugale hag unan eus he breudeur hag e familh. An daou vreur all a zo e Plounevez-Moedeg, ha pet rummad a gendado\u00f9 ? An div c&rsquo;hoar seurezed a zo unan e Pederneg, eben e Pleneved-Yugon.<\/p>\n<p>Ar breur nemeta\u00f1, ar Paotr, a zo e bered Tonkedeg e plas e dud, e\u00f1 hag e bried. Er vered-ma\u00f1 ema\u00f1 ivez al lodenn vrasa\u00f1 eus familh va zad met e\u00f1 n&#8217;ema\u00f1 ket peo- gwir &lsquo;oa o chom er C&rsquo;houerc&rsquo;had hag ar barrez-ma\u00f1 a oa stag gwechall eus Plouared hag ar vered &lsquo;oa e Plouared.<\/p>\n<p>Pa varvas va c&rsquo;hoar vihan e oa prenet dezhi ur plas e-tal ar c&rsquo;halvar e-kichen bez ar familh diouzh tu va mamm ha va zad ha va mamm a zo aze ouzh va gortoz pa blijo gant Doue va gervel \u2014 Doue d&rsquo;o fardono holl ha da sikouro ar re vev en amzer drubuilhus-ma\u00f1.<\/p>\n<p>Poanius eo so\u00f1jal er re a zo chomet o c&rsquo;horf war dachenno\u00f9 a vrezel pell diouzh o Bro ma ne oar den resis a-walc&rsquo;h e pelec&rsquo;h e kouskont. Ma ne c&rsquo;hell ket o c&rsquo;herent nesa\u00f1 mont da zaoulina\u00f1 war o bez ha da lakaat warna\u00f1 ur boked bleu\u00f1v da Ouel an Hollsent.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p><em>A! Monet da ludu e Douar sakr e Vro! Kemmesket gant ludu sakr e Gentado\u00f9 !<\/em><\/p>\n<p>Va faeron, Yves-Marie Ollivier, mab pennh\u00ear va zonton Paotr, hag a zlee kemer e blas e Roperz-Huon, a zo chomet e gorf war an dachenn e 1915. Edouard Gwezhenneg, fuzuilher-mor, kollet du-hont e mizio\u00f9 kenta\u00f1 ar brezel &rsquo;14. Ha pet ha pet all ? Va amezeg nesa\u00f1, miliner ar Pont-Kozh, biskoazh ne oa bet kelo\u00f9 &lsquo;bet diouta\u00f1. N&rsquo;eus gouezet morse pelec&rsquo;h &lsquo;oa marvet. E wreg hag e deir merc&rsquo;hig a c&rsquo;hortoze c&rsquo;hoazh da fin ar brezel pa ne oa mortuaj ebet. Siwazh !<\/p>\n<p>Ni, ar re ac&rsquo;hanomp a oa bugale d&rsquo;ar bloavezhio\u00f9-se, ne oa ket seder hor bugaleaj. Ne oa hini ac&rsquo;hanomp a gement n&rsquo;he dije kollet kar pe bar pe amezeg. Nag a dud mac&rsquo;hagnet ha kla\u00f1v, kla\u00f1v da vervel war-lerc&rsquo;h ar <em>gaz yp\u00e9rite <\/em>pe me &lsquo;oar petra. Nag a inta\u00f1vez, nag a vinor !<\/p>\n<p>Eus ar brezel ! eus ar gernez ! eus ar vosenn ! hon diwallit Aotrou.<\/p>\n<p>Bruzhuno\u00f9 am eus kavet c&rsquo;hoazh eus ul lizher skrivet gant Tad-Kozh e miz Meurzh 1896. Met an tammo\u00f9 &lsquo;zo en dantelez ha dibosupl lakaat daou c&rsquo;her an eil war- lerc&rsquo;h egile.<\/p>\n<p>Hema\u00f1 a zo ul lizher skrivet da&rsquo;m mamm gant he c&rsquo;hoar, S\u0153ur Anne de Jesus, eus Koumanant-Sugard e-lec&rsquo;h ma oa deut gant he c&rsquo;hoar, M\u00e8re Saint Lucien, da dremen daou zevezh, evit urzhia\u00f1 o afero\u00f9 e ti an noter\u2026<\/p>\n<p>Setu pennado\u00f9 a ziskouez pegen fromet e oa o tistrei\u00f1 da di he zad goude meur a vloavezh \u2014 en Urzh Bronn ne zeue ar seurezed da welout o zud nemet bep dek vloaz ! nemet war ar marv pa ne veze ket re a roud d&rsquo;ober.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Broons, 7 juillet 1894 Bien ch\u00e8re Fran\u00e7oise<\/p>\n<p>Tu as d\u00fb reconna\u00eetre mon \u00e9criture dans l&rsquo;adresse du colis que Th\u00e9ophile t&rsquo;a envoy\u00e9 la semai- ne derni\u00e8re et constater par l\u00e0 mon passage \u00e0 Ropers-Huon. Oui, j&rsquo;\u00e9tais \u00e0 la maison mercre- di soir 27 juin. J&rsquo;y ai pass\u00e9 la nuit et je suis partie le lendemain 28, ce ne fut pas long, tou- tefois assez de temps pour voir des changements de nature \u00e0 oppresser mon c\u0153ur : l&rsquo;absen- ce de ma pauvre m\u00e8re, ton \u00e9loignement \u00e9taient capables de me causer une forte impression. Heureusement les petits neveux \u00e9taient l\u00e0 pour dissiper mes chagrins. Mon fr\u00e8re est venu nous chercher \u00e0 P\u00e9dernec mercredi dans l&rsquo;apr\u00e8s-midi. Quand je suis arriv\u00e9e chez nous j&rsquo;ai \u00e9t\u00e9 bien surprise de voir tous ces petits marmots que je connaissais \u00e0 peine de nom, de les entendre causer continuellement ; ils voulaient nous montrer tout ce qu&rsquo;ils avaient de beau, ce qu&rsquo;il y avait chez eux. Les premi\u00e8res paroles d&rsquo;Yves-Marie ont \u00e9t\u00e9 : \u00ab Chez nous il y a deux pouliches. \u00bb<\/p>\n<p>Ma s\u0153ur M\u00e8re Saint Lucien leur avait port\u00e9 \u00e0 chacun une petite musique qu&rsquo;ils appelaient des clairons, jamais, me semble-t-il, ils ne durent avoir pareille f\u00eate. Ils \u00e9taient mont\u00e9s tous quatre dans l&rsquo;auge aupr\u00e8s du puits et l\u00e0 ils donnaient des s\u00e9r\u00e9nades\u2026 j&rsquo;avais du plaisir \u00e0 les voir heureux. J&rsquo;aurais d\u00fb commencer par vous donner des nouvelles de mon p\u00e8re. Il est bien et s&rsquo;il ne courbait pas un peu il serait tout droit comme le vieux ch\u00eane. Dans les deux mai- sons on est donc bien. Tu sais, n&rsquo;est-ce pas que le petit Eug\u00e8ne est mort il y a quinze jours.&nbsp; Il parait qu&rsquo;il \u00e9tait toujours tr\u00e8s faible et le vaccin aura d\u00e9termin\u00e9 sa mort. C&rsquo;est un ange du ciel, il ne faut pas le regretter.<\/p>\n<p>Ta petite fille est arriv\u00e9e chez mon p\u00e8re, peut-\u00eatre une demi-heure apr\u00e8s nous. Elle est tout- \u00e0-fait gentille et mignonne mais ne veut pas qu&rsquo;on la regarde. Je lui ai pass\u00e9 une petite m\u00e9daille \u00e0 son cou et l&rsquo;ai embrass\u00e9e mais jamais nous n&rsquo;avons pu l&rsquo;avoir dans nos bras, ni moi, ni Saint Lucien, elle \u00e9tait pourtant aimable et commode avec les petits cousins et cou- sines qui embrassaient sans cesse la petite ia ia. Elle a d\u00e9j\u00e0 plusieurs dents et elle commen- ce \u00e0 s&rsquo;en servir : chez nous elle avait une cr\u00eape qu&rsquo;elle \u00e9tait attentionn\u00e9e \u00e0 d\u00e9chirer et elle en mangeait de petits morceaux. Annaig-Vras a l&rsquo;air d&rsquo;en prendre bien soin. Je reste toujours au mercredi soir. Le lendemain matin nous avons assist\u00e9 \u00e0 deux services pour ma m\u00e8re, pour \u00e9viter qu&rsquo;il y eut du monde, mon p\u00e8re avait recommand\u00e9 des services pour un particulier mis par un particulier. Penses qu&rsquo;\u00e0 l&rsquo;\u00e9glise je n&rsquo;ai reconnu ni recteur, ni vicaire, ni sacristain, ni enfant de ch\u0153ur. J&rsquo;\u00e9tais l\u00e0 comme une \u00e9trang\u00e8re. Tout se renouvelle, me suis-je dit, excep- t\u00e9 les hommes qui vieillissent et marchent \u00e0 leur insu et d&rsquo;un pas rapide vers leur \u00c9ternit\u00e9. Apr\u00e8s la derni\u00e8re messe et la r\u00e9citation de quelques pri\u00e8res ferventes sur la tombe de notre pauvre m\u00e8re regrett\u00e9e, nous sommes revenues \u00e0 la maison o\u00f9 nous n&rsquo;avons peut-\u00eatre pas pass\u00e9 une heure. Il n&rsquo;y avait pas de temps \u00e0 prodiguer. J&rsquo;ai vu encore une fois la petite ia ia mais pas plus dispos\u00e9e que la veille \u00e0 embrasser ses tantes.<\/p>\n<p>Nous avons encore eu un moment de d\u00e9plaisir avec tous ces petits, puis il a fallu partir, nous nous sommes dirig\u00e9es vers Plouaret. Faut-il te dire ici que tu as manqu\u00e9 tout au long de notre voyage et de notre station. Ma pauvre Fran\u00e7oise, nous ne sommes donc plus pour nous revoir en ce monde, mais au ciel nous nous r\u00e9unirons.<\/p>\n<p>Nous sommes all\u00e9es \u00e0 Plouaret, mon p\u00e8re, Th\u00e9ophile, mon fr\u00e8re, Marie-Joseph et nous deux. Nous sommes arriv\u00e9s chez Marivonne \u00e0 une ou deux heures, Yves-Marie et Marie-Yvonne sont assez bien ainsi que leurs enfants. Cependant la derni\u00e8re n&rsquo;est pas forte du tout. Jean-Marie s&rsquo;\u00e9tait pr\u00e9sent\u00e9 au certificat d&rsquo;\u00e9tudes la veille mais n&rsquo;avait pas r\u00e9ussi. C&rsquo;\u00e9tait assez pour affliger sa m\u00e8re.<\/p>\n<p>De l\u00e0 nous nous sommes rendus \u00e0 l&rsquo;affaire capitale chez Le Gac. Il n&rsquo;y a eu que ma s\u0153ur Saint Lucien et moi qui avons d\u00fb renouveler nos dettes puisque vous autres vous avez pu secouer cette charge. Je crois que S\u0153ur St Lucien va \u00e9crire \u00e0 Guezennec. Quant \u00e0 moi, de crainte d&rsquo;essuyer un refus je ne veux point demander \u00e0 le faire. Je te prie donc de ne pas m&rsquo;oublier aupr\u00e8s de lui, il parait qu&rsquo;il est bien bon pour Th\u00e9ophile il doit m\u00eame se priver pour lui envoyer tant mais enfin il sait bien que l&rsquo;argent est bien employ\u00e9. Tu ne manqueras pas aussi de souhaiter un affectueux bonjour \u00e0 Yves. Je pense bien \u00e0 lui afin qu&rsquo;il conserve la foi et qu&rsquo;il soit pr\u00e9serv\u00e9 d&rsquo;accidents au milieu de ses travaux. Je souhaite que vous soyez heureux tous les deux et que la ville de Paris ne vous soit qu&rsquo;un s\u00e9jour passager. Je regrette de n&rsquo;avoir vu aucun Duval. J&rsquo;ai demand\u00e9 de leurs nouvelles, ils sont tous bien. Je dis \u00ab aucun Duval \u00bb sans penser que la petite Maria est une copie vivante de son p\u00e8re. Dieu lui fasse la gr\u00e2ce de deve- nir plus forte et d&rsquo;\u00eatre votre joie.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Je ne finirai pas ma lettre sans te dire mon retour. J&rsquo;ai couch\u00e9 avec ma s\u0153ur Saint Lucien chez les s\u0153urs du Vieux-March\u00e9 le jeudi soir, et le lendemain, presque \u00e0 midi, j&rsquo;\u00e9tais \u00e0 Broons o\u00f9 j&rsquo;ai repris mes occupations ordinaires avec une ardeur nouvelle.<\/p>\n<p>Ma ch\u00e8re Fran\u00e7oise, je te demande bient\u00f4t une lettre, tu me laisses y compter et te dire que je prie sans cesse \u00e0 ton intention. Au revoir donc. Crois bien \u00e0 l&rsquo;affection la plus sinc\u00e8re de ta s\u0153ur.<\/p>\n<p>Anne de J\u00e9sus<\/p>\n<p>Nav miz hanter &lsquo;oa Maiaig d&rsquo;ar mare-se peogwir e oa ganet ar 25 a viz Gwengolo 1893. N&rsquo;eo ket drol na c&rsquo;houlennje ket pokat d&rsquo;he zintined seurezed. Ar re-se ne oant ket gwisket evel an dud all, gant o c&rsquo;hoefo\u00f9 sternet en-dro d&rsquo;o bizaj hag ur pezh gouel du war o fenn ha war o chouk, brozhio\u00f9 hir ha ledan betek an douar hag ur mell chapeled koad e-pign ouzh o gouriz gant greun-paterenno\u00f9 kement ha krao\u00f1-poullig ! Daoust petra a so\u00f1je-hi, eo an umajo\u00f9-ma\u00f1 ?<\/p>\n<p>An tad-kozh, sur-mat, a oa laouen e galon. Setu ma oa pemp eus ar vugale asambles ganta\u00f1 e ti Varivon, ne vanke nemet Mamm. Met evel ma ne oa ket c&rsquo;hoazh tri miz abaoe ma oa distroet da Bariz, ne c&rsquo;helle ket dont adarre war he c&rsquo;hiz. Brema\u00f1 e komprenan al lizher all-se gant Tad-Kozh ma komze enna\u00f1 eus gouel-mikael Trao\u00f1- an-Dour, a roje, emeza\u00f1, da Deofil. Hep mar eo an dintin Teofil, hag a reseve arc&rsquo;hant bras digant he fried, eo he doa ava\u00f1set arc&rsquo;hant da&rsquo;m mamm da dilasa\u00f1 eus an dle &lsquo;oa chomet war he lod, evel ma oa war lod pep hini eus ar re all pa&rsquo;n devoa graet Tad-Kozh e ba\u00f1sion ha roet e beadra d&rsquo;e vugale. Setu dre ma touche Mamm he gouel-mikael e chome gant Teofil betek ma oa echu ar gont.<\/p>\n<p>Tremen a rae ar bloavezhio\u00f9 gant o samm a drubuilh, a ga\u00f1v, a levenez ivez. Joa &lsquo;ra d&rsquo;ar re gozh gwelout o bugale-vihan o kreski\u00f1, o tont da veza\u00f1 tud d&rsquo;o zro, tra ma&rsquo;z eont-i war ziskar. Mont da welout ha da sikour tammo\u00f9 ar re eus e vugale a&nbsp; oa chomet en douar, kaout kelo\u00f9 eus ar re a oa aet &lsquo;maez ar vro, pe d&rsquo;ar gouent, &lsquo;oa prederio\u00f9 an tad-kozh en e gozhni.<\/p>\n<p>Maiaig, \u00ab fallig Tata-Gozh \u00bb, &lsquo;oa degaset d&rsquo;ar skol da Bederneg gant an dintin M\u00e8re Saint-Lucien. Kavet em eus lizhiri bihan skrivet ganti d&rsquo;he zud. Ne oa tamm he\u00f1vel ebet ar bugel-se ouzhin-me, he c&rsquo;hoar. Karantezus-tre eo al lizhiri-se. N&rsquo;eo ket me a vije bet tuet da skriva\u00f1 na da gomz gant gerio\u00f9 bihan \u00ab moumoun \u00bb e-giz-se eus va zud ! Daoust ha dislivet e vije bet warni spered Pariz ? Pe e oa se en he natur ? Neuze e tlefe beza\u00f1 ivez em hini peogwir hor boa ar memes tad hag ar memes mamm. Met pep hini en deus e anien.<\/p>\n<p>Setu un ta\u00f1va eus spered va c&rsquo;hoarig war-dro seizh-eizh vloaz moarvat.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Cher petit papa.<\/p>\n<p>Ma petite lettre va te parvenir avec un peu de retard. Mais les v\u0153ux qu&rsquo;elle contient sont d\u00e9j\u00e0 partis de mon c\u0153ur vers le tr\u00f4ne de Dieu et si je suis en retard ce n&rsquo;est pas que je t&rsquo;ou- blie, non, mais je ne pensais pas que le Saint Yves \u00e9tait demain.<\/p>\n<p>Bonne f\u00eate donc cher papa et que ton saint patron t&rsquo;obtient toutes les gr\u00e2ces que tu as besoin pour \u00eatre heureux ici-bas et aller un jour au Ciel.<\/p>\n<p>Et toi, maman ch\u00e9rie, comment es-tu ? Dis le moi bien vite, car je ne dure plus et tante pleure d&rsquo;envie d&rsquo;avoir de vos nouvelles.<\/p>\n<p>Aviez-vous re\u00e7u ma lettre d&rsquo;il y a trois semaines ? Quand arriverez-vous me voir ? Je compte les jours.<\/p>\n<p>Eug\u00e9nie Leroy envoie ses v\u0153ux de bonne f\u00eate \u00e0 papa et ses respectueuses affections \u00e0 maman.<\/p>\n<p>Aurevoir, bonne f\u00eate petit papa, bonne sant\u00e9 petite maman et arrivez vite me voir. Votre petit chat<\/p>\n<p>Maria Duval (sinadur)<\/p>\n<p>War-lerc&rsquo;h Maiaig, e trao\u00f1 he lizher, e oa ur ger gant M\u00e8re Saint Lucien o c&rsquo;houlenn prim kelo\u00f9 eus yec&rsquo;hed he c&rsquo;hoar. Emicha\u00f1s e oa kla\u00f1v Mamm d&rsquo;ar mare \u2014 n&rsquo;eo ket deiziadet al lizher (met un 18 a viz Mae e rank beza\u00f1).<\/p>\n<p>Hema\u00f1 &lsquo;zo, emicha\u00f1s, eus an amzer genta\u00f1 ma oa e Pederneg. N&rsquo;eo ket ken asur he skritur.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Bonne petite maman.<\/p>\n<p>Que ne suis-je petit papillon. Je prendrais vite mon essor pour aller \u00e0 Montreuil souhaiter sa f\u00eate \u00e0 ma bien-aim\u00e9e m\u00e8re. A ma place j&rsquo;envoie ce petit billet avec mes plus affectueux bai- sers te dire de la part de ta petite Maria Bonne et Heureuse f\u00eate. Je vais aussi bien prier ta patronne la bonne sainte Fran\u00e7oise de t&rsquo;obtenir tout ce que tu as besoin\u2026\u2026\u2026 pour aller\u2026\u2026\u2026 samedi afin de prier\u2026\u2026 [un tamm a vank].<\/p>\n<p>Et toi petit papa crois-tu que le petit chat t&rsquo;oublie ho ! non, non, je t&rsquo;aime trop pour cela. Je pense \u00e0 toi et \u00e0 maman souvent et je prie le bon Dieu de vous b\u00e9nir et de vous payer de tout ce que vous faites pour moi. J&rsquo;ai \u00e9t\u00e9 \u00e0 confesse ce matin. Jugez quelle f\u00eate pour moi ? J&rsquo;avais d&rsquo;abord peur mais je me suis bien tir\u00e9e et je n&rsquo;ai pas \u00e9t\u00e9 grond\u00e9e, au contraire. Cher papa&nbsp; et bonne maman dites bonjour pour moi \u00e0 toutes mes connaissances anciennes que j&rsquo;aime beaucoup surtout Mme Gentilhomme et petit Albert, Mme M\u00e9nayer, Mme Duval, Mon oncle Nicolas, J. Mie Lucas, Ad\u00e8le et Edouard Gu\u00e9zennec sans oublier Fran\u00e7oise Guerniou et Marcelle.<\/p>\n<p>Au revoir cher papa et bonne maman.<\/p>\n<p>Votre petite Maria qui vous embrasse dur, dur, dur !<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Maria Duval<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>War-dro seizh vloaz &lsquo;oa Maria d&rsquo;ar mare-se a gredan, moarvat e veze difaziet he brouilhed-lizher dezhi rak na chom nemet nebeut-tre a fazio\u00f9 e-barzh he lizher.<\/p>\n<p>1899 pe 1900 e tlee beza\u00f1 \u2014 n&rsquo;eus meneg eus deiziad ebet. Met komz a ra diouzh Ad\u00e8le hag Edouard, bugale an dintin Teofil. Ankounac&rsquo;haet e oa ar plac&rsquo;h vat-se abred. Addimezet &lsquo;oa Gwezhenneg da unan a laboure er Bouillon Duval ha degaset &lsquo;oa bet ar vugale da Bariz. Al lezvamm he doa ur verc&rsquo;h ivez a oa o sevel e-barzh en he bro Franche-Comt\u00e9. Kaset e oa daou vugel Teofil ivez du-hont d&rsquo;ar skol asambles gant Berthe, merc&rsquo;h o lezvamm Julia. Klevet em eus Ad\u00e8le o konta\u00f1 he buhez, taolet ha distaolet evel ar peurvuia\u00f1 eus ar vugale a goll o mamm abred. Hervez ma lavare, e oa brav d&rsquo;ar vugale du-hont er Franche-Comt\u00e9 (Frank- kontelezh), e pa\u00f1sion e oant e ti ur skolaer hag a oa kar pe bar da Julia. Ar vro a zo kaer. Koado\u00f9 a grap ar menezio\u00f9, gwez kistin ha lus hag all. Met an tad-kozh e Roperz-Huon, daoust petra &lsquo;so\u00f1je eus kement-se ? Ouzhpenn mil lev &lsquo;oa e vugale- vihan diouta\u00f1. Evel labousedigo\u00f9 kouezhet diouzh o neizh ! Dastumet gant an estren.<\/p>\n<p>Komz &lsquo;ra Maiaig ivez eus Jean-Marie Lucas, mab hena\u00f1 Marivon, a oa oc&rsquo;h ober e amzer-soudard e Pariz d&rsquo;ar mare hag a veze sav-taol e ti e dintin Fran\u00e7oise evel- just.<\/p>\n<p>Komz &lsquo;ra ivez eus Soaz Gwernio\u00f9 ha Marcelle ; homa\u00f1 vihan &lsquo;oa filhorez da&rsquo;m zad. He zad hag he mamm &lsquo;oa eus Tonkedeg, aet ivez da c&rsquo;hounit gwenneien da Bariz. Mme Gentilhomme &lsquo;oa gwreg ar blenier a oa da heul va zad war e drammgarr. Hennezh &lsquo;oa paotr an arc&rsquo;hant, va zad na rae nemet blenia\u00f1 ar c&rsquo;hezeg. E baotr bihan, Albert, &lsquo;oa filhor da&rsquo;m mamm, ma ne fazian ket.<\/p>\n<p>Komz &lsquo;ra ivez eus Mme M\u00e9nager ; eno he devoa Mamm ur filhor ivez, \u00c9mile. An dud- se &lsquo;oa Breizhiz ivez, eus Sant-Laora\u00f1s-Bear. An tad a laboure en uzin emicha\u00f1s, hag ar wreg a rae war-dro he seizh bugel. Ne oa ket un hunvre o buhez e k\u00ear Bariz pe Vontreuil, se &lsquo;zo memes tra. Setu &lsquo;oa &lsquo;n em lakaet-hi d&rsquo;ober un tamm ko\u00f1vers kil- hevardon. Bep Gwener e veze kavet e-barzh : kig-sall, silzig, kig-moc&rsquo;h a bep seurt degaset d&rsquo;ar gar dezhi eus Breizh e pakado\u00f9 erbedet. Evel ma oa paour-du, e teue bep Gwener da ampresti\u00f1 arc&rsquo;hant digant Mamm da vont da denna\u00f1 he fakado\u00f9 kil- hevardon eus ar gar. Neuze ar verc&rsquo;h hena\u00f1 ha hi a rae tro o arvalien : Bretoned o chom er c&rsquo;harter-se, da gas e damm kig da bep hini. Pa veze echu ha touchet an arc&rsquo;hant e veze degaset ar c&rsquo;hont da&rsquo;m mamm kerkent, hag he zamm kig da dremen ar Sul ha na veze ket an tamm distera\u00f1. Met ne gemere gounid ebet war an tamm-se, priz-fakturenn a veze lezet ganti, evit ar servij a rente dezhi o presti\u00f1 arc&rsquo;hant bep sizhun d&rsquo;ober he c&rsquo;ho\u00f1vers gagne-petit.<\/p>\n<p>Ul lizherig all c&rsquo;hoazh eus ar memes bloaz, a gredan, rak ar memes skritur eo.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Ch\u00e8re petit papa et bonne maman.<\/p>\n<p>Avant de finir mes vacances de P\u00e2ques je viens vous \u00e9crire cette petite lettre pour vous dire que je les ai pass\u00e9es ga\u00eement.<\/p>\n<p>A Pl\u00e9n\u00e9e j&rsquo;ai \u00e9t\u00e9 gat\u00e9e par tout le monde. C&rsquo;\u00e9tait \u00e0 qui m&rsquo;aurait donn\u00e9 le plus de choses et la plus caress\u00e9e. Malgr\u00e9 tout j&rsquo;\u00e9tais press\u00e9e de retourner \u00e0 P\u00e9dernec car je n&rsquo;\u00e9tais pas har- die l\u00e0-bas. Nous avons eu beaucoup de plaisir. En allant on m&rsquo;a fait voir la ville de Guingamp, et puis nous nous sommes amus\u00e9es tout le temps dans le train.<\/p>\n<p>J&rsquo;ai aussi \u00e9t\u00e9 \u00e0 St Eloi et \u00e0 Plouaret o\u00f9 tante Marie Yvonne s&rsquo;est mise en quatre pour me faire plaisir et elle m&rsquo;a donn\u00e9 une pi\u00e8ce de 1 F pour avoir du bonbon.<\/p>\n<p>Je pensais trouver grand-p\u00e8re \u00e0 Plouaret mais le temps \u00e9tait trop mauvais. J&rsquo;ai regrett\u00e9 car j&rsquo;aurais voulu le voir. Tonton Ren\u00e9 \u00e9tait \u00e0 Plouaret la veille de mon arriv\u00e9e.<\/p>\n<p>Je suis grosse comme une boule. Tante Ste Anne de J\u00e9sus ne m&rsquo;aurait pas reconnue tant j&rsquo;ai bonne mine.<\/p>\n<p>Petite maman si tu m&rsquo;envoie une robe envoie-moi une bleue. J&rsquo;ai un beau chapeau et de belles bottines pour aller avec.<\/p>\n<p>Je vous prie, cher papa et bonne maman de dire bonjour \u00e0 tout le monde pour moi, ne m&rsquo;ou- bliez pas surtout aupr\u00e8s de Mme M\u00e9nager, de Mme Gentilhomme, Mme Duval et de leur famille.<\/p>\n<p>Au revoir cher papa et bien aim\u00e9e petite m\u00e8re. Votre petite Maria qui vous embrasse bien bien dur. Maria Duval<\/p>\n<h2>Tad-Kozh e Pariz<\/h2>\n<p>1900 : an Diskouezadeg Hollvedel e Pariz. Trenio\u00f9 \u00ab plijadur \u00bb, sa\u00f1set, war al linen- no\u00f9 a gas eus an holl rannvroio\u00f9 d&rsquo;ar g\u00earbenn. Trenio\u00f9 kalz gwelloc&rsquo;h-marc&rsquo;had evit sacha\u00f1 an dud da welout Pariz ha da zispign o zammo\u00f9 gwenneien.<\/p>\n<p>Ma, setu Tad-Kozh hag e vab, an tonton Paotr, oc&rsquo;h ober o so\u00f1j mont ivez d&rsquo;ober un tamm tro. Pell-pell a oa edo e verc&rsquo;hed o pedi\u00f1 anezha\u00f1 da vont d&rsquo;o gwelout. Brema\u00f1 eo marv unan anezhe, met he bugale &lsquo;oa du-hont, ha na pet ha pet all eus e gerent hag e amezeien !<\/p>\n<p>N&rsquo;ouzon ket e pe vare ar bloaz e oant aet, me &lsquo;gred e oa goude an eost pa oa dibre- set al labourio\u00f9 penna\u00f1. E ti va zud e lojent o-daou. Ne oa ket a weleo\u00f9 a-walc&rsquo;h met graet e veze <em>paillasse par terre <\/em>eme Mamm ; an ha\u00f1v tomm e oa. Pres vras a oa e Pariz e-skeud ar diskouezadeg-veur-se. Va zad a oa bet a-boan dezha\u00f1 kaout un devezh dieub da vlenia\u00f1 anezhe dre Bariz. Met va zonton Paotr hag en doa graet ul lodenn vat eus e amzer-soudard e Pariz a oueze ar roud, ha Mamm ivez a-benn neuze. Hi hag a oa un dra bennak evel un asistantez sosial, a-raok ar ger-se. Hi hag he devoa bleniet meur a Vreizhadez yaouank etrezek e-lec&rsquo;h m&rsquo;o dije da vont, o sikouret da gaout lojeiz ha labour, o bizitet en ospital pa vezent kla\u00f1v pell deus o c&rsquo;herent, eus o Brod evel ma lavar ar werz kozh \u00ab Janed en K\u00ear \u00bb.<\/p>\n<p>Dont a rae Bretoned Tonkedeg da welout Cha\u00f1-Mai ha Paotr Cha\u00f1-Mai ha pedet hag aspedet e vezent da vont da welout nouspet familh. Bez&rsquo; &lsquo;oa Soaz Gwernio\u00f9, a&nbsp; oa&nbsp;bet matezh e ti Tonton Paotr, dimezet da Louis Jafrez. Bez&rsquo; e oa Soazig Perrot, dimezet d&rsquo;ur marichal eus Tonkedeg ivez, a laboure war e gont e-unan : ober bin- vio\u00f9 evit implijidi K\u00ear-Bariz. Bez&rsquo; &lsquo;oa familh va zad : Reune Dualenn, adjudant e Joinville-le-Pont ; Imari o terc&rsquo;hel otel en Enghien ; Fran\u00e7ois o serviji\u00f1 &lsquo;n un ti- debri\u00f1 pe un dra bennak evel-se ; Janivonig, dimezet d&rsquo;un Duval all ivez, hema\u00f1 kontroller e Pariz. Bez&rsquo; e oa ivez bugale da Loeiz Dualenn, kendirvi da&rsquo;m zad. Bez&rsquo; &lsquo;oa Jean-Marie Lukaz Run-Rio\u00f9, e vab-bihan oc&rsquo;h ober e amzer-soudard e Pariz. Bez&rsquo; e oa evel-just e vab-kaer Gwezhenneg. Hema\u00f1 addimezet da Julia Tournoux hag e vugale vihan Ad\u00e8le hag Edouard.<\/p>\n<p>Met mignoned hag amezeien va zud e 248 rue de Paris e Montreuil-sous-Bois &lsquo;oa tout o tont da ziskouez o brasa\u00f1 joa ouzh va zad-kozh hag e vab. Ken erru mat &lsquo;oa Mamm gant an dud-ma\u00f1\u2026 Iskis eo, met hervez ma lavare perc&rsquo;henn an ti-se, an 248, da&rsquo;m mamm, e veze kemmet lokatourien e-barzh ken alies ha bep tri miz. Hag adalek ma oa deut va zud da chom e-barzh, den ne glaske mui diloja\u00f1. Ne vefen ket gouest da lavarout perak e gwirionez.<\/p>\n<p>Prim e oa tremenet ar sizhun-se eta gant Tad-Kozh. Gwelet ganta\u00f1 familh ha kenvroiz. Muioc&rsquo;h a amzer emicha\u00f1s en doa tremenet gant ar re-ma\u00f1 eget o tic&rsquo;houzouga\u00f1 ouzh marzho\u00f9 ar g\u00ear-veur ha trao\u00f9 souezhus an diskouezadeg etre- vroadel \u2014 pe gentoc&rsquo;h hollvedel.<\/p>\n<p>\u00ab Ma, eme Tad-kozh, ur g\u00ear gaer eo Pariz, memes tra, ret eo l\u00e2ret ar wirionez. Met, met netra evidon-me, n&rsquo;eo trec&rsquo;h da Donkedeg, e Breizh. Ar Vretoned n&#8217;emaint ket er g\u00ear ama\u00f1. N&#8217;emaint ket &lsquo;n o bro. Un dra bennak a zo a-dreuz pa&rsquo;z eo ret dezhe dont betek ama\u00f1 da c&rsquo;hounit o buhez ! \u00bb<\/p>\n<p>Ya, un dra bennak a oa sur a-dreuz hag a zo aet war washaat a-hed ar c&rsquo;hantved- ma\u00f1, siwazh ! A-viliono\u00f9 eo bet lonket Breizhiz gant Gastopolis. Lod o deus gallet tec&rsquo;hel prim a-walc&rsquo;h gant un tammig yalc&rsquo;had da sevel un dra bennak en o bro. Lod all, trec&rsquo;het gant kle\u00f1ved ha droukcha\u00f1so\u00f9, a zo marvet du-hont er vizer. Lod all a zo chomet betek o retred ha deut neuze da vervel en o c&rsquo;horn-bro, met ar re-ma\u00f1 eo ar peurliesa\u00f1 chomet o bugale du-hont, dimezet alies gant tud eus pro- vi\u00f1so\u00f9 all. Diskoulm ebet ken d&rsquo;o c&rsquo;hudenn, teuzet o fersonelezh vreizhat e mes- kailhez ar c&rsquo;hwec&rsquo;hkogn.<\/p>\n<p>Me &lsquo;gred, war hent an distro, e tlee Tad-Kozh kana\u00f1 evel Tomaz Kamlez o tistrei\u00f1 d&rsquo;e vro :<\/p>\n<p><em>Adieu Kapital Fra\u00f1s diaes, koant ha treitour\u2026<\/em><\/p>\n<p><em>\u2026<\/em><\/p>\n<p><em>M&rsquo; hoc&rsquo;h ali yaouankiz, mar kirit va c&rsquo;hredi\u00f1 Nan it ket da Bariz, da glask &lsquo;n em istrui\u00f1 Rak e-pad o buhez &lsquo;reont ar memes tra Diroutinet un deiz int sotoc&rsquo;h &lsquo;vit ar wa(z). <\/em>(In \u00ab Itinerer an Tour de France \u00bb \u2014 1870)<\/p>\n<p>Ne oa ket dinec&rsquo;h spered Tad-Kozh o tistrei\u00f1 eus Pariz evelkent, rak e nizez Joz, a oa ganta\u00f1 tost da bemp bloaz &lsquo;oa, &lsquo;oa o vont da zimezi\u00f1 d&rsquo;un den yaouank eus Tonkedeg ivez ; ha penaos e raje adarre e-unan da eizh vloaz ha tri-ugent treme- net ? Mamm a oa deut da zegas Maria d&rsquo;ar skol da Bederneg, marteze end-eeun he doa beajet asambles gant he zad hag he breur o tistrei\u00f1 eus Pariz gant an tren \u00ab pli- jadur \u00bb marc&rsquo;had-mat sa\u00f1set, hag a chome a-sav e kement gar &lsquo;zo etre Pariz ha Brest. Kouchet an dud e-barzh evel foenn er solier.<\/p>\n<p>Chom a reas Mamm ganta\u00f1 betek fin ar bloaz peogwir e oa aet Joz gant he fried da zerc&rsquo;hel un tammig atant e Tonkedeg bepred. Met Mamm n&rsquo;helle ket chom re bell e-maez ar g\u00ear. Va zad a oa null da zerc&rsquo;hel ti e-unan ha &lsquo;n em daol a raje adarre da eva\u00f1.<\/p>\n<p>Ret &lsquo;oa kaout un diskoulm d&rsquo;ar gudenn ha n&rsquo;oa ket aezet. Tad-Kozh a yae e yec&rsquo;hed prim war ziskar. E galon &lsquo;oa skuizh, div wech e oa bet ret kaout ar mezeg war e dro : un wech e ti e verc&rsquo;h e Run-Rio\u00f9, ma oa aet di war e dreid gant un devezh moues- tijenn ; prest &lsquo;oa da vouga\u00f1 pa oa erruet. Ret e oa bet gervel ar medisin war e dro ha kas anezha\u00f1 en-dro d&rsquo;ar g\u00ear gant ar wetur. Ur wech all e oa o sikour hada\u00f1 ed e ti c&rsquo;hoar Erwan &lsquo;n Alan, ur vaouez kozh o veva\u00f1 diwar nebeut gant menaj ur vuoc&rsquo;h. Un dachenn winizh a hade bep bloaz, ha Tad-kozh a yae da sikour da heul term Roperz-Huon. Poan en doa bet en deiz-se o tont d&rsquo;ar g\u00ear. An deiz &lsquo;oa bet gleb ha mankout a rae e galon hag e alan dezha\u00f1. Ar medisin a zifennas outa\u00f1 labourat ha mont e-unan en roud dreist-holl pa vije amzer voug.<\/p>\n<p>Trubuilhet-spontus &lsquo;oa o so\u00f1jal e vije ret dezha\u00f1 lezel e venaj bihan, e di e-unan, ha mont, evel ma l\u00e2re, war oaled tud all. Met ouzh ar ret n&rsquo;eus ket a remed.<\/p>\n<p>E ti e vab e oa e blas hiviziken. Aze &lsquo;oa an diskoulm nemeta\u00f1. E g\u00ear gozh a oa eno. Eno e oa ganet. Eno e oa ganet ha savet e familh. Eno e oa marvet e bried karet. An ti-se a oa savet ganta\u00f1. Na oa ket aze ur santimetrad-karrez a zouar a-gement n&rsquo;en dije skuilhet warna\u00f1 e c&rsquo;hwezenn.<\/p>\n<p>Mestr Roperz-Huon &lsquo;oa e vab, gwir eo. Ur mab doujus ha degemerus. Met bez&rsquo; &lsquo;oa ur verc&rsquo;h-kaer, ur plac&rsquo;h speredek, ur plac&rsquo;h a-benn, ur wreg vat, ur vamm vat. Met un dra bennak dilavarus &lsquo;oa etrezi hag he zad-kaer. Istim ha douja\u00f1s he doa evita\u00f1, ne c&rsquo;helle ket beza\u00f1 a-hend-all : un den a seurt gant Tad-Kozh. Setu e doare komz a-vrema\u00f1 a vefe l\u00e2ret : n&rsquo;edont ket o-daou war ar memes hedad-gwagenno\u00f9. N&rsquo;o doa netra an eil da rebech d&rsquo;egile koulskoude. Met setu, re a bersonelezh o doa an eil hag egile\u2026<\/p>\n<p>An div seurez a oa deut un nebeud devezhio\u00f9 e vaka\u00f1s da di o zad. M\u00e8re Anne de J\u00e9sus &lsquo;oa dija gwall gla\u00f1v ha bet he doa aotre da zont d&rsquo;ober un diwezha\u00f1 gwela- denn d&rsquo;he zad, ha da Roperz-Huon ma oa chomet ken stag he c&rsquo;halon outa\u00f1. Saint Lucien &lsquo;oa lezet da zont ganti ivez un devezh bennak. Poaniet e oant o-div gant tru-builh o zad. Kaer o doa klask e frealzi\u00f1. Re galet e kave e blanedenn. Gwir eo pa vez savet un tiad bugale gant kalz a boan en un amzer ma oa ken start derc&rsquo;hel bara ha ne oa hini anezhe chomet ganta\u00f1 da zerc&rsquo;hel e di en e gozhni\u2026<\/p>\n<p>Mont a rae a-wecho\u00f9 betek bevenn an dispi : \u00ab Lakit ac&rsquo;hanon aze, emeza\u00f1, e-kreiz Park Penn an Ti ha grit un dennadeg warnon\u2026 \u00bb Ur ranngalon &lsquo;oa d&rsquo;e vugale klevout kement-se.<\/p>\n<p>Mamm, goude beza\u00f1 kuzulikaet gant he fried, va zad, chomet e-unan e Pariz, a zivi- zas chom c&rsquo;hoazh ganta\u00f1 un nebeud sizhunvezio\u00f9 gant doan e kouezhje kla\u00f1v gant ar glac&rsquo;har. Met se ne c&rsquo;helle ket padout. Maiaig &lsquo;oa lakaet e pa\u00f1sion e Pederneg gant he zintin M\u00e8re Saint Lucien, en oad &lsquo;oa da veza\u00f1 skoliet. Ha Mamm a rankas distrei\u00f1 adarre davet he fried pe &lsquo;vije bet aet ar stal da fall ganta\u00f1, pa ne oa bis- koazh en em lakaet da ober e venaj e-unan. E-skeud debri\u00f1 er-maez, e veze evet ivez !<\/p>\n<p>E nizez Joz &lsquo;oa dimezet. Setu-e\u00f1 e-unan, ar paourkaezh Tad-Kozh. Un devezherez kozh, Soez, a veze o kanna\u00f1 hag o sikour ober a bep seurt e ti va zonton Paotr, a oa deut ganta\u00f1 da c&rsquo;hortoz ma&rsquo;z asantfe lezel e stalig evit mat.<\/p>\n<p>Kavet &lsquo;m eus lizher ma zonton Paotr da&rsquo;m zud o kemenn dezhe e oa erru Tad-Kozh e Roperz-Huon hag e oa renket pep tra. Setu an tenor anezha\u00f1 :<\/p>\n<p>Tonqu\u00e9dec le * janvier 1901 Cher beau-fr\u00e8re et ch\u00e8re s\u0153ur<\/p>\n<p>Je viens vous informer que nous avons fini d&rsquo;arranger les affaires de mon p\u00e8re, il a m\u00eame quit- t\u00e9 le Convenant Jugard depuis samedi et il s&rsquo;est install\u00e9 chez moi dans la petite chambre.<\/p>\n<p>La vache a \u00e9t\u00e9 vendue jeudi \u00e0 Lannion 195fr. mais naturellement c&rsquo;\u00e9tait pour lui. Le cochon&nbsp; a \u00e9t\u00e9 vendu 154fr.<\/p>\n<p>Il s&rsquo;est r\u00e9serv\u00e9 son armoire, son lit, son horloge avec son coffre, quelques effets de literies, divers autres objets tels que verres, bols, chaises etc. Le tout pouvant valoir 130 \u00e0 140 F ce qui porte \u00e0 480fr. ce qu&rsquo;il a pris sur son mobilier.<\/p>\n<p>Pour les meubles meublants on a fait 2 lots dont un nous appartient et l&rsquo;autre \u00e0 Marie-Yvonne. Le 3e lot a \u00e9t\u00e9 compens\u00e9 par du bl\u00e9. On tirait au sort, mon p\u00e8re tirait pour vous et voici le&nbsp; lot qui vous est \u00e9chu :<\/p>\n<p>Le lit qui faisait face \u00e0 la porte, estim\u00e9 . . . 25 F. La table avec ses bancs, estim\u00e9s . . . . . . . . . 8 F. Le banc-dossier, estim\u00e9&nbsp;&nbsp; . . . . . . . . . . . . . . . 3 F.<\/p>\n<p>Le buffet, estim\u00e9&nbsp;&nbsp; . . . . . . . . . . . . . . . . . . . 6 F.<\/p>\n<p>La baratte, estim\u00e9 . . . . . . . . . . . . . . . . . . . 3 F.<\/p>\n<p>La grand marmite, estim\u00e9e&nbsp; . . . . . . . . . . . . . 9 F.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>La brouette estim\u00e9e&nbsp;&nbsp; . . . . . . . . . . . . . . . . . 9 F.<\/p>\n<p><strong>Total <\/strong><strong>. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . 63 F.<\/strong><\/p>\n<p>* Ama\u00f1 un darchadenn, n&rsquo;eo ket lennapl an deiziad.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Je t\u00e2cherai de vous les conserver pour le mieux. Marie-Yvonne a eu la grande armoine esti- m\u00e9e 60 F et moi j&rsquo;ai eu du bl\u00e9 en compensation.<\/p>\n<p>La literie a \u00e9t\u00e9 partag\u00e9e en 3 parties \u00e9gales ainsi que la vaisselle que mon p\u00e8re n&rsquo;a pas gard\u00e9e. J&rsquo;ai mis voytre part de c\u00f4t\u00e9, vous les aurez quand vous voudrez. Quant au bois de chauffage et le peu de paille qu&rsquo;il y avait, nous les avons enlev\u00e9s, Lucas et moi par moiti\u00e9, mais voici ce que nous nous sommes convenus de vous donner quand vous viendrez au pays et pour la part qui vous est due :<\/p>\n<p><strong>chacun de nous : <\/strong>100 fagots, un mille de paille, un mille de l\u00e9gumes et 500 livres de patates<\/p>\n<p>Il se peut que je ne serai pas exempt de commentaires, mais j&rsquo;ai eu \u00e0 c\u0153ur d&rsquo;avoir fait pour le mieux.<\/p>\n<p>Nous ne savons pas encore ce que nous ferons des r\u00e9coltes, mais, ma part, je suis content de l&rsquo;abandonner, ce qui doit me revenir, pour \u00eatre exempt de payer le loyer.<\/p>\n<p>J&rsquo;esp\u00e8re une r\u00e9ponse pour me dire que vous acquiescez \u00e0 ce que nous avons fait, mon p\u00e8re&nbsp;&nbsp; \u00e0 l&rsquo;air d&rsquo;\u00eatre content depuis qu&rsquo;il est arriv\u00e9.<\/p>\n<p>Nous nous portons bien tous et d\u00e9sirons que vous y \u00eates de m\u00eame. Votre d\u00e9vou\u00e9 fr\u00e8re<\/p>\n<p>Ollivier (sinadur)<\/p>\n<p>As-tu parl\u00e9 \u00e0 Gu\u00e9zennec de ses terres ?<\/p>\n<p>N&rsquo;ouzon ket perak e komze Tonton Paotr eus <em>r\u00e9coltes. <\/em>Emicha\u00f1s &lsquo;oa bet hadet dija ed, kerc&rsquo;h ha gwinizh e Koumanant-Sugard pa oa dilojet Tad-Kozh.<\/p>\n<p>An douar-se a oa d&rsquo;an dintin Teofil, an hini &lsquo;oa marv dija, met Gwezhenneg, he fried, a oa kulator d&rsquo;ar vugale, heritourien a-berzh o mamm ha perc&rsquo;henn eta da Goumanant-Sugard ha dleourien, evel pep hini eus bugale Tad-Kozh, d&rsquo;ar ba\u00f1sion divizet er rezervasion.<\/p>\n<p>Emaomp eta e Genver 1901. Tad-Kozh a rae ar pezh a c&rsquo;helle e Roperz-Huon, siou- la\u00f1 ma c&rsquo;helle, doan dezha\u00f1 atav da veza\u00f1 a re er gaoz. Mab hena\u00f1 Tonton Paotr, Imari \u2014 va faeron diwezhatoc&rsquo;h \u2014 a oa er skol e bourk Tonkedeg. L\u00e9ontine &lsquo;oa kaset da Bederneg ivez, asambles gant Maia. Ne chome neuze nemet Marie-Ang\u00e8le, tri pe bevar bloaz, ur bugel futet, ul latenn dezhi. Ne vanke ket a gaoz d&rsquo;an tad-kozh, met sav-taol e veze kollet e vazh aet gant an hini vihan. Pa&rsquo;z ae ganta\u00f1 da gas ar saout d&rsquo;ar park e felle dezhi kaout bazh an tad-kozh da gouch war ar saout :<\/p>\n<p>\u00ab Dama\u00f1 din ar vazh-se, Ta-Kozh. C&rsquo;hwi zo &lsquo;r vezh gwelout anoc&rsquo;h gant ar vazh-se. Roit &lsquo;nei din da gouch ar saout ! \u00bb Seder ha fentus &lsquo;oa, ha dever enni !<\/p>\n<p>Va zintin St. Lucien a zeue ur wech an amzer da zegas an div vihan da welout o zud hag o zad-kozh. Ur \u00ab c&rsquo;hourier \u00bb a oa oc&rsquo;h ober an treizh etre Lannuon ha Gwengamp hag a dremene dre Bederneg ha dre Donkedeg. Marc&rsquo;had Lannuon d&rsquo;ar Yaou, marc&rsquo;had Gwengamp d&rsquo;ar Sadorn. Ha Maiaig, petra &lsquo;rae ? Miret he \u00ab bo\u00f1bo\u00f1 \u00bb \u2014 p&rsquo;he dije \u2014 da zegas d&rsquo;he zad-kozh\u2026 Deut &lsquo;oa Tad-Kozh da veza\u00f1 sot gant sukr. Mamm a zegase ivez dezha\u00f1 pakado\u00f9 dre ar post. Iskis eo. An tado\u00f9-kozh, peurvuia\u00f1 eo a bren \u00ab bo\u00f1bo\u00f1 \u00bb d&rsquo;o bugale-vihan.<\/p>\n<p>Ar paourkaezh Tad-Kozh ! Ur glac&rsquo;har bras &lsquo;oa da gouezha\u00f1 warna\u00f1 c&rsquo;hwec&rsquo;h miz goude ma oa deut da di e vab. Marv e verc&rsquo;h S\u0153ur Anne de J\u00e9sus. E noz Gouel-Yann 1901 &lsquo;oa marvet trumm hec&rsquo;h-unan, taolet ganti he gwad.<\/p>\n<p>Kla\u00f1v-bras e oa pell a oa. Degemennet &lsquo;oa bet d&rsquo;ar familh mont d&rsquo;he gwelet. Tad- Kozh, a gave re skuizhus dezha\u00f1 ober ar veaj da Bleneved-Yugon, a baeas o zren da Varivon ha d&rsquo;e vab Tonton Paotr. Ha, hervez am eus klevet goude, da bell goude evel-just, graet he doa ur sarmon d&rsquo;he c&rsquo;hoar ha d&rsquo;he breur. An daou-ma\u00f1 o doa bet al lodenn vrasa\u00f1 eus mobilier va zad-kozh. Peogwir Marivon a oa bet e-pad dek pe daouzek vloaz o veza\u00f1 sikouret e kement stumm eus ar g\u00ear pa ne oa nemeti dimezet. Mont a raed da sikour war al labour pa&rsquo;n em gaved foulet gant al labour. Pa&rsquo;n em gave berr ar boued-loened, pe ar boued-tud, n&rsquo;he doa nemet dont d&rsquo;ar g\u00ear da gerc&rsquo;hat, kuit a voneiz, se &lsquo;zo sklaer.<\/p>\n<p>Va zonton Paotr neuze, pa oa chomet ar menaj war e gont e Roperz-Huon en doa bet ar mobilier en e lavar, rak Tad-Kozh a l\u00e2re ordin e oa gwelloc&rsquo;h ganta\u00f1 gwelet anezhe tout o vont gant an dour eget gwelet ar werzh warne.<\/p>\n<p>Degaset he devoa M\u00e8re Sainte Anne de J\u00e9sus so\u00f1j d&rsquo;an daou-ma\u00f1 eus ar pezh o doa profitet, ha lavarout dezhe &lsquo;oa o dever sikour o c&rsquo;hoarezed. Va mamm pa zistroje d&rsquo;ar vro, ha bugale Teofil &lsquo;oa brema\u00f1 ul lezvamm warne hag a sachfe ar muia\u00f1 posupl evit he merc&rsquo;h hec&rsquo;h-unan. \u00ab Te, va c&rsquo;hoar Marivon, ac&rsquo;h eus graet dija da zever frank o tegemer da c&rsquo;hoar Teofil en he c&rsquo;hle\u00f1ved mervel hag o soursial ouzh he bugale. Te, va breur, a ranko dit, pa zeuy da c&rsquo;hoar vihan d&rsquo;ar vro, sikour anezhi da gemer he la\u00f1s. Da zever eo. \u00bb<\/p>\n<p>Prometi\u00f1 a reas ar breur ha dalc&rsquo;het en doa d&rsquo;e bromesa. Trugarez dezha\u00f1. Hag an dintin Marivon ivez, daou vloaz goude, pa oa ranket degas Maia war ar maez, war urzh ar medisin, c&rsquo;hwec&rsquo;h pe seizh sizhun a-raok ma oa dieub Trao\u00f1-an-Dour, he doa degemeret anezhi gant he mamm ha marvet e oa va c&rsquo;hoar vihan ganti evel ma oa marvet Teofil. Doue d&rsquo;o fardono holl\u2026<\/p>\n<p>Pa oa erruet ar pellskrid e Roperz-Huon da gemenn &lsquo;oa marv M\u00e8re Anne de Jesus e oa an dud o vernia\u00f1 foenn e park nesa\u00f1 d&rsquo;an ti. Tad-Kozh &lsquo;oa ivez gante ha bet &lsquo;oa ken skoet gant ar c&rsquo;helo\u00f9 ma oa kouezhet war e vern foenn, hanter semplet. Ken fall &lsquo;oa e galon dija. Setu &lsquo;oa aet div eus e verc&rsquo;hed &lsquo;n ur ober pevar bloaz ! Homa\u00f1&nbsp;da vihana\u00f1 na chome ket a vugale war he lerc&rsquo;h. Met ur plac&rsquo;h a dalvoudegezh vras e oa. Ur gwall goll &lsquo;oa bet d&rsquo;ar gouent-vamm. Ezel &lsquo;oa eus kuzul ar gouent, mamm- briolez e Pleneved ha hi yaouank-flamm c&rsquo;hoazh. Da c&rsquo;hwec&rsquo;h vloaz ha tregont e varve. Ouzhpenn ober skol hag he c&rsquo;harg a superiolez e roe ivez kentelio\u00f9 prevez da zimezelled ar c&rsquo;hastell e Pleneved. Ha pa oa graet ar c&rsquo;hadastr nevez er gumun &lsquo;oa-hi eo he doa graet ar pep brasa\u00f1 eus al labour. Setu pa oa marv, ar maer hag e guzul o doa kinniget ur bez dezhi er vered \u00ab da viken \u00bb. Ar <em>Palmes Acad\u00e9miques <\/em>he doa bet ivez hervez. Liva\u00f1 taolenno\u00f9 a rae ivez. Se ne&rsquo;m eus ket gwelet, met he barzhonego\u00f9 a brizan kalz rak al lodenn vrasa\u00f1 anezhe a zo bet awenet gant he yaouankiz e Roperz-Huon.<\/p>\n<p>Ul lizher digant M\u00e8re St Lucien da&rsquo;m zud goude marv he c&rsquo;hoar a lavar pegen erru mat &lsquo;oa ha pegen prizet.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>J.M.J.<\/p>\n<p>Cher beau-fr\u00e8re et bien-aim\u00e9e s\u0153ur<\/p>\n<p>Vous me pardonnerez de ne pas vous avoir r\u00e9pondu plus t\u00f4t. Mon c\u0153ur encore tout saignant me laisse \u00e0 peine la force d&rsquo;accomplir mes devoirs les plus indispensables. Quel coup de Dieu ! J&rsquo;ai beau faire je ne puis tirer la vue et la pens\u00e9e de la pauvre petite s\u0153ur Anna de J\u00e9sus de mon esprit.<\/p>\n<p>Je crois fermement cependant, que notre ch\u00e8re regrett\u00e9e est mieux l\u00e0-haut qu&rsquo;ici-bas et qu&rsquo;elle interc\u00e8de d\u00e9j\u00e0 en faveur des siens aupr\u00e8s de Dieu car la mort \u00e9tant l&rsquo;\u00e9cho de la vie, la sienne a d\u00fb \u00eatre bien pr\u00e9cieuse aux yeux du bon Dieu.<\/p>\n<p>Ch\u00e8re Fran\u00e7oise, je t&rsquo;ai gard\u00e9 le petit chapelet de Ste Anne de J\u00e9sus pour souvenir. C&rsquo;est un chapelet qu&rsquo;elle a souvent \u00e9gren\u00e9 et bais\u00e9, celui qu&rsquo;elle tenait entre ses doigts glac\u00e9s dans sa chapelle mortuaire, celui qu&rsquo;elle avait au cou en mourant.<\/p>\n<p>Si je n&rsquo;\u00e9coutais que mon \u00e9go\u00efsme, je l&rsquo;aurais gard\u00e9 pour moi comme une pr\u00e9cieuse relique. Je me demande comment te l&rsquo;envoyer. J&rsquo;ai si grand-peur qu&rsquo;il ne soit perdu. Je vous envoie ci-joint un petit brin de ses cheveux et une petite image (des siennes) pour chacun de vous.<\/p>\n<p>Que vous dirais-je maintenant ? Je suis all\u00e9e voir mon p\u00e8re avec la petite Maria le jeudi&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; 4 juillet. Ce m\u00eame jour il y avait des messes pour Ste Anne de J\u00e9sus, mais n&rsquo;ayant pas \u00e9t\u00e9 avertie, je n&rsquo;ai pu y assister \u00e0 mon grand regret. Mon p\u00e8re va passablement sans \u00eatre fort. Il tousse toujours beaucoup et a toujours la courte haleine. Je le trouve cependant un peu plus fort que l&rsquo;autre fois.<\/p>\n<p>Marie-Yvonne \u00e9tait \u00e0 la maison. Elle est bien, ainsi que toute sa maisonn\u00e9e et celle de Ropers- Huon. Yves-Marie a pass\u00e9 son examen du certificat d&rsquo;\u00e9tudes avec succ\u00e8s.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Jeudi dernier j&rsquo;ai \u00e9t\u00e9 assister au service d&rsquo;octave de la pauvre petite Ste Anne \u00e0 Pl\u00e9n\u00e9e. Ceci m&rsquo;a encore renouvel\u00e9 toute ma douleur et cependant il faut que je m&rsquo;y fasse une raison en t\u00e2chant de me r\u00e9signer \u00e0 la Sainte Volont\u00e9 de Dieu. Je sais que son sort est plut\u00f4t \u00e0 envier qu&rsquo;\u00e0 plaindre.<\/p>\n<p>L&rsquo;assistance \u00e9tait aussi nombreuse au service qu&rsquo;\u00e0 l&rsquo;enterrement : douze pr\u00eatres, une cin- quantaine de religieuses et une grande foule de monde. Il n&rsquo;y a qu&rsquo;une voix pour dire que notre pauvre s\u0153ur est haut dans le ciel. Une s\u0153ur converse de Jugon me dit : j&rsquo;ai suppli\u00e9 ma M\u00e8re de me laisser venir sur la tombe de M\u00e8re Ste Anne de J\u00e9sus pour demander ma gu\u00e9ri- son. Pauvre s\u0153ur, si elle a quelque puissance aupr\u00e8s du bon Dieu, je sais qu&rsquo;elle n&rsquo;oubliera pas les siens. En attendant prions beaucoup pour elle aussi, car il faut \u00eatre si pure pour entrer dans le ciel.<\/p>\n<p>Et maintenant un petit mot de la ch\u00e8re petite Maria. Elle est bien portante, joue et travaille presque trop, mais mange avec moins d&rsquo;app\u00e9tit depuis les grandes chaleurs, aussi elle s&rsquo;est beaucoup coul\u00e9e. Elle ne peut plus aussi prendre de l&rsquo;huile et je lui ai achet\u00e9 une bouteille de Malaga qu&rsquo;elle prend m\u00e9lang\u00e9 \u00e0 du vin de Quinquina. Elle ne souffre pas, de nulle part et s&rsquo;amuse comme dix, mais c&rsquo;est la chaleur qui lui \u00f4te l&rsquo;app\u00e9tit.<\/p>\n<p>J&rsquo;oubliais toujours de vous demander lequel des 2 cat\u00e9chismes, breton ? fran\u00e7ais ? il faudra qu&rsquo;elle apprenne. Elle sait joliment de l&rsquo;un et l&rsquo;autre.<\/p>\n<p>Eug\u00e8ne Leroy arrive du pardon de Plouaret, Marie-Yvonne n&rsquo;\u00e9tait pas contente que la petite Maria ne l&rsquo;avait pas accompagn\u00e9e, mais la petite ne voulait pas aller sans moi. J&rsquo;oubliais de vous dire que la petite Maria n&rsquo;a pas vu sa bonne grand-m\u00e8re comme elle avait promis de venir jusqu&rsquo;\u00e0 chez mon fr\u00e8re. Je n&rsquo;ai pas cru devoir envoyer la petite Maria, par une telle chaleur jusqu&rsquo;\u00e0 Kerrangwez. Mais nous avons attendu inutilement jusqu&rsquo;\u00e0 5 heures. Maria avait beaucoup de chagrin de ne pas la voir et je partageais sa peine.<\/p>\n<p>On m&rsquo;a dit que votre bonne m\u00e8re \u00e9tait tr\u00e8s pein\u00e9e, que vous ne lui \u00e9criviez pas plus souvent. Pourvu que Gu\u00e9zennec ne nous tracasse pas avec le petit bien de la pauvre Ste Anne. S&rsquo;il venait \u00e0 le faire vendre ce serait tr\u00e8s d\u00e9sagr\u00e9able pour tout le monde et pour moi en parti- culier. Je crois qu&rsquo;Eug\u00e8nie partira \u00e0 la fin de l&rsquo;autre semaine pour Paris. Nous attendons la r\u00e9ponse de Jean-Marie. Si elle y va elle ira vous voir avant de retourner \u00e0 P\u00e9dernec. Je vais voler un peu de papier \u00e0 Maria. Offrez ma religieuse affection \u00e0 Gu\u00e9zennec et \u00e0 Julia et embrassez les deux enfants pour moi s.v.p.<\/p>\n<p>Skrivet &lsquo;oa a-dreuz hag a-hed al lizher-ma\u00f1. Berr &lsquo;oa ar paper gant Tintin Seur. Komz a ra eus kemer paper Maria. Marteze &lsquo;oa ur follennig all da heul, distag ha kollet ?<\/p>\n<p>Doan he doa M\u00e8re St Lucien en dije lakaet Gwezhenneg, ar breur-kaer addimezet, gwerzha\u00f1 peadra S\u0153ur Anne de J\u00e9sus. Un hanter eus ar feurm anvet \u00ab St-Jean \u00bb a oa da bep hini eus an div seurez, an hanter-se &lsquo;oa eta da ranna\u00f1 etre ar breur hag ar c&rsquo;hoarezed peogwir ne gemerje va zad-kozh nemet e rezervasion ; indivis &lsquo;oa ar peadra-se etre an div c&rsquo;hoar, met goude e oa bet ret renka\u00f1 an trao\u00f9 dirak noter hag ober ur partaj. Diwezhatoc&rsquo;h, unan eus bugale Teofil, ezhomm dezhi arc&rsquo;hant da brena\u00f1 un ti-ko\u00f1vers, a lakaas ar feurm e gwerzh. Prenet e oa bet gant an dintin Marivon ha dalc&rsquo;het ganti hag he bugale betek m&rsquo;o doa dilezet o menaj bras e Run- Rio\u00f9. An daou feurm-ma\u00f1 a zo stok-ha-stok o douaro\u00f9.<\/p>\n<p>Eug\u00e9nie Leroy-ma\u00f1 a zo kaoz diouti e meur a lizher a oa ur verc&rsquo;h-vihan d&rsquo;ur c&rsquo;hoar da&rsquo;m mamm-gozh : Annivon, dimezet d&rsquo;un Nikolaz. He merc&rsquo;h, Jan Run-Rio\u00f9,&nbsp;kaera\u00f1 plac&rsquo;h &lsquo;oa e kanton Plouared, hervez, a oa dimezet da unan diwar an hent- houarn. Eug\u00e9nie a oa he merc&rsquo;h hag ur breur he devoa : Eug\u00e8ne ! Marvet &lsquo;oa o mamm abred hag Eug\u00e9nie &lsquo;oa bet savet e Pederneg gant tintin M\u00e8re Saint Lucien. Dimezet eo bet gant mab ur c&rsquo;ho\u00f1versant bras eus bourk Tregrom ha marvet ez-yaouank, hi hag he bugel bihan. Mont a rae dija d&rsquo;ar skol.<\/p>\n<p>Komz a ra Tintin Seur eus Maia en he lizher. Ne oa ket solut. Kavet em eus ul lizher eus an amzer-se a gredan. Deiz ebet warna\u00f1 evel kustum.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Bon petit papa et maman ch\u00e9rie<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Je termine ma journ\u00e9e de la Foire du Mene Bre * en vous envoyant mes plus affectueux bai- sers et en vous r\u00e9p\u00e9tant combien je vous attends avec impatience.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>J&rsquo;ai vu Tante Marie-Yvonne aujourd&rsquo;hui et elle m&rsquo;a dit que vous deviez arriver avant la fin du mois. Ah, je compte les jours ! oh non, les heures !<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Gare \u00e0 tes joues je les mangerai. En attendant ce bonheur, je me porte bien. Je travaille bien, je suis dans la premi\u00e8re classe, dans la premi\u00e8re division.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Eug\u00e9nie a \u00e9t\u00e9 re\u00e7ue hier une des premi\u00e8res du canton. Elle n&rsquo;est pas forte.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Allons bonne petite maman et cher papa, je vous quitte en vous priant de pr\u00e9senter mes res- pects&nbsp; \u00e0&nbsp; toutes&nbsp; mes&nbsp; connaissances&nbsp; amies,&nbsp; surtout&nbsp; \u00e0&nbsp; Mme&nbsp; M\u00e9nager,&nbsp;&nbsp; \u00e0&nbsp; Mme&nbsp; Duval,&nbsp; \u00e0&nbsp;&nbsp;&nbsp; Mme Gentilhomme et \u00e0 tout le monde.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>J&rsquo;oubliais de vous dire que grand-m\u00e8re a \u00e9t\u00e9 me voir et qu&rsquo;elle m&rsquo;a arrondi ma bourse. A ces jours bien aim\u00e9s parents.<\/p>\n<p>Votre petite Maria qui vous saute d\u00e9j\u00e0 dans les bras et vous embrasse bien fort, bien dur.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Maria Duval<\/p>\n<p>Ne gomprenan ket mat petore hini eus foario\u00f9 Bre &lsquo;zo kelo\u00f9 e-barzh al lizherig-ma\u00f1 ha n&rsquo;eo ket deiziadet. Ma oa ar foar nevez, se &lsquo;vije eizhtez dres a-raok marv M\u00e8re Anne de J\u00e9sus a oa marvet deiz Gouel Yann. Maria a seblante gortoz he zud kent fin ar miz. Met ne oa ket deut Mamm evit marv he c&rsquo;hoar kennebeut. Bet &lsquo;oa kla\u00f1v-hi ur pennad mat &lsquo;tro an amzerio\u00f9-se, un \u00ab espera\u00f1s \u00bb eus ur bugel he doa bet ha troet an trao\u00f9 da fall ha chomet pell kla\u00f1v goude. Kredi\u00f1 a ran end-eeun ne oa ket aet Maia d&rsquo;ar g\u00ear e-pad miz Eost ar bloaz-se. Ne bade ar vaka\u00f1so\u00f9 bras nemet ur miz pe bemp sizhun d&rsquo;an ampoent ha chomet &lsquo;oa an hini vihan e Pederneg gant he zintin.<\/p>\n<p>* Foar Menez-Bre &lsquo;veze d&rsquo;ar 17 a viz Mezheven. Foar Ouel-Eost d&rsquo;an 2 a viz Eost. Foar Vaho-Bre d&rsquo;an 22&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp;&nbsp; a viz Gwengolo.<\/p>\n<p>Hag an tad-kozh, petra &lsquo;oa e vuhez e Roperz-Huon e-pad en daou vloaz-se, ma oa bet, evel ma l\u00e2re, war oaled tud all ?<\/p>\n<p>Ne oa ket gouest ken d&rsquo;ober e lod er park evel ur gwaz. Ober a rae, a ouzon a- walc&rsquo;h, ar muia\u00f1 ma c&rsquo;helle. Mil maneur a zo d&rsquo;ober war-dro ur menaj na c&rsquo;hou- lennont ket nemeur a nerzh. Kentoc&rsquo;h muioc&rsquo;h a basianted : troada\u00f1 binvio\u00f9 da skouer, spisa\u00f1 kerdin, ficha\u00f1 klouedo\u00f9 pa vez torret bizhier e-barzh, pe er skeulio\u00f9, pe er c&rsquo;hrivizhier, hag all. Ober skubellenno\u00f9 bezv, lakaat dent er restell-eost. Un dra hag a c&rsquo;houlenne kalz a amzer hag a basianted e oa c&rsquo;hwennat ar c&rsquo;harotez gwenn. Bez&rsquo; e veze hadet pla\u00f1chennado\u00f9 a-hed ar park evit ar c&rsquo;hezeg d&rsquo;ar c&rsquo;houlz-se. Ne oa ket ar c&rsquo;hiz da rei\u00f1 beterabez dezhe. Ar c&rsquo;harotez-se &lsquo;oa pitouilh- tre da c&rsquo;hwennat, diwar benno\u00f9 an daoulin, ha ret &lsquo;oa gwelet sklaer. Tad-Kozh, e\u00f1, &lsquo;n devoa kollet ul lagad \u2014 hep nemeur a boan, hogos, ha hep gouzout dezha\u00f1. Santout a rae, emeza\u00f1, evel pa vije un dra bennak o fi\u00f1val hag o trei\u00f1 e diabarzh&nbsp; e lagad. Un deiz ma oa o sellout etrezek Kastell Kergrist e tu all d&rsquo;al Leger, evel ma oa an heol a-fas dezha\u00f1 e lakaas e zorn war e lagad dehou evel ma vez graet da vizeal. Ne welas netra gant e lagad kleiz. Born e oa ha ne oueze ket. Netra d&rsquo;ober, ar gozhni.<\/p>\n<p>Dic&rsquo;harzha\u00f1, delioua a oa alies labour ar re gozh er mizio\u00f9 du, ha drailha\u00f1 skilio\u00f9 d&rsquo;ober tan. Ret &lsquo;oa memes tra kaout un tamm nerzh evit se. Evit drailha\u00f1 patatez da hada\u00f1 &lsquo;kerzh Pask &lsquo;oa ret ivez gwelout un tamm skl\u00earijenn. Koulz ar foenn, kement hini, bihan ha bras, kozh ha yaouank a-gement a veze gouest da fi\u00f1val ur forc&rsquo;h a veze kavet labour dezha\u00f1 ; ferc&rsquo;hier-koad da drei\u00f1 ha da vernia\u00f1, ur forn- houarn da zirecha\u00f1 ha da zarbar.<\/p>\n<p>Ha mont a rae ivez va zad-kozh da di e verc&rsquo;h d&rsquo;ober krogado\u00f9, evel drailha\u00f1 pata- tez. Mat e oa da vale, met adalek ma oa kroget e galon da c&rsquo;hoari ar c&rsquo;hontrol outa\u00f1, ne veze ket lezet d&rsquo;ober kement-se a hent war e dreid, peogwir &lsquo;oa kezeg ha gwetur e ti e vugale. D&rsquo;ar Sul ne oa ket pell eus ar bourk e Roperz-Huon, e c&rsquo;hel- le mont d&rsquo;an oferenn pa ne veze ket re griz an amzer betek ar mizio\u00f9 diwezha\u00f1. Penaos e tremene goude kreisteiz ar Sul ganta\u00f1 ? Ama\u00f1 eo ret din faltazia\u00f1. Hag evit-se so\u00f1jal em zad pa oa deut kozh. Mont d&rsquo;ober un tamm gweladenn da bark- ma\u00f1-park, da drevad-ma\u00f1-trevad. Gwech moarvat e teue mignoned d&rsquo;ober ur gao- zeadenn ganta\u00f1. Ne lavaran ket da lakaat ur c&rsquo;hornedad. N&rsquo;en devoa biskoazh implijet tamm butun ebet. Koulskoude, evel ma l\u00e2r ar son : ar butun &lsquo;zo ur mignon d&rsquo;an den &lsquo;vez e-un&rsquo;.<\/p>\n<p>Daoust ha kana\u00f1 a rae bepred Tad-Kozh&nbsp; evel pa oa en e g\u00ear e-unan ? Trao\u00f9igo\u00f9 &nbsp;d&rsquo;e vugale-vihan marteze. Lenn ar journal, unan ar sizhun, an <em>\u00c9lecteur des C\u00f4tes- du-Nord.<\/em><\/p>\n<p>Emicha\u00f1s &lsquo;n em denne d&rsquo;e gambr da vemori\u00f1 e amzer dremenet : e vugaleaj evurus etre e dad, e vamm hag e vreur ; ar skol gant Breur Gabriel, hag an iliz, kolist&nbsp;ha chantr goude, desket gant ar gureed yaouank o doa savet ur strollad muzikerien : ar c&rsquo;horn, an taboulin, ar glarinetenn ha me &lsquo;oar. O, n&rsquo;eo ket da gredi\u00f1 e vijent ampart-kaer war ar sonerezh met evit peizanted Tonkedeg e oa se ur \u00ab grad \u00bb sur-mat. Ha neuze ar strollad-se &lsquo;oa ivez ar brasniver anezhe eus strollad ar c&rsquo;hoa- rierien pezhio\u00f9 ha n&rsquo;eo ket pezhio\u00f9 bihan patronaj &lsquo;veze gante, met misterio\u00f9 ha trajedienno\u00f9 meur : pet so\u00f1j ! <em>Buhez Santez Trifina, Buhez &lsquo;r Pevar Mab Emon\u2026 <\/em>Tad-Kozh a c&rsquo;hoarie roll Renod ha pennado\u00f9 all c&rsquo;hoazh. An derzhienn domm a oa oc&rsquo;h ober he reuz en amzer-se, ha setu hinienno\u00f9 a vanke, neuze ar re &lsquo;oa mat o memor ha prim da zeski\u00f1 a zegouezhe dezhe c&rsquo;hoari ivez rollo\u00f9 ar re na vezent ket evit dont.<\/p>\n<p>Iskis eo skritur levr <em>Buhez &lsquo;r Pevar Mab Emon. <\/em>Kalz a c&rsquo;herio\u00f9 gallek e-barzh, galleg hanter vrezhonekaet.<\/p>\n<p>Sonio\u00f9 pe gwerzio\u00f9 diwar-benn Napoleon veur hag a oa chomet ar so\u00f1j anezha\u00f1 bev-mat da amzer va zud-kozh. Bonapartist e oa Tad-Kozh, hervez ma mamm. Daoust d&rsquo;ar bern tud en devoa bet aberzhet Napoleon en e vrezelio\u00f9, kalz tud o doa miret ur so\u00f1j vat anezha\u00f1 rak goude ar reveulzi vras eo e\u00f1 en doa lakaet digeri\u00f1 an ilizo\u00f9. Familh va zad-kozh o doa bet kuzhet beleien e-pad ar reveulzi vras, e riskl&nbsp; o buhez. E familh va mamm-gozh e seblant e oa bet kont memes tra. Gwelet &lsquo;m eus ur ganastell e ti va maeronez, derv kizellet ha marellet a goad ivin o tougen aroue- zio\u00f9 ar relijion. Un doare tabernakl &lsquo;oa e-kreiz gant stumm ur c&rsquo;halur. War daolenn ar ganastell-se e veze l\u00e2ret an oferenn. Ema\u00f1 c&rsquo;hoazh e ti un nizez din.<\/p>\n<p>Napoleon III neuze, an hini en doa paket e damm digant Bismarck, hennezh &lsquo;oa eus remziad va zad-kozh. Ha bet &lsquo;oa Tad-Kozh ivez enrollet e-pad ar brezel er gward-<\/p>\n<p>\u00ab nasional \u00bb a veze o tiwall ar vourc&rsquo;hizien da gousket en noz. Mamm &lsquo;oa tri bloaz, va zad &lsquo;oa nav bloaz. So\u00f1j en doa da welet Erwan &lsquo;n Alan, ar c&rsquo;hemener-barzh, o taoulina\u00f1 war blasenn Runamb\u00ear, o lakaat e skouarn ouzh an douar da selaou ha klevet &lsquo;veze ar c&rsquo;hanono\u00f9 o tenna\u00f1 du-hont war harzo\u00f9 Breizh ! Santet e veze an douar o stro\u00f1sa\u00f1, emeza\u00f1 ! ar vugale a grede\u2026<\/p>\n<p>So\u00f1j en doa ivez an Tad-Kozh eus ar bloavezh spontus 1846 ma oa bet naonegezh er vro. Aet an trevado\u00f9 da fall ha ne zeue ket a drao\u00f9 eus ar broio\u00f9 all, hag ar pezh&nbsp;&nbsp; a zeue a veze evit ar re &lsquo;oa kre\u00f1v o yalc&rsquo;h. Mont a rae bagado\u00f9 tud yaouank da glask ormel d&rsquo;an aod en devezhio\u00f9 mare-bras, seier-kerc&rsquo;h gante da gloza\u00f1 o feskerezh. Kontet e veze ar patatez da lakaat da boazhat, pep hini e gont. Klevet &lsquo;m eus va zad o tezrevell unan bennak na oa ket gwell ruz war al labour hag a l\u00e2re d&rsquo;e vreur :<\/p>\n<p>\u00ab Gra an dra-ma\u00f1-tra evidon ha me roio ur batatezenn dit eus ma lod emberr da noz ! \u00bb Pa vez klevet ha gwelet an trao\u00f9 mat a vez kavet er poubellenno\u00f9 an deiz ha hiziv !!!<\/p>\n<p>So\u00f1jal a rae va zad-kozh en e re varv. Nag a hini aet eus e familh. E dud, e dud- kozh eus ar C&rsquo;hrec&rsquo;h-Balan, e vreur Job, e vreudeur-kaer hag e c&rsquo;hoarezed-kaer, e&nbsp;verc&rsquo;hed e-unan, e amezeien, e vignoned, e gamalado\u00f9-skol ha paotred yaouank, e niz Fra\u00f1soa-Mari an Danteg aet d&rsquo;an Amerik ha na oa bet biskoazh kelo\u00f9 anezha\u00f1, mab e oa da Janed Paskio\u00f9 a oa marvet a gredan, pa ne oa c&rsquo;hoazh nemet ur babig. An Danteg, e dad, &lsquo;oa pinvidik sa\u00f1set. Kaset e oa bet ar paotrig-ma\u00f1 d&rsquo;ar skolio\u00f9 bras, hag eno en doa desket beza\u00f1 aotrou ha paotr disoursi. Pa oa deut d&rsquo;e oad gour en doa klasket kaout lod e vamm ha skarzhet d&rsquo;an Amerik da glask fortun vras. Doue &lsquo;oar pelec&rsquo;h eo chomet e relego\u00f9.<\/p>\n<p>Hag an darvoudo\u00f9 bras evel e bloaz &rsquo;80 pa oa aet ar ponto\u00f9 gant an dour bras dirol- let, holl bonto\u00f9 al Leger war-bouez un nebeud tre. Ma oa bet dour da zistroada\u00f1 ponto\u00f9 mein-benerezh e oa bet kalz a zistruj all ivez. Difo\u00f1set an hento\u00f9, diskaret lojeiz ha gwez pa oa ken goet an douar en-dro dezhe, sac&rsquo;het loened er c&rsquo;hrene- gello\u00f9, kaniet an douar war ar c&rsquo;hostez ha dihadet an tachenno\u00f9 nevez-hadet, an douar o tont gant an dour betek an touflez ken ma&rsquo;z ae ar park hag ar c&rsquo;hleuz &lsquo;n ur rez. Ur glac&rsquo;har e oa bet an dour-beuz-se evit ar vilinerien a oa ken stank en amzerio\u00f9-se koulz war an dour bras evel war an dour bihan.<\/p>\n<p><em>Gwashoc&rsquo;h eo an dour eget an tan Peogwir an dour a lazh an tan.<\/em><\/p>\n<p>Evel-se e lavare ar re gozh. Met aon bras o deveze an dud rak an tan-gwall. Pa veze komzet eus Tan e veze lavaret da heul : Doue ra viro !<\/p>\n<p>Ul lodenn vras eus al lojeiz &lsquo;oa dindan toenno\u00f9 plouz, e-pad an ha\u00f1v ne oa netra lakaat an tan da gregi\u00f1 el lojeiz plouz-se.<\/p>\n<p>Pa oa deut ar bapeurio\u00f9 da dorna\u00f1 \u2014 da gas ar c&rsquo;houfr-dorna\u00f1 en-dro \u2014 e oa bet c&rsquo;hoarvezet ur gwallzarvoud spontus e Tonkedeg, er Gergastell a gredan, ma ne&nbsp; oa ket e Run-ar-C&rsquo;huzh. Bez&rsquo; e oa bepred ur g\u00eariadenn a bevar pe bemp menaj, holl dindan toenno\u00f9 plouz ha tostik a-walc&rsquo;h an eil d&rsquo;egile. Deiz an dorna\u00f1 &lsquo;oa kroget an tan, emicha\u00f1s fulenno\u00f9 savet dre siminal ar vapeur ha kouezhet war ur c&rsquo;houstell-ed. Tomm ha kras an trao\u00f9, un dakennig avel oc&rsquo;h atiza\u00f1 an tan, daoust ma oa kalz a dud war al leur ne oa ket bet tu da lazha\u00f1 an tan, primoc&rsquo;h ez ae eget ma c&rsquo;helle an dud \u2014 lakaet a-chadenn-degas-dour war ar plas. Ri\u00f1set e oa ar g\u00earia- denn, eost ha lojeiz, a-vec&rsquo;h ma oa bet saveteet an dud hag al loened, un tamm lienaj, ur besel, un tamm meubl bennak, ur bern tud a oa &lsquo;n em gavet war al lec&rsquo;h koulskoude. Gwelet e veze ar flamm eus a-bell. Darn eus an dud a grede dezhe &lsquo;oa tost-tre hag o doa graet levio\u00f9 ha levio\u00f9. Ne oa ket evel brema\u00f1 paramantet pao- tred-an-tan, na pellgomz d&rsquo;o gervel, na karr-tan ebet. Kloc&rsquo;h-galv &lsquo;veze sonet, tud ar barrez a gleve evit ul lodenn, se &lsquo;oa diouzh roud an avel. Ne oa ket ivez a stan- kado\u00f9-dour prientet evel brema\u00f1.<\/p>\n<p>Perc&rsquo;henn ar vapeur a oa sellet evel kablus ha penn-kaoz d&rsquo;an darvoud. Lakaet e oa war an douar noazh hep beza\u00f1 gallet digolla\u00f1 ar paourkaezh tud o doa kollet pep tra. Nebeut a-walc&rsquo;h a dud a veze asuret d&rsquo;ar c&rsquo;houlz-se, ken bihan e oa an arc&rsquo;hant. Tiegezhio\u00f9 mat ar barrez a roe pep hini hervez e volontez hag e beadra :&nbsp;boued tud ha boued loened, lienaj hag ur gwenneg bennak d&rsquo;ar re a gouezhe seurt droukcha\u00f1so\u00f9 warne. Ar c&rsquo;hiz &lsquo;oa da l\u00e2ret : \u00ab War-lerc&rsquo;h an tan e vez cha\u00f1s ! \u00bb Marteze evit rei\u00f1 un tamm espera\u00f1s d&rsquo;an dud glac&rsquo;haret e veze l\u00e2ret kement-se.<\/p>\n<p>Dont a rae ivez war spered va zad-kozh an torfedo\u00f9 euzhus c&rsquo;hoarvezet er barrez en e amzer hag o doa ledet ar spont hag ar vezh war Donkedegiz evit bloavezhio\u00f9. Ne gredan ket e veze techet Tad-Kozh d&rsquo;ober re a so\u00f1jo\u00f9 du. Go\u00fbt a oueze en em zidui\u00f1 gant e vilbern cha\u00f1sonio\u00f9, krennlavario\u00f9, rimadello\u00f9 ha fentigello\u00f9, hag a- hend-all, en gwir gristen e rene e vuhez, e santimanto\u00f9 o klota\u00f1 gant liderezh ar bloavezh kristen en Iliz Katolik.<\/p>\n<p>Evel ma oa bouzar \u2014 pe da vihana\u00f1, bez&rsquo; en doa te\u00f1valglevout \u2014 ne oa ket gouest da heuilh ar gaoz pa veze meur a hini o tivizout diraza\u00f1, hag e veve eta diwarna\u00f1 e- unan, diwar e hunvreo\u00f9, diwar e e\u00f1vorio\u00f9. En holl, ar peizant n&rsquo;eo ket ur c&rsquo;homzer- kaer \u2014 daoust ma vez kavet memes tra ur piler-e-c&rsquo;heno\u00f9 ur wech an amzer. Nann, un doare diviz mut a zo etre an douar, trao\u00f9 ar parko\u00f9, ar gwez, al loened ; hag ar c&rsquo;houmoul ; hag ar stered, hag ar peizant \u2014 ar gwir beizant ! Neb n&rsquo;en deus ket bevet e holl vuhez el labour-douar n&rsquo;eo ket gouest da intent ar pezh a l\u00e2ran. Santadurio\u00f9 &lsquo;zo n&rsquo;o deus ger ebet d&rsquo;o displega\u00f1 e yezh an dud. Trouzo\u00f9 zo n&rsquo;o deus anv ebet. Mil arliv ivez n&rsquo;int ket renket e skeul glasel al livio\u00f9 dre ma kemmont koulz l\u00e2ret a eur da eur a-hed an deiz.<\/p>\n<p><em>Heol ! Livet &lsquo;c&rsquo;h eus e roz va fark A oa louet emberr\u2026<\/em><\/p>\n<p>(Ronan Huon en <em>Evidon va-unan<\/em>)<\/p>\n<p>Tad-Kozh, abaoe m&rsquo;en doa lezet e venaj gant e vab, en doa roet ivez e zilez e kuzul an ti-k\u00ear. E vab &lsquo;oa brema\u00f1 kuzulier ha dibabet e oa da eilmaer, da \u00ab adjoent \u00bb evel ma vez l\u00e2ret en Treger. Mari-A\u00f1jelig a oa yaouank-tre c&rsquo;hoazh p&rsquo;he devoa kemeret un tamm brav a lorc&rsquo;h eus karg he zad, picho\u00f1s ! \u00ab Me eo plac&rsquo;h&nbsp; bihan&nbsp; an adjoent, \u00bb emezi d&rsquo;an hini a gave anezhi war an hent o vont da di Soez-Kozh, an devezherez a oa o chom en tu all d&rsquo;an hent.<\/p>\n<p>Plijout a rae d&rsquo;an hini vihan mont da latenni\u00f1 gant Soez-Kozh ha da zastum kaoc&rsquo;h- kezeg ganti. Tad-Kozh en devoa graet ur skubellenn vihan beuz-bleiz dezhi, staget un tamm feilh bennak ouzh ur vazh-koad ska\u00f1v d&rsquo;ober un doare paliked, ha bec&rsquo;h d&rsquo;ar c&rsquo;haoc&rsquo;h-kezeg \u2014 teil ar paour. Met ne oa ket padet pell ar jeu : unan bennak a oa tremenet ha kroget d&rsquo;he goapaat. \u00ab Hola, emeza\u00f1, plac&rsquo;h bihan an adjoent o kaoc&rsquo;hkezeka ? Foei ! gant ar vezh ! \u00bb Feuket ar bugel evel-just, ofa\u00f1set he c&rsquo;halite. Echu &lsquo;oa pardon ar c&rsquo;haoc&rsquo;h-kezeg gant Mari-A\u00f1jel.<\/p>\n<p>Maer ar gumun a oa pell eus ar bourk hag e kave alies an dud aesoc&rsquo;h dont da gaout an \u00ab adjoent \u00bb hag a oa ur c&rsquo;hilometrad hepken eus bourk Tonkedeg hag ouzhpenn, aesoc&rsquo;h &lsquo;oa tostaat diouta\u00f1 eget d&rsquo;ar maer. Chom a rae sioul da selaou ouzh pep den ha klask a rae un diskoulm da bep kudenn pa veze posupl. Komz a rae d&rsquo;ar maer ha plaenaat an trao\u00f9 pa c&rsquo;helle. Setu an tad-kozh a wele kalzik a dud hep mont en hent. Klevout keleier eus e vugale &lsquo;oa, se &lsquo;zo sklaer, an dedennusa\u00f1 evitan, ne&rsquo;m eus kavet lizher ebet eus an daou vloaz diwezha\u00f1-se skrivet ganta\u00f1.<\/p>\n<p>Er bloaz 1902 e oa deut Mamm da gerc&rsquo;hat Maiaig da fin ar skol ha da welout Tad- Kozh. Kalz trao\u00f9, emicha\u00f1s, o doa da gonta\u00f1 an eil d&rsquo;egile, ha so\u00f1jal a raent mar- teze e oa ar wech diwezha\u00f1 dezhe d&rsquo;en em welout.<\/p>\n<p>Maiaig a oa bet da Bask o tremen un devezh bennak e Roperz-Huon gant he c&rsquo;heni- tervez L\u00e9ontine. Kavet &lsquo;m eus ul lizher eus ar bloaz-se. Setu :<\/p>\n<p>Bon papa et bien-aim\u00e9e maman.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Je voulais vous \u00e9crire depuis ce vendredi, mais tante a pr\u00e9f\u00e9r\u00e9 attendre l&rsquo;arriv\u00e9e du colis, lequel nous est arriv\u00e9 ce matin.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Mille et mille fois merci, bien aim\u00e9s parents, de toutes vos bont\u00e9s pour moi. Merci des sar- raus, des bas, des cravates, des rubans et aussi des bonbons. Je vais les go\u00fbter tout \u00e0 l&rsquo;heu- re et je donnerai quelque chose \u00e0 L\u00e9ontine.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>J&rsquo;ai grandi un bon coup mais je ne suis pas forte, je suis pourtant \u00e0 boire et \u00e0 manger toute la journ\u00e9e. Si je pouvais prendre de l&rsquo;huile je serais plus forte, mais impossible. Je n&rsquo;ai mal nulle part, je mange tr\u00e8s bien et je dors de m\u00eame. Depuis 2 jours on me fait sortir une heure le matin et une heure le soir me promener au jardin.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Ne me plaignez pas et surtout ne vous tracassez pas trop avec moi. Je ne suis pas malade. C&rsquo;est la crue [ar greska\u00f1s] qui m&rsquo;a affaiblie.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>J&rsquo;ai \u00e0 combattre tous ces temps. J&rsquo;ai envie d&rsquo;aller \u00e0 Tonqu\u00e9dec et envie de rester ici.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Si je ne vais pas avec L\u00e9ontine, j&rsquo;irai avec Eug\u00e9nie \u00e0 Plouaret et de l\u00e0 j&rsquo;irai passer un ou deux jours \u00e0 Tonqu\u00e9dec.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Je vous prie cher petit papa et bonne maman d&rsquo;offrir mes plus tendres affections \u00e0 toutes mes connaissances de Montreuil en particulier \u00e0 Mme M\u00e9nager, \u00e0 Mme L\u00e9onard, \u00e0 Mme Binet et&nbsp; \u00e0 Mme Racine.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Je vous quitte en vous envoyant mes mille baisers et en vous redisant Merci ! Merci ! Votre petit chat qui vous aime de tout son c\u0153ur et vous embrasse fort.<\/p>\n<p>Maria Duval<\/p>\n<p>L\u00e9ontine a skriv war gein al lizher :<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Cher oncle et bonne tante<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Moi aussi je viens vous envoyer un petit bonjour et surtout un grand remerc\u00eement pour la belle cravate que vous m&rsquo;avez envoy\u00e9e.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Quoique je me plaise beaucoup \u00e0 P\u00e9dernec je vois avec bonheur arriver les vacances de P\u00e2ques car je suis press\u00e9e de revoir Ropers-Huon. Nous aurons du plaisir Maria et moi, nous nous prom\u00e8nerons un peu partout et nous irons surtout voir tante Marie-Yvonne.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Au revoir cher oncle et ch\u00e8re tante<\/p>\n<p>Votre affectionn\u00e9e ni\u00e8ce qui vous embrasse en vous redisant merci. L\u00e9ontine Ollivier<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Triwec&rsquo;h vloaz ha tri-ugent &lsquo;zo tremenet abaoe m&rsquo;eo bet skrivet al lizher-ma\u00f1 gant div verc&rsquo;h-vihan da&rsquo;m zad-kozh, e 1902. E 1903 e varve Maria, va c&rsquo;hoar vihan.<\/p>\n<p>He c&rsquo;henitervez L\u00e9ontine a zo marvet dec&rsquo;h, an 30 a viz Mezheven 1980. Arc&rsquo;hoazh ema\u00f1 hec&rsquo;h interamant e Bulien, Doue d&rsquo;he fardono ; an dour a zo em daoulagad ha va c&rsquo;halon a zo en dristidigezh. Ne chom mui ganin eus familh va mamm nemet ur genitervez-kompez : Marie-Ang\u00e8le, c&rsquo;hoar yaouanka\u00f1 L\u00e9ontine. Evel c&rsquo;hoarezed e oa an div-ma\u00f1 din.<\/p>\n<p>Lezel a ra L\u00e9ontine war he lerc&rsquo;h bugale, bugale-vihan ha bugale d&rsquo;he bugale-vihan, en o zouez un Ollivier bihan. Aet eo an anv-familh da anv-badez, Doue ra vennigo anezhe holl !<\/p>\n<p>An daou a viz Gouere. Taol-pellgomz eus Bulien. Aet eo en douar ar genitervez karet. Un engroez a dud ouzh hec&rsquo;h ambroug. Oferenn interamant latin ha brezho- neg. Ar brezhoneg komzet ganti hag en-dro dezhi bemdez-Doue eus he c&rsquo;havell d&rsquo;he bez, he yezh hag he c&rsquo;hoef ! Hag he mousc&rsquo;hoarzh ken kaer, ken &lsquo;vo bet a-walc&rsquo;h ganta\u00f1 nemetken da ober da sant P\u00ear, porzhier an Ne\u00f1v, digeri\u00f1 frank an nor dezhi da antren e Baradoz an Aotrou, he mousc&rsquo;hoarzh hag he mouezh he\u00f1vel ouzh trouz aour o titirina\u00f1 a rae anezhi ur rouanez. Ra vo e Levenez Doue !<\/p>\n<h2>Marv va zad-kozh<\/h2>\n<p>Da vakanso\u00f9 bras ar skol e oa deut Mamm da gerc&rsquo;hat he flac&rsquo;h bihan ha da welout he familh ; he zad dreist-holl, ha ne oa ket en e chareo\u00f9, pell ac&rsquo;hane.<\/p>\n<p>Maiaig, kennebeut, ne oa ket yac&rsquo;h, en gwelet hon eus en he lizher diwezha\u00f1, ha n&rsquo;eo ket an ha\u00f1v e Pariz a raje vad dezhi. Met ret &lsquo;oa dezhi beva\u00f1 mareado\u00f9 gant he zud, memes tra.<\/p>\n<p>Trubuilh he doa Mamm o tistrei\u00f1 da Bariz gant ur bugel kla\u00f1v hag o lezel Tad-Kozh ken kla\u00f1v all. \u00ab Pa grogo ar skol e vo degaset an hini vihan adarre da Bederneg hag e teuin ganeoc&rsquo;h un devezh bennak adarre ha Maiaig a deuy d&rsquo;ho kwelout ur wech an amzer gant he zintin.<\/p>\n<ul>\n<li>Mar ben bev c&rsquo;hoazh, \u00bb eme Tad-Kozh.<\/li>\n<\/ul>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Va c&rsquo;hoar vihan ne oa ket e-tailh da retorn da Bederneg pa addigoras ar skol. Etre daouarn ar vedisined e oa hag he c&rsquo;hle\u00f1ved ne oa ket diouzh beza\u00f1 diza\u00f1jer evit ar skolidi all. Pa oa freskaet un tamm an amzer e oa adkroget da zebri\u00f1 gwelloc&rsquo;h, hag addeuet un tammig nerzh dezhi. Er memes amzer, ar c&rsquo;heleier a zeue eus Roperz- Huon a-zivout Tad-Kozh ne oant ket evit sioulaat anken va mamm. Edo brema\u00f1 Tad- Kozh war e wele hag o c&rsquo;houlenn gwelet e verc&rsquo;h. Un tamm a-raok Nedeleg e oa deut Mamm eta da welout he zad ha war ar memes tro da zegas Maia d&rsquo;ar skol, peogwir e oa gwellaet he yec&rsquo;hed.<\/p>\n<p>Vaka\u00f1so\u00f9 Nedeleg ha Deiz Kenta\u00f1 ar Bloaz &lsquo;oa. Maia hag he c&rsquo;henitervezed a&rsquo;n em zidue evel ma c&rsquo;hellent en-dro da Roperz-Huon e-pad ar vakanso\u00f9. Mamm, hi, &lsquo;oa &lsquo;n em staliet e-kichen gwele Tad-Kozh. Ne felle ket dezha\u00f1 gwelet anezhi o tec&rsquo;hel ur munud, hervez. Pa ranke diskenn e veze raktal ouzh he gervel. Mamm &lsquo;oa &lsquo;n em lakaet d&rsquo;ober stamm \u2014 ne chome morse dibreder \u2014 met se ne oa ket mat d&rsquo;an Tad- Kozh. \u00ab Lez ar stamm-se a-gostez, emeza\u00f1, amzer az po d&rsquo;ober stamm pa vin-me aet d&rsquo;an douar ! \u00bb<\/p>\n<p>Met &lsquo;n em skuizha\u00f1 a rae o komz dibaouez ha Mamm a lavare dezha\u00f1 : \u00ab Ma vijec&rsquo;h bet gouest da gousket ur pennadig, va zad, e vije torret un tamm ho terzhienn\u2026<\/p>\n<ul>\n<li>Amzer a-walc&rsquo;h am bo da gousket pa vin aet d&rsquo;ar bed all\u2026 \u00bb Hag e talc&rsquo;he da gonta\u00f1, evel o tirolla\u00f1 film e vuhez penn-da-benn.<\/li>\n<\/ul>\n<p>Ar c&rsquo;hle\u00f1ved a rae e reuz. Dindan un nebeud deizio\u00f9 e oa &lsquo;n em lakaet da alteri\u00f1. Mamm n&rsquo;e zislavare ket. Ober a rae sello\u00f9 drouk outi pa na selaoue ket aketus.<\/p>\n<p>Tintin Saint Lucien a zeue ivez da dremen ur pennad ganta\u00f1 hag e verc&rsquo;h Marivon memes tra. Tud all a veze o tont bemdez da glevout eus e gelo\u00f9 ha da zegas un draig bennak dezha\u00f1 evel m&#8217;ema\u00f1 ar c&rsquo;hiz. Lod a save d&rsquo;ar gambr met graet e veze sin dezhe da ziwall da skuizha\u00f1 an hini kla\u00f1v.<\/p>\n<p>Marvet e oa deiz diwezha\u00f1 ar bloaz 1902. Poanius e oa bet e dremenvan evel ma vez da galz a gla\u00f1vourien-galon. \u00ab Pounner eo ! pounner eo ! a l\u00e2re ur wech an amzer. Klask a rae sevel e zaouarn diwar al li\u00f1sel. Mamm a groge neuze en e zorn, d&rsquo;en distoka\u00f1, hag e seblante bout divec&rsquo;hiet ur momed. \u00ab Tosta du-se Visanta, ro un tamm plas din ! \u00bb<\/p>\n<p>Se &lsquo;oa bet unan eus e c&rsquo;herio\u00f9 diwezha\u00f1. E-kreiz pedenno\u00f9 e vugale, sparfet a zour benniget e oa nijet ene ar c&rsquo;hristen rik, an tad karantezus, ar pried feal, ar peizant kalonek ha reizh, ar c&rsquo;haner brezhoneg difaezhus, ar Breizhad.<\/p>\n<p>Un den a-feson a oa bet e-pad e vuhez, va zad-kozh Roperz-Huon. Joa d&rsquo;e Anaon!<\/p>\n<p>D&rsquo;an 2 a viz Genver 1903 &lsquo;oa kaset ha diskennet e plas e bried e bered e barrouz, er bez-se en doa dibabet eviti hag evita\u00f1, tostik-tre da zor an iliz a sko war-zu ar blasenn.<\/p>\n<p>Kaer e oa bet an obido\u00f9. Kanet an oferenn-interamant gant tri beleg, seurezed a oa kalz ivez hag ar c&rsquo;huzul-kumun en e bezh gant ar maer er penn, keid-all e oa bet kuzulier hag e vab brema\u00f1 adjoent. Ar familh pell ha tost, an amezeien, ar vigno- ned, ar beorien ha koulz l\u00e2ret unan eus pep ti ar barrez.<\/p>\n<p>Met an hini en doa douget ar muia\u00f1 a ga\u00f1v dezha\u00f1, an hini a oa ar muia\u00f1 glac&rsquo;ha- ret he c&rsquo;halon gant marv he zad-kozh &lsquo;oa Maiaig, \u00ab Fallig Tata-Gozh \u00bb a gare kement anezha\u00f1 evel ma kare-e\u00f1 anezhi.<\/p>\n<p>An holl a ouele er vered o welout ar bugelig-se, ken dister e yec&rsquo;hed, o tifronkal e-tal ar bez, ma rankas Julia, eil pried Gwezhenneg, deut ivez eus Pariz, kregi\u00f1 en hini vihan-ma\u00f1 ha kas anezhi da gemer un dra bennak d&rsquo;an ostaleri e-kichen. An amzer a oa yen ha da\u00f1jer &lsquo;oa d&rsquo;ar bugel paour da baka\u00f1 he marv eno, e-pad an amzer hir a bade al lid diwezha\u00f1 er vered : pedenno\u00f9 ar beleg, pedenno\u00f9 an hini a veze o l\u00e2ret gras. Skuilh dour benniget war an arched hag ar poull-bez, pep hini d&rsquo;e dro ; pa oa kement a dud !\u2026<\/p>\n<p>An eizhved a oa graet adarre kent ma kroge ar skol abalamour da&rsquo;m zintin M\u00e8re&nbsp;&nbsp; St Lucien ha da seurezed Pederneg hag ar C&rsquo;houerc&rsquo;had. Ha tud a-leizh adarre. Ar c&rsquo;hiz &lsquo;oa da rei\u00f1 da zebri\u00f1 ha da eva\u00f1 d&rsquo;an holl dud deut d&rsquo;ar servij en un ostaleri er bourk, ur pred ska\u00f1v met tomm. Ar gerent a zebre asambles. Goude ar pred e veze adarre patero\u00f9, graso\u00f9 ha kalite d&rsquo;ar beorien, d&rsquo;ar re a veze o anv war ar roll.<\/p>\n<p>Lavaret en doa Tad-Kozh d&rsquo;e vugale an deiz end-eeun, ma ne fazian ket, ma oa degaset dezha\u00f1 e sakramanto\u00f9 diwezha\u00f1 war-dro an Nedeleg : \u00ab N&rsquo;o pet ket damant, bugale, d&rsquo;ober pep tra evel m&rsquo;eo dleet ganin. N&rsquo;o pezo ket a frejo\u00f9 da gaout diwar ho kodell. Bez&rsquo; em eus aze em fres peadra d&rsquo;ober frejo\u00f9 ma inter- amant. \u00bb<\/p>\n<p>Bez&rsquo; en doa e gwirionez, hag ouzhpenn &lsquo;oa kavet war la\u00f1ser uhela\u00f1 e bres daou rollad pezhio\u00f9 aour : pevar c&rsquo;hant skoed da ranna\u00f1 etre e vugale. An tad-kozh mat- se n&rsquo;en doa morse dispignet ur gwenneg en aner, ur gwenneg evit e blijadur e-unan ; ne oa ket enna\u00f1 tech an avaristed. Go\u00fbt a oueze rei\u00f1, go\u00fbt a oueze derc&rsquo;hel, go\u00fbt a oueze ober implij vat eus trao\u00f9 ar bed-ma\u00f1. Met d&rsquo;an amzer ma ne oa retred ebet evit ar re gozh, sikour ebet evit sevel ar vugale na sikour ebet d&rsquo;ar re gla\u00f1v, e oa ret-mat kaout ur berenn ouzh ar sec&rsquo;hed pa veze tu. Graet en doa dle alies da brena\u00f1 douar. Se na oa ket he\u00f1vel ouzh ober dle en ostaleri da lonka\u00f1. Ma oa chomet dle gant e vugale war o douar eo dre ma oa bet deut ken fall war drao\u00f9 an douar e-pad pemzek vloaz, eus 1882 da 1897, pa ne oa priz ebet war al loened, nag ar greun, pa n&rsquo;helle ket ar merour paea\u00f1 e c&rsquo;houel-mikael ne oa ket gouest da sevel ar samm-se diwar e chouk, ha mil bennozh Doue a lavaran c&rsquo;hoazh da&rsquo;m zad-kozh da veza\u00f1 lezet gant va mamm ha ganin goude, an tamm douar treut-ma\u00f1 en deus evelkent hon maget hag a ra c&rsquo;hoazh va dudi. Ne&rsquo;m eus ket gallet e greski\u00f1 kalz. Kresket em eus, avat, niver ar gwez warna\u00f1 ha stourm a ran evit ma ne zeuio ket an diaoul \u00ab bull \u00bb d&rsquo;ober diouta\u00f1 ur \u00ab sahara \u00bb. Ra blijo gant Doue mestr an Natur !<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<h2>1903<\/h2>\n<p>Mamm &lsquo;oa distroet asambles gant va zad un nebeud deizio\u00f9 goude an obido\u00f9. Maia a oa lezet e Pederneg da c&rsquo;hortoz ma teujent en-dro d&rsquo;ar vro peogwir da Ouel- Mikael 1903 e oa sa\u00f1set ar merour, ar Moal kozh, da lezel Trao\u00f1-an-Dour.<\/p>\n<p>An trao\u00f9igo\u00f9 am eus komzet outo uheloc&rsquo;h a oa chomet e Roperz-Huon abaoe ma oa deut va zad-kozh eus Koumanant-Sugard. Brema\u00f1 goude e varv e leze c&rsquo;hoazh e bres gante. Ar gwele, e wele, &lsquo;oa lezet gant Soez-Kozh, hi hag he doa sikouret ober war e dro e-pad ma oa bet chomet war e wele. Lienaj ha besello\u00f9 a oa ivez da&rsquo;m mamm. Bez&rsquo; em eus c&rsquo;hoazh em zi, trao\u00f9igo\u00f9 bet da&rsquo;m zad-kozh, a sellan evel rele- go\u00f9 doujet : ur gloge houarn, ur plad don gant ur c&rsquo;hastell kaer evel kastell Kergrist, lienaj kotilh ar g\u00ear, binvio\u00f9 bihan hag all, hag un tamm eus levr <em>Buhez ar Pevar Mab Emon.<\/em><\/p>\n<p>Korf va zad-kozh &lsquo;oa kaset da vered Tonkedeg. E ene, spi am eus, a oa aet war-eeun da Balez an Dreinded. E e\u00f1vor, avat, a zo bev bepred e-touez e vugale-vihan, an nebeud a chom diouto, kement ha ken alies eo bet roet din da skouer gant va mamm \u2014 ha va zad ivez, an holl istim ha douja\u00f1s en doa evit e dad-kaer \u2014 ken ma&rsquo;n deus bet ul levezon vras war va buhez penn-da-benn\u2026 Evel ma lavar ar c&rsquo;hatekiz :<\/p>\n<ul>\n<li><em>Pehini eo ar gwella\u00f1 stumm da enori\u00f1 ar sent?<\/em><\/li>\n<li><em>Kemer skouer war o vertuzio\u00f9\u2026<\/em><\/li>\n<\/ul>\n<p>Graet em eus diouzh va gwella\u00f1 da gemer va zad-kozh da skouer. Siwazh ! n&rsquo;on ket deut a-benn da vale war e roudo\u00f9 penn-da-benn. Re a feulster en deus treuzkaset din va zad, Doue d&rsquo;e bardono. Va mamm n&rsquo;he deus ket lezet ganin a-walc&rsquo;h a basianted hag a habaskted ha poan am bez oc&rsquo;h ober ar c&rsquo;hempouez etre an daou heritaj-se. Gwech eo bet trec&rsquo;h unan, gwech eo bet trec&rsquo;h egile. Evel-se emaon\u2026 Evel-se on graet hag evel-se on chomet !<\/p>\n<p><em>Kasit kuit hoc&rsquo;h anien naturel<\/em><\/p>\n<p><em>Dont a ray en-dro d&rsquo;ar pimperlamm !<\/em><\/p>\n<p>Al lizher-ma\u00f1 &lsquo;zo bet skrivet gant va c&rsquo;hoarig tri miz hanter goude marv Tad-Kozh, deiz Sul-ar-Breuz 1903.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Cher papa et petite maman,<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Me voici encore ou plut\u00f4t me revoici enfin, car il me semble vous entendre dire : savoir quand nous recevrons des nouvelles de notre petite Maria ?<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Quelles nouvelles vous donnerai-je ? Je me porte bien, je suis gaie comme un pinson. Je m&rsquo;amuse bien et je travaille, me dit-on, tr\u00e8s bien. J&rsquo;ai commenc\u00e9 une belle frileuse noire, mais c&rsquo;est un dessin bien appliquant, aussi je ne vais pas au galop.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>J&rsquo;ai vu Tonton Paotr, Tante Jobig et Marie-Ang\u00e8le il y a quinze jours. Tante M\u00e8re St Lucien fut attrap\u00e9e, elle \u00e9tait \u00e0 Louargat et ne les vit pas.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>J&rsquo;avais eu 7 sous, 5 avec Tante Jobig et 2 d&rsquo;avec Marie-Ang\u00e8le. J&rsquo;avais eu aussi une demi-dou- zaine de cr\u00eapes de froment d&rsquo;avec ma tante. Ils veulent absolument que j&rsquo;aille avec L\u00e9ontine pour les f\u00eates de P\u00e2ques. J&rsquo;avais eu des nouvelles de Grand-M\u00e8re, elle est tr\u00e8s bien, elle comptait venir me voir avec Tonton Paotr.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Eug\u00e9nie Leroy est \u00e0-peu-pr\u00e8s gu\u00e9rie. Je lui ai \u00e9crit un petit mot lundi. Je suis press\u00e9e de la voir.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Bonne maman et cher papa, j&rsquo;ai pleur\u00e9 de joie en apprenant que vous \u00eates d\u00e9cid\u00e9s \u00e0 venir au pays \u00e0 la St Michel, car pour moi, je pr\u00e9f\u00e8re mille fois la campagne \u00e0 la ville.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Si nous n&rsquo;avons pas de quoi avoir de bonnes choses comme \u00e0 Paris, nous aurons toujours des pommes de terre et du lard, du pain bis et du bon beurre et surtout du bon air.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Allons bon papa et bonne maman, je vous quitte en vous priant de ne pas m&rsquo;oublier aupr\u00e8s de Mme L\u00e9onard, Madame Binet, de Mme Alexandre, de Mme Racine, etc.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Souhaitez-leur un affectueux bonjour de ma part.<\/p>\n<p>Au revoir. C&rsquo;est le bouquet * aujourd&rsquo;hui ici et on part pour la promenade. Recevez les mille baisers de votre petite fille qui vous aime de tout son c\u0153ur. Maria Duval<\/p>\n<p>Daou damm bruzhun eus ul lizher all, skrivet war-lerc&rsquo;h hema\u00f1, hervez &lsquo;m eus kom- prenet :<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>\u2026je peuk ** encore un peu mais moins que par le pass\u00e9. Je mange bien. Je dors bien et m&rsquo;amu- se bien et surtout je ris bien avec S\u0153ur No\u00ebl qui me dit des contes toute la journ\u00e9e, en retour je l&rsquo;aide \u00e0 faire la cuisine. Toute&nbsp; la journ\u00e9e je suis \u00e0 bourrer : lait, \u0153ufs, bouillon, sirop,&nbsp; vin, etc.<\/p>\n<p>Goude Pask ne oa ket bet er c&rsquo;hlas nemet un nebeudig amzer. Difennet &lsquo;oa gant ar medisin skuizha\u00f1 an hini vihan gla\u00f1v e mod ebet. Va zintin M\u00e8re St Lucien \u2014 hag a oueze e petore stad e oa koulskoude \u2014 a zalc&rsquo;he da ampelli\u00f1 da gas ar c&rsquo;helo\u00f9 d&rsquo;he zud, ken kriz &lsquo;oa da glevout e oa kondaonet o bugel nemeti.<\/p>\n<p>M\u00e8re Sainte Agn\u00e8s, ar superiorez, a gemeras war he c&rsquo;hont ar c&rsquo;hemenn-se. He dever e oa. Ha setu un deiz oc&rsquo;h erruout ar c&rsquo;helo\u00f9 gant he mamm da zont raktal da gerc&rsquo;hat he merc&rsquo;h war urzh ar medisin.<\/p>\n<p>Tra ma vez buhez en den e vez espera\u00f1s. Kredi\u00f1 a rae Mamm e vije saveteet. Diskouezet e oa bet d&rsquo;ar vedisined ampart, bourret a louzeier. Unan bennak a l\u00e2ras da&rsquo;m mamm mont ganti da gaout ur medisin bras d&rsquo;un ospital.<\/p>\n<p>Bouquet : boked Pederneg a veze deiz Sul ar Breuz, un doare pardon bihan &lsquo;oa se.<\/p>\n<p>** Diouzh ar brezhoneg peukal = pasaat.<\/p>\n<p>Hema\u00f1 a lavaras :<\/p>\n<p>\u00ab Kasit ar bugel-se raktal war ar maez !<\/p>\n<ul>\n<li>Met, eme Mamm, &lsquo;oa-hi er skol war ar maez. Ema\u00f1 a-baouez distrei\u00f1 ganeomp !<\/li>\n<li>Imm\u00e9diatement la cl\u00e9 des champs ! emeza\u00f1, n&rsquo;eo ket trao\u00f9<\/li>\n<li>Ni, eme Mamm, a dle distrei\u00f1 d&rsquo;ar vro a-benn tri miz ac&rsquo;hann. &lsquo;Vefe ket tu da c&rsquo;hortoz ?<\/li>\n<li>Ce n&rsquo;est ni dans trois mois, ni demain, mais il faut partir imm\u00e9diatement. C&rsquo;est \u00e0 ce prix qu&rsquo;il vous reste une chance de la garder\u2026 \u00bb<\/li>\n<\/ul>\n<p>Pelec&rsquo;h mont, pa oa marv Tad-Kozh ? ha ne oa dija mui en e g\u00ear e-unan. Pelec&rsquo;h nemet da Run-Rio\u00f9, da di an dintin vat he doa roet repu d&rsquo;he c&rsquo;hoar Teofil. Amzer ar respont d&rsquo;erruout hag en hent gant nec&rsquo;h ha gant morc&rsquo;hed degas ur bugel kla\u00f1v en un tiad tud yaouank ha bugale, an hini vihana\u00f1 ne oa nemet triwec&rsquo;h miz.<\/p>\n<p>An aotrou Even, a oa medisin er C&rsquo;houerc&rsquo;had, a rae war-dro Maiaig ha souezhet- mik e veze o welout pegen seder he pegen serzh e chome homa\u00f1 war he zreid er stad ma oa.<\/p>\n<p>Lavarout a rae da&rsquo;m mamm \u2014 kerent e oant : \u00ab Truez am eus ouzhit, emeza\u00f1, me am eus kollet pemp bugel hag a oar petra eo, met pemp all &lsquo;zo chomet ganin, ha te ne&rsquo;c&rsquo;h eus nemet unan hag ema\u00f1 o vont eus a-dre hon daouarn. Me &lsquo;zo medisin met n&rsquo;on ket Doue. Ne ran ket a vurzhudo\u00f9. \u00bb<\/p>\n<p>Mont a rae Mamm ganti da gemer an aer da dosenn Rubezenn, unan eus parko\u00f9 Run- Rio\u00f9 war un uhelenn a-us d&rsquo;ar gar, enna\u00f1 seizh devezh-arat, ul lec&rsquo;h kaer eo, ma weler ac&rsquo;hane Menez-Bre ha chadenn ar Menezio\u00f9 Are ha nouspet tour.<\/p>\n<p>Ul lizher digant Mamm d&rsquo;he fried :<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Plouaret le 12 ao\u00fbt 1903 Cher \u00e9poux<\/p>\n<p>J&rsquo;arrive encore te donner des nouvelles de notre ch\u00e8re enfant, qui, h\u00e9las ne sont gu\u00e8re meilleures ; comme je te disais sur ma lettre de mercredi que j&rsquo;allais voir le Docteur Even, il a trouv\u00e9 que la petite allait plus mal, elle avait le poumon gauche congestionn\u00e9 et une gran- de d\u00e9chirure, il a donn\u00e9 une potion pour lui cicatriser le poumon, puis il a ordonn\u00e9 une v\u00e9si- catoire (qui l&rsquo;a beaucoup affaiblie) malgr\u00e9 cela elle se plaint toujours de la poitrine et de son c\u00f4t\u00e9. Son nez saigne toujours, dimanche elle a eu une h\u00e9morragie qu&rsquo;elle s&rsquo;est trouv\u00e9e mal, il a fallu l&rsquo;inonder d&rsquo;eau froide pour l&rsquo;arr\u00eater.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Elle n&rsquo;engraisse pas beaucoup. Je l&rsquo;ai pes\u00e9e jeudi, elle a diminu\u00e9 une livre. Elle ne p\u00e8se que 37 l. Hier on a fait des cr\u00eapes, elle a assez bien mang\u00e9.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Cher \u00e9poux, j&rsquo;ai re\u00e7u ton colis depuis samedi. Maria te remercie de t&rsquo;\u00eatre d\u00e9rang\u00e9 pour elle.<\/p>\n<p>Remercie aussi infiniment Monsieur et Madame Racine de leur bonne volont\u00e9 pour vous. Quand je reviendrai je leur apporterai quelque chose.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Bien le bonjour aussi \u00e0 Madame M\u00e9nager et \u00e0 Mme Alexandre.<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>Tout le monde ici te dit bonjour. La moisson est avanc\u00e9e, si le temps le permet on pense battre la semaine prochaine.<\/p>\n<p>Je n&rsquo;ai pas encore \u00e9t\u00e9 \u00e0 Tonqu\u00e9dec. Je ne sais pas si je pourrais y aller. Mon fr\u00e8re et sa femme sont venus me voir dimanche chez eux aussi la moisson est avanc\u00e9e.<\/p>\n<p>Augustine Philippe est morte samedi. Que te dirai-je encore ? Je t\u00e2cherai de t&rsquo;\u00e9crire dans la fin de la semaine. Je dois aller un de ces jours voir le m\u00e9decin. Je te dirai le r\u00e9sultat.<\/p>\n<p>Encore une fois bonjour \u00e0 M. et Mme Racine. Au revoir cher \u00e9poux.<\/p>\n<p>Ton \u00e9pouse fid\u00e8le Fran\u00e7oise<\/p>\n<p>Maria envoie un baiser \u00e0 tout le monde et surtout \u00e0 son p\u00e8re.<\/p>\n<p>Emaomp ama\u00f1 an 12 a viz Eost. D&rsquo;an 10 a viz Here e varve va c&rsquo;hoar vihan. Stourmet he doa eta a-rez daou viz. E Run-Rio\u00f9 e oa chomet da vervel. Re fall e oa dija da Ouel-Mikael da veza\u00f1 degaset da Drao\u00f1-an-Dour, a oa brema\u00f1 goullo.<\/p>\n<p>Teir sizhun a-raok he marv, e oa degaset he Fask dezhi. Dek vloaz ha gouzout a rae katekiz ha pedenno\u00f9 mat-tre. Graet e oa un tamm lid e Run-Rio\u00f9. Gwisket dezhi he robenn ruz-tan ha lakaet war ur gador, he mamm daoulinet en he c&rsquo;hichen. Amezeien a oa deut da asista\u00f1 ha goude &lsquo;oa graet un tamm degemer d&rsquo;ar re &lsquo;oa eno. Maia a l\u00e2ras lakaat anezhi en he gwele. Skuizh e oa ha fromet sur-mat. Speredek evel ma oa, he doa komprenet ster ar pask-se degaset dezhi hec&rsquo;h-unan, un nebeud mizio\u00f9 kentoc&rsquo;h eget ma oa sa\u00f1set d&rsquo;ober he Fask solanel.<\/p>\n<p>Diwar an deiz-se n&rsquo;he doa kemeret nemet berado\u00f9 dour fresk. Un devezh warn- ugent he doa stourmet ouzh an danijenn-empenn. Ne oa pare ebet d&rsquo;an ampoent d&rsquo;ar c&rsquo;hle\u00f1ved kriz-se.<\/p>\n<p>Va zad a oa galvet neuze ha roet e zilez eus e garg en tramgirri, ur vicher a blije dezha\u00f1 koulskoude, ken sot ha ma oa gant ar c&rsquo;hezeg.<\/p>\n<p>Rener ar stasion a lavare dezha\u00f1 e rae ur sotoni o tilezel ur plas mat, ur charretour ken&nbsp;&nbsp; mat&nbsp;&nbsp; oa&nbsp;&nbsp; ma&nbsp;&nbsp; n&rsquo;oa&nbsp;&nbsp; bet&nbsp; &nbsp;morse&nbsp;&nbsp; pennabeg&nbsp;&nbsp; d&rsquo;an&nbsp;&nbsp; distera\u00f1 gwallzarvoud.<\/p>\n<p>\u00ab Ar sotoni, emeza\u00f1, &lsquo;zo bet dont da Bariz. Va daou vugel a gollan ha va gwreg n&rsquo;eo bet nemet kingla\u00f1v er g\u00ear villiget-ma\u00f1\u2026 Keuz am eus da&rsquo;m c&rsquo;hezeg met va dever eo distrei\u00f1 d&rsquo;ar vro\u2026 \u00bb<\/p>\n<p>Ne oa distroet eus du-hont nemet al lienaj, an dilhad-gwele, ar besello\u00f9. An arre- beuri &lsquo;oa re ger degas anezhe eus keid-all. A-hend-all, meubl mod k\u00ear ne zereent ket ouzh un ti plouz. Lodenn mobilier va mamm hag ur pezh meubl bennak eus ti va mamm-gozh all ne oant ket a-walc&rsquo;h da leunia\u00f1 an ti. Lakaet e oa ober ur pres hag ur c&rsquo;hased-orolaj e Tregrom gant David amunuzer. Labour vrav ha solut en doa graet.<\/p>\n<p>Met hag a vije bet en ti kaera\u00f1 meubl Kastell Versailhez e vije bet goullo bepred. Pa oa aet ar bugel nemeta\u00f1, al labousig seder, d&rsquo;ar Bed all\u2026<\/p>\n<p>Prenet e oa bet ur plas dezhi e bered Plouared e-kichen bez ar familh. Prenet ur biramidenn mein benet. Prenet ur gael houarn goveliet d&rsquo;ober tro ar bez. Hec&rsquo;h heritaj &lsquo;oa ! Krisa\u00f1 planedenn evit va zud ! Pa ne oa mui a spi da gaout bugale all goude kement a gle\u00f1vedo\u00f9.<\/p>\n<p>Dre betore burzhud eta e oan-me deut er bed-ma\u00f1, triwec&rsquo;h miz goude marv va c&rsquo;hoar ?<\/p>\n<p>N&rsquo;on ket bet ur bugel burzhudus avat. Met gwelloc&rsquo;h eo evit netra\u2026 rak n&rsquo;int ket bet dilezet en o c&rsquo;hozhni. N&rsquo;o deus ket ranket mont war oaled tud all evel Tad-Kozh Roperz-Huon. Kement tra a oa e Trao\u00f1-an-Dour a oa chomet war o c&rsquo;hont betek marv an hini diwezha\u00f1, brema\u00f1 &lsquo;zo nav bloaz warn-ugent\u2026<\/p>\n<p>Joa d&rsquo;o Anaon !<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n<p>&nbsp;<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Pour notre bien \u00e0 tous Ah! que j&rsquo;y suis sensible Il&nbsp; s&rsquo;est&nbsp; rendu&nbsp; souvent La t\u00e2che trop p\u00e9nible M\u00e8re Anne de J\u00e9sus [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"parent":0,"menu_order":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","template":"","meta":{"_acf_changed":false,"ngg_post_thumbnail":0,"footnotes":""},"class_list":["post-2512","page","type-page","status-publish","hentry"],"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v27.4 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Tad-kozh Roperz-Huon - Anjela Duval<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/2512-2\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Tad-kozh Roperz-Huon - Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Pour notre bien \u00e0 tous Ah! que j&rsquo;y suis sensible Il&nbsp; s&rsquo;est&nbsp; rendu&nbsp; souvent La t\u00e2che trop p\u00e9nible M\u00e8re Anne de J\u00e9sus [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/2512-2\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"Anjela Duval\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2025-08-13T13:25:10+00:00\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"317 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/2512-2\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/2512-2\\\/\",\"name\":\"Tad-kozh Roperz-Huon - Anjela Duval\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\"},\"datePublished\":\"2017-10-15T21:10:10+00:00\",\"dateModified\":\"2025-08-13T13:25:10+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/2512-2\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/2512-2\\\/\"]}]},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/bz\\\/2512-2\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Tad-kozh Roperz-Huon\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"name\":\"Anjela Duval\",\"description\":\"\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#organization\",\"name\":\"Mignoned Anjela\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/wp-content\\\/uploads\\\/2019\\\/11\\\/logo-mignoned-angela.png\",\"width\":248,\"height\":147,\"caption\":\"Mignoned Anjela\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.anjela.org\\\/oberenn\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"}}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Tad-kozh Roperz-Huon - Anjela Duval","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/2512-2\/","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Tad-kozh Roperz-Huon - Anjela Duval","og_description":"Pour notre bien \u00e0 tous Ah! que j&rsquo;y suis sensible Il&nbsp; s&rsquo;est&nbsp; rendu&nbsp; souvent La t\u00e2che trop p\u00e9nible M\u00e8re Anne de J\u00e9sus [&hellip;]","og_url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/2512-2\/","og_site_name":"Anjela Duval","article_modified_time":"2025-08-13T13:25:10+00:00","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"317 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/2512-2\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/2512-2\/","name":"Tad-kozh Roperz-Huon - Anjela Duval","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website"},"datePublished":"2017-10-15T21:10:10+00:00","dateModified":"2025-08-13T13:25:10+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/2512-2\/#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/2512-2\/"]}]},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/bz\/2512-2\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Tad-kozh Roperz-Huon"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#website","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","name":"Anjela Duval","description":"","publisher":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#organization","name":"Mignoned Anjela","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","contentUrl":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-content\/uploads\/2019\/11\/logo-mignoned-angela.png","width":248,"height":147,"caption":"Mignoned Anjela"},"image":{"@id":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/#\/schema\/logo\/image\/"}}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2512","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/types\/page"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=2512"}],"version-history":[{"count":0,"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/pages\/2512\/revisions"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.anjela.org\/oberenn\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=2512"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}